◄ Distro ar Zoudard e Breiz | Ar Zoudard Fougeer | Mouez ar C’hleier ► |
Sellit ! Sellit ! Ar briz-aotrou !
Penaoz e lugern he voutou !
Eur ribod blevek war e benn,
Keid ha losd eur big e chupen !
Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-kar ar renead !
He vleo zo ranned ha flouret,
He voustachou ruz zo peget,
Stumed e giz da higennou
Evit pesketa kalounou.
Diskan, Kis…
Eur c’houriz glaz enn e gerc’hen,
War he zaoulagad diou werenn,
Ouz he chaden grizillonou,
War e grabanou manegou.
Kis…
Kaozeal a ra kraouennek,
Distaga ra peziou gallek,
E dad a zo monsieur mon père !
E vamm, mar plich ! madame ma mère !
Kis…
Beteg al loudourenn he c’hoar,
A zo brema, mamzelle Victoir !
Ma aotrou n’eo ’met un vieil âne !
Ha me, une fichue bazane !
Kis…
He dad, eur c’hakouz a ligne
A gign markenned a zoare,
He vamm a rastel, enn hent braz,
Gand he c’hrabanou, fiez glaz.
Kis…
He c’hoar, foei ! a zo leanez
E leandi ar Patatez ;
Ha gweled hon deuz ann aotrou,
He roched louz meaz e vragou.
Kis…
Ne zalud Persoun na Kure,
Vel eur pagan e tou Doue,
Ne gred ket, tamm, d’ann Diaoulou,
D’ar Bugel-Noz, na d’ann Teuzou.
Kis…
Seiz vloaz eo bet zoudard brudet,
War Dour Malakoff n’euz kludet,
Ha paneved n’ouzonn petra
E vije kabiten brema.
Kis…
Ato ! Zoudard ! eur zoudard kaer !
Zoudard (resped d’hoc’h ann talier) !
Ar marmouz biskoaz n’euz gwelet !
Med tan ar gegin, enn oalet !
Kis…
N’enn deuz gweled enebourien
Med war zu gin ar vedalen ;
Ma n’euz lazed eunn enebour
N’euz-han beuzet gand eunn tenn dour.
Kis…
Mestrezed a lavar, n’euz bet,
Ken na wie pelec’h lammet,
Ha ranket n’euz skampa dre laer,
Pe vijend deud d’he heul d’ar ger.
Kis…
Ouc’h ar vombard ra eur sutell,
Ouc’h ar zac’h biniou, eur porc’hel,
Danserien ha danserezet
A zo eur stroll zaout penn follet !
Kis…
Harao ! War-n-han, prim a-c’halen,
Koz kemenerig ! brouder c’hoen,
Kerz da glask da grinolinou,
Da strinkerez ha da louzou !
Kis ! Kis ! ma c’hi, d’ar briz Breizad !
Beac’h da gof-gar ar renead !