Mont d’an endalc’had

Loënnet an tiegues

Eus Wikimammenn
◄   Eisved Pennad. - Prajeier a-ber-amzer Loënnet an tiegues Decved Pennad. — Doaré stuzia an douarou   ►




NAOVET PENNAD.


————
LOENNET AN TIÉGUES


————
Mag trevoalc’h a chatal evit trempa da ol idou.
Eul loën chalal a dremp tri palefras douar.
J. Bujault.


I.


Ar zaoud.

Neller caout saout caër nemet er vroiou lec’h a labourer mad, leac’h a léqueer boëd avoalc’h evit maga al loënnet é doaré. Ned eo quet ar vro quement ac ar boëtach en deus ar muia nerz var doaré al loënnet : an ol chatalou c’héont da fal pa zilezer anezo. Ma né voëteer quet avoalc’h, gât ar c’haëra tadou, ar ouen ne vellaïquet.


An tirvi Léon digasset é querné nhô deusquet guelleed ar ouen enô.

Cuzuil an départaman ha ré an aradéger hô deus gred, eb talvoudégues ebet, dispin, meur a vech, evit guellaad ar ouen saoud vian zo tro Castellin, Quemper ha Quemperlé, en oc’h vesqui anezô gât tirvi Léon. Mes ar mescaman-zé ned eo quet bet talvoudus evel a grédent : al loënnet digasset deus al Léon, boazet da gaout muioc’h a boëd, nint quet bet queissé ô vont da fal creiz al lannéger querné ; hô lêou, boëteed eguis é saver er c’harter, n’hô deus quet allet ober hô c’hresq, ac aliez né zallient quet ar ré guerné diguemmesq. Eguissé c’hoarvezo ato en oc’h clasq guellad ar ouen eb squiant, er vroiou diboëd, lec’h né vella tam gonnideguez an douar ; mes, querquent ha ma vellaï al labour an douar, quement ouen loënnet vellaï ivez dré nerz ar boëtach é-unan. Neuzé hô pezo ar c’henta danvez evit guellaad ; ac, en oc’h Guellidiguès quement ouen gat-hô hô-unan.

teurel eves da glasq evit gouenna ar guella loënnet, tadou ha mamou, deus hôr ré, é vellaïnt é peb lec’h hô-unan ; quenderc’hel a raïnt hô zoaré, hô envélidigues, ha mirout a réor deus ar guemmesq fal ha divalo a zigouez ato pa glasquer loënnet disenvel en hô c’hiz deus ar ouen a feller guellaad.

Ar c’hendalc’h, ar badelez deus an doaré quement ouen côz zo quen nerzus, ma veller nem ziscoëza aliez, pa guemmesquer diou ouen, pel var lec’h ar c’henta rum, an doaré fal coulz ac an doaré mad deus an tadou ha deus ar mamou quenta, da lavarout an doaré quemmesquet, deus tadou an tarô divroet ha deus tadou ar vioc’h bro.[1] Pa feller ta quemmesqui diou ouen disenvel, a rabat a vez an tad ac ar vam ré zispar en hô c’hiz ; couzien, dré guir, al lêou a vezo zivarnezô douguint ar c’hemmesq divalo deus doaré an eil ac eben,


Fal eo ober eb squiant quemmesq ar ouen bro gât tirvi divroet.

Ar Vro-Saoz en deus ar c’haëra ouen anavezet é peb fesson ; mes bet hô deus enô ar furnez da virout quement ouen vad, eb hô quemmesqui, da nessaat ato étre-z-hô ar guella loënnet, dober ar guellidigues gât loennet ar vro. Er vroiou al ez eo bet quemmesquet peb gouen ; doc’h ma eo digoued, guéllit péré zo bet ar fura !

Er Breiz, ez eus gred, abaoé eun nebeut bloavechou, meur a guemmesq ac hô deus falleed calz ar ouen, dré ober eb squiant, eb gouzout mad, en oc’h quemerout avechou eur seurt, avechou eun al ; en oc’h vont deus an tarô saoz dan ini anjou, deus ar oen anjou dar oen suiss, etc. Neus netra falloc’h evit an dizurz, ar c’hiz brel-zé da vesqui peb gouen. An Penaoz é renquer ober evit chench gouen dré guemmesq.

tiec fur, ac en dhô calz boet, pini en dhô c’hoant da chench ouen ar vro evit eun al guelloc’h, renco mesqui é bioc’het gât ar seurt divroet guella en é zoaré, ha caout an eves da c’holo ato é biochet daou anter gât tirvi dreist-ol deus ar ouen quemmeret evit guellaad eben, quen né vezo bet diout-hô loënnet da quenderc’hel mad doaré an tad ; ma rofed dar bioc’het daou-anter tirvi falloc’h evit-hô, alfed fallaat ar ouen goassoc’h evit né oa abarz ar c’henta quemmesq.


Ar ouen saoz Durham dreistol evit guellad ar ré-al.

Ar ouen saoz durham, lavaret ivez ouen quergniel ber, zo quer caër ma nalfé nemet guellad calz quement seurt a vezo quemmesquet gât-hi [2]. Ar ouen durham, savet gât ar saoz Colling, pini zo leazec ha buan da ziguemerout ar c’hiq, zo ar Ar ouen saoz Durham ar guella ini da guellad an-ini.

guella ini evit guellaad ar oen-ni ; bez so ivez ini a zo bet mesquet gât-i gât ar muia talvoudègues. Bez eus bremâ, é tro Landerné, Guipavas ac é tro Brest, é parres Sant-Marc, maréadou bioc’het daou anter durham, deut deus an tarô metellus, pini zo lazet pevar bloas-zô ; Guelloc’h ez int evit ar bioc’het bro an hô c’hiz. Evit beza leazec, dré gaou ez eus bet fellet, Bioc’het daou-anter zo étro Brest.

abarz gouzout, lavarout né oaquet mad ar seurt-mâ : an anaoudégues en deus discoëzet trevoalc’h, quercoulz er vro saoz ac er franç, é tamallent ar ouen-mâ, a enep Leazec eo ar ouen Durham.

ar virionne ; ac ar bioc’het daou-anter é caver quichen brest, eguis em eus lavaret, né gollont tam, evit roei leaz, gât ar ré vro. Couscoudé, bez eus etoez ar bioc’het durham, evel ez eus etoëz quement seurt, loënnet guelloc’h da ziguemmérout magadurez, réal guelloc’h da deurel leaz. Pa zigasser en eur vro eur c’holé durham, evit guellaad ar ouen, é dleer lacat eves da gaout anezan doc’h doaré an ezommou, ervez ma reer enô leaz pé quiq ; mes, peurvuia, ar ouen durham zo dreist ol, pé da rei leaz pé da larda. Eller, eguist a feller, caout leaz diout-hô pé magadurez, en oc’h c’horo pé en oc’h leusqueur ar bioc’het ô tileza.


Doaré ar saout Durham.

