Doaré stuzia an douarou

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Naoved Pennad. — Loënnet an tiegues Doaré stuzia an douarou Unecved Pennad. — Guergéou ha doaré ober ar sit   ►




DECVED PENNAD.


————


DOARÉ STUZIA AN DOUAROU, DA LAVAROUT LACAD EOSTOU AN EIL GOUDĖ ĖGUILĖ.


————


Nem zistérad a ra an douar ô roei alies eost envel : al louzeier e c’honéont, ha naz peus nemet pennou fal.
An neb a zivag é zouar a scanva é ialc’h
J. Bujault.


Disclériadur an doaré stuzia.

Evit an dud gouiec er gonnidégues, gouzout stuzia zo gouzout ar c’hiz dazéa ha da lacad an éostou an eil var lec’h éguilé gât squiant, doc’h dalvoudégues an douar ha doc’h an teil eller caout. Ar c’hiz stuzia, pa zeo gouézet mad, a zilouza an douar ac e quendalc’h dru avoalc’h evid caout, gât an nebeuta mizou ac an nebeuta labour, ar guella ac an talvoudussa eostou. Ar gouiegues-zé zo, da lavarout mad, dianavézet er vrô, lec’h heulier eur c'hiz fal ha disquiantuz, a zo evit eun dra bennnag ô virout ar gonnidegues douar da vellad en hon touez. Evel-sé, Pé quer fal eo ar c’hiz stuzia euliet er vro.

er c’hiz stuzia tri bloaziad, é heulier an aliessa er vro, é lequeer doc’h-tu meur a vech it var lec’h id, ac a zigasser an douar quer louz ha quen divag, ma nalquet mui, ben eun nebeut bloavechou, rei eost mad ebet ; al louzeier teuont da groc’henni quement an douar, ma neller quet mui é laboura ; neuzé an dud dré ma renq é zilézel, a gred en deus ezom éana. Ar Doaré stuzia euliet é Querné en douarou mad. c’hiz stuzia fal-zé zo, en douarou mad, quanta bloaves, guinis teillet ; an eilvet bloaves, querc’h ; an drédé, eils pé guinis-tu. An avalou douar, pânes, betterabes, adet nebeut, né vezont quet laquet aquétus avoalc’h en hô zro, er c’hiz-ma, ma alfent é guellad calz.


En douarou scân.

En douarou scân, é tigorer ar stuz gât eun éost evit nétaad ha guellaad ; ober reer goudé daou éost divagus ha louzaoüz, evel er c’hélen discoezet bremaïc : quenta bloaves, it-tu luduet ; eil, segal téillet, trédé, querc’h.

Goudé reer adarré envelep quiz, eb tam éan na chenchaman, nemet an nebeut brouscon c’houennet ac ar melchenou a zeuont avechou ha dré zigouez, ô nem lacad ivez, en douarou-mâ, a amzer-e-amzer, etré an idou adet an eil goudé eguilé.


En darn pinvidica ac ar guella labouret demeus Quiz stuzia al Léon ned eo quet calz squiantussoc’h ; mes muioc’h a boët loënnet é lequer enô. al léon, ar c’hiz stuzia ned eoquet calz squiantussoc’h. Evid guir, muioc’h a voët loénnet é léquéont enô ; mes, eguis lec’h-al, é réont id var lec’h id ; al lin, a zo quer divagus dan douar, adet el léon a zachennou vraz, vez laquet, eb squiant, aroc pé varlec’h an daou it zo ô nem eulia. Couscoudé, an douarou stuziet eguissé né zéanont biquen ; quenderc’hel a réont da deurel eost, dré ma zint quen trézec en no zoaré ha quer mad, ha conzien dan dremp é caver en aod pez a guérer, pétraman er c’hériou pa mer a guichen. Al beza talvoudussoc’h, velato, da lacad doc’htu meur a eost divagus. an eil goudé éguilé, pa eo founus an tremp ha pinvidic avoalc’h an douar evid gonzanvi an doaré stuzia-zé eb falaad ; ha dar priz é ma hô ziéguéchou, ar gonnideien deus an arvor rencont Quelen eur c’hiz stuzia eus al Leon neller ober nemet en douarou dreist-ol.

tenna calz doc’h hô zouar ; mes fal a vizé eulia hô c’hiz en douarou dister pé daou-anter. Cetu amâ eur c’hélen demeus an doaré-zé : quenta bloaves, brouscon teillet ; eil, guinis gât bezin ; trédé, querc’h ; pévaré, lin ; pempvet, eils ha melchen, trempet gât bezin ha teil mesquet ; c’houec’hvet, melchen. Ar melchen a jom daou pé dri bloas ; goudé-zé é léquéont guinis, ac é heuliont adarré ar c’hiz-ma, en oc’h é asten pé é verrad, doc’h ma zigouez eassoc’h des-hô.


Pé guer guelloc’h eo an doaré lacad peb eil tro id ac eostou evit netaad.

