Mont d’an endalc’had

Bombard Kerne/a-bezh

Eus Wikimammenn
Bombard Kerne Jabadao ha kaniri
P. Le Goffic, 1866



BOMBARD KERNE


JABADAO HA KANIRI


POÉSIES BRETONNES


DE


M. PROSPER PROUX


AVEC


Traduction française en regard




GUINGAMP
IMPRIMERIE P. LE GOFFIC
1866



BOMBARD KERNE


JABADAO HA KANIRI


————


1re PARTIE


————


EUNN TAMMIK KOZEADEN
E TRE-Z-OMP
Lenner ha Lennerez, Kaner ha Kanerez


————


War Don : Ann hini goz.


Mar plich d’ehoc’h va zoniou neve,
Klaskid d’he toniou a zoare,
Toniou lirzin, — Tra, la, la,
Toniou skiltruz, — Tra, la.

Ma ho c’haved re inouuz
(Ar pez a ve din gwall boaniuz),
Roged al leor, — Tra, la, la,
Heb chipota, — Tra, la.

Stlaped-han, prim, er fornigel,
Taned diou-t-han ho kerniel,
Paket, gant han, — Tra, la, la,
Louzou pe zoa, — Tra, la.

Mailluret butun ha blonek,
Torched, zoken, ho… fri, ho pek,
War ze vo peoc’h, — Tra, la, la,
P’hoc’h euz prened, — Tra, la.

Hogen, ho pedi ’rann ervad,
Lezit va zoniou enn ho stad,
Ger, evid ger, — Tra, la, la,
Heb o drailla, — Tra, la.


Dreist pep tra, n’ho marellit ket
Gant briz-brezounek Pabored,
Briz-brezouneg, — Tra, la, la,
Keginerez, — Tra, la.

Lezit, mar plich, va bugale
Er stum ma m’euz graet anezhe,
Hep o gwiska, — Tra, la, la,
Hep o fenta, — Tra, la.

Bete goud n’ho zianvefenn,
Bete goud n’ho zianzaofenn
Vel Bastarded, — Tra, la, la,
Fluted e Gall, — Tra, la.

Ha c’houi, Tud wiziek meurbed,
Gwerzerien flour, Barzed touet,
Stlapid ar maen gant ma fri,
Mar-d-hoc’h glan a fazi.

Va Miserere zo lipet :
Arog ! Jabadao kounnaret !
Bombard, Biniou, — Tra, la, la,
Sutel, Viel, — Tra, la !!!


————


MA VIJENN BARZ


————


Ha ! Perag n’am euz ket
Ho Telen alaouret,
Marzin, Gwennc’hlan, Rivoal,
Barzed ann amzer all ?
Vel-d-hoc’h, a vouez huel,
Da ekleo Breiz-Izel,
Me a daolje ur c’harm
Skiltr vel hini ann arm.

Gand ur vouez ar skiltra,
E iez Breiz ar gaera,
Hep ehan, me veulje
Oberiou kaer Doue,
Ann Doue braz krouer,
He c’halloud, e vrazder,
He c’hloar, e vadelez,
A bep peur-badelez.

A droc’h askel gant herr,
Me garje vel ann er,
Nijal dreisd ar goabren,
Sellet, heb divalven,
Ouz ann heol binniget ;
Gweled ann dud bodet,
Evel eur stroll verien,
O virvi er boultren.

Perak oun ken dister !
Evel ann alc’houeder,

Pa fell d’ez-hi sevel
Er c’houmoul re huel ;
He renk, timad, diskenn
Da guza, en erven,
He askellik feaz ;
Me zo vel-t-hi, siouaz !


N’oun ket Barz ! nann biken
Na vrudo ma zelen,
Ho ! nann ! ha koulsgoude,
E trid ma holl ene
O weled ar c’houmm eonuz,
Gand eur c’hrozmol euzuz ;
O tidarza, diboel,
Dreisd ar c’hereg huel.

Karoud a rann gwelet
Dre ann hoabl al luc’het
Gand ho gourgammou tan,
Klevet trouz ann Taran,
Pa strag er goumoulen ;
Ar ster gand he frouden,
Ar stourm, o c’hwibanad,
Pa zraill derven ar c’hoad.

Karoud a rann, dreist holl,
Arvezti ouz ann heol
Pa strink, euz ar beure,
Dreist kribel ar mene ;
D’abardaez, pa guz,
Barz ar mor islonkuz,
O tana ann envou
Ha kern ar gwagennou.


E pad eunn nozvez han,
Gand eurvad, e karann
Gwelet dremm gaer al loar,
Ar rouanez dispar,
Ar stered hep niver,
Hadet gand ar C’hrouer,
E giz da vleuniou tan,
Dre volzou ann hoabl splan.

Euruz oun, pa welann,
Ar valafennik skan,
Gant he c’hammigellou,
Pa nij, war ar bleuniou,
Pa glevann, er vojen,
Al labouset laouën,
O richana dibled,
O zon d’ho farezed.

Me gar, a nerz kaloun,
Kemend a zo gwirioun,
Iaouankiz ha glanded,
Galloud, ijin, spered ;
Gant truez e lenvann,
E dro d’in, pa welann,
Paourentez, dienez,
Gouliou, hag enkrez.

Kazed am euz bepred,
Pilpouzet, trubardet,
Ann teodou binimuz,
Ar vezventi fankuz,
Mignouned diwirioun,
Tostenned digaloun,
Stouet rag al Loue aour,
Didruez ouz ar paour.


Ha ! Perag n’am euz ket
Ho Telen alaouret ?
Heb ehan, me veulje
Oberiou kaer Doue,
Me zraillje, hep-paouez,
Dindan zaol va boutez,
Ann holl amprevaned
A skuill binim er bed.


————


Da Iann Arc’hant, e Paris.


Eur gwir vugel,
Da Vreiz-Izel
A ra enor
D’he vamm Arvor.


————
CHAPEL ZAND-ERVOAN


————


I.


O tremen parrez Kalanhel
En em gaviz rez eur chapel ;
Eur chapel zaved a-nevez
Da zand-Ervoan-ar-Wiriounez.

Uz ann or dal zo kizellet
Skoed Du Parc, aotrounez brudet,
Gant o ger : Trec’hi pe vervel !
Ger tud dispouroun er brezel.


Ia ! C’houi zo bet tud-chentil reiz,
Marc’heien galloudeg a Vreiz.
Pegen kaer e ioa ho kwelet,
Stard, ter, war ho kezek sternet.

En em strinka, vel ann tarann,
Gand ho kleze dir, enn emgann,
Arog bepred, soun ho paniel,
O krial : Trec’hi pe vervel !

Ho kwad, vel dour en deuz redet,
Vit gounid bez Zalver ar bed :
Du Parc, eo unan ann Dregont
A drec’haz ar Zaoz divergont.

Stourmed hoc’h euz d’ar maro,
Vid ar Roue, ar feiz, ar Vro,
Marvet, ann dourn war ho kleze,
Ho taoulagad war-zu ann Ee.


II.


Ann amzer, gand he falc’h garo,
En deuz raoged ho panniero,
Diskaret touriou ho kestel,
Poultrennet eskern ho kernel.

Hogen, chomet zo koulsgoude
Eur barz dister ouc’h ho ligne,
Evit kana, e iez Arvor,
Meuleudiou braz d’hoc’h evor.


————


D’ann Itroun Mari Ange du Parc a Gergadou


Itroun, c’houi zo merc’h ouc’h o gwad,
Hag hen anzao a rit gant stad ;

Miret hoc’h euz karantez Breiz,
Bro al lealded hag ar feiz.

D’e-hoc’h e kinnigann va gwerziou,
Dister, vel brug hor meneziou,
Hag ho kaloun wir a drido,
O kleved ekleo ouc’h ar vro.


