Mont d’an endalc’had

Dre an Delen hag ar C’horn-boud/a-bezh

Eus Wikimammenn
René Prud'homme, Moriz an Dault, 1904
Skrid a-bezh





Dre an DELEN


Hag ar C’HORN-BOUD





/|\

ALCHOUEDER TREGER

(Erwan BERTHOU)


―――――*―――――



Dre an DELEN


Hag ar C’HORN-BOUD


―――――――*―――――――


Par la Harpe


et par le Cor de Guerre



―――――――<<*>>―――――――


ZANT-BRIEK
RENÉ PRUD’HOMME
MOULLER-LEVRER
HENT-KER POULAIN-CORBION
PARIS
MORIZ AN DAULT
LEVRER-BREZONEK
6, RUE DU VAL-DE-GRACE
1904


LEVROU ALL ERWAN BERTHOU :


Cœur breton, poésies, 1892. Godfroy éditeur, 1. vol..... 2 fr.
La Lande fleurie, poème, 1894. Lemerre, éditeur, 1 vol. 3 fr.
Les Fontaines Miraculeuses, poésies, 1896. Lemerre éditeur,
1 vol.......................................... 3 fr.
Ames simples, poème, 1896. Lemerre éditeur, 1 vol...,. 3 fr.
Le Pays qui parle, poème, 1903. Lemerre éditeur, 1 vol. 3 fr.
La Résurrection de la Bretagne, édition de La Lutte, I br. 0f 50
Dihun Breiz. Le Dault éditeur, 1 br................ 0 15
Le Prince des Prosateurs, édition de La Lutte, 1 br...... 0 50
La Semaine des Quatre Jeudis, ballades (hors commerce) . » »


WAR AR STERN :

Breiz kadarn.


————

/|\

AR GWIR ENEB AR BED

______

Al levrik-ma zo kinniget

da Yann ar Fustek

(Yann ab Gwillerm)

Drouiz-Meur Gorsedd Barzed

Gourenez Breiz-Izel


MENNAD


————



O te, ma c’henvreur ’a vevaz
’Tre ar Porz-Gwenn ha Roc’h-Allaz,
Dremdost lec’h ec’h oun ma-unan
Ganet d’ar vuez, o Gwiklan !

Diouganer, Barz ha Merzer,
Ro d’in-me nerz en peb amzer
’Vit sevel ma mouez eveldoud,
N’euz forz penoz vo ma darvoud.

Goude toullet ma daoulagad,
Na pa ve distanket ma gwad
Gant gwasker miliget ma bro,
Gra d’in-me c’hoaz youc’hal, garo,
Em diveza huanaden :
Reuz d’an Estren ! Breiz da viken !



―――*―――


I


DISTRO AR BARZ


I


Ganet en douar lann ha roz,
War ribl mor gouez an hanter-noz,
Pa oan e-bars ma c’henta noad,
’N em gwazied ’oa ruz ar gwad.

Birvi ’re dindan ær an aot,
Mez brema glaz eo ma dioujod ;
Siouaz ! mond a ran ’dreuz broiou,
Eun huelen-c’houerv ’n em genou.

Ma zadou koz, beo pe varo,
’Oa enoret meurbet ’n o bro…
Alaz ! ha me, war zistro ’n oad,
’Zo evel eur yeoten er prad.

Uz d’o fenn an heol a bare,
Zellou ar bobl ’zave oute.
Piou ’ta ’oar ’oun-me mad pe fall ?
Ken izel oun ’vel ar re-all.

An dud koz a ouie bevan
Fur ha digemmesk er bed-man ;
O liorzik e labourent
Ha ’mesk o bleun e zave zent.


Al liorzou ’zo dilezet,
Ar bleun gand an drez ’zo mouget ;
Er maner hep touen na dor,
’Man o yuda avel ar môr.

Ar sklaerijen a ia da guz
An Noz-Veur ’zo o tond euzuz
Ruz-gwad e drem, an heol a ouel,
’Rok mervel, war ribl an dremwel.

Ha te, ma c’houlm ! pebez buhe,
’M euz-me graet d’id betek herie,
Ha te bet joa hepken ma zi,
Stok da galon ouz ma hini !

Sklaset ha gwasket ma c’halon,
Bars ar c’hanvou, bars ar spouron
Mond a ran war an dismantrou
Eun huelen-c’houerv em genou !

II


Hogen setu eun heol neve,
Ledan, bannet, tarzet er gwe ;
Eur vro gaer ’zo ’n em astennet,
War ribl an môr, en penn ar bed.

Kalon an douar a glever
O virvi en-kreiz e dounder ;
Ar c’houmoul du ’red en nenvou ;
Er parkeier ’tiwan bleuniou.


Harluet an dewalijen,
Ar joa ’zo en lagad an den ;
Ar vreudeur ’deu d’em anavout,
Ha, dorn ouz dorn, ’c’halv an darvoud.

Adre, dismantrou miliget !
E lec’h ’oa ma c’halon mantret,
E lec’h e skuilhen d’an douar
Ma goad ha daero ma glac’har.

Salud d’id ! douar dudiuz !
Ouz da zellout ’teuan nerzuz :
Peb yez, peb lid, peb koun, peb giz
’C’h euz dazorc’het d’o yaouankiz.

Hinjet ar poultr euz zeul ma zreit,
Gand eur galon zeder ’c’h an d’id.
Setu me arru da ganan
E-touez da vugale ’r gwellan.

Taolet am euz ar vleuen c’houerv
Ha kutuilhet war ribl an erv,
E-touez bleuniou ’n douar labour,
Eun dro-heolik erc’h hag aour.

Ha brema, mar ’m be gras Doue,
Me ’ ya, ’n pad dilerc’h ma buhe,
Da vlansoni kurunenno
En brankou lore ha dero.


————


II


KLEMVAN WAR AR VARTOLODED


C’hoarvezet eo ar miziou du :
Gantê ’r gwall-amzer ’zo arru,
An amzer garo, didrue,
’Vid ar re ’zo er-meaz bemde.

En fulor an deiz hag an noz,
Hep eun dale, war ma zi kloz,
An ti koz a glemm hag a gren,
E klevan ’n avel o tremen.

A-wechou ec’h arru sïoul
Hag e c’houistel zard ouz peb toull,
Mez e nerz a dastum rak-tal
Da lampat ’vel eun aneval.

Ar gwe braz ar muian nerzuz
’Zo gweet gand al loen spountuz ;
Hag an tier, war ar c’hrec’hiou,
Eo diframmet o zouennou.

Nijal ’ra ’n deliou hag ar plouz
A-dreuz d’an oabl gleb, leun a drouz,
A drouz hag a dewalijen
En troïgel ar gourventen,


O gwasa amzer ’zo arru !
Glao hag avel, hag a bep tu,
Bemdeiz, en draouien ha war grec’h
Hag herie gwasoc’h evit dec’h.


Enep d’an amzer en kounnar,
Ar paour kez labourer douar,
’Dalek ar beure ’zo bepred
O plomma ar parkou d’an ed.

Mez re-all, ’dleer klemm ive,
En riskl a c’hone o buhe,
En eur vagik branskedilhet
War ar môr dôn dishualet.

Ar re-ze ’zo dalc’h-mad dirag
Ar maro euzuz en o bag :
Ar vag a strons hag a vigour
War lein hag en kleuz an erv dour.

Na oar den petore buhe
An euz an dud a vôr du-ze,
Er pellder, en-kreiz ar stourmou,
Labourerien ar gwagennou.

O c’houi ’n ho kwele tom, en noz,
Goud ouzoc’h pegoulz ha penôz
Ha pelec’h er môr e varvo
Martoloded kez euz hor bro ?


An awel gri a yud er gwe,
Mez c’houi a gousk en ho kwele ;
Klozet mad eo prenestr ha dor :
Na glevet ket fulor ar môr.

Teir gwech am euz graet tro ar bed,
— Rak war ar môr, pell ec’h oun bet —
Ha teir gwech gwelet ar maro,
Etre an dour hag an nenvo.

Dre-ze, pa deu ar gwall-amzer,
Ma spered a vale brazder,
Brazder ar moriou kounnaret
War lerc’h an holl vartoloded.

Choaz mar deufe ar c’horf maro
D’e vammik-bro war al lano,
Neuze, war an douar zantel,
’Pedfe ar wreg hag ar bugel !

An deiz-all, dirag toull ma forz,
Eur wreg yaouank a grie forz
O vont da gerc’hat he fried
En porz-môr Sant-Malo beuzet.

Mez pegement na deufont ket
D’o farrouz koz da beurgousket !
Taolet du-hont, taolet du-ze,
Na deuio ket dioute doare.

Pa yudo ’n avel en ho tor,
Pedet evid an dud a vôr
An Itron Varia ’Wir Zikour
D’o zaveteï euz an dour.


III


KLEMVAN MARO KELLIEN-AR-BARZ


Zonet, kleier ar Roc’h ha kleier Landreger,
Zonet ar c’hlaz :
Eur barz a zo maro, du-hont, ’raok e amzer,
’N kreiz ar Gær-Vraz.

Zonet, kleier Plouyel ha kleier Zant-Erwan,
Uz d’an diou ster ;
Gant moueziou glac’haruz, kleier, klemmet hor foan,
War vez, en ker.

Merc’hedigou yaouank, displeget ho koeffou,
Ha c’houi, groage,
’N em vantellet en du, rak herie ’zo kanvou,
En gwirione.

O nag a garantez en efoa, ’n e galon,
Evidoc’h-u !
Hag evit bro ar bruk, an dero, ar gomon
Hag an itu !

Kerzet ’ta goustadik ha zïoul, me ho ped,
’Hed an hinchou :
Biken, ma c’hoarezed, da Gellien na zougfed
Re a ganvou.


Eur goulm c’hlaz hag eur goulmik wenn,
En-dro da goz lour Zant-Mikel,
A nij o diou a denn-askel,
Hag a nijo da virviken.

Ac’hane ’weler ar mor glaz
Oc’h eoni war ar c’herrek,
Ar parkeier, gwer ha gwezek,
Bete kein Brê, ar mene kraz.

Ac’hane e weler Briad,
Yeltranz, Mode, Gwennou hag Erc’h ;
Holl Bro-Dreger, seder ha gwerc’h,
Dirag zellou an Ermeziad.

Hor Bro a zispak he douzter,
Etre ar mor hag ar mene ;
An ser ’zo leun deus hec’h ine,
Trec’h d’ar Gozni ha d’an Amzer.

War vor, war zouar hag en ær,
Dre-holl e man roujou ar Zent.
’Vel an dour-red, war ribl an hent,
An daoulagadou a zo skler.

A belec’h, goude ar maro,
Ine ar Barz a choumfe pell
Deus e vro gaer a Vreiz-Izel,
Achu ar vuez a zaero ?


Ar goulm c’hlaz hag ar goulmik wenn,
Neziet en tour ar goz iliz,
’Zo daou ine deut war o c’hiz :
Ineou Renan ha Kellien.

En-dro d’eze ’grag ar brini,
Mez int, en tu-all d’ar maro,
A nij, en sklerder an nenvo,
En o huvre, uz d’an dourni.

En kichen kerik Landreger,
Pa vin, me ma-unan, maro,
Me yelo da vet-ê d’am zro,
Dindan skeuden eun Alc’houeder.


————


IV


MARC’HARIDIK A GERONARD

Troet deus gallek Jarlez ar Goïk.


Eur zon e zo laket en skrid,
Eur zon barz ar yez leonard,
Eur zon diwar-benn Marc’harid
A Geronard.

Pinvik ’touez ar pennherezed,
Anvezet ’vit ar pinvika,
Kaset eo bet dec’h d’ar vered,
Da ugent vloa.

— Gaudik ! Gaudik ! ra grozin d’ac’h…
Pelec’h ’man ho muzel ken flour,
Ho kouzouk gwenn, ho liou ken yac’h
Hag ho pleo aour ?

— Mar karjec’h, mamm, oan bet euruz :
Laret oa d’ac’h ; gret ’c’h euz ho kiz :
Na zo man, sioaz ! tremenuz
’Vel ar goantiz.

Petra ’n efo d’in talvezet
Reza koant ’vel ar freuz daro,
Mar oan dre hoc’h urz ankoueet
Er ger bep tro ?


Braoa gwiaden ’ra pilhou
Ha koanta plac’h a ya da goz :
Dimezet ho merc’hed, mammou,
Hep re c’hortoz.

D’ar zul ’vin kaset d’an douar…
War va bez ec’h hadfet dioustu
Spern-gwenn, bleuniou ar gwir glac’har,
Ha rosiku.

Oh ! c’houi pere zo pellaet,
Gand ho kalonou diwirion,
’Vel e pella ’r gwennilied,
D’ar yenion,

P’eo gwir en hor meziou, herie,
Dijentil, tiek ha mevel
Ho c’h euz holl brema ho kroage
Ouz ho kazel,

Oh ! tud yaouank deus ma farouz,
Me bedo an aotro Jezuz
Da rei d’ac’h eur vuez didrouz
Hag eüruz.

Ha brema zonet an taoliou
Ha kerc’het ar c’hantellou koar,
Na zo man ken ’vit ma zellou
En Keronar.

War ar c’homzou-ze e varvaz…
D’aberdeiz-noz, pa gouez ar gliz,
Ha kana re an deliou glaz…
De profundis !


V


MARO JAVRE PONTGWENN, MARC’HEK


Bro an dud kalonek, ha gwechal ha breman,
Breiz ! Piou ’zo bet muioc’h kalonek ’vit heman ?

