Setu aman kaera eureud,
En Breiz-Izel ’zo bet gwelet,
Moarvat aboue c’houezek kantved.
Aboue ’eo bet treuzet ar môr,
Gand hon zadiou, en Arvor
Na zo bet graet kement ’enor
Da gement a dud diredet
Deus Treger, Leon ha Gwened
Ha deus Kernew, ar vro goadet.
Gwelet a rer, pebez burzud !
Gwelet ’rer daouzek kant a dud ;
En o zouez meur a den a vrud.
’Mesk an dud wir, labourerien,
— Brankou glaz euz hor c’hoz grien —
’N em vesk an Dougerien Telen.
— « Eur barz mad a vo dimezet… »
Ha raktal, setu ar Varzed
War dossennou Skrignak zavet.