————


Kimiad eur zoudard iaouank


————


War Don : Al labourer


Ma c’haloun a zo frailled dre nerz ma enkrezou ;
Ma daoulagad entanet n’ho deuz mui a zaelou,
Deud eo siouaz ! ann devez ma rankann dilezel
Lec’h kaer ma bugaleach, ma bro gaer Breiz-Izel !

Keno d’id, ma zi balan, kuzet barz ann draonien,
Tachen c’hlaz var behini, bugel, e c’hoarien ;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere,
E pad tomder ann hanvou, e kouskenn da greiz-de.

Keno ! Keno ! Mamm ha tad, breman, n’esperit mui
E chomfe ho mab kared da harpa ho kozni,
Evit gounid d’hoc’h bara, vel m’hoc’h euz graet d’ezhan,
Al lezen zo didruez, ho kuitaad a renkann.

Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenva,
Pa zeui ma c’hi ankenied e dro d’hoc’h da ruza ;

Pa welfot, war ann oaled, ma skabellik c’houllou
Hag ar c’hifnid o steui war ma fenn-baz derou.

Keno ! bered ar barrez, douarou binniget,
Pere a guz ma c’herent gand ar Zalver galvet ;
Da wel ann Anaoun klemmuz, n’inn mui war ho peziou
Da skuilla dour binniget mesket gant ma daelou.

Keno ! ma muia karet, ma dousik koant Mari,
Eur blaneden digar a zeu d’hon glac’hari ;
Euruzdet ha levenez skeduz zo tremenet
Vel enn hoabl ar goumoulen gant ann avel kaset.

Na welinn mui da lagad ker lemm ha ker laouen
O virvi gant plijadur, e ti pa erruenn,
Da zournig gwenn ker mibin o trei ar c’har e dro ;
Da vouez flour mui na glevinn o kana va gwerzo.

Pa oamp er c’hatekismou, hon daou c’hoaz bugale,
Hor c’halounou diskiant, e kuz a n’em gleve,
Dirag Gwerc’hez ar c’hroaz-hend, nag a wech e touejomp
Na erru-je birviken disparti etre-z-omp.

Iaouang ha dibreder, siouaz ! ne wiemp-ket
Nag a bet c’houerventez er vuez zo hadet ;
Evid omp ne oa, neuze, lezennou na Roue,
N’anveemp med eul lezen, hini ar garante.

Keno ! Ma nez-amezek, Iannig ma gwir vignoun,
Kamarad ma c’hoariou ; ma breur dre ar galoun,

Piou a gemero breman lod ebarz ma foanio ?
Piou a gomzo gan-in-me deuz ar gear hag ar vro ?

Hep-z-oun te ielo breman d’ar parreziou tosta,
Da bigosad al leuriou, barz el lajou-dorna ;
Hep-z-on te iel da c’hounid maout ar c’hourennadek,
Da chasa war rubanou ebarz ar varadek.

Keno ! Ma c’hazek velen, skanv evel eunn heiez,
Mistr evel ul logodenn, jentil vel eunn oanez ;
N’ez santinn ken, dindan-oun, gand ann hast, o tripal,
Ma daouarn mui ne stagind ar zaeien war da dal.

Keno ! Ma c’hi keaz, Mindu, ma leal kamarad,
N’efomp ken, dre ar c’hlizen, da glask roudou ar c’had ;
Na glevinn ken, er menez, da chilpaden skiltruz,
War ma dourn mui ne zantinn da deod garantezuz.

A benn eunn nebeud amzer, kalz a vignouned ien,
Barz er zoudard divroet, hep mar, ne sonjfont ken,
Mes da galoun te, Mindu, n’eo ket ken ankoezuz
Pell e ri c’hoaz va c’hanvou, gand da iezou klemmuz.

Keno ta plijaduriou, leuriou-nevez, prejou,
Nezadegou, nozvezou, foariou ha pardoniou,
Ebatou ker birvidik, biniou zard ha sklentin,
Na drido mui va c’haloun gand da zoniou lirzin.


Keno kemend a garann, keno da virviken !
Pell ouc’h a Vreiz me varvo, mantret gand ann anken,
Vel eur blanten gizidik, evid ar vro krouet,
A renk gwenvi ha mervel, kerkent m’eo divroet.


————


D’ann Aotrou Herri, e Kemperle,
GWIR VREIZIAD A GALOUN HAG A IEZ


————


DISTRO AR ZOUDARD E BREIZ
(ANN DERVEZ KENTA)


————


I.


Da weled a rann adarre,
Va bro gared, Menez Are, —
Pell diouz-in poan hag enkrez !
Tridal a ran gant levenez !

Gweled a rann, — pell e draonien,
Tour ann iliz, er goumoulen ;
Ar moged, n’eur droidellad,
O tibrada uz ti ma zad.

Kleved a rann ar c’hloc’h sklentin,
Ar vombard, ar biniou lirzin, —
Eunn eured a zo dre ama,
Jadabao ! ebat ! tra, la, la !

II.


Deiz mad ! deiz mad ! kamaraded !
Gwin leiz ar skul ! kanomp, paotret !
Eurvad d’e-hoc’h, priejou nevez,
Gand eur c’hrubuillad vugalez.


III.


Ma mamm ! ma zad ! ma dous Mari !
War ma c’haloun ! ha stard, ho tri !
C’hoarzomp ! gwelomp ! vad ra gwela,
Gwelan, gand euruzted ha joa !

Sellid ouz-in ! iac’h pesk, bepred !
Kreiz ann tann ruz, kreiz ar c’hlenved,
c’houi a viraz, Gwerc’hez c’hlan Breiz,
Ar zoudard paour a zalc’h ho feiz.

E Rumengol, deiz ar pardoun,
M’ho trugarekao, Itroun !
Me rai zeiz tro d’ann Aoter vraz,
O kerzet war ma daoulin noaz.

Ma c’hi Mindu ! Perag iudal ?
Na zistroinn ken da Vro-C’hall ;
Ni a raio c’hoaz tro ar c’hoad ;
Vit ma-z-oud koz, da fri zo mad.

N’oun ken soudard ! Mamm, ma chupen,
Paed eo ma dle d’al lezen.
Mari ! Tap krog er zizaillou,
Deuz da droc’ha ma moustachou.


C’hoarzin a rez ! Ma ! keuz m’euz d’he,
C’houez ar poultr a zo c’hoaz gant-he ;
Bet int skournet, bet int rouzet
Hogen, gand den n’int bet krennet !

Tavomp war-ze, — eur pok brema ; —
Peur ann eured ? — Perak ruzia ?
Lar-ta d’am mamm, zo mamm d’ide,
Boue ma da hini gand Doue.

Ann hanter-noz ! — Prim d’ar gwele !
Varc’hoaz vintin, abred vo de, —
Ni a ielo, holl, a vanden,
D’ober gweladen penn da benn.

Redeg a refomp ar prajou,
Ar parkeier, ar brouskoajou,
Gweled a vo ann eubeulien,
Ar c’hezek, ar gazek velen.

Ar zaoud, al loueou dizonet,
Ar c’hole briz, ann eujenet,
Ha (resped d’ann neb am zelaou)
Al loen a zoroc’h enn e graou.


IV.


Ma meuz desked eunn tamm gallek
Meuz ked dizesket brezounek,
Na meuz ked ankouet ma c’himiad,
Kernevod oun ! Penn kil ha troad.

Piou na gan ma c’himiad er vro ?
Ra blijo d’hoc’h ma zon distro.
O ! vit meuli hor Breiz karet,
Unanomp hor moezou bepred.
X....................................


