Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




EISVET PENNAD.


————
PRAJEIER A BER AMZER.


————
Fellout a res-té caout id ? gra prajeier. An neb en deus eun anter deus e zouar e prajou zo eun tiec mad ; mad co c’hoas, mard eus trederen : pralefraz zo ré nebeut.
J. Bujault.


Cetu amâ an diazé ar gonnidegues an douar, an tu guir da gaout loënnet mad ha calz teil, talvoudegues né gaver quet alies, lec’h neus nemet prajou ieotennec. En hon vro, ar ieoten an aliessa adet dober prajeier a ber amzer, a zo ar melchen. Bez eus daou Ar melchen.

seurt anezô : ar melchen a dri droc’h ac ar melchen ruz ; ar seurt quenta zo guelloc’h anavezet ac aliessoc’h adet. Ar melchen a dri droc’h a gar douar pinvidic, E pé seurt douarou é teu.

na ré scân ; né zeu quet caër en douarou segal, nemet trezet a vezent bet araoc. En douarou pouner, péré a galmass ac é faoutont dré ar sec’hec’h, é vez Doaré ada ar melchen.

difont ha toc’hor an en droc’h. Ada reer peurvuia mar melchen étouëz an id adet en nevez-amzer ; caout a renquer pemzec pé uguent lur ad dré zeves arat, doc’h doaré an douar. Goudé beza goloët an id gât an oguet, é toller ar melchen, ac é goloër nebeudic