Ar ouen-ma, gred dré izin ac en oc’h lacad ar squiantussa eves en dibab an tirvi ac ar bioc’het, zo dreist-ol en e c’hiz, dré biander é esquern, téoder ar c’hic, tro é gorf ac izelder é zivisquer. Credi reer avoalc’h loënnet eguissé zo en doaré nem larda buan ha dimizus ; mes tamal a reer dezhô ez int fal dal labour ; eun dra dieaz a véfé domni ; abalamour a c’houlennomp labour gât an eugennet barz hô rei dar c’higuer ; mes an tamal-zé é reer ré abred matrézé ; an anaoudegues doc’h an dra-zé ned eoquet gred avoalc’h c’hoas ; ar greden-zé ned eoquet bet roed da vir dré gouiégues, ac ellomp credi ez eo eur gaou, rac an terer anter-gouen hon eus er vreiz, zo crê ha nerzus dreist-ol.


Diver deus ar pez a zo bet discoezet quent.

Evit lavarout a ber comzou ar pez a zo bet discoëzet kent, é gav din eller credi evit guir : 1° an tiec dister, pa né deus nac arc’han na boët, é vezo fur en oc’h derc’hel é ouen, evit é guellead é-unan, dré gresqui ada bevanz ha mirout ar guella loënnet da ouenna ; 2° goal chançus eo clasq guellaat hor ouen-ni dre tirvi divroet, quemmeret eb squiant ; 3° red eo gouzoud ober ar c’hemmesq-zé gât eves, squiant ha kendalc’h, en oc’h divoal ober en eur c’hiz brel, ispicial diguemmérout peb eil tro, evit guellad ar ouen, meur a loën disenvel an neil doc’h éguilé. Ar c’hemmesq gât ar ouen durham vizé ar buâna tu da vellad hon ini ; mes neus nemet ar c’hiz guellad ar ouen gâti e-unan ac al beza digueméret gât an darn vrassa deus ar gonnideien douar ; ober a re gostatoc’h ar guellidigues, mes talvloudus ha dimizus eo. Goassa zo, hor Disquian- tégues an tieien ; mirout a réont ar falla léou.

tieien, en hô disquiantégues, hô deus ar c’hiz fal da spaza hô léou guella, en oc’h credi é raïnt guelloc’h saout, ha da verza dar c’higuer an oniri vrassa ac ar guella corfet : Evit eur gonnid bian da gaout doc’htu, é collont an talvoudegues da zont. Evit enebi gât digouez mad oc’h ar c’his fal-zé, ez eo red alia a ré zo ô vaga, dré gajou mad ha roët gât eves, da virout ar guella léou evit crescadures ar ouen, ha dhô vaga mad qué né vezo peur gred hô c’hresq. Pa reer, dré zisquiantéguez, abaoé queital, ar pez a eller evit cas ar ouen var falla, marb eus eun dra souezus, zo gouezout penaoz nint quet goassoc’h distéreed, penaoz hô deus allet nem zerc’hel c’hoas quercoulz.


Meur a ouen saoud en départamamt.

Meur a ouen saoud zo en départammt ; alfent beza rannet é tri seurt quenta : saout Léon, pé ouen vraz ; saout keraès, pé ouen cren ; saout querné, pé ouen vian. An tri seurt-zé hô deus hô envelep en départamanchou dosta. An doaré a zisenvel ar saout Saout Léon pé ouen vraz..

Léon doc’h an diou ouen al, zo muioc’h a zao ; al liou ruz, avechou mesquet guen ; ar ben ir, an diviscar ir ha moan, ar c’horf esquernet gourd ha divalo aliez en é c’hiz. Bez eus, étré Brest ha Conq, eur seurt al, a zo disenvel doc’h omâ dré é liou du pé briz. El Léon é veller nebeut a eugennet ; mes dizoun a réont calz, er vro-zé, da verza cren dar c’hernévot. Ar zaoud braz é caver stang en arrondissamant castellin ac é darn deus a ré guemper ha quemperlé, zo saout Léon.


Saout Keraès, pé saout cren.

Ar ouen saout zo é tro Keraés a veller ivez en darn dosta deus ar Morbihan ha deus ar Côtes-du-Nord, pé ouen cren, ganet ha maguet é prajeier quer mad, dré béré ez int morvad quercoulz en hô c’hiz, a zo ruz en é liou, pé ial, avechou mesquet guen, evel ar seurt discoëzet bremaic. Eugen ar ouen-mâ zo uelloc’h ha ponneroc’h evid ini querné. Izelloc’h evid an eugen léon, ez eo guelloc’h evit-hâ en é zoaré, ha dré déoder é c’hiq. Bez eo é meur a fesson envel doc'h ar ouen durham, ac eller credi en em vesquéfé gant-hâ gât talvoudégues.


Ouen vian pé saout querné.

Ar ouen vian deus a guerné zo du pé briz-du en e liou. Corfet brao eo, ber ha tost dan douar ; quiq é eugenet zo téner ha dru ; a bioc’het zo leazec. Tamallout a reer dar seurt-ma é viander ; goulen a rafed dezhâ muioc’h a donder doc’h é scoaz, a lédander doc’h é guein ha doc’h é zailler, ha quiq ar vorzed disqnennetoc’h.


Quement ouen a ziguémer buan ar c’hiq zo ar ré vella er vroiou a beuri, pel deus ar c’hériou vraz, eguis keraès ; Quichen ar c’hériou é c’houlenner saoud leazec. Teurel a renquer ar vrassa eves pa glasquer an tarô, da ziguemmérout quentoc’h ar ré bet zi var bioc’het leazec, ispicial lec’h a vez ar gonidègues doc’h al leaz. Eun tarô mad zo ber é ben, An tarô.

téo é gouzouc ha crêo, lem ha digor é zaou-lagad, ber é guergniel, ledan ha don é scoâ, ir é gorf, lédan é zailler, é ziou vorzet disquennet, é ziviscar. ber, ha crê doc’h doaré ar c’horf é tougont. Ar bioc’het Ar vioc’h.

mad hô deus eun teaz couëzet, na ré zru ; ar goazied léazec, téo ha lignennet freaz ; ar rizen bléo her a zao doc’h an teaz betec al lost, leden ac andvet mad ; sul uella a bign ar rizen, sul leazec eo ar vioc’h, doc’h quelennou an aotrou Guenon, pini en deus gred eun discoëz var ar boënt-zé ha nellont quet laquad amâ, mes erves a leverer, talvoudus eo danavezout ar bioc’het.


