Mont d’an endalc’had

Brouscon c’houennet a bep seurt

Eus Wikimammenn
◄   Pempved Pennad. — Idou. — Lin ha Canap Brouscon c’houennet a bep seurt Seisved Pennad. — Prajeier   ►




C’HOUEC’HVET PENNAD.


————
BROUSCON C’HOUENNET A BEP SEURT.


————
An neb a vella e chatal a vella e ialc’h.
Rô boed dra chatal, az pezo teil, arc’hant ac id.
J. Bujault.


Douarou losquet da zeana, quis fal.

Ar brouscon c’houennet dléfent beza laquet é bep lec’h ma losquer an douar da zéana. Credi reer an douar en deus ezom déana, goudé en deus roed meur a eost ; eur fal greden eo, evel ma vellor pa gomzin eus an doaré stuzia an douarou. Boazet oc’h ivez da leusqueur douar ô téana abalamour da gaout peuri, péré peurliessa, né dellont quet cals a dra ; goude int bet peuret eur vech en nevez-amzer, an darn vuia né zeuont quet mui nemet en dian eost ; ar sec’hor badus é vez en ân a boaz anezo peurvuia ; muioc’h a vizé dal loënnet, ma adfec’h brouscon ha melchennou en douarou losquet da zéana. Evit ober mad, an anter Penaos chench ar c’hiz zo bremâ, da leusqueur an douarou da zéana, evit hô laboura piz.

deus an douar dléfé beza laquet didan brouscon ha didan melchen pé ieotennou al. Ar c’hiz-zé alfé beza euliet, a-vremâ, er c’hartériou guella deus ar vro. Dré guir, ma laquéfed an tiegues didan pevar stus, an teil a reer en eun tiegues cren ha drempefé an ol douarou tom ; rac né vizé nemet palefras, da lavarout unan doc’h ar pevar stuz-zé da deilla peb bloas. (Guellout izelloc’h ar pes a vezo lavaret var an doaré stuzia.)


An avalou douar, ar betterabes, an irvinou a bep seurt, ar c’harotes, ar c’haol saoud, cetu azé ar brouscon griennec an aliessa adet er vro-ni.


Avalou douar.

A barz ar c’hlenvet, an avalou douar teuent mad avoalc’h e quement douar. Erves é oant frouezus Doaré dhô roei dal loënnet.

meurbed, é oant talvoudus braz evit bevans an dud ac al loënnet ; mes red é oa ho poad pa vizé roed cals dar zaoud pé dar c’hézec ; rac, roed cri, nint quet quercouls, ellont beza clanvus ha cas dezo ar fluz, ar c’houéon, etc.


Quiz eaz ha dimizus d’ober bleut avalou douar.

Oc’h an avalou douar é tenner c’hoas eun danvez mad da implijout é meur a zoaré : ar bleut eo, pini eller caout en oc’h flastra an avalou cri, gât millou vian pé penfillou al. Lacad a reer an toaz-ze en eun tamoes run, ha teurel a reer dour varnan, meur a vech, ma c’haï ar bleut da eul, en eur varraz laquet dindan. Pa eo bet losquet da zéana trévoalc’h da roei amzer dar bleut couéza en traon, é losquer an dour da redec cuit ; neuzé toller c'hoas dour diou pé deir guech, ma oc’h eus c’hoant caout bleud guen caër. Lacad a reer goudé ar bleut var planquennou pé en eur pôd bennag, ac é léqueer er forn da zec’ha, goudé eo bet tennet an barra, pa neusquet mui ré a domder eni.

Er stalliou braz lec’h a reer bleut avalou douar, ez eus quizou guelloc’h ha buanoc’h evit é ober, Bez eus meur a stal eguissé e Ponabet, péré zo eun discarg braz dan avalou douar er vro-zé ; eno é léquéont ato ivez cals avalou douar, daoust ma né zollont quet quement abaoé eo deut ar c’hlenvet.


Doaré ada.

An avalou douar dléont beta adet a renquennadou ma eller ho c’houenna ac ho douara eaz. En doaré-mâ c’hader anézo : Ranna reer an dachen é teir loden quement a quement ; digueri reer daou ant, é creis peb loden, da lavarout é reer teir greizen en dachen, ma allo an adérien ac an allar Laboura eb nem gortoï tam ; rac queit ha ma an allar ô teureul daou bom var peb tu, goude ez int bet adet, ar merc’het ad ar pevar ant al digorret ha goudé é teuont adarré en erô nevez cuiteed gât an allar, Eun allar ha pidir vaoues nem euliont mad éguissé, eb col tam amzer.


