- Carout a res-te ta bugalle ?
- guella an douar.
- J. Bujault.
An douarou trézéc pé douarou od, dré ma zint mad dreist-ol hô-unan, ne c’houlennont quet beza gueleed, nemet andréajou anezo, peurvuia tost dar moor, lec’h é zeus treaz a guiscadou quen téo, ma renquer é calédi en oc’h é vesqui, pa eller, gât an douar dindan.
Douarou trezec.
Peurvuia,en douarou-zont, péré a zo c’hoas dilézet, é zeus cals tuchennou treaz, savet ama ac a-ont gât an avélou. Dré ma neoquet compez an douar, a zigouez diezaman braz evit al labour, ispicial évit dizac’ha an dour-glaoéger, dalc’het a poulladou en toullou pé er c’hleuzennou, dré an arzou-zé. Ar c’henta évès abarz laboura ar seurt paluziou-zé, a zo plennad an duchennou, ha goude calétad an treaz, rac an avélou tourmenchou é ziplas aliez ac é zigas lec’h al, eost ac al, paz eus laquet enan.