Mont d’an endalc’had

Eur zac’had marvailhou/a-bezh

Eus Wikimammenn


Yvon CROCQ

(EOSTIG KERINEK)


Eur

Zac’had Marvailhou




Éditions de la Revue “ BUHEZ BREIZ ”


E KEMPER

E ti Ad. LE GOAZIOU, Leorier

7, STREAT SANT-FRANSEZ


1924

Priz : Ugent Real.




EUR ZAC’HAD MARVAILHOU



————




E ti an Aotr. AR. GOAZIOU, leorier,


7. streat Sant-Fransez (dirag ar c’hoc’hi),


KEMPER (Penn-ar-bed),

e kavfet da brena :

GWECHALL-GOZ E OA…
MARVAILHOU DASTUMET

gant

G. MILIN

Priz : 2.50 ; gant ar frejou-kas dre ar post : 2.80

Ha meur a leor all skrivet en brezoneg : leoriou war Istor Breiz ; leoriou-oferenn ; leoriou war al labour douar, hag all…

――― ALI ―――

Neb a fell d’ezan anaout an holl leoriou nevez brezonek, kerkent ha ma ’z int moullet, n’en deus nemet e c’houlenn digant an Aotr. AR GOAZIOU, en eur rei d’ezan e hano hag e chomlec’h (adresse). Kaset e vezo d’ezan ar c’helou evit netra, kel lïes gwech ma vezo lakeat unan

e gwerz.

Yvon CROCQ

(EOSTIG KERINEK)


Eur

Zac’had Marvailhou




Éditions de la Revue “ BUHEZ BREIZ ”


E KEMPER

E ti Ad. LE GOAZIOU, Leorier

7, STREAT SANT-FRANSEZ


1924


Moullet a zo bet ivez


dek leor war baper Holland


viverennet eus a 1 da 10




LODENN GENTA


———


GWECHALL GOZ


——————





MAB-KAER D’AR ROUE


————


I


An devez ma krogas gant e ugent vloaz, Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a voe kaset da c’haloupat bro pell pell diwar e dro gant e dad, roue Bro ar C’haperien, eun niz bihan bennak d’ar roue Grallon (Doue d’e bardono !), an hini a zo uhel-bignet, du-ze war gein e varc’h-mein, etre daou dour Kemper-Korantin.

Ya, ha bloaz a oa, deiz evit deiz, abaoe ma oa pelleat Youen diouz palez e dad, evit mont da veachi da brena furnez, — pe da glask skiant-prenet o veachi, — pa zigouezas, eun abardevez hanv, war zouarou e baeron, ar roue Pentudi, a astenne e c’halloud war holl Vro ar Vigoudenned, zoken war Bont-’n-Abad.

An heol, o vont da gousket, a lede eur vantell ruz war vogeriou Kerbutun, pa dremenas dre borz ar c’hastell ar prins yaouank hag e dud.

Youen, ma ne oa ket pounner samm ar bloaveziou war e chouk, na pounner bec’h ar rebechou war e goustians, ne oa ket kennebeut kalz pounneroc’h pouez an aour en e yalc’h louedet. An tad, a-raok ar c’himiad, en doa tailhet ar c’herc’h, hag heuilhet dister a-walc’h e oa prins Pouldahud.

Selaouit kentoc’h…

Er penn a-raok, kichen-ha-kichen, eun hanter dousenn ourouleriou, mar plij, a-istribilh o tintal ouz gouzoug pep-hini, e kerze daou goz azen blevek, fall a-walc’h evit beza gwerzet d’ar c’hign, hag a gerze netra ken nemet abalamour m’ edont boazet. War gein an ezen divalo-ze, eun tabouliner hag eun trompilher. Nag int a zone ! Nag int a gorne ! Ken gwaz, da vihana, ha ma raio an êlez, evit hon dihun diouz hon c’housk maro, a-benn fin ar bed !

Goude-ze, daou varc’heg, treut-gagn o c’hezeg, ha peb a bikol kleze hir ganto o ruza betek an douar, tokou houarn war o fennou gouest a-walc’h da lakaat ar Gristenien da sponta araozo.

War o lerc’h e teue eur pez kanval, hag unan uhel ha krenv, deut, n’em eus ket a zonj peur na penaos, eus gouelec’hiou ar Vorianed. Kredit ’ta, ar c’hanval, hep diskouez an distera tamm skuizder, a zouge ar prins Youen war greiz e vell-kein etre e ziou dorgenn ; war dost d’e c’houzoug, an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez ha, war e dalier, ar mevel bras teo Gwinardant. Paour kêz kanval, sell !…

Hag, evit kloza ar strollad, war droad, pakajou ganto ouz o chouk, eur medesin, eur barver, eur c’heginer, hag eul lakez evit ober n’em eus dalc’het mui sonj petra. Arabad d’in kennebeut ankounac’haat ar pevar ki-bleiz a fringe, a harze aman hag a-hont, gwech a-raok, gwech a-drenv.

Del ! Setu aze penaos Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a zigouezas e-barz maner Kerbutun, e ti e baeron Pentudi, roue ar Vigoudenned.

Holl hekleviou ar porz bras a zihunas gant trouz ar chas-bleiz o chalpat, gant trouz an ourouleriou o tiridignat, gant trouz ar c’hlezeier hir o tastoni war ar vein, kement ma teuas da zellet d’o frenestr, diou verc’h ar roue, Braventez ha Gwennig, yaouank o-diou ha merc’hed koant, nemet Gwennig a ranke dalc’hmat plega d’he c’hoar hena Braventez, bet moumounet gant he zad, abaoe ma oa anezi, ha boazet da ober e pep lec’h he mestrez.

An diou brinsez a welas ar c’hanval o soubla war e zaoulin disvlevet, hag ar prins yaouank o lammet prim d’an traon, hag o rei an dourn da zikour da ziskenn e vevel teo Gwinardant, eur paotr reut e jiletenn ha ne vije morse hanter-vezo nemet seiz devez bep sizun ; ahendall eur servijer eus ar gwella.

— Kalon vat en deus, eme an hini yaouank.

— Kalon vat, foei ya… evit e vevel ! N’eo ket d’ezan eo da zikour. Ne oar ket derc’hel e renk, em eus aon ! eme an hini gosa, en eur rodal… Ha neuze, emezi c’hoaz, sell ouz e azenned divalo !

— O ! eme ar c’hoar all, divalo a-walc’h, met beo int, hag eun azen beo a zo talvoudusoc’h eget daou varc’h maro.

An aotrou manac’h Leunafurnez a zistagas eur zarmon gaer evit saludi paeron e ziskibl, ken kaer ma tic’henaoue ar chas-bleiz puchet war deleziou an nor-dal, ha ma heje ar c’hanval trist e benn moal.

Ar roue koz Pentudi, n’eo ket red hel lavaret, a zigemeras mat e filhor, ken laouen an tamm anezan ma paeas eur picherad eus e wella jistr digaset war-eün gant eur merour diouz Kergoadik e Fouesnant. Betek Gwinardant e-unan a ganas meuleudiou d’ar jistr melen.

— Piou ’oar ? a zonje ar roue ; setu aze eur filhor hag a vefe ennan danvez mat a-walc’h evit beza va mab-kaer aman e Kerbutun, rak, n’eus ket da dorta, emaoun eur pennad brao a zo o koza, ha, pegwir digant va rouanez (pell zo eo tremenet ha Doue d’ he fardono !) pegwir n’em eus bet nemet merc’hed, mall eo d’in bazvalanat evito hag a-raok pell c’hoaz, m’am eus c’hoant da welet ar roueed vihan o tidenvi… Ya, filhor ha mab-kaer, ni a welo bremaïk.



II


Hogen eur c’hiz a-holl-viskoaz a oa neuze e rouantelez ar Vigoudennéd. Hervez lezennou ar vro, ar roue koz, pa ne veze ket a baotred, a veze red d’ezan ober tri goulenn ouz e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc’h a furnez, a nerz kalon, a spered, a ijin a c’helle kaout an den yaouank a dlee beza fiziet etre e zaouarn eur verc’h garet ha stur pounner ar gouarnamant.

Evit mont penn-da-benn gant roudou ar wirionez, eo red lavaret e oa krog ar c’hoant dimezi e-barz ar brinsez Braventez. Met, dre ma ouie edo he lignez a ouenn goz hag uhel daoust d’he nebeud a binvidigez, ar plac’h figus ne gavas ket kalz diouz he doare Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, abalamour marteze d’ar c’hanval, pe d’an azenned, pe… ha me ’oar, me ?…

— Filhor, eme eur mintinvez ar roue Pentudi, kredi a ran ez eus ac’hanout eur paotr a boell hag a furnez ; goulenn a ran diganit evelato ma hen diskouezi freaz hag anat d’eomp !

— Petra eo ar stal ? eme ar prins Youen.

— O ! dister a-walc’h ! Eur c’hoz tamm sonj hag a zo nevez deut d’in.

Ha Youen a zoublas izel :

— Ne garan nemet senti ouzoc’h.

— Ma, setu aman. Dec’h diveza, e-pad ma oan o redek eun houc’h gouez dre aze, e welis e oa eur wezenn a re e-touez gwez va c’hoajou. Kerz ’ta da glask ar wezenn-ze, va faotr, ha, pa vezo kavet, digas anezi d’in aman.

— Salokras, aotrou roue, re zister dra a c’houlennit diganin. Lavarit pehini eo ar wezenn a faot d’eoc’h, ha kredit e vezo hi aman dizale. Pehini eo ?

— D’it da glask, eme Bentudi. Sell, klask en-dro d’it, ha dibab hervez ma kari. Da vihana, gant ma tibabi ar wezenn a c’hoantaan ! Evit al labour, e c’helli kas ganit enn toullad glaouerien begou-du : Met dalc’h mat sonj da gemer kuzul kepken diouzit da-unan ha diouz ar c’hoant a teus da gas da vennoz da benn evit plijout d’in.

— Siouaz Doue ! paeron paour, kenkouls tra eo d’eoc’h dioc’htu goulenn diganin mont daved eur steredenn eus an nenv binniget. Ma plijfe c’hoaz gant ho polontez rei d’in da anaout gouenn ar wezenn-ze.

— Gortoz, filhor, hag e klevi. Eur prins a zo eur mesaer tud, hag a zo e vicher klevout ar pez a daver dirazan, gwelet kement a guzer ; hag ivez tremen hep gwelet a-wechou an traou a laker dirak e zaoulagad. Gouzout en em ober, en em drei, setu aze ar vicher ! Disk anezi, va faotr,… ha roust, en em denn ac’halen da glask va gwezenn.

Hor paour kêz den yaouank, daoust d’ezan da veza prins, markiz, beskont, aotrou, — sonj ho peus dalc’het marteze eus e hanoiou, — a oa nec’hetoc’h eget e ganval o tiskuiza, en e varchosi, dirak eur bailhad brenn hag eun hordennad foenn… C’hoaz e lavar meur a hini ez eo brao beza a lignez uhel. Ha ya vat ! Foei, sell !…

Met ar roue Pentudi en doa gourc’hemennet, ha red e oa senti. Hogen penaos ?

Aze e oa an dalc’h, ha Youen a zebre e dammig spered o klask gouzout dre be benn diluia ar gudenn rouestlet-ze, ha kaer klask en doa, netra ne gave.

E-kreiz ar c’hoad, en-dro da Gerbutun, eun hanter-dousenn glaouerien mogedet a c’hortoze prins Pouldahud, prest da bilat ar wezenn, kerkent ma vije dibabet.

— Gortozit c’hoaz eur pennadig, paotred ; met ne c’hedoc’h mui gwall-bell ; c’hoaz amzer d’in hepken da ober eur zonj hag eun dro ziveza. Bremaïk ema-hi d’eomp.

Ha Youen dounoc’h-douna e-barz ar c’hoad.

Ha ya, feiz ! Hag e oa gwelloc’h ? — Tamm ebet ! Gwez aman, gwez aze, gwez a bep tu, gwez du-hont, a-zehou, a-gleiz, a-raok, a-drenv, ha nemet gwez hepken ! A-wechou ar brankou en em skoulme ken stank eus an eil gwezenn d’eben ma reant a-zioc’h ar penn evel eur vaot denval, eur ganevedenn vodennek, bec’h da sklerijenn an deiz en em zila drezo. Ha fresk dindane, yen zoken. Ha sioul evel e-barz eun iliz ; trouz all ebet nemet klemmadennou an deliou hejet gant an avel, oa skrijadennou ar c’hizier-koad o c’hoari en em dapout. Dizaon zur edo an aotrou Youen ; me ’gred, koulskoude, e vije bet ken laouen, o klevet kanaouennou eul labous pe c’houitelladennou eur mesaer.

Ha perak ivez ’ta, evit kavout eun ali mat bennak, n’en doa ket digaset gantan an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, pe zoken ar c’hofek teo Gwinardant ?

— Ac’halen, eme Youen outan e-unan, n’eo ket eur wezenn a vije ezomm da bilat, na dek, na kant ! met mil, dek mil, evit rouesaat ar paour kêz koad tenval-man. Hag ar roue en deus lavaret unan hepken. Mat ! Met pehini eo ar wezenn-ze ? Dero bodennek, pe bezo kizidik, pe fao uhel, pe evlac’h ruskennek, pe pin gant o spilhou glas ? Ha, va roue paeron, setu aze eur zonj treut maget en ho faltazi !

Ha prins Pouldahud da zistrei daved ar c’hlaouerien chomet du-hont azezet da varvailhat, dindan eun dervenn divlenchet ha dirusket doun gant ar gurun.

— Evit houman, an dervenn-man, divalo a-walc’h er stad-ze, a dle beza skuiz en he zav. Fest ar vouc’hal a rafe vad marteze d’he zrojenn. Ya, met nebeud a dra eo evit va faeron roue…

Setu hen nec’hetoc’h eget biskoaz, pa glevas eur vouez fresk o tiskorda krenv da c’hoarzin en e gichen. Braventez eo a oa oc’h ober he baleadenn, eun toullad dimezelled kaer hag aotrounez yaouank ouz he heul.

— Penaos, emezi, n’och ket evit ober ho mennoz ? C’hoant ho peus marteze da chom aze da ober gwriziou. Da eo d’eoc’h neuze hel lavaret, evit ma vezo digaset ho koan d’eoc’h aman !

— Ya, prins Pouldahud, grit eun dibab ha buan ! eme dek mouez all.

Hag int ac’hano, o c’hoarzin goap leun o begou, ken ma tregerne ar c’hoad gant o moueziou.

Ha Youen a chomas e-unan, hep gouzout kalz war be droad poueza, na war be du koueza, pa glevas eun eostig o c’houitellat drant e ganaouenn.

— Ha setu te du-hont, va labousig koant, kludet uhel war vlenchenn ar vrava eus gwez ar c’hoad-man ! Ya, eostig, entent mat a ran ac’hanout. Gouzout a ran, da gan a lavar d’in ez eo ar wezenn-ze a rankan kas d’am faeron roue. Evel-se e vezo great ; heuilh a rin da ali. Ha mil bennoz da Grouer d’it, evnig keant, da veva koz ha da gana kaeroc’h bemdez ! Kenavo !

Hag hor Youen, evit tapout an amzer gollet, da redek da glask e c’hlaouerien begou-du. Hag an holl war gorf o roched ha bec’h d’al labour ! Ne badas ket pell an traou. Ar wezenn gaer ne voe na troc’het nag eskennet, hogen displantet en he fez, gwriziou hag all, hep droug ebet, rak ar filhor a felle d’ezan ober e gefridi eus ar c’haera.



III


An heol a guz du-hont e benn ruz a-drenv an torgennou, pa zigouez prins yaouank Pouldahud e Kerbutun, hag, evit rei da anaout e zistro da dud ar c’hastell, eur gward a zon e gorn-boud.

Setu an holl o tiskenn buana ma c’hellont ; ar roue Pentudi, Braventez, Gwennig, an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, ar mevel bras Gwinardant, gantan eur picherad jistr, hag an dimezelled hag ar flec’h, hag an duchentil, betek zoken ar vevelien.

— Va faeron roue, eme Youen o tostaat, mar plich, pourchasit peb a vanne jistr evit va glaouerien. Eman gleb o chupenn war o roched ha dizec’het o gourlanchenn, rak, va c’hredit, tomm eo bet an abadenn. Met deut eo an traou da vad, ha bremaïk e vezo digouezet dirazoc’h ar wezenn am eus dibabet, unan hag a vezo diouz ho toare.

Setu ma klever trouz gant treid ar c’hezeg, gant gwigour ar rojou-karr, gant galv ar chalboterien ha strakadennou ar skourjezou.

— Aotrou Doue ! eme an holl zellerien, petra eo hounnez, ar wezenn-ze ?

Dek karr bras a oa bet staget lost-ouz-lost, ha kezeg, forz pegement, sterniet da chacha. Ha setu penaos e teue betek porz ar maner eur mell gwezenn gourvezet penn-da-benn war ar c’hirri.

Ar roue koz, hag a wele c’hoaz mat eus a-bell, ne zaleas ket d’anaout ar wezenn.

— Seiz kant luc’hedenn gamm ! emezan gant e vouez c’hroz. Kalz gwelloc'h e vije bet d’in beza bet paeron da vab an truilhaoueka pilhaouer eus bro ar Vigoudenned, eget beza eat da zerc’hel war mean-font ar Vadiziant eur bitouz ken diempenn, eur marmouz ken diboell ha ma ’z out-te, prinsig Pouldahud ! N’ouzez-te ket eo hounnez, ar wezenn a teus displantet, diskolpet hag hanter-lazet, n’ouzez-te ket e teu ar wezenn-ze war-eün eus kear Is, kear-veur hon tadou-koz ? Amziod paour ! Ar zant bras Gwennole eo a zigasas e-unan aman ar wezenn-ze, pa n’edo c’hoaz nemet eur blantennig dister. Mont d’en em gemer evel-se ouz eur wezenn ken kaer, ken sakr, ken… ken…, eur wezenn hag a oa aze marteze o tiwall hon gouenn !… Sell, nebeut a rafe d’in da ziskolpa ivez, ha diwrizienna da ene diouz da gorf !

— Re bell ez it ivez ; tad, eme Gwennig, he c’halon o piltrotat d’an daoulamm-ruz en he c’hreiz ; lezet ho poa an dijentil yaouank da ober e zibab.

Prins Pouldahud a oa mantret, pladet ; poent e oa d’ezan zoken !

— Meur a hini, koulskoude, a glaskas teurel dour war dan buanegez Pentudi koz.

— Aotrou roue, laza eur wezenn n’eo ket laza eun den eo, ha pa deufe ar wezenn lazet war-eün diouz Baradoz an Douar, pe, mar karit, diouz Baradoz an Nenv.

Setu an digarez a gavas ar mevel bras Gwinardant, hag hen ken dispourbellet-bras e zaoulagad ha re eun azen pa vezer o skrifellat anezan.

En eur brezegenn distaget mat, ar manac’h kelenner Leunafurnez a glaskas tenna ar zamm a-ziwar diouskoaz e ziskibl :

— Grit rebechou c’houero, aotrou roue, hag ho taoliou ne daint ket dounoc’h er galon eget n’ez a taoliou morzol ar gof en e anne. Ha neuze, daoust hag an oberiou n’int ket da veza muzulet hervez bolontez vat an oberour ?

— Eo, kelenner fur, met n’eo ket a-walc’h kaout c’hoant da ober vad, red eo ouspenn gouzout hen ober. Eas a-walc’h, emichans, e oa d’am filhor entent peseurt gwezenn e oa va c’hoant warni. Ha pehini ken nemet ar c’hoz dervenn goz-ze, hanter bulluc’het gant ar gurunou, gwechall mestrez ha rouanez ar c’hoajou, met hizio, siouaz ! o c’hortoz koueza ; an dervenn-ze hag a leunie va c’halon a enkrez ha va ene a spouron, abalamour ma seblant he zrojenn dam-varo c’hoarzin goap ha lavaret d’in : « Me a zo bet gwechall uhel ha sounn ha, mar brallan hizio, me ’glev da dro o tont ivez da vralla… » Setu aze ar wezenn, ar c’hoz tamm gwezenn hag a oa da droc’ha.


IV


— Hag ho filhor, tad ? eme Gwennig.

— Va filhor, feiz d’am Doue ! Petra ’zervich ? Chom a raio va filhor. Gwelet a fell d’in betek pelec’h e kerzo gant e ziotachou, ha diou gefridi all en deus c’hoaz da ober. Marteze ar gentel a hizio a zougo he zammig frouez… Klev ’ta, filhor, adalek warc’hoaz genta, e vo red d’it mont aze dre ar meaziou en-dro da balez Kerbutun, evit dibab evidon eur boked, met unan hepken, klevout a rez ? Hag en dro-man gra gwelloc’h an traou, te ’oar.

— Evel-se beza great ! eme Youen yaouank. Hag an holl kuit, pep-hini diouz e du.

Ar roue koz Pentudi, hen, evit terri d’e imor fall, a gerzas gant e vinistred da ober eur pennad c’hoari-boulou…

Eun oabl digatar a zav e vantell c’hlas ledet uhel a-dreist an douar ; gwrez an heol benniget, o para war ar bed, en em zil da domma ar meaziou, hag ar gwaziou-dour a hiboud sklêr en eur redek dre parkou ha foenneier. E-barz al liorzou ar bokedou a zav o c’horzennou kizidik, hag a zigor o c’halon da c’hoarzin : o deliennou briz-livet en em led, hag o c’houez-vad a red tro-war-dro war askell an êzennig klouar. Bokedou koant, a bep liou, a bep ment ! Nag a vokedou ! — Va faour kêz Youen, ma vefe red d’it c’houesa kement hini eus ar bokedou-ze, neuze, paotr, n’emaout ket c’hoaz war-nez ober da choaz !… Sell aze ar spern-gwenn war ar c’harz o c’hoarzin, e-kichennik al lireu glas ha gwenn ; sell a-hont ar rouanez, tost d’ar gwezvoud o kildroi ; sell c’hoaz ar varlen, al lili gwerc’h, hag ar rozenn ken koant war he zrojenn zreinek, prest da flemma ar gwaller. — Eur boked, unan kepken ! Ya, met pehini eo ?…

Ar bec’h a zo aze o c’hortoz ar prins yaouank nec’het. En e gichen e sav eur rozenn ken tener, ken flour ha seiz ha voulouz, ken ruz ha muzellou eur werc’hez yaouank, beradennou ar gliz pizennet c’hoaz en he c’hreiz ; hag hi a zeblant kinnig he c’haerder, hag he c’houez-vad.

— Ma vije bet hizio dec’h, eme prinsig Pouldahud outan e-unan, ne vijen ket bet seizdaletoc’h evit dibab ar rozenn ; met hizio, goude kentel ar wezenn, ez eus em fenn muioc’h a bouez hag a boell ; great eo ganen va c’henta prenadenn a furnez.

Hag hen kerkent da deurel e c’hoant war eun askol, ya, eun askol bras dreinek !

— Ar blantenn zivalo-ze, emezan, a oa aze oc’h ober dizenor ha dismegans d’al liorz. An askol a zere beza e-touez bokedou ar jardin, tost evel ma tere ouz eur pilhaouer truilhennek azeza e-touez an duchentil kaer ouz taol ar roue, pe c’hoaz e giz m’eman renk al lostek Paolig e-touez êlez sentus Baradoz Doue. Deus ’ta, askol, ma kasin ac’hanout d’am faeron. Marteze te a blijo d’ezan, rak dec’h e falveze d’ezan eur wezenn divalo, ha te evit eur boked, a zo divalo a-walc’h.


V


Ar wech-man, Pentudi koz ne reas nemet diskorda da c’hoarzin, o veza dihunet war e du mat, emichans.

— Va filhor, emezan, pa ve mat ar raz, e rank beza kouls pe welloc’h ar c’haz. Kaout a rea d’it beza c’hoariet eun taol fin d’az tad-koz, bugelig ; hag e teus sonjet, evit terri d’am froudenn, penaos, war-lerc’h eur wezenn hanter-varo, e felle d’in kaout eur boked hep braventez na c’houez-vad. Bugaleach, va filhor ! Hag e teus tremenet e-biou d’ar goanta rozenn, eur rozenn hag em boa kuzet en he c’hreiz eur mean prisius a dalvoudegez vras ; hag ez out eat da zibab eun askol garo, mat hepken da zikour koania da azened, azen kornek ma ’z out ! Poent eo d’it divorfila, ma ’teus c’hoant da zont gwelloc’h a-benn eus da drede kefridi.

— Ha petra adarre eo ar gefridi-ze ? eme Youen.

— Ho ! nebeud a dra a-walc’h, eur c’hoariadenn.

— Met neuze, petra a c’houlennit diganen ?

— Eur vi !

— Petra ? Eur vi ? Emaoc’h da vat, va faeron, oc’h ober goap ouz ho filhor.

— Penaos ’ta, satordistac’h ! Me ’gred, eur vi n’eo ket tenn da gaout, ha, koulskoude, e chomez aze dirazon e-giz eur c’hi fustet. Evidon-me, selaou, me ’gav ez eo easoc’h klask eur vi eget n’eo tapout al loar da zibri. Viou a-walc’h a gaver, alïes zoken trizek evit dousenn, ha c’hoaz e varc’hatez, filhor ?

— Marc’hata ne ran ket, met c’hoant gouzout am befe peseurt vi da glask.

— Eur vi dozvet, filhor. Dozvet gant peseurt labous ? D’it eo da glask ha da zibab adarre. Gant aon na c'hellfes ket dont a-benn da-unan eus ar gavadenn, e c’helli kemer ali digant furnez ar re all, ha zoken seiz devez ha seiz nozvez leun a lezan ganit evit ober ar pez a gavi ar gwella hag an dereata.

— Siouaz, va faeron…

— Rousta, va filhor ; kerz da glask eur vi d’az paeron roue.

Youen, prins Pouldahud, n’oa ket eul lenver.

— Ne dalv ket d’in ar boan, emezan, chom evel-se da zibri va zammig spered en nec’hamant. Klasket am eus bet c’hoari va faotrig fin, ha padal va faeron a oa c’hoaz finoc’h louarn egedon… Ha perak chom da zalea da glask pemp troad d’ar maout, pa ouzoun mat n’en deus nemet pevar ? N’eus ket da dorta. Mont a ran d’ar red beteg ar verouri, da gerc’hat eur vi yar, unan fresk o tont diouz an neiz.

Ha setu hen prim en hent. Hag, e-barz ti ar yer, n’eman ket pell evit choual eur yar zu vras diwar he neiz, ha lakaat he vi e-barz eur voestig en e c’hodell, pa zigouez gantan e vevel bras Gwinardant.

— Ec’h ! emezan. N’emaoc’h ket mat, va frins ? Eur vez e vefe, war va meno-me da vihana, eur vez e vefe kinnig eur vi yar d’eur roue ken galloudus ha hini ar Vigoudenned ! Eur yar a zo eul labous dister a-walc’h ; ne oar nemet klochal ha diskrabat ar berniou teil, hep beza zoken gouest da nijal ! Nann, red eo d’eomp mont betek Menez Hom. Du-hont, war gribennou uhela ar reier gouez e kaver neiziou ered. An ered ! Ah ! setu aze laboused a dailh, hag a oar nijal beteg an heol ! Ivinou krabanek d’ezo, hag eur beg kamm skilfek, ha daoulagad lemm divergont ! Viou ered eo a zere ouz ar rouaned.

— Ar wirionez a zo brao ez kenou, Gwinardant. Eur mell drean a dennez diouz va zroad. Ya, a-benn goude warc’hoaz vintin, e kemerimp penn an hent evit mont da neizeta da Venez Hom.

Hogen antronoz, ar mevel bras Gwinardant, o veza evet piou ’oar ped chopinad a re eus jistr ar maner, hen ivez a zozvas ar c’helou, hag an holl, e Kerbutun, a anaveze mat an dro a oad o sonj ober betek Menez Hom. Hag an holl, na petra ’ta, a ziredas da guzuliata ar paour kêz prins yaouank.

— Na rit ket mui a zotoniou, eme unan, rak eur zotoni eo hounnez emaoc’h o vont da ober.

— Daoust hag an ered n’int ket laboused diviz (divergont) ha re zigalon ? Mar am c’hredit, klaskit ’ta kentoc’h eur vi eostig-noz, al labousig bihan brao-ze hag a gan gant kement a galon hag a veulodi. Evel-se e plijfec’h sur d’ar roue.

— Gwelloc’h, eme eun trede, e vefe dineiza eur vi paün. Ar paün, gwir eo, n’eo ket gwall-gaer e vouez ; met, ahendall, na pebez rod dudius a ra gant e lost plu marellet ! Ma vijen c’houi, me ’oar e kemerfen eur vi paün.

— Eur vi alarc’h gwenn-kann a blijfe kentoc’h, eme unan all.

Unan bennak zoken, eun hanter furzod, emichans, a zigoras bras a-walc’h e veg evit lavaret e vije mat klask eur vi… kilhog !

Ar prins en doa peadra da zelaou.

— Ober a rin va zonj dizale, p’am bo bet amzer da boueza ha da ziboueza hoc’h aliou. Kant gwech ho trugarekaat a ran. Kredit n’ hoc’h ankounac’hain ket.

An amzer, koulskoude, a dremen. A-benn warc’hoaz vintin e tigouez an termenn da ginnig ar vi d’ar paeron ; hag ar filhor a chom nec’hetoc’h eget biskoaz, pa deu d’e gaout an aotrou manac’h Leunafurnez.

— Emaout aze oc’h en em jala gwasoc’h eget Gwilhou ar Bleiz paket gantan e lost e-barz ar griped. Dizaon ’ta, diskibl ! Emaoun deut da denna ac’hanout er-meaz eus ar vouilhenn, ha setu aman penaos. Deut oun da zonjal eman ar roue koz o klask ober goap adarre, pa c’houlenn eur vi diganit. C’hoariomp finoc’h egetan, ha klaskomp d’ezan eur vi ha ne vo ket bet dozvet gant labous ebet.

— Hump ! Dozvet gant petra neuze ? Viou pesked, pe viou aer-wiber ?

— Nann, n’eo ket war an tu-ze eo. Roet em eus urz d’ar c’heginer da lakaat e gaoteriou war an tan, ha da boazat founnus eur gouign amann, unan rond evel eur vi, ha da lakaat enni a bep seurt lipouzerez, gant eur wiskad sukr warni. C’hoarzin a raimp. Ar roue Pentudi, me ’gred, a zo eul liper koz, hag, a-ziwar-lerc’h dibri ar vi bras-ze, eur vi a c’hiz nevez dozvet er gegin, e tenno hir er-meaz e lanchenn da lipat e vourrou.

— Aotrou manac’h Leunafurnez, eme Youen, prins Pouldahud, biskoaz kelenner ne zougas gwelloc’h e hano eget na rit c’houi. Bennoz Doue d’eoc’h, rak breman em eus kavet ar peoc’h hag an evurusted. Deomp da welet hor c’heginer.


VI


Antronoz, a-raok ar c’hreisteiz, e-barz sal vras Kerbutun, e-kreiz e duchentil hag e itronezed, Braventez ha Gwennig koant azezet en e gichen, Pentudi, roue koz bro ar Vigoudenned, a c’hortoz e vi.

An nor a zigor, an drompilh a dregern, ha Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tizoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a deu, laouen e-giz an heol, da zoubla e c’hlin dirak e baeron galloudek. War e lerc’h Gwinardant teo, ar mevel bras, a zoug, war eur mell plad, eur vi evel na weler ken anezo, eur vi hag a daol c’houez-vad en-dro d’ezan.