DA’M C’HAMARAD A. BIJON,
Doktor-louzaouer e Kemperle


Te a oar frita louzou
Ouz droug-kof, remm ha pistigou,
Me a ziduel, gand eur zon,
Ann den gouliet a galon,
Me ra gwela, sonjal, c’hoarzin :
Em giz, n’oun-me ket medisin ?


————
AR ZOUDARD FOUGEER


————


FANTIG ANN DURKEZ, greg ar marichal


Sellit ! Sellit ! Ar briz-aotrou !
Penaoz e lugern he voutou !
Eur ribod blevek war e benn,
Keid ha losd eur big e chupen !


Diskan.


Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-kar ar renead !


JANNED WIN-TOMM, amiegez.


He vleo zo ranned ha flouret,
He voustachou ruz zo peget,
Stumed e giz da higennou
Evit pesketa kalounou.

Diskan, Kis…

MARGOD HIR-LANCHENN, hostizez.


Eur c’houriz glaz enn e gerc’hen,
War he zaoulagad diou werenn,
Ouz he chaden grizillonou,
War e grabanou manegou.

Kis…


JAKETA FLEMM-RUZ, fournierez.


Kaozeal a ra kraouennek,
Distaga ra peziou gallek,
E dad a zo monsieur mon père !
E vamm, mar plich ! madame ma mère !

Kis…


ANN ITROUN K. L., skolierez.


Beteg al loudourenn he c’hoar,
A zo brema, mamzelle Victoir !
Ma aotrou n’eo ’met un vieil âne !
Ha me, une fichue bazane !

Kis…


METIG AR WIBER, kouezerez.


He dad, eur c’hakouz a ligne
A gign markenned a zoare,
He vamm a rastel, enn hent braz,
Gand he c’hrabanou, fiez glaz.

Kis…


KATO FRI MINAOUED, greg ar c’here.


He c’hoar, foei ! a zo leanez
E leandi ar Patatez ;
Ha gweled hon deuz ann aotrou,
He roched louz meaz e vragou.

Kis…

LOEIZA MITAOUIK, leanez.


Ne zalud Persoun na Kure,
Vel eur pagan e tou Doue,
Ne gred ket, tamm, d’ann Diaoulou,
D’ar Bugel-Noz, na d’ann Teuzou.

Kis…


MADALEN RAN, TAN, PLAN, gwreg ann tabouliner.


Seiz vloaz eo bet zoudard brudet,
War Dour Malakoff n’euz kludet,
Ha paneved n’ouzonn petra
E vije kabiten brema.

Kis…


MARTINA BAM, BAON, greg ar c’hloc’her.


Ato ! Zoudard ! eur zoudard kaer !
Zoudard (resped d’hoc’h ann talier) !
Ar marmouz biskoaz n’euz gwelet !
Med tan ar gegin, enn oalet !

Kis…



N’enn deuz gweled enebourien
Med war zu gin ar vedalen ;
Ma n’euz lazed eunn enebour
N’euz-han beuzet gand eunn tenn dour.

Kis…


MIKELIG BEG-MEL, plac’h majorez.


Mestrezed a lavar, n’euz bet,
Ken na wie pelec’h lammet,
Ha ranket n’euz skampa dre laer,
Pe vijend deud d’he heul d’ar ger.

Kis…


JOBENNIG AR C’HAOR, danserez kounnaret.


Ouc’h ar vombard ra eur sutell,
Ouc’h ar zac’h biniou, eur porc’hel,

Danserien ha danserezet
A zo eur stroll zaout penn follet !

Kis…


ANN HOLL C’HOMEREZED ENN EUR VOUEZ.


Harao ! War-n-han, prim a-c’halen,
Koz kemenerig ! brouder c’hoen,
Kerz da glask da grinolinou,
Da strinkerez ha da louzou !

Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-gar ar renead !


————


MOUEZ AR C’HLEIER


KINNIGED
Da EOSTIK Koad-ann-Noz
I.M. AR IANN


————


Eostig koand, er c’hoad huel,
Te gan meuleudi Breiz-Izel,
Me gar ivez, ma bro Arvor,
Gand he zae vrug, he c’houriz vor,
Mindu a zo eur c’hi leal,
Hogen ne oar nemet harzal.


MOUEZ AR C’HLEIER


————


War Don : Emgann ann Dregont.


Bim ! baon ! me zo strobineller ;
Me oar petra gan ar c’hleier,
Selaouid holl ho mouez zantel,
Ha sentit mad ouc’h ho c’hentel.

Bim ! baon ! baon ! kloc’h ann ofern-bred,
Lared a ra : « Hasted ! Hasted !
» Kalz ne zegwezond enn Iliz,
» Nemed enn hanter ann ofis ;

» Darn na reont nemed roc’hal
» Ha darn all (respet d’hoc’h), strakal,
» Trompillad gand o diou froen,
» Pe riboullad o c’horzaillenn.

» Ar botret lemm, dindan ho zao,
» A lugern ouc’h ar plac’hed vrao,
» Gand eur zell flemmuz, ar merc’het
» A lavar d’ezho : Kendalc’het.

» Iann Bitoch a glask, n’he spered,
» Penaoz ienna e vignouned,
» Lakaad enn he ialc’h eur bern kresk,
» Dre ar burzud ouz ar pemp Pesk.

» Ar persoun moal zo baroduz,
» E brezegenn zo moreduz,
» Ar zouben, hep mar, vo ienet,
» Hag ar patatez kaledet.


» Ar c’haner koz, Luk Totoro,
» A vlej vel eur c’hole taro,
» Emberr e walc’ho e gorzen,
» Fand a lardo c’hweg e groc’hen.

» Bim ! baon ! eunn eured pinvidik !
» Brall d’ar c’hleier ! C’houez d’ar muzik !
» Diou ialc’h bounner zo n’em bareet.
» Ki ha kaz a zo bazieoet !

» Furnez, gened, ha koantiri,
» Ne lakont kaoter da virvi,
» Ar madou-ze, zo madou paour !
» Azeulomp, hep-ken, al loue aour !

» Setu dimezi daou baour kez,
» Pillou ! druillou ! poan ! dienez !
» Mann da frita ! med paourentez
» Eleiz pilig ar garantez !

» Bah ! chaket a vo patatez !
» Laket hanter zour barz el lez !
» Doue a vev al loened mud,
» Truez enn devo ouc’h ann dud !

» Bim ! baon ! baon ! eur vadeziant !
» Ar bugelik, ma feiz, zo koant !
» Hag ouc’h e dad eo hanvel tre,
» Fri e baeroun ! n’euz koulskoude !

» Gand ann holen kriz,ma elig,
» Ec’h eo ruziet da vuzellig :
» Er vuez, enkrez ha daero,
» A gavi c’hoaz muioc’h c’houero !


» Mar bevez koz, war hor bern pri,
» Da ene c’hlan a vaztardi,
» Da galoun, liez, vo roged
» Gand drez ha spern, dre hend ar bed !

» Bim ! baon ! brinballomp a nerz-brec’h !
» Miket eo Pao-krog, ar c’hruk-sec’h ;
» Ognoun ! Kignoun ! A zruilladou,
» Ken a strinko eur mor daelou !

» Tad eunn tiad braz bugale
» A zo galved dirag Doue :
» Ann holl a wel, gand wir c’hlac’har,
» Ar c’hi a iud, warlerc’h ar c’harr ! »

— Bim ! baon ! Petra na leront ket
E kemend iez zo dre ar bed ?
Koulz ec’h eo d’in ’ta troc’ha berr,
Zard oun… vel eunn teuzer kleier !


————


ANN HEND-HOUARN


————


I.


Ann hend-houarn ! ann hend-houarn !
Bouzared eo ma diou skouarn,
O kleved ann dud o rakad
Evel glazarded enn eur prad !