Doaré al dada.

Eller ivez ada an avalou douar é renquennadou, ac hô lacad éonoc’h zoquen, en oc’h ober anchou gât an allar douara pé gât an allar al, var dro daou droatet é-trézo, en eun douar labouret ha bruzunet mad diaroc ; labourérien zo oc’h eulia ar merc’het evit goloï an ad gât ar var, pétraman a reer gât an allar, en oc’h faouta an irvi bian en deus savet é tré peb ant. Pa zeo roês avoalc’h an douar, é c’holoer mad ha buan, en oc’h chench tu dan oguet ac é gas var an dachen.


Cant a ma vez avalou douar ô c’hlaza a iniennou, é cloëder mad varnezo evit laza al louzeier glazet var c’horré, ha caout an douar eassoc’h da c’houenna divezatoc’h. Implijout a reer, dober al labour-ze, eun oguet côz ha ber é zent, evit mirout digas ré doc’h an ad var c’horré. Pa eo deut ar rizennou avalou douar a vel pen dar ben, é c'houenner anezô ac Ha red eo douara an avalou douar ?

hô douarer eun ebeut goudé. Mes, ha red eo ta douara an avalou douar ? Meur a ini en deus lavaret é oa red ober ; meur a ini al, gouiec ivez, en deus lavaret né oa quet. Evid on-mé, em eus adet tamou douaret ha tamou né oant quet, an eil e quichen éguilé, ac an avalou douar losquet eb hô zouara oant quercouls ha quer founus ac ar réal, pé founussoc’h c’hoas zoquen. Evessaat a rin c’hoas penaoz an téva avalou a zeuont tost dar gorré, ar pez a ziscoez ez er a enep al lezen doué en oc’h sevel douar outhô ; mes, en oc’h douara, tilouzaouit ha piguellit an dachen, an an avalou douar douaret zo eassoc’h da denna ; al labour-zé zo talvoudus ta en doaré-zé. Douaraa reer buan avoalc’h en-oc’h cas an alar coat, oc’h pini vez laquet daou guignallar, é tré ar renquennadou. Ada beer an avalou vian eb hô zroc’ha ; gred a vez daou pé dri dam doc’h ar réal, erves hô zéoder ; lacad a reer é tré-zo, an ed an anchou, var dro dec meteut bennag.


Clenvet an avalou douar.

Ada reer cals neheutoc’h avalou douar, abaoé eo deut ar c’hlenvet ; dilezet int a grenn zoquen é quarteriou zo. Tollet a réont founus avoalc’h c’hoas en douarou mad, ha né roont tam nebeutoc’h, couls lavar, en douarou treaz zo tost dan od, abalamour, dre ma ; zint frouezus meurbed, é torront ners ar c’hlenvet ; mes, en douarou scân, né tollont tra mui, abaoé a varv ar c’hol varnezo barz peur ober é c’hresq.

Fellout eo bet clasq gouzout ha discléria pennos a oa deut ar c’hlenvet-zé, ha lavarout é oa deut dré meur a zoaré ac hô dizé gred an droug quentoc’h quercouls a bremâ : ar vammen deus ar c’hlenvet a zo c’hoas eun dra da c’houzout. Nellomp quet ta mirout doc’h an droug ; mes, en oc’h teurel eve dada quement ouen vad ha dhô laboura gât squiant, alflemp bianaat é nerz. Pa eo guir doaré an amzer ned eo Nerz an amzer var ar c’hlenvet.

quet chenchet abaoé guech al,ned eus ners nemet en eil fesson var ar c’hlenvet. An amzer en deus nerz var an dud ha var al louzeier clân, ac ispicial var ar ré-mâ abalamour nellont quet, evel an dud, nem denna doc’h a zindan-an ; ar remâ, quercouls ac ar réont, sul vuia ez int sempl, sul vuia ez int fal derzel doc’h an amzer, ispicial pa zeus clenvet varnezo.


Pa dro aliez ha buan an amzer, hasta ra ar c’hlenvet da gresqui ; guastatoc’h é teu er bloavechou a gouez nebeut a glao, pa né chench quet calz an amzer. An dra-mâ zo guir avoalc’h doc’h an eves em eus laquet Anaoudegues gred er bloavechou-mâ var nerz ar chencha- menchou amzer oc’h ar c’hlenvet.

