Hirvoudou ar Chaseer

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
P. Le Goffic, 1866.
◄   Ar Fubuen Hirvoudou ar Chaseer Ar Paour Keaz Lazar   ►


HIRVOUDOU AR CHASEER


KINNIGED
D’AM MAB PROSPER
Telegrafier


————


War Don Gallek : La St-Hubert


Gag e pep leac’h ! ha gag bepret !
Sier goullou ha min mouzet,

Setu petra eo ar chase.
Ha keuz t’euz c’hoaz d’ann didu-ze ?


————


Tan ha kurun ! Ludui vel kizier !
Ni zo c’hoaz reud, soun mad war hon hellou !
Med ne gav mui netra ar chaseer ;
Petra dalfe bragal dre ar parkou ?
N’oun ket c’hoaz moal ! ma baro n’eo ket loued !
Lies, velkent, en deuz bervet ma gwad
Pa zelaouenn mouez skiltruz ar chas-red,
Hag ann drompill o tournial er c’hoad.

Gweled am euz ann tourc’h-gouez kounnaret,
En em strinka dre greiz ar brouskoajou,
Ar iourc’hik, mistr, gand ar spouroun follet,
O tibrada, huel, dreisd ar bodou.
Peleac’h ind eat, — moc’h-gouez ha iourc’het ?
Ann diveza zo dare da vervel !
Na choum out-ho, med kroc’hen direunet,
Hag eskern kraz, stag ouz dor eur c’hastel !

Ar bleo, ar plun, holl, siouaz ! ez int boull,
Ouz ar gedon, n’en deuz hogoz hini,
Ar c’honifled a guz barz enn o zoull,
Gread eo, pell zo, kanvou ar c’hlujeri.
Gedon penn gwenn — ha glujiri koefet,
Ar re-ze c’hoaz, zo stang er parkeier !
Potret diskuiz, diwallit, mar keret !
Ar gedon ze a bag ar chaseer !


Ni hon deuz bet amzer vad koulskoude :
Tennet, lazet, karget leiz hor sier.
Tud iaouank kaez ! Petra dapit aze ?
Logod, razed, pintiged ha kizier !
Grid evel-d-oun, skourit ho fuzuiliou,
Zant Hubert koz, hon tad hag hor faeroun,
A zo mouzet war e skaon, enn Envou,
D’hen divouza, kournomp a nerz-kaloun !


————