Hend ann Ifern ! me Iann Gegin :
Ijin ouz ar Spered-Malin !
Deiz ar varn, siouaz ! a zo tost,
Pa-z-a Lusifer da vestr-post !

Hend ar foultr ! me eur c’harretour :
Barned omp gan-id d’eva dour,
Konduktored, postilloned,
Kemend a vev ouz strag ar foet !

Hend ann Diaoul ! me ann hostizez :
Red vo lounkan ar iod hep lez,
Ne dremeno ken dre aman
Met pillaouerien ha chas-klan !

Hent milliget ! me ann aotrou :
Te n’euz dallet ma fenestou,
Diskaret kraou ha marchosi,
Laked ann itron da zodi.

Hend ar gounnar ! me Bipi-Gouer :
Te n’euz gret d’in eur c’hoari-gaer !
Ma laked d’ober ul leo dro
Vid darempred ma douaro !

Hend ar malloz ! me eunn dostenn :
Te n’euz skarzet ma zi kempenn :
Mevel, matez, ma greg Jannet,
Skubet gand ar Cheminoed !

Hend ar waleur ! me Ivonik :
Euz toull ma dor welenn Fantik ;
Eur menez tre-z-omp zo bernet,
Eur mignoun tostoc’h d’euz kavet !


II.


Ann hend houarn, ouzomp ervad,
En deuz touzet meur a zanvad ;
Med laket n’euz meur a laouek
Da c’houeza n’he groc’hen touzek.

Taolet n’euz aour e krabanou
N’ho doa meudet med santimou,
Torched daelou intanvezed,
Dilouedet merc’hed koz-viret.

Kement-se zo c’hoariellou,
Heb dale welfot burzudou,
Eur-vad d’ann hend, nerz d’he sutel !
Ha peb seurt vat da Vreiz-Izel !

Goulenn a refot, marteze,
Piou n’euz fluted ar zon nevez ?
Eur C’hernevod, o c’houezan stard
Vid aveli e goz vombard.

Ped c’hoar hena t’eus, ma zonig ? —
Kalz re, me eul leanezik,
Ouc’hpenn tregont zo anezhe,
Unan zo koant… c’hoaz marteze !


————


D’am mignoun ha kenvreur F.-M. Ann Huel.


Kaned am euz gant kalz dudi
Da cheminaouez Keralzi,
Na stouf ket breman da skouarn,
Ma kaninn d’id ma hend houarn.


AR FUBUEN


LESTRIG A VREZEL


————


War Don : Gwennili tremeniad


I.


Displek da astellik !
Ma Fubuen koantik !
Mistr ha kempen,
War gribel ar c’hoummenn
Nij, herruz ha skan ;
Vel ar gwelan.

Prim, prim, a denn-askell
Ma doug eta, pell, pell,
Ouc’h ann douar
Ker karged a c’hlac’har,
Ker leun a boanniou kri,
Hudur a bri.

War da c’horre, mor frank,
Ne weler ket a fank,
N’euz na drezen,
Linaden, na spernen,
N’euz med ann dour, ann Ee,
Brazter… Doue !

Peger brao eo beva !
Peger brao alana !

A-uz, heol splan,
Mor eonuz dindan,
Gourdrouz skiltr ann avel
Er wern huel.

Ho Peger stang e red
Ar gwad, er gwazied,
Hag er galoun.
Dibled, ha dispouroun
A drid zard, ha laouen,
Gand ar wagen.

Levenez ha didu !
Gweled brao a bep tu,
Ar peskik drant,
Al labousedik koant,
Lirzin, o tarnijal,
Pe o vragal.

Barz enn oabl glan, al loar,
Da noz, skedus, a bar ;
Stereden gaer
Patrounez ar sturier,
Ave Maris stella !
Mater Alma !

Alies e sonjer
Enn dousig-koant, er ger,
Er vamm, enn tad,
Ha gand hir huanad,
ann daelou tomm ha flour
A ruill enn dour.


II.


Eunn deiz, pa zavo kroz
War zu enez ar Zaoz,
Dispak da flemm !
Dispak da flemmig lemm !
Gand herr a darz kalon
Beac’h d’al Leon !!!

Pegen kaer eo mervel,
Evid-out, Breiz-Izel !
Kreiz ann tarann,
Ha krozmol ann emgann ;
Ar mor glaz evid be
Gant gwalc’h Doue.

Displek da astellik !
Ma Fubuenn goantik !
Mistr ha kempen,
War gribel ar c’hoummen
Nij, herruz ha skan,
Vel ar gwelan.


————


HIRVOUDOU AR CHASEER


KINNIGED
D’AM MAB PROSPER
Telegrafier


————


War Don Gallek : La St-Hubert


Gag e pep leac’h ! ha gag bepret !
Sier goullou ha min mouzet,

Setu petra eo ar chase.
Ha keuz t’euz c’hoaz d’ann didu-ze ?


————

Tan ha kurun ! Ludui vel kizier !
Ni zo c’hoaz reud, soun mad war hon hellou !
Med ne gav mui netra ar chaseer ;
Petra dalfe bragal dre ar parkou ?
N’oun ket c’hoaz moal ! ma baro n’eo ket loued !
Lies, velkent, en deuz bervet ma gwad
Pa zelaouenn mouez skiltruz ar chas-red,
Hag ann drompill o tournial er c’hoad.

Gweled am euz ann tourc’h-gouez kounnaret,
En em strinka dre greiz ar brouskoajou,
Ar iourc’hik, mistr, gand ar spouroun follet,
O tibrada, huel, dreisd ar bodou.
Peleac’h ind eat, — moc’h-gouez ha iourc’het ?
Ann diveza zo dare da vervel !
Na choum out-ho, med kroc’hen direunet,
Hag eskern kraz, stag ouz dor eur c’hastel !

Ar bleo, ar plun, holl, siouaz ! ez int boull,
Ouz ar gedon, n’en deuz hogoz hini,
Ar c’honifled a guz barz enn o zoull,
Gread eo, pell zo, kanvou ar c’hlujeri.
Gedon penn gwenn — ha glujiri koefet,
Ar re-ze c’hoaz, zo stang er parkeier !
Potret diskuiz, diwallit, mar keret !
Ar gedon ze a bag ar chaseer !


Ni hon deuz bet amzer vad koulskoude :
Tennet, lazet, karget leiz hor sier.
Tud iaouank kaez ! Petra dapit aze ?
Logod, razed, pintiged ha kizier !
Grid evel-d-oun, skourit ho fuzuiliou,
Zant Hubert koz, hon tad hag hor faeroun,
A zo mouzet war e skaon, enn Envou,
D’hen divouza, kournomp a nerz-kaloun !


————


AR PAOUR KEAZ LAZAR


Graet gand eunn den nevez-zistro oud ar bed-all


————


War Don : Maoud ar Goff ha maoud ar Gall.


War ma fe ! ma mignounet,
Divalo oun bet gwasket.
Sonjal a rean, e taol-ma,
E rankchenn lipad ma loa.


Diskan
Tra, la, tra, la, tra, la, la ! (bis.)


Ann Ankou, ann dougnez kri,
Evit ma stleja, gant-hi,
E bro teval ar goet,
Kalz, kalz, he deuz c’hoariet.

Diskan : Tra, la…


Na velkent, ouz he skilfou,
M’euz chaset ma relegou ;
Med, pell, a vo kizellet
War-n-oun he fao milliget.

Tra, la…



Ma diou jod a zo melen
Evel eur c’hoz anduillen,
Ma lagad hanter-varo,
Treud oun vel eur zac’h tacho.