ô sellet oc’h ar c’hlenvet er bloavechou divezad-mâ. Evel-sé, er bloaves 1849, ez eus bet, el léon, e mis maê ac é mis even, glao arne aliez : Ar c’hlenvet en deus é nem ziscouezet, er vro-zé, en devechou quenta eus an eil doc’h ar missou-zé, ha, barz anter mis c’houéré, ar c’hol, var an avalou douar, oant dissec’het piz ; é darn doc’h ar c’herné, eguis al, en deus dalc’het da zec’ha er maré-zé ; ar c’hlenvet neqnet deu den em zizcoueza qué né voa diben mis c’houeré ; ar c’haol zo chomet glaz betec mis guengolo, ac an Doaré ar c’hlenvet er bloas 1850.

avalou donar hô deus tollet brao enô. Eguis er bloavechou diaraoc, ar c’hlenvet, er bloaves 1850, zo nem discoëzet abred en darn an aod coalorn deus ar vro, ha quentoc’h en douarou troed tram ar sao éol, evit ned eus gred er réal ; ned eo deut nemet pemb zizun divezatoc’h, var dro anter mis c’houéré, en darn a ziabars eus ar vro, lec’h né troquet quen aliez an amzer ; var an aod creisté, goasquétoc’h c’hoas, neusquet bet a glenvet ar bloas-mâ.


Eller credi a viannaï an droug peb bloas, qué né c’haï tré cuit eur vech bennag. Evit gortos, an eves en deus discouezet dom-ni ez eo guelloc’h ada avalou Quement oen abred a réont an nebeuta van oc’h ar c’hlenvet.

douar abred, péré zo couls lavar ân, é maré teu ar c’hlenvet. An avalou douar guen a vrein goassoc’h evit ar ré-al ; guelloc’h eo ta clasq, étré ar re prim, ar seurt a dol ar muia avalou en oc’h ober nebeut a van oc’h ar c’hlenvet.


Tennet a renq beza an avalou douar cant a ma zeo sec’h ar c’haol.

Eur vech disséc’het tré ar c’haol, renquer hô zenna ar c’henta ar guella ; an darn vrassa deus an avalou douar zo iac’h avoalc’h c’hoas, ha ne zaléfent quet da vreina en douar, ma teufé glaoeger.

An avalou douar nellont quet beza rénévezet dre ad.

Clasquet eo bet rénévezi an avalou douar dré an ad a zeu oc’h ar c’haol ; mes nintquet deut da vad : ar re névé, quercouls ac ar ré gôz, a zo bet scoet gât ar c’hlenvet.


Bettarabes.

Er vroiou a tieguechou vraz, é meaz breiz, é c’hader cals betterabes, peurvuia dober sucr. Tenna Sucr bettarabes.

reer anezâ deus dour ar brouscon, malet ha goasquet. Lacaad a reer an dour, en oc’h è virvi, da vont cuit é mogued ; né chom goudé nemet ar sucr, pini a vez dissec’het ha caleteed dré quizou a né zléan quet discoueza amâ ; rac, nellomp, er vro-mâ, lacad betterabes nemet evit boëtta al loënnet.


Doaré ober maguérézet da gaout da blanta é mis even.

Ato dlé beza laqued ar betterabes é renquennadou, evit beza eaz da c’houenna. Eller hô flanta pé hô hada doc’htu da jom. Pa feller eulia ar c’hiz quenta, é hader anezô é maguérézet, en eun tam douar goasquet eb beza ré c’holoed, ha trempet mad, er c’henta devechou deus a vis veurs, evit caout da blanta var dro anter mis even, pé quentoc’h. Ma ello ar vagueres dont da vad ha buan, red eo teurel an ad a renquennadou, dispartiet dré ledander dec meteut dan nebeuta, abalamour dhô c’hoenna eur vech pé ziou evit buannad hô c’hresc.


Doaré dhô flanta er parc.

