Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
QUENTA PENNAD.
————
DEUS A QUEMENT SEURT DOUAR.
————
- A rabat troei an douarou crè pa zint glib, nar ar ré scân pa zint seac’h.
- J. Bujault.
Eaz eo gouézout nellan quet discouëza amâ ar c’hem zo étré quement douar nemet en eun doaré da veza clevet gât an ol ; rac, fellout a ra din ispicial implijout guiriou ha discoëzadures eaz da veza clèvet frez ha buan gat an dûd divar ar meaz.
Douarou an départaman ellont beza rannet é pevar seurt quentâ : douarou treazec, douarou priec, douarou losc pé douarou bruc ha douarou toualc’h. Er vro-mâ, neusquet a zouarou trezec hô-unan ; neus nemet en arvor zoquen é caver douarou é péré é zeus treaz créguen bruzunnet, mésquet a treaz querrec, digasset gât an avélou braz, a guiscadou téoc’h pé tanoc’h, ha peurvuia tanoc’h-tano dré ma pellaër doc’h an od.