Ar c’hézec.
Magadurez ar c’hezec zo eun dra talvoudus braz evit ar vro-mâ ; bez eo ispicial evit al léon, lec’h a verzer calz quézec. Abaoé ez eo disquennet quement-sé hô zalvoudégues, tieien ar c’harter-sé hô deus calz poan da veva ha da baéa hô c’hoan-mikellou stard. Pérag ez eo falled var ar c’hézec.
Lavarout a reer ez eo falled varnezhô abalamour dar chenchamanchou nevez c’hoarvezet, ac ivez abalamour hor c’hézec, pouner ha têo, nint quet mui doc’h doaré an ezommou zo bremâ. Guir eo, abaoé ez éoner calz enchou, dré ma viannaer pé gompezer ar zaoiou, é c’houlenner mont buanoc’h é quément guiz da zarempred an enchou.
Ar c’hézec labour scân ar ré vella evit an ol ezomou.
Ar c’hézec labour scaôn zo ar ré vella evit an ezomou nevez-zé. Cetu azé ar seurt a renquer guellad ha niverad, en oc’h clasq, evit ouenna, ar c’haëra quézec bro, doc’h an doaré a zo red evit ober ar guellidigues goulennet. Ar pez a zlé ispicial alia ar vaguer var ar guella seurt quézec dober, zo goul ar prener ac an ezaman guerza. Dré guément-sé, ar marc’h labour scaôn, pini verzer da bep oad, ac é saver eaz ha dimizus, a zo drest ini a c’houl ar brenourien a zaremprédont hor foariou ; bez en ar seurt ar muia