Ar Zaozon brein, evel bleizi, da hanter-noz,
Dre eun drubardiez, a zeuaz er ger goz.

Hogen Javre Pontgwenn oa dihun ’n e wele,
Trouz e glevaz. — Lampat a reaz war e gleze. —

Trouz binwiou-brezel !… « Zaozon en Lann-Huon !… »
— N euz ket ezom harnez d’ar marc’hek a galon —

Gouriz-ler e gleze, skoulmet war e gorf noaz,
Hag e waf en e zorn, setu-han en hent-braz

’N e-unan enep kant, ’n e-unan enep mil,
E waf hag e gleze a deo, a glei, a bil.

’Vel eur bagad denved, redet gand ar meser,
Ar Zaozon, diwadet, ’zo bountet en kreiz-ker.

Ar vez, en o c’halon, en-divez, a zavaz :
— « Mil den ’omp o souza dirag eun den en noaz !


« Archerien ! prim an taol, ’raok n’arruo skoazel !
« Pa n’omp kadarn a dost, bezomp kadarn a bell ! »

Eur zeaz, hi reud ha lemm, penn e c’hlin a dreuzaz :
Marc’hek Javre Pontgwenn, dre ar boan ’vranskellaz.

Ar zeaz ’n e c’har, ha c’hoaz, e gleze ’ lugerni,
Souza reaz, goustadik, bete moger e di.

Hag ouz ar voger c’hoaz harpet e roe bec’h,
Ken a zeuaz an nerz da zilezel e vrec’h.

Mez ar Zaozon brema, kalz nebeutoc’h nec’het,
A dostae, rummuz, o bouc’haliou zavet.


Siouaz ! na finvez ken, marc’hek Javre Pontgwenn,
Gand eur Zaoz digalon eo troc’het d’id da benn.

Mez en douarou Breiz ’zo c’hoaz had eveldoud :
Sevel ’rei meur a wâz — Doue, ro d’ê galloud ! —

Hag ar gwad a redo ’vel an dour a dremen :
Peurbaduz eo hor c’houn ! Peuc’h d’id, Marc’hek Pontgwen !


————


VI


EVEL E KARER EN BREIZ


— « Pelec’h ’man ho tiou jodik flour ?…
Annaïk kez, glac’haret hoc’h,
Ho talik gwenn ’zo c’hoaz gwennoc’h ;
Ho taoulagad ’zo leun a dour. »

— Siouaz ! Yannik kez, ma ine
’Zo ’n anken beteg ar maro.
Ha mar gouvefez ar c’helo,
Ken braz ve da c’hlac’har ive. »

— « Oh ! lavar d’in, ma dousik koant,
’Vit petra da dristidigez ? »
— « Sonjal ennoun mui na dleez :
Biken Anaïk na vo drant. »

Hag ar plac’hik a lavare :
— « Ma zammik buhe ’zo mantret :
Ma lez-vamm he deuz ma gwerzet,
D’eun Ermeziad, dec’h ar beure.

Gwerzet d’eun den leun a fouge,
Arruet moarvat ’a Vro-C’Hall ;
Dre-holl ec’h ya, uhel e dal,
Dirag an dud, dirak Doue.


Aboue, me ’red dre ar parkou,
Gand an derzien, gand an alter,
’Vit klask anout, ma mignon ker,
Araok monet gand an Ankou. »

— « Anna, d’id, ma feiz ’m euz roet ;
Ro d’in loden ive ’n ez poan…
Mez hargasomp glac’har ha doan :
Ni ’ya da veza eureujet

« Zec’h da zaoulagad leun a dour :
’N eur Vro gaer hep fallagriez,
Ni welo Jezuz, ar Werc’hez,
An Itron-Varia ’Wir Zikour »

O glac’har, siouaz ! ’oa ken braz,
Ken braz ’vit o c’halonigou,
Ken int marvet ’n mesk ar bleuniou,
Ar bleuniou aour euz troad ar Groaz.


————


VII


KANAOUEN EURED MAB-AN-ARGOAD


Setu aman kaera eureud,
En Breiz-Izel ’zo bet gwelet,
Moarvat aboue c’houezek kantved.

Aboue ’eo bet treuzet ar môr,
Gand hon zadiou, en Arvor
Na zo bet graet kement ’enor

Da gement a dud diredet
Deus Treger, Leon ha Gwened
Ha deus Kernew, ar vro goadet.

Gwelet a rer, pebez burzud !
Gwelet ’rer daouzek kant a dud ;
En o zouez meur a den a vrud.

’Mesk an dud wir, labourerien,
— Brankou glaz euz hor c’hoz grien —
’N em vesk an Dougerien Telen.

— « Eur barz mad a vo dimezet… »
Ha raktal, setu ar Varzed
War dossennou Skrignak zavet.


Parrez Skrignak, war da vene,
Parrez beniget gant Doue,
Brudet vo ’n eureud a herie.

Ugent koter emeaz ’an ti
Ebars an ær o vogedi
’Vel pa vefe dek ’timezi !

Mar ’man brema hon zadiou
Astennet ’bars ar berejou,
N’eo ket maro o c’hoz giziou.

Dleout a ra o ine skan,
Ebars an ær ken glan breman,
’Uz d’hon fenn tarnijal aman.

Skiltruz, ar c’hleier, er beure,
’Deuz karillonet evite,
Hag arruet int hep dale.

Zon ’ra bombard ha binïou,
Leun eo ar park gand an taoliou !
En Breiz-Izel, kaera lidou !

— Warc’hoaz ’vo klevet, a gredan,
« An holl Varzed a zo aman
« En Breiz hag en Gall o kanan,

« O kana da veuleudiou,
« Skrignak, hag ho re, priejou,
« Rak herie, oh ! gwella skoueriou !


« Gant da skrijou, Alfred Lajat,
« Gant da delen, Mab-an-Argoad,
« Te ’zo, da Vreiz, eur skoazel vad.

« Gant da wiskamant eus a Skaer,
« Ozac’h yaouank, te a zo kaer
« Ha lugernuz ’vel an heol sklaer.

— « Mez c’houi, gregik, ’vel eur rozen,
« Rouanez bleuniou an dachen,
« C’houi ’zav ’uz d’ar re-all ho penn.

« Neuz ket koantoc’h, an holl hen goar ;
« Ho tal a zo gwenn ’vel ar c’hoar,
« Ken zeder oc’h eget al loar.

« Oh ! pegemen ec’h eo joaüz,
« Labourer al Liorz hanvuz,
« D’ho kutuilh, rozen eüruz !

« Ra po ho taou bennoz Doue,
« Ha joa bemdeiz en ho puhe,
« Hag ar Peuc’h peurbaduz goude ! »


————


VIII


KLEMM AR BARZ KOZ DISHANVEZET


Da betra ’tal eta genel ?
Na zo dre-holl ’met fallantez :
Gwela ’reomp en hor c’havel,
Gwela ’reomp ’pad hor buhez.

Ha bet oun-me heb huanad
Eur zunvez, eun dervez hepken ?
An douar koulskoude ’zo mad,
Mez pegemen fall eo an den !

Baleet ’m euz ’n em yaouankiz :
N’ am euz gwelet ’met skouer hudur,
Ha distroet ’oun wrar ma c’hiz,
Bepred hep peuc’h na plijadur.

Ha setu me brema em bro :
Ar meaziou ’zo ’vel diagent,
Mez me ’zo ’vel eun den maro
Evit mignoned ha kerent.

N’int ket ’vit klevout ma spered,
Hag ouz ma mouez ec’h int bouzar ;
O daoulagadou ’zo stouvet
Ha ma re gleb gand ar glac’har,


Oh ! mar befe c’hoaz evidoun
Eur c’hornik douar ankoueet,
Eun enezen, ’n kreiz ar mor doun,
’Vit astenn ma c’horf distrounket !

Eur c’horn, eun enezen heb tud,
Mentet deus ma hed ha ma led,
Lec’h n’arrufe biken ar vrud
Deus pez a dremen war ar bed !

Mez, siouaz ! en Amzer Nevez,
Evidoun na zo ken distro :
War ribl ar mor, er c’hoajou gouez,
Dre-holl an den fall en c’havo.

War betore hent mond brema,
Pa welan arru ar gozni,
Pa n’ am euz breur ’vit ma skoazia
Na bugel ’vit ma frealzi.

Gwasa, gwasa tristidigez !
Ma fenn a gouez war va barlen…
Trec’het ec’h oun gand an enkrez…
Troc’het ’m euz kerden ma zelen…


————


IX


FREALZIEZ D’AR BARZ KOZ


Hadsao ! korf ha spered, hadsao !
Mez d’id da goueza ken izel !
Dond ’ra an heol goude ar glao
Hag ar peuc’h goude ar brezel.

Piou ’ta ’zavo uhel e benn ?
Piou ’ta ’roio d’ar bobl skouer vad ?
Piou ’ta ’vago ’n herminik wenn
Ha goude ’n eost ’glenko an had ?

Ar pez ec’h euz diouganet,
Abred pe diwad arruo ;
Mar ’oud gand herie gwapaet,
An amzer-da-zond az meulo.

C’houez an tan ebars an oaled
Ha lak enni eun tagos braz,
Ra vo eur c’hlaouen c’hoaz kavet
Gand ar re a zeuio warc’hoaz.

Pa welez arruout gwalleur,
Eur goanv kaled, du ha garo,
Diskarg an ivoul er c’hleuzeur,
Ra vo en pad an noz golo.


Pa vo savet eur rumm tud all,
Pa vo deud an Hanv war hor bro,
Pa na vo kabestr nag hual,
Na kalonad, poan na daero,

Pa reno an eüruzted
En Breiz-Izel, zavet war-benn,
E vo sonj az po labouret,
’N pad da vuhe, ’vit he difenn.

N’ az po ket da lod deus ar joa,
Herez neuze da bep hini ;
Da gorf ludu na vo netra,
Mez da ine vo en dudi.

Hag en uhelder an Nenvou,
Lec’h ’man Zent ha Zentezed Breiz,
He Rouane war o zroniou,
Hag ar Varzed koz en o c’hreiz ;

Ar Varzed war o zelennou,
E-pad ar Vuhez Peurbaduz,
O kana Breiz, ha burzudou
He mibien ’vo bet didrec’huz ;

En uhelder Breiz an Nenvou,
Da ine a vo frealzet
O welet, uz d’an holl broiou,
Da Vreiz-Izel c’hoaz hadsavet.


X


AN AMZER GOZ KELTIEK


En amzer goloet gand an dewalijen,
’Bars an amzer goz-goz, ’raok an amzer gristen,
Ken koz, ken eo kollet diouti an envor,
Moarvat nebeut ’amzer goude dic’hlan ar mor ;
Gouenn-veur ar C’heltied, zavet ’bars an Azi
’Ziskennaz d’an Urop da glask douar ha ti.

Ganet ’n eur vro elec’h e oa c’hoaz an doare
Deus an Tadou kenta, kelennet gant Doue,
Noë hag Abrac’ham, hag an holl Dadou-Braz,
War ar meneziou zec’h, en-kreiz ar c’hoajou glaz,
Dre-holl ar C’heltied, elec’h e tremenent,
En enor da Zoue a zave mein divent.

Ar sklaerijen genta ’zo bet gante skuilhet
War an douarou goue hep reiz hag heb oaled.


Darn a lar : D’ar c’houlz-ze na oa ket c’hoaz digor
Ar striz a zo brema karzet ’tre an daou vor.
Na oa ket c’hoaz ezom deus bag ar mordead
Evit mond da Vreiz-Veur : an dud a ie war droad.
Mez tud all gwiziek a lavar c’hoaz ive
’Oa Breiz-Veur enezen a-grenn war-benn neuze.


N’euz forz, treuzet gante Striz-vor pe Gour-enez,
Pep rumm, er vro neve, ’zavaz rouantelez.

Mez an holl Geltied na dreuzjont ket ar mor,
Rak eun nebeut rummou ’ziskennaz en Arvor.

Arru en Penn-ar-bed, en Breiz, an dud hep doan
A zistroaz war glei beteg ar Mor-Bihan.
— « N’hellomp ken mont pelloc’h… aman ’vo an diskuiz :
Sonjomp eta brema da zevel eun Iliz. »

Neuze ’welaz ar Bed pez n’oa ket gwelet c’hoaz :
Brasa labour bet graet war an douar biskoaz.
Den na oar ped bloavez, ped kant vloa marteze,
E padaz al labour graet en enor Doue.

Ugent milier mien-hir, plantet evit biken
War an dachen ’n o zav, a douge an douen ;
Mez an douen ’oa skanv neuze d’an ilizou :
Na c’houllet evite nemet bolz an nenvou.

Dirag iliz Karnak, mez beza vefe dall,
Mezewenni ’ra ’n den o sonjal en gwech-all.
— Pe seurt tud e oac’h ’ta, e ma zadiou ker !
Ha pegen bihan omp herie en ho kenver,
Pa oac’h kab, er c’houlz-ze, dre gorf ha dre spered,
D’ober al labouriou hor lak’ c’hoaz estlammet !


Hogen ive keit-ma, du-ze, ’n tu-all d’ar mor.
D’an Doue Peurbaduz e ret memez enor.
En holl broiou Breiz-Yeur, evel en Iverzoun,
Deus an Amzer Goz-ze eo chomet beo ar c’houn.


Meur a rummou tud-all, deut warlerc’h hon hini.
’Zo bet gwelet buan o sevel, o kreski,
Hogen ken buan all ec’h int holl tremenet
Ha war o dismantrou e van ar C’heltied.