Ar vioc’h a zoug peurvuia nao mis ; al caout é leuê a barz ar maré-zé, mes aliessoc’h é za en tu-al. Boëted mad é renq beza queit é ma ô touguen ; éan a renquer dé c'horô eur mis dan nebeuta barz né vez é leuê. Paz eo troëd fal al leuê, ha pa chom ré-ir eb dont, ez eo mad clasq divec’hia ar vam, mes gât eves ; pa ma en doaré da zont eaz é-unan, ez eo guelloc’h leusqueur ar vioc'h. Divoal a renquer chench ré grê Eves da deurel pa zeu al leuê.

oc’h al leuê, ha teurel eves, pa denner var-nan, divoal laboura nemet dré ma labour ar vam. Avechou ean ar boan ac al labour goudé eo deut dour ar zac’h. Ma chom ar stal ré ir eguissé, é zo red ober eun dra bennag, pétraman al leuê alfé chom eni, ac alfed col ar vioc’h. Pa neuz den gouiec ebet é quichen, é galver eur c’higuer var meaz, izinus ha fur. An anaoudégues en deus gred, en oc’h laza, deus corf ar vioc’h, en deus e desquet peurvuia é doaré é zenna a boan ; guellet em eus an draze alies. Fal a réer pa né leusquer quet al léou déna al leaz lus ; mad eo da scarza hô boezellou. Ar ré a feller dizon, dléont Dizonadur al leou.

beza tennet digât ar vam ben daou zeves, ma nem boazint buanoc’h da eva doc’h ar varras. Rô a reer piz al leaz dezhô, evel ma teu doc’h bron ar vioc’h. Pa zeo deut crê al leuê, dan oad c’houec’h zizun pé daou vis, eller biannad al leaz, en oc’h lacad enan bleut eilz, avalou douar flastret, panez poaz, etc. Couscoudé ar c’hiz guella da vaga al léou a zo matreze hô leusqueur var ar vam ; eguisse en deus gred ar saoz evit sevel ar oen quen caër al hanvet saoud durham. Credi reer dré gaou ez aï fal ar vioc’h ma renq maga é leuê : dré al lézen Doué ar mamou dléont roei hô leaz dhô ré vian, ha né vezont quet gaoued evit quement-sé ; em c’her ez eo bet gred an anaoudégues vad deus ar pez a lavaran amâ. Mes bez eus eur c’his fal var meaz, a zo diouéri ré abred doc’h al leaz al léou iaouanc, ha da roei dezo, Barz ar maré, foën, pânézou poaz, pé boëdou al ré grê evid hô oad. Ar bevanz-zé a déva hô cof spout, ac é rencont tasquigna ré abred ; al leou dizonnet éguissé a varvont Red eo boëta mad ar chatal iaouanc queit a mâ oc’h ober é gresq.

aliez pé c’héont da fal. Al léou iaouanc c’houlennont beza boëted mad queit a maïnt oc’h ober hô c’hresq, ma feller é raïnt hô c’horf mad avoalc’h ac é doaré caout ar vrassa daloudègues ; Couscoudé calz tieien né roont quet anter dar chatal iaouanc, evit roei muioc’h dar zaoud lard ha dar bioc’het leaz ; dré an dra-zé ispicial ez a ar ouen faloc’h fal.


Talvoudègues an oalen.

An ol loënnet a gav mad an oalen ; ma oufemp é implijout en hô boët é vefent grénoc’h ; an oalen vizé talvoudus braz ivez d’asta ar zaoud lard da guemer ar vagadurez.


Doaré boaza ar bioc’het da eva guellien.

Er goan, ar bioc’het hô deus muioc’h a leaz, pa roer dezhô guellien clouar, gât eun tamic bren pé brouscon poaz. Al loënnet nint quet boazet né fellont quet avechou eva ; mes dont a réont dé ziguémérout, pa zalc’her anezhô er c’hraou, eun deves pé zaou, gât boët seac’h, eb hô doura.


Penaos anavezer oad ar zaoud.

Oad ar zaoud zo eaz danavezout dré ma gouez an dent quenta ha goudé dré ma verra ar ré névé. Oc’h ar javed izella ez eus eiz dant peuri : ar ré greiz couézont var dro daou vloas ; an daou dosta, pé ar re gren tosta, nem zistagont étré daou ha tri bloas ; an eil ré gren, péré a zeuont goudé, étré tri ha pevar bloas ; en divez, an dent corn a gouëz étré pevar ha pemp ploas. Goudé an oad-zé é ouier, dré ma verra hô zent, pé quer côz eo al loënnet. Ar rizennou zo en dro dar c’hergniel ellont ivez discuil an oad, mes né réont quet quen guir ; eur vloas a lequeer dré peb rizen ; beg ar c’hergniel a verq tri.


Evès da lacad pa roer boëd glaz.

Divoal a renquer da roei ré a c’hlachen dar chatal, ispicial deus ré a droc’her da guenta, pa zint iaouanc ha goag c’hoas. Mard int glib pé troc’het dré ar glao, pé dré ar gliz, couéon ar voézellen glei al nem ziscoez a dol ; gât ar melchen ispicial é c’hoarvez aliez. Couéon ar boueellen glei.

Pa zigoues ar c’houéon, é roer dal loën eul loêiat pé ziou eus al louzou crê andvet alkali [3], en eur bôtaillad dour clouar. Derc’hel a reer al loën en eur c’hraou quentoc’h fresq evit ré dom, torcha reer anezâ ac é valeer gostadic. Rénévezi a reer al louzou. peb anter heur mar bez izom ; peurvuia ar c’houéon e za cuit en oc’h roei anezâ diou pé deir guech, ac avechou gât unan.


Eves da lacad en oc’h gorrô ar bioc’het.

Ar vioc’het dléont beza gorroed gât eves ; al leaz renq beza tennet doc’h ar vron ar pissa eller. Paneve-zé é viannaï peb a nebeut ; mes divoal a renquer, quement-sé, goasca ré oc’h ar vron, nac é vlonsa ; rac alfé gôri ac ober eur goal boan. Pa zigouez da eur vioc’h roei leaz fal, mesquet a goat, é dléer credi ez eo c’hoarveed, dré eur gaou bennag eguissé, lec’h credi an toussigui pé an aëret en défé dénet ar vioc’h. Cetu unan doc’h ar mil gaou a greder var meaz ; ha daoust né deus guellet dén an amprévanet-zé oc’h ober ; é zalc’her ato ar greden-zé, ha, pa dal, ar plac’h é-unan, en oc’h gorô fal,en deus gred an droug. Al leaz al beza ruz ivez dre beza goanet ar vioc’h gât eur c’héliénen bennag. Pa zeo al leaz glaz, gludec pé fal é meur a c’hiz al, ned eoquet iac’h ar vioc’h.


Lec’h al leaz.

Ouspen guerz al leaz, ober ha guerza an aman zo eur c’hommers talvoudus braz evit ar vro. Evit ober aman mad, é zo red lacat al leaz en enl lec’h é doaré, quempen ha clouar, é péhini en em renevézo eaz an ear, Ar pôdou evit lacat al leaz rencont beza neat, digor ha baz, ma ello an dien pignel buanoc’h ha téoc’h var c’horré. Evid caout aman flour ha mad Aman.

dreist-ol, é renquer mesq ar ribot aliez ha divoal Doaré dé ober mad.

teurel dien leaz trenc é touez an dien al. Pa zeo ien an amzer, an aman zo tennoc’h da zont ; evit é caout buanoc’h, é lequeer en dro dar ribot palennou tom petraman tosteer anezan dens an tan, petraman c’hoas é souber anezan en dour dom. Ma gouez ludu pé saon en dien, an aman né zeuquet, na quen nebeut pa éaner, goudé beza chomet pel ô vesqui. Neuzé, é reer, var meaz, meur a c’hiz diod evit dont a ben d’oc’h ar sorceres. An descadures, dré ma gresco, a ziscaro eur vech bennag ar grédenno disquiantus-zé.