Planta reer dré douçder en oc’h teurel eves da denna ar guella betterabes da guenta ; eun nebeut devechou goudé, ar ré zrua deus ar ré zo chomet er vagueres ellont beza tennet ivez ha plantet, cant a ma nem gao an amzer é doaré ober. Eller quenderc’hel da blanta peb eil tro betec ar c’henta devechou eus a vis c’houeré ; eur vech ed ar maré-zé é biou, véfé ré zivezad, abalamour ar betterabes nhô digent quet amzer dober hô c’hresc abarz ar goan. Eller goloi Gât an allar.

anezô gât an allar. Neuzé é heulier ar c’hiz discouezet uelloc’h evit ada an avalou douar, en oc’h teurel eves divoal renca ar betterabes iaouanc na ré izel en ant, na ré uel var ar bom, ma nhô c’holoio quet ré ar bom al a vezo tollet varnô. En oc’h teurel daou vom gât an allar ouarn, pé dri gât an allar vrô, var peb renquennet betterabes, é vezo trevoalc’h étré zô ; leusqueur a veer ed ar renquennadou, eun droatet bennag étré peb betterabézen.


Gât ar pî.

Evit planta eaz ha buan gât ar pî, é laquer an douar a irvi bian, plened gât ar ruilleres pé gât ar rastel. Planta reer var greizen peb erô. Ober a reer an irvi-zé en oc’h teurel daou bom neil d’oc’h éguilé gât eun allar vian. Peurvuia ar rizennou hô deus a ledander étre-zo tri-vec’h meutet ; mes neller quet eulia mad al ledander-zé nemet pa reer an anchou gât ar verquéres ; a-hend-al, mard eus étrézô muioc’h a franquis, ar betterabes, guelloc’h avelet, né vezint nemet téoc’h. Planta reer gât ar pî, en anchou digoret Ha gât ar verquéres

gât ar verquéres. Ar penvec labour-mâ, doaré eur rastel, var tri droatet a ed, zo tri dant vraz, outâ, ac étré-zo tri vec’h meutet. Eun den a zigas anezâ, en oc’h vale var e guis, an eona al mont. An tri ant quanta eur vech digoret, en emencha ra, evit digueri ar ré al, var an dervet en oc’h lacad enan an dant quanta beg ar rastel, ac en oc’h quenderc’hel éguissé qué né vez peur gred an dachen. Tieien zo tro ar Faou, ac a léquéont ivez ar verquéres var quillorou gât poez dé laquad da grogui ; eur penquézec a stlij anezi ac eun dên zo oc’h é derc’hel éon ; éguissé reer quercouls ha buanoc’h.


Doare ada ar betterabes da chom.

Ada doc’htu da chom zo ar guella doaré da eulia ; ned eo quet quer chançus ac ar c’his al ; brassoc’h brouscon zo, savet meaz an douar, ac essoc’h da denna ; elec’h ar betterabes plantet é réont cals a griou vian, péré stard ar betterabez goassoc’h en douar, ac é renquer nétad goudé deus an douar a stag outô. Ada reer da jom en devechou quenta deus a vis vaê, quentoc’h zoquen, doc’h ma vez an amzer. Ober reer an irvi ha lacad a reer étré-zo quement evel eo bet discouézet bremaïc evit planta ar betterabes,var irvi bian, savet gât an allar, petraman en oc’h ober anchou Meur a c’his ada.

gât ar verquérés. Ada reer gât an dorn en anchou. Daou labourer zo trevoalc’h evit ober buan al labour-zé : ar c’henta a dol tri pé pevar ad, en oc’h lacad étré peb discarg var dro eun droadet ; an eil golo gât é zorn. Talvoudussoc’h eo ada quement seurt brouscon var irvi bian, abalamour da encha éonoc’h ar c’houénérez sternet. Eassoc’h eo neusé da zerc’hel ha da gas étré ar renquennadou ; pa ma étré diou erô, nalquet mont deus é ent na foueltra ar plantennou iaouanc ; mes neller e zigas nemet étré ar renquennadou edet a trivec'h meteut d’an nebeuta. Pa ader var irvi, é ranquer caout tri dada : unan a ra toullou gât eur var, a zaou veutet donder bennag ; eun al a dol an ad, ac an drede é c’holo. Eves a renquer lacad da eulia an éona eller an ad discoëzet ueloc’h evit transplanta ar betterabes. Maré ar sec’hec’h, é reer dan ad quellida quentoc’h, en oc’h é gliba en dour, daou zeves abarz ada, ac en oc’h teurel goude ar ruilleres var an dachen. Evit caout guelloc’h betterabes, squigner var an toullou, pé en anchou dan ed discoëzet, eun nebeut coc’h quézec, pé teil côz, ludu, ludu du, pé tremp al brein ha bruzunet ; ada reer goudé ha golo a reer an ad gât eun nebeut douar.