Tra, la…



Ma chouk a zo daoubleged,
Ma fri n’euz eunn troadad hed,
Teuzet krak eo ma c’hof-kar,
Ha krena ra ma diou c’har.

Tra, la…



Evel eur paour mac’hagnet,
War eunn tammik baz harpet,
Er parkou, enn em stlejann
Vel ar c’hisier da heoliann.

Tra, la…



Red ec’h eo din, krenn, kuitaad
Kement seurt a gavenn mad,
Hag eunn dra wasoc’h — ouc’h-penn,
Karoud pez a gasaenn.

Tra, la…



Karoud a raen ar bevin,
Eunn tamm maout, eur c’har bonsin,
Breman renkann, vel eur c’hez,
Lounka iod ha patatez.

Tra, la…



Gand eur banac’hik gwin mad
E verve, gwech-all, ma gwad,
Breman z’ann, p’am euz sec’het,
Da eva gand ar pesket.

Tra, la…


Ma c’hourn, gant e vogeden,
Am lake zard ha laouen,
Keno ! Ma ialc’h varellet,
Ma c’hourn ker brao bragezet !

Tra, la…



A greiz kaloun e karien
Ar biniou, ann abaden,
Med ar wech man, hep bombard,
Em euz ranket lammout stard !

Tra, la…



Me gare, d’ann daou lamm ru,
Nijal gant ma c’hazeg du ;
Breman, vel eur velc’houeden,
E kuzann barz ma c’hrogen.

Tra, la…



Karoud a rean, mintin mad,
Er mezou, redeg ar c’had,
Breman ne rann ken chase
Nemed da c’hoen ma gwele !

Tra, la…


————


DA ERVOAN-M. ANN ANDOUAR
E Gwerliskin.


————



BOMBARD KERNE


JABADAO HA KANIRI


————


2me PARTIE


————


AL LOUARN BESK


————


War Don : Seziz Gwengamp


I.


Eul louarn koz, breman zo pell,
A gollaz e losd er brezel ;
Setu Alanig ar bourdou
Da brezeg enep al lostou.

— «Troc’homp ! Troc’homp ! Hor strobellou
» Mad da skuba fang ann henchou !
» Traou diskleng hag a zac’h enn drez,
» Eur c’hrok founuz d’ar chas, lies. »

Holla ! me eur c’ham, ma mignoun,
C’houi a gomz flour vel eur persoun,
Ia ! Me grenno ma stal… emberr,
Distroid aman ho talier !


II.


Nag a bed louarn dilostet
A zispriz ar vad n’ho deuz ket :
Kriomp, war-n-ho, harao ! harao !
Eul louarn besk ne-ket potr brao.

Pipi n’euz peur-liped he dra,
War boez e benn, e iud brema :
Ar re binvidik zo daounet !
Alanik, te zo dilostet !


Ann dud desket, me Iann al Loue,
A zo enouuz, war ma fe !
Komzed d’in ouc’h ann azenet !
Alanik, te zo dilostet !

Jakez zo bet tenner, gwech all,
Skei a ra biou boue m’eo gour-dall,
Ar poultr, me-z-an, zo dinerzet.
Alanik, te zo dilostet !

Klevid al lountrek, foeltr-bouellou,
Boue ma-z-eo poaz, tor ha stripou,
Na veul med ann dour binniget.
Alanik, te zo dilostet !

Breman p’eo moal, Mark Irvinenn,
A gri : bennoz dit peruken !
N’am euz, mui, na trousk na loenet.
Alanik, te zo dilostet !

Eur bouc’h koz, mogeded e fri,
A lavar, n’eur huanadi :
N’euz ken koantiri na spered.
Alanik, te zo dilostet !

Ar merc’het, gwech-all, oa flouroc’h,
Ho daoulagad oa kalz lemmoc’h,
Ho c’hoarzaden leun a c’henet !
Alanik, te zo dilostet !

Eur vriz-leanez, eur skrign-bek,
A grozmol n’he muzel varvek :
Ar botred, holl, zo zarpantet !
Alanik, te zo dilostet !


Dilezid ar penterezou,
Troid ho kein d’ann ebatou,
Pao Satan war-n-hoc’h zo stignet.
Alanik, te zo dilostet !

Sellit, lern iaouank, enn ho mesk,
c’houi welo kalz a vreudeur besk ;
Grit skouarn vouzar d’ho c’homziou,
Ha ne droc’hit ked ho lostou !


————


Da Jarlez Kerwasdoue, kaloun wir ha brec’h dir.


————


PERINAIG HAG HE FODAD LEAZ


————


War Don : Petra zo nevez e Kear-Iz


I.


Perinaïk, — ar plac’h lirzin, —
A gerze skanv da Werliskin,
Eur podad leaz soun, — war he fenn, —
Diazezet war eunn dorchenn.

Lakaed he doa eur c’hoef gwenn-kan,
Boutou nevez ha loerou moan,
He bleo rannet, flouret giz ker,
Evel diou lipaden ounner.


Klouar ann deiz, hag ann heol splan,
Ar strouez karged a richan.
Brao eo beva, ho ! ma Doue.
Perin oa ked he fenn gant-se.

Klevid ar plac’h o krozmolad :
« Ma leaz, hep-mar, vo gwerzed mad,
» Teir douzen viou neuze breninn
» Dindan ma ier ho lakainn.

» Me mo tri c’hlodad ier munud
» Goareet kloz barz enn ho c’hlud ;
» Gwall lemm e vo fri Alanik
» Ma ne lez d’in gwerz eur wizik.

» Ma gwiz, pa vo braz, a voc’ho ; —
» Savet ma moc’h, me ho gwerzo, —
» Gand ar priz me mo daou loue kaer,
» Marteze, zoken, eunn ounner.

» Setu d’in leaz a leiz ar pod,
» Aman melen a var ribod,
» Ma ialc’h a bounnera bemde,
» Me vo eur baborez neuze !

» Pented evel eur benn-herez,
» Ar faroded rai d’in al lez…
» Pipi, ma c’hoant, vo ma fried,
» Jabadao ! neuze vo danset ! »

— Ober a ra eul lamm danvad,
Patatra ! grilled ar podad !
Keno viou, moc’h, klodad, ounner,
Ha keno, siouaz, ! Pipi gouer !


Ar pod a zo grizilloned, —
Hag al leaz er boultren skuilled. —
Perinaïg a skuill daelou, —
Ar c’hi a lip he vuzellou. —


II.


Perinaïk deuz huvreet,
Kreiz he huvre eo dihunet. —
— Piou na huvre ked er bed ma ?
Ar furra koulz hag ar zota.

Ar paour a huvre er madou,
Ar pinvidig enn enoriou,
Ar c’hlanvour a huvre iec’hed ; —
Ann Ankou ho dihun abred.


D’AM MERC’H ZOE-PALMIRA.
Piou n’a huvre ket er bed ma ?


————


AR BLEIZ HAG ANN OAN


ZOUNIK


————


War Don : Ar Baradoz,


I.


E gwarez ann domder,
E red eur wazik skler,
Oa eunn oan dianket
O terri he zec’het.


Emberr he tigwezaz,
Dre wall, ive d’ar waz,
Eur bleiz treud ha garo,
Ar mac’her euz ar vro.

Ar bleiz oa eur vleizez,
War iun a zaou zervez ;
Eur vamm a renke bronna
Tri vleizig ar franka.