Mar n’hon deuz ket savet, evel en broiou ’zo,
Paleziou kizellet krec’h-ha-traou ha tro-zro,
Ec’h eo abalamour lezen an Amzer Goz,
Lezen ar Gwir Doue, a douge he malloz
War an neb a wallje tremm an douar ken kaer
Hag a skoje eun taol war labour ar C’hrouer.
Bouc’hal na ziskare ar gwe ’bars ar c’hoajou,
Na morzol na dorre eur men ’bars ar parkou.


Beleien an Amzer, an Drouized zantel,
A gelenne d’ar bobl n’eo netra d’imp mervel :
« Petra eo ar maro, ’med hanter ar vuhez ?
Eur ouel roget zouden ’rag eur vuhez nevez ?


Zavet deus a netra, an den ’ra ’met tremen,
Mez e vad-oberou hen zav d’ar sklaerijen.
Waz d’an hini a heuilh an hent a ya d’an Drouk :
E binijen, pelloc’h, a bouezo war e chouk.
Evit mad e nesan, an hini a varvo,
En tu-all d’ar maro, uhelloc’h a zavo.

Maro ! buhez ! maro ! ha buhez er Gwenved,
’Touez ar re a garemp, ’bars an eürusted. »

Ar Feiz-ze ’re d’ar bobl zellout ouz ar maro
Muioc’h gant joaüsted ’vit gand doan na daero.
Er brezeliou euzuz, ’rag ar riskl o redek,
Biskoaz na zo gwelet paotred ken kalonek.

Ker ’zo laret ive e vevent ’mesk ar gwe,
Evel al loened mud hag evel an dud-goue,
Na oa ket, d’ar c’houlz-ze, dindan bannou an heol,
Eur bobl ken gwiziek war Vuhez ar Bed-Holl.
Ar wirionez ’luc’he en spered an Drouized,
Pennou kenta ar vro, gand o awen urzet.

Ar varzed a gane, war o zelennou aour,
Ar c’halonou uhel hag ar brasa labour.
Awen Doue ’c’houeze en o ine an tan
Ha war o lerc’h ’gerze ar bobl, braz ha bihan.
Kab e oant da beuc’haat ar mor doun en kounnar,
Ha da gerzet, o zreid distak deus an douar.


Meur ’hini a dammal d’ar c’hoz Drouized wenn
Al lazou graet gante war c’horre an dol-ven,
Mez red eo, ’raok barni an amzer dremenet,
Deus an amzer neve distaga hor speret.
D’ar c’houlz-ze ar fallakr, distroet deus ar Vad,
’N oa pemp bloa dirakan evit ’n em wellaat ;
Ha p’ arrue ’vitan an amzer da baea,
Anean e-unan ’c’h e d’ar maro gant joa.
Brema bec’h ar muntrer a bouez c’hoaz war e chouk
Beteg an eur e gouez ar gontel war e c’houk.

Nag a den a furnez ’roe e wad da skuilh
’Vit distrei deus ar vro ar gwall hag an drubuilh !
Pegen nebeut brema a gerzfe d’ar maro
Evit mad e nesan hag evit mad e vro !
Pegen nebeut herie, d’o ine, ’deuz evez
Lec’h gwech-all e kredet en he divarvelez !

Nan, n’et ket da gredi ’oa hon tadou tud goue,
Re uhel e savent o spered evit-se.

Goude eo e kouejont, dindan ar Romaned
Pere a harluaz kredennou an Drouized.


Eun den, en eur vro all ’roaz c’hoaz e vuhe,
Mez henez ’oa hanvet Jezuz, Mab da Zoue.


E zakrifiz a ra da galz ’anomp kredi
Penoz gwad hor Zalver a oa breur d’hon hini,
Ar Skiant ’lar ’n efoa ar Galileaned
Tennet o rumm ive deus gouenn ar C’heltied.
Pez na heller ket nac’h ha pez a zo gwir mad,
Eo ’gemeraz buan ar greden gristen troad :
Hon tadou a gave, ’bars ar Gristeniach
Meur a greden henvel ouz re an Drouizach.
Pez a re dienez ar muia da heman,
Jezuz-Krist — o burzud ! — hen digase gantan ;
Da laret karantez an eil ’vit egile
’Ra d’an den ’n em steuzia en karantez Doue.

Na dleomp ket gwelet Mestr ar Bed, hor C’hrouer,
Man ’met dre e c’halloud hag a-dreuz e vrazder ;
N’omp ket ganet hepken evit hon flijadur,
Mez ’vit karout ive, ’vel breur, pep krouadur.

An Drouizet vrudet, deut d’al lezen gristen,
A roaz da Jezuz e genta beleien :
Nag a Zant enoret ganimp, n’euz ket gwell bell,
Pehini a oa bet Drouiz en Breiz-Izel !
Nag hini a oa deut deus an tu all d’ar mor,
Pehini a hanvaz Doue : Ezuz ha Ior !
Er venec’hi zantel, a zic’hoane dre-holl,
Pep manac’h ’oa eur barz ha pep barz abostol.


Mez siouaz ! d’ar c’houlz-ze, ar Zaozon hep lezen,
Deut deus broiou ar skorn war o bagou kroc’hen,


A c’houeze en Breiz-Veur an tan hag an argad
Ken ’oa du gant ludu pe ruziet gand ar gwad.
Ha ken pell e padaz ar brezel miliget,
Ha kement a Zaozon, bep bloa, ’deue bepred,
Ken e teujont a-benn da drec’hi hon tadou,
Harluet er c’hoajou ha war ar meneziou.

’N eur gana truezuz, darn a dreuze ar mor
Evit goulen zikour digant breuder Arvor.
Gante e tigasent ar sklaerijen gristen
Pehini a lugern war ar bed da viken.


Pleget du-hont dindan ar Zaoz, ha diwatoc’h
Dindan an Normaned, argarzuz c’hoaz muioc’h,
En-pad c’houezek kantved daoubleget ha moustret,
Hon breudeur a Vreiz-Veur a zo bet ankoueet :
Ni hon-unan delc’het gant brezeliou gwech-all
Ha goude harluet gand treitourien Bro-C’hall,
Hon doa trewalc’h d’ober da ziwall hor buhe
Ken e kolljomp an eil deus egile doare.

Koulskoude awechou e teue d’imp ar vrud
Deus broiou a Vreiz-Veur elec’h a veve tud
Pere ’vit ar Zaozon n’o deuz ’met kasoni
Ha pere ’gomz eur yez henvel euz hon hini,


Ia, ’pad c’houezek kant vloa, o Barzed a Gymru !
Ker ’n oa ’n awel c’houeza hag an nenv beza du,
C’houi a vire bepred, ’re-da-re, an tenzor :
Skiant an Drouized, deut d’imp dre hoc’h envor.

Brema meulomp Doue ! Goude eun noz ken hir,
An heol ’ya da bara c’hoaz war hon talou dir.
Arru eo an amzer da glask dorn ha skoazel.
Iverzon, Bro-Gymru, ha Skoss ha Breiz-Izel
A zo c’hoaz peder c’hoar distaget mez beo mad
En o c’halonou tom, o virvi, memez gwad.

Bugale o feder d’ar C’helt koz heb aoun,
Setu, o tihuni, o deuz memez naoun.
Na kabestr, nag hual abeurs an Ermeziad !
Re bell o deuz ’n o c’hreiz kuzet o c’halonad !
Unaniez ’ra nerz ! Pa vefomp unanet,
E vo rouantelez ar bed d’ar C’heltied.

Savet ’ta Barzed koz a bep koste ar mor !
Ar Gwenn-Ved, evidoc’h n’euz na moger na dor.
Gildas, Herve, Kadok, Aneurin, te Marzin,
Liwarc’h-Hen, ha Gwiklan, ha te Taliezin !
Distroet c’hoaz eur vech d’an Abred trubuilhuz ;
Graet diouzimp Barzed awennet ha nerzuz,
Ra skoio ho mibien o bec’h diwar o chouk
Ha ra vo deus ar Bed troc’het grizien an Drouk.


XI


HADTRO BRIZEUK


Ha dond a rai eun all ive war ma mene ?
Eva rei er vammen lec’h e pleg ma muzel ?
a tremen a raio lec’h oun bet tremenet ?
Brizeuk.


Eur Barz :
Petra zo ’n ez komzou ? lavar, spi pe arvar ?
Petra oa dirakoud, ar joa pe ar glac’har ?
Perak kaout aoun e vijez ankoueet ?
Na c’heuz ket entanet kalon ar Vretoned ?
Aboue ec’h ouzomp lenn, oud hor gwella mignon,
Bugale omp ni d’id dre spered ha kalon.

Hon mammou luskellaz hor yaouankiz tener
O kana da werziou ken brao trec’h d’an amzer.
Ha dindan ar glazur, hor mestrou kaloneuk
A veske ’n o c’homzou Breiz-Izel ha Brizeuk.
’Vit dihuni ennomp karantez ar Vamm-Vro
I a zisklaerie d’imp da spered ’n ez levro.


Brizeuk, ene zantel, kalon garantezuz,
Kali leun a evach ken c’houek ha ken nerzuz !
Pegemen ’m euz dleet d’id-te, me, ar bugel,
O vesa ma loened war ar maeziou uhel,

Ma zreid er gliz-beure skuilhet war ar yeot glaz
En c’houez ar vamm-gamilh hag ar munudik-braz !
’Touez ar bariou gwenan, er bannou o franval,
Da rimou a nije ive endro d’am zâl.
Da levr « Mari » em dorn, ha ma zell en nenvo,
Me wele Daniel ha Pierrik Elo.

Da rei ma c’halonik, p’arruaz d’in an oad,
O Brizeuk ! te neuze roaz d’in da skouer vad.
Karout ’riz eveldoud an douar, ar c’hoajou,
An oabl hag an avel, an dour, ar gwabrennou.
Gwelet ’ren ar re-man o vond trezek an aer
’Vel listri strolladed war lano an oabl sklaer.
Ma spered ye warnê d’ober an dro d’ar bed ;
Gwelet e ren broiou kaer pe gaeroc’h bepred ;
Bale ’ren uz d’ar mor hag uz d’ar c’hoajou doun ;
Ar C’hanadur a bez ’n efoa lec’h ’n em c’haloun.
War eur vro vurzuduz, ganin neve grouet,
O Brizeuk, te skuilhe sklaerijen da spered.
Eveldoud e roïz ma c’halon d’eur baourez,
Ha koantoc’h he c’hafen eget eur rouanez.


Pa zeu, d’abardaez-noz, ar C’huz-Heol da ruzia,
Pa weler ar balan hag ar brug o krena,
Pa zeu an hinchou kleuz da veza tewaloc’h,
Pa zisken war ar bed, o vond da hun, ar peoc’h,

Pa ya d’ar gaer ar zaout en o fenn an ejenn,
’N eur loskel awechou, spountuz, eur vlenjaden,
Neuze ’kreder klevout, raktal trouz dizoare :
Kezek o c’haloupad, ha trompilhou-arme,
Lez-Breiz a zo er Vro, gand e varc’heien vad :
Setu-int en oabl ruz, o tremen uz d’ar c’hoad ;
Set’ ar Roue Arzur, setu Zent an Arvor :
War an nenv e weler displeget hon Histor.


Dleout ’ran d’id, Brizeuk, bea eur gwir Vreton :
Te ’c’h euz, pa oan bugel, stumet d’in ma c’halon.
Savet ’veldoud ive pell deus trouz ar c’haeriou,
Gwella blaz a gaven gant da zorc’hennadou !
Da guzuilhou ken fur ’renaz ma c’henta noad ;
Biskoaz ’n euz dislivet warnoun an Ermeziad.

’N ez levr « Ar Vretoned », ken beo ! pebez burzud !
Me am euz anvezet ha karet ma gouenn-dud.
’N ez fealidigez me zo ’n em anvezet
An hent lec’h e kerzan, te ’c’h euz han diskouezet.
’Vel eur walen dister, e kreiz eur chaden vraz,
A dro hag a zistro, m’hen gra ive hep gloaz ;
’N em blega ran ive ’vel m’eo d’in-me dleet,
Mez birviken na vin gant bec’h ebed torret.

O ma breur hen Brizeuk, abostol didamall,
Ra vo meulet d’hano aman hag er bed-all !

Lec’h vevez brema, er Gwenved lugernuz,
Pa zellez ouzimp-ni, ha te zo eüruz ?
Petra lar Taliezin hag an holl Varzed vad
Pa zigouez d’ê distrei war Vreiz o daoulagad ?


Spered Brizeuk :

Ni a vo en ho touez, eur an emgann zonet,
O Bretoned kez harluet,
Biskoaz tostoc’h ho trec’h na oa bet c’hoaz gwelet.

Pa lak’ an Ankou ar ziel
War hor bez, hor spered a zav, a denn-askel,
Lec’h man anaoun Breiz-Izel.

Dimeus kelc’h ar Gwenved, lec’h ma ine ’zavaz,
Davedoc’h pleget gand ar gloaz,
Evit mesaat an tan, me zo diskennet c’hoaz.

Deus ar C’helc’h stouvet d’an Ankouez
An amzer dremenet ’n em zisplegaz a bez
D’am spered leun a levenez.

Ma labour, ganin-me barnet ken marc’had-mad,
A ziwane, ’vel ar greun mad,
Etouez ar minerez, hag en dounder ar c’hoad.

Telen ar Barz Taliezin,
— Ma lec’h zo ’n e gichen hag e kichen Marzin, —
A grene a joa ouz ma glin.


