Sevenet an diouganou :
Levenez ’leiz ar c’halonou,
Hag an awen-veur o c’houeza
War spered Breiz o tistriza.
War an Dolven eo graet al le :
An eur a zono hepdale.
Arru Lemenik gwenn baro,
Lemeinek an Trec’her garo.
Dont a raio ’vel tarz-an-deiz,.
Ha war e lerc’h e kerzo Breiz.
Eman war ribl ster an Elorn,
Kleze Artur lufrus ’n e zorn.
E vleo ’loued, mez ’n e galon
E verv gwad kadarn eul leon.
E armeou a yelo pell,
Pelloc’h ’vil beven Breiz-Izel.
Stourmi outan, den n’hen gallo,
Na Zaoz, na Roman, na Gallo.
Arru ! Dazorc’her hor Frankiz,
Lemenik, levenez Breiziz.