An dever

Eus Wikimammenn
René Prud'homme, Moriz an Dault, 1904  (p. 122-128)



XVI


AN DEVER


Pa roaz an Dukez Anna
D’ar roue Gall ar vroik-ma,
An Itron gez na ouie ket
’Vije ar roue dibennet.

Pa lare d’imp : Setu ho tad !
Na ouie ket e ruilhje gwad
Gwad ar Vretoned, ’vit difenn,
Enep d’ar C’halloued, o fenn.

Na ouie ket vijemp eun deiz
Laket d’ar maro ’vit hor feiz
’Vit hon giziou, hor c’halonder,
Gand ar re ’c’h hanvaz hor breuder.

Da gurunen a Rouanez
’Zo koustet ker d’imp-ni, Dukez !
N’hon deuz ket achu d’he faea
Goude tremenet pemp kant bloa.

Roet hon deuz arc’hant hag aour
Ha gwad, pinvidik evel paour ;
Hor poan a roomp c’hoaz bemdez,
D’ar re ’deuz laeret hon danvez.


Petra rofomp ’ta c’hoaz, Anna,
Pa n’hon deuz netra ken brema ?
Roet hon deuz hon holl mado,
Gwadet omp beteg ar maro.

Da gurunen ’oa brao, me ’oar ;
N’eo ket awalc’h treo an douar
D’he faea, sioaz ! da Vro-C’hall,
Red e vo c’hoaz madou ’r Bed-all…

Nac’het eo bet an Tadiou,
Nac’het ar yez, ar c’hoz giziou,
Ar feiz, ar vuhe peurbaduz ;
Petra vezo graet c’hoaz euzus ?

Botou koad ha kurunen aour
Oa dilec’h kement en ti ’r paour,
Evel en palez ar roue,
En ez amzer evel herie.

Piou ’ta gane da votou-koad,
« Botou koad an Dukezik vad » ?
Siouaz ! re a lorc’h ’oa ennoud
’Vit mond gant botou-koad en roud !

D’az heul ’c’h eomp c’hoaz da Vro-C’Hall,
Herie ken paour eget gwechall ;
Hor botou-koad ’deuz seuliou hern,
Mez hor c’hurunen ’zo en spern.


O ma breudeur ! savet ho tâl !
N’eo ket warc’hoaz : herie, raktal,
’Dleomp troc’ha hon hualou
Ha sevel uhel hor zellou.

Kabestr ebed ! Breiz diere !
Foei d’ar Gallo hep trugare !
Mestr ebed ken war an douar :
An heol evidomp holl a bar.

Kabestr ebed a-berz Bro-C’hall !
Mestrez na mestr ken nebeut all !
D’imp ni eo da zibab eun den
Mar dle unan warnomp-ni ren.

Hag ar gwaz-ze ’dleo bea
Deuz hor gwad-ni, deuz ar gwella !
Breiz d’ar Vreiziz ! D’eze ar vro
Strujusaet gand re varo !

O c’houezen, o eskern, o gwad
A ro sabr d’ar gwe ha d’an had :
Chomomp staget ouz an douar
A welaz o joa, o glac’har.

Anna ’zimezaz d’ar Roue
— Daoust hag hi ’rafe c’hoaz herie ? —
Hogen nag herie na gwechall
N’omp bet dimezet da Vro-C’hall.


Pep hini d’ar gear, en e vro,
Pe ar gwad ama a ruilho !…
Breiz-Izel ’zo douar zantel :
’Vit he zifenn kaer eo mervel.

Ar maro ’zo nebeut a dra
Pa ’man an ene da bara ;
An den distera a vo krenv
Mar lak e holl esper en nenv.

Daou dra hepken d’an den zo red :
Bea diere war ar bed
’Vit beva pell deuz an dud fall,
Ha bout eüruz er vuez all.



————