Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/104

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —



Fanch Kouer :

Petra zo a neve herie ’bars ma lojeiz ?
Ar gwad’ red buanoc’h ’bars ma c’halon kerreiz…
Biskoaz n’am eus gwelet ken kaer maeziou ma Breiz !


Keltia goz a gan he zon — em c’hreiz
O joa ! na zo ’med eur galon — eur feiz,
En Kyrmu, Skos hag Iverzon — ha Breiz.


Eun avel vraz zo tremenet…
An hini ’wel sklaer ’n eus gwelet
A-uz d’ar Bed diou askel divent astennet :
Arru eo Ren ar Spered.



————