Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/142

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




SEISVET PENNAD.


————
PRAJEIER.


————
Neusquet a zouar lec’h neller caout prajeier en eur fesson bennag.
Ar prajeier a vag ar chatal ; ar chatal a rô an teil ; an teil a rô an id.
J. Bujault.


Disquianteguès ha digui evit dizac’ha ha doura ar foenneier.

Ar prajeier zo dilezet peurvuia, ha né roont nemet nebeut a foen en départaman-ni. An dour a zac’h enô, neus nemet broen ha ieotennou dourec, coulz lavar, oc’h hô zirienna. Hor tieien n’é ouzont na dizac’ha ar foenneier nac hô doura, couscoudé, en dro da guéraès, quarter a beuri vraz, ez int guelloc’h quempennet ha douret gât muioc’h a furnez. E meaz ar vro-zé, ar foenneier, nemet eunan bennag é gaver amâ ac a-ônt, nint quet foenneier, da lavarout mad. En oc’h quempen anezô gât eun tamic eves, Gueuniou ha stanquennou dourec mad dober foenneier.

alfemp cresqui calz ar foen enô ; ouspen, ar ieunou ac ar stanquennou doured hô-unan gât meur a oas, péré a zilezomp, alfent beza eas laqued é prajeier, péré a gresquéfé dan nebeuta daou quement al ar ré hon eus bremâ. Mes ar vélourien, pa né ouzont évit guir pé chomint pé né chomint quet en hô ziegues, prim, en eun doaré al, en arc’han, disquiant