Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/240

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




DECVED PENNAD.


————
DOARÉ STUZIA AN DOUAROU, DA LAVAROUT LACAD EOSTOU AN EIL GOUDĖ ĖGUILĖ.


————


Nem zistérad a ra an douar ô roei alies eost envel : al louzeier e c’honéont, ha naz peus nemet pennou fal.
An neb a zivag é zouar a scanva é ialc’h
J. Bujault.


Disclériadur an doaré stuzia.

Evit an dud gouiec er gonnidégues, gouzout stuzia zo gouzout ar c’hiz dazéa ha da lacad an éostou an eil var lec’h éguilé gât squiant, doc’h dalvoudégues an douar ha doc’h an teil eller caout. Ar c’hiz stuzia, pa zeo gouézet mad, a zilouza an douar ac e quendalc’h dru avoalc’h evid caout, gât an nebeuta mizou ac an nebeuta labour, ar guella ac an talvoudussa eostou. Ar gouiegues-zé zo, da lavarout mad, dianavézet er vrô, lec’h heulier eur c'hiz fal ha disquiantuz, a zo evit eun dra bennnag ô virout ar gonnidegues douar da vellad en hon touez. Evel-sé, Pé quer fal eo ar c’hiz stuzia euliet er vro.

er c’hiz stuzia tri bloaziad, é heulier an aliessa er vro, é lequeer doc’h-tu meur a vech it var lec’h id, ac a zigasser an douar quer louz ha quen divag, ma nalquet mui, ben eun nebeut bloavechou, rei eost mad ebet ; al louzeier teuont da groc’henni quement