Pajenn:Proux - Bombard Kerne, 1866.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —



ANN DEN HANTER-HOAD
HAG HE ZIOU VESTREZ


————


War ann Ton ma karot


I.


Na heller ket beza bepret,
Beza bepred ha beza bet :
Houn-nez zo eul lezen digar
A bado keid hag ann Douar.


II.


Jakez zo bet, siouaz ! n’eo mui,
Eur potr frammed a izili,
Breman eo daoubleged he chouk,
Loued he vleo, kremenned he c’houk.

Ar merc’hed a gare kenan,
Hi a rae chiboudou d’ezhan,
Hogen, euz he holl vestrezet.
Diou hep-ken n’euz gallet miret.

Ann diou-man oa intanvezet,
Gragez a don (kredi hellet) :
Unan out-ho zo bepred glaz, —
Majorez, velken, a bell braz ; —

Eben oa eunn tammik melget,
Hag eunn nebeudik dislivet,
Roud ann hoad a wie kuzat
Hag a zek vloaz n’em iaouankaat.