Maré lenna ar betterabes.

Pa hô deus gred ar betterabes bian pidir pé bemp dellienen, né leusquer nemet unan é peb toul ; c’hoenna reer diou vech dan nebeutta barz né veo deut ar maré d’hô zenna, ar pez a reer é mis éré ; velato ar betterabes ellont chom en douar betec mis querzu, pa léquer var hô lec’h it meurs, er vroiou tost dar moor, elec’h né scorn quet dober gaou outô. Eller gutuil an deliou evit boetta ar zaoud.

Eguissé eller caout iroc’h an deliou da gutuil, péré, eb beza magus avoalc’h, zo talvoudus braz, var an traou al da voetta ar chatal ; en eur fesson al, éguissé eller c’hoas espernout ar boédou al, barz ar goan, pa eo prim ar bevans. Eller querquent ac ar mis eost, gutuil deliou betterabes, en oc’h teurel eves tenna nemet ar ré zo ô véléni ha soublet oc’h an douar.


E peseurt douarou eo mad ada betterabes.

Ar betterabes c’houlennont douar dru, roessed ha trempet mad ; né zeuont quet caër en douarou scan, nemet trezet é vezont bet a belzo ; mad int dreist al da voetta ar chatal ; ar c’hézec hô nem voaz ivez outô ha guellad a réont gât ar seurt boët-zé.


Panézou.

Ar panes né zeuquet en douarou fal ; mes né c’houl quet a teil, ha talvoudus braz eo en doaré ma c’hlaz ato, nemet fal a vez an ad. Peurvuia, é rénévézer an ad peb bloas ac a brenner doc’h an ezom er marc’hajou. Ar c’hiz-zé zo mad meurbed ac en tu gât ar c’hélennou gred uelloc’h ; mes evit ober e doare, é renquer clasq ad deus ar guella quarteriou, leun avoalc’h ac eosted mad. Evel quement brouscon Talvoudus eo ada ar panézou é renquennadou.

griouennec, ar panézou dlient beza adet ato a rizennou, ma vefent eassoc’h ha dimizussoc’h da c’houenna. Meur a vloas zo é c’hadan er c’hiz-zé ; darn eus va amezeien en deus gred evel don, ha bet hô deus, el labouriou c’houenna, gred gât ar var, daou trederen nebeutoc’h a boan ac a zalc’h, evit pa adent eguis al. Mes, evit teurel éon avoalc’h an ad en anchou, é zo red ober gât an adéres. Adéres rodellec deus an aotrou Felix

Ober ran gât an adérez rodellec deus an aotrou Félix, eus a treslez. An anchou a reer gât ar verquérez oc’h peini eo bet comzet quentoc’h ; lacad a reer étré-zo eun droatet Penaos lacad dent ar verquéres evit ada panes e renquennadou.

ebquen, en oc’h lacad oc’h ar penvec eun dant c’hoas ac en oc’h tostat an teir al, ar pez a zo eaz dober, rac bez eus er verquéres pevar toul, bep a droatet étré-zo ; eun al, a ra ar pemvet, a zisparti ar verquéres é daou anter queit a queit, ac hô deus peb ini trivec’h meutet ed, en eun doaré caout, paguérer, an eil guech goudé éguile, al ledander a zo red, evit ar rizennou panes ac ar rizennou betterabes [1]. Eun den é za goudé dré quement ant gât an adéres Rodellec ; evessaad a ra en oc’h valé ma tol ato an adéres quement a quément ; quenderc’hel a renc da deurel founus avoalc’h eb éana. Evelsé é zo red ada eun tamic stanc, gât aon nem gaffé ré danô ar panézou. An adéres implich tost eun drédéren muioc’h a ad evit né reer éguis al. Golo a reer gât an oguet, eb froza tam ar rizennou, pa doller eves cloëda a ben gât an anchou. Pa eo deut ar panezou iaouanc braz avoalc’h, da lavarout pa ma ar rizennou a vol, é reer ar c’henta c’hoenna ; dan eil, é tanoer ar rizennou lec’h eo ré stanc ar panes ; neuzé dléer piguella mad gât ar var.


Doaré ober an douar panes.

