Zonet, kleier ar Roc’h ha kleier Landreger,
Zonet ar c’hlaz :
Eur barz a zo maro, du-hont, ’raok e amzer,
’N kreiz ar Gær-Vraz.
Zonet, kleier Plouyel ha kleier Zant-Erwan,
Uz d’an diou ster ;
Gant moueziou glac’haruz, kleier, klemmet hor foan,
War vez, en ker.
Merc’hedigou yaouank, displeget ho koeffou,
Ha c’houi, groage,
’N em vantellet en du, rak herie ’zo kanvou,
En gwirione.
O nag a garantez en efoa, ’n e galon,
Evidoc’h-u !
Hag evit bro ar bruk, an dero, ar gomon
Hag an itu !
Kerzet ’ta goustadik ha zïoul, me ho ped,
’Hed an hinchou :
Biken, ma c’hoarezed, da Gellien na zougfed
Re a ganvou.
⁂
Eur goulm c’hlaz hag eur goulmik wenn,
En-dro da goz lour Zant-Mikel,
A nij o diou a denn-askel,
Hag a nijo da virviken.
Ac’hane ’weler ar mor glaz
Oc’h eoni war ar c’herrek,
Ar parkeier, gwer ha gwezek,
Bete kein Brê, ar mene kraz.
Ac’hane e weler Briad,
Yeltranz, Mode, Gwennou hag Erc’h ;
Holl Bro-Dreger, seder ha gwerc’h,
Dirag zellou an Ermeziad.
Hor Bro a zispak he douzter,
Etre ar mor hag ar mene ;
An ser ’zo leun deus hec’h ine,
Trec’h d’ar Gozni ha d’an Amzer.
War vor, war zouar hag en ær,
Dre-holl e man roujou ar Zent.
’Vel an dour-red, war ribl an hent,
An daoulagadou a zo skler.
A belec’h, goude ar maro,
Ine ar Barz a choumfe pell
Deus e vro gaer a Vreiz-Izel,
Achu ar vuez a zaero ?
Ar goulm c’hlaz hag ar goulmik wenn,
Neziet en tour ar goz iliz,
’Zo daou ine deut war o c’hiz :
Ineou Renan ha Kellien.
En-dro d’eze ’grag ar brini,
Mez int, en tu-all d’ar maro,
A nij, en sklerder an nenvo,
En o huvre, uz d’an dourni.
En kichen kerik Landreger,
Pa vin, me ma-unan, maro,
Me yelo da vet-ê d’am zro,
Dindan skeuden eun Alc’houeder.
|