Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


D’AN TIEIEN


PARREZ ROSLOHEN HA DA RÉ TRO AR FAOU.


————


Doc’h-hu eo, va amezeien, oc’h parrez Roslohen, doc’h-hu tieien eus tro ar faou, a voestlan al léor-mâ. Evid guir, peguément a anaoudegues vad ne dléan-quet doc’h evit al lévenez a bep maré oc’h eus roed dimé, en oc’h eulia gât quement a squiant ac a foug, ar c’helennou a roomp deoc’h, dré labour ha dré gomz, meur a bloavechou zo.

Diguémeret oc’h eus ar penvillou nevez, dilézet oc’h eus ar c’hiz côz, é oac’h boazet d’eulia, a bel-zo, evid ober eun doaré labour squiantussoc’h, pehini a viâna hô poan en oc’h cresqui pinvidigues an douar. Couscoude, bez eus tud ha nellont quet anavezout a c’hanoc’h, pa eo guir n’ho deusquet anezo bevet en hô touez, gât péré ez oc’h tamallet d’hô nem blijout en disquiantegues ha da veza dizent gronz oc’h ar c’helennou a zel deus a quement guellidigues. Quenderc’hel a réot da rei evid gaou ar goal tamallou zont, en oc’h guellaad ato al labour, ha da rei quelennou talvoudus dan tieien ar c’harteriou al, péré né zaléint quet d’och eulia var an ent mad a ziscoëzit dezo.