En Lez Arzur, dirak marc’heien didrec’huz,
Gwiskel en dir ha lugernuz,
E kaniz Breiz, ma bro, gand eur vouez kalonuz.

An daoulagadou oa gleb-dour,
Daoulagad ar Varzed, ha re peb brezelour
Estlammet gand an Delen Aour.

Emaint o tond : klevet ar mammou o skrija
En ti pinvik, en ti paoura :
Hennez ’vezo eun drud, zo bugel o oela.


Prezeget ’m euz an dud dister,
’Vit ma vo dastumet an ed war bep solier,
War-benn m’ arruo an amzer.

War an telennou koz ’m euz troc’het ar c’herden,
Kerden dir zo war bep telen :
An dir gwenv ha krenuz na dorro birviken.

Er yez komzet gand ho kouenn-dud,
O c’houi pere a zav herie deus an argud,
Kanet evit sevel ho prud.

Kalon ! war zao ! Breiziz ! trewalc’h skuilha daero !…
Pa zeuio an amzer c’haro,
O Telen Dir, lugern etouez dir an Armo !


An Awen Geltiek :

Ar re zo tremenet er Bed, n’int ket maro :
Kavout ’refet anê pa « dremenfet » d’ho tro.
Kemeret skouer warnê, war o doareou-mad,
Diwallet da veza biken trubard d’ho kwad.
D’ho tadiou marvet pe dister pe brudet,
Taolet pled da rei lec’h da veza kounaret.
Ra vezo evidoc’h ar Glâd ’vel eun harnez.
Choumet war hent ho rumm evit heuilh ar Furnez.

Mar kollet an hent-se, divez d’ar blijadur !
’N hoc’h unan e choumfet dindan an Tonkadur.
Sal vuioc’h endro d’ac’h e welfet berniou tud,
Sal vuioc’h ’n em gavfet, c’houi hag ho re, munud.
An hini e kredec’h ’oa ho kwella mignon
A skoio e gountel, joaüz, en ho kalon
Endro d’ho taol, sioaz ! ’vel pe nac’hfent o gwad,
Ho pugale vo mud dirag ho kalonad.
En amzer dremenet, nag en amzer da zont,
Mar eo maro ar C’houn, netra ken na welont.

Mez mar heuillet an hent ken plen ha ken ledan,
Ho pec’h a vo skanvoc’h, bianoc’h vo ho poan.
Spered an Tadiou, heb ho kwitaat nepred,
Diouzoc’h ’bellao bemdeiz an Drouk-Spered.
Pa vefet glac’haret ’teuio ineou mad,
Hag eun dornik tener ’zec’ho ho taoulagad.


Ar c’houlz a zo arru evit Breiz bet gwasket :
Tud varo a zistro en korf hag en spered.
Meur ’hini, c’hoaz dister, e-touez ar bobl bemde
En euz hadet enni ha nerz ha feiz neve.

Ar Barz n’en euz biskoaz dilezet e valc’hder,
’N eur gana Breiz, e vro, gant kement a zouster,
An hini ’n euz brudet gouenn-dud ar Vretoned,
Hag hadet ar gwiniz a zo brema medet,
Brizeuk zo distroet ’n ho touez, pebez dudi !
Hogen e vouez, garvoc’h, a ra d’ar gwad birvi.

Eur an dihun a sko herie en Breiz-Izel ;
Spered an Tadiou a gomz war beb muzel,
Hen a c’houez ’n ho kalon an nerz hag an domder
Evit ma vo zavet Breiz-Izel ’n he brazder.


————


XII


AN DIHUN KELTIEK


I


Eun ael a zo zavet na oar den a belec’h ;
War diou askel nerzuz eo nijet uz d’ar c’hrec’h ;
E drompilh lugernuz a skuilh dre-holl an nec’h.

Petra zo a neve ? Arru ve an divez ?
Krenadurez ar c’houevr a ya da fons ar bez…
Hag arru ve an deiz d’an Hadc’hanedigez !



— Den, te oa re uhel da benn,
Den hep kalon, den hep lezen :
Arru eo da goulz da ziskenn.

Ganid ar freuz zo kutuillet,
Ar bleun zo gant d’alan skotet,
Ar bed zo ganid dismantret.

Gwallet ’c’heuz labour ar C’hrouer ;
Den digalon, den dibreder ;
Achu evidoud an amzer,


— Keltia ! Keltia ! dihun ha sav d’ar c’hloar,
Keltia bet moustret ken pell ’bars an douar,
Sav herie, Keltia, Gouenn zantel, Gouenn dispar.

Ar bed a oa kollet, ar bed ’ye da vervel ;
Araog arru an eost, an dud a oa gwastel ;
Ed na zo er c’hrignol, na bugel er c’havel.

D’id-te, o Keltia ! da zavetei ar bed ;
Te ’gleuzo an irvi, te a hado an ed ;
O Keltia zantel, te harzo ouz ar Red.

II


En pevar gorn eur goz vered,
Lec’h na oa nemed strouez gand ar yeot hir mesket,
Pevar men-bez zo ’n em zavet.

Eur vaouez a zo deud emaez euz a bep be,
Ha dindan bleuniou ar roz goue,
Da ziluia o bleo int eet en o c’hoaze.

Ar bleo a goueze war o lerc’h
Founnuz ha brao ha hir, hirroc’h ’vit ar fol-gerc’h,
Munud, gwennoc’h eget an erc’h.


Eva e rent c’houez vad an ivin hag ar beuz…
Bannou an heol, o tond a-dreuz
D’ar gwe, a skuille luc’h en o daoulagad kleuz.

An nerz a zeue tam ha tam
D’ar peder c’hoar, pere oa ive peder vamm,
Ha setu-int deud yaouank flamm.

I oar penoz, eun tu bennag ’bars ar vered,
Ho deus c’hoaz eur c’hoar douaret,
Pehini a zavo, pa vo an eur zonet.

Rag ar pemp c’hoar zo boudigou :
Ar maro zo ’vitê eur c’housk. Falc’h an Ankou
N’hall ket krigi en o c’horfou.


Goude ’n nebeut amzer, tremenet en arzao,
Ar c’hoarezed, yaouank ha brao,
War eun dro en em gav, ’bars ar vered ’n o zao.

Eet int an eil da gaout eben :
Hag an teir yaouanka war galon ar c’hoar hen !
Hag homan, gand ar joa, a gren.

— « Hirra hun hoc’h euz graet ! a lavar Gwalia.
Aboue ’oc’h kousket ped kant bloa !
Em bez me oa dihun, an anken em c’hrigna…


N’ hallen ket sevel ma-unan :
Ar men a oa pounner ha ma mouezik, dindan,
Na oa ’med eul lommik alan.

P’eo arruet an eur merket gand ar C’hrouer,
Eo pellaet ar men pounner
Hag em bez diskennet, gand an deiz, an domder.

Setu ni brema dihunet
— Mez aboue omp er bez, nag a dreo bruzunet ! —
Labouromp hon feder kevret. »

Ar peder c’hoar, Kymru, Breiz, Skos hag Iverzoun,
Unanet gante o c’haloun,
’Deuz dispaket neuze tenzoriou kaer o c’houn.

Hag ec’h arruaz hep dale,
Deut da bedi d’ar vered koz, pe da vale,
Eun nebeut deus o bugale.

Da virviken ar gwad a gomz d’ar C’heltied :
Trida re ’n hekleo o klevet
An hirvoudou joaüz etrezek ar vered.

— O ma mammik, ma mammik ker !
A lare peb bugel, ma mammik, deut d’ar ger.
Oh ! nag a joa a vo emberr ! —

III


D’enori o mamm geltiek,
Aotro, micherour ha tiek,
Ar vugale n’int ken diek,


Ar garantez zo dihunet,
Gwad ar galon en euz bervet,
Mouez ar vamm a zo chilaouet.

Peb mamm a lavar memes tra :
— Bezit unanet, ha netra
Na zeuy a-benn d’ho tismantra. —

Gwasket dindan ma enebour,
Laeret eo bet frouez ma labour :
Ma spi bepred choumaz en flour.

Bet oun taget, bountet er bez,
Ha ken moustret, en gwirionez !
Choumet eo ennoun ar vuez.

Eun dra grenvoc’h ’vit an dero,
’Vit an houarn, ’vit ar maro :
Ma ine da viken zo beo.

Na pa ve graet d’ac’h c’hoaz gwasoc’h,
Mar em c’haret, dreist-holl, en bloc’h,
Ma ine a vevo ennoc’h.

Lezet ar chass drouk da harzal,
Eet hoc’h hent, ho kalon feal ;
Mervel e rei ar gouennou fall

Hag herve lar an Drouized,
Goude an drubuilh, en Abred,
C’houi vevo en peuc’h ar Gwenved.

IV


En dro d’an dolven, ar varzed,
Barzed Keltia ’zo bodet.
O Dublin ! O Dublin ! nag a joa ’zo ennoud :
Leun eo ar c’halonou gant ar feiz en Darvoud.
Kleze Arzur ha baniel ar Goursez
Ha Korn Hirlas, o levenez !
A lugern herie bars an ær
War c’hlazen an Ti Kær.

Ar varzed ’zo deut a bell vro,
Darn deus a Gerne-Veur, hanter varo, —
Mez pehini ’zavo d’he zro ; —
Darn deus ar Skos ha Breiz-Vihan,
Ha darn-all deus enezen Man ;
Darn-all, dreist-holl, bezint meulet !
Deus Bro-Gemru, gwella barzed !

Ar bobl, entanet e lagad,
A zell, oc’h hadgenel, ar Glâd.
En e greiz e lamp e galon :
Dond ’ra d’ezan nerz eul leon.

Joa hag esper ! haddihunet
Ec’h eo gwad koz ar C’heltied !
’Vel ar zabr, en Neve-Amzer,
Er c’hoajou hag er parkeier,
’Ro buez neve d’ar glazur,
Herie, d’ar C’heltied, ar C’houn ’ro magadur.


Pelloc’h eget an dremwel douarek,
En dounder an amzer da zond,
Pep hini ’wel ar vroad keltiek
Lec’h na vo dienez na spont.

Skouer an unvaniez dispaket dirakan,
A zigor frank spered ar bobl,
Rak dorn ouz dorn e wel aman
Mab ar paour hag ar prinz, ar bourc’hiz hag an nobl.

Pell deus spered ar gouennou all,
Pell e man hon spered ;
Ha waz evite mar int dall,
Ni zo sklaerijennet.
Breudeur omp holl, pinvik ha paour,
Ha bars ar c’huzuilhou
N’eo ket muioc’h Penner-an-Aour
’Vit Penner-an-Druilhou.

Noblans omp holl, braz ha dister,
Dre gozni ha glander hon gwad,
Ha dre honestiz hon esper,
Gwestlet d’ar Mad.

Hadskoulmet eo an neudennou
A heuilh an hent e kreiz an noz
Ha ni a ya brema da zevel, er bannou,
Pa man ar gouennou all o tisken en o foz.


An Arc’h-Drouiz, gwisket en gwenn,
Eur c’houzougen aour ’n e gerc’hen,
— Ken gwenn e vleo ! En e veurder,
Hen ken henvel ouz an Doue Krouer ! —
Teir gwech en euz goulet, e galon strafilhet,
— « Ha Peuc’h a zo etre ar C’heltied ? »

— Ia peuc’h a zo, an holl moueziou
A gass d’ar bed holl ar c’helou.
Chilaouet Keltied Breiz-Izel ha Breiz-Veur,
C’houi, re ar Stadou-Unanet,
Ha c’houi holl divroet, war ar bed slabezet,
Setu zonet an eur.

Dirak Spered hon Gourdadou
A heuilh anomp dre-holl a dreuz ar c’hantvejou,
Uz d’eur men-hir, gwir arouez an Hirbad,
An holl Varzed, en eur bodad,
O deus savet o dorn an eil gant egile.

Ia, sonet eo an eur, rak setu graet al le.

Graet eo al le evit biken !
War ar men-hir zo merket pemp loden
Evit arouezi ar pemp bro
O deuz graet souza ar maro.


Brema ouz ar men-hir hon gouenn a zo henvel :
An tan, ar glao hag an avel,
An amzer hag an Drouk-Spered,
Netra n’he gwallo ken nepred.

Savet eo brema ar malloz
Kouezet war ouenn ar C’heltied ;
Daou vil bloa zo oamp en gortoz :
Setu ar pardon diskennet.

— O Krouer ar bed, pegen pell
Ec’h omp choumet ’bars an Islonk !
Mez te, Holl-C’halloudek, te eo seder da zell
Dirak ar joa hag an difronk…

— « Waz d’an hini a goll e hent
« Hag a ya war diskenn en Abred trubuilhuz.
« Red e vezo d’ezan sevel ’vel diagent
« ’Vit gonid ar furnez hag ar joa hirbaduz.
« Laket am euz anout er bed
« Ken pell deus ar fall hag ar mad,
« Mez libr oud da wellaat da stad
« Dindan lezen ar Red. »

War an douar ledan, gwir eo omp slabezet
Mez araog mont da vroïata,
An unvaniez-ma dle beza da genta
Eun unvaniez a spered.


Goude ’teuio an hini all
Hag a c’honefomp adarre
Ar galloud a golljomp gwechall
An deiz ’oa rannet hon c’hevre.

Sonjomp ec’h omp ar peurvuian
Diberc’hennet deus hon danvez ;
Labouromp adalek breman
’Vit e hadgonid a nevez.

— Touet hoc’h eus Barzed, dirak ar Re Varo,
Dirak an Arc’h-Drouiz, dirak kleze Arzur,
Bout ’vel ar Varzed koz o doa ’n o dorn ar stur :
Leaned ar Gwir hag ar Vro.