An doaré lacad id ac éostou da netad ha da vellad peb peb eil tro zo ar squiantussa, abalamour ar c’hiz-zé né c’houzan quet daou eost divagus doc’h-tu, mes lacad a ra étré-zo eostou evit dilouzaoui ha guellad. Quélen eur c’hiz stuzia peb eil tro evid pevar bloas en douarou mad.

Cetu amâ ar c’hélen doc’h an doaré-zé : bloaves quenta, betterabes, pé avalou douar, pé bânes, etc. ; eil bloaves, guinis meurs pé eilz ; trédé bloaves, melchen ; pévaré bloaves, guinis var melchen troëd. Ar c’hiz-mâ zo évit an douarou mad. An teil a vez laqued, er bloavez quenta, dar bronscon c’houennet, évit laza al louzeier a zo enân ; an adou a zo ébarz a c’hlazont ac é vezont lazet en oc’h c’houenna. Couscoudé, ma neoquet dru avoalc’h an douar, é zo red, Ran an tremp var peb éost. evit caout éostou mad peb guech, râna an teil var daou anezô : neuzé é teilior ta nebeutoc’h ar brouscoun c’houennet laquet er c’henta bloaves, ac é roor eun anter dremp dar guinis adet var melchen troëd. Er melchennou deut da roessad ha da groc’henni gât Teil a zo red da deurel pa roêr eun tremp mad. al louzeier, ez eo avechou guelloc’h lacad querc’h lec’h guinis, pini a zeuio mad eb tremp. An teil a zo red da deurel evit roei un tremp mad avoalc’h, zo peurvuia uguent carrad, doc’h ar poëz a zaou vil lur peb ini. An eostou laëret, da lavarout paquet er bloaves, étré daou éost braz, evid boëtach al loënnet, en nevez-amzer, né chenchont tam ar c’hiz stuzia-mâ. Ada reer ar segalou ac an irvinou da gorzenni, var lec’h ar guinis goan, er mis eost. Doc’h ma vez an douar, ma hoc’h-eus nec’h ne zeufent quet da vad, é teuint gât eul livadic teil.


Quélen stuzia peb eil tro é pad pevar bloas en douarou scân.

En douarou losq ha nostamant, ar c’hiz-mâ a zo mad deulia : bloaves quenta, irvinou-rutabaga pé irvinou al, trempet ac adet é mis even, it-tu, pé caol-saout, teillet ivez ; eil bloaves, ségal ; trédé bloavez, melchen ruz, adet cant a ma vez medet ar ségal, euliet gât guinis-tu luduet, adet divez ar miz even, var eul labour ; pévaré bloaves, querc’h.


Caout a reer izeloc’h eur c’hiz stuzia padus, gât ieotennou peuri, évit an douarou-mâ, ac a véfé guelloc’h d’eulia. Peurvuia, lec’h lacad eostou da vellad an douar ha da deurel dan dremp, é c’houlennomp gât an douarou dister ré a eostou squïus ; c’hoarvézout a ra ivez ez eus muioc’h a gol évit gonnid oc’h hô laboura, distéraat a réont deus an eil bloaves dében, ha ben eun nebeut, rencomp hô zilézel.


Talvoudégues ar c’hiz discoëzet amâ.

Guellout a réer dré ar c’helennou-mâ penaos ar c’hiz stuzia peb eil tro go gouëzet en eun doaré netaad ha guellad an douar, en oc’h lacad, an eil goudé eguilé, an eostou dilouzaoüs ac espernus dan douar ac ar ré zo squïus ha divagus. Evelsé : an damvuia deus ar brouscon griennec roont dan douar muioc’h evid nhô deus tennet doc’h outâ, couzien a guéméront en éar, dré hô zelliou léden, calz deus hô magadurez, ac é losquont en douar, evit é pinvidicad, tamou griou ha delliennou péré a vreinont enâ. Ouspen, al louzeier fal, lazet en oc’h c’houenna, dré ma teuont, né zennont tam doc’h druioni an douar ; a-hend-al, al louzeier né falaont an douar nemet pa chomont dober ha danvi hô ad : an edou brazit nac an irvinou corzennet né baouréont coulz lavar tam anezan. An doaré stuzia discoëzet amâ, a ran an tiégues é pidir darn pé lodennou, euz a béré diou zo ispicial evit caout boët loënnet ; né zilez tam douar mui ô téâna, labouret a ra ré dom piz, ha rô a ra couscoudé bevanz da voëta muioc’h a chatal ha dhô vaga guelloc’h. Ouspen, ar c’hiz-mâ espern and teil, pa eo guir, eur vech digasset an douarou dru avoalc’h, da lavarout a ben eun nebeut bloavechou goudé ez eo bet euliet an doaré-mâ, neus ezom teilla nemet paléfras deus an ol douarou, ar c’henta loden, ini ar brouscon c’houennet ; elec’h en oc’h derc’hel ar c’hiz côz, é teillor trédéren peb bloas dan nebeuta, ac é renquor dilézel pé leusqueur quément al ô téâna.