A-raok ma na c’hell Youen baour tinta ger ebet, Pentudi koz a roufenn e dal hag a ra gwall-zellou du.

— Eur bitouz n’out ken ! Eo, eun diod a zo c’hoaz ac’hanout ! Evit piou ha petra e kemerez ac’hanon ? Daoust ha n’eo ket eur vi am eus goulennet ? Ha perak neuze ez out eat da ober dispignou evel-se ? Eur roue fur, va faotrig, ne dle ket beza eun dispignour.

— Selaouet em eus aliou…

An aotrou kelenner, en e gorn-tro, ne zizer ket e c’henou.

— Ya, ha gwaz eo ze evidout ! Te ’oar, pep mintinvez ec’h evan eur vi kriz. Ha perak n’eo ket va vi eo a teus digaset d’in ?… eur vi fresk, klouar ?

— Ha, paeron ker ! n’em eus ket ankounac’heat ac’hanoc’h. Kerc’het em eus ar vi ; setu hen aman !

Dres ! dont a rea da zonj d’ar prinsig paour eus vi ar yar zu en doa lakeat en e c’hodell, en deveziou a-raok.

— Evit klouar ne vo ket, emezan outan e-unan, en eur zigeri e voestig, met, evit eur wech, gwaz a ze evit kof ar paeron !

— Ma ! n’eus nemet hanter-zroug, eme ar roue o kemer e vi. An holl a chom sioul… Eman ar mestr o vont da gluka e vi… Klak, klak, tok ! Eman rannet ar glochenn, ha gant e loa Pentudi a zibenn ar vi…

— Ec’h ! ec’h ! ec’h ! tudou, pebez c’houez ! eme an holl en eur stanka o froniou.

Ya, c’houez ar viou brein eo, rak an devez all Youen yaouank en doa digaset gantan an azdo diouz neiz ar yar zu…

— Eun azdo brein ! eme ar roue. Eun azdo hag a zo du-ze o sikour ar yer da zozvi, abaoe bloaz pe zaou marteze !

— Ya, eme ar prins glac’haret. Eman great an taol ! Meur a vi a oa dindan ar yar, ha n’em eus ket gouezet dibab.

… Eur pennad brao e padas sarmon ar paeron d’e filhor.

— Arabad d’it selaou kement kloc’h a zon ; red eo disfiziout ouz teodadou ar guzulierien. Selaou hepken mouez da goustians, hag, ouz he selaou, bale eün gant da hent. Gra evel ma kredi mat, ha lez an teodou dilabour da drei, ha da zistrei.

— Ar wirionez a deu dalc’hmat ganeoc’h, paeron hep e bar ! Pa voe tremenet ar barrad, Braventez faro a lavaras, gant eur minc’hoarz trenk, d’he c’hoar Gwennig :

— N'en deus ket kalz a benn, ar prinsig ker-ze, met an distera fallagriez ne vefe ket kavet en e spered. Na pegen brao e vo e gas hag e zigas dre benn e fri ! Na pegen dudius e vo d’eur vaouez kaout eur pried eus an hevelep danvez ! Ha ya ! Me ’ouezo, me !…


VII


Abaoe abadenn ar vi brein, tri devez all a oa eat da ruilha bern war vern e puns distradet an amzer dremenet…

Youen, prins yaouank Pouldahud, a gave d’ezan, — hanter-wir e oa kement-se, — en doa great e baeron goap outan dre deir gwech, ha mall a oa gantan pellaat diouz Kerbutun.

War ar vali vras bodennek, sklerijennet gant an heol mintin, an aotrou manac’h Leunafurnez a oa da vad o sarmona Gwinardant teo diwar-benn chabistr ar vezventi.

— Teut, teut ! eme ar c’hofek. Evit jistr n’eo ket pec’hed eva, pegwir e ve lavaret ez eo mat ar jistr da barea droug-sant-Urlou.

O mestr yaouank a ziredas d’o c’haout.

— Te, mevel bras, kerz da glask va zud, ha lavar d’ezo ober ar pez a zo red war-dro va c’hanval, an ezen hag ar chas. Boued d’ezo e-tailh hag eur pennadig kempenn !… Ha c’houi, kelenner, na zaleit ket da ober evidon eun tammig prezegenn a gimiad, evit lavaret kenavo da balez ar Vigoudenned. Poent eo, me ’gred, ha, raktal goude lein, e kemerimp penn an hent da vont ac’halen da redek bro.

— Evel-se e vezo great ! eme an daou all.

— Penaos, va filhorig Youen, penaos ’ta, va mabig bihan ?… Petra ’lavar mouez ar bobl ? eme ar roue koz Pentudi, pa azezas ouz taol evit leina. Petra eo ar vrud a red dre aman ? D’ar mare ma fell d’am grad-vad goulenn diganit eur gefridi ziveza, ha rei tu d’it da gaout gwelloc’h chans, d’ar mare-ze e fell d’it en em zacha ac’halen ? Petra ’fell d’it c’hoaz kaout ouspenn em rouantelez ? Alo, bitouzig, lavar d’eomp dillo ha dizaon !

— Re zister eo en em gavan, va faeron, evit chom da c’hortoz eun diveza kefridi. Gwelet a-walc’h em eus betek-hen n’oun ket great evit plijout d’eoc’h.

— Beza re izel a galon, a droc’has berr ar roue, ne dalv netra evit pennou bras ar bed-man, ha mat e rafes o lezel ar goz vertuz-ze gant an dud a renk izel, da vihana, mar teus c’hoant da zont a-benn eus ar bedervet kefridi.

— Pehini eo, aotrou roue ?

— Youen, prins Pouldahud, kerz da zibab… eur vaouez.

— Eur vaouez !…

— Ha digas d’in ar plac’h eurus a zibabi.

— Eur vaouez !… eme c’hoaz hor Youen.

— Ya da ! Hag en hent, va dijentil !… Red va rouantelez ! Klask, sell, barn ! E c’hellez furchal ar c’hêriadennou a-ziwar ar meaz, tremen dre lochenn kouls ha dre gastell ha maner, chom em falez ha dibab em zi, mar karez !

— Zoken betek en ho ti ?

— Betek eno, eme ar roue, laouen e lagad. N’eus ket a forz, pe hano, pe renk, pe binvidigez ! Me ’ouezo renka an traou. Klask e-touez ar re velen, ar re zu, ar re ruz, ar re denval, ar re zreo (lirzin), ar re gintus, ar re hir, ar re verr, ar re voan, ar re deo, ar re gamm, ar re eün, ar re vrao, ar re zivalo, ar re goz, ar re yaouank, ar plac’hezed, ar prinsezed, hag… ar re all.

Ar roue a deue mall d’ezan da sklerijenna e letern ha da ziskouez e c’hoant.

— E c’hellez dizaon kemeret ar binvidika, ar vrava. Setu aze eur mouchouer-godell da ginnig d’an hini a gari, ha, mar plij d’in da choaz, ni a welo da vont larkoc’h. En dro-man c’hoaz, evit dibab da zanvez pried, e c’hellez, mar karez, kemeret kuzuliou. Me ’gred e vezint gwelloc’h ar wech-man.

Hag ar roue, en eur c’hoarzin d’e verc’h Braventez, a lavaras d’an aotrou manac’h :

— Ha c’houi, kelenner Leunafurnez, ho pezo dizale eun eured kaer da lida !

Me ’gred, sklêr a-walc’h e oa e letern evel-se.


VIII


Prins Pouldahud, petra bennak m’ edo yaouank, ne lavaras ket e oa an dimezi mat hepken evit ar re all. Plijadur a gemeras o welet holl verc’hed Kerbutun o c’hoarzin d’ezan, o sellet outan a-gorn. Da hini ebet, koulskoude, ne voe roet en deiz-ze, ar mouchouer.

— Amzer eur pennadig c’hoaz ! emezan.

En aner Braventez a c’houlennas ha dibabet e vije ar pried a-raok an abardaez.

— Amzer ’zo, warc’hoaz e vo deiz !

Hi a vouzas, hen a c’hoarzas.

En aner ivez Gwinardant teo hag ar c’helenner Leunafurnez, a-raok lavaret nozvez vat d’o mestr, a reas meleudi Braventez.

— Gwell a ze eviti ! a zistagas Youen d’ezo ; met va fenn a zo skuiz ha mont a ran da gousket.

Antronoz e oa ar prinsig, dihun ken abret hag ar sklerijenn.

— Petra ’rafen ? emezan. Mont betek ar c’hoad da ober eun dro evit aveli va fenn. Prim ma wiskin va jiletenn voan ! Klouar eo an amzer. Den ne ouezo, rak, er paleziou, an holl a ra kousk mintin.

Hag hen er-meaz en eur c’houitellat, laouen ouz en em gavout e-unan, dichal.

Al laboused a zone o fedennou d’o c’hrouer. Eur wennilienn bruched-wenn a dremenas a-denn askell dindan fri ar baleer, emichans evit gwelet piou e oa, rak kerkent eun toullad brini, ken du hag eur billig-krampoez, a ziskordas da goagal, evit lavaret n'o doa gwelet biskoaz, a-hed o buhez hir, prins ebet o redek ken mintin, hag e ranke hennez beza unan a zoare.

Pelloc’hik c’hoaz, Youen a zelaouas mesaer merouri Kerbutun o kana, en eur vesa e loened :


    Setu ma zav an heol gant e gelc’h alaouret ;
    E vannou dre an oabl e-barz ar bed a red ;
    Lonka ’ra, dre ma kerz, gliz mintin ar c’hlazenn ;
    E vannou a zisec’h perlez dour ar wezenn,
    Ha didrouz e pign skanv, war rojou e garr krenv,
    Betek mont da blanva dre uhelder an nenv.
    Ha dindan flemm e wrez, henvel ouz gwagennou,
    An ed, er c’hlazennou, a ziruilh e bennou.
    Hag er c’hoajou, ar gwez, gwisket o dilhad hanv,
    A hej, en eur zourral, o holl izili skanv.


Ha prins Pouldahud a chomas da vale ha da glevout, da welet an deiz o kreski, betek ma paras dirazan eul luc’hedenn gamm, ha ma strakas kroz ar gurun, e-pad ma koueze glao evel d’an Dour-beuz.

— Eman poent d’in chacha, rak ar palez a zo eur pennadig ac’halen.

Hogen kaer diredek en devoe, Youen a zigouezas treuzet e chupenn voan, ken gleb hag ar zailh o tont er-meaz eus ar puns.

Meur a hini, dihunet gant kroz ar barr-arne, a oa souezet o welet anezan er stad truezus-ze, ar vogedenn o sevel dioutan, ken tomm ma oa d’ezan. Unan bennak zoken a hanter-lezas da gredi e oa bet marteze an dijentil yaouank a-hed an noz o c’haloupat, ken ma savas droug e Braventez o klevet gevier ker bras troadet.

Ar pez a zo gwir eo e rankas Youen mont da c’hourvez, ha, war-lerc’h tomm ha yen, an derzienn grenerez a lammas, direspet, war gein ar prins paour. Perak ivez mont da c’halvagnat ker mintin ?… Aotrou Doue ! e-pad seiz devez leun e chomas a-istribilh a-us buhez ha maro.

Ha, d’an eizvet devez, medisin bras Kerbutun a zisklerias e oa war an hini klanv eur c’hlenved eus ar stagusa, ker gwaz pe wasoc’h eget ar vosenn, Doue d’hor miro !… Skrijus !

Meur a hini a zonjas en o heur diveza ; hini ebet, koulskoude, ne gredas lavaret en doa aon. Nann, ne lavarer morse an dra-ze…

Braventez a gavas brao he zu d’en em denna kuit, hag ar re all, Pentudi, zoken Gwinardant, zoken Leunafurnez a oa a-du ganti.

— Selaouit holl, emezi, eur rann-galon a vefe beza intanvezet a-raok eureujet. Setu ’ta, ma ’z afemp kerkent da abati Sant Diboan, da bardona evit ar c’hlanvour kêz !

Ne voe nemet eur vouez evit lavaret e oa poent mont en hent.

Hag, en eur gerzet, ar c’helenner Leunafurnez, — hen ’oa aonik ivez ; sonjit ’ta, eur c’hlenved kalz stagusoc’h eget ar vosenn, oei ! — a zarmone d’ar bardonerien :

                Buhez an den
                ’Vel an êzenn
            A dremen da viken.
            Ar vouc’hal lemm d’ar gwez,
            An Ankou d’ar vuhez :
            Ar vouc’hal ’droc’h pep koad,
            An Ankou ’falc’h pep oad.


IX


Er c’heit amzer-ze, e tivorfilas ar c’hlanvour, broudet gant ar zec’hed,… hag eur plac’h yaouank a dosteas da ginnig d’ezan da eva.

— Penaos, n’eus nemedoc’h aman, Gwennig koant ?… Intent mat a ran breman : an holl grenerien all a zo tec’het kuit. Ha ! Gwennig vihan, perak ez oc’h-c’houi chomet war va zro ?

— Abalamour ivez ’ta !… a vousc’hoarzas Gwennig. Red eo d’eoc’h parea alese, ma c’helloc’h buan ober ho kefridi ziveza, unan eas a gefridi, c’houi ’oar.

— A gav d’eoc’h ?… Piou da zibab da bried ?… Ha mar karfac’h-c’houi, Gwennig ?

— Petra ’ta ?

— Ya, mar karfac’h va zikour da zirouestla ar gudenn.

— Emichans, Youen, ho peus gwelet pehini eo c’hoant ar roue ? Va zad a zo en e zonj kaout e filhor da vab-kaer, ha, ma en deus goulennet peder gefridi diganeoc’h, evit plega d’ar c’hiz koz n’eo ken.

— Penaos, Gwennig ? Me, mab-kaer d’ar roue ? Sell ’ta, sell, a c’hellje dont da veza… Petra lavarit, koantik ?

— Oh ! ya, Braventez a garfe…

— Hump ! n’eo ket gant Braventez emaomp ; Gwennig a zo tommoc’h ar garantez en he c’halon.

Gwennig vihan a bigne an dour en he daoulagad, ha prins Pouldahud o zec’has gant mouchouer ar roue.

Eun devez bennak goude, pa oa an holl en distro, ar roue a lavaras d’e filhor :

— Ma ! paour kêz, pegwir n’out ket eat gant an Ankou, eo kenkouls d’it ober da zonj da zimezi.

— Ya da, kenkouls eo.

Braventez a dosteas, ruz he fenn lorc’hus.

— Aotreet ho peus d’in, aotrou roue, dibab etre an holl verc’hed, eme Youen lentik ; n’em eus goulennet ken ali nemet hini va c’halon, hag e teuan, va faeron, da c’houlenn diganeoc’h ho merc’h da bried !

— Ac’hanta ! filhor, kemer anezi.

— Bennoz Doue d’eoc’h !…

Ha Youen a gasas Gwennig, dre he c’hazel, betek Pentudi.

Braventez a vennas koueza, hag ar roue a grene e vouez, pa lavaras :

— Laouen e kinnigan va merc’h d’it… Met perak e fell d’it ar yaouanka ?

— Abalamour eo hi a garan, aotrou roue, va faeron. Chomet oun berr gant va feder gefridi hag, evel-se, ho peus gallet gwelet n’ez eus ket ennon danvez eur roue. N’em eus ket a lorc’h a-walc’h ; ne garan ket ar brezel ; ne vefen ket gouest a-walc’h da lakaat va fobl da zuja d’in ; ar re dizent ne garfen ket o zerri evit o flega ; hag, ar pez gwasa, eun torfetour bennak marteze ne grenfe ket evit skei va buhez. Ar gouarnamant ne blij ket d’in, hag, a galon vat, e roan va dilez, roue Pentudi. Gwelloc’h e karan va frankiz ha gwelloc’h, tud ker, e karan va Gwennig !

An holl a chome sioul ; an daou zen yaouank hepken a lugerne ar garantez en o daoulagad,


                ’Vel bleun laouen
                O vousc’hoarzin,
                Leun a c’hlizenn
                Diouz ar mintin.


Ar roue koz a rankas ober e zonj :

— Marteze ivez, va mab, eman ar wirionez ganit. Ar vicher a roue a zo war-nez mont da fall : ar poblou ne c’houzanvont mui na kabestr na kentrou, ha fellout a ra d’ezo en em vleina o-unan. Gwaz a ze evit ar rouanez da zont ! Evidon-me a zo koz hag a-walc’h am eus evel-se !… Ac’hanta ! tujentil, va merc’h Braventez a zo da zimezi. Piou a fell d’ezan beza va mab-kaer ha kaout stur ar rouantelez war va lerc’h ?

— Me ! me ! me ! a respontas meur a hini.

— Breman, aotrou roue Pentudi, lezit ho filhor ha mab-kaer da lavaret d’eoc’h ivez : Grit dizale ho tibab, evit ma vo gellet, war an hevelep tro, lida an diou eured !

— Evel-se ’vo great ! eme roue koz Bro ar Vigoudenned.


EUL LABOUS !


————



N’ouzoc’h ket e pelec’h ema maner Kerdiern ? Nann ? Ma ! neuze e rankan da genta hel lavaret d’eoc’h.

Maner Kerdiern a zo eur c’hastell hanter-razet e parrez Kleden, e bro Kaperien Beg-ar-Raz. Breman ez eus Bretoned kalonek o chom ennan, met n’eus ket ken pell all c’hoaz e veve eno, a-drenv e vogeriou uhel hag e foziou doun, eun tanfoeltr aotrou. Hanvet e oa Fistoulig hag, ho pedi a ran d’am c’hredi, eun diaoul a zen e oa, pe da vihana eur gwall-hini e oa bet, rak, d’ar mare ma komzan d’eoc’h, e oa gwenvet ha ridet ar paotr koz, hag e veve didrouzik a-walc’h en e vaner, gant e borzier hag e blac’h kegin.

Pa lavaran didrouz, e fell d’in rei da entent ne ree mui kement a reuz dre ar vro ha diagent. Met lakaat a ree komz atao diwar e benn, ha setu aman perak : an aotrou Fistoulig en doa — a lavare ar C’haperien, — eur mell baro hir-hir, spontus ; ken blevek edo hag ar broc’hed a rede dre e goajou. Hogen, ar paotr koz a deuas da gaout e-giz mez o tougen eun hevelep berniad reun, hag a embannas da holl varverien ar C’hap dont d’e douza : an hini a deuje a-benn eus an taol a c’hounezfe pemp kant skoed ; met an hini a gignfe kroc’hen an aotrou, a dapfe kerkent pemp tenn pistolenn en e empenn…

War am eus klevet, tri pe bevar barver a yeas d’ar maner, met hini anezo ne deuas en-dro. Red eo kredi o doa kignet beg an Aotrou…



Hogen d’an ampoent e chome e bourc’h Kleden eur barver, eul labous a varver, Mazoïg e hano. Met, siouaz ! evit d’ezan beza labous endra ma c’heller, daoust da gement-se, an dour a oa izel gantan, Gouel Mikêl a dostea d’ar red, ha Mazoïg n’en doa ket c’hoaz arboellet gwennegig ebet… ha piou ’oar ? marteze e vije taolet er-meaz, gwreg ha bugale war e lerc’h.

Kement-se a lakea diês e dammig boulien, pa ziwanas eur zonj en e benn :

— Na petra ’ta ? emezan, perak n’ez afen-me ket da douza broc’h koz maner Kerdiern ? Mar gellan dont a-benn, setu pemzek kant lur em yalc’h… Mar choman berr koulskoude, e-giz ar re all, neuze e vo ar gwasa… Met bastik ! lemm eo va aotenn, ha skanv va dorn. Deomp !

Hag hen en hent, hep lavaret grik da zen, e stalikerez barver gantan dindan e gazel.

Pa skoas war dor Kerdiern :

— Piou ’zo aze ? eme ar porzier. Buan ac’halen, boulc’hurun ! Aman ne roer ket d’ar beorien !

— Oh ! a droc’has berr Mazoïg, me n’oun ket eur c’hlasker boued ; me ’zo eur barver, hag e teuan a bell da droc’ha e varo d’an aotrou Fistoulig.

— Paour kêz amziod ! eme egile, da glask poloz e teuez… Gwelloc’h paotred egedout a zo bet o klask tapout ar pemp kant skoed ; ha, siouaz d’ezo, emaint o vreina e-barz dour ar foziou aze !

— Me ne rin ket eveldo, eme Vazoïg.

— A gav d’it ? Te ’zo eul labous neuze !… Da vihana lavar din da hano, ma talc’hin sonj.

Hag e tigoras dor ar porz.

— Foei ! ne ran ket avat, eme Vazoïg, rak fentus, farsus eo va hano ; gwir eo ivez me n’oun ket eus ar vro.

— N’eus forz pegen farsus e ve, lavar atao.

— Ma ! Mevaünan e vezan hanvet gant an dud.

— Petra ! Mevaünan ? E pelec’h out bet o pesketa an hano-ze ?

Hag ar porzier a c’hoarze e walc’h, ken na ziridigne e stropad alc’houeziou war e gof dour-leaz.

Mazoïg n’edo ket eun hanter re-zispont an tamm anezan ; n’eus forz, mont a reas en ti, pa gejas gant ar plac’h-kegin a oa dres o tont ivez e-barz dre an tu all, eur vrec’had keuneud faoutet ganti da ober tan dindan lein. Boazet evel m’edo da veza he-unan war-dro an ti, al loudourenn a spontas hag a lezas he c’heuneud da goueza en eur welet Mazoïg.

— Na spontit ket, plac’h paour, eme heman ; me ’zo deut da ober e varo d’an aotrou Fistoulig. Pelec’h eman ?

— Va den mat, n’oc’h ket emichans ?… Ar re a deu en ti-man ne c’hellont morse mont war o c’hiz.

— Eo, eo. Me a droc’ho kempenn e varo d’an aotrou, c’houi ’welo. Pelec’h eman ?

— A gav d’eoc’h ? Neuze pignit aze gant an diri war an dorn dehou. Met, da vihana, lavarit d’in hoc’h hano, ma talc’hin sonj ouzoc’h, mestr-barver ?

— Foei ! ne ran ket avat, eme Vazoïg ; n’am eus ket eun hano brao ; gwir eo ivez, me ’zo eus pell bro, n’oun ket ganet e-touez ar C’haperien,

— N’eus forz, n’ho pezit ket aon, gagnig an ognoun ! ha lezit hoc’h hano da zont er-meaz !

— Ma ! badezet oun bet Bouchadin.

— Petra ! Bouchadin ? oh ! oh ! Lost ar spanell ! Bouchadin ? Biskoaz, nann, biskoaz kemend-all…

— … Nao loen bihan gant eur marc’h dall ! a echuas Mazoïg, o pignat gant an diri, e-pad ma tiskorde ar plac’h da c’hoarzin, kement ha ken krenv ma kinnige koll he broz !…

Digouezet war ar pondale, Mazoïg a gavas an aotrou Fistoulig eno. Tud paour ! Setu aze eur blevek ! Hirroc’h ha rustoc’h ’oa e varo eget na vez lost ar zaoud koz e-pad gwrez an hanv. Na pebez penn ! Ar barver paour a lammas an aon war e gein, hag eun eston n’edo ket.

— Daoust, eme mestr ar reun hir, daoust ha te a deu da grenna va baro d’in ?

Petra bennak ma krene war e dreid dindan sellou du an aotrou Fistoulig, — sellou ken lemm hag e aotenn, — Mazoïg ne gollas ket e benn ; kaout a reas nerz a-walc’h evit stoui dre an hanter, ha gant e vouez ar floura e respontas :

— Ya, aotrou, rak barver oun dre vicher.

— Ma ! eme egile, en eur vont en e gambr, Mazoïg war e lerc’h, arabad koll amzer neuze ; ne varc’hatan ket : mar kempennez mat ac’hanon, setu aze war an daol ar pemp kant skoed, met ahendall, mar kignez ac’hanon eun distera, sell e-kichen ar yalc’h eur bistolenn, pemp tenn e-barz, hag a gavo an hent da vont ez penn !

Mazoïg a zonjas :

— Aman, kigna a zo mervel ; aman, dindan boan da veuzi, eo red neui pe eva an dour.

An aotrou Fistoulig ne voe ket pell evit azeza, ha Mazoïg kennebeut ne zaleas ket d’ober eun taol lemm d’e aotenn. Ar zaoun a voe fardet ker buan, ha setu eur berniad kloz a livas e gwenn baro an aotrou.

Edo ar barver o vont da skei an taol kenta, pa zavas an aotrou e benn :

— Ah ! emezan, lavar d’in, va den, da hano da genta-penn, rak, em eus aon, te ’zo eul labous a varver…

— Va hano, aotrou, a ra d’an dud c’hoarzin ; farsus eo, n’eo ket anavezet dre ar C’hap.

— Lavar atao, pa c’houlennan diganit, seiz luc’hed kamm ! N’eo ket me ar mestr, kant boulc’hurun ruz ?

— Oh ! na grozit ket, aotrou ; va faeron eo am hanvas Eveldon. Lavaret em oa d’eoc’h e c’hoarzfec’h.

Hag, evit gwir, Fistoulig a ziskordas da c’hoarzin a-strak.

Pa ehanas, Mazoïg a grogas gant e damm labour. Brao ez ea ganti : an aotenn a droc’he gwelloc’h eget biskoaz, hag abarz pell eun hanter eus ar reun a oa touzet diwar beg o ferc’henn, hep na veras takenn gwad ebet.

Met siouaz ! teir gwech siouaz ! pa oa red d’ezan boulc’ha gant an tu all, ar barver paour a welas e aotenn o krena etre e vizied. Hen a grenas ivez war e zivesker, e-pad ma sonje petra d’ober. Ne zaleas ket gant e zonjou. Lezel a reas e aotenn a gostez, evit saouna ar varo hir, ha saouna e-tailh, ha saouna c’hoaz.

An aotrou a gave eas ha na dinte ger ebet, met fin a zo, ha Mazoïg a skuize e vrec’h outan. Ha setu hen o kemeret eur c’hlotennad saoun, hag o stoufa daoulagad ar Fistoulig. Heman a ginnigas sodi :

— Va fistolenn, emezan, va fistolenn !

Ya, met e-pad m’edo o klask digeri e zaoulagad, Mazoïg a guzas en e vruched yalc’h ar pemp kant skoed ; hag e klemme :

— Aotrou, aotrou, me ho ped, faziet em eus, met n’em eus ket kignet. Ouspenn, n’oun ket da veza tamallet, rak ma c’houfec’h… Oh ! va c’hof, va c’hof !…

Hag e plege etre daou, hag e ree an ezvan da gaout poan bouzellou, eun druez e welet. Dres ! ar gwel anezan a denereas an aotrou.

— Poan-gof, emezan, netra n’eo. Diskenn buan d’ar porz, hag en tu kleiz e kavi… eul lec’h distro d’az tiboania. Met prim ha prim, avat ; eun hanter kard-heur a lezan gant da dro, e-pad ma vezin o tiskuiza va daoulagad.

Mazoïg ne c’hortozas ket pelloc’h :

— Trugarez ! emezan.

Hag en traon gant an diri, e-giz eur marc’h spontet.



En eur dremen a-biou d’ar gegin, al loudourenn a deuas war doull an nor :

— Ho ! Bouchadin, c’houi ’zo eul labous a varver !… Penaos ? pod an dienn ! echu eo ganeoc’h ? Ho ! sur a-walc’h hoc’h hano a vo moullet war ar c’hazetennou.

Met Mazoïg a oa re a vec’h warnan evit lavaret chom da zelaou anezi o randouna, hag e tiskenne, hag e tiskenne !

Edo digouezet e-tal an nor-vras, pa zeuas ar porzier d’ezan :

— Pep ! pep ! ac’halen n’ez a kuit den ebet, nemet ar mestr a vefe d’e heul. Tut ! tut ! tut ! Aman e chomi, Mevaünan, n’eus forz pegen labous e vefes, nemet diouaskell e vefe stag ouz da gostennou da nijal a-dreist an nor-dal.

— Gortoz kentoc’h, paotr koz, ma rin d’it diskana « Sut ! sut ! sut ! »

Hag e sachas war paotr an nor, n’ouzoc’h ket pelec’h ? Beteg al lec’h distro… a flêrie er c’horn all, hag e stlapas anezan e-barz. Ha goude Mazoïg a zigoras an nor, rak kemeret en doa alc’houeziou ar porzier, ha setu al labous er-meaz diouz e gaoued !…



Koulskoude Fistoulig, goude beza dizaounet e zaoulagad, a gave hir e amzer.

— Petra, emezan, paotr ar bleo ema an dreuz warnan evit mat, em eus aon. Deomp da welet pelec’h eo chomet.

Hag hen d’an traon, tiz warnan.

Kaout a reas maouez ar spanell-grampoez.

— Penaos, a c’houlennas-hen digant ar plac’h, ha gwelet ho peus Eveldon ?

Ar plac’h a zellas ouz he mestr, hag o welet e varo hanter-droc’het, saoun ouz e veg, ne oa-hi ket evit miret da c’hoarzin.

— Oh ! nann, aotrou, biskoaz n’em eus gwelet eveldoc’h, biskoaz em buhez !

— Hag houman a ra ar zod ganin-me ? Me ’c’houlenn ha gwelet ho peus Eveldon ?

— Nann, aotrou, nann, morse !

— Dre belec’h neuze eo diskennet Eveldon, pe kousket edoc’h, pegwir n’ho peus ket gwelet liou eus ar barver !

— Ah ! entent a ran breman, eme ar plac’h, c’houi a zo o klask Bouchadin.

— Petra, eme an aotrou, me o klask boucha d’am flac’h, hag e kredit, lichuenn, va zamallout er c’hiz-ze ! Me a lavar d’eoc’h ne uzoc’h ken kalz a vouteier em maner diwar gement-man.

Hag hen er-meaz da glask penn eus Eveldon.



Digouezet er porz, ar Fistoulig a glevas eur vouez o krial : « Forz va buhez ! » hag ar vouez a zeblante dont diouz al… lec’h-distro. Ha setu an aotrou da welet, hag o kaout e borzier hanter-veuzet el lorgnez.

— Flêrius ! piou en deus da daolet aze e-barz ?

Mevaünan, eme egile.

— Te da-unan ? Ma ! chom aze, a respontas ar mestr, mar kavez brao neui e-barz.

Neuze Fistoulig, o welet an nor-dal digor-kaer, a intentas edo nijet kuit ar barver. Hep chom da varc’hata, ez eas d’e varchosi hag e lammas war gein e varc’h du-diaoul, hag en hent da redek war-lerc’h Mazoïg.

Mazoïg ivez a rede eus e wella, pa glevas trouz gant marc’h an aotrou o tostaat. Digouezet edo dirak eun ti nevez hanter echu, ha Mazoïg e-barz ! Diwiska ’reas e chupenn, latouza ’reas e veg hag e zaouarn gant pri ha raz, hag hen da bignat gant ar skeul war an dôenn, rak an dôerien, boulc’het mat o labour ganto, a oa eat d’an ampoent da glask mern.

Hep dale e tigouezas an aotrou, skuiz ha dielc’het o veza daoulammet eur pennadig.

— Hep ! tôer, emezan, n’ho peus ket gwelet eul laer o tremen ?

— Eo avat ; met pell e tle beza, rak tiz ’oa warnan.

— Ah ! setu aze eul labous hag e karfen krenna e ziouaskell d’ezan, met re skuiz oun ; mar karit mont war e lerc’h, del dek skoed ha va marc’h. Digasit d’in va den, hag ho peus gwerz-butun da gaout.