V


Eun Den gwiziek :

Gand an holl skianchou ma fenn oa leun a leiz :
Petra ober gantê ? Ma spered oa direiz,
Herie me oar: Me zo d’it, holl, o ma mamm Breiz !

Eun Oberour :

N’eo ket er c’hoajou doun ’oann taget gand ar bleiz.
O kaeriou miliget, elec’h e oann en preiz !…
Greg ha bugaligou distroomp d’hor mamm Breiz.


Fanch Kouer :

Petra zo a neve herie ’bars ma lojeiz ?
Ar gwad’ red buanoc’h ’bars ma c’halon kerreiz…
Biskoaz n’am eus gwelet ken kaer maeziou ma Breiz !


Keltia goz a gan he zon — em c’hreiz
O joa ! na zo ’med eur galon — eur feiz,
En Kyrmu, Skos hag Iverzon — ha Breiz.


Eun avel vraz zo tremenet…
An hini ’wel sklaer ’n eus gwelet
A-uz d’ar Bed diou askel divent astennet :
Arru eo Ren ar Spered.



————


XIII


AN DIC’HRIZIENNET


— Pelec’h ’oud o vond, ’vel eun dall ?
’C’houlenn Kezar digant ar Gall.

— Me n’ouzoun ket, eme heman,
Kollet ’m euz ma hent, e gredan.

— Ac’hanta, doug ma bec’h dioustu ;
Mez na vefomp ket ni arru
En penn ma hent ’raog pemp kant bloa,
Rag c’hoaz am euz da vroïata.

Ha pemp kant bloa ’n euz ar Gallo
Douget zamm ar Roman garo.


— O vont pelec’h ’out, ’vel eun dall ?
’C’houlenn ar Jerman ’gant ar Gall.

— O vont pelec’h ? me n’ouzoun ket :
En henchou treuz me ’zo kollet.

— Hag a belec’h ec’h oud o tont ?
Eme ar Jerman divergont.


— Ankoueet ’m euz hano ma bro,
Ankoueet ive ma hano.

— Kemer ma bec’h ha kerz buan,
Pa n’ouzout an hent da-unan.

Ha trizek kantved, dre e vro,
Ar Gall a dro hag a zistro ;
Forbann en e vad e-unan,
Gwalleuruzet gant ar Jerman.


— Pelec’h ’oud o vont, skanvelard ?
Eme ar Judev krom ha lard.

— Me n’ouzoun ket, eme ar Gall,
D’in me an holl henchou ’zo fall.

— Fall an henchou ? Na welez ket
’Int gant da vreudeur re bleustret ?
Set’ eur gountel : kerzomp, ha ni
O lazo, hini hag hini.

Ha fuloret e zaoulagad,
Ar Gall en euz skuilhet ar gwad.

— Ro d’in brema, o ma aotrou,
Talvoudegez ma zorfejou.


— Stouv da c’henou ha labour stard :
Herez ebed ’vit ar bastard !
Ganet ec’h oud evit dougen
O bec’h d’an holl dud a dremen.
Na vi biken nemet mevel
D’in pe d’eun all, bete mervel.


Hogen tremen ’reaz eur Breizad,
Uhel e benn, sklaer e lagad :

— O vont pelec’h ec’h oud, ma breur,
Daoubleget dindan ar gwalleur ?

— Me n’ouzoun ket, eme ar Gall…
Na pe mond ama pe lec’h-all ?…
Eur mestr neve am eus herie,
Falloc’h kant gwech ’vit egile.

— ’M euz aoun ec’h eus ankounac’het
Piou oud ha pelec’h ’out ganet :
Deus petore gouenn ’zailh da wad ?
Pehini eo herie da noad ?

— Laret ’zo d’in ’oun bastardet
Gant Romaned ha Jermaned.


— O gwalleuruz ! o gwalleuruz !
O planeden pegen euzuz !…
Skouer d’ar re ’dro o daoulagad
Diwar sklaerijen gwir ar Glâd !…

Ar vro-ma eo bro da Dadou,
Lec’h ’oud o poania en druilhou.
Ma ’z pije dalc’het d’he difenn,
Herie vefe uhel da benn.
Na oud na Roman na Jerman :
Kelt ’oud eveldoun ma-unan,
Ha mar heuillez ma c’henteliou,
Te ’gavo c’hoaz da goz roudou.

— Ro peuc’h, ha na dor ket ouspenn,
Gant da gomzou tenval, ma fenn.
Kerz d’an tu-ze, me d’an tu-all :
Skourje ma mestr ’zo o strakal.

— Kerz ’ta ! Kerz ’ta ! bete mervel,
Dindan an Estranjour mevel !…
Ankounac’het ec’h euz, paour kez !
Yez santel hon tadou, ma yez.
Na glevez ’med ar yez gaouiad,
Kelennet gant an Ermeziad.

Hep bro ! hep koun ! hep glâd ! hep yez !…
Diskenn, paour kez Gallo ! er bez.


XIV


DIHUN BREIZ


Piou e ta na welas, war lein ar meneziou.
Arzur, ar Roue meur hag e dud a vrezel ?
Arzur n’eo ket maro. Lemmomp hor c’honteliou,
Da droc’ha ’n hualou ’zo en treid Breiz-Izel…
Barzed, dornatet ’ta kerden an Delen dir,
Zonerien, c’houezet ’ta en ho sac’h-binïo :
Breiz a zo disparlet, dihunet eo ’vit gwir.
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.

Aboue pemzek kant vloa, hon deus gwelet ni-holl,
’Mesk ar c’hwabrennou gwenn a nij en tarz-an-deiz,
Pe ’mesk ar c’hoummoul ruz a lugern d’ar c’huz-heol,
Brezelourien spountus hag Arzur en o c’hreiz.
O c’hlezeier pounner ’hijent a-uz d’o fenn :
Reuz d’an enebourien ! Ar c’hlezeier ’falc’ho
An izili evel an ed war an dachen :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.

Gallet ’c’h euz hor plega, enebourien trubard,
Pad eur pennad amzer rei lezennou d’imp-ni ;
Mez prestik ’arruo an dervez kaer ha zard
Elec’h e vo red d’ac’h diouz ar vro dilec’hi.

Ha na glevet-u ket an douar o finval !
En bered peb parrez, euz pep bez’ sav klemmo :
— « Pouner eo an douar moustret gand an dud fall… »
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.

En Breiz e ve kavet tudou nec’het o vont,
Pa deu an abardaez, na oar den da belec’h ;
Ha ruza e reont, kentoc’h ’vit na kerzont,
En-tre an hinchou treuz en eur hija o brec’h…
Kaset armou-brezel war bez an anaon :
Felc’her lemm, bouc’haliou, kren-vejer ha gwafiou :
Maro ha beo ’c’h efomp, pa vo ’n drompilh o son :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.

Oh ! kanet ’ta, Barzed, reudet ar c’herden dir,
Ma vezo skiltrusoc’h Telen an Emgannou.
Tud gwiziek lakaet an tan-gwall en peb gir ;
Paotred Kernew, c’houezet, gouezek, ’n ho pinïou.
C’houi holl, paotred a verv, en ho kalon, ar gwad,
Dindan ar vac’herien a c’hoarz ouz ho poanio,
Zavet ho mouez d’an nec’h, en Arvor, en Argoad :
— Arzur, Roue kadarn, nan eo ket c’hoaz maro.

Kanomp holl, war-eun-dro : « Breiz eo ar vraoa bro.
Mui eget ar Breizad, den na zo kalonek :
Muioc’h leal na zo, zo bet, nag a vezo ;
Ar wirionez ’difenn ’n e-unan enep dek,

Re bell an Ermeziad ’n euz c’hoariet gantan.
En-kreiz e nerz, prestik al leon a zavo.
Trubarded digalon, zouden ’ c’halfet krenan ;
— Arzur, Roue kadarn, nan eo ket c’hoaz maro.

Eur vro evel homan, mervel biken na c’hall !
Tud evel ar re-ma ’eil-c’han ’n o bugale !
Meur ’wech hon eus skuilhet hor gwad evit Bro-C’hall,
Gouzomp ta hen skuilha evit hor Bro ive.
Hor zent hon difenno pa ’c’h omp dimeus o gwad,
Ken pell ma vo lagad Doue war hon farko.
Er Bed, evel en Nenv, Breiz-Izel a dle pad :
— Arzur, Roue kadarn, te n’out ket c’hoaz maro.



————


XV


GALV D’AR VRETONED


Evit Doue hag ar Vro !


N’am boa ket laret d’ac’h, pell ’zo,
E vijemp moustred en hor bro ?
Penoz n’hor bije nemet gwall
E-lec’h karantez deuz Bro-Chall ?
Penoz e vijemp hualet
Evel ar zaout hag an denved ?

Na welet ket ar c’honteliou
O lugerni uz d’ho kougou ?
Chilaouet awel ar maro
O plega ar gwe war ar vro.
Me lar d’ac’h eo arru an deiz
’Vit mervel pe trec’hi en Breiz.

An deiou-man ’zo bet gwelet
Treitourien gant ar C’halloued
O veuli ’n amzer a drubuilh
’Oa distanket hor gwad da ruilh’.
Dont e reont d’hon difial
Kazel ouz kazel gand ar Gall.

Ha red ’vo d’imp plega hon fenn,
Evel denved hep ’n em zifenn !

Lonka, hadlonka kalonad,
Ha lakaat dour bemdeiz ’n hor gwad !
— Harlink am eus ’n em ivinou,
An dent a skrign en em genou.

’N em dagan ’ran gand ar fulor,
P’az kwelan, o ma bro Arvor
Na zigori da zaoulagad
Mez pa vo distanket da wad !
Ma c’halon, ’n eur parkad burlu,
A lamp d’ar pewar c’haloup-ru.


Ha ! n’eo ket trewalc’h ar c’homzou !
Setu krog ar gwall-oberou,
Red mad eo d’ac’h brema kredi
N’eo ken an den mestr en e di.
Laret d’in c’hoaz ’ta, oh ! tud dall,
N’eo heman ’med eun huvre fall !

Piou a ro troad d’an hailhoned
Da skei en hent ho c’hoarezed ?
Hag hen ve c’houi a rofe troad
Da zistruja en Breiz ar Mad ?
Laret d’in hag hen ’c’h eus biskoaz
Diskouezet d’ho c’hoarezed kas ?

Mar na laret : foei d’al Lezen !
Warchoaz ’vo tro ho peleien.

Goude ’serfer an ilizou,
Ha goude ’laerfer ho madou.
Neuze ’vefet buan staget
Er marchosi gant al loened.

Aboue pegoulz ar Vretoned,
A oa gwechal tud ken brudet,
O deus en o daouarn klogor
Pa dleont difenn an Arvor ?
Petra, daonet vo ma eskern !
Petra ’c’h eus ’ta c’hoaz da espern ?

Mar ’c’h eus kollet ho librente,
Petra ’c’h eus c’hoaz da goll goude ?
Gwell e ve d’in mervel a grenn
’Vit kaout eur c’habestr war ma fenn,
Ha ’vit gwelet eun Ermeziad
O ren, en mestr, en ti ma zad !

Ra zavo Barzed Breiz-Izel
O moueziou kounnaret uhel !
Brasa karante ’r C’heltied,
Al librente a zo gwasket !
Araog ’ta, paotred a galon,
’Evit sevel ’n hano breton.



————


XVI


AN DEVER


Pa roaz an Dukez Anna
D’ar roue Gall ar vroik-ma,
An Itron gez na ouie ket
’Vije ar roue dibennet.

Pa lare d’imp : Setu ho tad !
Na ouie ket e ruilhje gwad
Gwad ar Vretoned, ’vit difenn,
Enep d’ar C’halloued, o fenn.

Na ouie ket vijemp eun deiz
Laket d’ar maro ’vit hor feiz
’Vit hon giziou, hor c’halonder,
Gand ar re ’c’h hanvaz hor breuder.

Da gurunen a Rouanez
’Zo koustet ker d’imp-ni, Dukez !
N’hon deuz ket achu d’he faea
Goude tremenet pemp kant bloa.

Roet hon deuz arc’hant hag aour
Ha gwad, pinvidik evel paour ;
Hor poan a roomp c’hoaz bemdez,
D’ar re ’deuz laeret hon danvez.


Petra rofomp ’ta c’hoaz, Anna,
Pa n’hon deuz netra ken brema ?
Roet hon deuz hon holl mado,
Gwadet omp beteg ar maro.

Da gurunen ’oa brao, me ’oar ;
N’eo ket awalc’h treo an douar
D’he faea, sioaz ! da Vro-C’hall,
Red e vo c’hoaz madou ’r Bed-all…

Nac’het eo bet an Tadiou,
Nac’het ar yez, ar c’hoz giziou,
Ar feiz, ar vuhe peurbaduz ;
Petra vezo graet c’hoaz euzus ?

Botou koad ha kurunen aour
Oa dilec’h kement en ti ’r paour,
Evel en palez ar roue,
En ez amzer evel herie.

Piou ’ta gane da votou-koad,
« Botou koad an Dukezik vad » ?
Siouaz ! re a lorc’h ’oa ennoud
’Vit mond gant botou-koad en roud !

D’az heul ’c’h eomp c’hoaz da Vro-C’Hall,
Herie ken paour eget gwechall ;
Hor botou-koad ’deuz seuliou hern,
Mez hor c’hurunen ’zo en spern.


O ma breudeur ! savet ho tâl !
N’eo ket warc’hoaz : herie, raktal,
’Dleomp troc’ha hon hualou
Ha sevel uhel hor zellou.

