Ti Kaniri Breiz

Eus Wikimammenn
René Prud'homme, Moriz an Dault, 1904  (p. 192-196)



XXVI


TI KANIRI BREIZ


Ni zo deut da gana herie,
’Vel en Amzer Goz,
Pa oa ’uz d’ar Vro dorn Doue
O rei e vennoz ;
En amzer ma oa Breiz-Izel
Eur vro gaer hag eur vro zantel :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ni hon deus savet an ti-man
En-kreiz an dachen ;
N’euz moger ’bed en-dro d’ezan,
Hag evit touen
N’euz ’met bolz sklærius an nenvou,
Pe ar gwez, pe ar c’hwabrennou :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ni ’fell d’imp e vo hadsavet
An holl bardoniou,
Ha, ’vel gwechall, e vo kanet
Gwerziou ha zoniou :

Hargaset ar skoueriou hudur,
Kemeret ar wir blijadur :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Toslaet ’ta braz ha bihan
Ha pinvik ha paour :
Na ganomp ket evit arc’han’
Kennebeut ’vid aour.
Ni a ro hor poan, hon amzer
’Vit Breiz-Izel hag he brazder :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ar Furnez hag ar Wirione,
Hargaset dre-holl,
Sioaz ! ’bars an Amzer Neve,
Gand an dud diroll,
Ganimp a vo skoaziet bepred,
En eneb da vestrou ar bed :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Ama ’ta e klevfet meuli
Pez a dle sevel
An ineou mad en dudi,
’Vel war diou askel ;
Ar fallagriez, diskuilhet,
A vo taolet d’an Drouk-Spered ;
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.


Evit difenn hor c’hoz Herez,
Dreist-holl Feiz ha Yez,
Ni ya en Breiz dre bep parrez
Hep doujans na mez.
’Vel ar beorien ni oar bale
Ha kousket war blouz ’vit gwele :
Deut a-leiz
’Bars en Ti Kaniri Breiz.

Mar ’pe bet eun tam plijadur,
P’arrufet er ger,
D’ho re goz, ha d’ho krouadur,
Kanet ’ta, emberr,
Eur werz vurzudus pe eur zon
Evit ma zailho o c’halon,
En o c’hreiz,
Dre garantez evit Breiz.




————