Talvoudus al beza, pa zeus tiéguéchou vraz, ac ispicial en douarou dister, ober eur ran padussoc’h deus an douarou, doc’h pemp, c’houec’h ha seiz vloas zoquen, Ean an douar evit pemp ha c’houec’h bloas ; seiz bloavez, eus a béré a beuri. en oc’h dispartia ivez douar an tiégues, é quément-sé a lodennou ; cuit é vior eguissé da zilézel darn ô téâna. Evit asten ar stuz en oc’h eulia ar c’hiz-ma, neusquen nemet ada, touëz, an it laquet er bévaré bloaves, ieotengou quemmesquet, melchen, raygrass ha réal, péré a falc’hor ar bempvet bloaves evit al loënnet, ac é réor peuri goudé, pad diou bloaves, abarz diguémérout ar stuz en dro, evel quent.

Sulvuia a lodennou a reer, sul nebeuta a zouar a renquer da deilla peb bloas ; mes, pa neller quet laboura unan deus al lodennou, ez eo guelloc’h é leusqueur distuz, en oc’h é droei ac e gloëda, evit lacad guinis goan. An douarou distuz rencont beza labouret ha cloëdet meur a vech en ân, evit laza al louzeier quen aliez guech ma c’hlazont stanc.

Er c’hiz stuzia evit seiz bloaves a vezo quelennet izeloc’h, peb eost a vezo mad en oc’h teilla dru ar c’henta, ac en oc’h teurel eul livadic var eost ar bévaré pé ar bempvet bloaves, er c’henta quélen ; ha var ini an drédé pé ar bévaré, doc’h an eosta zigoëzo, en eil quelen.


Quélennou stuzia evit seiz loas, en douarou guinis ac en douarou scân.

En douarou guinis :
En douarou segal :
Quenta bloaves : bettarabes, pânes, avalou douar, etc.

Eil bloaves : eilz pé guinis meurs, pé lin gât melchen.

Trédé bloaves : melchen.

Pévéré bloaves : guinis pé guerc’h.

Pempvet bloaves : it-tu pé brouscon, pé melchen ruz, adet en diben-eost aroc.

C’houec’hvet bloaves : guinis pé lin[1].

Seizvet bloaves : ieotennou [2].

Quenta bloaves : irvinou, rutabaga, it-tu, caol-saout, etc.

Eil bloaves : Segal.

Trédé bloaves : melchen ruz, charronz, ray-gras pé ieotennou al.

Pévéré bloaves : guinis-tu pé guerc’h ha ieotennou etouëz.

Pempvet bloaves : ieotennou falc’het pé peuret.

C’houec’hvet bloaves : peuri.

Seizvet bloaves : peuri.

Guellout a reer, gât ar c’helen-mâ, c’hastenor erves an ezom padélez ar stuz, da bemp, c’houec’h pé zeiz bloaves, eb quitaat an doaré quemmennet. Neusquet ezom lavar eller chench an eostou discoëzet evit peb bloaves ha lacaad eun eost envelep eleac’h un al, eb terri urz ar stuz peb-eil-tro. Ar c’hélen stuzia evit seiz bloaves, eus a béré teir a beuri, pini a zel oc’h an douarou segal, ac eller eulia ivez gât talvoudegues en douarou squiz pé dinerzed, zo an doaré guir dhô guellad ha dhô laboura gât gonnidégues, evel ez eo bet discoëzet uelloc’h.


Gouscoudé eun tiec fur a zivoalo dilézel a dol na ré vuan quiz stuzia ar vro, evid diguémérout tré ar c’hizou squiantussoc’h a ziscoezan amâ ; né Penaoz quitaad ar c’hiz côz ha diguémérout un-al guelloc’h.

quitaï ar c’hiz côz nemet beb a nebeut. Leac’h ranna doc’h-tu é zouar a lodennou reizet éon evel a guellennan ; diguémérout a raï eur c’hiz daou-anter. Cetu penaoz : al loden quenta evit lacad an eostou da zilouzaoui, né vezo quet laqued tré didan brouscon griouennec, mes doc’h an douar ello trempa gât an teil a vezo. Ma zivouer an tremp, ar pez a jomo goudé deus al loden-zé, a vezo adet a guinis-tu, pini a neta ivez an douar, ac é vez guelloc’h var ludu. Nebeut a nebeut, ha dré ma gresco an tremp en tiégues, é viannaï an douarou tirien pé distu, ha, lec’h leusqueur anezô ô teana, é cresco ada melchen é barz ar ré vella, ac er ré distéra, peuri ieotennou ha melchen quemmesquet, péré vezint founussoc’h ha guelloc’h evit an tirienou treut lec’h a gasser bremâ chatalou fal ha naounec. En oc’h eulia ar c’hentel-mâ, an tiec c’hoantus da vellad é labour, ello ober gât talvoudégues, eb dispin na goal chans ebet.


————

  1. Caout a reot el léôr talvoudus eus an aotrou Querret eus a Vontroulez, hanvet : Katikis gounidein an douar, quelennou mad meurbed var quement labour a zel oc’h al lin.
  2. Etré ar iéotennou a guemmennan ispicial ar ieoten-vras pé en eun nôz, ac ar ieotennou-pennou-guen ; an eil seurt-mâ a zeuont mad en douarou scaôn é péré ez eus druioni avoalc’h.