Kabestr ebed ! Breiz diere !
Foei d’ar Gallo hep trugare !
Mestr ebed ken war an douar :
An heol evidomp holl a bar.

Kabestr ebed a-berz Bro-C’hall !
Mestrez na mestr ken nebeut all !
D’imp ni eo da zibab eun den
Mar dle unan warnomp-ni ren.

Hag ar gwaz-ze ’dleo bea
Deuz hor gwad-ni, deuz ar gwella !
Breiz d’ar Vreiziz ! D’eze ar vro
Strujusaet gand re varo !

O c’houezen, o eskern, o gwad
A ro sabr d’ar gwe ha d’an had :
Chomomp staget ouz an douar
A welaz o joa, o glac’har.

Anna ’zimezaz d’ar Roue
— Daoust hag hi ’rafe c’hoaz herie ? —
Hogen nag herie na gwechall
N’omp bet dimezet da Vro-C’hall.


Pep hini d’ar gear, en e vro,
Pe ar gwad ama a ruilho !…
Breiz-Izel ’zo douar zantel :
’Vit he zifenn kaer eo mervel.

Ar maro ’zo nebeut a dra
Pa ’man an ene da bara ;
An den distera a vo krenv
Mar lak e holl esper en nenv.

Daou dra hepken d’an den zo red :
Bea diere war ar bed
’Vit beva pell deuz an dud fall,
Ha bout eüruz er vuez all.



————


XVII


WAR-ZAV !


Goude Zaozon ha Fransijen,
Setu arru ar Judevien.
— Ha te renkfe da virviken
D’an Ermeziad rei bara gwenn ?
Torr e benn !

Red eo bet d’id kwitaat da vro,
Brema c’hwezek kant bloavez zo ;
Treuzet ’c’h euz ar mor eonet
Dirag ar Zaoz — hen miliget !
Torr e benn !

Doue hepken ’oar pegemen
’C’h euz skuilhet gwad evit difenn
Ar vroïk-ma, evel Breiz all,
Enep d’ar Zaoz, enep d’ar Gall
Torr e benn !

Enebourien all a c’hourdrouz
Da barkeier, da dier plouz,
Da gorf, ha zioaz ! da ine…
Gwechall ar Vreiziz a iude :
Torr e benn !


Oh ! tadiou ! tudou brudet !
C’houi na vijec’h ket bet gwasket
’Vel e wasker anomp herie !
Ha gwir omp d’ac’h-u bugale ?
— Torr o fenn !

Mez d’imp ! oh ! kalonou klouar !
Everien daerou hor glac’har !
Bountet omp en hent, daoubleget,
Evel al loened paour zammet !
— Torr e benn !

Ar bobl enebour zo arru
War zeul ar vro, hag a beb tu ;
Ar bobl en euz kurunennet,
Gant drez ha spern, Zalver ar Bed.
Torr e benn !

War an holl ’fell d’ezi rena,
War an ineou da genta…
Mez me fell d’in choum diere
’N em c’huz-heol ’vel ’n em beure.
Torr e benn !

Ha pa eo red c’hoaz ’n emganna,
Dare mad oun ’dalek brema :
Falc’h pe bouc’hal d’in-me vo mad
’Vit lakaat da ruilhal ar gwad.
Torr e benn !


Beva evel zaout hualet !
Beva ’vel loened mud mouget !
Kentoc’h kleuzi leur ar vered
Ha rei ma c’hik beo d’ar prenved !
Torr e benn !

An heol, eme-oun, dle para
Evidoud, paour, klasker bara.
Sav, dirak toul-dor da lochen !
Sav, ha difenn mad da groc’hen !
Torr e benn !

N’am euz na Mestrez na Roue
— Ma ine paour zo da Zoue —
Eun all na vo biken ma mestr :
N’am bo nag hual na kabestr !
Torr e benn !

Breizad, mar zo gwad ’n ez kalon,
Chilaou… ’man an Dronpilh o son…
Arru eo deiz an emganno…
Warc’hoaz ar gwad ruz a ruilho…
Torr e benn !



————


XVIII


DIOUGAN GWIKLAN
War don : Ar Falc’hon.


Klevout a ran an Delen Dir
O son war lein ar meneziou,
Goude klevet Hirvoudou hir
O sevel, noz-deiz, er c’hoajou.

Respount ’ra telen c’harv ar mor
Da delen vurzuduz ar c’hoad,
Ha c’houistel ar c’hevelek-vor
Da c’houriziou ar gazek-koad.

Etre Karnak hag ar Porz-Gwenn,
Dre brukou ruz ar Mene-Brê,
En pep traonien, war bep krec’hen,
Arme Gwiklan a zo dare.

Sevenet eo, euzuz Barz dall,
D’az peurvuian diouganou :
Ar gwad kristen, en eur ruilhal
En euz troet ar milinou.

Hag an douarou ar fallan
A ro gwinniz ’vel ar re vad ;
Hevelep dispriz ’zo breman
Evit an douar hag ar gwad.


Hebdale vo trubuilh en Breiz :
— Pa zavo Gwiklan en e vez,
Diwar lavar Pedernegiz,
Deus ar brezel ’vo an digouez.

Aboue eun nebeut bloaveziou,
Ine ar Barz, ’n em lodennet,
A roe nerz da galonou
Ar varzed vihan ’zo zavet.

Pep hini douge e delen,
Etre Bro-C’hall ha Breiz-Izel,
Euz en denna diouz ar c’herden
Meuleudi broïk e gavel.

Mez an holl delennou brema
O deuz unvaniet o zon,
Pa o deuz bugale Gwiklan
Eur mennoz hep ken ’n o c’halon.

Arru eo ’ta deiz ar brezel ;
Krena ra douar ar « Park Braz »
Rak setu Gwiklan o sevel
Da rena kann an « Enez C’hlaz ».

Tre « Traou Yeodi » ha « Louargad »
Dremdost d’ar menez, war an hent,
En steriou e ruilho ar gwad
’Vel e re an dour diagent.


Ho ! nag a c’harm ! nag a daerou !
Ho ! nag a ganvou en pep lec’h !
Nag a gorf en Kar-an-Ankou !
Bepred trugare : Breiz ’vo trec’h !

Biken goude na vo brezel,
Hag ar peuc’h a reno dre-holl ;
Hadsavet e vo Breiz-Izel,
Sturiet gand ar gwella reol.

Breiz-Izel vo an uhella
Dimeus broiou kaer an douar ;
An holl ineou vo en joa,
An holl galonou hep glac’har.

Sav ’ta buan war Mene-Bre,
Barz-Meur Gwiklan, Diouganer :
Hir eo gortoz beure an de
N’ hor bo ’met Doue ’vit rener.



————


XIX


DIOUGAN MARO PAR-IS

war don : Diougan Gwiklan (Barzaz Breiz).


Arruout rei ive da dro,
’Vel arruaz hini Kaer-Is ;
Tostaat a ra Ael-ar-Maro,
Kaer an Techou-fall, o Par-Is !

Diouganet eo bet ze d’id,
Gand eur Barz bennag dizanaf…
— Berr an neuden war da werzid !…
Da lestr n’eo ken nemed eur skaf !…

Herve skrivet gand an Darvoud,
El levr lec’h man hor planeden,
Setu an douar dindan-oud
Mengleuziet ’vel eur goloen.

Dindan palez ar Rouane
Ha paleziou ar Blijadur,
Lec’h ’man hor mestrou dizine
Hag o gisti a skouer hudur,

Dindan ti ar pinvik lorc’huz
Ha ti ar bourc’hiz dispered,
Ha dindan ti ar gwalleuruz
Ha relegou brein ar vered ;


Dre-holl oud mengleuziet, Kaer-Veur,
Evel eur goloen wenan…
P’arruo ’n nadoz war an eur,
Er mengleuziou krogo an tan.

Neuze ’strako an tennou poultr ;
’N eur frailha plusken an douar,
An tan a zavo, ’vel ar foultr,
Dimeus dounder euzuz peb skarr.

O Par-Is brein ! Poul-ar-C’hlogor !
Kofat ! Kernez ! Bosen ! Dic’hlan !
Kaer-Is ’zo bet beuzet ’er mor,
Par-Is, te vo beuzet en tan !



————


XX


AN HINI GOZ

War don : Marzin ’n e gavel (nerzuz).


Eun deiz bennag an Hini Goz
A c’hourveaz ’n he gwele kloz ;
N’eo ket eun noz, n’eo ket eur zun :
Pevar c’hant bloa ec’h eo bet hep dihun,
Lon, lon la, tra deri lon la.

En pad mil bloa meur a roue
En doa bed lod ’n he c’harante,
Mez choum a re beo war o lerc’h,
Glan hec’h ine, glan he c’horf ’vel an erc’h.

Da diveza ’oa dimezet
Da roue Franz, gantan karet,
Rak keilhet oa bet en yaouank
He c’halon c’hoaz ken zeder, ken dizank !

Eun aberdaez-noz eur mevel
A c’houezaz an tan er c’hastel…
Dibennet eo bet ar roue :
An Hini Goz a zihunaz neuze.

Kant bloavez all zo tremenet :
An Hini Goz n’eo ket trec’het,
Ha kaer a zo skei war he dor,
Na werzo ket d’ar mevel hec’h enor.


An Hini Goz eo hon mamm Breiz,
Entanet he c’halon ’n he c’hreiz :
— « Kentoc’h, emei, kentoc’h mervel,
Na vo biken kailharet Breiz-Izel. »

War-lé ! Bugale an Arvor !
Ra zavo ennomp ar fulor,
Ar fulor zakr evit hargas
Enebourien an hini hor magas.

— « Lar d’in-me petra a rafez,
Mab karantezus, ma welfez
Eun den o tispriz da ouenn-dud ? »
— « Ma dorn pounner e lakfe raktal mud. »

— « Na glevez ket an Ermeziad
O troug-komz bemdeiz deus da dad,
Deus da vreudeur ha deus da vamm ? »
— « Mar e glevfen, na choumfe ket dinam. »

— « Digor ’ta da ziskouarn neuze,
Chilaou hag e klevi bemde
Kojou kazus an dud diroll. »
— « Me vefe gouest da skei meur a veustaol. »

— « Neuze warnê te a skoio :
Emaint o walla da Vamm-Vro,
O tiskar he brud hag he yez :
’Vit eur Breizad, kement-se zo eur vez.


Na welet ket ’ta e zo c’hoant
Da droki d’ei he gwiskamant,
He giziou hag he feiz, koulz all ? »
— « Malloz ! malloz ! re bell ec’h omp bet dall ! »

— « Trunsen dero, dired em dorn,
Me ’m eus da fruka meur ’askorn,
Me ’m eus da frailha meur a benn,
Dired ama, trunsen vad, ma zrunsen.

— « Tan ha kurun ! d’in-me e fell
Na stoko den ouz Breiz-Izel,
Gwaz d’an hini a dostaio :
War e groc’hen me zino ma hano,
Lon, lon la, tra deri lon la. »



————


XXI


DOUSIK KOANT AR BARZ

War eun ton tennet dimeus an hini diaraog.


Ma Dousik koant a zo hep par ;
N’euz ket eun all war an douar
Talvoudek da skoulm’ he botou
Na da zevel outi zellou.

Ma Dousik koant a zo kousket
War ribl eur mor glaz eonet ;
An awel a c’hoari ’n he bleo,
En he bleo gwenn evel ar reo.

A-uz d’ezi ar c’hwabrennou,
Ken gwenn, ken skanv, en o hinchou,
A ya goustadik hag a stroll,
Oc’h ober d’he dremmik disheol.

Er gwe dero, dre-holl zavet,
Evnedigou a gan bepred,
An deiz, an noz hag ar beure,
Da lakaat c’houekoc’h hec’h huvre.

Rak ma Dousik koant zo oc’h hun,
Aboue meur a zeiz, meur a zun,
Meur a vloavez, meur a gantved,
E-meaz, war an douar bleuniet,


Hogen, daoust pegen pell amzer
’Ve tremenet, bepred seder,
En he dremm flour, en he c’horfik,
Manet eo evel eur voudik.

Evelse kousket en hec’h hed,
He c’horf a wagen ’vel an ed ;
He bronnou zo ’vel daou vene
Soun dindan gliz-gwenn ar beure.

He diouar, he divrec’h digor,
’Vel steriou laez o ruilh d’ar mor,
A ya d’an eil mor d’egile
A-dreuz ar prajou hag ar gwe.

Koz eo, ’larer, p’ eo gwir he bleo
’Zo gwenn ’vel lin hag evel reo ;
Mez he c’horf-boudik, hec’h ene
A chom yaouank, en gwirione.

Pa ’n euz an Estren he gwelet
Kerkent en euz-hi c’hoantaet,
Mez biken, daoust ma ’c’hon bihan,
Na stoko outi e graban.

Ho ! dihun ’ta, koantiz Arvor !
Ho ! sao da zifenn da enor !
Araok ma vo sec’het ma gwad,
Digor, digor da zaoulagad.

Kentoc’h ’vit gwelet tam kailhar
War da gorf gwenn, da gorf hep par,
Ho ! ma Dousik koant Breiz-Izel,
Koantiz ha mamm, kentoc’h mervel !


XXII


KAN BROADUZ

War don : Lez Breiz


Ni ’zo bugale Breiziz Tramor,
’Breudeur d’ar Zent dalc’het en enor
’Bars en Breiz-Veur hag ebars an Arvor.

