Margod ar Bik

Eus Wikimammenn
P. Le Goffic, 1866.



MARGOD AR BIK
AR PLAC’H FAEUZ


————


War Don : Petra zo nevez e Kear Iz


I.


Anaoud a rit ? Piou na ra ket
Margod ar bik, a Ger-Biget,
Eur c’hrac’hik kromm ha barvegez,
Vel ma vi te, Fant skrignerez.

Houn-nez zo bet eur bompinen,
Eur plac’h a dan, mistr ha kempen,
Lemm a spered, lemm a lagad,
Ha penn-herez dreisd ar marc’had.

Faeuz e ioa, ha faeuz braz !
— « Mar kemerann, e me-z-hi, eur goaz,
» He renk kaout nerz ha koantiri,
» Teod eur c’hloarek, stumm eur pipi.

» Eur galoun domm heb boutou Berr,
» Reiz ha zentuz e peb amzer ;
» A wenn vad he renko beza,
» Gand eunn tamm brao a beadra. »

— Kement si vad renkje kavet,
Si fall e-bed pe nefra c’hret,
Eunn den vel n’euz, na vo biken,
Eal da huvre, Madalen !


II.


— Tostaad a ra potret farod
D’ober askellik da Vargod,
Tud a zanve, — koant, — stummed mad, —
Ar plac’h ne gav hini d’he grad.

— « Ato ! me dimi d’ar seurt-se !
» Trelated int, zod-nai, ma fe !
» Sell Iann, gant he fri minaouet ;
» Fanch, ann daoulagad dilavet ;

» Loeizik, eul logoden vihan ;
» Job, eur geuneuden dreud ha moan :
» Hen-man pladen vel eul loue,
» Hen-hont ker feulz hag eur c’hole ! » -


III.


— Pa oant skuiz oc’h huanadi, —
Int skampet, — hini ha hini ; —
Neuze tosta potret teuskoc’h :
Daou intaon loued, eur zeller moc’h…

Margod a ziroll da c’hoarzin
Gand neusiou kroug, dirag ho min.
— « Ne lakinn ket, — ac’han da bell, -
» Spillou da goef zantez Katel. »


IV.


— Ann hoad a zeu, keno genet !
He bleo zo griz, he bek ridet,
N’heller ket, siouaz ! nevezi
Beg eur plac’h koz vel tal eunn ti.


Ar mellezour, ar c’hloc’h, bemdez,
A lavar d’hei : « Dimez ! dimez ! »
Ar big a grog enn he skouarn.
Ho ! mil bennoz d’ann hend houarn !

Kaved e deuz eur Cheminod
Tord, jilgamm, luch ha divalo,
Eul lountrek, paour evel eur raz,
En em ginnig a renkaz c’hoaz.


V.


— Penaoz he kavid ar gentel,
Merc’hed breuriez santez Katel ?
Ha c’houi, gragez Cheminoed,
P’euz ked a geuz d’ar Vretouned ?


————


D’am mignoun Viktor Kresolles, e Kombrit.


————