Kimiad eur Zoudard Iaouank | Distro ar Zoudard e Breiz | Ar Zoudard Fougeer ► |
Da weled a rann adarre,
Va bro gared, Menez Are, —
Pell diouz-in poan hag enkrez !
Tridal a ran gant levenez !
Gweled a rann, — pell e draonien,
Tour ann iliz, er goumoulen ;
Ar moged, n’eur droidellad,
O tibrada uz ti ma zad.
Kleved a rann ar c’hloc’h sklentin,
Ar vombard, ar biniou lirzin, —
Eunn eured a zo dre ama,
Jadabao ! ebat ! tra, la, la !
Deiz mad ! deiz mad ! kamaraded !
Gwin leiz ar skul ! kanomp, paotret !
Eurvad d’e-hoc’h, priejou nevez,
Gand eur c’hrubuillad vugalez.
Ma mamm ! ma zad ! ma dous Mari !
War ma c’haloun ! ha stard, ho tri !
C’hoarzomp ! gwelomp ! vad ra gwela,
Gwelan, gand euruzted ha joa !
Sellid ouz-in ! iac’h pesk, bepred !
Kreiz ann tann ruz, kreiz ar c’hlenved,
c’houi a viraz, Gwerc’hez c’hlan Breiz,
Ar zoudard paour a zalc’h ho feiz.
E Rumengol, deiz ar pardoun,
M’ho trugarekao, Itroun !
Me rai zeiz tro d’ann Aoter vraz,
O kerzet war ma daoulin noaz.
Ma c’hi Mindu ! Perag iudal ?
Na zistroinn ken da Vro-C’hall ;
Ni a raio c’hoaz tro ar c’hoad ;
Vit ma-z-oud koz, da fri zo mad.
N’oun ken soudard ! Mamm, ma chupen,
Paed eo ma dle d’al lezen.
Mari ! Tap krog er zizaillou,
Deuz da droc’ha ma moustachou.
C’hoarzin a rez ! Ma ! keuz m’euz d’he,
C’houez ar poultr a zo c’hoaz gant-he ;
Bet int skournet, bet int rouzet
Hogen, gand den n’int bet krennet !
Tavomp war-ze, — eur pok brema ; —
Peur ann eured ? — Perak ruzia ?
Lar-ta d’am mamm, zo mamm d’ide,
Boue ma da hini gand Doue.
Ann hanter-noz ! — Prim d’ar gwele !
Varc’hoaz vintin, abred vo de, —
Ni a ielo, holl, a vanden,
D’ober gweladen penn da benn.
Redeg a refomp ar prajou,
Ar parkeier, ar brouskoajou,
Gweled a vo ann eubeulien,
Ar c’hezek, ar gazek velen.
Ar zaoud, al loueou dizonet,
Ar c’hole briz, ann eujenet,
Ha (resped d’ann neb am zelaou)
Al loen a zoroc’h enn e graou.
Ma meuz desked eunn tamm gallek
Meuz ked dizesket brezounek,
Na meuz ked ankouet ma c’himiad,
Kernevod oun ! Penn kil ha troad.
Piou na gan ma c’himiad er vro ?
Ra blijo d’hoc’h ma zon distro.
O ! vit meuli hor Breiz karet,
Unanomp hor moezou bepred.
X....................................
Te a oar frita louzou
Ouz droug-kof, remm ha pistigou,
Me a ziduel, gand eur zon,
Ann den gouliet a galon,
Me ra gwela, sonjal, c’hoarzin :
Em giz, n’oun-me ket medisin ?