Ar panezou né zeuont quet mad eh douarou pouner, pa nint quet bet labouret ha roessed avoalc’h. Peurliessa, é vezont laqued var tirien troed barz hô ada, var eul labour ebquen. Evit ober mad avoalc’h al labour-zé, é léquéer daou allar : ar c’henta a ziblusc an tirien ac é zol en ant ; an eil a dol eur bom téo varnan, é doaré goloï mad ar glachen. An ini zo oc’h an allar aroc, a zlé soubla neza a glei eun tamic evit leusquer eur riblenic tirien tost dan ant, rac nequet red é droc’ha pa guir a vezo tollet a iz gât an eil allar, ha goloed oc’h téoder ar bom.


Eul labour barz ar goan a zo red en douarou louz.

Pa ader ar panézou en eun douar leun a louzeier dieaz da zioenna, é zo red roei eul labour barz ar goan, evit netaad ha roessaad anezâ. Abarz ada, e Ho roessad gat an oguet ac ar ruilleres.

cloëder ac é ruiller, mar bez sec’h an amzer, evit froza ha bruzuna ar mouded. Ar panézou adet abred nint quet ar ré é teuont ar buana. Alfed la, goudé beza quempennet an douar, daléa an ada eur pemzec té bennag pé ouspen, evit laza en oc’h cloéda, al louzeier glazet var c’horré ; an douar a vezo netoc’h goude ha dimizussoc’h da c’hoënna. Ar guella maré ada vizé en diben ar mis meurs ac en dévéchou quenta deus a vis ebrel.


Ar c’harottes guen pennou glaz.

Ar c’harottes zo talvoudus abalamour é teuont en douarou scân ha nostamant ; mes goulen a reont beza teillet mad, guir eo an teil-zé a vezo trevoalc’h dan it a zeuio var lec’h. Ar oen an aliessa adet zo ar c’harottezen guen pen glaz. Adet gât an dorn, ar c’hoenna zo diaessoc’h ag aliez mizussoc’h evit dar Guelloc’h hô ada a rizennou.

brouscon al ; guelloc’h eo ta é lacad a rizennou, en doaré a zo bet discoëzet evit ar panézou. Ar c’harottes a zo ato chançus avoalc’h, abalamour ez eo dieaz goud pé eo mad an ad pé neoquet, a neuzé ar melvet, Droug ar melvet.

goude int glazet, a zreb anezô piz, é ber amzer, er bloavechou douçder [2]. Abalamour dan droug zé, é zo red hô dilezel alies, ha gouscoudé ez int talvoudus braz dré ma teuont é quément seurt douar, a zo eun dra gaër er vroiou lec’h eo ré zister an douar evit caout pânes na betterabes. Ar c’harottes c’houllennont teil dru ha brein. Tost dar moor, lec’h ez eus douarou quer pinvidic al, ader anezé, en nevez-amzer, toëz al lin ac an idou meurs.


Irvinou rutabaga, ha caol irvin.

An irvinou-rutabaga, péré zo envel avoalc’h doc’h ar c’haol-irvin, zo eur seurt al couscoude. Ar pez a zisenvel anezo zo al liou mélen deus ar c’henta seurt, elec’h an eil a zo guen. Ada reer an eil oen ac eben eguis ar betterabes : transplanta reer anezo pé hô ada reer da chom é renquennadou. Ar maguérézet evit transplanta é vezont gred ivez er mis meurs. An irvinou-ma c’houzâont guelloc’h beza transplantet evit né c'houzâ ar betterabes ; peurvuia ivez é heulier ar c’hiz-zé pa léqueer irvinou-ratabaga ha caol-irvin. Ar c’houilet du a reont alies cals droug dezo, evel a Droug ar c’houilet du.

réont da guément seurt-irvin al ha dar c’haol. Evit mirout ar vaguérézet outo, é squigner ludu, râz, ha guelloc’h c’hoas uel mogued. Ar rutabaga né réont van oc’h ar scorn ; ellont chom pad ar goan en douar eb droug.


Irvinou.