— Ya, mont a-walc’h a rafen, eme Vazoïg, en eur ziskenn ; met me am eus great marc’had da zistoï an ti-man ; neuze pignit war laez, ha labourit, e-keit ma vin gant va zro, da zidacha ar vein-glas a daoliou morzol.

— Hag e rin ! eme Fistoulig en eur bignat war an dôenn, e-pad ma lamme Mazoïg a-c’haoliad war ar marc’h du, paket gantan dek skoed all…



Koulskoude e-pad ma rede Mazoïg war-zu ar gear, peadra d’ezan breman da baea e C'houel-Mikêl, an aotrou a skoe e-tailh hag a vreve didruez ar vein-glas, pa zigouezas an dôerien, debret o mern ganto.

— Pop ! eme ar re-man ; petra ’reomp aze ? Alo ! en traon ha buan ! Pe fur pe zod ez oc’h ?

— Me ’zo gant va labour ; eme ar Fistoulig, en eur chouka ken didruez ha diagent.

Neuze an dôerien a glaskas pignat war an ti, met bleo ! egile a stlapas mein-sklent a-vernadou warno ken e kinnige o dalla.

Dres ! archerien ar Pont, o pourmen dre ar vro, a zigouezas war al lec’h, hag, o welet ar blevek Fistoulig, troc’het eun hanter hepken eus e varo, oc’h ober kement a jolori, e kemerjont prim anezan evit eur penn goullo ha divouedet. Dont a rejont a-benn da deuler o c’hrabanou warnan, goude beza paket ivez o lod mein-glas…

Hogen, evel ne oant ket evit entent rezon-vat ebet gantan, e kasjont anezan da di an Diskianted da Gemper, e-lec’h ma teuas a-benn da dremen eun toulladig bloaveziou en disheol, da c’hortoz ken na deuas e varo keit ha keit war an daou du eus e veg !…

Lezet da zistrei d’e vaner, e furaas en eur vervel !



Paour kêz Fistoulig, aotrou blevek, setu te bet klenket brao er gaoued, o klask krenna e ziouaskell d’eul labous e-giz

Mazoïg, barver Kleden e bro Kaperien Beg-ar-Raz ! !

   

FILHOR PAOLIG
A GERZATAN

   

————

 


Bloaz a vije a-benn dilost miz genver abaoe ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek deiz e vije bloaz abaoe ma oant deut da chom en eun penn-ti, sko e kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotrou an Didruez. Madik a-walc’h ez ea an traou en-dro gant an daou yaouank, abaoe o eured, Per o tevezia tost ken alïes ha bemdez, er c’heariou a-ziwardro ; ha Soaz, diouz he zu, oc’h ober war-dro an tiegez, hag ahendall o c’hounit eur gwennegig bennak, rak eun tammig edo kemenerez, ha, pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.



Siouaz ! da zerc’hent an Nedelek, ar gurun a strakas a-zioc’h o fennou. Pengwennig, ar vioc’h hag o doa gellet prena gant o espern, dre galz a boan avat, Pengwennig a zigouezas d’ezi mont dre laer da beuri e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni…

Tristidigez ! Petra d’ober er penn-ti breman e-pad ar goanv kalet, hep berad leaz, na begad amann ?… Dioueret, a dra zur ! Met, mar deo eas lavaret ar ger, gouzanv an dra a zo tennoc’h. Hag ouspenn-ze, nec’h o doa ahendall, rak hep dale, eus an eil devez d’egile, e-lec’h daou e vijent tri o chom er penn-ti…

Eun devez eta war ar genta sizun a viz genver, Per ar Paour, o tevezia gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant heman da droc’ha mouded du-hont e lanneg Poularbrini. An denvalijenn en em led abret d’ar c’houlz-bloaz-ze, hag an devezour a oa war-nez diskregi diouz e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas o tont etrezeg ennan eun aotrou. Ya, mar plij, eun aotrou ! Kenta m’her gwelas, e kavas warnan stumm an Didruez, hag eur sonj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal d’ezan. Eun taol marr dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, e-giz m’en doa diskaret heman Pengwennig en devez all. Met nann n’eo ket aotrou Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezan eur c’hof bras doun ha teo, war eun divesker berr, e-giz eun irvinenn war he gwriziou moan ha bresk, ha du liou e zremm e-giz reor eur billig-krampoez ; e-lec’h an diaveziad-man a zo ruz e vleo, eur fri moan ha hir e-kreiz eun dremm eskernek, ha baro ruz-tan dindan e chink. C’houez an dev a deu dioutan, a lavarfed.

— Ac’hanta ! devezour, emaout o vont d’ar gear gant skuizder da zevez ?

— Ya ! eme Ber ar Paour, e varr war e skoaz ; mont a ran da welet penaos eman va gwreg ganti du-hont.

— Ah ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ?

— N’em eus ket evit c’hoaz.

— Nemet e c’hellfes kaout marteze ?

— Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit.

— Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c’houez ar suilh ouz e heul ; m’am bije bet amzer da chom dre aman, em bije goulennet diganit beza ar paeron. Petra ’lavarez ?

— Me ? Oh ! me, netra ebet. Nemet marteze va gwreg…

— Da wreg ?… Da wreg a zo er gear, mat du-ze. Klev ’ta, mar karez, neuze e vezin ar paeron, hag, a-benn eun dek pe zaouzek vloaz ac’han, pa vo deut eur c’hrennard anezan, e kasin va filhor ganin d’am maner. Great eo ar marc’had ?

— Ar marc’had a vefe great, rak mat a-walc’h eo marteze ; met va gwreg ?

— Eur stal gaer !… Da wreg eo da wreg, ha n’eo ket te eo.

— N’eo ket me, nann, gwir ; met ar wreg eo hanter ar gwaz.

— Gaou !… Marc’had great, ya pe nann ?… Ma ’z aimp du-hont betek hostaliri Kabouig da gemeret eun dra bennak, rak an tan a zo em gourlanchenn hirio. Ya pe nann ?…

— Lakeomp ya, neuze.

Hag ez eont o-daou da eva.

En eur zont er-meaz, a-raok lavaret kenavo an eil d’egile, an aotrou ruz a ziskrabas an hent bras a-ziwar c’horre gant e voutez, hag a zic’holoas kerkent eur yalc’had aour.

— Del ! devezour, setu aman evit va filhor da zont. Dalc’h sonj ! A-benn eun dek pe zaouzek vloaz e tistroïn d’e gerc’hat. Ac’han di, mar en em gavez en diouer, goulenn sikour digant paeron da vab, an aotrou galloudek Paolig a Gerzatan…

Souezet, sebezet, goude kenavo, Per ar Paour a droas kein evit dont d’ar gear. Kerkent e klevas eur c’hoarz trenk, skiltr, roc’hellek, hag eun tenn o strakal pounner d’an hekleviou. Distrei a reas e benn : roud na merk ebet mui eus an aotrou ruz ! Tra, tra, nemet c’houez an dev o flêria muioc’h-mui.

Ha Per prim ac’hano d’ar gear, hep chom da varc’hata, troet e zouez en aon !… Paolig a Gerzatan, sonjit ’ta, tudou ! Sonjit ’ta !…



En eur zigouezout er gear, Per ar Paour a gavas, ouz e c’hortoz, eur mabig bihan nevez ganet.

Met, siouaz ! diwar an taol-ze, e wreg Soaz a chomas pell da stleja war he gwele ; ne deuas ket ar yec’hed d’ezi, ha, bloaz bennak goude, Per a oa intanv ; hag alïes e rankas furchal e-barz yalc’h Paolig a Gerzatan evit sevel ar paour kêz minor Erwanig. Rak Erwanig eo e oa bet hanvet ar paotrig, hep derc’hel an distera kont eus hano Paolig an Daonet, en doa c’hoant da gaout anezan da filhor.



Koulskoude Per a chome pouez ar yalc’had aour da vec’hia e goustians ; ha n’eo ket hep keuz e wele ar bloaveziou o vont peb eil da goueza e dounder puns distradet an Amzer dremenet. Ha koulskoude Erwanig, dre ma kreske en oad, a greske ivez e furnez : gouzout a rea e gatekiz eus ar penn d’al lost, ha desket brao en doa lenn ha skriva a-benn e zek vloaz.

Koulskoude keuz ha glac’har an tad, hag emichans ivez pedennou ar vamm eus lein an Nenvou, a denereas kalon sant Erwan.

Ha setu, eun nozvez, ar zant mat da zihuni Per ar Paour diwar greiz e bennad kousked :

— Dihun, Per, ha bez dizaon : me eo Erwan Heloury,


                  Bet gwechall breutaer,
                  Met hep beza laer,
                  Ar pez a zouezas pobl Treger !


Red eo d’in diwall va filhor Erwanig, pegwir e teus roet va hano d’az mab. Bez dizaon, me ’lavar ! A-walc’h e vo d’it rei da Erwanig ar vaz-man, eur vaz korz kleuz ; karg ar vaz a zour benniget ; lavar d’am filhor derc’hel tost dalc’hmat d’e vaz, ha, pa deuio an diaoul d’e glask, skuilha dour benniget war al lostek-ze, ha ni a welo pehini eo ar gwella paeron, pe me, pe Baolig a Gerzatan !

Per, diskredik eun tammig, a zonjas :

— Dal ! nemet eun hunvre n’em eus great ken adarre !

Met antronoz vintin, pa baras ar sklerijenn, neuze e kredas en doa e gwirionez gwelet sant Erwan, rak ar vaz korz a oa harpet ouz ar gwele.

Ha Per da drugarekaat ar Zant, ha da gentelia Erwanig.



D’an abardaez-ze zoken, Erwanig gant e vaz korz a oa o tont diouz ar c’hatekiz. Digouezet e-kichen Maner ar C’hagn, e klevas eur c’hoarz a-drenv e gein, ha, pa droas dispont e benn, eun diaoul, stummet divalo a-walc’h evit-se, a lavaras d’ezan :

— Me ’zo deut da glask mab Per ar Paour da zont da gaout e baeron.

— Me eo mab Per ar Paour ; va faeron a zo er Baradoz.

— He ! Eh ! He ! Bet eo er Baradoz a dra zur, met n’eman mui, rak me ’zo deut kuit ivez war e lerc’h, eur pennad brao a zo ; ha breman emaomp du-hont e Maner Kerzatan. Deus buan ’ta da gaout da baeron.

Hag al lostek daonet a fellas d’ezan kregi e brec’h ar paotr. Met Erwanig a lammas a-gostez, a skuilhas warnan eur berad dour benniget eus e vaz.

— Kerz, emezan, da lavaret d’am paeron e tle beza bras a-walc’h da zont e-unan da gerc’hat e filhor !

Kristenien ! Mevel Paolig a zifretas kuit ac’hano daved e vestr ! Hag heman, pa zigouezas e vevel d’en em glemm hep beza great e gefridi, a sankas doun d’ezan e forc’h houarn ruz etre e c’haol. Dioustu daouzek lostek all a voe karget a-nevez eus ar gefridi, hag an Diaoul Kamm a voe lakeat d’o bleina.

O welet eun bevelep strollad o tigouezout, Erwanig a lavaras d’ar c’habiten :

— Ah ! paour kêz kammig, berr-e-c’har, ne dalveze ket d’it ar boan dont beteg aman. Great eo va zonj ganin da vont.

Hag hen en hent ganto.

… E Kerzatan e oa eur gambr evit Erwanig pa zigouezas.

— Penaos ? eme paotr ar vaz korz, daoust ha n’eo ket kevnid a welan-me aze e korn ar mogeriou ? Petra ! Kempennomp buan ar gambr-ze, lorgnez ; ha buan ’ta !

Eur vrizadenn dour benniget d’o sikour !

Fentus e oa o gwelet o walc’hi, o skota, o tivergla, o spura, o tigevnida ; int a lamme a-wechou beteg ar zoliou, ken ma chome o bleo rostet stag ouz an treustou !…

Pa ehanas an abadenn, an Diaoul Kamm, hen, ne ehanas ket da vleujal evit-se, astennet penn-da-benn gant e gorf war al leur-zi. Red e voe d’ar re all sevel anezan en e zav, ha neuze e voe gwelet e oa hanter-dorret e c’har vat gant ar paour kêz diaoul !

En eur glevet kement a jolori, Paolig a Gerzatan a ziredas d’ar gambr gant e forc’h ruz, da lakaat ar peoc’h, eun toullad mevelien kornek war e lerc’h. Seiz mil maliz a yeas doun en e gorf entanet o welet e gabiten kamm e pe stad edo. E oa o vont da c’hourdrouz Erwanig ; met ar paotr a grog buan er vaz korz, hag eur vrizadenn dour benniget ivez d’ar Mestr-Bras. Nag hen a lamme ! Nag hen a yude kounnaret ken na zistone forn an ifern dindan e c’harmou roc’hellek ! Ar ferc’hier houarn o vont en-dro, an diaoulien an eil o toulgova egile ! Tud keiz !…

Hag evel-se Erwanig a voe lezet da zistrei d’ar gear.

Nemet antronoz vintin e savas keuz da Baolig.

— Penaos ? penaos ? emezan, me, Mestr ar Forn, a vezo devet gant eur mec’hiek evel-se ? Hag eur filhor d’in ouspenn-ze ? Oh ! oh ! nann, ne vezin ket emichans, m’hen tou war va forc’h, va lost ha va c’herniel !

Hag e tibabas eun toullad eus ar gwella, ar gwasa, ar c’hrisa, ar spontusa e-touez e vevelien, da vont war-lerc’h e filhor. Ha setu strollad an diaoulien lostek gant o ferc’hier houarn ruz da glask penn ouz paotr ar vaz korz.

Piou a oa en o fenn, a gav d’eoc’h ?… An Diaoul Kamm adarre, bizier loaek gantan, abalamour d’e c’har vat hanter-dorret ha blonset e-pad abadenn ar c’hambr. Ya, lavaret a ree, hen, e teuje a-benn eus e gefridi d’an eil gwech pe e kollfe e hano, hag e karfe dont da veza kamm eus an daou du.

Erwanig, hen, d’ar c’houlz-ze, o welet an noz o vont bremaïk da goueza war e c’horre, a reas e zonj da vont da glask goudor en eun tu bennak. Ar genta dor a gavas e oa dor eul lochennig, savet e gwasked eun dorgenn, war bevenn eur c’hoad, e-giz eun neiz gwennili savet e gwasked eur post dindan eun dôenn. D’ar c’henta taol a skoas e teujed da zigeri d’ezan, rak n’eus ket gwelloc’h eget ar paour da zikour ar paour. Eun intanvez, yaouank c’hoaz, eo a veve el lochenn gant eur verc’h a zek pe zaouzek vloaz, plac’hig koant eus ar c’hoanta. Eur skudellad soubenn an avalou-douar a voe fardet d’ar beajour yaouank ; ha, goude koan hag e bedennou, o veza ne oa nemet eur gwele en ti, ar paotrig a c’hourvezas war eun duilh plouz.

E oa zoken e-kreiz an noz oc’h hunvreal d’e vaz korz ha d’e zant paeron pa zihunas gant ar c’hement a drouz hag a strak a leunie an ti. C’houez ar pilhou suilhet hag an tont devet a gleve ivez, ha neuze o tansal e wele eun toullad goulaouiou, a zaou da zaou, lugernus evel tan. Kerkent ma c’hellas enaoui al lutigenn rousin, neuze e welas piou a rea ar reuz.

— Ah ! gagnou, emezan, en eur zevel ; c’houi adarre ? Gortozit ac’hanon ’ta !

Bzit !… Bzit !… An dour benniget er-meaz eus ar vaz korz.

— A-walc’h ! a-walc’h ! Ah ! iaou ! a vleujas an diaoulien.

— A-walc’h ? eme Erwanig ; ya, met hepken ma teuit a-benn, a-raok ar goulou-deiz, da zevel en-dro d’al lochenn-man eur maner eus ar c’haera !

— A-walc’h ! Ya, ya, ar maner a vo savet !

Emichans sikour a deuas d’ezo diouz Kerzatan : mansonerien, kilvizien, eskennourien, marichaled ’oa anezo. Beteg ar mintin ne gleved nemet mein o trailha, morzoliou o skei didruez, eskennou o skrignat o dent, annezou o tiston, ha me ’oar, me !… Ar pez a ouzoun eo, pa strinkas an heol-mintin e vannou kenta dre an oabl, en-dro d’al lochenn, e oa war zav eur maner dispar, mogeriou uhel, gant dorojou bras, en-dro d’ezan.

En eur c’horn-tro, an diaoulien a c’hortoze beza lezet da vont ac’hano.

— Tostaït aman, gagnou ! eme Erwanig.

Hag e skuilhas warno eur vrizadenn diveza !

Eur jolori spontus a zavas etrezo, kerniel an eil o toulla egile. Gwasoc’h c’hoaz ! An Diaoul Kamm, brevet e c’har vat d’ezan etre daou pe dri damm, a oa red d’ezan beza kaset d’ar gear war eur c’hravaz daoubennek.

En eur ober an nozvez-ze, a-benn ar mintin, Erwanig en em gavas koseat ha deut da zen yaouank ; merc’h an intanvez ivez a oa anezi eur grouadurez gaer, eur boked a yaouankiz.

Eur pennadig goude, amzer da Erwanig da vont da glask e dad, e voe enreujet paotr ar vaz korz gant e zousig koant. Lod a lavar zoken ez eo sant Erwan Heloury a ziskennas diouz lein an Nenvou, da skoulma an diou galonig yaouank. Ar pez a zo gwir da vihana eo penaos, en o maner, nag Erwanig nag e bried na ankounac’heas morse e oant bet paour gwechall.

Pa varvjont, o-daou ez ejont war-eün-tenn d’ar Baradoz, dre zikour sant Erwan, petra bennak ma oa bet Erwanig ar

Paour « filhor da Baolig a Gerzatan ».


YANN AN INKIN
HAG AN AOTROU FURZOD


————

 


Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-ze a weler a-wechou kroummet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuhez.

Mat ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa o chom en unan eus ar maneriou-ze, trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg, Herri ar Marichal.

An aotrou-ze a oa leshanvet Furzod, abalamour ma na veze morse na fur na sod a-walc’h hepken. O chom edo e maner ar C’hastell-C’houitell, e-lec’h ma oa eur wezenn gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou fall ; met an dud fur hag onest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwar-benn aotrou hag itron ar C’hastell-C’houitell, betek ma lavared e veze alïes-alïes — piou ’oar ped gwech bemdez ? — e veze komzou trenk ha c’houero, taoliou-dorn, krabisadennou ha sachadeg bleo etre an aotrou Furzod hag an itron Furzodez, e wreg.

Tostik da Gastell-C’houitell e oa o chom Yann an Inkin.

Yann ne oa anezan nemet eur c’hreiz-denig, na bras, na teo, na ledan ouz an a-drenv ; na bihan, na moan kennebeut. Met Yann n’oa ket hir e ziouskouarn ; finoc’h e oa eget Alanig al Louarn, hag e zac’h a veze dalc’hmat leun-tenn. Kent-se, n’eo ket eur souez, tamm ebet, ma lavare ar C’haperien eus Yann : « Heman a zo eun ebeul anezan ! »



Ti Yann a oa great e vogeriou gant koataj hag e dôenn gant plouz-keit : eul lochennig n’edo ken, met frank a-leiz evit e berc’henn hag e wreg. Da vihana ne oa ket eur gwennegad dle war e c’horre ; ha gouzout a rit holl :


                 Gwelloc’h eo
hep dle bara heiz
                 Eget
e prest bara gwiniz.

Yann ’ta ne oa ket pinvidik-mor ; koulskoude, goude diskonta e di ha Katellig Fri-Minaoued, e vaouez, e chome c’hoaz gantan e vioc’h Moumoutig. Met war douar Yann ne oa ket kalz a bastur, treut e oa ar peuri gantan ; e-lec’h e park an aotrou Furzod, e amezeg, e oa melchon gwenn, tener, eur brao o gwelet. Pa veze o tiwall he bioc’h, Katellig a veze gwelloc’h ganti distaga eur pennadig-kousked, hag, e-pad an amzer-ze, Moumoutig a zizonje a-wechou betek mont da ober eun droïg e-touez melchon gwenn an aotrou Furzod.

Heman, kerkent ma anavezas laeronsiou ar vioc’h, a prim da gaout he ferc’henn :

— Te ’oar, Yann, diwall mat da vioc’h, emezan ; rak, mar pakan anezi c’hoaz war va zraou, ne vo ket kosoc’h ha, diwar an taol-ze, e c’helli kas anezi da farda sklipou !

Hag hen kuit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou !

Antronoz, Katellig Fri-Minaoued ne gouskas ket en eur ziwall ar vioc’h, rak katekiz ha sarmon piz he doa bet digant Yann. Met siouaz ! Petra ’faot d’eoc’h ? Gouzout a rit, eur voazamant fall a vezo atao trec’h abret pe zivezat. An daou pe dri devez goude-ze, Katellig a zizonjas adarre da gousket ; met Moumoutig, hi, ne zizonjas ket da vont buan da danva melchon gwenn ar maner. Hag ar pez a voe gwasoc’h c’hoaz, an aotrou Furzod a zigouezas war an taol, e fuzul gantan, hag a gasas bioc’h Katellig d’ar bed all.

Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d’ar gear da gas ar c’helou glac’harus-ze da Yann.

— Foei ! eme heman, ar pez a zo c’hoarvezet a zo digouezet ha n’eman ket mui da zont. E-lec’h chom aman da ouela kaon d’am bioc’h, pe e-lec’h koll va amzer, Katellig, da uza ar gordenn war da gein pe da derri trojenn ar valaenn war da zargreiz, eo gwelloc’h ganin mont da gerc’hat Kontelvraz, kiger ar Pont, evit diskroc’henna Moumoutig.

Antronoz vintin, Kontelvraz a zigouezas, e gontell hag e stalikerez kiger gantan, ha Moumoutig ne voe ket seizdaletoc’h evit beza diskroc’hennet.

Pa oa echu ar stal, e-pad m’edo Katellig o ouela d’he loen paour :

— Breman, kiger, eme Yann, me n’am eus ket arc’hant peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutig, va loenig paour ; ar c’hroc’hen a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger !

Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras yao etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.



Deomp breman da welet petra ’raio Yann an Inkin gant kroc’hen Moumoutig.

Kerkent ma oa troet e gein gant Kontelvraz, e-pad ma oa Katellig en dizesper o yudal a-bouez penn : « Emaomp rivinet, rak maro eo Moumoutig ! » Yann a lakeas e voutou ler-goad en e dreid, — pe e dreid en e voutou ler-goad, — a wiskas e dok sul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz…

E oa o vont er-meaz eus an ti, pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :

— Yann, da belec’h emaout o vont ?

— Da belec’h ? eme Yann, d’an ifern da ginnig chupenn Moumoutig da Baolig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin !

Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yann, hent Pont-’n-Abad an hini eo, rak antronoz e oa foar vras e kearbenn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent a oa da vuzula ; ha, pa zigouezas an noz war e c’horre, Yann en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezenn uhel. Ah ! pa lavaran eur wezenn, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou he doa da zisheolia ouspenn eun devez-arat douar en-dro d’ezi ; he blenchenn a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, met kleuz en diabarz.

Hogen ar wezenn gleuz-ze a oa brudet fall dre ar vro, rak en he c’hleuzenn, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teue bemnoz laeron da farda o zoubenn ha da loja. Yann en doa anaoudegez a gement-se, met, evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzenn al laeron. Ha setu hen mont e-kreiz ar wezenn, renka kroc’hen e vioc’h en-dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yann, skuiz-maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket e-barz kroc’hen Moumoutig.

War-dro an hanter-noz, eun trouz iskiz a gasas ar c’housked diwarnan, hag ar paour kêz den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goaze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, e oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopenn, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini gant eur zac’had mouniz. Eun tammig goude an tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur pod-houarn henvel a-walc’h ouz eur bailh-kouez.

E-pad ma oa al laer keginer oc’h aoza ar zoubenn, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zïer, evit diskouez pe ar mouniz pe an arc’hant pe an aour o doa laeret en o nozvez.

Ouz o gwelet, Yann an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :

— Chê ! emezan, ma teufen a-benn da veza mestr war an traou-ze !…

Eur wech debret koan ganto hag evet meur a bicherad jistr, meur a flipadenn gwin-ardant, — rak jistr ha gwin-ardant a oa kuzet er wezenn gleuz, — al laeron a yeas skanv o zeod en-dro en o beg. Unan a-dreist ar re all, distagellet gwelloc’h emichans, a gonte penaos e oa deut a-benn da laerez e zac’had mouniz : en eun iliz e oa bet o furcha kefiou ar zent, ha kef bras ar sakristiri en doa bruzunet. Tost e oa bet d’ezan beza paket koulskoude, rak ar c’hloc’her a oa digouezet warnan p’edo o tigeri kef sant Alar, mestr ar c’hezeg.

— Ha n’ez peus ket bet aon ? a c’houlennas ar re all. Ni ne gredomp ket c’hoaz ober gaou ouz Doue hag e zent.

— Aon ! eme egile. Oh ! tamm ebet ! N’oun ket bet seizdaletoc’h evit liamma e zaouarn d’ar c’hloc’her a-drenv e gein, hag evit e vouta en eur gador-govez, e-lec’h em eus prennet an nor war e c’horre. Oh ! me n’eo ket aonik an tamm ac’hanon ! Me ne spontfen nemet rag an diaoul, met pegwir n’eus diaoul ebet !…

Ken buan Yann a deuas eur zonj en e benn : sponta al laeron. En eun taol e savas hag e lammas e-kreiz ar pevar lakepot, kroc’hen ar vioc’h en-dro d’ezan atao ha kerniel Moumoutig savet pik war e benn !…

Ar gurun, o koueza war ar wezenn, n’en defe ket great ker bras aon d’al laeron.

— An diaoul ! eme laer ar zent.

— An diaoul ! Kerniel en deus ! eme unan all.

— An diaoul ! Sell e lost hir o ruza an douar ! a lavaras an trede.

Paotred paour ! Int a droc’has kuit diouz ar wezenn gleuz ! Ar pevare a oa eun tammig kamm d’an tu kleiz. Ma Doue !

Hen a choue e vuhez hag a c’houlenne sikour, hag a lavare d’ar re all gortoz anezan. Siouaz ! den n’her selaoue, ha me ’gred e torras e benn o steki ouz eur wezenn bennak. Ar pez a zo sur, hini ebet eus al laeron ne zistroas d’ar wezenn gleuz, hag evel-se arc’hant o laeronsiou a chomas gant Yann.

Tri pe bevrar devez a lakeas Yann da gas sac’hadou al laeron d’ar gear, met gant amzer ha pasianted e reer meur a dra, hag evel-se eo e teuas Yann a-benn eus e daol ha da gas zoken da Gatellig eun tanva eus kig-soubenn al laeron.



Met n’edo ket peadra kaout arc’hant kemend-all, red e oa c’hoaz muzula an tenzor.

Setu ma tiwanas eur zonj e penn Yann. Hag hen, antronoz vintin, lavaret d’e vaouez :

— Breman, Katellig, kerz da vaner ar C’hastell-C’houitell da gaout an aotrou Furzod, ha goulenn digantan eur gastell da vuzula an aour am eus bet evit kroc’hen Moumoutig.

Hag ar wreg en hent dioc’htu.

Met er maner, an aotrou a respontas d’he goulenn penaos Yann n’edo ket fur a-walc’h, pa lavare traou er c’hiz-ze.

— Eo avat, eme Gatellig, eman e benn gant va hini koz, ha bez’ ez eus du-man, e toull ar geuneudeg, eur berniad mat a draou. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc’h, lod bihanoc’h ; unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet e gantenn ; egile a zo tenvaloc’h eun tammig, e-giz pa vefe bet mogedet e groc’hen. Da genta, Yann a oa o sonj konta anezo, met kement a zo diouto, m’eo red o muzula gant ar gastell.

Setu ma roas an aotrou da Gatellig eur gastell, toaz ouz he c’hantennou, rak o kas toaz d’an ti-forn e oa-hi bet.

Ha Yann a c’hellas muzula e gavadenn. Tud paour, nao gastellad hanter a oa diouti !

Hag ar gastell a voe kaset en-dro d’ar gear, peziou melen, peziou gwenn chomet stag ouz an toaz, er strad hag e kostez ; ne oa ket red sellet ken piz-ze hiviziken.

Koulskoude an aotrou Furzod a oa souezet bras, ha setu hen da gaout Yann…

— Asa ! Yann, emezan, penaos an diaoul ez peus bet kemend-all eus kroc’hen da vioc’h ?

— Penaos ? eme Yann. Ar re all o deus bet ivez hag o deus gwerzet keit ha me, rak eur souez a oa gwelet pegen ker ez ea ar c’hrec’hen e Pont-’n-Abad.

— Pegement ’ta ?

— Kant skoed ar vlevenn, na muioc’h na nebeutoc’h. Kenavo, aotrou !

— Mat ! a zonjas an aotrou Furzod en eur vont kuit, mat ! Yann, te ’zo deut pinvidik gant kroc’hen da vioc’h, met pinvidikoc’h e vin-me c’hoaz ! Me am eus eiz bioc’h ha daou-ugent, ha warc’hoaz genta e kasin kelou da holl gigerien ar c’hostez-man da zont d’o laza : ar c’hig a vo d’ezo, ar c’hrec’hen d’in-me.

Hag, evit gwir, antronoz vintin, e voe lezet gwad da zaoud ar maner. Nag ar gigerien a oa laouen an tamm anezo !

Hag an aotrou Furzod da Bont-’n-Abad gant eur c’harrad krec’hen, bec’h daou loen kezeg.

Pa zigouezas er marc’had :

— Pegement an tamm eus ar c’hrec’hen ? a c’houlennas eur marc’hadour digantan.

— Kant skoed ar vlevenn adarre, e-giz an devez all ! eme an aotrou.

Ar marc’hadour a reas eun hej d’e ziouskoaz, a droas e gein en eur lavaret :

— Heman a zo zod !

An aotrou a glevas hag a respontas kerkent :

— Fazia ’rit ! Me n’oun ket zod, Furzod an hini ez oun.

Met kaer en doa gortoz, ne gave ket gwerz d’e varc’hadourez.

Abarz fin, e tigouezas gantan Noun, gouzout a rit, Noun Pibenn, marc’hadour saoud ar Pont.

— Pegement ar c’hroc’hen ? eme Noun, e gorn-butun berr o vogedi e fri d’ezan.

— Kant skoed ar vlevenn adarre, e-giz an devez all ! a respontas an aotrou.

— Ah ! paour kêz aotrou Furzod, fazia ho peus great ! Kant skoed ! Pe, petra ? Boulc’hurun !… Ar zod a rez ac’hanon, va faotr ? eme Noun. Dal ! pak ha kerz da gousket d’an heol !

Ha Pibenn disvanta eur vodennad gant an aotrou, ken ma ’z eas da gornigellat seiz kammed ac’hano. An aotrou paour ne c’houlennas ket e zilerc’h, hag a zistroas d’ar gear gant e grec’hen, mezek ha trist e glipenn, m’ hen assur d’eoc’h !

Pa zigouezas er C’hastell-C’houitell, an aotrou Furzod a lavaras d’e itron :

— Chê ! plac’h paour, Yann en deus rivinet ac’hanomp. Ar c’hrec’hen a yee hepken daou skoed pe seiz lur an tamm anezo, ha n’eo ket kant skoed ar vlevenn an hini eo !

