Ann Daou Vignoun

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
P. Le Goffic, 1866.


ANN DAOU VIGNOUN


————


I.


E Breiz-Izel, — p’el leac’h all, —
Daou wir vignoun oe gwechall. —
Enn hevelep kear zavet, —
Ho faskou doa gread kevret, —
Tenned d’ar zord hevel de, —
Peb tra oa boutin gant-he. —


N’ouzonn ho hano, ma fe !
Unan Iann, — Fanch egile.
Iann, — eunn nozvez, a zav, krenn
Ha strafillet braz he benn ;
Redeg a ra, diskabel,
Da di he vignoun fidel.

Hanter-noz a oa neuze,
Kousked ann holl a zoare. —
— A nerz he vrec’h Iann a sko
Ken a spount kisier ar vro. —
— Fanch a lamm euz he wele
Dihunet kreiz eunn huvre. —

Euz he vignoun e c’houlenn
Perag eo ker diskempenn :
— « Kollet peuz e c’hoari flu ?
» Ma ialc’h a zo d’id, doc’h-tu ?
» Bed az teuz kroz gand eure ?
» Setu ma brec’h, ma chleze ! »

— « N’euz ger, — Fanch, — a gement —
» Med me meuz bet eunn huvre :
» Da weloud reann — dizlivet, —
» Koazet, — kastiz, — diflaket, —
» Gant spount ounn redet rak-tal
» D’az kwelout, mignoun leal. »

P’hini oa gwella mignoun ? —
P’hini doa gwella kaloun ? —
— Kaera tra eur mignoun mad !
Lenn a ra n’ho taoulagad,
Ho c’hezomm a ziarbenn
Vid espern d’e-hoc’h ar goulenn. —

II.


Na n’int ket stang enn nep bro, —
Kolled ar moul a bell zo. —
Ar vignouned, peur-vuia, —
Na geront nemed ho tra. —
Stang ann hano a vignoun, —
Boull ann hini zo gwirioun. —

Pad zo leaz gand ar vioc’h,
Ez-int stoued dira-z-hoc’h ;
Ober reont chiboudou
D’ar c’hi, d’ar c’haz, — d’al loueou.
Mar teu d’ar vioc’h dileazan,
Kenavo mignoun, ha skan !


————


Da T.-V.-M. Billette, e Gwerliskin.
Kaera tra eo eur mignoun mad !


————