Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pompery - Quelennou var labour pe gonnidegues an douar, 1851.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 94 —

quet bet crazet an it-tu mad avoalc’h, é teu buan da nem doma er solier ; eun tiec aquétus a zivoalo ta dé vernia ré déo, mont a raï da zellet outan, higeraï anezan eur vech an amzer, quen né vezo deut craz avoalc’h da nem virout.


————


Al lin.

Al lin a c’houl douar mad, quempennet ha roessed é doaré. Ada reer anezan er mis meurs ac er mis ebrel ; golo a reer an ad gât eun tol oguet scan. A-enep ar c’hanap, pini al beza laquet meur a vech doc’htu er memes douar, al lin né dlé dont adarré nemet ben eun nebeut bloavechou. Teilla reer téo an eost a vez laquet ar bloaves araoc, rac, dindan nerz eun tremp ré dost, al linennou a gresquefent dispar.

Zo divagus meurbed, a né zlé quet beza adet a vraz er vroiou a zouar dister.

Al lin, pini zo eunan deus ar vrassa eost al léon, zo goal divagus dan douar ha goulen a ra cals tremp. An idou a zivag an douar ivez, mes rô a réont ho plouz dezô ; al lin a guemmer calz doc’h an druioni ha né rd netra dan douar. Er vroiou a zouarou dister, ha lec’h ez eo prim an teil né aliin quet cresqui an douar lin dreist ezommou an ti. En oc’h e zigas en darn vraz a zouarou paour zo e creis breis, elec’h a veller al lannéger ac ar brug golo an daou drederen pé ouspen deus an ol douarou, nalfed quet digueri tam douar, en eur vro en deus quement a ezom da