Mont d’an endalc’had

Ma Vijenn Barz

Eus Wikimammenn
P. Le Goffic, 1866.
◄   Eunn Tammik Kozeaden Ma Vijenn Barz Chapel Zand-Ervoan   ►



MA VIJENN BARZ


————


Ha ! Perag n’am euz ket
Ho Telen alaouret,
Marzin, Gwennc’hlan, Rivoal,
Barzed ann amzer all ?
Vel-d-hoc’h, a vouez huel,
Da ekleo Breiz-Izel,
Me a daolje ur c’harm
Skiltr vel hini ann arm.

Gand ur vouez ar skiltra,
E iez Breiz ar gaera,
Hep ehan, me veulje
Oberiou kaer Doue,
Ann Doue braz krouer,
He c’halloud, e vrazder,
He c’hloar, e vadelez,
A bep peur-badelez.

A droc’h askel gant herr,
Me garje vel ann er,
Nijal dreisd ar goabren,
Sellet, heb divalven,
Ouz ann heol binniget ;
Gweled ann dud bodet,
Evel eur stroll verien,
O virvi er boultren.

Perak oun ken dister !
Evel ann alc’houeder,

Pa fell d’ez-hi sevel
Er c’houmoul re huel ;
He renk, timad, diskenn
Da guza, en erven,
He askellik feaz ;
Me zo vel-t-hi, siouaz !


N’oun ket Barz ! nann biken
Na vrudo ma zelen,
Ho ! nann ! ha koulsgoude,
E trid ma holl ene
O weled ar c’houmm eonuz,
Gand eur c’hrozmol euzuz ;
O tidarza, diboel,
Dreisd ar c’hereg huel.

Karoud a rann gwelet
Dre ann hoabl al luc’het
Gand ho gourgammou tan,
Klevet trouz ann Taran,
Pa strag er goumoulen ;
Ar ster gand he frouden,
Ar stourm, o c’hwibanad,
Pa zraill derven ar c’hoad.

Karoud a rann, dreist holl,
Arvezti ouz ann heol
Pa strink, euz ar beure,
Dreist kribel ar mene ;
D’abardaez, pa guz,
Barz ar mor islonkuz,
O tana ann envou
Ha kern ar gwagennou.


E pad eunn nozvez han,
Gand eurvad, e karann
Gwelet dremm gaer al loar,
Ar rouanez dispar,
Ar stered hep niver,
Hadet gand ar C’hrouer,
E giz da vleuniou tan,
Dre volzou ann hoabl splan.

Euruz oun, pa welann,
Ar valafennik skan,
Gant he c’hammigellou,
Pa nij, war ar bleuniou,
Pa glevann, er vojen,
Al labouset laouën,
O richana dibled,
O zon d’ho farezed.

Me gar, a nerz kaloun,
Kemend a zo gwirioun,
Iaouankiz ha glanded,
Galloud, ijin, spered ;
Gant truez e lenvann,
E dro d’in, pa welann,
Paourentez, dienez,
Gouliou, hag enkrez.

Kazed am euz bepred,
Pilpouzet, trubardet,
Ann teodou binimuz,
Ar vezventi fankuz,
Mignouned diwirioun,
Tostenned digaloun,
Stouet rag al Loue aour,
Didruez ouz ar paour.


Ha ! Perag n’am euz ket
Ho Telen alaouret ?
Heb ehan, me veulje
Oberiou kaer Doue,
Me zraillje, hep-paouez,
Dindan zaol va boutez,
Ann holl amprevaned
A skuill binim er bed.


————


Da Iann Arc’hant, e Paris.


Eur gwir vugel,
Da Vreiz-Izel
A ra enor
D’he vamm Arvor.


————