II.


Ar c’hézec.

Magadurez ar c’hezec zo eun dra talvoudus braz evit ar vro-mâ ; bez eo ispicial evit al léon, lec’h a verzer calz quézec. Abaoé ez eo disquennet quement-sé hô zalvoudégues, tieien ar c’harter-sé hô deus calz poan da veva ha da baéa hô c’hoan-mikellou stard. Pérag ez eo falled var ar c’hézec.

Lavarout a reer ez eo falled varnezhô abalamour dar chenchamanchou nevez c’hoarvezet, ac ivez abalamour hor c’hézec, pouner ha têo, nint quet mui doc’h doaré an ezommou zo bremâ. Guir eo, abaoé ez éoner calz enchou, dré ma viannaer pé gompezer ar zaoiou, é c’houlenner mont buanoc’h é quément guiz da zarempred an enchou.


Ar c’hézec labour scân ar ré vella evit an ol ezomou.

Ar c’hézec labour scaôn zo ar ré vella evit an ezomou nevez-zé. Cetu azé ar seurt a renquer guellad ha niverad, en oc’h clasq, evit ouenna, ar c’haëra quézec bro, doc’h an doaré a zo red evit ober ar guellidigues goulennet. Ar pez a zlé ispicial alia ar vaguer var ar guella seurt quézec dober, zo goul ar prener ac an ezaman guerza. Dré guément-sé, ar marc’h labour scaôn, pini verzer da bep oad, ac é saver eaz ha dimizus, a zo drest ini a c’houl ar brenourien a zaremprédont hor foariou ; bez en ar seurt ar muia clasquet, ar verzapla ; cetu trevoalc’h evit ancha mad hor gonnideien er poënt-zé.


Enchadures fal roëd da guellidiguès hor c’hézec-ni gât ar c’houarnaman.

Dre quézec ar c’houarnaman, alfemp guellaad calz hor ouen, pini zo quen divalo,ha quemmesquet quemend al, ma né zeuimp a ben dé vellaad gât-hi e-unan, nemet gât amzer, ben eur maré a-bel, ac en oc’h ober gât eur c’hendalc’h ac eur furnez ac hor gonnideien, dré goassa, nint quet gouest deulia. Ma Petra ober evit guellad hor ouen.

vizé casset é langonnet calz quézec juguellou doc’h ar ré vella, é teufemp buan dober eur ouen quézec labour scân, envel an eil ré doc’h ar réal ha quendalc’hus ; lec’h bremâ ar vescadurez gât quézec a bep seurt ouen en deus digasset quement a zizurz ac a zisméganz é touez ar c’hézec breiz, ma nouier quet mui pénaos hô annaout. Coulscoudé, daoust dar c’hémescadures gred dré marc’hou divroet a bep seurt, quenderc’hel a ra ar oen côz é c’hiz quenta dreist-ol, evel a veller avoalc’h en oc’h valé er foariou. An dra-mâ a ziscoez pé quer crê ez eo nerz ar boétach ac ar vro var doaré ar c’hezec e bep lec’h. Ar c’hézec red pé anter-ouen a réont bremâ tec’hi doc’h out-hô abalamour né plijont quet dar vaguérien ; couscoudé neus nemet tigas marc’hou envel dhor ré-ni, é doaré hô guellad ha roei gonnidégues dan tieien, ha lec’h clem aroc an nebeut a guézéquennet é vez da gaout ar marc’hou-zont, ben eun nebeut né vezint quet avoalc’h evit an niver vraz deus ar c’hézequennet a zeuint d’hô caout.


Mes ré zo c’hober evit ar c’houarnaman zo clasq ober evel ma tro en hô ben gronz. Ober réont evel pa vizent ô clasq caout é peb bro eur ouen envel, eb derc’hel eves quement ouen a renq caout é c’hiz Quelen var guellidiguès ar c’hézec.

é-unan, pa eo guir peb bro zo disenvel en é labour, er boëd ac en é zoaré. Eguissé, lec’h guellad quement seurt quézec er Franz, né réont matreze nemet hô fallaat ac hô zivaload. A-hend-al, ar marc’h red ac ar gazec pouner zo ré zisenvel en no c’hiz ma eller guellad ar ouen gât-hô en eun doaré mad ha padus. Ma réont avechou eubeullien mad, muioc’h a veller c’hoas zivar nezô ac a ziscoézont ar c’hemmesq divalo deus quiz an tad ac ar vam, en eur fesson quer fal, ma né zallont quet ar ré quarter. Mes bez eo é quement rum a vez varlec’h ar c’henta quemmesc, é veller ispicial loënnet fal ha dizoaré, péré quendalc’hont doc’h araoc quiz ar ouen côz, en oc’h diguémérout adereô tailler ar c’hézec scaôn. Evel ez eo bet lavaret, en oc’h comz var ben ar zaoud, ma né feller caout goal chanz en oc’h clasq guellad ar ouen dré quézec divroet, é renquer ober gât marc’hou envel doc’h hô ré ; neuzé ez eer var an ent mad, ac eun digouez mad a vezo ivez er guellidiguès ar ouen.

Ar boët dreist bep tra a ra al loënnet, ha ro dezhô hô c’hiz ac hô talloudégues. Evel-sé, eur boëtach crêo ha sec’h, nemet querc’h, coulz lavar, en deus roëd dar c’hézec red hô izilli nerzus. Hô eubeuillen nalfent quet ta mirout ho zoaré nac hô c’horf el Léon, bro lec’h né gaver nemet nebeut a foën ha nebeut a guerc’h, ha lec’h né voëteer ar c’hézec nemet gât lann bil, panézou, guellien caol, pé ieotennou glaz, seurt boët ac hô zalc’ho ato pouner ha goag. A-hend-al, nebeut a gonnideien zo en eun doaré dober quézec red, pé quézec brézel, couzien a c’houlennont boët ha quempen mizus, né labouront nemet nebeut, tam avéchou, neller hô guerza nemet dhô fevar bloas ; ha, pad ar maré-zé, ellont caout droug, dré zigouez, ac a zigas aliez hô talloudégues da netra.


Incâned deus ar c’herné hé deus an naod creiste. Er vro-zé, magadures ar c’hézec zo dister.

Magadures ar zaoud zo ar c’henta gonnid deus an tieien ar vro lec’h é mâ an incaned enô nint quet troëd caër var ar c’hézec, péré nint evit-hô nemet eur c’honnid dister ha disprizet. Guellidiguès ar ouen er vro-zé, ned eo quet ta eun dra quen talvoudus.


