◄ Ann Den Hanter-Hoad hag e ziou vestrez | Raz Kear ha Raz Kouer | Margod ar Bik ► |
Eur raz, aotrou pinvidik,
Euz a gear Iz, ginidik,
A bedaz eur razik kouer
Da goania gant-han, er ger.
Ar c’houer, goude kalz neusiou,
Soublerez, — skrapadennou, —
A ieaz d’he heul timad,
E gortoz ouc’h eur pred mad.
Souezed eo, ar paour kez,
Pa zigouez barz er palez :
He c’henou, frank digoret,
He zaoulagad dislounket,
Na wel med aour o lintri,
Mellezouriou o skedi,
War ann daol eur stal blajou,
Leun a beb seurt madigou.
Digor frang he ziou froen,
Da rufla ho mogeden,
Tramouillad ra he c’henou,
Ha lipad he vuzellou.
Divadaoui ra, velkent,
Gand ar c’hoez vad ; a nerz dent,
A greiz kaloun n’em laka
Da grignad ha da zrailla.
— « Ma feiz ! — me Iann ar Mezou,
Eunn askel enn he c’henou,
— » Beza aotrou zo gwall gaer !
» Me a renko choum e ker.
» Ann diaoul gand ar panez,
» Ann irvin, ar patatez !
» Hag ouc’h-penn c’hoaz ma renker
» Ho chakad er parkeier !
» Lounka dour vel gleskered,
» Houn-nez n’eo c’hoari e-bed !
» Gwella gwin zo e kear Is !
» D’ho iec’hed, aotrou markiz ! »
Hogen, e kreiz ar stok-gwer,
Oe kleved eunn drouz pounner,
Gant merc’h Grallon o c’hoarzin,
Hi ha meur a vastokin.
Ha ma razed da redek
Heb galloud torcha ho bek,
War ho lerc’h chas kounnaret,
Eunn targaz ha lakounet.
Ann daou geaz a red, a red
Evel loened difelc’hed,
Ha paneved eunn toull go,
Oant skubet gand ann Anko.
— « E feiz ! — me gouer, dialan, —
» Ar foultr gan-ez ha da goan !
» Gwel eo d’in louzou, heb-nec’h,
» Eged kik, e kear, gant rec’h !
Nag a reuz ! bugaligou,
P’erru mestr ann avalou !
Nag a veac’h ! Pipi al laer,
Ma vez tapet c’hoaz emberr !
Mignoun feal e peb amzer,
Pe vo ann hoabl teval pe gaer.