An itron a yeas droug enni. Koulskoude, n’ouzoun ket penaos, n’eo ket war he aotrou, met war Yann eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma voe kaset kelou da Yann, dindan boan da veza krouget, da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.

Pa glevas kement-se, Katellig a voe darbet d’ezi sempla. Met Yann ne reas ket kalz a van :

— Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget !

Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.

— Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mat, aze ez eus eur roued, me ’ya da drei anezan en-dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou : n’eo ket tenn, me a lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin. Na war droad na war varc’h ?…

Just d’ar c’houlz-ze, azen an aotrou a oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochenn. Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yann a lammas warnan. Ha yao etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hir… penn-da-benn gant ar foz, ha setu evel-se ne oa nag en hent nag er-meaz an hent.

An aotrou Furzod, pa deuas Yann an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.

— Ha foei ! Yann, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus great ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud, ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken. Met, pegwir out deut d’am c’haout e-giz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez a-raok neuze klask d’in kreiz ar bed.

— Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am c’hredit ket, klaskit eur gordenn hir a-walc’h evit-se. Me a chomo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar bed, hag evel-se c’houi a welo ha n’eo ket aman eman ar c’hreiz.

An aotrou ne ouie ken penaos respont.

— Ah ! emezan, e-lec’h an dra-ze, poueza an douar eo e vezo red d’it ober.

— N’eo ket tennoc’h, eme Yann, met da genta e vo red d’eoc’h diveina an douar, rak an douar hepken, n’eo ket ar vein, eo a lavarit d’in poueza.

An aotrou paour a voe stanket e veg d’ezan adarre.

— Kerz d’ar gear ! emezan neuze da Yann. A-benn warc’hoaz me a yelo di d’az laza.

Ha Yann a zistroas d’e lochenn, difoutre-kaer evel diagent.



Antronoz, war-dro ar c’hreisteiz, Yann a oa o c’hortoz an aotrou Furzod, hag en doa renket peadra da zoueza anezan. Dirag e lochenn e oa o farda e zoubenn ; tan a oa gantan dindan e bod-houarn, met kuzet en eun toull en douar, eun tammig tan glaou-koad hep an distera moged.

Pa welas an aotrou o tont, Yann a bakas peg en eur c’hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bod-houarn, ker buan ha ker pounner ma kinnige pep gwech diskar anezan hag e zoubenn.

— Asa ! Yann, deut oun da ober evidout ! eme an aotrou. Met petra ?… War a welan eo kollet da dammig skiant vat ganit, pegwir a skourjezez da bod-houarn en doare-ze ?

— Oh ! tra ! tra ! eme Yann, va fenn a zo mat ; met, gouzout a rit, me n’am eus ket kement a geuneud ha c’houi ; hag ez eo eurus d’in kaout, da boaza pe da domma va zamm boued, eur skourjez e-giz heman. Gant eur c’hant taolig bennak gantan, e lakan an dour da vervi. Gwelit kentoc’h, aotrou !

Ha Yann, dirag an aotrou Furzod souezet, a zizoloas ar pod-houarn e-lec’h m’edo ar zoubenn, tiz warni, o redek hag o kantren.

— Ma ! kalz koll az peus plantet warnon, te ’oar mat, Yann, eme an aotrou. Koulskoude m’am eus lavaret d’it e oan deut aman d’az laza, me n’oun ket da veza tamallet ; va itron an hini a zo troet war an tu-ze. N’eus forz, gwerz d’in da skourjez hag e lezin da vuhez ganit.

— Tomm oun d’am skourjez, a respontas Yann ; koulskoude tommoc’h oun c’hoaz d’am buhez ; ha setu gwerza a-walc’h a rafen va skourjez burzudus.

— Ha pegementad eo ?

— Kant skoed, ar ger diveza, na muioc’h na nebeutoc’h. Hag evel-se Yann an Inkin a bakas tri c’hant lur evit e skourjez, eur c’hoz tamm skourjez porc’h, mat da netra.

Hag an aotrou Furzod ? Mont a reas d’ar gear, laouen.

War-dro an abardaez, e teuas da zonj d’ezan e oa tud gantan o terri terien. E-barz ar gegin, ar plac’hezed a oa ganto ar podou bras war an oaled, dour, kig, legumachou e-barz ; ne oa mui da ober nemet enaoui an tan dindan.

An aotrou a gasas ar merc’hed kuit diwar e dro :

— Gant va skourjez, emezan, me ’respont da domma soubenn d’am zud.

Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan, da vazata e bod-houarnou gant e skourjez porc’h, eur brao gwelet anezan, me ’gav d’in.

Deut e oa c’houec’h heur, hag ar zoubenn ne oa ket c’hoaz sonj bervi ganti ; mont a reas an heol da gousket, ar c’hig n’edo ket c’hoaz digriet, kennebeut nag an dour klouaret. Ha foei ! an aotrou, deut hir e deod war e roched, a zavas bec’h war e chupenn, a-dreist-holl, pa deuas ar plac’hezed hag ar baotred yaouank da ober goap outan dindan e fri… Ma voe red enaoui an tan neuze. Koan divezat a voe, met ne voe eat netra da goll.

Mez ennan ken ma flêrie, an aotrou a damalle e skourjez :

— N’ouzoun ket petra c’hoarvez gantan, emezan ; met n’eman ket mat ganti sur a-walc’h…

Meur a hini a zonjas e oa kollet e benn gant aotrou maner ar C’hastell-C’houitell…



E-pad an nozvez-ze, an aotrou Furzod a glevas e bater gant e itron. A bep seurt a glevas diganti : « Diod ! Leue-geod ! Beg magn ! » ha me ’oar-me petra ne voe ket lavaret d’ar paour kêz aotrou !

Setu, antronoz vintin, ma reas heman e zonj adarre da vont da gas Yann an Inkin d’ar bed all. Met Yann ivez a oa o c’hortoz an aotrou da zont war e dro : karget en doa gwin ruz leun eur zoroc’hell gras ha lakeat anezi goude-ze e krubuilh Katellig,

Pa zigouezas en ti, an aotrou a lavaras :

— Yann, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc’h ; mont a ran da ober da stal d’it !

— Gwir ! eme Yann. Red eo d’in neuze laza va gwreg da genta, rak ne dalvez ket kalz ar boan d’in lezel Katellig baour war va lerc’h da zizec’ha war he zreid gant an dienez. N’em befe ket ar galon-ze !

Hag hen, ker buan, mont ha sanka e gontell e-barz krubuilh Katellig. Houman en em lezas da goueza ; ar zoroc’hell a oa toullet, ar gwin a rede a bep tu.

An aotrou a spontas.

— Petra ’z peus great, Yann ? emezan. Sell da wreg a zo astennet war al leur-zi, ha beuzet en he gwad ! Gwell a ze n’eo ken evidon, rak ar Justis a deuio d’az kerc’hat hep dale. Muntrer, lazet ez peus da vaouez, met da dro a deuio ha te a vo dibennet, dic’houget…

— Teut, teut, teut ! C’houi ’gav d’eoc’h an dra-ze ? eme Yann. Katellig, gwir eo, he deus kollet he gwad, met me am eus aze, e kornig va arbel, eur c’houitell daou wenneg bet d’am moereb, hag a zo gouest da lakaat buhez da zont en-dro em gwreg.

Hag hen ker buan ober teir c’houitelladenn gant c’houitell ar voereb koz, ha ker buan ivez Katellig a oa en he zav.

An aotrou Furzod a chomas sebezet, souezet-maro.

— Yann, emezan, gwerz d’in hounnez, ar c’houitell-ze, ha dizonjomp ar pez a zo bet etrezomp.

Ne voent ket pell evit beza mignoned adarre hag evit ober ar marc’had : ar c’houitell, evel-se, a voe gwerzet kant skoed.

An dro-ze, an aotrou Furzod a zistroas d’ar gear laouen-bras.

— Sell aze ! emezan outan e-unan, pebez taol am eus-me great ! Betek hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mat d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiviziken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabas ouzin-me, e sankin va c’hontell en he c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha, pa blijo ganin, e rin teir c’houitelladenn, ha buhez adarre e-barz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo !

Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout :

— Ac’hanta ! emezi, krouget eo Yann ganit, emichans ?

— N’eo ket, a respontas an aotrou.

— Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ?

— Ah ! evel-se emaout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanon, gortoz !

Hag hen mont da tenna e gontell, ha skei eun taolig pe zaou gant e itron.

— Va buhez ! va buhez ! a grias an itron o koueza a-stok korf d’an douar.

Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas war-dro o mestrez.

— Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me he zavo alese, pa blijo ganin !

— Ha penaos ? emezo, sabatuet.

— Gant ar c’houitell-man ! a respontas an aotrou.

Hag hen distaga teir c’houitelladenn gant e c’houitell daou wenneg. Met netra, an itron ne flache ket an distera. Ober a reas c’hoaz eun taol c’houitell, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro-mat !…

An aotrou a chomas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.

Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abret pe zivezat, hini pe hini a ziskuilhfe.

Setu ’ta ma teuas archerien da chadenna an aotrou kêz, hag, eiz deiz da c’houde, e voe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.

… Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastell-C’houitell, — entent a rit breman perak e voe roet an hano-man d’ar maner. — Dioc’htu e poanias da walc’hi e hano eus ar vrud fall en doa chachet warnan e eontr ; ha ne voe ket diês d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.



Eus e du, Yann an Inkin ne ankounac’heas morse e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue. Beva a reas koz-koz gant Katellig e-touez eun tïad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap.

Ha d’e heur diveza, sant Per a zigoras, sur a-walc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.

Ra ’z aimp holl d’e gaout du-ze, pep-hini d’e dro !


EUS AN IZEL D’AN UHEL


————



Pa zimezjont an eil d’egile, paour e oant ken ma oant paour a-walc’h. Eur zon a lavaras ar wirionez diwar o fenn :

           Kenta ma voent dimezet
           Alo ! va mignon ! Alo ! gê !
           Kenta ma voent dimezet
           En eur stad trist ’voent lakêt.

Met eurus e oant evelato, rak n’eo ket ar binvidigez hag an arc’hant eo ar re a lak al levenez hag an eurvad en eun tiegez. Holl e c’houzomp ar pez a lavar Furnez ar Geiz eus a Vro-Vreiz :

           Gwelloc’h karantez leiz an dorn
           Eget n’eo arc’hant leiz ar forn.

Neuze ’ta e oant eurüs, Yann ha Katellig, daoust d’o faourentez. Evit ti, eul lochenn tôet gant drez ha raden ha blenchou gwez diskouret, met

           Gwell eo eun ti bihan bouedek
           Eget eun ti bras avelek.


Evit arrebeuri, eur gwele, eur pod-houarn, eur skudell ; o-daou e vezent o tibri e-barz, e-giz daou labousig en o c’haoued a zebr boued en eun hevelep krogen.

Yann a c’houneze pevar gwenneg bemdez ; abaoe ez eus pell ! Met, o veza m’edo eur gwaz fur ha tamm ebet dispignour na boesounier, an daou bried a deuas buan a-walc’h da espern peadra da brena eun daol ha peb a skaon mar plij. A-benn pevar pe bemp bloaz dimezi, o doa gellet prena e foar Bouldahud eun danvad, tudou, ya, eun danvad ! Met ar pez na brenjont ket eo ar pez en dije dalc’het ar muia ar garantez etrezo, da lavaret eo evit ar re na ententont ket, eur mab pe eur verc’h, pe zoken an eil hag egile, pe c’hoaz meur a hini anezo. Nann, siouaz ! disher e oant, rak Katellig, red eo lavaret ar wirionez e-lec’h hag e-giz m’eman-hi, Katellig n’oa nemet eur c’haonac’henn anezi !

Eun nozvez, war an diskar-amzer, pa oa hi eat en he gwele, Katellig a lavavas d’he gwaz :

— Ah ! Yann baour, me ’oar petra n’am eus ket great, me…

— Oh ! me ’oar ivez, me, petra n’out ket gouest da ober ! eme Yann, a oa o tiwiska e lavreg.

— Nann, Yann baour, n’ouzout ket ! Sonj ’ta, chomet eo er-meaz !

— Piou ’ta ?

— Hon danvad, Yann baour ! Ha ma vefe eat e kof Gwilhou ar Bleiz !

Setu Yann, didrouz, d’en em adwiska, ha dao kuit da glask an danvad.

Sklêr e oa al loar en he c’hann. Met daoust da ze, Yann ne gave na roud na tres ebet eus an dianket. Oanig paour ! Ar bleiz digoustians, a dra zur, en doa sammet anezan ha koaniet gantan !

Ha setu hor paour kêz Yann, diberc’hennet diouz e zanvad, eur zon trist o sevel d’e envor :

           Kaon d’am danvad pengornik !
             Me ’m eus keuz d’am danvad !
           Kaon d’am danvad pengornik !
             Kaon d’an danvadig mat !

Emichans, goude envori e zon, en doa he c’hanet ivez, rak, pa oa o tostaat ouz park an Tri-Ferson, e klevas eur vouez a-drenv e gein o c’houlenn-outan :

— Ah ! va den paour, d’it-te eo e oa an danvad ?

Yann en eur zistrei a respontas :

— Ya, d’in-me ; ankounac’heat er-meaz en abardaez-man gant va hini goz.

Hag e welas ez eo eun aotrou a gomze outan, ya, eun aotrou, hag unan a feson c’hoaz ! ha d’e heul daou gi-bleiz, o bleo garo savet pik warno, hag int dielc’het, o zeod eun hanter goured er-meaz eus o beg, daoulagad en o fennou e-giz daou gef-tan war enaou. Sentus koulskoude e choment unan a bep tu d’ar mestr.

— Basta ! neuze n’eo ket didamall da hini goz : rak bremaïk, p’ edomp o tremen dre aman, hon deus gwelet eur bleiz o taga eun danvad. Buan va chas war e lerc’h ha me ivez ; eun hanter-heur goude e oa lazet Gwilhaouig ganeomp a-hont, en tu all d’ar stankenn.

— Mat eo ho chas neuze, aotrou ! eme Yann, glac’haret-holl.

— Mat-dreist int, va den ; ha, mar karez o c’hemeret, e vezint d’it, rak em maner em eus c’hoaz n’ouzoun ket kaer ped anezo.

— Marc’had great ! Ho trugarekaat a ran.

Goude kenavo, setu int pep-hini da zacha diouz e du : an aotrou e-unan etrezeg e vaner, ha Yann war-zu e lochenn, krog en e chas.

Digouezout a reas er gear pa zigoueze ivez Katellig, savet ha bet diouz he zu o klask ar paour kêz danvad.

— Debret eo gant eur bleiz lontrek !

— Ha da biou ar chas-ze ?

— D’in-me int breman ; digant eun aotrou em eus o bet ; int eo o deus kaset d’ar bed all tager hon danvad. Chas dispar int, a lavare o mestr.

Hag int en-dro da gousket hep muioc’h a drouz nag a gomzou.

Siouaz ! N’ouzer ket pe gant an anoued he doa paket o c’haloupat en noz er-meaz, pe gant keuz d’he danvad pengornik, marteze an eil hag egile, Katellig ne zavas ken diwar an taol-ze ; ha, tri pe bevar devez goude, e oa intanvezet ar paour kêz Yann !…

— Feiz ! emezan, goullo e kavan aman an ti breman ; kenkouls tra eo d’in mont ac’halen !

Hag hen en hent, bepred eün dirazan, hep gouzout kaer betek pelec’h ez aje, e zaou gi d’e heul, Krogmad ha Pegstard. Gant penaos kaout boued n’edo ket nec’het an distera ; rak, pa veze naon o tont d’ezan, gant e chas e c’helle beza dizoursi : eur c’houlin, eur c’had bennak a golle kerkent o buhez, hag hep kaout anezi zoken en-dro, ar pez a oa ar gwasa evito, pe ar gwella marteze.

Eun devez, en eur dremen dre ar gear-benn eus ar vro, e klevas embann e oa kouezet merc’h ar roue dindan galloud eun aerouant a zeiz penn, en eur palez e-kreiz eur c’hoad doun ; an hini he zennfe ac’hano, en defe anezi da zimezi, pe, mar kavfe gwelloc’h, he fouez en aour.

— Setu aze hag a rafe brao a-walc’h va stal ! a zonjas Yann, N’eo ket ankounac’haat Katellig eo a ran, ar baourez kêz ; koulskoude, pegwir oun intanv, ha, mar gallfen, ne vefe ket eur pec’hed bras evidon dimezi gant merc’h ar roue.

Ha diwar ar zonj treut-ze, hen war-zu ar c’hoad, da glask ar plac’h yaouank, e zaou gi d’e heul. A-boan er c’hoad, setu Krogmad oc’h harzal, ha Pegstard o c’hrognal, ha Yann o welet dirazan, en eun taol, dor-borz eur palez kaer… Hag hen difoutre kaer o punta war an nor, hag e-barz, e goun d’e heul.

Dioc’htu e paras sellou Yann war eur plac’h yaouank, eur gened dispar d’ezi, strafuilhet gant an aon ; hag e penn pella ur porz, e welas an aerouant.

Kerkent al loen spontus a laoskas seiz blejadenn euzus dre e zeiz penn. Charikat a rea e zent en e vuanegez, hag ouz mein al leur e lemme e skilfou kamm, eur vogedenn flêrius o strinka diouz e zeiz gourlanchenn ; ar skant glas a strake war e gein torgennek, e-giz bili war an aod pa vez trec’h bras, hag e lost forc’hek a c’houibane en ear.

Gant eur vouez roc’hellus e c’houlennas ouz Yann :

— Petra ? prenvig-douar, pe debret pe evet e vi ?

Met Yann n’en doa ket c’hoaz c’hoant da veza na debret, nag evet, na lonket. Evit pep respont e flouras o c’hein d’e goun.

— Skis ! skis ! emezan.

Ha Pegstard da zailha war ar flêrius seiz pennek, ha Krogmad da lammet war ar c’hein skantennek, ha da daga an eil penn war-lerc’h egile, ha Yann ivez da zikour e chas eus e wella hag o lopa a-dro chouk war an aerouant.

Ne badas ket pell ar c’hrogad. Yann ne voe ket evet na debret, met an aerouant divalo a dremenas d’ezan ar c’hoant lonka diwar an taol-ze. Gant e gontell-laz, Yann a droc’has prim ar seiz penn, a zammas anezo en e visac’h, ha kuit ganto, e zaou gi-bleiz d’e heul, en eur gimiadi a-bell diouz ar plac’h yaouank a rede war e lerc’h, en eur c’hervel anezan he zalver, he mirour, he fried.

Met Yann a rede araozi hag a zonje :

— Aon ho peus c’hoaz, merc’h ar roue. Divezatoc’h, m’ho peus c’hoant e gwirionez d’am c’haout da bried, c’houi am c’hlasko ; ha neuze hon daou ni a welo.

Koulskoude, dre ma rede dre ar c’hoad, e kave ar seiz penn pounneroc’h-pounner. Hag e tanfoeltras anezo ouz eur sklosenn goz, ya, met goude beza troc’het ar seiz teod diouto. Ha, skanveat d’ezan, e kerzas d’ar gear-benn da welet petra a c’hoarvezfe.

Ha petra a c’hoarvezas ?

Setu aman. Merc’h ar roue, goude he zalvedigez vurzudus, ne oa ket pell evit digouezout er gear, e lez he zad. Heman, evel m’en doa roet e c’her, a lakeas klask war ar zalver, evit dimezi d’ezan e verc’h.

Hogen, e-pad ar c’heit, amzer-ze, eur glaouer beg-du, o tremen gant e garrad glaou dre gichen ar sklosenn goz, a gavas ar seiz penn hag a zammas anezo en e garr. Pa zigouezas er gear-benn, ne oa ken meneg nemet e oa salvet merc’h ar roue, ha ne deued ket a-benn da gavout he zalver.

Ar glaouer neuze ne voe ket pell evit mont d’al lez, great e zonj gantan :

— Aotrou, emezan d’ar roue, me an hini en deus saveteat he buhez d’ho merc’h muia-karet. Goulenn a ran he fouez en aour, rak, evel n’oun nemet eur glaouer ha ma ’z eo du-pod va c’hroc’hen, ne c’hellan ket dimezi d’ho merc’h ; panefe ze…

— Penaos, te, beg louz ? eme ar roue, diskredik an tamm anezan.

— Me, aotrou ; ha, mar karit o gwelet, seiz penn an aerouant a zo aze em c’harr.

Goude beza great eur zell ouz ar pennou euzus, c'hoaz o tiwada :

— Mat ! met n’eo ket a-walc’h, eme ar roue, deut ar fizians ennan. Nann, n’eo ket gant aour e c’heller paea servijou evel-se ; kent-se, me ’lavar, me, e timezi d'am merc’h a-benn warc’hoaz vintin, ha me eo ar mestr !

Hag an tad-kaer, evit ma vije ar glaouer dereatoc’h da vont dirag e verc’h, a c’halvas pevar zoudard d’e walc’hi : nao lur saoun du ha seiz broust koad a voe uzet war e dro evit e gempenn.

Antronoz vintin, e voe lazet al leueou bihan, an denved hag an oc’hen lart ; dare ar zoubenn, ha poaz ar sklipou. Taoliou hir a oa savet n’ouzoun ket ped warn-ugent.

Hag er porz a enor merc’h ar voue a dlie bremaïk lavaret « ya » dirak he zad. Hogen, pa welas-hi da biou e felled he dimezi, e lavaras eun « nann » dichek ha distag :

— Nann, nann, n’eo ket heman a zo bet o tiframma ac’hanon diouz tre skilfou an aerouant !…

— Penaos, n’eo ket me ? a c’houlenne ar glaouer. Ha n’ho peus ket gwelet ar pennou aze ganin ?

Dres ! d’an ampoent daou gi-bleiz Yann a ziskordas da chalpat, ha merc’h ar roue a baras he daoulagad war re he zalver gwirion ; ha Yann, dre douez an engroez a dud a oa eno, a respontas :

— Ar pennou, ya ; met maro edont, pa e teus o c’havet ; e-lec’h an teodou a zo ganin aman, ne welez ket, glaouer ?

Ha Yann o diskoueze, ar seiz teod forc’hek.

Ar glaouer, me ’lavar d’eoc’h, ne oa ket du-ze er friko. Eun tantad a voe savet ker buan e korn ar porz, ha gant ar pennou hag eskern ar glaouer e voe great glaou !

Ha Yann ?… Merc’h ar roue, dirag an holl, a deuas da bokat d’ezan ha d’her briata gant eur garantez divuzul. Ha Yann, intanv ar paour kêz Katellig, a deuas da veza mab-kaer ar roue.

An hini a gontas ar gonchenn a oa bet ivez er friko e-pad eiz deiz. Pa deuas d’ar gear, eo bet pell gant ar boan en e zivesker, kement e tansas jabadao ha gavotennou en enor da Yann savet « Eus an izel d’an uhel ! »

MIZERIG


————


Eur wech e oa, pe ne oa ket, — kredit, lennerien, pe na rit ket : me ’gonto d’eoc’h an traou hervez m’am eus o c’hlevet, — hag e oa eun den e hano Mizerig. Eur c’hoz denig eo a fell d'in lavaret, eun netraïg, rak, evitan da veza deut d’an oad a bemp bloaz war-nugent, e vije bet kemeret eas evit eur c’hrenn-baotr a-boan echuet e baskou gantan : Ne oa na bras, na teo, nemet ar c’hroc’hen war an eskern, ha c’hoaz askornet munut e oa. E vizach drouklivet, hep eur vlevenn didenvet war e vuzell uhela, e toull druz ar mec’hi, ne oa warni nemet liou krampoez Kemper. Evit echui, gounezet e oa e hano gantan ; en eur ger, hanvet mat e oa bet Mizerig.

Nerz n’en devoa ket, evit gwir ; met, evit e lod, e oa ijinus ha speredet bras meurbed ! Arabad e-vije d’eoc’h c’hoarzin goap warnan dindan e fri, rak atao e kave au tu d’ho paea, o veza ma lavare ne oa ket mat d’ezan chom, re bell da vihana, dleour da zen ebet.

Dizonjal a reen da lavaret d’eoc’h e oa Mizerig chalboter, pe charetour mar kavit gwelloc’h, hag o chom tostik da Bont-’n-Abad. D’an amzer-ze, ne oa ket deut c’hoaz ar c’hiz gant ar merc’hed da vont, pep mintin, e kear da gas leaz hag amann, er « char-à-bancs », mar plij !… Neuze e vije gwelet ar Bigoudenned o vont e kear war droad, eur podad leaz, sounn war o bigoudenn-penn-tach, eur paner a-istribilh ouz pep dorn, bec’h ganto o ruza o divesker, skuiz-maro o tougen eun hanter-dousenn broziou.

An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h e ree goap ar Bigoudenned ouz Mizerig, pa dremenent en e gichen, ha Mizerig, diouz e du, a skoe didruez gant e skourjez dre an divesker ; met peurliesa o broziou mezer fetiz o ziwalle, hag ar Bigoudenned a gendalc’he da c’hoapaat.

Eur mintinvez, e-kreiz miz gouere, e tremenas diou Vigoudenn dirak hor chalboter, hag ar jabadao o kas dioc’htu.

— Sell ar paotrig !… Mizerig, deuit aman, Mizerig, me ho lakay em zavancher, pe em faner, e-giz ma keroc’h !

D’an taol-ze, Mizerig a yeas droug ennan, droug evit mat, hag hen ruz-glaou gant e bennad imor, o vont d’an diou Vigoudenn : taoliou skourjez a-gleiz hag a-zehou, ha dao, ha dao, dao dalc’hmat ha dao c’hoaz !... D’ar fin, eur podad leaz a voe skuilhet war ar boultrenn hag ar c’hlazenn e kostez an hent bras ; ouspenn-ze, daouzek vi, — eun dousenn viou, war-bouez eur vi, — a voe bruzunet ha great koz-podig ganto, e-giz d’ar C'hasimodo.

Ar Bigoudenned a droc’has kuit ac’hano etrezek Pont-’n-Abad, en eur c'hoarzin en eur giz all !…


Mizerig a oa laouennoc’h eget biskoaz ; ha, goude beza disterniet e gezeg ha debret e dammig mern, e c’hourvezas e kostez an hent evit kousket eur pennadig da ziazeza, da hismori e gofad bara, en disheol a zindan eur renkad gwez dero.

D’ar mare-man, an diou Vigoudenn a zistro diouz kear, hag a wel o enebour touet kousket er foz ouz ar c’hleun.

— Ha petra ’roimp d’ezan ? Red mat eo en em venji !

Tomm eo an amzer, an heol a boaz. Goude beza klasket piz ha diglasket ker piz-all, n’ez eus kavet netra gwelloc’h eget liva bizach ar c’housker gant eur restad dïenn, chomet e strad eur pod.

Great eo an taol, hag ar Bigoudenned kuit !…

Koulskoude eur stropad kelien a zo en em vodennet war ar vizach diennet ; ha, mezvet gant he c’hofad dïenn, pep kelienenn a beg, gwasoc’h an eil eget eben. Hogen kousket eo Mizerig, n’eo ket maro, hag hen, en eur zihuna, tremen e zaouarn war ar c’helien. Pebez distruj ! Nag a loened ! Daou c’hant korf-maro, nemet daou, a oa kavet astennet war an dachenn, hep unan muioc’h, hep unan nebeutoc’h.

Ha Mizerig o sevel en e benn da skriva d’ar Roue kement-man :

« Me, Mizerig, eur gwaz ma zo unan, am eus lazet daou c’hant nemet daou, gant daou daol dorn !

                                    « MIZERIG,
                       « chalboter e-kichen Pont-’n-Abad.
                           « e Bro ar Vigoudenned. »


Dizonjet e oan bet da lavaret d’eoc’h e oa neuze, war an tron, ar roue Grallon, mestr war an dud, e Kemper, dre c’hras Doue hag ar Werc’hez !

D’ar mareou-ze, Grallon a oa o klask sevel mogeriou en-dro da Gemper, evit diwall e gear-benn. Hogen ar pez a veze savet en deiz a veze diskaret en noz ; ha, gwasoc’h c’hoaz pe ker gwaz, ar gwardou ne veze mui klevet ger diwar o fenn.

Abarz pell e tigouezas lizer Mizerig gant ar Roue.

— Sell ! sell ’ta ! eme heman. Ha koulskoude, daou c’hant nemet daou, gant daou daol dorn, an dra-ze a rafe kant war-bouez unan, gant eun taol-dorn !… Oh ! Mizerig eo ar gwella paotr e-touez va sujidi. Ha, pa deu sonj d’in, hennez a ziwallo emichans va mogeriou nevez. Mat ez a ar bed !

Hag ar Roue, hep koll amzer o varc’hata, kas kelou da Vizerig da zont d’ar palez, ar buana ar gwella.

Dioc'htu, Mizerig a werzas karr ha ronsed, ha setu hor paotr war an hent bras a gas da Gremper.

Abardaez-noz a oa, pa voe digemeret gant ar Roue.

— Te eo Mizerig ?

— Ya, me va-unan, ha n’eo ket den all.

— Gant daou daol dorn e lazez daou c’hant war-bouez netra ?

— A zo gwir kement-se !

— Mat ! neuze e vi kaset en noz-man da ziwall ar mogeriou nevez : eur garg tenn meurbed. Kent-se, ped den a vo kaset c’hoaz ganit d’az sikour ? Peseurt armou a gemeri, gwareier pe goafou hir, pe klezeier dir ?

D’ar mareou-ze, ne oa c’hoaz hano ebet nag eus kanoliou na fuzuilhou.

Tud paour ! Mizerig a grene e holl izili outan, evel eur bern deliou sec’h hejet ha strilhet gant an avel-dro, ar gorventenn !… Met ar paotr fin a gav da respont d’ar Roue.

— Va divrec’h, Aotrou, a vo va holl armou. Roit d’in hepken eur chakotad mein bihan, bili gwenn dastumet war an torrod, hag eur chakotad leaz pouledek… Hag an hini a dremeno e-biou da c’hourc’hemenn ar Roue, hennez a lezo e groc’hen etre va daouarn-me !… Grant nerz-kalon me ’raio va dever : bezit flzians e Mizerig !

Ar Roue, gounezet holl gant ar geriou-ze, a roas d’ar chalboter eun toullad peziou melen : kalon Mizerig a dridas gant al levenez.

Ha da c’houde :

— Em falez, eme Grallon-Meur, em eus eun nizez yaouank. Te ’oar, d’it e vo da bried, ma tistroez gant penn an torfetour !

Neuze, mignoned, bizach Mizerig, an heol o para warni, ne vije ket bet skedusoc’h. Ne oa-hi ket evit beza : sonjit ’ta, ar paour kêz denig a oa bet red mat d’ezan, betek neuze, chom dizemez, rak biskoaz plac’h ebet ne zellas outan hep c’hoarzin leiz he beg, pe hep distrei he fenn gant truez !

Kennerzet gant ar zonj eus e brinsez, Mizerig en dije trec’het, me ’gred, war an heur, n’eus forz peseurt enebour…

Digouezet an noz : Kemper a zo kousket abret.

Mizerig a zo e-unan war ar penn-moger a zo bet savet e-pad an deiz. Skuiz gant e hent, eman ar c’housked en e zaoulagad, pa wel, en eun taol, o tont diouz ar c’hoajou doun a zo e-kichen kear, eur mell den, eiz troatad d’an nebeuta, teir gwech brasoc’h egetan.