Ar ouen-mâ zo ré vian, ré zister, fal en é valé ; né za nemet an incané, ac é couez quentoc’h evit ar E pé c’hiz é zéo fal an incâned. E pé c’hiz ez int mad.

ré a drot ; mes, en eur fesson-al ez eo mad dreist-ol : creo ha nerzus eo dizoaré, ac ar c’hlenvechou a veller quen aliez var ar c’hézec Léon, né scoont biscoas var ar ré-mâ. An incaned a zléont hô iec’het ac hô nerz dhô c’hiz beva, dilezet hô-unan er meaz didan an amzer. Mad meurbed da zarempred an enchou fal, an incanneed, clasquet dreist-ol guechal, a gollont deus hô zalvoudegues, dré ma reer enchou mad, ha dré ma eller balé gât quirri scân oc’h péré Lequeer trotérien.


Penaos guellad an incâned.

Lavarout a reer ar marc’h arab, a vellafé an incâned, péré a gréder deut diaguent deus ar ouen-zé ; mes an arabet a vellomp er vro, zo goal vian, ma illimp credi guellad gât-hô ar c’hézec Querné ; alfed digas ivez en hô zoëz quezec dib pé anter-red, corfet ha her hô zivisquer. Ar seurt-zé hô deus gred mad. bété vremâ, é touëz an incaneed ; mes an eves ac ar boët, eb péré neller ober guellidigués ebet, zo eun dra a ziouer er vroiou paour ha dister-zé.


Eves da eulia evit ar c’hezéquennet pa maïnt ô touguen ha pa ébeulliont.

Abarz an oad tri bloas, ar c’hézéquennet né zléfent quet béza digasset d’ar marc’h. Eller hô staga da laboura, queit é maint ô touguen, en oc’h divoal dhô lacad dober ré. Pa chenchont ré stard, gât ré a nerz, al c’hoarvézout droug gât-hô ; dré ma dosta ar maré da droei hé eubeuillen, é véfé zoquen évezus éana tré doc’h hô staga. An discoëzadur gred diaroc, zi var hen an eves da deurel dar vioc’h, a renq beza euliet evit ar gazec. Pa en deus dieazaman da gaout é eubeul, pa nem ziscoéz fal, ez eo guelloc’h clasq eun den gouiec dé zivec’hia, ha pa véfé hen meur a léô doc’h quear ; al loën en deus dalloudégues avoalc'h peurvuia evit ober ar mizou-zé, quentoc’h evit é gol.


Magadures an eubeullien.

El Léon é dizonner aliez an eubeuillen dhô zri mis ; guelloc’h a vé leusqueur anezô var hô mam betec an oad c’houec’h mis ; neuzé é trebont guelloc’h ac eb droug, quement seurt boët ; boaza reer anezô peb a nebeut da zribi foën mad, tamouigou querc’h ha d’éva dour guennet eun tamic gât bleut. E Querné, é ma ar c’hiz fal, da leusqueur an eubeuillen var hô mam queit a c’houzâont anezô ; an dra-zé a ra droug dezi ha dan ini vian a zo eni, pa en deus dalc’het adarré. Ouspen-sé, leusqueur a reer ar vam maga an eubeul é-unan eguis al ober, né deus quet avoalc’h ha né raquet é c’horf quercoulz. An eubeul a c’houl balé ha mont aliez é meaz. Pa né zeus parc na goarem dé lacad, dléer é leusqueur, eun ebeut bennag er porz.

Er goan, an eubeuillen digasset er peuri didan ar glaoéger, é paquont aliez eur boan var hô zaoulagad, a zigouez avechou peb mis, ha né baréquet mui. An dud var-meaz a gred a labour ar poan-zé dré al loar ; evit an aliessa é teu dré ar goal amzer. Né zléer quet squei oc’h an eubeuillen nac hô sponta ; éguissé é desquer anezô da ruel ha d’enebi ouoc’h ; red eo hô dorlota, comzout braô out-hô, sevel hô zreid ha squei gostadic var-nô, ma vezint eaz douarna.


Stad fal eus hor marchossiou.

Hor marchossiou zo peurliessa clanvuz, avélet ha quempennet fal ; leusqueur a réer an teil téo enô ; couscoudé ar c’hézec c’houlennont beza dalc’het quempen, petraman ellont clanvi aliessoc’h.


Penaos anavézer oad ar c’hézec.

Oad ar c’hézec anavezer oc’h hô beg, evel ini al loënnet al. An diou javed hô deus peb a c’houec’h dant peuri ; dan derved bloaves, a gouëz an diou dant creiz ; ar ré dosta dioutô a gouëz dar bevaré bloaves ; an dent corn dar bennpvet.


Clenvechou ar c’hézec.

Cetu amâ ar c’hlenvechou a scô an aliessa var ar c’hézec : mervel a ellont gât meur-a-ini, pa nhô louzaouer quet é maré ; bez int : ar boan-gof-avélus, ar guentr-goassoc’h-goas, ar boan-gof a-bel-zo, ar c’hrom, ar boaniou gouzouc ac ar straquillen.


Poan-gof-avelus.

Ar c’hézec hô deus aliez poan gof : dré meur a zoaré al dont an diézaman-zé dez-hô. Credi reer avoalc’h, pa eo guir ar marc’h nalquet dislonca, abalamour dar c’hiz ez eo sarret é zac’h, quement diezaman gof en d’hô, a vezo eur goal dra. Pa nalquet ar zac’h poaza ar boët, e chomo ebarz dé goasca. Ouspen, queit a ma chom en doaré-zé, an avélou cresquont ato en diabarz, ac é goassaont ar boan ac ar c’hlenvet. Mirout a reer deus ar c’hlenvet-ze, en oc’h divoal boëta ré, en oc’h divoal c’hoas roei boët glaz pa eo glib, ac ispicial ré a bânes pé brouscon al, crîz na poaz zoquen, var eun drô : guellout a réer aliez tud coll quézec a zalloudégues, abalamour da veza roëd ré a bânes, deshô. Ar foën toufet, quement boët fal ellont ivez digas ar boan-gof-avélus ; aneuzé, pa leusqueur anezcô didan ar glao crîz, pa ziguéméront ar ienien goudé c’houézi, é teuio c’hoas avechou ar c’hlenvet-ze dar c’hézec.


Doaré louzaoui ar boan-gof-avelus.

Pa nem ziscoëz ar boan, né réer tam dal loën ; e derc’hel a reér tom, rô a reer dezâ dour clouar da éva, eun tamic nerzet gât guin. Goalc’hi reer ar voezellen gât eur strinquel aliez, dré zour caol maro pé ad lin clouar, ha torcha reer ar c’hof gât nerz. Ma goassa dal loën en oc’h eva, lec’h guellad, c’héaner da roei. Goada, lec’h ober vad, zo fal braz, er seurt poan-mâ. Pa zeus couéon ; ar pez a zo eaz da c’houzout doc’h ma eo carguet ar c’hof ha doc’h trouz an avélou zo ô redec er voezellou, é casser anez-hô é meaz en oc’h strinquella aliez an diabarz ac en oc’h roei dour nerzet eun nebeudic da eva. Al louzeier andvet ether ac ammoniaque, er gallec, péré paréont quer buan couéon al loënnet corn, né baréont quet ato ar c’hézec. Couscoudé ez éo mad hô essaei ; teurel a reer eul loeiat deus unan doc’h al louzeieer-zé en eur bôtaillad dour clouaric, pétraman c’hoas eun anter loeiat raz béô, pé didânet zoquen ; rô a reer dal loën clan, goudé beza iget mad, en oc’h lacad gouzouc ar bôtail dré corn ar guénou, ac en oc’h évessaat teurel al louzou nemet dré ma lonq. Red eo torcha ar c’hof gât nerz eb eâna.