Al loen kriz, gant kounnar,
A skrign dent, a lavar :
— « Perag-ta, preon loudour,
» E fankez d’in ma dour? » —

— « Itroun ! me ann oanik,
» Me a zo eur c’heazik,
» Plijed d’ho meurded
» Ma zelaou, ma c’hleved :

» Eva rann dour avad,
» Dindan-hoc’h, dek kammad,
» Ha n’hellann kabouilla
» Hoc’h evaj gant netra. » —

— « He gabouillad a rez !
» A droc’h krenn, ar vleizez,
» Hag er bloaz tremenet
» T’euz ouzin drouk-komzet ! »

— « Penaoz em bije gret ?
» Ma ne oann c’hoaz flutet ;
» War ma mamm o tena,
» N’oun ket krog enn daou vloa. »


— « Ma n’eo te, da vreur oe! » —
— « Penn-her ounn (war ma fe) ! »
— « Eunn eo ta euz da dud,
» Gwenn miliged ha iud,

» Danvadez, ki ha maout,
» Ar perc’hen, ar potr-zaout,
» C’houi glasg holl, ma maro :
» M’hen talvo d’id hirio ! » —

— Saillad ra war ann oan,
D’he gas d’ar c’hoad da goan.
Kaer en doe bleja kre,
Taged d’och-tu e oe.


II.


Digarez ar c’hreva
Zo bepred ar gwella.
Petra dal da bod pri
Ouc’h kaoter n’em steki ?


III.


Touzerien, tud touzet,
Lounkerien, tud lounket,
Maoud dinerz pe vleiz goue,
Ar bed-holl zo vel-se.

Ar bed-all, a lerer,
A vo d’ann dud dister,
D’ar re baour a spered.
Nag a dud vo zalved !

Digarez ar c’hreva
Zo bepred ar gwella.


————


Da Jarlez a Vro-C’hall, Barz Breuriez Breiz.


ANN DEN HANTER-HOAD
HAG HE ZIOU VESTREZ


————


War ann Ton ma karot


I.


Na heller ket beza bepret,
Beza bepred ha beza bet :
Houn-nez zo eul lezen digar
A bado keid hag ann Douar.


II.


Jakez zo bet, siouaz ! n’eo mui,
Eur potr frammed a izili,
Breman eo daoubleged he chouk,
Loued he vleo, kremenned he c’houk.

Ar merc’hed a gare kenan,
Hi a rae chiboudou d’ezhan,
Hogen, euz he holl vestrezet.
Diou hep-ken n’euz gallet miret.

Ann diou-man oa intanvezet,
Gragez a don (kredi hellet) :
Unan out-ho zo bepred glaz, —
Majorez, velken, a bell braz ; —

Eben oa eunn tammik melget,
Hag eunn nebeudik dislivet,
Roud ann hoad a wie kuzat
Hag a zek vloaz n’em iaouankaat.


III.


Ann diou man, — enn eur gaketa,
Enn eur c’hoarzin, n’eur c’hogeza,
Adaleg ar beure d’ann noz,
A bente bleo ar marmouz koz.

Ann hini goz a ziframme
Eunn toullad bleo du a choume, —
Vit ma vije out-hi henvel ; —
Eben d’ar bleo gwenn rea brezel. —

— Kemend e rejond o c’houenna,
O tiluia, o tismanstra,
Ma teu moal vel eunn irvinen
Pe eur penn loue digroc’hen.


IV.


Pa weljond ar c’heaz, er stad-se,
Gant-ho oe kazed da vale,
C’hoaz e rejont goab diou-t-han,
Goude beza peillet n’ezhan.

Jakez a lavaraz neuze :
« Itrounezed, bennoz Doue !
» Digoret c’h’euz ma daoulagad,
» Skiand a brener da beb hoad :

» M’am bije kemered, dre wall,
» Unan ac’hanoc’h e oann dall :
» Marvad he dije ma c’hoeffet,
» Goude beza ma direunet. »


V.


— Ped killek pinouz skamp d’ar ger ?
Ped danvad touzed a weler ?

Euruz pa virond ho c’hroc’hen,
Ho daoulagad hag hoc’h empenn !


————


DA J. BINET, E KALLAK.
Itrounezed, bennoz Doue !


————


Raz Kear ha Raz Kouer


————


War eunn Ton anavezet


I.


Eur raz, aotrou pinvidik,
Euz a gear Iz, ginidik,
A bedaz eur razik kouer
Da goania gant-han, er ger.

Ar c’houer, goude kalz neusiou,
Soublerez, — skrapadennou, —
A ieaz d’he heul timad,
E gortoz ouc’h eur pred mad.


II.


Souezed eo, ar paour kez,
Pa zigouez barz er palez :
He c’henou, frank digoret,
He zaoulagad dislounket,


Na wel med aour o lintri,
Mellezouriou o skedi,
War ann daol eur stal blajou,
Leun a beb seurt madigou.

Digor frang he ziou froen,
Da rufla ho mogeden,
Tramouillad ra he c’henou,
Ha lipad he vuzellou.

Divadaoui ra, velkent,
Gand ar c’hoez vad ; a nerz dent,
A greiz kaloun n’em laka
Da grignad ha da zrailla.

— « Ma feiz ! — me Iann ar Mezou,
Eunn askel enn he c’henou,
— » Beza aotrou zo gwall gaer !
» Me a renko choum e ker.

» Ann diaoul gand ar panez,
» Ann irvin, ar patatez !
» Hag ouc’h-penn c’hoaz ma renker
» Ho chakad er parkeier !

» Lounka dour vel gleskered,
» Houn-nez n’eo c’hoari e-bed !
» Gwella gwin zo e kear Is !
» D’ho iec’hed, aotrou markiz ! »


III.


Hogen, e kreiz ar stok-gwer,
Oe kleved eunn drouz pounner,
Gant merc’h Grallon o c’hoarzin,
Hi ha meur a vastokin.


Ha ma razed da redek
Heb galloud torcha ho bek,
War ho lerc’h chas kounnaret,
Eunn targaz ha lakounet.

Ann daou geaz a red, a red
Evel loened difelc’hed,
Ha paneved eunn toull go,
Oant skubet gand ann Anko.


IV.


— « E feiz ! — me gouer, dialan, —
» Ar foultr gan-ez ha da goan !
» Gwel eo d’in louzou, heb-nec’h,
» Eged kik, e kear, gant rec’h !


V.


Nag a reuz ! bugaligou,
P’erru mestr ann avalou !
Nag a veac’h ! Pipi al laer,
Ma vez tapet c’hoaz emberr !


————


DA IANN-FRANSEZ AR MESTR,

Mignoun feal e peb amzer,
Pe vo ann hoabl teval pe gaer.


MARGOD AR BIK
AR PLAC’H FAEUZ


————


War Don : Petra zo nevez e Kear Iz


I.


Anaoud a rit ? Piou na ra ket
Margod ar bik, a Ger-Biget,
Eur c’hrac’hik kromm ha barvegez,
Vel ma vi te, Fant skrignerez.

Houn-nez zo bet eur bompinen,
Eur plac’h a dan, mistr ha kempen,
Lemm a spered, lemm a lagad,
Ha penn-herez dreisd ar marc’had.

Faeuz e ioa, ha faeuz braz !
— « Mar kemerann, e me-z-hi, eur goaz,
» He renk kaout nerz ha koantiri,
» Teod eur c’hloarek, stumm eur pipi.

» Eur galoun domm heb boutou Berr,
» Reiz ha zentuz e peb amzer ;
» A wenn vad he renko beza,
» Gand eunn tamm brao a beadra. »

— Kement si vad renkje kavet,
Si fall e-bed pe nefra c’hret,
Eunn den vel n’euz, na vo biken,
Eal da huvre, Madalen !


II.


— Tostaad a ra potret farod
D’ober askellik da Vargod,
Tud a zanve, — koant, — stummed mad, —
Ar plac’h ne gav hini d’he grad.

