Pa roaz an Dukez Anna
D’ar roue Gall ar vroik-ma,
An Itron gez na ouie ket
’Vije ar roue dibennet.
Pa lare d’imp : Setu ho tad !
Na ouie ket e ruilhje gwad
Gwad ar Vretoned, ’vit difenn,
Enep d’ar C’halloued, o fenn.
Na ouie ket vijemp eun deiz
Laket d’ar maro ’vit hor feiz
’Vit hon giziou, hor c’halonder,
Gand ar re ’c’h hanvaz hor breuder.
Da gurunen a Rouanez
’Zo koustet ker d’imp-ni, Dukez !
N’hon deuz ket achu d’he faea
Goude tremenet pemp kant bloa.
Roet hon deuz arc’hant hag aour
Ha gwad, pinvidik evel paour ;
Hor poan a roomp c’hoaz bemdez,
D’ar re ’deuz laeret hon danvez.