Guentr goassoc’h- goas.

Ar guentr goassoc’h-goas a zo unan doc’h ar goassa clenvet a scô var ar c’hézec. Dont a ra aliez a dol, eb nem ziscoëz tam diaroc. Eaz avoalc’h ha grén en em gav al loën, ractal en em gavo er boaniou crissa. Dalc’h mad ez eo ten var-n-ân ; né zreb tam mui, gourvé, ha sevel a ra eb éan, nem stoca ra er goassa ha né bad tam gât ar boan. Guellout a reer, ar c’hizou-mâ a vez e bep Seurt guentr ; mes, er c’hlenvet-mâ, ar boaniou zo crissoc’h, eb peoc’h ebet, ar c’hlenvet ez a buanoc’h var goassa, pa eo Pé guer buan é za var goassa.

guir, é daouzec pé bemzec heur, pidir var-n-uguent dan irra, al loén zo maro. Ar pez a zigas ar boan gof-avélus a zigas ivez ar guentr-goassoc’h-goas. An daou glenvet-zé zo quen envel an eil deus éguilé, ha neuz nemet eun den boazet gouest dhô zisenvélout. Evézus eo ta galvout eun den gouiec cant ma zigouez deul loën a dalloudégues clanvi buan a boaniou gof. Doaré dé baréa.

Neller caout chanz da baréa ar c’hlenvet-mâ, nemet en oc’h louzaoui cant a ma teu. Goada, difennet er boan-boezellou-avélus, a dlé beza gred amâ founus, evid bianaat nerz ar c’hlenvet ha mirout né nem zastuméfé ar goad en diabarz. Clasq a reer biannad ar boan dré roei da eva louzeier evit calmad, péré vézont cavet gât quement marc’hadour louzou. Lacad a reer palastrou pe frota a réer louzeier crêo, oc’h ar c’hof, quenver ar voezellen, evid digas ar boan diavez ; en divez, é guelc’her an diabarz en oc’h squiltra er voezellou, dour caol maro pé ad lin clouar, gât ar strinquel, evit divec’hia anezô. Eur vech bianneed ar boan, é dalc’her al loën striz eb tam ac eh laboura ; neuzé né zaléo quet da barea. Goudé-zé, na vezo roed boët nemet gât eves, peb a nebeut, ac evit guellout. Ma né zeu, en oc’h eulia ar boëtach évézus-zé, tam poan ebet quen, é cresquer peb a nebeut da voëta, qué né roér evel quent. An dud var meaz zo goal nec’het da leusqueur hô loënnet eb tam paz int clân, evel da Chom eb dribi a zo red er c’hlenvéchou.

jom hô-unan pa zint scoëd gât ar c’hlenvechou ; credi réont é varfent gât an naon ma chomfent eb dribi, quercouls er c’hlenvet ac er iec’het. Ar gréden-zé a ra calz droug : dré-zé ispicial, ar ré gouiec, galvet da louzaoui ar c’hlenvechou var mez, né baréont nemet nebeut anezô. Chom eb dribi, er c’hlenvechou ar voezellou ispicial, a zo an urz quenta deulia, ha né zléér é zorri nemet gât eves ha dré ma vella da unan.


Poân boezellou- paduz pe a-bel-zo.

Ar boan-boezellou-côz, pé baduz, ned eo quet eur goal clenvet. Dont a ra peb a nebeut, ha né anavezer peurvuia nemet eur pennad goudé ez eo deut. Ar Ned eo quet eur goal glenvet.

pez a rô dé anavézout, zo an tristidigues ac an dinaon. Ar guénou zo tom, an alan flerius, an dour ziver doc’h ar beg, téo ha stagus ; ar c’horf zo téner ha coenvet avechou ; traou gludec zo aliez oc’h ar gorc’hennou. Ouspen, al loën zo treut, ha casti a ra peb dé mui-oc’h-mui. Boëz é derc’hel eh tam, nemet banéou dour guennet gât bren, guelc’hi ar boezellou en ô strinquella anezô, é deuer aben doc’h ar c’hlenvet-zé peurvuia.


Ar c’hrôm

Ar c’hrôm a zeu dreist-ol dré ar ienien ac ar glao. An ebeuillen, pa maïnt oc’h ober hô zent, é paquont buan, eguis quement poan al a scô oc’h ar ben. Neller quet lavarout é véfé stagus ar c’hrôm : rac, en eur marchossi, pa glanvo meur a loën quézec gât-ân, Eves da lacad pa nem ziscoëz ar c’hrôm.

réal né raïnt quet, eb evessaad dhô virout. Couscoudé, kant é nem ziscouez ar c’hrôm, var unan pé var meur a loën, guelloc’h éo hô zenna doc’h touez ar réal.


Anavézout a reer ar c’hlenvet-zé dré an tristidigues, an dinaon, dré ma zeo ruz ha seac’h diabarz ar fri, coénvet dindan ar gouzouc ac en dro. Dré ar c’houéon-zé, al loën en deus diezaman da lonca ha da gaout é alan ; ar bâz a zeu eb dalé ; al loën a dol traou téo dré é fri. Pa ziver nebeut, cresqui ra ar c’houéon didan ar gouzouc, eur gôr a zeu, en em ziscarga ra, ac ar c’hlenvet né zalé quet da baréa. Mes avechou ez eo goassoc’h ar c’hlenvet. Ar groc’hen a zo seac’h ha tom, pounerad a re ar ben, Ar c’hrôm goassa.

goassoc’h, couenvi a ra ar fri ac an daoulagad, créad ara an derzen. Neuzé ez eo eur goal c’hrôm, ac é renquer cresqui evessaad ha loazaoui.


Ar c’hrôm brao.

Pa chom brao ar c’hlenvet, pa zeo drant al loën, ar guella zo chom eb louzaoui, derc’hel anezan en eur c’hraou clouar, biannaad é voët ha roei dezân traou divec’h dar c’hof : dour guennet gât bleut eilz, plouz mad ac eun tamic ieot tener, é caver é pep maré. Strinquel a reer dour clouaric er boezellou, Penaos é baréa.

mar bez ezom, ha lacad a reer eun tam stoup da c’holo ar c’hôr zo dindan ar c’houzouc, evit é virout doc’h an avel ; lacad a reer c’hoas var-n-an eur groc’hen danvet, ar gloan troëd en diabarz.


Penaos louzaoui ar c’hrôm goassa.

Pa ma ar boan ré goass, ar boët zo difennet striz. Strinquella renquer aliez ar c’hof gât dour caol maro pé ad lin ; dour bervet gât al louzeier-zé, vezo laquet da voguedi dindan ar gouzouc ac ar fri. Ma né zeuquet ar fri nac ar c’houéon gouzouc da zivéra, é goader eun tamic al loën, ma teuint quentoc’h ha founussoc’h da zivéra. Ma né réont quet, couscoudé, é lequer eur séton oc’h é scoaz.