— « Ato ! me dimi d’ar seurt-se !
» Trelated int, zod-nai, ma fe !
» Sell Iann, gant he fri minaouet ;
» Fanch, ann daoulagad dilavet ;

» Loeizik, eul logoden vihan ;
» Job, eur geuneuden dreud ha moan :
» Hen-man pladen vel eul loue,
» Hen-hont ker feulz hag eur c’hole ! » -


III.


— Pa oant skuiz oc’h huanadi, —
Int skampet, — hini ha hini ; —
Neuze tosta potret teuskoc’h :
Daou intaon loued, eur zeller moc’h…

Margod a ziroll da c’hoarzin
Gand neusiou kroug, dirag ho min.
— « Ne lakinn ket, — ac’han da bell, -
» Spillou da goef zantez Katel. »


IV.


— Ann hoad a zeu, keno genet !
He bleo zo griz, he bek ridet,
N’heller ket, siouaz ! nevezi
Beg eur plac’h koz vel tal eunn ti.


Ar mellezour, ar c’hloc’h, bemdez,
A lavar d’hei : « Dimez ! dimez ! »
Ar big a grog enn he skouarn.
Ho ! mil bennoz d’ann hend houarn !

Kaved e deuz eur Cheminod
Tord, jilgamm, luch ha divalo,
Eul lountrek, paour evel eur raz,
En em ginnig a renkaz c’hoaz.


V.


— Penaoz he kavid ar gentel,
Merc’hed breuriez santez Katel ?
Ha c’houi, gragez Cheminoed,
P’euz ked a geuz d’ar Vretouned ?


————


D’am mignoun Viktor Kresolles, e Kombrit.


————


ANN DAOU GLASKER BARA
HAG AR GRAOUEN


————


I.


Eunn dervez, — daou valeer, —
Potred diskuiz ha zeder,

Danted evel daou gi red,
Digor ho c’haloun abred,
E treseg at gear dosta
A gerz skanv, enn eur gana.


II.


Ho daou oant mignounet vraz,
Pa weljont, rez ann hent braz,
Eur graouen c’houeg ha melen,
O koueza ouc’h ar wezen.
Setu ann daou botr, doc’h-tu,
A red d’ehi d’ann daou lamm ru.

Kenavo, mignouniach !
Savet heskin ha ragach :
— « M’em euz gweled da genta ! » —
— « Me zo krog enn-hi brema ! » —
Da flip ! da flap ! bazadou.
Gwad a string euz ar friou.

Kreiz ar gann n’aotrou barner
A zispag gand he c’hrefier.
— « Holla ! petra zo, potret ?
» Perag hoc’h ken kounnaret ?
» Peoc’h doc’h-tu d’ar choari pao !
» Ha komzomp evel tud vrao. » —

— « Vel-hen, aotrou, ma ar bed. » —
— « Nann ! nann ! n’he zelaouit ket ! » —
— « Gaou a lerez, koz targaz ! » —
— « Ha te, traitour, min Iuzaz ! » —
— « Peoc’h ! awalc’h a sklerijen !
» Roid d’in prim ar graouen. »


— Ar barner brao he debraz
Hag ouc’h ho fri, he chakaz.
— « Mad eo, me-z-han, ar voeden ;
» Setu d’e-hoc’h peb a grogen.
» Tud a bluen, tud a zae,
» Ni vev ouc’h ho fallente ! »


III.


Silaouid mad, genaoueien,
Tud tagnouz, heskinerien :
Neb a c’hounez ar breudou
A zeu, liez, divragou ;
— Ar paour keaz a goll, siouaz !
A zistro d’ar gear enn noaz.


————


Da I.-P.-M. Ar Skour, Barz Rumengol.


Tud a bluen, tud a zae,
Ni vev ouc’h ho fallente.


————


Ar C’hrac’h koz hag ann diou Vatez


————


I.


Eur c’hrac’h a oa, e Montroulez, —
Eur c’hrac’h varveg, — eur goz kazez, —
Hir he dent, — lemm hec’h ivinou, —
Trelatet gand diaoul ar skouejou.


Diou vatez iaouang oa gant-hi,
Diou blac’hik skanv a izili,
Nezerezed ar re gaera, -
Kouskerezed euz ar gwasa. -

Ann hini goz, n’en doa ken pred,
Nemed da zevel gwall abred. —
Killeg ann ti, — orged, — eleiz, —
A drompille da c’houlou-deiz :

Kerkent, — skanv evel eunn heiez, —
Ann diaoulez, a lamm er mez,
Eur vroz louz, — peg euz he zailler,
Enn he zreid — eur c’hoz voutou ler, —

Eur pennad rousin zo gant-hi ;
Ha da veska, ha da c’hoari,
Stropa pankou ha kadoriou,
Skinvier, armeliou, dorojou.

Henvel euz eur vioc’h penn-folled,
He red da wele ar merc’hed ;
Ha d’ho gervel, — ha d’ho heja : —
Er meaz, — diou c’hagn ! — prim, er meaz ’ta !

Ann diou blac’h, — souchet n’ho zoullik, -
A roc’h hag a gousk maro-mik,
Red mad eo, siouaz ! dihuni,
Kaer zo frinkal, en em reudi.

Fant a zam-zigor eul lagad,
Soaz en em graf, n’eur varaillad ;
Ho diou e krozont, kounnaret :
Mervel a ri, killek daounet !


Mervel eure ann dihuner, —
Mouget gant-ho ann trompiller. —
Allaz ! na wella tamm ho stad :
Ne ra, enn-eneb, med gwasaad.

Ar vleizez kriz, a c’houde-vez,
Na zerr lagad na ne baouez,
Da bep koulz noz int trubuillet.
Kement-se ho deuz gounezet.


II.


Kalz, kalz en em zishuala,
En em lui waz, peur liesa.
Ma hoc’h euz poan gwaskit war-n-ha,
Lezid ar c’hillek da gana.

Paol-goz zo potr lemm, a lerer,
Koulzkoude eo n’em vourded kaer,
0 klasg eeuna he gar d’he vamm,
He zorred en deuz enn daou damm.


————


Da J.-V. Ann Andouar, e C’hozvac’had.


————


AR MILINER, HE VAB HAG ANN AZEN


————


I.


Eur miliner — he vab hena —
(Daou c’henaoueg ar re wasa)
A lekeaz eunn deiz enn ho fenn
Mond da foar Vre gand ho azen.


Vit hen miroud diskuiz ha zard,
E stakchond he bevar zroad stard,
Vel ma welid er marc’hajou,
Ar c’higer oc’h eren loueiou.

Tremened er stag eur grennenn,
Krog ann daou zod e pep a benn,
Vel m’hoc’h euz gweled awechou
Er pardoun dougen relegou. —

Ar c’henta hini o gwelaz
A greiz e galoun a c’hoarzaz,
— « Houn-man zo ur farz ar goanta !
» Al loen ne ked an azena ! » —

— Ar miliner, eunn tamm toutek,
A zistag he loen skouarnek ;
Ar mab a bign war he c’horre,
Dia ! Hu ! Hag araog adarre !

— Tri Normand en em gav gant-ho.
— « Tra vrao ! — me unan anez-ho, —
» Lezel da dad da veska pri !
» D’an traon ta prim ! — Diskenn a ri ? » —

— « Graed a vo d’ho kiz, aotroune.
« Diskenn, mab, — Me ia war c’horre. » —
— Teir flac’h neuze a dremenaz ;
N’ouzonn pehini a laraz :

— « An hend zo louz, ar bale stard,
» Skuiz braz ez-out, paour kaez krennard ! —
» Diek koz, brao eo d’id aze, 
» Digor da c’henou vel eul loue ! »


— « Kerz gand da hent, boroderez,
» Ha zerr da vek louz, ma hellez !
» D’am hoad n’en deuz ken a loueou,
» Eujened int, — pe goleou. —

— Ann tad a zonj, — velken, — goude :
— « Ar c’hagn a gomz gant gwirioune,
» Ma mab zo feaz, — ze a weler.
» Deuz aman, potr, war ann tailler !

