◄ Perinaig hag he fodad Leaz | Ar Bleiz hag ann Oan | Ann Den Hanter-Hoad hag e ziou vestrez ► |
E gwarez ann domder,
E red eur wazik skler,
Oa eunn oan dianket
O terri he zec’het.
Emberr he tigwezaz,
Dre wall, ive d’ar waz,
Eur bleiz treud ha garo,
Ar mac’her euz ar vro.
Ar bleiz oa eur vleizez,
War iun a zaou zervez ;
Eur vamm a renke bronna
Tri vleizig ar franka.
Al loen kriz, gant kounnar,
A skrign dent, a lavar :
— « Perag-ta, preon loudour,
» E fankez d’in ma dour? » —
— « Itroun ! me ann oanik,
» Me a zo eur c’heazik,
» Plijed d’ho meurded
» Ma zelaou, ma c’hleved :
» Eva rann dour avad,
» Dindan-hoc’h, dek kammad,
» Ha n’hellann kabouilla
» Hoc’h evaj gant netra. » —
— « He gabouillad a rez !
» A droc’h krenn, ar vleizez,
» Hag er bloaz tremenet
» T’euz ouzin drouk-komzet ! »
— « Penaoz em bije gret ?
» Ma ne oann c’hoaz flutet ;
» War ma mamm o tena,
» N’oun ket krog enn daou vloa. »
— « Ma n’eo te, da vreur oe! » —
— « Penn-her ounn (war ma fe) ! »
— « Eunn eo ta euz da dud,
» Gwenn miliged ha iud,
» Danvadez, ki ha maout,
» Ar perc’hen, ar potr-zaout,
» C’houi glasg holl, ma maro :
» M’hen talvo d’id hirio ! » —
— Saillad ra war ann oan,
D’he gas d’ar c’hoad da goan.
Kaer en doe bleja kre,
Taged d’och-tu e oe.
Digarez ar c’hreva
Zo bepred ar gwella.
Petra dal da bod pri
Ouc’h kaoter n’em steki ?
Touzerien, tud touzet,
Lounkerien, tud lounket,
Maoud dinerz pe vleiz goue,
Ar bed-holl zo vel-se.
Ar bed-all, a lerer,
A vo d’ann dud dister,
D’ar re baour a spered.
Nag a dud vo zalved !
Digarez ar c’hreva
Zo bepred ar gwella.