An ozac’h koz, eul loc’h houarn war e skoaz, digouezet e-harz ar voger, a zav e zaoulagad :

— Eur gward hepken, emezan, treutoc’h a vo va zoubenn !… Ha te, prenvig-douar, perak ez out pignet ken uhel ?… Buan d’an traon, amprevan, pe…

— War bouesoc’h, aotrou bras, na c’hoarzit ket re abret, mar plij !… Daoust ha c’houi a zo gouest da ober ar pez a rin-me ?

— Me ’gav d’in, da vihana ! eme an hini koz dichek. Penaos?

— Mat ! eme Vizerig. Gwelit, m’ho peus sec’hed, evit : gwelet a rit an dour o tivera ?

E-pad an amzer-ze, ar chalboter a wask eun dornad leaz pouledek.

— Me ’ra dour eus eur vilienn ; grit kemend-all d’ho tro.

Ha Mizerig mont d’e chakod all, ha stlepel eur vilienn d’ar ramps koz. Heman he frit, he mal, he c’has da vleud, met beradenn dour ebet ne gouez ; mala a ra daou pe dri vean all, met ar bleud mein a chom sec’h.

Diou wech all c’hoaz, Mizerig a ziver dour diouz e leaz pouledek.

Ha neuze an ozac’h koz a zafar bravoc’h : aon en deus, anat eo. Pedi a ra zoken Mizerig da vont da leina davetan e-kreiz an c’hoad.

Hag int en hent o daou, ken buan.


D’ar mintin war-lerc’h, ar Roue a wel ar voger en he zav, met, evel ne zistro ket Mizerig, eo red kredi ez eo bet lazet. Neuze ivez e tiskred n’oa ket gwir en doa lazet kant den gant eun taol dorn. Ha, koulskoude, ar voger a zo en he zav ! Penaos kement-se ?

Mizerig a zo digouezet e ti ar peulvan koz, ma c’heller rei an hano a di da beder renkennad gwez, sanket en douar, an eil tost d’eben, ha goloet a vlenchou.

Er maner-ze, ez eus war an tan eur pod-houarn eus brasder eur bailh-kouez, hag, e-tal an tan, eur wrac’h koz, tronset he muzellou, hir he dent, savet he fri kamm, astennet he chink askornet : maouez an ozac’h koz eo.

— Tan ! eme an hini koz ; me am eus naon. Lak er pod-houarn an houc’h am eus lazet dec’h. Me ’zo o vont da gerc’hat dour.

Eur renkad barrikennou goullo a zo e-tal an nor, Mizerig, hen, en dije bec’h a-walc’h evit eur varrikenn c'houllo. Ha c’hoaz ar feunteun a zo eur c’hart leo alese.

— Penaos ’ta, eme Vizerig, paotr fin dalc’hmat, penaos mont keid-all da gerc’hat dour bemdez ?… Ro d’in eur bal, eur varr, pe eur benveg bennak, ha me a ya dioustu da gerc’hat ar feunteun aman !

Sebezet-holl eo an daou goz, met ne falvez ket d’ezo diblas o feunteun, gant aon da louza he dour enni.

Setu an hini koz en hent, e varrikennou gantan, e-pad ma ’z a Mizerig d’ober eun dro-vale, en eur c’hortoz lein.

Keja a ra gant eur marc’hadour lïen o vont da foar Gemper. Paotr Pont-’n-Abad a c’houlennas digantan :

— Hervez an doare e veachit pell zo,

Ho tilhad a ziskouez n’ez oc’h ket eus ar vro.

— Nann avat, eme egile, n’oun ket ac’halen : me a zo eus bro an Turked, e-lec’h ma vez eostet ar c’hafe… Ha c’houi petra ’brenit em stal ?

Ha Mizerig o prena digantan eur zaro ; eur zaro hir d’eun all a zo re hir da Vizerig. An dra-ze ne ra ket. Hep dale ar zaro a zo gwriet ar penn d’an traon anezi ouz ar bragou, ma ra an dro d’hon chalboter evel eur zac’h.

Pa zistro Mizerig, al lein a zo dare, ar zoubenn a zo war an daol o yena ; met, e-lec’h skudellou, n’ez eus nemet sailhou ; al loaiou a zo kentoc’h henvel ouz paliou, hag ar fourchetezou a zo kerent-tost d’ar ferc’hier houarn.

Bec’h d’al lein !… Buan ar zailhou a ziskouez o strad, lipet eo ar zoubenn. Ha dao d’ar c’hig-sall !… An daou goz a zebr, a lonk, atao an tamm en o beg. Eun hanter dorz vara dek lur war-lerc’h eur mell tamm kig, ha bec’h d’ezi ha dihan ebet morse !…

Mizerig a zebr evel pep kristen, nebeutoc’h zoken eget tud marlonk a zo. Koulskoude, evit ober evel ar re all, rak mez a deu d’ezan, setu hen o troc’ha kig ha bara, o c’has war hent e veg, digeri e zaro, ha lezel an tammou da goueza en e zac’h.

Pa ’z eo echu, eo bec’h da beb-unan teurel an eil troad a-raok egile.

Mizerig hag ar ramps koz a ya o-daou da ober eun droïg beteg ar feunteun, evit diazeza o c’hofad, e-pad ma stag an hini goz da skaota he c’heusteurenn.

Tost d’ar feunteun ez eus eur fozad dour hanter dizec’het, a bemp pe c’houec’h pe seiz troad d’an hirra. Dioustu e sav kaoz da c’houzout piou eo ar skanva, ha red eo gouzout piou a lammo ar pella a-dreist ar foz.

Diou wech an daou lammer a gouez e-kreiz an dour ; met tomm eo an heol hag an dour klouar.

A-raok lammet d’an trede gwech koulskoude, Mizerig a denn e gontell hag a rog penn-da-benn e zaro hir, evit d’ezi beza nevez-flamm. Soubenn, kig ha bara a ruilh hag a ziruilh mesk-ha-mesk d’an dour, ha Mizerig, skanveat a bemp lur war-nugent da vihana, a lamm a-dreist ar fozad dour evel netra.

An hini koz a chom peurzouezet. Pa wel Mizerig en tu all, hag hen c’hoaz e buhez, e c’houlenn :

— Petra ? Te ’droc’h da gof, evit diskarga da voued, ha ne rez van ebet ?

— Oh ! mann…, eme Vizerig. Ne droc’han ket va c’hof hep eun tammig poan pep tro, met basta ! pa vezer boazet ouz eun dra, c’houi ’oar…

— Dal ! sorser, taol d’in aman da gontelï vurzudus, ma welin ha mont a rin a-dreist da c’houde. Koulskoude, n’eo ket gwall-gempenn d’eun den diskouez d’ar re all petra en deus debret d’e lein !

En eur beurlavaret ar geriou-ze, e sko gant e holl nerz, hag ar gontell a dreuz e galon.

Eur vlejadenn estlammus a spontas an hekleviou, ken ma horjellas gwez ar c’hoajou ; ha gwad ar peulvan a ruilh hag a ya da beurleunia ar fozad dour. Oei !…

Setu penaos Mizerig a zo en distro, a-raok an abardaez, da balez ar Roue. Pep-hini a zo souezet ouz e welet beo c’hoaz, ha souezetoc’h kalz o welet penn rukunus an diskarer mogeriou en eur mouchouer skoulmet a-istribilh ouz e zorn.

Hag evit kloza va c’honchenn wir, petra ’lavarin c’hoaz a c’haou ?

Mizerig, evel kustum, a voe eurus a-dreist muzul. Teir zizun da c’houde, — amzer hepken da gas an embannou, — e oa eureujet gant ar brinsez Azenorig a Gerne, rak ar roue Grallon a zalc’has d’e c’her.

Ar brinsez a oa koantik-koant, nemet eun tammig bihan berroc’h he gar dehou eget an hini all. Ne oa ket kalz a dra an dra-ze. Mizerig, hen e-unan, ne oa ket paotr brao, paotr a dailh. Met karantez virvidik ha gwirion a oa etre an daou bried yaouank.

Doue a roas d’ezo eun neizad bugale, merc’hed kouls ha paotred. Met ar baotred a oa holl brasoc’h eget o zad, ha divesker ar merc’hed a oa holl keit-ha-keit : bugale koant evel o mamm, ijinus evel o zad.

Unan zoken eus bugale vihan Azenorig, prinsez a Gerne, ha Mizerig, a deuas divezatoc’h da azeza war dron Grallon-Meur, evit d’e dad-koz, Mizerig, beza bet gwechall chalboter e-kichen Pont-’n-Abad.


YANN AR YOD
————


Ar wreg en ti, ar gwaz er-mêz,
Hag an holl draou a droio êz
’Vit brasa mad an tiegez !


Setu aze eur wirionez hag a zo oajet. Na c’houi, na me, nag ho tadou-koz, na va re-me, hini ebet ac’hanomp, a dra zur, na bihan na bras, na foll na fur, n’edo c’hoaz ganet, hag ar wirionez-ze a oa beo ha gwir. Ya, da vihana, mar deo red kredi ar gonchenn-man a zanevellas d’in, eun nozvez goanv, Gwilh an Truilhou, eur pilhaouer a-ziwar gichen kribenn Menez Arre.

Me ’gred ne gontas d’in a c’haou
Nemet eun hanter ger pe zaou !
En e zac’h ’oa muioc’h a laou… Ec’h !

Neuze, eme Gwilhou an Truilhou, tudou, abaoe ez eus pell ; ez eus pell, da lavaret eo n’eo ket pell, e-giz pell-kerc’h pe pell-gwiniz, met pell amzer… D’ar mareou-ze, war am eus klevet, pep pilhaouer a c’houneze war-dro kant skoed en eun devez pilhaoua, hag hep en em skuiza c’hoaz !

Siouaz d’am zac’h ha d’am c’hein !… Perak n’oun-me ket bet deut beo d’an amzer-ze ? Gant kant skoed d’e zevez me a anavez eur pilhaouer ha na vije ket bet bloavez war-nugent ebet evit dastum eur yalc’hadig vrao. Met petra ’zervich ? Ya, petra ’zervich lakaat servich pa ne varv den, hag, a dreist-holl, pa n’eus ket arc’hant da baea ?… An amzer-ze n’eman mui ha ne gavo ken an hent da zont en-dro war he c’hiz.

Neuze ’ta, em oa eur eontr koz, leshanvet Yann ar Yod. N’em eus ket gallet morse gouzout da vat peseurt kerentiez a zo etrezomp. Ha, p’am bije gouezet hag an holl, kement-se n’en dije ket talvezet d’in da nemeur. Rak, ma vije bet pinvidik va eontr, e zanvez a vije bet ingalet pe dispignet gant e heritourien, abarz na vije deut netra beteg ennon. Sonjit ’ta ! Keit-all amzer a zo eo maro ar eontr koz-ze !… Ha neuze, hervez m’am eus bet lennet em yaouankiz war eur c’hoz tamm paper koz kroc’hennek, me ’gred a-walc’h, va eontr koz n’edo ket eur bern pinvidikoc’h eget e niz yaouank, rak n’edo ket pilhaouer… Nann, turier-douar edo Yann ar Yod, na muioc’h na nebeutoc’h, ha, diwar labour e zivrec’h, temzet gant c’houezenn e dal, dre zerr poania a-walc’h, eo e save, en e bemp parkig, peadra d’o maga, hen hag e wreg. Rak dimezet edo va eontr koz, hag e wreg, me ’gred, a oa va moereb.

Ouspenn d’e wreg Margodig, e oa c’hoaz perc’henn da eur c’haor kerniel hir, d’eur penn-moc’h du penn-da-benn, ha d’eun toullig ti dare da goueza en e vern, skoaset er gwasked ouz kein eun dorgenn, bepred, war e dôenn soul hanter-vrein, o sevel geot glas ha peuri druz, boued mat evit Bebekig, ar c’haor, a veze, peb an amzer, lakeat da beuri anezo.

Hag en tiegez an traou a yee didrouzik ha klok a-walc’h en o zro. N’edo nemeto o-daou evit sevel o lezennou ha suja d’ezo. An aotrou person koz, eun den hag a oa maout war al latin, a lavare, en eur gomz anezo : « Tota domus duo sunt, idem parentque, jubentque… » An daou bried, laouen eus o stad, en em gave pinvidik en o faourentez, pegwir, hervez ma lavare gwechall sant Gweltas d’e vestr Kadok ar Fur : « Ar pinvidika den a zo er bed eo an nep na c’hoanta ket kaout ar pez a zo d’an nesa. »

Perak neuze, a gav d’eoc’h, e vije bet leshanvet va eontr koz (Doue d’e bardono !) Yann ar Yod ? Na lakit ket ho poan da glask. Setu aman ar perak hag ar penaos.

Petra ’fell d’eoc’h ? Dibaot eo d’eomp kaout tud didamall a bep si fall, zoken e-touez hor c’herent.

An dud, a lavare n’ouzoun dare mui piou, a zo damdostik henvel ouz ar stêriou. Rak an holl stêriou a red dour enno, gwir eo, met buanoc’h en eil eget en eben, met lousoc’h pe sklêroc’h en houman eget en hounnez. Ar stêr-man a zo e-giz klouar, ha dour unan all a zo hanter-skornet.

Evel-se an dud a zo daou rumm anezo.

Ma ! va eontr ha va moereb n’edont ket eus an hevelep rumm ! Margodig, va moereb, hi, en eur gosaat, — abalamour n’he doa ket a vugale marteze, — a deue da veza tuet, eun distera, war ar vuanegez. A-walc’h e veze d’am eontr Yann digouezout eur momedig re zivezat, pe da lein, pe da vern, pe da goan, da zibri pe avalou-douar en o c’hroc’hen, pe zoken soubenn « an tri zraïg, dour, holen ha baraïg », setu kerkent peadra d’am moereb da zic’hourda he latenn ha da zistaga d’he Yann « an Diwarlerc’h » eur zarmon dispar gant litanion ha pedennou eus ar re na glever ket alïes en ilizou. Hag e c’hellit kredi, pa veze deut da benn, teod ar brezegerez ne veze ket merglet en he genou. Ha, koulskoude, ar paour kêz Yann, eun denig war e bouez, ne responte nepred nemet au hevelep geriou bep gwech.

— Dalc’h sonj, Margodig, ar parkeier a zo pellik ac’halen. Dalc’h sonj ivez eus an abardaez, daou vloaz ’zo, ma torrjout d’in va gar gleiz gant taoliou baz-yod, abalamour ma oa yenet koan ouz va gortoz ; hag abaoe, gouzout a rez, ne c’hellan ket bale ker buan ha kent. Dalc’h sonj, gwreg paour !

Hag evel-se ar barr-arne du a dremene a-dreist al lochenn, dre ma plade Yann dirak Margodig. Ha mat a rea, a gav d’in, petra bennak ma lavarer : « Ar gwaz a bleg gant e wreg n’eo na gwaz na maouez : eun netra n’eo ken, nebeutoc’h c’hoaz eget eur c’hemener. »

Eun abardaevez, koulskoude, o veza chomet re zivezat da hada pour e park an Tri C'horn, ha koan o veza eat yen, va eontr a glevas adarre e « bater noster » gant e berc’henez.

Droug a yeas ennan eur wech ivez.

— Petra, emezan, goude ma ran evit ar gwella, e teus c’hoaz ar goubari, ar goustians da derri va fenn d’in ? Ah ! bourdachou ! Mar kav d’it eo ken brao-ze dont d’ar gear, dres pa vez dare koan, nag a-raok na war-lerc’h, n’e teus nemet mont da labourat d’ar park, te, hag e weli !

— Hag ez in warc’hoaz vintin, eme ar wreg.

— Pa gari, eme an ozac’h.

Hag, hep muioc’h a reuz, ez eont da gousket.

Antronoz, da gan ar c’hilhog, setu int o-daou war zav. Hag e voe great e-giz ma oa lavaret en deiz a-raok da noz.

Va moereb Margodig didrouz, o veza dihunet war he zu mat, a wiskas chupenn he Yann, a gemeras eur rastell, eur varr, eur falz, en dalc’her a-ziadrenv an nor, hag, ar benviou war he skoaz, a ya da labourat da bark an Tri-C’horn, en eur vala eun tamm kreun bara segal.

A-ziwar dreujou an ti, hag hep distrei, e lavaras d’he Yann :

— Ha, mar kerez, te ’oar, na zizonji ket da ober mern, ket ’ta ?

— Na te, eme egile, da zont d’he c’hlask ha d’he c’haout pa vezo dare, nag a-raok na war-lerc’h.

Chomet e-unan, Yann a lakeas da genta tavancher hanter-fank e wreg, ha dao d’al labour : kerc’hat dour, rei eun taolig skubellenn d’al leur-zi, eun taolig diboultrenna d’an arrebeuri.

Dre greiz m’edo gant skaota ar skudilli, war-dro nav heur, an aotrou « Reun-du » a zihunas en e graou, ha, naon d’ezan, a c’houlennas e lein. Ma voe red da Yann tomma gouelien dioustu, evit kaout peoc’h ha pa na vije ken. Hag, en eur vont er c’hraou, e welas edo dizonjet ivez war Bebekig, hag ar c’haor baour n’he doa ken labour da ober nemet lemma he c’herniel ouz ar voger, en eur zellet, a-us d’ezi, ouz eur gevnidenn o paka kelien war he gwiad stignet dindan an treust : labour inouus a-walc’h evit eur c’haor, evel ma welit. Ar pez a zonje ivez Bebekig, hag he dije bet brasoc’h plijadur o labourat da garga he c’hof. Yann a roas ar blijadur-ze d’ezi, hag he c’hasas da douza ar peuri a greske hir war e dôenn blouz.

Eur pennad va eontr a chomas d’he diwall ; met, o welet an heol o pignat e toull unnek heur, e teuas sonj d’ezan eus ar skudilli da beurskaota, hag eus mern poent he farda. Ha, koulskoude, ne oa ket evit lezel Bebekig hec’h-unan war an dôenn. Petra ’zonjit-hu ? Ha mar kouezfe d’an traon ? Ha mar torrfe eur gar, pe ziou, pe deir, pe o feder zoken ?… Ne glevit-hu ket ar jolori gaer a rafe Margodig ? Hounnez a vefe eur zoubenn neuze ! Ya, unan deo c’hoaz !

Setu bec’h war e spered !…

Goude meur a zonj, goude krafignat e glopenn, goude sacha war e vleo, e kavas ar penaos. Hag hen, ken laouen ha tra gant e gavadenn, da gerc’hat eur gordenn, ha staga ar c’haor, ha da ziskenn penn ar gordenn dre doull ar moged. Ha prim da zont en traon !

Buan e lakeas yod mern war an trebez, ha tan dindan. Hag e stagas penn ar gordenn en-dro d’e zivesker, keit ha ma vefe o veska ar yod… met…

— Ho ! la ! !… Ho ! la ! !… Petra ’rez, Bebekig ? Pe fur pe zod out ?

Ar pez a reas al loen paour ’voe distaga eun taolig fringal war letonenn flour an dôenn c’hlas, emichans evit diazeza he c’hofad peuri. Siouaz ! en eur fringal, e risklas hag e kouezas, ar paour kêz Loenig, hag e chomas a-istribilh etre nenv ha douar !

N’eo ket red lavaret e frapas hi Yann d’he heul betek hanter ar siminal, pegwir heman a oa stag ar gordenn en-dro d’e zivesker. Ha setu Yann, ar paour kêz denig, a-istribilh ivez e toull ar moged, e benn d’an traon, kant gwech darbet d’ezan da goueza er jidhouarnad yod bero !

Hag e pep penn eus ar gordenn : Bebekig a vleuje gwasoc’h eget pa vije bet eun hanter dousenn kontilli kiger sanket doun en he gourlanchenn !… Ha Yann, o sonjal ne zalefe ket da goueza war e benn er yod, na da veza rostet ez-veo er jidhouarn, zoken a-raok en ifern, a c’houlenne digant ar Mestr Bras pardon d’e bec’hejou.

— Dre va faot !

Hag e save e zorn da skei war e beultrin.

— Dre va faot, dre va brasa faot !

An Ankou ne oa ket er vro, red eo kredi, ha ne glevas netra. Panefe ze, buan e vije bet diredet.

Met nann ! an hini a ziredas eo Margodig, va moereb. Ha gant poan a-walc’h e teuas a-benn da ziskrouga divesker Yann, va eontr koz.

N’ouzoun dare penaos, met ne lavaras ket kalz a dra :

— Yann ar Yod da ! Sur a-walc’h dre da faot eo, dre da vrasa faot, pegwir e teus c’hoanteat chom da labourat en ti, ha, koulskoude, e c’houzez mat :

Ar wreg en ti, ar gwaz er-mêz,
Hag an holl draou a droio êz
’Vit brasa mad an tiegez.

Ha diwar neuze, eme Gwilhou an Truilhou, va eontr a voe leshanvet « Yann ar Yod ».



EIL LODENN


――


GWECHALL NEVEZ



――――――






AL LAER A ZO LAER

————
I

N’ouzoc’h ket piou eo Kolaïg Dorndu ? — Nann ?… Mat, pegwir n’ho peus ket klevet c’hoaz hano anezan, selaouit gant ho tiouskouarn hag e klevoc’h e zoareou bremaïk. Met peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !

Ar re vouzar hag ar re zall
A gaso kelou d’ar re all !

Emaoc’h o selaou ? Mat ! neuze e stagan da zibuna va c’hudenn.

Kolaïg Dorndu a zo eur c'houeriad diwar ar meaz, o chom en eur c’horn bennak eus ar C'hap, n’em eus ket sonj mat a-walc’h mui pe e parrez Goulien pe e hini Beuzek… An dra-ze ken nebeud n’eo ket kalz a dra. Eus hano e gear avat em eus dalc’het sonj gwelloc’h : Kernez-Vihan ez eo hanvet. Kolaïg Dorndu eo e zouar hag e gear d’ezan.

Pa oa c’hoaz paotr yaouank, e laboure da zabatui betek re emichans. « Evit ar wech, em eus klevet lavaret, an hini a zistag re a daoliou marr, en eur staga gant e lodenn, pa vez devez bras terri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e lodenn-varr. » Setu ar pez a zo deut da wir evit Kolaïg, rak abaoe m’eo dimezet da Janig ar Gapen, ne fell ket d’ezan a-grenn kregi e benveg ebet, nemet en e skourjez.

Nemet en e skourjez, a lavaran, ha penaos kemend-all ?

— Betek-hen, eme Kolaïg d’e wreg eur zulvez, betek-hen n’oun bet nemet eur genaoueg, nemet eul leue, met eurus eo d’in ne chomer ket leue evit atao, dalc’hmat ; selaou ac’hanon. Ar mestr-skol, — ar vistri-skol a vreman, gouzout a rez mat, a zo gwall-zesket ; n’eo ket azened eo ez int evel re gwechall ha ne oant mat nemet da ober katekiz, — en deus lavaret d’in, hirio goude an oferenn, pa ’z oun bet o paea eur banne d’ezan, n’ez eus nemet koll o labourat an douar ; ha piou a dle gouzout an dra-ze gwelloc’h eget ar mestr-skol ? Ober a rin hiviziken ar pez en deus va aliet da ober : fiziout va douar en eur merour, ha mont da varc’hadour kezeg.

— Oh ! diwall mat, mignon Kolaïg, diouz aliou ar vistri-skol ! eme Janig ar Gapen d’he gwaz.

— Evit gant mestr-skol hor parrez eo deut ar wirionez, p’en deus lavaret d’in ne oa dre ar C'hap, war ar meaz, den ebet a gement a gomzfe galleg kouls ha me, Kolaïg Dorndu ! Ha perak neuze, pegwir ec’h ouzoun ar galleg, ne vijen ket mat da varc’hadour kezeg ?… Me a vo, klevout a rez ac'hanon, Janig, me a rank beza marc’hadour kezeg !

Setu penaos, pegwir en doa c’hoant ar mestr-skol, ez eo bet feurmet Kernez-Vihan d’eur merour ; Kolaïg evelkent a zalc’h gantan eur penn-ti hag ar marchosi.

Da genta, an traou a droas mat a-walc’h gant Kolaïg ; heman a oa deut da anaout eun niver a droiou kamm, o tarempredi ar foariou hag ar marc’hajou. Bez’ e veze dalc’hmat e Kemper, e Pont-’n-Abad, e koste Ploneour, er Pont, e Douarnenez, e Pouldahud… ha me ’oar-me e pelec’h e veze c’hoaz ?


II

Eun devez, tri pe bevar miz a zo abaoe, Kolaïg a yeas da foar Bloneour gant eur marc’h koz, kempennet gantan, skrifellet a-zoare, houarnet mat a-barz mont eus ar gear. Dres ! ar foar a yee mat-mat war ar c’hezeg, ha Kolaïg a bakas kant skoed evit e varc’h koz.

— Mat ! eme ar C’haper. Abret an deiz eo c’hoaz ; a-raok distrei d’ar gear, deomp d’ober eun droïg da varc’had ar zaoud !

Ma ’z ee ker ar c’hezeg, war ar zaoud e oa eun distaol souezus ; ne oa marc’hadour ebet, kouls lavaret, war-dro al loened-korn. Gouzout a rit, — pe ne rit ket, — e Ploneour e vez kalz geored (gevr) er foar ; hogen war ar geored ne oa ket eun distera klask.

— Mat ar stal ganeomp ! eme Kolaïg. Mar karfen prena eur c’haor bennak aman da werza a-benn foar Bouldahud, me ’rafe eun taolig brao ganto, a dra zur !

Ha Kolaïg prena eur c’haor, marc’had-mat-vil, ha buan d’ar gear gant e vida…

D’ar miz war-lerc’h, d’ar gwener kenta, Kolaïg Dorndu a zav mintin, beure mat, diouz e wele, evit mont da foar Bouldahud. Gwiska a ra eun dilhad nevez c’hoaz kouls lavaret, rak e gredenn eo penaos e werz keroc’h eur gwerzer gwisket mat eget eur gwerzer all gwisket a druilhou. Buan ha buan, e voutou ler-goad en e dreid, eun hanter dousenn krampoez amanennet en e c’hodell, ha Kolaïg d’ar c’hraou, ha Janig ar Gapen war e lerc’h… Setu ar c’haor kordennet kerkent ; ar gwasa ma zo eviti, prestik eo he zermenn, al loen paour ! hag he deve, kalet evel mean, a-istribilh etre he gaol, a dle ober diês d’ezi da vale.

— Set’ aze, Janig, eme Kolaïg en eur lakaat eur c’horniadig butun abarz mont en hent, set’ aze hag a dalv ugent skoed pe pemp lur ha tri-ugent d’an taol izela : eun dornadig mat a arc’hant !

— Diwall, eme Janig, aon am eus na vefes paket eun dro bennak !

Digouezet int o-daou e-tal dor ar marchosi, ar c’haor ganto. Hep dale eo kordennet ivez ar marc’h daou vloaz a dlie mont d’ar foar gant Kolaïg.

— Set’ aze, Janig, eme heman, talvoudegez kant hanter kant skoed d’an nebeuta, pe war-dro pemp kant lur, ma ’z a mat ar ronsed ! Kenavo, Janig !… En abardaez-man, e weli ac’hanon o tistrei d’ar gear, eur c’hodellad vat a skoejou ganin. Kenavo !…

Ha Kolaïg en hent o vutuna dre ma ’z ea, e gorn-butun berr ha mogodet etre e zent, e skourjez en-dro d’e c'houzoug, e varc’h ouz e zorn dehou hag e c’haor ouz e zorn kleiz.

O welet he C’holaïg o pellaat, Janig, difizius evel ar C’hapenned, rak emichans e tiskred eun tammig ivez war he gwaz, a hop warnan :

— Hep, hep ! Kolaïg, arabad d’it dont goullo d’ar gear ! Diwall mat diouz al laer, va den !…

Hag o veza chomet eur pennadig, harpet e korn-tal ar marchosi o sellet ouz he gwaz o pignat ar grec’henn dosta gant e loened, ez a d’an ti d’en em emellout eus he labour, eur berniad mat a draou o ruilh hag o tiruilh en he zamm penn.


III

Kolaïg Dorndu, luduet e vutun gantan, met e gorn dalc’hmat o chaokat etre e zent, a gendalc’h da vont gant an hent, e zaou loen d’ar paz war e lerc’h, hag e teu sonj d’ezan eus aliou Janig.

— Petra an tanfoeltr, eme ar C’haper outan e-unan, petra en deus c’hoant va hini goz da randounat d’in, er mintin-man ? Diwall diouz al laer ! Me, Kolaïg ar marc’hadour kezeg ! Ha ! ha ! me ’garfe gwelet peseurt liou en deus al laer a zo gouest a-walc’h da laerez eur spilhenn diwarnon-me !… Piou ’zo gwaz, satordallik, ma n’oun-me ket ? Ha n’eo ket me a oar ar muia galleg e bro Kaperien Beg-ar-Raz… Va mestr-skol e-unan en deus lavaret an dra-ze d’in, eur zulvez p’ am oa paeet eur banne d’ezan… Ya, gwaz oun !

Ha fouge ennan, e sko gant e bennad kordenn war e beultrin, ken ma ’z a e tammou hag e bruzun, en e c’henou, pao pri e gorn-butun !…

— Ma feiz ! eme hor gwaz, pa zigouezin e bourc’h Poullan, e prenin eun all ; met evit laeret ne vin ket !

En eur deuler eur zellig ouz e c’haor, e wel he deve re garget, al leaz o tivera dioutan peb ar mare.

— Setu aze koll evidon, eme Kolaïg. Penaos diwall va bida da vera ?… Sell ! kantonier Beuzek a zo aman o tont d’e zevez, hennez a dle gouzout penaos ober evit-se… Hep ! kantonier, va bida aman a goll leaz, penaos ne gollo ket ?

Ar c’hantonier, paotr fin evel an holl gantonierien, a lugern gant ar blijadur e zaoulagad bliou en e benn :

— Hostaliri ar C'hoad-Pin n’ema ket pell ; ma vez eur banneig, e lavarin a-walc’h da stal d’it !

— Ya, ya, daou vanne zoken kentoc’h eget unan… Setu flipet peb a lommig ganto.

— Mat ! va den, eme neuze ar c’hantonier, setu aman evidout ha da vida : pa zigouezi e Poullan, kerz da gaout Herri, ar marichal, ha goulenn digantan eur c’hloc’hig bihan da brena, ha stag anezan ouz gouzoug da vida : ne gollo ken a leaz, pe n’eo ket me mab va zad ! Kenavo !

— Kenavo ! eme Kolaïg.

Hag hor C’haper en hent, laouen bras eus e gavadenn. Hep dale, e tigouez e bourc’h Poullan, war-dro eiz heur, hag hen dioustu da gaout ar marichal.

— Selaou ’ta, marichal, hervez m’am eus klevet, te a werz kleier bihan ?

— Ya ’vat, a bep seurt ; dibabit, mar plij !

Ha Kolaïg kemer ar brava ha staga anezan gant eur pennig kordenn en dro da c’houzoug e c’haor.

— Pegementad tra eo ar c’hloc’h, marichal ?

— Ma feiz, n’eo nemet pevar real, Kaper, pegwir c’houi eo, rak kredi a ran, eun tammig meiz, eun tammig anaoudegez am eus ouzoc’h.

— Pevar real, eun tamm kloc’h evel-se ! N'eo ket evit netra !

Met Kolaïg a bae, koulskoude, hep kredi dizerra e rann. N’eus forz, sonjal a ra ennan e-unan :

— Arabad d’in beza paket gant laer ebet ! N’emaoun ket ganti, em eus aon, o rei pevar real evit eun ourouler, eur c’hloc’hig. Ha c’hoaz, c’hoaz, ma teufe ar c’haor he bronnou da ehana bera !

