Arruout rei ive da dro,
’Vel arruaz hini Kaer-Is ;
Tostaat a ra Ael-ar-Maro,
Kaer an Techou-fall, o Par-Is !
Diouganet eo bet ze d’id,
Gand eur Barz bennag dizanaf…
— Berr an neuden war da werzid !…
Da lestr n’eo ken nemed eur skaf !…
Herve skrivet gand an Darvoud,
El levr lec’h man hor planeden,
Setu an douar dindan-oud
Mengleuziet ’vel eur goloen.
Dindan palez ar Rouane
Ha paleziou ar Blijadur,
Lec’h ’man hor mestrou dizine
Hag o gisti a skouer hudur,
Dindan ti ar pinvik lorc’huz
Ha ti ar bourc’hiz dispered,
Ha dindan ti ar gwalleuruz
Ha relegou brein ar vered ;
Dre-holl oud mengleuziet, Kaer-Veur,
Evel eur goloen wenan…
P’arruo ’n nadoz war an eur,
Er mengleuziou krogo an tan.
Neuze ’strako an tennou poultr ;
’N eur frailha plusken an douar,
An tan a zavo, ’vel ar foultr,
Dimeus dounder euzuz peb skarr.
O Par-Is brein ! Poul-ar-C’hlogor !
Kofat ! Kernez ! Bosen ! Dic’hlan !
Kaer-Is ’zo bet beuzet ’er mor,
Par-Is, te vo beuzet en tan !
|