Ann Hend Houarn

Eus Wikimammenn
P. Le Goffic, 1866.
◄   Mouez ar C’hleier Ann Hend Houarn Ar Fubuen   ►


ANN HEND-HOUARN


————


I.


Ann hend-houarn ! ann hend-houarn !
Bouzared eo ma diou skouarn,
O kleved ann dud o rakad
Evel glazarded enn eur prad !


Hend ann Ifern ! me Iann Gegin :
Ijin ouz ar Spered-Malin !
Deiz ar varn, siouaz ! a zo tost,
Pa-z-a Lusifer da vestr-post !

Hend ar foultr ! me eur c’harretour :
Barned omp gan-id d’eva dour,
Konduktored, postilloned,
Kemend a vev ouz strag ar foet !

Hend ann Diaoul ! me ann hostizez :
Red vo lounkan ar iod hep lez,
Ne dremeno ken dre aman
Met pillaouerien ha chas-klan !

Hent milliget ! me ann aotrou :
Te n’euz dallet ma fenestou,
Diskaret kraou ha marchosi,
Laked ann itron da zodi.

Hend ar gounnar ! me Bipi-Gouer :
Te n’euz gret d’in eur c’hoari-gaer !
Ma laked d’ober ul leo dro
Vid darempred ma douaro !

Hend ar malloz ! me eunn dostenn :
Te n’euz skarzet ma zi kempenn :
Mevel, matez, ma greg Jannet,
Skubet gand ar Cheminoed !

Hend ar waleur ! me Ivonik :
Euz toull ma dor welenn Fantik ;
Eur menez tre-z-omp zo bernet,
Eur mignoun tostoc’h d’euz kavet !


II.


Ann hend houarn, ouzomp ervad,
En deuz touzet meur a zanvad ;
Med laket n’euz meur a laouek
Da c’houeza n’he groc’hen touzek.

Taolet n’euz aour e krabanou
N’ho doa meudet med santimou,
Torched daelou intanvezed,
Dilouedet merc’hed koz-viret.

Kement-se zo c’hoariellou,
Heb dale welfot burzudou,
Eur-vad d’ann hend, nerz d’he sutel !
Ha peb seurt vat da Vreiz-Izel !

Goulenn a refot, marteze,
Piou n’euz fluted ar zon nevez ?
Eur C’hernevod, o c’houezan stard
Vid aveli e goz vombard.

Ped c’hoar hena t’eus, ma zonig ? —
Kalz re, me eul leanezik,
Ouc’hpenn tregont zo anezhe,
Unan zo koant… c’hoaz marteze !


————


D’am mignoun ha kenvreur F.-M. Ann Huel.


Kaned am euz gant kalz dudi
Da cheminaouez Keralzi,
Na stouf ket breman da skouarn,
Ma kaninn d’id ma hend houarn.