Poaniou gouzouc.

Meur a seurt poan-gouzouc zo, péré zo bet anaouet doc’h al lec’h é stagont er gouzouc ; rac avechou ar boan é za var gorzennou an avel, guéchou al é condon ar beg ha var gorzen boët, pétraman var groc’hénen ar vouez. Deul ar c’hrôm ez eus ato poan gouzouc.


Penaos é teuont.

Ar boan-gouzouc a zeu dré gaout riou, en oc’h veza glibet, eva dour cris en oc’h c’houezi, pé caout riou goudé. Aliez ar c’hézec a zigasser é meaz var dro sarra an noz, dré glaoéger pé dré amzer cris, zo scoed gât ar boan-gouzouc, ispicial mard int iaouanc ha goadec.


Penaos hô anavézout.

Pa nem ziscler ar c’hlenvet-zé, dont a ra ar beg den em zissec’ha ha den em dâna, poan en deus al loën ô lonca, nev nemet nebeut ha gât amzer ; aliez nal lonca béret, dont a ra dré é fri é meaz, lech disquen en é c’hof.

Peurvuia eun tamic eves zo trevoalc’h evid paréa ar boanniou- gouzouc.

Peurvuia ar boan-ma ned eoquet eur goal glenvet ha pa né goassa quet, né bad quet ouspen dec pé zaouzec déves. Ar c’hlenvet-ma peurliessa né vez quet crèo en eun doaré dé louzaoui : evit é baréa neuz ezom nemet derc’hel al loën eb laboura, en eur marchossi clouar, ha divoal roei dezan boët calet, Penaos louzaoui ar boan-gouzouc goassa.

diaez da choca ha da boaza er c’hof. Pa vez re grê ar boan, ar boët dle beza difennet piz. Rô a reer aliez dour guennet déva é pini é vez laquet eun tamic mel ; golo a reer gouzouc al loën gât eur groc’hen danvet ; moguedi reer aliez é fri gât ézen an dour bervet, en oc’h lacad ar varraz en eur zac’h é pini lequeer pen al loën. Ma né zeu tam da derri goude, é vézo mad guelvel eun den gouiec.


Straquillen pé sifern.

Ar straquillen, envel doc’h sifern an dud, zo eur c’hlenvet bian, ac é za cuit é-unan peurliessa ; dont a ra, eguis ar c’hlenvechou gouzouc ac ar boaniou envel, ha drest-ol dré iénien ha beza glibet. Groc’hénen diabarz ar fri a zeu da dâna, ruz ha seac’h eo, calz pé nebeut ; teurel a ra dour-mormouz béret a béret dont a ra da danoad goude ha da gol é liou ; bassaad ha siferni a ra al loën aliez, evel an dud pa mer éguisse. Eb dalé teva an dour-mormouz gludec a ziver eus é fri, bianad a ra da ziferni, éan a ra peb a nebeut ha dré ma paré.


Doaré louzaoui ar straquillen.

An doaré discouëzet evit louzaoui ha paréa ar boâniou gouzouc, dle beza euliet ivez da barea ar straquillen. Talvoudus eo dreist-ol moguedennou an ézen dour bervet, digasset en toullou fri, en oc’h lacad ar varraz en eur zac’h, evel ez éo bet discouezet, oc’h pini a vezo sarret pen an treac’h en dro da beg ar marc’h. An ali-mâ né zléer quet dilézel, pa vez goal grê ar straquillen.


Straquillen côz pé badus.

Ar straquillen losquet dré digui da gôsaad al dont padus ha mont da mormouz. Avechou pa jom ar c’hlenvet en eun doaré quenderc’hel eb paréa ; eur zéton, laquet er scoaz ha dalc’het daou pé dri mis, al é cas cuit, quercoulz ac ar bâz ten zo oc’h é eulia.


III.


Denvet.

Hor ouen denvet-ni zo bian ha fal avoalc’h. Neus quet eur vras anezô en hor tieguechou ; né veller ini, coulz lavar, en andréajou deus ar vro a zouarou mad. Divoalet fal, é réont muioc’h a zroug evid né dellont ; boëted dister, é varvont er goan a bandennadou, Ar c’houéon dourec pé breinadures

gât ar c’houéon-dourec pé breinadures. Credet éo bet é deué abalamour dar iêuniou lec’h mhô c’hasser da beuri, ha dar c’hiz hô leusqueur é meaz barz na vez savet ar gliz ; mes doc’h em eus evessed, nequet an dra-zé a ra ar goassa, rac ar vreinadures a scô ispicial var an denvet chomet fal ha sempl dré ziouéri caout boëd avoalc’h. Ar c’houeon-dourec-ze zo eur c’hlenvet ac a red er c’horf, deut dré breinadures ar c’houraillou, é péré gaver gôriou ha prenvet.


Breac’h an denvet.

Breac’h an denvet zo envel avoalc’h d’oc’h breac’h an dud. Mervel a ra calz denvet gât ar c’hlenvet-mâ, er vroiou lec’h ez int stang ; né anavezer quet é breiz. Matrézé né zeuquet, couzien eus nebeut a zenvet gât beb ini, ha nhô destumerquet a berniou pétraman dré nerz ar vro ; rac, é bro-saoz, bro lec’h ez eo stanc an denvet, ha lec’h é mâ an amzer envel doc’h ama, né anavézer tam quénebeut ar c’hlenvet-mâ.


Ned eo quet talvoudus caout calz denvet en tiéguéchou vian ; mes talvoudus é véfé caout denvet ménez lec’h ez eus lannéger vraz.

En eur vro a dieguéchou vian, nelier quet caout eur vraz a zenvet ; gouscoudé, neusquet a dalvoudegnes maga nebeut anezô ; rac ar c’honnid zo ré vian, ha né zigol quet doc’h ar hoan zo gât-hô ha deus an droug a réont. Mes en diabarz ar vro, lec’h ez eus tieguechou vraz ha lannéger out-hô ar pez a guérer, al beza talvoudus, evid cresqui an tremp, derc’hel calz denvet méné, péré guéont hô boët é léac’h né chomfé quet béo al loënnet al.


Ouen merinos pé Spagn.

An denvet merinos pé denvet spâgn ne zeuont quet mad er vro ; bez eo ré ien ha ré c’hlib evit-hô ; Ouen Saoz.

mes peb ouen saoz, gânet en eur vro envel deus hon-ini, Ouen daou anter savet é bro ar Faou. pé iénoc’h ha glipoc’h c’hoas zoquen, a zeu mad meurbed é Breiz. Digasset eus bet deus out-hô meur a vloas-zo, é meur a lec’h en départaman, ac ispicial é tro ar Faou, denvet Saoz, péré hô eéus ouennet enô gât digouez mad : ar méotet Saoz ac an danvadennet bro, hô deus gred eur ouen daou-anter, péhini, en é boëz, en é gorf ac en é gloan a dal dan nebeuta eun anter muioc’h evid eben. Mes ar goat Saoz ez a cuit bep a nebeut, dré ma zivouer méotet ha danvadennet evit cresqui ha quenderc’hel ar guellidigues-zé. Ar gonnideien a zalc’h denvet, pa ellont hô vaga mad ac hô zigas deul ar zaoud, dléfent caout doc’h ar ouen daou-anter-mâ.