Hag hen distrei da zellet ouz e c’haor.

— Mat ! emezan, gwir e rank beza ar pez en deus lavaret d’in kantonier Beuzek ; va Bouchig ne goll mui berad leaz !… Deomp breman da brena eun tamm butun hag eur c’horn nevez !

Great e dro gantan e ti ar butun, setu Kolaïg adarre war hent Pouldahud, e zaou loen d’e heul. Pa dremen dirak ti-skol ar baotred, ar re-man, — o c’hoari emaint c’hoaz, daoust d’an heur beza sonet pell zo, — ar vugale ’ta a zav o fenn, o klevout son skiltr ar c’hloc’hig :

— Sell ’ta ! Eur C'haper o vont da foar Bouldahud, eur marc’h hag eur bida gantan !

Kolaïg n’ema ket an distera war o sonj, kement a brez a zo warnan breman o klask dibri krampoez ; n’eo ket hep poan avat, rak e zaou loen eo red d’ezan ivez bleina. Pa n’eo ket evit ober gwelloc’h, e kemer peg en eur grampoezenn a-bez a-istribilh ouz e c’henou, hag e chach warni beteg ar penn dilosta, ar pez a lak ar baotred da c’hoarzin leun o beg.

— Petra 'zo, marmouzien ; hag o c’hoarzin d’in-me emaoc’h ?

Unan eus ar baotred, an tosta da Golaïg, a respont evit an holl :

— N’emaomp ket ’ta ; met eus penn all-tre ar C’hap e rankit beza ginidik a dra zur, va zonton, tostik d’an Enez Sun, pegwir en eur vont d’ar foar gant ho marc’h, n’ouzoc’h ket ar furnez da bignat war e gein !

Ar vandennad krennarded a c’hoarz o gwalc’h, ha Kolaïg a anzav outan e-unan n’eo ket brao deski furnez, dreist-holl digant bugale.

— Mar pignan war gein Laouig, emezan, petra ’rin eus va bida ?

Hep beza nec’het an distera :

— Petra ? eme ar paotrig, met staga ar bida ouz lost ar marc’h, hag e c’helloc’h da c'houde kaout ho taou zorn da zibri ho krampoez !

— Gwir a-walc’h eo ! eme Kolaïg Dorndu.

Hag e stag ar paour kêz gaor ouz lost ar marc’h hag e pign war gein Laouig, hag ez a etrezek Pouldahud, en eur zibri krampoez, e-pad ma c’hoarz muioc’h-mui paotred skol Poullan…


IV

Neuze ’ta, Kolaïg a gendalc’h da vont a-raok war gein Laouig, en eur chaokat gwasoc’h c’hoaz war e grampoez, malisiet evel ma ’z eo ouz ar baotred vihan. Digouezout a ra evel-se gant koajou Maner Stank. Aman ez eus eur gwall-zoubenn da gaout. A drenv ar c’hleun, skoaset e-mesk an trojennou lann hir, eun den, — eul lampoun bennak eus kear, sur a-walc’h, — a zo, evel pa lavarfed, o c’hortoz eun dra bennak ; tres paour a zo warnan, eun tres ken divalo hag eul laer ma ’z eo.

Skuizet o c’hedal en aner eur C’haper droch bennak da vont da foar Bouldahud, al laer a zo o vont d’en em denna kuit, pa glev eur c’hloc’hig o son : Bin, de ri din bin baon !… Hag al laer da zevel e benn, ha gwelet Kolaïg o tiskoasa er c’horn tro, eur gaor ouz lost e varc’h, rak kloc’hig gaor Kolaïg eo a ziridign kemend-all !…

Eur wech m’eo tremenet Kolaïg e-biou gant e loened, setu al laer da lammat didrouzik war an hent ha da redek war- lerc’h, divoutou, evit laerez ar c’haor, ha pa na ve ken.

Met penaos ober an taol hep rei netra da c’houzout d'ar perc’henn ?… Al laer a droc’h, da genta, ar c’hloc’hig diouz gouzoug ar bida hag a stag anezan a-nevez ouz lost ar marc’h ; ha goude, o veza troc’het kordenn ar bida, e kas al loen paour gantan er-meaz an hent, en eur waremm e-lec’h ma kuz anezan e-touez eur stropad strouez.

— Mat ! eme al laer, kement-se deut eo atao : ar bida am eus paket diwar ar C’haper sod-ze ; an dra-ze a zesko d’ezan eur wech all staga geored ouz lost e ronsed da vont d’ar foar. Met… met… eur marc’h mat a zo gantan… ha pegwir e lavarer : al laer a zo laer… red eo d’in kaout ar marc’h pe netra…

V

Hag al laer, a-dreuz ar parkeier, da blanta tiz ha da c’haloupat evit troc’ha a-raok ar C'haper. Er c’heit amzer-man, Kolaïg a zo ken dinec’h ha tra, dre ma klev atao ar c’hloc’hig bihan o tiridigna d’e heul, hag e holl zonj a zo, me ’gred, gant ar bempved krampoezenn ema breman o chaokat warni. Petra ’fell d’eoc’h ? Eun tammig goust a zo deut d’ezan oc’h ober hent, hag e chaok, hag e lonk, hag e tebr a galon vat.

Setu Kolaïg, digouezet e-kenver Lenn-Avoa, o welet, en eun taol, eun den o tont en eur c’hoarzin a-benn ennan. Kolaïg, en eur welet anezan o c’hoarzin, a c’hoarz eveltan hag a c’houlenn digantan :

— Plijadur ho peus, va den, pegwir emaoc’h ken laouen hag all ?

— Ya sur, eme egile, pell zo n’em eus ket bet kement a c’houst da c’hoarzin.

— Neuze ’ta ? N’eo ket goulenn diganeoc’h a ran, met perak, mar plij, ho peus goust hizio da c’hoarzin ?

— Perak ?… C'hoarzin a rankan o welet e teu bemdez giziou nevez e-barz ar vro.

— Ya ?… N'em eus ket klevet ger.

— E-pad an hanv, ne weler mui na marc’h nag azen rouz ebet anez ma vefe war glipenn e benn, resped d’eoc’h, eun tok plouz pe eun tok brouenn !

— N’eo ket difennet ; hag al loened, me ’gred, a blij d’ezo an disheol hag ar zenadurez, kement ha d’an dud.

— Mat, evit beza a-du ganeoc’h, e lavarin ec’h intentan eun draïg bennak er c’hiz nevez-ze. Met giziou all a zo o tont, war ar pez a welan, ha n’ ec’h intentan netra enno. Lavarit d’in, mar plij, perak e stager breman kleier bihan ouz lost ar c’hezeg ?

— Petra ? Ar c’hiz-ze a zo o tont breman ? eme Kolaïg, sabatuet krenn.

— N’ema-hi ket mui da zont ; deut eo, pegwir ho marc’h-c’houi zoken a zo o son e gloc’h aze gwasoc’h eget kloc’her Treboul.

Hag evit gwir ar marc’h Laouig a strilh e lost gant nerz, hag ar c’hloc’h a zon ; met hor C’haper ne ra van ebet o sonjal eo e c’haor an hini a ra trouz.

— Va marc’h deut da gloc’her ? eme Kolaïg o tistrei e benn da zellet…

Neuze ar paour kêz Kaper a wel n’ema ket mui ar c’haor da heul.

— Daonet ! emezan d’egile, va gaor a zo chomet dre an hent ; distaget eo diouz lost ar marc’h, nemet m’he deus lezet he c’hloc’hig war he lerc’h… Ah ! tamm bida gornek, red eo d’in mont war e lerc’h… Sell ’ta, va den, ma n’eus ket re a brez warnoc’h, e c’hellfec’h marteze chom aman eur pennadig amzer gant Laouig, e-pad ma ’z in da welet ha kaout a rin Bouchig ?

— Gellout a-walc’h a rafen chom eur pennadig, e-giz ma lavarit.

Ha setu Kolaïg buan war e giz da glask e vida ; hag al laer, o veza chomet eno, evel m’en doa roet e c’her, eur pennadig gant Laouig, a lamm war gein heman, ha pidadap ! ez a da guzal anezan e-barz koajou Kerbeoc’h !…


VI

Koulskoude Kolaïg, o veza baleet eur c’hart leo, eun hanter leo, ne wel, ne glev na liou na c’houez eus bida ebet.

— Mat ! emezan, en eur grafignat e benn, red eo kredi ez eo eat al lorgnez-ze d’ar gear ; emichans, pa zigouezo du-hont, en Kernez-Vihan, va hini goz he devo ar skiant da staga anezi !

Hag hen distrei adarre ; met ne gav mui na den na marc’h.

— Del ! sell aze avat eur stal all !… Da belec’h an diaoul int eat o-daou ac’halen ?… Ah ! petra a zonjan-me ’ta ? Sur a-walc’h, va den, skuiz o c’hortoz ac’hanon aman, a zo eat gant Laouig betek hostaliri an Toull-Drez du-ze pelloc’h, da glask eur banne digant Mari Burel… Deomp da welet !

Ha Kolaïg d’an Toull-Drez !

Al laer, hen, goude beza deut a-benn eus ar bida ha bremaïk eus ar marc’h, en deus lavaret outan e-unan :

— N’ema ket re fall an traou evel-se, ar C'haper-man a zo ken sod hag ar marc’h hag ar c’haor am eus sammet diwar e goust… C'hoari-louarn am eus great ivez, red eo lavaret !… Met n’eo ket a-walc'h kement-se. Va dilhad war va gorre a zo enno n’ouzoun mui ped kant toull war-nugent, ha gant ar C'haper a zo eur wiskamant nevez-flamm : bragou mezer mat, ha chupenn kerkouls. Ah ! daoult ! pegwir e lavarer atao : « Al laer a zo laer », red eo d’eomp troka, evit kaout peoc’h gant va c’houstians ha pa na ve ken. Met… penaos ober ?… Deomp atao etrezeg an Toull-Drez ; mar deu ar C'haper di, e welin petra d’ober !

Hag hen etrezeg an hostaliri.

Eun ugent kammed bennak kent digouezout gant an hostaliri ema ar puns ; ar re a zo bet du-hont eur wech bennak o tanva ar jistr, a oar mat kement-se. Hag en eur zellet a-drenv e gein, al laer a wel piou ? Ya, piou a gav d’eoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !… Petra d’ober ? Al laer n’ema ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’ar puns, tenna e chupenn, frota eun tammig pri ouz e veg hag e vleo, ha bec’h da denna dour buana ma oar ober…

Ar C’haper a zigouez :

— N’ho peus ket gwelet eur marc’h hag eun den o tremen aze ?

— Petra ? eun den hag eur marc’h ? Ah ! me ’zo jalet, sur breman, gant tud ha kezeg, mar goufec’h pegement ! Ah ! Aotrou Doue !…

— Petra, da vihana, a c’hoarvez ganeoc’h ? C'houi a zeblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin eur marc’h hag eur bida…

— Bida, te da-unan, Kaper droch ! eur stal gaer c’hoaz. Koll eur bida hag eur marc’h blevennek koz bennak. E-skoaz d’in-me ! Ah ! ya, Aotrou Doue, Doue !…

— Petra 'c'hoarvez ’ta ganeoc’h ?

— Sellit ! ne welit ket aze eur maner en tu all, e kichen kroazhent Kerroue ? Ma ! me ’zo o tont alese, bet o kerc’hat dek mil skoed d’am mestr. Pa ’z oun deut aman, sec’hed d’in, ez oun en em lakeat da denna eur zailhad dour. Ha, n’ouzoun dare penaos, red eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn va ilin, ar voest, a oa va dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar puns !…

— Dek mil skoed ! eme Kolaïg, met, va den, e-lec’h tenna sailhadou dour, gwelloc’h e vefe mont er puns ; ha marteze, eur wech diskennet er strad, dre forz tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest.

— Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha sonjet em oa ivez kement-se ; met me n’hellan ket diskenn a-barz, rak a-nevez beza bet klanv emaoun ha diskenn aze a vefe diskenn er bez hep dale. Met c’houi, va den mat…

— Oh ! me n’oun ket bet klanv abaoe va nao bloaz !

— Ah ! mar karfec’h diskenn e-barz, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war va enor ha va c’houstians, e touan rei d’eoc’h kant skoed.

Hag ar marc’had a zo buan great ; ha Kolaïg da denna chupenn ha bragou, boutou ha lêrou, ha pididip ! da ziskenn er puns diwar bouez ar gordenn ! A-boan m'eo digouezet er strad, al laer kerkent da lezel ar gordenn da goueza en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C'haper, en eur lavaret outan e-unan :

— Hag a dri ! Petra ’faot d’eoc’h ? Al laer a zo laer.

Hag hen, goude beza chenchet gwiskamant ha gwalc’het ar pri diwar e veg, da glask e genta hag e eil laeradenn. Hag e sonj en e benn :

Eun devez mat hirio ! Ne faot ken nemet ar foar beza mat war ar geored hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da veva eur pennadig hep en em skuiza re ha peadra ivez da eva eur werennadig « lagout » bennak. Oh ! Kaper droch ! Lakeat en noaz-ran ganin : gwaz eo ze evitan !

Rak marteze ez oun bet dizonjet d’hel lavaret d’eoc’h, an diaoul a laer-ze en doa eun tech all a-dreist tech al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell d’in lavaret ; ne gave ket fall ar gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne daole ket an hini melen dindan e voutou, nag e-barz kennebeut !…

A-raok mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da genta-penn, penaos ema ar bed gant Kolaïg e strad e buns.

Kolaïg Dorndu, o veza klasket mat ha piz ar c’hefig aour hag o veza ne gav netra nemet eun tok divalo hag eur c’hoz chupenn truilhennek, a ra e zonj da zout er-meaz.

— Sach war ar gordenn ! emezan.

Den ebet ! Netra ! Ar gordenn zoken, ne wel ken anezi !

— Frap ac’hanon el laez !

Boud ! Netra morse !

— Aman eo yen !

Den ne lavar grik !

Hag ar C'haper a ziskenn neuze ennan e-unan :

— Daoust, emezan, ha me a ranko chom aman ?… Me ’gred ez oun bet devet gant an tres-laer-ze, henvel-mil ouz an hini eo eat Laouig gantan… N'eo ket hep gwir, me ’gred, e lavare d’in Janig diwall diouz al laer. An holl a c’hell beza flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an advokad Alanig al Louarn ; « n’eus den fin n’en deus e goulz ». Abaoe ar mintin-man, ped gwech n’oun ket bet laeret ?… Oh ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet d’in diwall… keuz am eus !

Keuz war-lerc’h !…

Eun heur pe ziou goude, Mari Burel, deut ezomm d’ezi a zour, — da lakaat en he gwin, sur a-walc’h ! — a zigouezas e-tal he funs : o klevout trouz e-barz, e c’halvas holl dud an Toull-Drez…


Dizale Kolaïg Dorndu, tennet er-meaz ganto, a lavar d’ezo petra ’zo c’hoarvezet gantan ; eun tamm dilhad koz bennak a zo klasket da lakaat en-dro d’ezan.

— Ne dalv ket ar boan d’in, eme Kolaïg, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantan Bouchig, Laouig ha va dilhad ! Trugarez d’eoc’h ha mil bennoz Doue, ha kenavo !

Hag hor C'haper, d’ar gear war e droad. An abardaez-ze, pa glevas an traou, Janig ar Gapenn a zemplas…

— Breman Kolaïg Dorndu a zo deut da labourer-douar en desped d’e vestr-skol !… Beza flemmet a ra vad a-wechou !

Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu aman petra eo deut da veza. Gwerza a reas e Pouldahud gaor ha marc’h Kolaïg, ha gwerza mat zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en eun taol. E arc’hant ne chomas ket pell gantan ; bleud an diaoul a dro e brenn, gouzout a rit. Al laer, — eur rouller e oa, sonj ho peus, — en em vezvas en eun hostaliri e-lec’h ma voe sammet e yalc’h diouz e c’hodell, e-pad ma tistage eur gwall-bennad kousked… Da zerr-noz, an hostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezan er-meaz eus e di.

— Breman eo red mont en eun tu bennak koulskoude ! eme al laer hanter-gousket c’hoaz.

O veza baleet eur pennadig, e tigouezas e Meill-Kervern.

— Aman, emezan, n’eo ket prennet morse dor ar marchosi ; deomp e-barz !

Dres ! er marchosi e oa eun disparti goullo, leun a blouz fresk ; ne oa nemet gourveza e-barz. N'oa ket tenn an dra-ze. d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !…

War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlanchenn, sec’hed en doa, spontus !… Eur bann loar, o skedi er marchosi, a roas d’ezan da welet eur mell podez war ar prenestr dirazan, hag hen mont da welet.

— Leun eo a leaz ! emezan.

Hag e stagas e benn da eva. Siouaz ! n’eo ket leaz e oa, met dour-raz evit gwenna ar marchosi !… Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-meaz, da ruilha er park tosta ; e vouzellou a zeve en e greiz, teurlonka, dislonka a ree… Koulskoude ne varvas ket, met ober a reas diou sonj avat, ha, diwar an dro-ze, o tilezas ar vicher a laer a-grenn.

Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piou, e kav d'eoc’h, e oa digemeret ?… E Kernez-Vihan, e ti Kolaïg Dorndu !… Met evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start e-pad daou vloaz, hep kemer eul liard koumanant…

Hirio Kolaïg hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignoniach a bado…

Kenavo, lennerien, ha, ma tigouez d’eoc’h eur wech bennak mont d’ar foar da werza kezeg ha geored, difiziet diouz an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaïg Dorndu : « Al laer a zo laer ! »

AR PARE D’AR RE VOUZAR !
————


Tri bloaz a oa bet, d’an Nedelek, abaoe ma oa deut bouzar Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They. Ya, tri bloavez dioc’htu-dioc’htu, ha bouzar me ’lavar d’eoc’h, bouzar dioc’h an daou du. Ha c’hoaz, hep d’ezan gouzout doare penaos : nijet e oa ar c’hlevout diouz e ziouskouarn hep lavaret da belec’h ez ee na netra, e-giz ma nij al labous diouz e gaoued pa gav an nor digor, pe c’hoaz evel ma tec’h al laer, eün dirazan, pa vez bet oc’h ober e dro en eun tiegez bennak. Bouzar, hep doueti penaos na perak, ma n’eo ket eun druez, Aotrou Doue ! Red eo lavaret, emichans : eur barrad avel fall en doa kavet e du da vont en e ziouskouarn, ha ne c’helle ken dont a-benn da gaout an hent da zont er-meaz diouto ; hag e chome, al loen fall anezan, da c’hoari trei-distrei, da gantreal e-barz penn Noun al Ludueg, e-giz eul logodenn o firbouchat a-raok mervel en eun trap-logod.

Koulskoude an droug n’oa ket bet ken gwaz adalek an deiz kenta, nann ! Met petra ’verne kement-se, pegwir en em astenne ar c’hlenved a vloaz da vloaz, siouaz d’ar paour kêz Noun al Ludueg. Rak en em astenn a ree, ha Soaz Gamm a ouie mad ez ee diouskouarn he gwaz war izelaat.

Er bloaz kenta, Noun a gleve c’hoaz trouz gant ar peziou dek gwennek a leze Soaz da goueza a-drenv e gein ; e-pad an eil bloavez, ne gleve mui nemet trouz ar peziou eiz real ; hag abaoe dibenn an trede bloavez, pegen alïes bennak ma leze Soaz he fez ugent real da goueza a-drenv e gein, Noun ne ree van ebet.

Marteze en dije klevet trouz ar peziou aour, met tiegez boutaouer-koad Sant-They ne anaveze ket ar boutoniou melen-ze, hep toull na gar ; a-boan ma oa deut o brud beteg eno.

Petra d’ober ? Netra ! Ha setu great e zonj gant Noun :

— Arabad d’in klemm, emezan d’e hini-gamm ; an den a chom den, evit d’ezan beza bouzar, n’eo ket gwir ? Hag a vefen gwelloc’h evit en em jala, me ? An Aotrou Doue, me ’oar mat, en deus skrivet war e leor bras, e-lec’h ma ’z eus meneg ac’hanon-me : « Noun al Ludueg, gwaz Soaz Gamm, boutaouer-koad e Sant-They, a chomo bouzar betek… klevout! »

Eur zulvez, dioc’h an abardaez, war-dro mare Gouel-Yann, en eur dana e gorn-butun dre e liorz, Noun al Ludueg a welas e oa ruz ar c’herez e blenchenn ar gwez. En eur zellet outo, an dour o tont en e c’henou gleb, Noun a chomas eur pennadig da zonjal.

— Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzellou gwerc’hezed o c’hoarzin da baotred yaouank. N’o c’hlevan ket, met kaout a ra d’in e lavaront : « Ne boki ket d’eomp ! Nann, ne ri ket ! Re goz out ! » — Re goz oun, eme Noun ; tanfoeltr ! gwelet a rimp !

Hag hen tenna boutou, tok ha chupenn, hag o pignat da gaout ar c’herez. E penn eur brankig kamm e welas eun toullad e-giz o c’hoarzin goap ; ha Noun d’ezo ! Paour kêz ! Emichans e droad a risklas, e zaouarn ne oant ket krog mat a-walc’h, ha… pouloudoufez ! setu Noun al Ludueg o vont war e benn d’an traon, dre douez an deliou.

— Aotrou Sant They benniget ! emezan en e zonj ; ema great evidon !

Soaz Gamm hag eun amezeg a glevas trouz al lamm ; kaout a rejont Noun astennet dindan ar wezenn hag, unan krog er penn, egile en divesker, e kasjont anezan d’e wele.

Koulskoude al Ludueg n’edo ket maro, met eun tammig badaouet, mezevennet ; dislonka a ree zoken bras e zaoulagad en e benn, en eur c’houlenn penaos ne oa ket en em lazet.

— En em jalez ket, Nounig, a responte Soaz Gamm ; eun taol netra eo heman, te ’welo ! Ne varvi ket kentoc’h, te ’welo ! Me a ya da lakaat ac’hanout da c’houezi.

Evit Soaz Gamm ne oa nemet al louzou-ze mat ouz pep klenved. Klevit kentoc’h : pa oa bet Herri ar Marichaï gant ar remm pe droug-sant-Urlou en e zargreiz, Soaz he doa gwelleat anezan en eur ober d’ezan c’houezi. — Eun niz d’ezi, an dreuz warnan gant an derzienn pep tri-pevar devez, en doa ranket choucha ha chom war e wele ; ma ! Soaz a deuas a-benn da derri an derzienn warnan, atao en eur ober d’ezan c’houezi. — Ha me ’oar, me, ped all a voe gwelleat c’hoaz ganti en doare-ze ! Beteg an aotrou person, pa dorras e c’har ; Soaz a reas d’e c’har parea, atao en eur ober d’ezan c’houezi !

Setu ’ta ma oa klenket Noun, penn hag all, etre diou c’holc’hedad pell, ken ne weled ken anezan na fri, na skouarn, na blevenn.

Eun heur pe ziou e chomas moredet, ha, pa zivorfllas, eur c’houezenn warnan ken ma zave ar moged dioutan, oh ! burzud ! Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They, a gleve kouls pe welloc’h eget biskoaz !

— Aotrou sant They benniget, emezan, eat eo ar bouzar diouzin !

— Da zorc’hennou da vihana n’int ket eat kuit ! eme Soaz Gamm, diskredik an tamm anezi..

Met gwir edo, hag an hini goz a rankas kredi, rak he Noun al Ludueg a gleve trouz o koueza gant ar peziou ugent real, eiz real, dek gwenneg, ha daou liard toull zoken, — rak d’an amzer-ze e oa c’hoaz peziou, e-lec’h hor paperiou a-vreman.

Hopal a ree gwasoc’h eget eun diskiant :

— Gwelleat oun, Aotrou sant They, gwelleat oun ! Emaoun pare, ha va gwezenn kerez eo he deus great ar burzud !

— A gav d’it ? eme Soaz Gamm.

— Ya, ya, va gwezenn kerez, ha piou ken nemeti, mar plij ? Pebez louzaouer am eus aze !… Ah ! va diouskouarn, siouaz d’eoc’h ! pell zo e vijec’h bet pareet, m’am bije gouezet e oa a-walc’h kaout eul lamm diouz va gwezenn kerez !

Ar vrud, ar wreg divalo-ze, kant genou d’ezi, a skignas buan ar c’helou tro-var-dro, hag hep dale eun engroez a dud a ziredas betek Sant-They da welet gwezenn-kerez ar boutaouer. Doareou ar burzud a oa zoken moulet war ar c’hazetennou, ha lod a lavar e tennas ar mestr-skol poltred ar wezenn : me n’ouzoun ket, me ! Ar pez a ouzoun evit gwir eo e oa dre ar vro neuze eur Saoz droch bennak hag a ginnigas mil lur eus ar wezenn. Noun a felle d’ezan kaout pemp kant skoed, met ar Saoz ne fellas ket d’ezan o rei : ne oa ket c’hoaz droch a-walc’h !

Neuze eur zonj dispar a zidenvas e spered Noun al Ludueg :

— Soaz, emezan d’e hini-gamm, hor gwezenn-kerez a dalv eur binvidigez. Sonj nag a dud bouzar a zo aman dre ar vro. Ma ! Evit parea n’o deus nemet koueza eveldon-me diwar hor gwezenn-kerez. Te ’welo, dastum a rimp leve, ha, pa na rofe pep bouzar d’eomp nemet pevar real, ne gousto ket c’hoaz re ger d’ezan parea.

D’ar zul war-lerc’h, Soaz Gamm a roas pemp gwenneg da Ber ar C’hloc’her evit embann diwar ar Groaz, goude an oferennou, « e c’helle ar re vouzar, gant ma paefent pevar real, mont da barea diwar gwezenn-kerez Noun al Ludueg, boutaouer-koad e Sant-They ».

Ha goude ar gousperou, meur a hini a oa digouezet da glask ar pare digant ar wezenn burzudus. Bez’ e oa eno Yann Dreboul, unan teo ha kofek etre bras ha bihan : e-giz kanolier war vor en doa great e amzer-servij, ha trouz-kurun an tennou kanol o krozal en doa e vouzaret krak. Hag abaoe e oa deut da zerc’hel hostaliri an Tri-Lounk, tost d’an Ankou. Hen ivez en dije karet gwellaat, rak an hanter eus an amzer ne gleve ket petra ’felle d’e everien kaout.

— Ac’hanta ! Yann Dreboul, a c’houlennas Noun digantan diou pe deir gwech, pignat a rez war ar wezenn ?

— Re a boan am befe, rak re a bouez a zo ennon ; arabad d’eoc’h koulskoude kredi em befe aon da goueza en traon ; nann ! met a-raok klask netra, red eo d’in moanaat eun tammig ; ha goude-ze ni a welo.

Unan bouzar all oa e hano Tin ar C'hozdanvad, ginidik eus ar C’hap-Sizun, du-hont pell.

— Me ’zo o vont da bignat, emezan da Nounig ; met easoc’h e vefe d’in tenna va zaol, ma vije ledet eun dra bennak dindan ar wezenn evit souplât va lamm.

Soaz Gamm a redas da gerc’hat ar c’holc’hedad-pell a-ziwar he gwele ; ha Tin ar C'hozdanvad el laez gant ar wezenn, hag uhel c’hoaz ; met kerez a gave dre ma pigne, hag e tebras, hag e lonkas kement, ken, pa oa leun e gof, ne zonjas mui, hen, en e ziouskouarn, nag en e bare hag, e-lec’h ober eul lamm en traon, e tiskennas war e bouezig. — Da vihana pevar real a baeas e gofad kerez : setu ar boutaouer n’en doa ket a goll dioutan.

Eun trede perc’henn da ziouskouarn vouzar a zigouezas : hennez a oa Filip ar Stroalleg, diouz kostez Kerblevek e Pouldregad, laer dre vicher, rak eur c’hemener brocher-laou edo ; hag eun amziod kaer a oa dioutan, daoust d’ezan da veza kemener. N’ouzoun ket mat a-walc’h pe oad a c’helle kaout ; etre ugent ha pevar-ugent koulskoude a gav d’in edo. Ahendall, divesker hir-hir en doa, met ken treut ha ker moan hag eur spanell-krampoez.

Ker skanv hag eur gwiber pe eur c’haz-koad e pignas gant ar wezenn-kerez, goude beza roet e bevar real. E oa o vont da lammet en traon, pa c’houlennas Noun digantan :

— Ha lakeat e vo ar c’holc’hed dindan ?

— Petra ? eme egile, pounner-glevout.

— Lakeat e vo ar c’holc’hedad-pell dindanout ?

— Hag hi a oa dindanout-te ?

— N’edo ket,

— Ma ! kerzit holl diouz va hent !

Diou pe deir gwech e serras e zaoulagad ; krafignat a reas e benn diouz an daou du ; hag e tiskrogas e zaouarn diouz ar brank kamm, hag e kemeras an hent da zont en traon dre douez an deliou, buanoc’h eget m’edo pignet. War e benn e kouezas, dres, el lec’h m’edo kouezet Noun al Ludueg.

— Ac’hanta ! Filip, penaos emaout ganti ? Ac’hanta ! Stroalleg, klevout a rez ? a hopas Noun warnan.

— E-giz kent ! emezan, en eur zevel divac’hagn.

— Dont a raio ar pare, eme Soaz, met red e vo d’eoc’h mont d’ho kwele ha c’houezi e-tailh, kenta ma tigouezoc’h er gear.

Antronoz boutaouer-koad Sant-They hag e voutaouerez a yeas da varc’had Douarnenez da werza yer ha viou. Edont o-daou er c’hoc’hu, pa zigouezas gwreg Filip ar Stroalleg da ober reuz d’ezo.

— N’ho peus ket mez ? eme houma. Petra ’c’hoari ganeoc’h, chalopenned ? Klask lakaat an dud da derri o izili ! Pe fur pe zod oc’h ?… Hag ober paea c’hoaz !… Da vihana ma vije bet evit netra !… Neuze c’hoaz, c’hoaz !… Ha va Filip en deus bet an derzienn evit an noz ; ha, siouaz ! ma teu da chom ganin pell war e wele, piou a vago ar Filiped bihan, n’eo ket c’houi eo ?

Kant tra all a lavaras c’hoaz. Nounig al Ludueg ne zizerre ket e rann.

— Petra ’fell d’eoc’h ? eme Soaz Gamm. Va Ludueg, plac’h paour, en eur goueza, en doa lezet e zroug bouzar dindan hor gwezenn-kerez ; hag ho Stroalleg d’eoc’h-c’houi en deus sammet droug va gwaz war e hini. Setu aze ar stal !!!!

Pa deuas da Zant-They, Noun al Ludueg, en desped da Zoaz Gamm hag a gare kalz ar c’herez, a droc’has e wezenn vrudet, hag a reas bouteier-koad ganti, pegwir ne felle ken d’ezi rei ar pare d’ar re vouzar !

NEBEUD A DRA !…

   

————


Nebeud a dra a vez a-wechou kiriek d’ar grevusa traou ; hag evel-se, daoust hag eun ufenn-dan n’eo ket gouest da lakaat au tan-gwall da gregi en ho ti ? Ha koulskoude eun ufennig-tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Lakomp c’hoaz ho peus droug en ho piz bihan gant eun drean, pe eur gorig bennak. Ma ! kement-se a zo a-walc’h evit ober d’eoc’h klemm ; ha koulskoude eun drean, eur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?