— Eur pennad larkoc’h, eur rumm-all
En em laka d’ho c’haketal :
— « Ho! he ! sell ta daou varmouz kaer,
» Kludet war eunn tammik gwiber !

» Al loenik paour zo el langiz ;
» Reudi renko ! — De Profundis !
» Ann daou babaour deuz sonj, heb mar,
» Da werza he groc’hen er foar. » -

— « Stardig eo, — me ar miliner,
» Mala da c’hoant Paol, — da c’hoant Pezr, —
» Klaskomp koulzkoude ann ijin. »
Hi da ziskenn diwar Vartin (Hano ann azen).

— Laosked, — arraok, — ann aneval
Evel ma karje da frinkal.
— « Giz vrao ! a hop eunn tremeniad,
» Ar perc’hen a zo war he droad,

» Hag ann azen, — vel eunn aotrou, —
» A gerz dizamm dre ann henchou :
» Tri azen gaer enn eur bagad ! » —
— « Ia ! azen oun, eme ann tad,


» Eunn azen briz, — eunn azen foll, —
» O klasg ober da c’hiz an holl ;
» Me a raio d’am penn, bepred,
» Pe vinn meulet, pe damalled.


II.


Bez damantuz, — souret, — seder, —
Zod-nai, — fur braz, — piz, — dismanter, —
Bourc’hiz, — aotrou, — zoudard, — beleg, —
Enn-oud e vo kavet abeg.

Send diouz-in — hag e ri mad, —
Zerr da skouarn, — zerr da lagad, —
Lez ann dud zod da gozeal —
Hag ar chas tagnouz da c’harzal.


————


Da Stefan La Garde, e Lokournan.


Lez ann dud zod da gozeal
Hag ar chas tagnouz da harzal !


————


ANN DAOU VIGNOUN


————


I.


E Breiz-Izel, — p’el leac’h all, —
Daou wir vignoun oe gwechall. —
Enn hevelep kear zavet, —
Ho faskou doa gread kevret, —
Tenned d’ar zord hevel de, —
Peb tra oa boutin gant-he. —


N’ouzonn ho hano, ma fe !
Unan Iann, — Fanch egile.
Iann, — eunn nozvez, a zav, krenn
Ha strafillet braz he benn ;
Redeg a ra, diskabel,
Da di he vignoun fidel.

Hanter-noz a oa neuze,
Kousked ann holl a zoare. —
— A nerz he vrec’h Iann a sko
Ken a spount kisier ar vro. —
— Fanch a lamm euz he wele
Dihunet kreiz eunn huvre. —

Euz he vignoun e c’houlenn
Perag eo ker diskempenn :
— « Kollet peuz e c’hoari flu ?
» Ma ialc’h a zo d’id, doc’h-tu ?
» Bed az teuz kroz gand eure ?
» Setu ma brec’h, ma chleze ! »

— « N’euz ger, — Fanch, — a gement —
» Med me meuz bet eunn huvre :
» Da weloud reann — dizlivet, —
» Koazet, — kastiz, — diflaket, —
» Gant spount ounn redet rak-tal
» D’az kwelout, mignoun leal. »

P’hini oa gwella mignoun ? —
P’hini doa gwella kaloun ? —
— Kaera tra eur mignoun mad !
Lenn a ra n’ho taoulagad,
Ho c’hezomm a ziarbenn
Vid espern d’e-hoc’h ar goulenn. —

II.


Na n’int ket stang enn nep bro, —
Kolled ar moul a bell zo. —
Ar vignouned, peur-vuia, —
Na geront nemed ho tra. —
Stang ann hano a vignoun, —
Boull ann hini zo gwirioun. —

Pad zo leaz gand ar vioc’h,
Ez-int stoued dira-z-hoc’h ;
Ober reont chiboudou
D’ar c’hi, d’ar c’haz, — d’al loueou.
Mar teu d’ar vioc’h dileazan,
Kenavo mignoun, ha skan !


————


Da T.-V.-M. Billette, e Gwerliskin.
Kaera tra eo eur mignoun mad !


————


Ar C’hok-Raden hag ar Verienen


————


I.


Pad ann domder, ar c’hok-raden[1]
A gane nerz he gorzaillen ;
N’en doa preder nemed bragal,
Boeta c’houek, heoli ha tumpal.


Ken a venne al loenik kez,
E padje n’hanv hed he vuez,
E parje ann heal binniget,
Hag e vleunje ar prad bepred.

Na daolit ked ar mean gant-han,
Ann den zo dievez vel-t-han.
Pad m’eo iaouank, iac’h ha laouen,
Piou wel erru ar gozni ien ?

Setu deued ar goan kri,
Gand dend-Genveur[2] dindan he fri,
Ann avel a groz gant kounnar,
Ar glao a zilav ann douar.

Loenik Doue, na ganez mui ;
Krena ra da holl izili,
Krena gand naoun ha paourentez,
N’ez teuz med eunn ezen vuez.


II.


Mond a ra, mantred a enkrez,
Da di he nez-amezegez,
Eur verienen flour vel eur go,
Ar binvidika euz a vro.

— « Iec’hed doc’hu, ma itroun vad !
(Ar bevien geaz zo deread.)
» Enn han’ Doue, ma zikouret,
» N’am euz ken, er gear, fulen voed.


» Prestid d’in, pad pemb pe c’houec’h miz,
» Eur rennad kerc’h, eunn tamm gwiniz,
» Me zaskoro (feiz kok-raden),
» Greun evid greun, ha kalz ouc’h-penn. »

— Ar merien, war a leverer,
Da bresta, da rei, n’int ket kaer.
Gand eur bek rog : — « Petra, mez-hi,
» Hoc’h euz-hu gread e leac’h medi ? »

— « Me gane lirzin vid ann holl,
» A darz ann deiz betek kuz-heol. »
— « C’houi a gane ! ho ! mad awalc’h !
» Dansit breman, dansid ho kwalc’h ! »


III.


Falz pinvidik, koz verienen,
Zinac’h d’he vreur ann aluzen,
Te iudo enn tan gant kounnar :
Eul lommik dour, Lazar ! Lazar !

N’omp ket merien, ni, tud Arvor ;
D’ar paour eo digor frang hon dor ;
Bepred he kav gware ha boed,
Eur skabel e kourn ann oaled.


————


D’am c’henvreur Emil Grimaud, enn Naonet.


KEN.


DA ZIVEZA


————


Da gimiadi, holl lennerien,
Kanerezed ha kanerien,
El lavarinn, e berr gomziou,
Peleac’h e ma ma faziou :
Da genta e lavarinn krenn
Ez eo braz meurbed ma anken,
Pa n’em euz lavared abred
Eo ar Fubuen kinniged
D’ann Aotrou Kermarker, den mad,
D’ar brezounek ken hegarad.
D’ann eil e larinn, war boez penn,
Em euz taped euz La Fontaine
Abek kenta d’ar fablennou
Zo em levr e kanouennou.
Kouztuz eo d’in hel lavaret,
Ha pell braz ez ounn bet nec’het
O klasg ann tu da ziskleria
Ma faziou ar re vrasa ;
Gwall vezeg ounn, pa lavarann,
Distaol ouz-hoc’h a c’houlennann… !


————


GWENGAMP, E TI P. AR GOFFIC, MOULER. — 1865


TAOLEN


————


DIVEZ ANN DAOLEN.
  1. Ar c’hrill-zouar.
  2. Aiguilles de glace qui pendent aux toitures des
    maisons.