Doaré ouenna an denvet.

Ar c’hiz zo leusqueur ar méotet ac an danvadennet iaouanc ouenna ré-abred, querquent a bloas ; fal eo ar c’hiz-zé : né zléfent quet beza losquet da ouenna qué ne vizent daou loas dan abreta. Dléer boëta mad ar méotet queit a maïnt ô c’holo an danvadennet, petraman falaï ar ouen : uguent danvades pé tregont dan irra, zo trevoalc’h da bep maout.


Oad an denvet.

An denvet hô deus quement a zent en hô javed izella ac hô deus ar zaout ; coueza réont ac é discoezont an oad en doaré eo bet lavaret evit ar zaoud.


IV.


Môc’h.

Ar penmôc’h zo eul loën talvoudus en tiéguéchou, dré ma nem voët gât traou ha nalfent quet beza implichet é guis-al ; ouspen, ar c’hiq-sal an ini a zreber an aliessa var meaz. E meur a vro, ac ispicial é tro Montroulez, a reer an tdrrajou môc’h, ac ac’hano é vezont digasset lec’h-al evit ezommou an dud.


Doaré ar penmôc’h mad.

An ôc’h mad en deus eur ben ber, eur gouzouc téo, eur c’horf ir ha doun, ar c’hof izel ha divisquer ber. Quement ouen Breiz né dostaont quet calz deus an doaré-zé ; ar môc’h Léon, quement-sé, zo guelloc’h evid ré Guerné ; bez eus ivez muioc’h a Ouen môc’h Quemperlé.

glasq var-nezô. E tro Quemperlé, ez eus eur ouen môc’h bro dreist ar réal en é zoaré ha calz guelloc’h evit ar môc’h Léon. Ar vro-zé a ra torajou, mes evit é ezomou ispicial ; rac ar ouen-zé né veller quet nem squigna lec’h al. Caout a reer anezi é Rosporden ac é Scaër. Eaz ha dimizus a véfé, abalamour da Ouen Crânez.

amézégues, dé zigas en hon touëz. Ar ouën cranez, ha réal guelloc’h corfet ac eassoc’h da larda evit ar ré Vreiz, zo a iniennou bremâ en départamanchou amézec ha gât eun tiec bennag évézus deus ar Finistère. Ouen Saoz.

Ar môc’h Saoz ar ré vella zo nê beleac’h. Guellet ez eus bet ré gaër zi var-nezô, é quichen Landerné ; mes hor gonnideien hô deus losquet anezô ô nem gol, couzien é oant dieaz da verza, er vro, dré zispriz a reer var peb tra névez abarz é anavézout ; ha rencout a reer derc’hel eves en oc’h vaga loennet, deus goul ar brénérien, pa c’houlfent a-enep ar vad.


Torrajou ha magadurez.

Pa feller ober torrajou, é clasquér eun ôc’h mad en é c’horf, bloas dan nebeuta. Ar vez dlé beza corfet é doaré, ha beza gred é c’hresq avoalc’h, barz roei môc'h dezi ; boëted mad a renq beza queit é mâ ô vaga ar ré vian. Ar môc’h nint quet eaz na buan da larda qué né vez peur gred hô c’hresq gât-hô.


Boëtach ha doaré larda.

A-enep creden an ol, eur boetach mad ha fresc zo guelloc’h dezô evid boët ré drenc ; né leusquéor ta gôi hô boëd nemet nebeut, evit é vlaza eun tamic ac hô lacad da zribi fonnussoc’h. An id ac ar panezou a zo mad dreist-ol dezô ; Ar pânesou zoquen a lard anezô eb roei traou al da eul. Rô a reer dar môc’h iaouanc an delliou caol, saladen, lénard, delliou éolac’h mesquet gât eun tamic bren, avalou douar poaz pé brouscon al. Dré ma za ar môc’h el laguen evid nem zizober deus al laou ha deus an drebon, ned eo quet guir al laguen a vella nezô ; quer talvoudus eo dezô beza dalc’het quempen evel eo dal loënnet al ; ha, lec’h dour poul, é véfé guelloc’h cafjent dour neat pa garjent. Al lorentez, clenvet ar môc’h. Al lorentez, a vez aliez var ar môc’h, zo eur c’hlenvet ac a zeu nouier quet penaos. Beza dalc’het ré er c’hraou, dioueri eus a ear vad ; creier louz ha boëtach fal, é digassont matrézé ar c’hlenvet. Quiq ar môc’h lôr a zo leun a c’houeziennou é péré ez eus prenvet bian ha neller quet guellout. Evit anavézout pa eo lôr eur penmoc’h bennag, é seller doc’h an déod, rac dindan-ân ez eus peurvuia c’houeziennou. Quement-sé, eller hô zenna, ac ar pen-môc’h al beza lôr eb beza discouézet oc’h an déod. Ar c’hlenvet-mâ né baré quet ; ha zi var moc’h lôr, al beza torrajou lôr ivez ; mes credi reer ned eoquet stagus ; guelloc’h eo, couscoude, tenna ar môc’h lôr doc’h touez ar ré iac’h. Eb beza clanvus, quiq ar môc’h lôr zo fal ; a-hend-al, gât ar c’hlenvet-zé né vella quet mui. Ar guella ta zo é laza kant anavézer ar c’hlenvet, lec’h leusqueur an droug mont var goassa. Ma zalc’héfed aneza ré ir, tissé mervel.

  1. Peguement a gol né zigouez quet gât unan en oc’h clasq chench eb furnez peb ouen côz ! Eguissé eo, evit discoëz eur c’helen doc’h an dra-zé, ez eo bet chenchet eur ouen vad, tro rostrenen (Cotes-du-Nord), evit caout eur seurt beuc’het pennou guen, goal zivalo, dieaz da vaga, ha calz izeloc’h da rei quic in da rei leaz evit ar ouen diaguent.
  2. Goal chans ellont c’hoarvezout pa zigasser eur vioc’h toc’horic d’eun tarô ré vraz. Couscoude, rencout a reer é lavar aliez, ar ré nhô deus nemet bloc’het toc’hor ha biannic. né dleont quet credi é vellaïnt hô ouen dré guemmesq : Eun tarô ré bouner ha ré vraz an ol né ouennoquet caër gât eur vioc’h vian, ha né vezo quet eb goal chans evit-hi a vezo tarvet gât-an. En divez, é quement lec’h e zeo prim ar bévanz, é véfé disquiantus clasq guellad dré loënnel divroet ; red eo neuzé guellad ar oen gâti é-unan da guenta, en oc’h lacad muioc’h a eves evit dibab ha dizonna al léou a feller mirout evit gouenna, ac en oc’h ada bévanz dezô.
  3. E caver gât ar marc’hadourien louzou.