Kement-man a zo evit lavaret d’eoc’h ne vez peoc’h founnus, n’ez a klok an traou e tïez a zo, etre priejou a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell d’ezo. Anez, nebeud a dra a laka da zevel etrezo ; diwar eun netraïg e tiwan bec’h etrezo, ha re alïes, siouaz ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma na gredit ket, selaouit.

Gwechall — hag abaoe n’eus ket ken pell-ze, rak pell emaoun c’hoaz diouz va c’hant vloaz, — gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. Nevez dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoaz netra beteg enno ; eu eur gêriadennig distro e vevent « dizoursi-bras ha dinec’h », didrouzik hag eurus.

Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezia war ar meaz ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benselia, da dapouna dilhajou ha kreziou.

Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evel-se ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa divizet kenetrezo pa oant dimezet : penaos pep-hini d’e dro a rankje gwalc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudell da deurel eur banneig dour a-dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Ma ! goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen e-pad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Met hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet.

— Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! emezan.

— Piou a zo o c’hortoz ? a respontas Soazig.

— Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz !

— N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h ’oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ?

— Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez, na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has ar stalikerez, sonj am eus re vat !

— N’eo ket gwir !

— A zo gwir !

— Nann !

— Eo !

Sellou du a rejont an eil ouz egile, met aze e chomjont, ha gwell e oa ze. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet eat pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude.

Goude eur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa eun dra bennak.

— Ma ! emezi, pegwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu aman ar pez gwella hon deus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da genta, a lavaro ar ger kenta, hennez a walc’ho ar skudilli hag a zic’hubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket eur wech na diou wech, met evit atao, ken alïes gwech ma vo red ober.

— A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barz !

Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizdaletoc’h evit lavaret he zammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig, hen, a reas da genta eun hanter-dro er-meaz da… welet an noz, a raok mont da c’hourvez a-hed e hini goz. Met hini anezo ne grede tinta ger ebet, gant aon da gaout bemnoz an traou da zic’huba diwar an daol…

Antronoz e oa ar zul : an daon bried a chomas da ober o c’housk-mintin. An heol a oa uhel hag e oant c’hoaz o voueta ar c’houen dindan o golc’hedou-pell… Koulskoude tud, bet en oferenn-vintin, en eur dremen a-biou da di ar c’houskerien, a zouezas o welet c’hoaz prennet dor ha prenestr.

Tin-Vras, pe Mestr al Lantiked, — n’em eus ken sonj mat a-walc’h, rak divemor e teuan da veza a-raok an oad, — a buntas da genta war an nor ; hag e-giz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti :

— Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet !

— Nann, nann, kant gwech nann, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz !

Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yann Cheulk, daou viliner-brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.

Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud. En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazel ouz kazel ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !

Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speurenn, ha Paskolig e benn gantan skoachet mat dindan al linser.

— Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato.

Paskolig a ziskuzas e benn a-zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du.

— Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez :

— Ac’hanta ! melc’houed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Satordallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, e-giz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil war-lerc’h egile !…

E-barz ar gwele-kloz, hini ebet ne zizerras e rann.

— Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ?

Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol.

— N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol.

An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl.

— Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou ’oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha na vefe ket Paol gornek, Paolig lost-hir, o c’hoari e baotr war an daou-man ? Eo, sur a-walc’h, rak sellit pebez tres divalo ’zo gwisket warno !…

Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a chome nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buan ha buan.

— Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud.

Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet ne gavas an hent da zont diwar o muzellou.

Hag an aon hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene e-giz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener-laer au Ti-all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lêrou evit redek da glask ar beleg…

Ne voe ket pell gant e dro.

— Peoc’h d’an ti-man ! eme an aotrou person, en eur zigouezout ; bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo !

Hag e tosteas ouz ar gwele.

— Penaos, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ?

Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont :

— Nann ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul ’zo warno !…

An aotrou person a arvestas piz outo.

— Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Ma ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !…

Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, e-giz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz.

— Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad amann en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig aneze d’ar zant da c’houlenn digantan evit au dud keiz-man beza pareet, pe beza da vihana diboaniet abret.

An aotrou person a gemeras viou ar zant !

Chê a oa war he daoulin o turluta en arbel all hag o turia da vad an dilhajou hag ar c’hreziou.

— Setu aman, aotrou person, emezi, eur roched madik a-walc’h, ha, mar karit gwerza anezi « e profit ar zant », dalit, ema-hi aze !

Hag an aotrou person a gemeras roched ar zant.

E oa o trei da vont er-meaz gant viou ha roched, pa zilammas Soazig en he fatenn (he hiviz) war bank he gwele.

— Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! Restaolit d’eomp roched-eured Paskolig, ha viou va yar velen !

Paskolig a dennas neuze e benn er-meaz hag, en eur c’hoarzin, a lavaras d’e hini-goz :

— Ac’hanta ! Soazig, eur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod, gwisk dillo da zilhad ; ar jidhouarn ’zo aze war an daol ouz da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da genta, ha te an hini a ranko bemnoz skaota an traou !

Hag e tisplegas dirag an holl perak e oant bet mud o-daou, eur pennadig.

Kement-hini a oa en ti a zailhas da c’hoarzin e walc’h, hag an aotrou person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.

Soazig a wiskas he broz, ha, mezek an tamm anezi, en em lakeas da zic’huba an daol. Da vihana, mar he doa kollet war an tu-ze, war an tu all he doa gounezet, rak miret he doa ouz viou he yar velen ha roched-eured Paskolig da vont gant ar zant.

Evel-se ema va c’honchenn, lennerien ; kredit anezi ar pez a garoc’h, met, lavarit d’in, daoust ha n’eus ket aze kalz a reuz diwar-benn « nebeud a dra » ?


EUR C’HAPER DROCH
————


Ne fell ket d’in, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg-ar-Raz. Nann, nann ! pell ac’hano ! Kredi a ran koulskoude ez eus dre eno eun amziod, eun hanter-fur bennak, evel el lec’hiou all. Ar C’haper, a zisplegin d’eoc’h e zoare, ne oa nag eus Kleden nag eus Plogô ; eus an Enez Sizun e oa ginidik.

Gwennole Mellfaout — hennez eo e hano, — a ranke beza ganet da zadorn goude koan divezat, rak gwall-skanvik ’oa e dammig penn dindan e goz tok. Gwelet a reoc’h an dra-ze hoc’h-unan, pa glevoc’h an troiou divalo a c’hoarvezas gantan, eur bloavez bennak a zo, en eur ober e dro e Kemper da zeiz Foar vras Hanter-Ebrel, daoust d’e wreg, Mari Gaïd.

Gwennole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour zall, bili gwenn ha bezin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porz Douarnenez, e oa souezet hag e chome sebezet, kouls lavaret, pep kammed ma ree.

— Setu aman eun ti hag a zo uhel avat ! emezan. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-meaz da zevel tïez ken bras-se ?

A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.

E-kreiz eul lanneg e welas eur vilin-avel, gant he bannou hag he ibilhou goloet a lien. Ar vilin n’ez ee ket en-dro d’an ampoent, hag he bannou a chome e kroaz.

— Biskoaz kemend-all ! eme Gwennole, petra eo an istrogell-ze ?… Ah ! e pelec’h e oa va zammig spered ganin ? Sonj am eus breman, war an douar-bras e kaver kalz a groaziou; sur a-walc’h hounnez a zo unan anezo… Me ho salud, Kroaz va Zalver !…

Hag ar C'haper o vont war benn e zaoulin da ober eur pennadig pedenn, rak eun den a feiz beo a oa, daoust d’ezan beza hir e ziouskouarn !…

War-dro ar c’hreisteiz, Gwennole a zigouezas e Kemper. Kristenien, nag hen a zigoras du-ze frank e c’henou e kear sant Korantin ! Da genta tra, e reas an dro da blasenn al loened-korn.

— Nag a zaoud ! emezan, souezet a-grenn. Nag a zaoud, paotred paour ! Saoud-leueou, saoud-leaz ! Ah ! pa zonjan, ni, du-man en Enez Sizun, n’eus nemet diou vioc’h ganeomp : unan d’an aotrou person, hag eben d’an aotrou mear. Gwir eo ivez, du-man n'eo nag hir na druz ar peuri ganeomp.

Hag hen pelloc’h da gaout ar c’holeou bras hag an ejenned lard-toaz.

— Aotrou Doue, eme hor C'haper, biskoaz em buhez ne welis loened par d’ar re-ze ! End-eün, tud a rank beza o veva war an douar-bras koulskoude, pegwir an holl loened-ze a zo da veza gwerzet, lazet ha debret beteg an hini diveza. Oh ! ya, nag ar bed a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouspenn kant gwech marteze !

Hag ar C'haper o vont ac’hano da ober eur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezet-maro, sabatuet-net, sebezet-holl, mantret-krenn, e chomas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne chomas ket re bell koulskoude, rak ne grede na trei na distrei e tu ebet, na finval na flach an distera ; a-boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.

Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me ’gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzienn-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nann ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leur-gear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut.

— Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv heur heol eo, a gredan… Koulskoude me ’garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… Sell ! Aze bara o werza. Naon-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man !

Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…

En eur vont penn-da-benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur.

— Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin ; met perak an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôenn ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atao e-barz da lavaret va fater,

Echu e bedenn gantan, Gwennole a deuas war blasenn an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria.

E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.

— Petra ’werzit aze ? emezan d’ar marc’hadour.

Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buan hag hep c’hoarzin :

— Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg.

— Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buhez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra ’zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ?

— Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; met unan a zaou, netra suroc’h na sklêroc’h.

Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a chomas eur frapadig da zonjal.

— Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? emezan.

— Nann, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm. Breman ar re vrasa ’zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mat ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h !

— Eur pez skoed n’eo ken ? eme Gwennole ; peadra ’zo ganin neuze c’hoaz. Va yalc’h n’eo ket eus ar reuta, koulskoude trizek real, daou wenneg ha tri liard a zo enni.

Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha yao etrezek Douarnenez da glask e vag da zistrei d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezan, me ’gav d’in, laouen o veza bet amziod, furzod a-walc’h da brena eur skoed eur c’hoz sitrouilhezenn.

Gwennole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a zonje ennan e-unan :

— Va gwreg a zifenne ouzin dont da foar Hanter-Ebrel, an arzodez ’zo anezi. Met pa welo ar vi kazeg !… Ah ! pa zonjan c’hoaz, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me a vo prijet gant an dud du-man, ha piou ’oar ? Evidon-me ne lavaran ket nann, marteze a-benn an taol kenta, e vezin hanvet da vear e-lec’h Tonton François hag a zo deut da veza bouzar eun tammig mat zoken… Evit gwir, me n’oun ket eun diod, eun azen, e-giz m’o deus c’hoant hiniennou da gredi, da lavaret zoken, ha va gwreg da genta.

Ha Gwennole a yee gant e hent, sounn ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez, dre ma sonje e vije, hep dale re bell, mear en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket mear ? Gwir eo ne ouie na skriva na lenn nemet war eun tamm bara hag eur grampoezenn ; met ahendall, daoust ha n’eo ket hen en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vije bet eno a-viskoaz ?… Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupenn, pa zonje e oa ar marc’h bihan aze e-barz ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouz e zorn.

Koulskoude, evel

Gant amzer ha dre bilpaza
E reer an hent ar pella,


Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a dostea ivez, eus e du.

Ha setu hor C’haper da drei eun tammig er-meaz an hent, evit... dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur vodenn-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.

— Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad !

Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezenn he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.

Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar vodenn-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg, — hag en enoriou ; siouaz ! kollet, — her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met re lor e oa e zivesker e-skoaz re al loen besk diouskouarn-hir…

Hag e glemmou a yee en-dro pounneroc’h ha war wasaat.

— Setu aze, emezan en eur zifronka etre daou bennad lenva, setu aze ar pez am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag hen c’hoaz o paouez dont er-meaz eus ar vi ! Pebez loen en dije great hennez ! Ah ! Salver benniget !… Daoust d’ar pez a c’hellfe va gwreg randouna d’in, evit ar bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, eur vi kazeg a brenin c’hoaz, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak sklêr eo d’am daoulagad, mar gellan kaout eur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me ’vo lakeat da vear e-lec’h Tonton François.

Ha war gement-se, Gwennole Mellfaout, trist e benn, mezek ha kouezet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.

Ântronoz, pa zigouezas er gear, en Enez Sizun, pa zisplegas e droiou da Vari Gaïd, ar furzod a glevas pedennou ha sarmoniou digant e « hini goz », rak houman, red eo kredi, n’he doa ket fizians er viou kezeg !…

Ah ! paour kêz Gwennole Mellfaout ! ! Kaper droch, droch ken a ree flao !!!


DAOU SKOLAER
————


Yaouankik e oan c’hoaz pa voen kaset da skolaj Pont-e-Kroaz, da derri va fenn gant latin ha gregach, ha da zastum ar muia ma c’helljen a zeskadurez. En em gaout a ris da veza lakeat, e pep lec’h kouls lavaret, e-kichen an daou vrasa lakepot a oa e-touez ar skolaerien, hag a c’helle kaout neuze c’houezek pe zeitek vloaz. Va gwele zoken a oa etre o daou wele, ar pez ne viras ket ouzin da gousket kloz ha kalet, beteg ar mintin, ’hed an nozveziou kenta da vihana. Met a-raok eiz deiz goude, ne oan ken evit serra lagad ebet, gant ar savar hag ar jabadao a veze pep noz, beteg unnek heur pe belloc’h, gant va daou louarn, o komz eun tammig eus a bep tra, o c’hoarzin krenv, hag o trailha avaloù ken na vije eat skuiz ha kleret o dent.

Eun nozvez, — an dra-man a oa war-dro eur miz goude ma oan deut d’ar skolaj, — an daou gomperig en em zilas en o gweleou hep lavaret na grik na ger.

— Sell, sell ’ta ! a zonjis ennon va-unan ; souezusat tra : Aze ’zo eun dra bennak e gor ; diwallomp hag e welimp !

Ha va daoulagad serret kloz-mik, evel pa vijen kousket, e c’hortozis.

Eur pennad goude, unan eus al lakepoted, an hini brasa, e hano Lanig, bras, met sec’h ha treudik evel pao koad eur forc’h houarn, a zeuas da gaout egile e-tal e wele d’an tu kleiz d’in-me. Ha setu, evel kustum, ar jabadao o vont en-dro, ha me da zelaou, serret va daoulagad, met digor frank va diouskouarn.

— Laouig, a lavaras Lanig d’an hini a oa en e wele, goude eur zell taolet prim eus va c’hostez, Laouig, me ’zo skuiz-maro er skolaj ; n’eo ket eur vuhez eo houman. Morse frankiz ebet, ha bemdez a bep seurt traou da zeski, divalooc’h an eil eget egile… Gwelloc’h, kant gwech gwelloc’h eo beza paotr-saoud, rak hennez, ar paotr-saoud,

Ma rank labourat start, ne zesk evit kentel
Nemet kentel an heol, an erc’h hag an avel,
Kentel ar c'hoad, ar mor, al loar hag ar stered,
Kentel mouez ar c'hleier ha richan an evned :
Ar gentel-ze avat a dalv kalz a re all !


E-lec’h ni, peseurt kenteliou ne feller ket sanka ennomp ? Petra ’zonjez ? ha ma ’z afemp en noz-man d’ar gear ?…

— Ya, ya ! a respontas Laouig. Er gear, Lanig, ni a gavo peadra a frankiz a bep seurt hag a vakansou hep fin. Mat ! kerz d’az kwele ha peoc’h ! Warc’hoaz vintin, pa dinto teir heur e tour ar Pont, buan war zav ha d’ar gear ac’han. Gwir eo, hir e vo an hent, met

Piou n’en deus ket kalon da ober labour vat ?

Eur gerig bennak a voe lavaret c’hoaz, met war bouez ; da c’hoarzin en em lakejont o-daou, ha Lanig a droc’has d’e wele, goude beza strilhet e skouarn da Laouig, oh ! hep ober droug, bezit sur.

Skuiz e oan o selaou, hag ar c’housked a gouezas buan warnon.

Antronoz vintin, em c’hichen, an daou wele a oa goullo, nijet e oa an daou labous diouz ar gaoued !

Setu aman penn-da-benn ar pez a zigouezas ganto betek Kemper ha goude zoken.

Kouls lavaret hep poan ebet, Lanig hag ar paotr Laou a oa pignet a-dreist ar voger, hag en em gavet war an hent bras.

— Breman, eme Laouig, dre belec’h e kerzomp ?

— Gant hent Konforz da genta ; goude-ze, ni ’welo, a respontas Lanig; ha deomp buan ganti, rak, te ’oar,

Seul kent ez eer en hent, seul kent e tigouezer.

Brao e oa an noz, prest an deiz da c'houlaoui ; a-boan ma lugerne c’hoaz ar stered en oabl, pa zigouezas an daou skolaer gant kenta tïez Konforz. A vare da vare eur c’hilhog bennak a gane diwar e c’hlud da zaludi an devez-sul a oa o c’henel ; hag a-wechou chas a harze hag a chalpe war o lerc'h. Deut e oa poent evit paotred Konforz da zilammat er-meaz diouz o gweleou da strilha o c’houen.

Skuizet gant eun hevelep pennad bale, great re vintin, ar paotr Laou, eur paotr kof bras, penn teo, ledan eus an a-drenv, a lavaras chom eun tammig a-zav evit tenna an alan. Ha setu hon daou baotr azezet dioc’htu war eur penn-moger, evit d’ar c’hlazenn beza glebiet-holl gant ar gliz-noz.

Laouig a lavare uhel a-walc’h, en eur stoka e viz ouz e gof :

— Heman n’eo ket gwall-laouen ; trouzal a ra zoken a-wechou, evel pa zeufe d’ezan c’hoant kaout eun dra bennak, ha ni n’hon deus nemet daou wenneg evit holl danvez !

Lanig, evit d’ezan digeri, da zic’henaoui, eur beg ker frank ha… toull-ifern eur forn, a zonje, stouet e benn. Met d’ar geriou-ze e savas en eur c’hoarzin :

— Nann, n’hon deus nemet daou wenneg etrezomp hon daou, n’eus forz ! Met paotred fin omp… ha ma na ebatomp ket o vont d’ar gear, da vihana n’eo ket friko a vanko da vab va zad ha d’e vignon. Deomp, Laouig, deomp adarre !

E-pad ar c’houlz-ze, e veze gwelet ar sklerijenn en eun ti bennak, ha klevet trouz an noriou o tigeri, rak an deiz a zirede d’an daoulamm diouz korn ar Zav-heol…

Du-hont, war gern ar menez,
Setu c'houi o skedi, heol laouen :
Heol glan, deiz al levenez,
Diskenn e strad tenval an draonienn !…

Dirag ar C'halvar, hon daou skolaer en em gav gant eur c’hoz denig, lemm e lagad, didok, a-boan gwisket c'hoaz, diredet eno, dioc’htu m’eo savet, da zellet diouz pe gorn e c’houez an avel.

En eun taol-lagad, Laouig, — atao mignon bras e gof, — hen anavez :

— Sell, ar marc’hadour gwestell !

Ha Lanig a gerz etrezeg ennan :

— Abret emaoc’h war zav, tonton Herri. Ac’hanta ! devez brao hor bezo da vont hirio betek Kemper ?… Warc’hoaz, mar plij d’an heol c’hoarzin, Laouig aman ha me, ni a c’hoarzo ivez hon daou, hag a fringo da eured va c’hoar !

— Ah ! ya, da Gemper, eured ho c’hoar ? eme tonton Herri, a zo brao avat ; met naon ho pezo a-raok digouezout ha ma karfec’h dont d’am zi da welet va gwestell… rak Kemper a zo pell, ha mat a rit mont abret en hent.

— Deomp d’ar gwestell ! a respont Laouig.

— Ho kwestell, eme Laouig, kement-man a zigas da zonj d’in eus ar pez a dlean d’eoc’h.

— Petra ’ta, paotr yaouank ?

— Eur gwenneg, abaoe ar wech diveza m’eo bet skolaerien ar Pont o perc’hirina e chapel Itron-Varia Gonforz…

— N’em eus seurt sonj ebet, eme tonton Herri, met pa lavaret, e kredan…

Neb a bae e zle
A zastum leve !

Hor paotred a bren eur gwennegad madigou ha Lanig a ro e zaou wenneg :

— N’omp ket pinvidik-mor, emezan, ha ne vo ket tenn d’eomp beza pinvidikoc’h en eur zont en-dro…

Penaos da c’houde, tonton Herri n’en dije ket roet gwestell e termenn da dud onest evel-se ? — N’eo ket gwestell hepken, met bara gwiniz, eun dorz pemp lur, a brestas d’ezo ouspenn.

E-pad ma tebrent, an tamm a gouezas diouz tre o dent : gwelet o doa o tremen, war hent bras Douarnenez, daou vevel eus ar skolaj, ar c’hi Loull ganto, kaset war o lerc’h a dra zur, ha karget d’o distrei war o c’hiz. Hep muioc’h a drouz, e lavarjont kenavo en distro d’an tonton Herri, ha setu int buan ha buan o kemeret hent Poullan.

An oferenn-vintin a echue er vourc’hadenn-man pa zigouezjont. War ar blasenn, eur vaouez war an oad a youc’he a-bouez penn :

— Pesked fresk! brilli! emaint o vont!… emaint o vont!…

— Ah ! da belec’h emaint o vont evel-se, moereb ? eme Lanig.

— Da veza gwerzet, va niz !… Brilli ! Dek gwenneg an dousenn, marc’had-mat ! Brilli ! Brilli !

— Ma ! ar pez a chom a vo d'in, eme Lanig en eur dostaat. Renkit an diou zousenn-ze d’in e-touez ar raden a zo e strad ho paner !… Mat ! va moereb koz, mat pell zo ! Ha brema, deuit ganin d’ar sakristiri, evit ma vo paeet d’eoc’h ho pevar real : me eo mevel nevez an aotrou person.

Ha Lanig kas an hini goz d’ar sakristiri, goude beza roet e besked da Laouig, bec’h d’ezan en em ziwall da c’hoarzin.

Goude e oferenn, an aotrou person a zo o kovez ; ar c’hloc’her a zo eat da glask penn eus e lein. An hini goz a chom er sakristiri goullo, e-pad ma 'z a Lanig da skei war gador-govez an aotrou person :

— Aotrou, mar plijfe ganeoc'h dont d’ho sakristiri da govez va moereb a zo bouzar ? Na zaleit ket re, rak pell-pell amzer ’zo n’eo ket bet va moereb o kovez : eur zac’hadig a dle kaout en dro-man !

Ha Lanig er-meaz eus an iliz, buana ma c’helle, hag an aotrou person war-eün d’ar sakristiri :

— En em lakit war ho taoulin, emezan krenv d’ar vaouez, ma welimp.

— War va daoulin, eme houman ; n’eo ket red emichans ?

— Eo, war ho taoulin… Gwir a-walc’h a lavare ho niz yaouank, rak, diouz ma welan, dizonjet ho peus…

— Va niz, eun niz yaouank d'in-me ? N’em eus morse bet na breur, na c’hoar, na tra all ebet zoken eus ar seurt-se… ha penaos neuze em bije bet eun niz yaouank ? Daoust hag ar veleien a-vreman o deus desket lavaret gevier ?

Koulskoude plega a reas eun nebeudig he divesker, hag hi da c’houlenn dioc’htu :

— Ha breman ?…

— Breman ?… Grit sin ar Groaz ha livirit : « Ho pennoz d’in, va zad… »

— Tra, tra, la, la, eme ar vaouez o sevel prim, ruz-glaou gant he imor. A-walc’h a vennoziou evit an taol-man, paeet d’in va fesked da genta a-raok ober d’in kovez. Pevar real d’in ! pe me…

— Pevar real, rei pevar real d’eoc’h ’vit pesked ?…

— Ya, ar brilli eo bet ho mevel o kerc’hat…

… An aotrou person eo a baeas pesked Lanig, met ar vaouez koz ne reas ket muioc’h a gofesioñ evit-se.

E-pad ar c’hoari gaer-ze a oa er sakristiri, hon daou gomper a errue da neuze e Douarnenez. Lanig dioc’htu en eun ti, ha Laouig war e lerc’h. Eur plac’h, eur penn skanv a blac’h hervez an doare anezi, o digemeras, hag o c’hasas da zibri en eur gambr war laez.

Ar brilli a voe fritet druz-druz ken na rede an amann warno, evel ma tiver an eol poulladet er boestou sardined. Ar c’hosa gwin eus an hostaliri a voe war an daol, ha meur a voutailh, goloet o c’hof gant ar boultrenn, a voe divontet. Red e oa echui koulskoude a-raok ma erruje ar mestr en ti. Setu Lanig ’ta gervel ar plac’h, hag hi ken buan war laez.

— Pegement eo ? eme Lanig ; me a baeo.

— Tra, tra, eme Laouig ; va zro-me eo hirio.

Setu reuz ha dispac’h etrezo, ma ’z oa red d’ar plac’h lavaret, evit digas ar peoc’h, tenna d’ar blouzennig verra.

— Oh ! nann, eme al louarn fin a oa Lanig ; skoulmit ho mouchouer war ho taoulagad, hag an hini ac’hanomp a bakoc’h da genta a vo d'ezan an enor da furchal e yalc’h.

Setu great ar pez a oa lavaret.

Ar paour kêz plac’h ! Trei ha distrei a ra dre ar gambr, e-pad ma tiskenn war bouezig Lanig hag e baotr Laouig, laoueneat o daou gant eur c’hofad brilli fresk. Trei ha distrei a rea c'hoaz pa erruas ar mestr er gear, hag hi lamma warnan:

— C'houi a baeo ! emezi.

Gwir e lavare : ar mestr a rankas paea ! Evelato, ar plac’h penn-skanv-ze a brenas, en taol-man, skiant ha furnez diwar he c’houst ; rak kaset e voe kuit diouz eun ti e-lec’h ma ’z edo en he eas.

A-raok an noz, hon daou lakepot a skolaerien a zigouezas er gear e Kemper. E-lec’h friko, e voe roet d’ezo kordenn war o ler. Antronoz da greisteiz, Lanig ha Laouig a voe distroet d’ar skolaj, ha, goude beza, en devez-ze, koaniet gant bara sec’h ha kalz… mez, va zaou gamalad a zistroas d’o gwele, na oa ket bet tommet en nozvez tremenet.

Direbech kaer int deuet da veza o-daou da c’houde, ha d’an 31 a viz mae, d’ar bloaz war-lerc’h, pa ’z eas skolaerien ar Pont da berc’hirina da di an Itron-Varia, Laouig ha Lanig, deuet da onest evit mat, a baeas o dle da donton Herri, marc’hadour gwestell e Konforz !


BLAZ AR JISTR !…
————


— Neuze ’ta, Herve Stroalleg, e c’hellan fiziout warnoc’h ?

— Ya, ya, aotrou. Ken gwir ha ma ’z eo c’houi ar mear ganeomp du-man e parrez Poulbrug, e kasin d’eoc’h eur varrikennad jistr ; met, klevit mat, hein ! jistr eus ar gwella, n’eo ket jistr avalou pin na karotez gwenn. Ne vezo ket eur fall d’eoc’h doura genou ha korzailhenn gant hennez. Bezit fizians ennon, aotrou mear, rak, evit ar wech, ni ’zo bet daou vignon bras, ha mignoned eveldomp-ni ne glaskont morse en em douza etrezo… Ha koulskoude, sellit, gwelloc’h e vefe ganin ma c’hellfec’h kaout eur pennadig amzer, evit dont, hoc’h-unan, da danva ar jistr du-man.

— Tra, tra, Herve Stroalleg, n’hellan ket mont ; n’em eus ket amzer. Met fiziout a ran warnoc’h, mignon koz ; dibabit d’in ho kwella jistr. Ha breman kenavo ar c’henta gwelet.

— Ma !… Kenavo, aotrou mear, kenavo eur wech all !

Ha goude eur stard-daouarn, an aotrou a zistroas d’e labour ; ar c’houer a bignas en e wetur, a zistagas eur c’houitelladenn hir, ha Bailh, ar marc’h dall, hep gortoz an taoliou skourjez da larda e gostennou d’ezan, a gemeras penn an hent a gas diouz Douarnenez da barrez Poulbrug.

Hag en eur ober hent, e-pad ma vleine Bailh, e varc’h dall, Herve Stroalleg a zonje :

— Deomp d’ar gear da genta-penn, evit distrei goude-ze da Germoal, rak gwelloc’h merouri eo Kermoal eget Kerdrizek, da vihana evit kaout jistr, rak evit ar pastur hag an ed ne lavaran ket, feiz, nann !… Huo ! huo ’ta ! Bailh, petra ’zonjez, paour kêz dall, ha ne welez ket emaout o vont da doulbenna e-barz ar foz ? Ac’hanta ! Bailh droch, deomp gwelloc’hik ganti. Arabad kousket a-hed an hent bras, pegwir, gouzout a rez, e rank da vestr mont en abardaez-man betek Kermoal evit tanva ha dibab eur varrikennad jistr, jistr eus ar gwella, evit an aotrou mear. Sou ! Bailh dall ! Sou ’ta !…

Pa zigouezas Herve Stroalleg e Kermoal, e oa tostoc’h da bemp eget da beder heur. Mamm ar merour du-ze, Katellig Fri-butun, a oa da vat oc’h ober tan dindan eur pod-houarnad patatez plusk hag all ; hag e-barz kougn al ludu, dindan an anduilhenned, ar eontr koz, bouzar hag hanter-zall, relegou amzer ar Chouanted, a jache war e gorn-butun berr ar muia ma c’helle, ar moged o tua e fri d’ezan.

— Eman koan war an tan ?… Hag ar jistr ? Pe vlaz a zo gantan ? a c’houlennas Herve, en eur zont en ti.

Ar eontr ne finvas ket ; e gorn ne ehanas tamm da zislonka bouilhou-moged.

Katellig, war he daoulin e-tal an oaled, ne ehanas ket ivez kennebeut da renka trojennou kaol sec’h en-dro d’he fod-houarn.

— Ah ! emezi, va mab, evit lod eus e C’houel-Mikêl, en deus lakeat a gostez evidoc’h eur varrikennad jistr bennak, evel kustum. Du-ze emaint, e-barz an ti-koz en tu all d’al leur… Daou seurt a zo eus ar jistr, c’houi ’welo.

— Pehini eo ar gwella ? a c’houlennas c’hoaz Herve, en eur gemeret alc’houez an ti-koz.

— Feiz d’am Doue ! eme an hini goz Fri-butun, diês a-walc’h eo gouzout. Tanvaït da genta, ha grit ho tibab goude-ze !

— Mat ! mat ! Hag e rin ! eme Herve, en eur dreuzi al leur.

E-barz an ti-koz, e wel diou varrikennad tennet a gostez. N’eus ket da fazia : ar re-ze eo e re. Tapout a ra krog er skudell diwar eur skabell gamm, ha, war bennou e zaoulin etre an diou varrikenn, e tiskenn eur skudelladig eus an hini genta. N’eman ket seizdaletoc’h evit eva, en eur pennad, beteg ar berad diveza en doa tennet. E zorn a dremen mont-dont war e gof ; e deod a dro en e c’henou, hag a deu war e vuzellou da bourmen. Komz a ra outan e-unan :

— Mat ! mat eo ! Pod an dïenn !

Hag eur pennadig e chom da zonjal, evit rei amzer d’ar jistr da ziskenn gant e hent.

