Ganet en douar lann ha roz,
War ribl mor gouez an hanter-noz,
Pa oan e-bars ma c’henta noad,
’N em gwazied ’oa ruz ar gwad.
Birvi ’re dindan ær an aot,
Mez brema glaz eo ma dioujod ;
Siouaz ! mond a ran ’dreuz broiou,
Eun huelen-c’houerv ’n em genou.
Ma zadou koz, beo pe varo,
’Oa enoret meurbet ’n o bro…
Alaz ! ha me, war zistro ’n oad,
’Zo evel eur yeoten er prad.
Uz d’o fenn an heol a bare,
Zellou ar bobl ’zave oute.
Piou ’ta ’oar ’oun-me mad pe fall ?
Ken izel oun ’vel ar re-all.
An dud koz a ouie bevan
Fur ha digemmesk er bed-man ;
O liorzik e labourent
Ha ’mesk o bleun e zave zent.
Al liorzou ’zo dilezet,
Ar bleun gand an drez ’zo mouget ;
Er maner hep touen na dor,
’Man o yuda avel ar môr.
Ar sklaerijen a ia da guz
An Noz-Veur ’zo o tond euzuz
Ruz-gwad e drem, an heol a ouel,
’Rok mervel, war ribl an dremwel.
Ha te, ma c’houlm ! pebez buhe,
’M euz-me graet d’id betek herie,
Ha te bet joa hepken ma zi,
Stok da galon ouz ma hini !
Sklaset ha gwasket ma c’halon,
Bars ar c’hanvou, bars ar spouron
Mond a ran war an dismantrou
Eun huelen-c’houerv em genou !
II
Hogen setu eun heol neve,
Ledan, bannet, tarzet er gwe ;
Eur vro gaer ’zo ’n em astennet,
War ribl an môr, en penn ar bed.
Kalon an douar a glever
O virvi en-kreiz e dounder ;
Ar c’houmoul du ’red en nenvou ;
Er parkeier ’tiwan bleuniou.
Harluet an dewalijen,
Ar joa ’zo en lagad an den ;
Ar vreudeur ’deu d’em anavout,
Ha, dorn ouz dorn, ’c’halv an darvoud.
Adre, dismantrou miliget !
E lec’h ’oa ma c’halon mantret,
E lec’h e skuilhen d’an douar
Ma goad ha daero ma glac’har.
Salud d’id ! douar dudiuz !
Ouz da zellout ’teuan nerzuz :
Peb yez, peb lid, peb koun, peb giz
’C’h euz dazorc’het d’o yaouankiz.
Hinjet ar poultr euz zeul ma zreit,
Gand eur galon zeder ’c’h an d’id.
Setu me arru da ganan
E-touez da vugale ’r gwellan.
Taolet am euz ar vleuen c’houerv
Ha kutuilhet war ribl an erv,
E-touez bleuniou ’n douar labour,
Eun dro-heolik erc’h hag aour.
Ha brema, mar ’m be gras Doue,
Me ’ ya, ’n pad dilerc’h ma buhe,
Da vlansoni kurunenno
En brankou lore ha dero.
|