DISKAN :
War don : Livaden Ger Is


’Raok nebeut amzer, Breiz-Izel vo trec’h,
Hag ar peuc’h ’reno en pep lec’h,
Pa zavo Breiziz, nerzuz, o brec’h.

Rumm ar Vretoned ’zo a viskoaz ;
Bet eo gwechall gallouduz ha braz
Hag eun deiz ’vo muioc’h gallouduz c’hoaz.

Eet eo bet Breiz-Veur gand ar Zaozon,
Mez birvi ’ra ar gwad mad breton
En Bro-Gymru, en Skos, en Iverzon.

An Arvor ive ’anvez he gwad :
Gaou na laro biken ar gwad mad,
Ha trec’h e vo d’hini an Ermeziad.

Gant Doue hor mestr ni ’vo zavet
War ar gouennou ’zo en tro ar bed,
Rak ni ’viro giziou ar C’heltied.


Ni ’viro hor yez, hor yez dispar,
Kaera hini ’zo war an douar :
Gwalleur d’an den a c’hoantfe hen diskar !

Ni ’gar douar Breiz, madelezus :
Na ver neblec’h kement eürus ;
Enni ’vefomp da viken didrec’hus.

Ni a vir hor feiz ’vel hon tado,
Ha nerzus omp beteg ar maro,
Kaletoc’h omp ’vit kalon an dero.

Euz an evach krenv, ni a ray kaz,
Pa zo en Breiz gwe avalou c’hoaz :
Hor c’horf n’eo ket eskern na kroc’hen kraz.

Kaera bro ’zo ’r bed eo Breiz-Izel.
Diere vo, pe e vo brezel.
’Vit he difenn ni a ouio mervel.



————


XIII


EIL MARO RENAN


I


Setu me distroet da gærik Landreger :
’Vel eur bugel kollet ’c’h oun digaset d’ar ger.
Alas ! petra ’laro ma breudeur dre ar gwad,
Pa ’c’h oun bet evite ken pell eun divroad.

Dorejou an iliz a zo ouzin klozet
Ha ma breudeur, zioaz ! dirakoun ’zo nec’het.
Aman, ’n em yaouankiz, bugel mad e veviz,
Doujus d’ar feiz gristen ha doujus da bep giz.

Adalek ’n em gaviz etouez ar C’halloued,
Eur c’hlenved didrugar a grogaz ’n em spered ;
An evach d’in roet a ræz d’in koll ma hent,
Ha karantez Doue ’golliz ive kerkent.

Al lorc’h hag ar fouge luc’has ’n em daoulagad ;
Ar c’hoantisou uhel a stravilhas ma goad.
’Vit bea anveet dre ar bed holl founnus,
Me ’ræz neuze brezel da zouelez Jezus.

Hep trugarez d’ar paour, ’man e spi er bed all,
War ar greden gristen me ’skoas ’vel eun dall.
Nag hini ’em c’hlevout, gantan kollet e feiz,
’Vel eul loen ankoueet, ’zo marvet ’n e lojeiz !


Brema pa ’c’h oun maro, brema ’welan sklæroc’h ;
Evidoun na zo ken na brud, madou na loc’h.
Ma labour, ’vel an eost, a zo brema gwentet,
’An ed hag an dreok ’zo herie dibabet.

Mes n’eo ket bet kaset al louzou fall d’ar mor :
Gand ma c’hoz vignoned ’int hadet gant enor.
Kaerat eost a zavo deuz ar greun miliget !
Kaerat fulor dre-holl ! kaerat leiou douet !

Nag a labour ’m eus graet evit digas an drouk !
Ar bec’h a gement-se ’ra d’in plega ma chouk.
D’an drouk, hepken, Renan en deuz dleet e vrud :
Gand an drouk sperejou eo zavet war e glud.

Ha dleout ran brema pe gouela pe c’hoarzin ?
Evit ’darn ’c’h oun den fur, ’vit darn all furlukin.
Klevet ’ran malloziou, en-dro d’in, o sevel,
Hag abalamour d’in, ma bro ’zo en brezel.

Ha setu me pignet dirag an iliz-veur,
Gant meur a zivroad ha nebeut a genvreur.
Zant Erwan ’zo aze enoret ’mesk ar Zent,
Ha me choumo bepred heb enor ’kreiz an hent.

Diouzin tud ma bro na ouzont eun doare,
Kaer e kreden bea brasoc’h eget Doue.
Dirag holl zent koz Breiz, war o daoulinou noaz,
An dud a bed herie ’vel e pedfont warc’hoaz.


Mez dirakoun, biken, na zaoulino eun den,
Bea vo evidoun eur mouzc’hoarz o tremen.
Gant ma daoulagad bras ha ma jotennou teo,
Kemend e vin kazet en maro ’vel en beo.

Jezus, douger ar groaz, trec’hour d’an holl amzer,
En despet d’am spered, te ’ren war an aoter.
Me maro, den maget, me ’zisken d’an douar,
Ha te, Jezus, divag ha treut, te ’zav d’ar c’hloar.

Kredet am oa ’c’haljen didroni ac’hanoud,
Digant Doue an Tad lemmel e holl c’halloud,
Mouga an holl dreo zakr dindan an holl zispriz ;
N’oun arruet neblec’h ’med ouz dor an iliz.

Ac’han ’oann dilec’het, aman ’oun distroet ;
Ma unan ’oann eet kwit, herie ’oun digaset.
Ha brema pa glevi bemdeiz taoliou ar c’hloc’h,
Renan goz, te ’greno, rak maro eo da loc’h.

II


Kleier, kleier am eus karet,
O kleier Landreger, tavet !
En-pad an deiz ’klevan ho mouez :
O tavet, kleier didruez !


An noz e klevan ho morzol
War an arem o skei pep taol.
An heol na ve ket c’hoaz savet,
Setu tri gloc’h ’uz d’in brallet.

Ha bete kreiste an taoliou !
Ar c’hlaz o son ’vit ar c’hanvou !
D’aberdaez-noz glaz adarre !
An heuriou beteg ar beure !

Ar zul, ha deiz ar goueliou braz,
Ar c’hleier a zon muioc’h c’hoaz !
Red mad eo d’in hen anavout :
O Renan paour ! trec’het ec’h oud.

Na pa vefe ar c’hleier mud,
Ac’han me ’welfe c’hoaz an dud
Oc’h heul bepred hevelep giz,
O vont da bedi d’an iliz ;

Hag an iliz ’uz d’am skeuden,
Hag enni al lidou kristen !
Glac’har ouspenn ! alaz ! alaz !
War vek an tour uhel, ar Groaz !

N’houlan ken choum pelloc’h aman :
Zantout a ran ’c’h an da gouezan.
Pa n’oun me ken netra ebed,
Krist, te zo c’hoaz Roue ar Bed !


Pa ’c’h oud anavet gant an holl,
Ma brud, tamm ha tamm ’ya da goll :
En despet d’an deskadurez,
Ouzin ’c’houler : « Piou eo henez ? »

Bezet miliget, tud Paris,
— Em laket hoc’h euz en dispriz :
Eveldoun ’c’h euz kollet ho poan —
Ha miliget me ma-unan !

III


eur c’houer-marc’hadour, beure mad :

— Zel ’ta ! lemmet eo bet henoz,
Aleze, skeuden ar potr koz !
Daoust ’vit petra ha daoust gant piou ?
C’hwistim ’ve marvet gant ar riou ?

eur bourc’hiz, pikouz e zaoulagad :

— An noz-ma, klevet oc’h euz-hu
Eun dourni vraz ebarz ar ru,
Trouz eur bern potin o tisken
O tisken ru ar C’higerien ?

eur pesketer :

— An noz-ma, al loar-vraz oa skler :
Me oa ’n em bag en-kreiz ar Ster,
Ha me o welet, ’n hec’h-unan,
’Ruilhal er mor, skeuden Renan.


XXIV


VENJANZ AN ANKOU


I


En kastel ar Bilo, an itron a oa klanv.
— Kement-ma ’arruaz eun noz en-kreiz ar goanv. —

Kerent ha mitijen a ye hag a deue,
Skwizet ha penngollet gand eiz noz war vale.

Ar c’houevr hag an arc’hant a lugern er c’hambchou,
Strakal ’ra an dero ’bars ar chiminalou.

Deus ar c’hao d’an douen, an ivoul hag ar c’hoar
A lak er prenechou eur sklerijen dispar.


An Ankou, an noz-ze, o redek dre ar vro,
Gand e falc’h war e skoa en em gavaz war dro.

— Hola ! ’me an Ankou, petra ’zo ’ta henoz ?
Golo dre-holl !… C’hwistim ’vêt aze em gortoz ?

An nor-dâl ’oa chomet moarvat digor a-walc’h
’Vit rei tremeneri d’ar falc’her ha d’e falc’h.


Skloka ’re an eskern digik ha digroc’hen,
Ha, war ar c’hoat, e dreid kaled ha diarc’hen.

Mez setu ar Potr-Treut, dre ar vinz-veur pignet,
Arru du-ze war-le, war ar plenchod koaret.

— « Zuilhet ’vo ma eskern, eme ar Falc’her koz,
Na luc’h ket kement-ma plenchod ar Baradoz !

« Demp bepred ! An Itron he do an taol kenta :
He buhe ’zo luziet, red eo he diluzia. »


Astennet ’n he gwele, an Itron a glemme ;
Diraki he c’herent, dastumet, a c’harme.

Eun toullad mitijen, o c’hortoz an divez,
War bennou o daoulin a bede ar Werc’hez.

Ar peuc’h en ti !… Er meaz, awechou eur gaouen,
Pe eur c’hi glac’haret ’loske eur youc’haden.


Patatrak !… Petra ’zo ? Jezuz ! Maria ! Kredo !
’N kreiz ar gampr, war e rer eo kouezet an Anko.


— Eur wech-all, te ’ouio penôz, war eul leur goar,
An eskern zec’h a ruz well ’vit war an douar !

Na gredet ket anoun, mar laran d’ac’h eur gaou :
Memez trouz ’rez o kouei evel eur zac’hat kraou.

Mez ken buan zavet evel ma oa kouezet,
Gand ar foeltr, hen mezek, er-meaz ec’h eo redet.

Hep dale, pa deuaz d’an dud o sperejou,
Er pellder ’wigoure Karrigel-an-Ankou.

II


Dre an hinchou bihan ha kleuz,
Dre ar c’hoajou, dre ar parkou,
’Vel eur beulbeuz gant e benn beuz,
Pa laran, hasta ’re ’n Ankou !

Mond re, buhana ma halle,
Dre ar mein hag an douar gwak…
— « Kement-man, ’mean, war ma le !
A gousto ker d’unan bennak. »

Na dour, na lann, na mein, na drez,
Na divaloue ar reder,
Laket en fulor gand ar vez
Mui ’vit gand ar boan en e rer.


Pa na zo man war e eskern,
Na zo man evit hen gloaza ;
’Vit e bikad, na drez, na spern,
Na lamp ebed ’vit hen blonsa.

E galon, yen evel ar skorn,
’Zo hep truez ouz ar glac’har ;
N’eo ’med eur men, pe eun askorn :
An Ankou n ’euz na kar na pâr.

Mond a re dindan ar c’hoummoul
A boueze war ar bed tenval,
Pa ’n em gavaz eur c’hoz ti zoul
A-dreuz dirag e aneval.

Gwaz d’an hini ec’h eo merket
E di gand an Darvoud henoz !
Heman ’vo da genta skoet…
— An orolaj ’zon hanter-noz.


Al lutik ’bars ar fornigel,
A divogod en eur strakal ;
An oac’h ’zo war eur goz skabel
En e zaouarn pleget e dâl.


Skeudennou ’bars ar c’houignou du…
Maro ar c’hef war an oaled…
Er chiminal moueziou kerzu…
Daou gorf dister war eur c’holc’hed…

Ar wreg hag ar bugelik klanv…
— Alaz ! skrignet ’n euz an dorzel :
Ar paour kez oac’h a zo intanv
Hag an tad a zo hep bugel.



————


XXV


CHOMOMP EN BREIZ


Erwan, den koz ha fur, a gomz :


Ha na vefemp-ni ken Breiziz pennou kaled ?
Ha na verv ken ennomp gwad ar wir Vretoned ?
En-pad meur a gantved Breiz a zo Breiz chomet,
Ha setu-hi raktal, d’he zro dishenvelet !

Zaoz na Gall na zeujont a-benn d’hec’h huali
Na da rei giz neve na lezennou d’ezi,
Keit-all ’vit he difenn hor gwad en euz ruilhet.
Hag, hep emgann ebet, ni vo herie trec’het !

’Lec’h diski anezan ec’h argaser hon yez,
Touet eo e varo gant Galloued divez.
Deud eo eta, ’m euz aoun, hor c’halon da wakaat,
P’eo gwir kals ac’hanomp a nac’h herie o gwad.
Nac’h a reont o yez, nac’h a reont o Bro :
Kas ’refent, dizeblant, o mamm-Breiz d’ar maro !

Giziou ha yez Bro-Chall ’zo dre-holl en enor,
Hag hor re, harluet, a zouz war ribl ar mor ;
Ar gwiskamanchou kaer, pere ’dishenvele
Tud reiz e-mesk læron, ’zo dilezet herie ;


Emaint-i o vreina er c’hrignol, en eur bern
’Mesk an harach, ar stoup, ar pilhou, an eskern…

Yyes, kenderv Erwan, Breizad bet en broiou pell o
kredi en ije kavet eno arc’hant da rozellat :

War digare gonid arc’hant hag aour a-leiz,
E werzis ma douar hag e kwitaïs Breiz ;
Mez ar weren ’zo pell, siouaz ! deus ar vuzel !
Rak na gavis nemed enkrez ha poan marvel.
Al labouriou zammuz ’ve hor lod aliez
Dindan ar C’halloued, leun a fallagriez.

