Al Louarn Besk

Eus Wikimammenn
P. Le Goffic, 1866.
◄   Ar Paour Keaz Lazar Al Louarn Besk Perinaig hag he fodad Leaz   ►



AL LOUARN BESK


————


War Don : Seziz Gwengamp


I.


Eul louarn koz, breman zo pell,
A gollaz e losd er brezel ;
Setu Alanig ar bourdou
Da brezeg enep al lostou.

— «Troc’homp ! Troc’homp ! Hor strobellou
» Mad da skuba fang ann henchou !
» Traou diskleng hag a zac’h enn drez,
» Eur c’hrok founuz d’ar chas, lies. »

Holla ! me eur c’ham, ma mignoun,
C’houi a gomz flour vel eur persoun,
Ia ! Me grenno ma stal… emberr,
Distroid aman ho talier !


II.


Nag a bed louarn dilostet
A zispriz ar vad n’ho deuz ket :
Kriomp, war-n-ho, harao ! harao !
Eul louarn besk ne-ket potr brao.

Pipi n’euz peur-liped he dra,
War boez e benn, e iud brema :
Ar re binvidik zo daounet !
Alanik, te zo dilostet !


Ann dud desket, me Iann al Loue,
A zo enouuz, war ma fe !
Komzed d’in ouc’h ann azenet !
Alanik, te zo dilostet !

Jakez zo bet tenner, gwech all,
Skei a ra biou boue m’eo gour-dall,
Ar poultr, me-z-an, zo dinerzet.
Alanik, te zo dilostet !

Klevid al lountrek, foeltr-bouellou,
Boue ma-z-eo poaz, tor ha stripou,
Na veul med ann dour binniget.
Alanik, te zo dilostet !

Breman p’eo moal, Mark Irvinenn,
A gri : bennoz dit peruken !
N’am euz, mui, na trousk na loenet.
Alanik, te zo dilostet !

Eur bouc’h koz, mogeded e fri,
A lavar, n’eur huanadi :
N’euz ken koantiri na spered.
Alanik, te zo dilostet !

Ar merc’het, gwech-all, oa flouroc’h,
Ho daoulagad oa kalz lemmoc’h,
Ho c’hoarzaden leun a c’henet !
Alanik, te zo dilostet !

Eur vriz-leanez, eur skrign-bek,
A grozmol n’he muzel varvek :
Ar botred, holl, zo zarpantet !
Alanik, te zo dilostet !


Dilezid ar penterezou,
Troid ho kein d’ann ebatou,
Pao Satan war-n-hoc’h zo stignet.
Alanik, te zo dilostet !

Sellit, lern iaouank, enn ho mesk,
c’houi welo kalz a vreudeur besk ;
Grit skouarn vouzar d’ho c’homziou,
Ha ne droc’hit ked ho lostou !


————


Da Jarlez Kerwasdoue, kaloun wir ha brec’h dir.


————