An irvinou al, guelloc’h anavezet er vro, é vezont adet ato da jom, ha peurvuia gât an dorn ; eller couscoude Ellont beza laqued a rizennou.

ho ada a rizennou ; mes divoal a renguer teurel ré a ad, ar pez a c’hoarvez avechou, abalamour ez eo quer bian ; né leusquer ta en adéres német toullouigou, da deurel ad, e doaré pen eur spillen. An irvinnou, adet é mis éven ac é mis c’houéré, savont Dont a réont mad en douarou dister ha nevez digoret.

alies berniou fonnus. Dont a réont mad en douarou dister ac en douarou nevez digoret ; talvoudus braz a vizé hô ada, er vroiou lec’h neller quet caout brouscon al. Talvoudus ez int c’hoas, pa hô ader étré daou eost braz, gât eul labour, varlec’h it, goudé an eost. Golo a reer an ad eun tamic gât eun oguet drein. Hor tieien ho deus diguemeret peurvuia ar guis da Irvinou corzennet.

lacad irvin goudé an eost ; eguissé guéont boët glaz talvoudus dar chatal, en nevez-amzer, ha goudé-zé é léqueont c’hoas, brouscon al, pé it tu.


Caolza.

Ar c’haolza zo eur oen caol é hader evit an éol a denner eus é ad. Er vro-ni, ned eo quet eaz caout Caolza corzennet.

perc’hen evit ar marc’hadoures-zé. Alfed, couscoude, ada caolza goudé an eost, evit caout, varlec’h an irvinou corzennet, eur seurt boët glaz envel doc’h onto.


Caol dont a saoud réont en douarou segal.

Ar c’haol saoud é vezont adet e maguérézet, barz ar goan, evit beza plantet er mis meurs. Dont a réont mad avoalc’h é quement seurt douar, ac eun dra c’hoantus eo teufent da lacad anezô er vroiou segal. Mélourien hô deus laquet, a vremâ, caol er c’harteziou-zont ; ac hô deus bet ré gaér ; cresqui réont ivez, bep a nebeut, da lacat en andréajou-zé quer paour er boed loënnet. Ar c’haol saoud goulennont beza teillet ; ellont beza laquet da zilouzaoui Mad int dar bioc’het leaz ha dar zaoud lard.

ha da guempen an douar evit an it a zlé mont var-lec’h. Pa vaguer ar bioc’het gatô, é roont calz leaz, ha mad int ivez da vellad ar zaoud lard.


Caol vendé, pa oc’h ar poëtou, pé delliennec.

Bez eus eur oen caol nevez, deut nebeut-zo é quichen Keraés, péini, doc’h ma lévérer, zo founussoc’h evit ar c’haol léon. Ar oen-mâ zo andvet caol Vendé, caol Poëtou, caol Delliennec ; an ol tieien a rafent mad goul ad da vellet petra int. Douar Lannilis zo Caol Lannilis

mad dreist-ol evit ar c’haol ; ac’hano é teu ar ré vella da blanta. Guelloc’h a véfé lacad anezé en hô douar hô-unan evit hô quemmesqui etoëz ar panes dré rencadou, Eur c’hiz fal eo lacad caol e toëz ar panes. abalamour é réont gaou oc’h ar panezou a zigouez dindan hô. Lacad a reer é mis querzu, caol etouez ar guinizou, en douarou dreist-ol ; cresqui réont mad avoalc’h, goudé eo bet medet an it, ha rô a réont eun nebeut brao a zéliou.


Doaré bernia ar brouscon é meaz dhô nem virout loe ar goan.

An tieien a zeufent dada cals brouscon c’hoënnet, nalfent quet caout lec’hiou goloët avoalc’h evit dastum quement-zé. Mirout a reer anezé é meaz en oc’h hô bernia en eun doaré squiantus. Ar berniou zont é vezont gred er parc, er pors, el leur, pé lec’h al, en oc’h evessaad doc’h ober goasc eur c’hleuz pé eur vogueur, lec’h né scoquet an avel Coalorn. Er vroiou lec’h a vez cri ar goan, é touller an douar, evit azéa ar bern, tro pemp pé c’houec’h meutet donder, ac a ledander tri droatet bennag. Bernia reer goudé ar brouscon, en oc’h sarra peb a nebeut dré ma sav ar Berniou goloet a zouar.

bern ma nem gao, pa vezo peur gred, envél doc’h toën eun ti, zivar c’horré. Toulla reer, tro var dro, amchou bian, eun tamic dounoc’h evit an toul gred dazéa ar bern, ma choumo sec’h ato ha ma ello an dour glao redec cuit. Teuret a reer goude eur guiscadic plouz var ar brouscon berniet éguissé, ha sevel a reer var-n-an an douar tennet doc’h an toullou ; moustra reer goude gât ar bal, evit mirout né frozéfé gât ar c’henta glao.


Berniou goloët gât plouz eb quen.

