Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ABARS-COMZOUT
————


An ol en deus poan ô guellet al labour pé ar gonnidegués an douar chom eb guellad, er breiz-izel, dindan ar c’hizou côs. Losquer a reer éves ar gonnidegues, da dud disquiant ha paour ; ar ré-mâ, dilézet, eb beza enchet nac aliet, heuliont, abaoé ar c’hantvédou, ar c’hizou quenta roëd gât hô zadou côz deus an eil rum dud déguilé.

Couscoudé, en amzériou divezad mâ, ar c’houernérien zo deut da c’houzout talloudeguez ar gonnideguès, ac an dud gouiec, péré ho deus disprizet ivez, zo deut bremâ enclasq er guellad, dre hô squiant ac hô gouiegues.

Meur a leôr da zisqui ar c’hizou labour mad da guellad ar vro, a zo bet gred bremâ, dré dud a squiant ac a studi ; ha ned eoquet ebquen de scrijou é anavézont ar gonnideguès, mes en eun doaré gouiec, dré guellet ha dré lacat laboura hô-unan. Ar goassa zo, ar bretonnet nint quet crê