E-mesk ar fank, e-kreiz ar skorn epad ar goanv ;
E-touez ar poultr, dindan an heol e-kerz an hanv ;
An hanter ’an amzer douaret en toullou,
Evel ar re daonet en punz an iferniou,
O turia, ’vel goed, o stleja, ’vel prenved,
Setu aze buhe ar Vreiziz divroet.

Ha goude an holl boan hag ar yec’hed kollet,
N’hon deuz ket eur gwennek, nag eun diner ebet
Da zistrei d’hor Bro ger, ’lec’h e karfemp mervel :
Red mad eo d’imp eta tremen, er broiou pell.

N’hon deuz ket eur belek, pa deu an eur euzus,
Da lakaat hon ine etre daouarn Jezus ;
Red eo mervel heb ser, heb heol, e-kreiz an drouz,
War vein pe war blenken, heb eur c’holc’hedad plouz.


Gwech ebet evidomp na ve zul na gouel-berz ;
Pleget gand ar glac’har, ar reuzeudik a gerz
Da heul reuzeudikoc’h en-pad hirder ar bloa,
Evel loened kezek stagel da charrea.
Gwelet a ra e wreg gand an anken debret
Hag e vugale baour o krena, morlivet,
Hep boed hag hep dilhad, er goanv, en e yender,
Pa ve ouz an douen en pign an dent-genver.

Hor boed a ve bemdeiz koz restajou ken brein
Ken n’houlfe ket anê ar moc’h, zoken, d’o lein ;
Hag an dour a evomp, karget a loustoni,
A zigas ’hed ar bloa terziennou fall d’an ti.

Gwasat keuz hon deuz-ni d’hor mam-Vro Breiz-Izel !
Pegement e karfemp distrei di da vervel !
Mez dalc’het omp en kær, dalc’het gand ar vez fall,
Evel an holl dud paour a zo eet da Vro-C’hall.

En Breiz ’vijemp, gwech-all, en peuc’h, en levenez :
Ed ’vije ’n hor parkou, hor buc’h a roe laez.
Da bep gouel, dastumet en-dro d’an taoliou braz,
Goude ’vije goullet digant Doue e c’hras,
Dirak meuziou yac’huz, dirak jistr alaouret,
Deus kalonou an dud ’zailhe ar joaüsted ;

Er goanv, d’aberdaez-noz, ’n eur didilha kanab,
Pep-hini ’zorc’henne gwella ma vije kab ;

Ha peb sul eus an hanv, d’ar pardoniou pedet,
En tier hor c’herent e vijemp-ni gwelet.

Laret d’imp, tud hor Bro ; daoust hag hen eve c’hoaz
Pardoniou kaer en Breiz ; festou d’an deiz-ha-bloaz ;
Festou d’an dimezi, festou da varlarje,
Festou d’ar vadiziant, ’vel gwechall a vije ?
Ha nozveziou seder, ’pad ar miziou kaled,
Dirag ar poudad jistr tro-ha-tro d’an oaled ?
Goueliou kaer d’ar Zent vad, ’kichen o chapel goz,
Goueliou kaer da Zoue, en iliz ar barroz ?

Erwanik, potr yaouank gwiziek diwar ar meaz.

Daoust d’an drouk graet d’ezi, Breiz-Izel ’zalc’h d’he brud :
Biken na vo troket ’vel ’troker loened mud.
’Pad ma vezo douar an douar, er bed-man,
Breiz a vo Breiz ha hi a garfomp ar muian.

Mestrou Bro-Franz a hall c’hoantaat hon dispenn,
Rei d’imp giziou disneuz, gwiskamant digempen,
Ni a chomo Breiziz, da laret tud gwirion,
Karantez o Mamm-Vro o virvi ’n o c’halon.

P’eo gwir ec’h hargasont hor yez ’meaz o skolio,
Skoliou all a zavfomp, dalc’het gant tud hor bro.
Hor yez a vo komzet evel e oa gwechall,
Araok ma oa krouet broad ha yez Bro-C’hall.


Bepred hon deuz goueliou ’n enor d’ar re varo,
Ha, da veuli ar Zent, burzuduz pardonio ;
Bepred ’heuilhomp, ar zul, an holl lidou zantel,
Ha bepred omp kerent a dost evel a bell.

En miziou du ar goanv, en-pad an nozveziou,
E vemp bepred laouen o klevet marvailhou,
Rag evel e tiwan yeot neve war gozen,
Bep bloa ’zao adarre, en Breiz koz, konterien.

Na varvo kennebeut ar Varzed helavar
Pere a oar ober levenez gant glac’har.

Tud fur ha gwiziek hon deuz ive en Breiz,
Karantez o Mamm-Vro o virvi en o c’hreiz ;
Na lezfont-i ket mui, er vro-ma, dismantra
Goueliou, giziou, ar feiz, ar yez ha kement tra
’Zo deut bete d’imp-ni a-dreuz d’ar c’hantvejou,
Kement tra, en eur gir, hor stag ouz hon tadou.

D’hor yez ’talc’hfomp dreist-holl, hag araok ’vo mouget,
Hon teot, en hor genou, a vezo bet troc’het.

Ra zavo Breiz-Izel he fenn diwar-vreman !
Rak, kaer am eus sellout, bro ebet na welan
Da behini Doue, ’n efe, ’n e vadelez,
Evel d’ar vroïk-ma, roet pinvidigez.
« Ar mor ’zo en he zro, koajou doun en he c’hreiz » ;
En he steriou ken stank, dour splan a ruilh a-leiz ;


Bea he deuz prajou, lanneier, menezio,
Parkou gwasket gant lann ha tagosou dero ;
Koajou leun a evned ha liorzou leun a frouez :
— ’Vit ho meuli, Doue ! re zister eo ma mouez !

O Breiz-Izel ! douar ken brav, douar ken mad !
Evidout e skuilhfen, gant levenez, ma gwad,
Rag ennout ma mammik ’luskellas ma c’havel…
Kentoc’h ’vit nac’h anout m’hen lar : Kentoc’h mervel !



————


XXVI


TI KANIRI BREIZ


Ni zo deut da gana herie,
’Vel en Amzer Goz,
Pa oa ’uz d’ar Vro dorn Doue
O rei e vennoz ;
En amzer ma oa Breiz-Izel
Eur vro gaer hag eur vro zantel :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ni hon deus savet an ti-man
En-kreiz an dachen ;
N’euz moger ’bed en-dro d’ezan,
Hag evit touen
N’euz ’met bolz sklærius an nenvou,
Pe ar gwez, pe ar c’hwabrennou :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ni ’fell d’imp e vo hadsavet
An holl bardoniou,
Ha, ’vel gwechall, e vo kanet
Gwerziou ha zoniou :

Hargaset ar skoueriou hudur,
Kemeret ar wir blijadur :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Toslaet ’ta braz ha bihan
Ha pinvik ha paour :
Na ganomp ket evit arc’han’
Kennebeut ’vid aour.
Ni a ro hor poan, hon amzer
’Vit Breiz-Izel hag he brazder :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ar Furnez hag ar Wirione,
Hargaset dre-holl,
Sioaz ! ’bars an Amzer Neve,
Gand an dud diroll,
Ganimp a vo skoaziet bepred,
En eneb da vestrou ar bed :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ama ’ta e klevfet meuli
Pez a dle sevel
An ineou mad en dudi,
’Vel war diou askel ;
Ar fallagriez, diskuilhet,
A vo taolet d’an Drouk-Spered ;
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.


Evit difenn hor c’hoz Herez,
Dreist-holl Feiz ha Yez,
Ni ya en Breiz dre bep parrez
Hep doujans na mez.
’Vel ar beorien ni oar bale
Ha kousket war blouz ’vit gwele :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Mar ’pe bet eun tam plijadur,
P’arrufet er ger,
D’ho re goz, ha d’ho krouadur,
Kanet ’ta, emberr,
Eur werz vurzudus pe eur zon
Evit ma zailho o c’halon,
En o c’hreiz,
Dre garantez evit Breiz.




————


XXVII


BROAD SKLAVED !


Maro ennoc’h evit biken,
Maro elven al librentez
Ha sec’het ennoc’h ar vammen
Ar vammen c’houek a garantez,
C’hoant hoc’h euz brema d’hon lakaat
Henvel ouzoc’h-u Galloued :
Koll e vefet ’bars an argad,
Broad sklaved !

Broad sklaved ! ya, sklaved oc’h,
Sklaved ec’h oc’h ’boue daou vil bloa :
Roman, Jerman, mui ha muioc’h,
O deuz bec’hiet pounner ho skoa.
Na gant Kezar, na gant Kloviz,
Na kennebeut an Normaned,
N’omp bet staget gant eun tortiz,
Broad sklaved !

Dizec’het omp-ni a viskoaz
Gant ar c’hoant da choum diere ;
N’hon deus nepred kollet ar vlaz
Deus evach mad hor c’hoz Huvre.

C’houi ’c’h euz evet deus dour ar ster
Gant hoc’h enebour kontammet :
Ha kollet oc’h euz ar sklerder,
Broad sklaved !

Ha brema ’fell d’ac’h huali
An nep ’zo choumet dishual…
An hini ’n euz renket senti
’Fell d’ezan plega ar re-all !
N’euz gwasoc’h mestr ’vit eur mevel,
Pa ve d’ezan an dorn roet :
Mevelien oc’h araog genel,
Broad sklaved !

Kaer ’zo bet skei warnomp, digar,
Ni, a spered ’zo c’hoaz distag.
Sellout ’reomp evel eur pâr
Ar galloudek hag an divag.
Na glasket ken sklaved en Breiz…
Kenteliou mad na laran ket,
Mar zav eun deiz ar vez ’n ho kreiz,
Broad sklaved !



————


XXVIII


LUSKELLEREZ


— Binv ! banv ! kloc’hou
’Uz d’ar meaziou,
’Uz d’an aochou,
Kaset d’ar bed holl ar c’helou…
— O bugel e vammik !
Badezet bremaïk,
Bez, eun deiz, Lemenik !

Kousk ’n ez kavel :
Me da luskel,
O ma bugel !
Ouz eun ælik gwenn c’hoaz henvel.
— Mez adalek breman,
O Doue ! lak ennan
Nerz Arzur ha Morvan.

— Bugel dister,
Gant an amzer,
Nerz ha brazder
Az pezo ’vit bea zalver,
Zalver hor Breiz karet,
Dimp-ni diouganet,
Gwechall gant ar Varzed.


Deus Breiz-Izel,
Bro da gavel,
Bete mervel,
An hano vo war da vuzel.
Gant ar Gall milliget
Na pa vez merzeriet,
Te youc’ho : Breiz bepred !

D’it me ’gano
Ar Re varo,
Lufr o hano :
N’eo ket læz hepken az mago.
Bez ar brasa Breizad,
Euzus d’an Ermeziad,
Kresk evit an Argad.



————


XXIX


EVIT SKEUDEN NOMINOE


Morvan Lez-Breiz, ha te maro !
Maro ’vefe ganit ar vro ?…
War da lerc’h te, roue merzer,
Kavout ’rafe c’hoaz eur zalver ?
Piou hen digasfe d’ar vuhe ?…
— Nominoe.

Morvan ’baeas an drouk-kinnig
D’ar Gall gant houarn en e gig.
Morvan lazet, setu hon Breiz
D’ar C’halloued, adarre, preiz.
War o roue piou a drec’hfe ?…
— Nominoe.

Drouk-kinnig Breiz, paeet en deuz
Gant zac’hadou mein eur vengleuz.
— « Aour d’id-te, merer roue Frans ?…
Da benn en skudel ar valans ! »
Piou an hini ’reaz kement-se ?
— Nominoe.

Pa gerz Nominoe, raktal
Ec’h eo trec’het Charlez ar Moal ;

Trec’het ec’h eo an Normaned
Ha Breiz-Vihan zo hadsavet.
Na zent ken ’met ouz eur Roue :
— Nominoe.

O Roue Meur ! Roue dispar !
Dleet eo d’it beva er c’hloar.
Deus hon broadelez, o tad !
D’id-te hon anaoudegez vad !
Sell unanet da vugale,
— Nominoe.

Zonet eo eur hon haddihun,
Mez pa n’out mestr, na vo nikun !
Hogen, ’vit ma vi ganimp c’hoaz,
Ni ’zavo d’it eur skeuden vraz,
Ha pignet ’vo war eur mene,
— Nominoe.



————


XXX


GOUDE KOMZ


Sevenet an diouganou :
Levenez ’leiz ar c’halonou,

Hag an awen-veur o c’houeza
War spered Breiz o tistriza.

War an Dolven eo graet al le :
An eur a zono hepdale.

Arru Lemenik gwenn baro,
Lemeinek an Trec’her garo.

Dont a raio ’vel tarz-an-deiz,.
Ha war e lerc’h e kerzo Breiz.

Eman war ribl ster an Elorn,
Kleze Artur lufrus ’n e zorn.

E vleo ’loued, mez ’n e galon
E verv gwad kadarn eul leon.

E armeou a yelo pell,
Pelloc’h ’vil beven Breiz-Izel.

Stourmi outan, den n’hen gallo,
Na Zaoz, na Roman, na Gallo.

Arru ! Dazorc’her hor Frankiz,
Lemenik, levenez Breiziz.




TAOLEN


――――


Deilhennou.