Ar goan zo peurliessa clouar er bréiz-izel. ispicial quichen an od ; e quement lec’h né vezquet a scorn braz, eller ober ar berniou brouscon gât nebeutoc’h a labour. Lec’h toulla, é leder var an douar eur guisc lan, colo it-tu pé gors avalou douar, en oc’h lacad eves dober ar guélé-zé lédan avoalc’h da galedi mad ar bern, francoc’h evit tri droatet eun tamic bennag. Ober reer ar bern, evel an doaré discoèzet bremaïc, var an ed a guérer. Golo a reer anezâ a plouz pé gât traou al envelep ; ar plouz a stanc pissoc’h doc’h an avel scorn evit an danveziou al ; couscoudé eller lacad plouz guinis-tu evit mirout ar c’holo al. Eun déoder seiz pé éiz meutet zo trevoalc’h evit divoal ar bern doc’h ar glao ha doc’h ar scorn. Couscoudé, evel nal gouzout dén pé quer creô a vezo ar scorn, ez eo evezus, cant a ma teu, cresqui ar guisc plouz adarré petraman teurel teil tom nevez gred varn-n-an.[3]


Quiz al da c’holô ar berniou brouscon griouennec.

Ar brouscon goloed en doare zé, ne nem dommont quet, éguis a réont avechou er berniou goloed a zouar. Evit mirout ar plouz, em eus goloët ar bloas-mâ ar berniou e guis al : laqued ez eus bet, doc’h peb tu deus ar bern brouscon, eur guisq orzennou raden ; var c’horré ez eo bet squillet eur guisq téô a pel guinis, ac ar bern a zo bet peur goloed deus eur fesson toèn balan bennac, ac a zisquen betec an traon. Evit mirout né iafé an dour glao é bars, dré an ein, ez eo bet savet, gât ar bal, pen dar ben, eur rizen prî, evel ar môdel a léqueer var ein an tier. Eb Ar c’hiz bernia e mez a zo red eulia evit cresqui ada brouscon griennec.

an doaré miridigues-zé, nalfemp quet cresqui ada plantennou brousconnec er vro ; talvoudus é véfé ta squigna ar c’hiz-zé etoëz an dud, pa eo guir ez eo dianavet tré.


Seurt brouscon ellont chom pad ar goan en douar.

Bez eus brouscon ac ellont chom en douar pad ar goan eb droug ebet ; da lavarout ar panézou, an irvinou-rutabagas, an irvinou bro ac ar c’haol. Emâ, da lavarout mad, né dléffé quet beza rannet é renq ar ré-m-al, pa eo guir néquet dré e grien, mes dré é zeliou ez eo mad dal loënnet ; mirout a reer anezô avechou, el léon, goasq eur c’hleuz bennag, troëd Penaos a virer ar c’haol doc’h ar scorn.

er c’hreisté : heda reer ar c’haolennou var ar grien, ha golo a reer hô griou a zouar ; en doaré-zé, an deliou nhô deus droug ebet oc’h ar scorn.

  1. Evelsé, é léquéer pévar dant oc’h ar penfec, ac é trézo peb a droatet, evit rizenna an douar panes ; ha né virer nemet tri, édet a trivec’h meutet, da lavarout unan é creiz, daou bep pen, evid ada ar betterabes. Gueloc’h a vijé zoquen caout diou verquéres dent coat outhô, unan evid rizenna dar betterabes, e ben da rizenna dar panes. Quement tiec a raï ar verquérézet eaz éavoalc’h é-unan er c’hiz am eus discoëzet.
  2. Evid flastra ar melfed, implijer ar ruilleres, er vro-Saoz, gât talvoudegues. Ruilla réer abarz né sav an eôl, pa mâ ar melfed ô valé dré ar gliz. Ar ré nem gavont en toullou, nhô deus droug ebet ; mes, eh oc’h ruilla meur-a-vech, é vezont paquet ivez eur maré bennag. Ar c’hiz-zé reer c’hoas, er vro-zé, evid flastra ar c’houillet du, péré a lip ar c’haol ac an irvinou iaouanc ; mes neuze léqueer ar ruilleres creiz an deiz, pa eo tom an eôl.
  3. Eguissé ran, a bel-zo, gât digouez mad. Quemmeret em eus an doaré-zé digât an aotrou Feliz, eus a Trezlez, oc’h pini em eus hanvet c’hoas al labouriou izinus.