— Jistr sec’h eo hennez ; skraba ’ra an diabarz, ha, dre ma kosaio, e teuio da veza sklêr, tostik e-giz dour-red. Jistr eus ar c’henta evit dibri, mat da zikour an den da gaout naon… Paotred diwar ar meaz a c’hell en em ober dioutan, met paotred kear, liou krampoez Kemper war o beg, pa vo lonket eur picherad ganto eus an evach-ze, ah ! malloz-ruz ! setu neuze koz tudigou hag a vranskedilho war o divesker !

Eun taolig tro da bluenn an eil varrikenn, evit leunia a-nevez e skudell. Pebez liou ! pebez c’houez ! ha pebez blaz ’ta!

— Dous e-giz mel ! Me ’gred e rafe gwelloc’h heman stal an aotrou mear ; rak e kear n’eus, kouls lavaret, nemet lipouzerien, hag ar jistr-man ne ra ket muioc’h bec’h war ar penn eget leaz dre zïenn. N’eus forz, ma na vije red d’in selaou nemet va c’hoant va-unan…

Hag e tiskenn c’hoaz eur skudellad leun-tenn eus ar genta barrikenn.

— Ah ! koulskoude, bourdachou ! e karfen rei d’ezan eus ar gwella ; met gouzout pehini eo ar gwella, aze eman an dalc’h… An aotrou mear, a gav d’in, a vefe gwelloc’h gantan ar jistr sec’h, eun tammig c’houero, dre ma skrab en eur ziskenn… Met n’eman ket e-unan er gear ; n’eus forz penaos, eun hanter-dousenn itronezed pe dimezelled, — me n’ouzoun ket dishanvalat ar varc’hadourez-ze, — a zo en e di d’an taol izela : e hini goz, e c’hoarezed, e verc’hed, ha me ’oar, me !… Dont a ra da zonj d’in, e blac’h loudourenn a chome er-meaz a gont… Hag ar merc’hed, ar re-ze a gav ken mat an traou dous, m’am eus c’hoant da gredi e redfent d’en em veuzi d’ar mor, ma vefe bet ar mor dour-vel e-barz… Neuze, kas d’ezan jistr dous, e verc’hed a zizec’ho buan ar varrikennad… Gwasa ma vez, gant ar jistr dous, e vez tommet d’an dud, muioc’h c’hoaz d’ar merc’hed eget d’ar wazed… Oh ! tra, tra, arabad d’in mont da vernia war va c’houstians pec’hejou merc’hed an aotrou mear, rak eur zamm brao am eus gant pouez va re va-unan, ha peadra d’in d’ober ganto, siouaz Doue !

Hag ec’h ev e skudellad.

— Ma ! Tanfouich brein ! Aze n’eus na rak na perak !… Evidon-me, ar jistr sec’h a zo trec’h d’ar jistr dous. Koulskoude marteze e klevin trouz ha rebechou. Alïes da welet an aotrou mear e teu genaoueien eus Pariz, Gallaoued begou-fall !… Ha, pa na vezer ket boazet outan, ar jistr sec’h a gaver blaz c’houero d’ezan ; e lec’h ar jistr dous a ra e-giz allazig d’ar stomok…

Hag ar paour kêz Herve Stroalleg a gendalc’h da danva an daou seurt jistr, hag int, o daou, mat-dreist.

— Satordallik ! Biskoaz kemend-all !

— Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Herve ?

Ar merour, Gwilhou Tortig-Kamm, an hini a zo distroet d’ar gear diouz ar park gant e gezeg, hag a zo deut da gaout ar « mestr ».

— Te ’zo aze ? Hag ar yec’hed, niz Gwilhou ?

— Mont a reomp en-dro ganti e-giz diagent.

— Digouezet mat out, Gwilhou : oc’h ober eun dibab jistr emaoun evit Ludueg, hon aotrou mear, ha, feiz d’am boutou ! nec’het a-walc’h ez oun !

— Ma ! tonton Herve, va daou seurt jistr ’zo mat o daou. Em barrikennou n’eus ket jistr badezet ; va jistr a zo dour avalou, n’eo ket dour puns, na dour-red.

— Oh ! gwelet a-walc’h a ran… met lavar d’in da c’hoant, te !

— Piou, me ? Feiz ! ganin-me eo kerkouls kaout eus an hini sec’h. N’eus ket e bar evit gwennaat an dent ; ha, pa vez great « flip » bero gantan, eur banne hini krenv en e douez, e plij kenan-kenan da vouzellou al labourer.

— Ha koulskoude ar jistr dous a zo magadurez, ha yac’husoc’h eo ivez, war am eus klevet… Pehini da gas d’al Ludueg neuze ?

— Aze ’man an dalc’h, tonton Herve !

Hag ar skudell a gemer hent o genou, ha meur a wech c’hoaz ; met penaos ober ?

— Pep ! pep ! eme Tortig-Kamm. Hag en eur ober eur c’hemmesk ganto o daou ?

Met ar c’hemmesk ne dalvezas netra, netra !

— Gwelloc’h eo pep-hini anezo en e gostez. N’eus nemet eun dibab da ober etre daou. Kement-se n’eo ket gwall-denn. Kenavo, tonton Herve !

Ha Gwilhaouig d’e varchosi da voueta e gezeg.

Met Herve Stroalleg ne flachas ket diouz kostez e varrikennou, hag an noz a deue. Eur wech kouezet an denvalijenn en-dro d’ezan, e savas koulskoude diwar e zaoulin.

— Ma ! emezan, ar pep gwella am eus da ober eo goulenn he ali digant va gwreg, ha distrei warc’hoaz vintin.

Renka a reas ar skudell war ar varrikenn ; e dok, avat, a chomas war al leur-zi, hag, en eur vont er-meaz, e tizonjas alc’houeza an nor war e lerc’h. Siouaz ! re a draou a oa o tansal en e henn !

Daou hent a gas diouz Kermoal da Gerdrizek : an hent bras ez eus kalz a dro gantan, e-lec’h ar wenojenn eün-tenn a droc’h kalz berroc’h, nemet ma tremen dre lanneg « Toull ar C’horrig ».

Herve Stroalleg a gemeras ar wenojenn, e-giz m’edo boazet ; ha neuze, an noz a oa sioul ha kaer, hag al loar a lugerne sklêr en he c’hann. An avel a skube dirazan war an oabl koumoul du a-doulladou, hag a c’houeze war ar paour kêz Herve, ken didruez ma kornigelle eus an eil tu d’egile :

— Avel daonet, emezan, ne deu ket mez d’it ? Brao eo d’it gwall-gas eun den ken skuizet e zivesker outan e-giz ma ’z oun.

Hag e tiskoueze e zaou zorn d’al loar, e-giz p’en dije bet c’hoant da zistaga eur jotad, eur javedad bennak ganti !…

E-kreiz al lanneg, ar wenojenn a dremene dre gichen eur menhir, eur peulvan uhel-zavet, hanvet « Biz ar C’horrig », pe c’hoaz « Toull ar C’horrig », rak an holl dre ar barrez a grede start e oa kleuzet ar peulvan en diabarz, ken ma tistone e-giz eur c’hloc’h pa skoed war e du diaveaz, hag e kleuz ar menhir e oa o chom eur c’horrig, ken kriz e galon ha mein e di, hag a bep seurt siou fall en e greiz. Gwechall en doa laeret meur a blac’h yaouank diwar-dro, hag Herve en doa sonj penaos, pa oa bihanik, e eontr Laou-Pik a oa bet kavet beuzet gant ar C’horrig el lanneg-ze, e-barz eur roudenn-garr ha na oa ket muioc’h a zour enni eget n’en defe gallet eva. Ha koulskoude Laou-Pik ne eve ket kalz a zour !

Hag a-greiz kement-se, Herve ne goll ket kalon.

— Ar C’horrig, emezan, n’en deus krog ebet nemet war ar bec’herien. Ha me, tanfouich, me ’zo didamall va c’houstians !

Ha koulskoude, en eur vont gant e hent, eun diaoul ifern bennak a lavare d’ezan :

— Ne teus ket sonj petra ’teus great abaoe da Bask ? E-pad an oferenn-bred ne rez nemet mont da eva eur chopinad a-hed ar zarmon ; ha fest ar vaz a teus bet koaniet eur wech da wreg ganti, abalamour ma tagnouze re. Ha neuze bremaïk e teus evet, da vihana, eur bailhad jistr diwar goust da verour ha great koll d’ezan. Laer ! Ever ! Riboter ! Kanner ar merc’hed ! Boued ar groug ! Daonet ! Milliget ! Mab an diaoul bras hag e gerniel !…

Ha setu Herve Stroalleg o krena an derzienn, rak re wir eo, siouaz ! pec’het en deus ! Hag e talc’h da vont gant ar wenojenn, lann berr en daou du d’ezi, a-wechou eün, a-wechou a-zehou pe a-gleiz, rak an avel, emichans, a rea d’ezan souza.

N’eus forz, a-raok bepred ! Hag, evit krena nebeutoc’h, e kan hag e c’houitell, peb eil tro, eur ganaouenn ha n’en doa bet morse spered a-walc’h nemet evit deski ar poz kenta anezi :

Selaouet holl ha selaouet,
Tran lar di reno,
Eur zon a zo nevez savet,
Tran lar di ra lan la,
Tran lar di reno !…

Eman sko er menhir : n’eus mui nemet eur c’hammed bennak da vuzula, hag e vezo en em dennet kuit dibikous !

Met, siouaz Doue ! e-pad ma tiskane « Tran lar di reno », da vihana evit ar seitekvet gwech war-nugent, pouloudoufez ! setu Herve Stroalleg a-stok korf o vuzula an dachenn, hag e fri tougn oc’h arat douar kerkouls ha soc’h an alar, ha, gwasa ma zo, kement-se hep d’ezan gouzout netra krenn penaos na perak.

— Savomp adarre, emezan, abarz koueza mui !

Ya, met eur zamm iskiz a bouez war e ziouskoaz, hag e rank chom da bokat d’an douar. Droug ennan, e tiswink muioc’h-mui ; met diou c’har dir a zo skoulmet en-dro d’e c’houzoug ken en deus poan dialana, hag eur c’hoz vouezig a gomz outan, lemm ha roc’hellus e-giz rojou Karrig an Ankou o wigourat e-pad an nozveziou goanv :

— Petra, mignon Herve, penaos c’hoantaat tremen e-biou d’am zi hep dont da lakaat eur c’hornadig butun gant ar C’horrig ?

— Va buhez !… N’am lazit ket !… Va buhez !…

— Laza ac’hanout, mignon paour, an dra-ze n’eman ket e-barz. Bezomp mignoned kentoc’h, petra ’lavarez ?

— Oh ! ya, Gwerc’hez santez Anna, maeronez va gwreg ! Lezit ac’hanon, aotrou Korrig, mall eo ganin distrei da gaout va gwreg…

— … Evit larda anezi gant trojenn ar skubellenn, evit digas d’ezi muioc’h a c’hoant kousket ?

— Va buhez ! Forz va buhez ! Ne rin ken !

— Gwaz a ze neuze, rak ar gwragez o deus holl ezomm da danva alïes, gant o chouk, blaz ar geuneudenn… Me ne ran ket forz, met, en abardaez-man, eo du va fenn : deus ganin d’am zi, hag e konti d’in kontadennou mamm-goz d’am diskuiza !

Ar C’horrig a lammas en eur berniad douar-goz, a frankeas an toull, hag a zachas Herve baour diwar-bouez e vleo, ken na zigouezas e-kreiz ar menhir !…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Aotrou Doue ! Biskoaz kemend-all a binvidigez ne lugernas dirak daoulagad Herve Stroalleg ! Ar mogeriou a oa goloet gant peziou aour ha mein fin, peb eil renkad, hag al leur-zi a oa great gant peziou ugent real ; war an daol, goloet gant eun doal, eun doucher bilheji-bank hag arc’hant paper, e oa eur varrikennad gwin-ardant ; ar sklerijenn a deue en ti n’ouzoun kalz mui dre belec’h an tanfoeltr !… Herve Stroalleg a chome sebezet-holl.

— Diwall da laerez netra ! eme ar C’horrig.

— Aon ebet da gaout, eme Herve ; biskoaz n’em eus laeret talvoudegez eur spilhenn…

— Hag ar jistr laeret bremaïk diwar goust da verour ?

— Heman a oar pep tra ! a gredas ar mezvier.

— Alo ! mignon, kan d’in ar zon a deue ganit, bremaïk.

— Nann ! n’ouzoun ket kana ! eme Herve, droug ennan.

— Nann ? n’ouzout ket ?… Ma ! en em denn ac’han, mar gellez !

Ker buan, an noz a deuas en ti, e-pad ma tiskorde ar C’horrig kriz da c’hoarzin.

Herve a ya d’ar voger, a c’hoari an dro d’ezi ; met poan gollet ! N’eus toull dor ebet, ha kaer en deus trei ha distrei, ne gav digor ebet. Skuizet o klask, e kouez d’an douar, hanter varo, e-pad ma klev ar C’horrig digalon o c’hoarzin goap !…

Antronoz vintin, Herve Stroalleg a voe gwall-nec’het, pa zihunas en e wele-kloz, e-barz Kerdrizek.

— Ha koulskoude, emezan, n’eo ket hunvreal am eus great. Nann, rak droug am eus c’hoaz em bleo hag em divesker… Aotrou Doue !… Hag ar C’horrig ?…

— Petra ? mezvier, gourlanchenn frank, lonk-e-zizun, dic’houilhez, debr-spered, torr-penn ? N’out ket eat c’hoaz d’ar bed all, amprevan ? Hag eur c’hristen a dlefe distaga korfajou evel-se ?

E wreg eo a gomze d’ezan en doare-ze, en eur welet anezan o tigeri e zaoulagad ker frank ha p’en dije bet c’hoant da zibri yod-kerc’h pe grampoez ganto.

Kerkent e teuas en ti Jermen au Troadeg, an devezour koz, bet o voueta ar c’hezeg.

— Ac’hanta ! eme an devezour, en eur c’hoarzin, panevedon-me, Herve, e vijes bet c’hoaz du-ze, e-tal menhir « Toull ar C’horrig ».

— Ya, eme ar wreg, pec’hed eo bet d’eoc’h koll hoc’h amzer da zigas an toull-jistr-ze d’ar gear, dec’h d’an noz.

— Ma ! eme Jermen, poan a-walc’h am oa bet gantan, kement m’am oa goust da c’hoarzin.

— Ha koulskoude ne oa ket peadra ! eme Herve.

— Eo da ! Red e vije bet d’eoc’h beza bet o welet anezan o trei en-dro d’ar menhir, o klask tremen dreizan…

— Tremen dre ar peulvan ?

— Ya… hag o youc’hal a-bouez-penn e oa klozet e-barz gant ar C’horrig !

Herve Stroalleg a zistagas c’hoaz eur pennadig kousked. Pa zavas, e oa dizonjet e hunvre gantan ; n’en doa mui sonj, zoken, pe vlaz ’oa gant jistr e verour Gwilhou Tortig-Kamm, e Kermoal du-ze, en tu all da lanneg « Toull ar C’horrig ».


TRUILHENNIG
HA GARGARENEZ
————


Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret… [1]

Neuze ’ta, abaoe ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontell war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketer o chom e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da baotred-ar-c’hign ; e-lec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale, eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketerien sant Per-Baour evit o zant paeron !

N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penaos.

Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano, — eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro, — a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia e-touez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya, koant zoken, met hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.

Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penaos en defe gellet ober, pegwir e holl amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vat, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…

Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou ’oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa great taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz, ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet — hervez lod, — gant e wreg, eur vaouez beg figus, rok an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou ’oar ?… Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me ’gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :

Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlann !
Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te ’vo beuzet en tan.

Mar deman an diougan-ze war-nez dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furaat, ha kalz c’hoaz !

Eiz deiz goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig.

— Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer !… Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ?

En eur ger, bouzara a reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblans. Ker buan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez :

— Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me ’welo. Ha buan !

Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fenn gant an itron Beskontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !

Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buan e kasjont lizer d’ezan, hag, eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kêz marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?

Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penaos, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas friko d’an dianket a oa nevez kavet. Ma ! d’al leupez aotrou yaouank e voe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Met an eil a blije d’ar c’holladenn kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa na vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chomas ar beskontig beurlek pemzek deiz ha diou zizun klanv war e wele goude re-gofad, respet d’eoc’h, kristenien ! Met ne varvas ket, lartaat an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kêz Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !…

Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tïez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze !

A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenn-hêr.

— Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchenn, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra ’oar betek-hen?

— Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost da vad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano !

— A zo mat, eme egile, goude eul lonkadenn win, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Met n’eo ket a-walc’h. Daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nann ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski.

Goude great ha dic’hreat, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. Ha, goude eur pevar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, — nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera, — nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezell a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblans, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kêz Truilhennig a gouezas en he rouejou !…

Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e-lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en-dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit er-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.

Truilhennig en em jale :

— C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war-bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ?

Ya, o vont da zimezi, me ’lavar ! Kerz da c’houitellat, paotr paour, mar sonj d’it ! An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !

Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a chome c’hoaz ganti a skiant vat : red e voe he c’has da di an diskianted, e-lec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri dervez !

Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ?

Ar paotr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan :

— Perak ivez n’eo ket bet chomet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ?

Met naon a deue d’ezan, hag, evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man ’zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan…

Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre goc’hu ar gear vras, a chomas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile.

— Truilhennig ! eme an eil.

— Gargarenez ! eme egile.

Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.

Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a voe great.

… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv.

Hag e dechou fall ? emezoc’h. — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !…

Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mat diouz Pariz ar C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta, « Truilhennig ha Gargarenez » !…


O DIOU
————


Evit c’hoaz n’eus ket a ugent vloaz, e oa o chom er maner Keraskorn, tost d’ar Pont, eur c’hoz tammig aotrou, hag hen kouezet diouz lost ar c’harr pell a oa. Gwelet e veze o vont hag o tont, dalc’hmat war e gein eur chupenn rouz roudennet gant an hartouz, eur c’hoz tok paker-luc’hed war glipenn e benn moal, ha leun e gof a fouge ennan, me ’gav d’in ! Kement-se ne blije ket kaer d’al labourerien a-ziwar-dro, ha setu perak meur a deod lardet-druz a zrouk-prezege diwar e benn, gwella ma c’hellent, teodou merc’hed dibrez an darnvuia, red eo lavaret !

Ma n’eo ket eur gaou ar pez am eus bet klevet, perc’henn maner Keraskorn a oa hanvet Tamkroc’hen, ha gwir a-walc’h e c’hellfe beza, a gredan.

Kement-man, e gwirionez, a zo nebeud a dra evit ar fentigell am eus da varvailhat d’eoc’h diwar e bouez.

Selaouit !…

An aotrou Tamkroc’hen, daoust d’ezan da veza aotrou, a ranke labourat, evit kaout peadra da veva ha da vaga e ziou verc’h yaouank ; rak gant an diou-man eo e oa an dalc’h.

Kredi o dije great en em izelaat, en em zaotri, m’o dije sikouret d’ober eun dra bennak war-dro an tiegez. Sonjit ’ta !… Gallegat a ouient, leun o begou, ha bouzara an diouskouarn en eur zon ar piano, mar plich. Ne reant netra krenn ! Eo, arabad fazia. Eun dra gaer a reant : moanaat ha dizec’ha yalc’h ar mestr, pa zigoueze d’ezi beza reut eur wechig an amzer.

Pa veze kevnidet ar yalc’h, pa veze eat d’an hesk, ar paour kêz aotrou, re lentik e-kenver e ziou bikez vriz, a veze red mat d’ezan mont d’ar foar da werza tra pe dra, loen pe loen. Evurus d’ezan c’hoaz kaout da werza !

Mat ! Eur wech ar yalc’h en em gavas adarre goullo, hag ar merc’hed en em jale, rak pardon Konforz a dostea, hag eun tok pillig bennak o doa c’hoant da gaout.

Setu ma voe red d’an aotrou o zad mont da foar ar Pont.

Mintin mat e kemeras hent ar Pont, e vevel Jakez gantan, evit mont da werza daou houc’h lart.

Eun hanterig kard leo diouz maner Keraskorn, ar moc’h a gavas eul lagenn e-tal an hent. Redek a rejont hag, a-raok ma c’hellas mestr na mevel o diarbenn, setu int e-barz da durlutat !… Met penaos o c’haout ac’hano ? Ne reant van nag ouz « dac’h, dac’hik ! » kennebeut nag ouz « sik, sik ! »

— Red eo d’it, Jakez, diskenn el lagenn ha kas da skourjez ganit.

Ha ya ! bleo, sell ; nann reun eo ! Ar moc’h a doc’he, a zoroc’he hag a oc’he, hag a rede a-raok skourjez Jakez. Ma voe red d’an aotrou mont ivez el lagenn da zikour e vevel ! Neuze, koulskoude, e teujont a-benn da gas al loened er-meaz, ha d’o c’hordenna, n’eo ket hep poan avat ! Met, siouaz ! Jakez n’edo nemet pri diouz an traon betek al laez, hag an aotrou, paour kêz aotrou Tamkroc’hen, na stlabezet e oa e voutou-ler e-barz ar vouilhenn !

— Kant minel borc’hel ! emezan, biken ne c’hellan ket mont d’ar foar gant va boutou er stad-ze ! Gaou a rafen ouz va diou yaouank… Jakez, kerz buan da gerc’hat d’in eur re voutou all, e-pad ma chomin aman da ziwall an daou reunek fall.

Ha Jakez war e giz en-dro, drouk-laouen, en eur c’hrosmolat.

E-pad an amzer-ze, an diou verc’h « ra-netra » a oa war an uhel o sellet, tost d’ar gear, ouz ar pez a oa c'hoarvezet ; ha, pa weljont Jakez o tont gant e zaouarn hag e veg lous, gant e zilhad saotret, ec’h en em rojont da c'hoarzin kement ha kement ma ’z eas eur c’horfad maliz e-barz ar mevel, ha n’o c’hare ket an hanter re.

— Petra ? emezan outan e-unan. Ober ar zod ac’hanon a glaskit ?… Gortozit, koz dimezelled, skuiz en o lostennou. M’ho tesko, me, gwelomp !

Ha Jakez d’o c’haout.

— Ho tad, emezan, en deus lavaret d’in dont da bokat d’eoc’h ho-tiou !

Ar merc’hed a c’hoarzas muioc’h ha krenvoc’h c’hoaz… Met ar mevel a zalc’he start, hag a dostea dalc'hmat.

— Ha red eo d’in mont buan ganti, rak n’em eus ket a amzer da goll !

An diou yaouank ne c’hoarzent mui nemet dre hanter, en eur welet Jakez en o c’hichen.

— N’eo ket gwir ! emezo.

— Emichans, me n’oun ket eun troader gevier, me ! a zistagas Jakez, en eur zistrei da hopal war-zu an hini koz… N’eo ket gwir, aotrou ? O diou ? O diou ?…

E c’hellit kredi, an aotrou Tamkroc’hen ne zonje nemet en e voutou-ler, hag e krias d’e dro :

— Foei ! sur avat ! O diou, ya ! Ha deus buan en-dro ! Hag ar merc’hed ne c’hoarzent tamm ebet ken.

— C’houi a zo ho taou oc’h ober goap ac’hanomp-ni ! Jakez a c’houlennas evit an eil gwech :

— Aotrou, o diou ho peus lavaret ?… O diou, n’eo ket ’ta ?

— Ped gwech war-nugent e rankin lavaret d’it, amziod ?…

Ya, o diou, ha buan !

Ha Jakez mont d’ar merc’hed faro gant e veg lous-dilous evel ma oa, hag hen da bokat d’ezo, d’an eil tu war-lerc’h egile.

An dimezelled paour en em jale, met red e oa d’ezo chom

Doujus ha krenedik evel daou oanig gwenn,


rak ma lavare ar mevel d’ezo :

Tevel breman ’zo red hep ober re a vrud ;
N’ez eus ezomm ebet e ouife an holl dud.

Jakez, laouen an tamm anezan, fouge ennan zoken, a zonje en eur vont da gerc’hat boutou an aotrou Tamkroc’hen :

— Ac’hanta, koz dimezelled ! Eur wech all, c'houi ’ouio peur hag ouz piou ober goap ! Breman kerzit, pa garoc’h, da glask dour da walc’hi ar pri diwar ho peg. Me ho tesko !

An diou all a hanter-zodas. Sonjit ! ! Eur mevel o pokat d’ezo ! Ec’h !…

N’eus forz, koulskoude, ar moc’h a voe gwerzet ker ; hag an diou « ra-netra » en em zic’hollas en eur brena, a-benn pardon Konforz, peb a dok divalo, ken ledan hag eur billig-krampoez…

AN HADER AVEL
————


Paotred Plougastel a oa krog dalc’hmad da hada o fiz bihan. War ar beg-douar dispar-ze, diouz Sant-Yann betek Lauberlac’h, nag a labourerien a boanie hag a c’houeze !

— War Doue hor C’halvar ! emezo, mar chom mat an amzer evel-se, e vo gwelet berniadou piz bihan o sevel !

Hag eus e du, kement pe vuioc’h eget n’eus forz piou, start e laboure Fanch Kervella, brudetoc’h kalz dindan al leshano a « Dougn », abalamour ma touge, a-dreist e c’henou ha dindan e zaoulagad, eun tamm fri savet ha distronset, hag a goueze dour e-barz, ken alïes ha ma vije e berc’henn dindan ar glao !

N’eus forz, pep-hini e fri, hag e fri da bep-hini ! Ha neuze n’eo ket aze eman an dalc’h.

E « park ar C’houiled », e-kichen an hent bras, Tougn a laboure ’ta ! Diboulouda an douar, digeri antchou bihan gant lagad e bigell, a linennou eeun penn-da-benn gant ar park. Hag eur wech roudennet an antig, Tougn, daoubleget, a hade, a hade… pe, da vihana, ober an neuz da hada a ree !…

— Hadomp avel, a chaoke hen etre e zent ; rak petra bennak ma lavar an aotrou person, red mat eo d’in breman hada avel, ma n’am eus ket c’hoant da eosti stourm an amzer fall :

Ha Tougn, gwasoc’h-gwaz a gerze gant e ant en eur « hada avel », rak avel hepken, ha n’eo ket piz bihan eo e kemere peb ar mare diouz ar bisac’h goullo staget en-dro d’e zargreiz. Ha Tougn a c’holoe, gant evez, e antchou goullo, hag a rastelle flour d’o c’hompeza.


War an hent bras, skoaset a-drenv eur c’hleuniad lann en o bleun alaouret, hep beza gwelet, eul lakez aotrou a zelle ouz Tougn o labourat hag a zonje :

— Mat, mat eo ! eman Tougn oc’h hada piz !…

Hag an aotrou Sparfel, laouen e zaoulagad-kaouenn a-drenv e lunedou brankou aour, a c'hoarze sioul, ken na zave e vuzellou tano da ziskouez diou rastellad e zent hir, ken na c’hoantae e fri krog plega da bokat d’e chink ; amprevan daou-droadek, tri-c’hart ki uzulier touet !

— An Tougn, emezan, a dle d’in eur c’hant lur bennak, hag a gasin da c’houec’h ugent lur pe ouspenn. Pa vo deut ar piz bihan, me ’welo penaos en em drei, hag an hucher, emichans, n’eo ket great evit ar chas !

War-dro ar peder heur heol, Tougn, en eur zevel mell e gein, a welas Glaodina, e wreg, o tont da zigas d’ezan e vern-vihan. Hag hen d’ar c’hrinenn da azeza eur pennadig da zibri eun tamm bara kig-sall, ha da eva eul lomm jistr, en eur lavaret d’e Chlaodina :

An tamm hag al lomm
A zalc'h an den en e blomm.

— Gwir, eme ar wreg, met dalc’h sonj petra ’c’hoarvez ganit d’ar zul aliesoc’h eget d’az tro, ha lavar d’in ha n’eo ket ken gwir all :

Al lomm hep an tamm
A ra d’an den kaout e lamm.

— Lakomp, met ne zislavari ket ac’hanon :

An tamm hep al lomm
’Chom war ar galon ’vel plomm !

Met a-walc’h evel-se. Sell du-hont ’ta, Glaodina, e-tal ar gloued, ha ne lavarfer ket an aotrou Sparfel ?

— Hen eo, rak tenna ’ra e dok da aveli e benn moal, kement a blu warnan eget war eun irvinenn diblusket.

An aotrou Sparfel, da neuze, o zaludas a-bell hag a c’hopas :

— Setu aze piz lakeat e doare, Tougn ; gant na deuy ket nozveziou reo warno.

— Ha pa rafe reo hag all, eme Tougn ; va fiz n’eus ket aon da gaout evito, an had 'zo mat.

— Gwell a ze ! eme Sparfel, o vont kuit.

Hep dale ivez Glaodina a droc’has d’ar gear. Hag, e-unan adarre, Tougn a reas e labour didalvoudek, a durias douar, a roudennas antchou, a hadas avel, a c’holoas, a rastellas, a gompezas hag a boanias nec’het, c’houi ’oar pegement, aotrou Doue !

Betek kuz-heol e talc’has. E amezeien a dremenas :

— Poent mont da glask penn eus koan, Tougn ; a-benn warc’hoaz ’zo deiz, Tougn ; n’out ket inouet c’hoaz, Tougn ?

Tougn a ehanas, hag a respontas d’ezo :

— Ar paour n’en deus ket amzer da veza inouet ; setu aze eur c’hlenved ha ne stag nemet ouz ar binvidien :

Red eo d’an den ha n’eus netra
Labourat tenn hag hep gouela !

Hag e kuiteas e bark, goude eur zell diveza war e labour dreut ; hag e tistroas d’ar gear gant an amezeien.

Tougn a oa eur paour kêz diaoul, eur fur a-ziwar ar meaz, hag en e furnez e kemere an traou e-giz ma teuent, hag ar bed war an tu ma troe, heol pa domme, ha glao pa c’hlebie. Ahendall, poan a-walc’h d’ezan kaout e dri bochadig kerc’h bemdez hag eun tamm dilhad bennak eur wech an amzer.

Rak Tougn, mar poanie pa laboure, Tougn en doa a bep seurt siou, lakomp fall, evit eun den dileve : Tougn a chasee, Tougn a beskete, Tougn a zaremprede ar marc’hajou peurliesa hepken evit gwerza netra ha prena eur c'hofadig « odivi ». Ar gwasa ma oa, Tougn a oa eur c’hoarier, eur c’hoarier daonet, gouest da c’hoari n’eo ket e holl wenneien, met c’hoaz gwreg ha bugale. — Hag evel-se, e c’hellit kredi, n’eo ket pinvidikaat eo a ra Tougn dre ma kerz ; e-lec’h daou varc’h mat gwechall, n’eus ken nemet eur c’hagn dreut en e varchosi, hag e eost a vez debret a-raok beza medet ! Dle a zo bet kemeret zoken war e dammig tiegez, an aotrou Sparfel her goar mat ! Nag a bateriou, nag a litaniou — n’eo ket re ar zent ! a glev digant e C’hlaodina, pa zigouez d’ezan dont d’ar gear eun tammig badaouet gant gwin-ardant !

Tougn en defe keuz, rak eur galon vat a zen a sko en e greiz, met petra ’dalv « keuz war-lerc’h » ?…

Ha n’eus netra evit distrei ar c’hoarier diouz ar c’hartou : bemnoz e tou ne c’hoario ken, ha, siouaz ! goude e gousked, pep mintin, pa gav e du, e adkrog da c’hoari !

Petra ’fell d’eoc’h ? Al louarn a varvo en e groc’hen, nemet ez-veo e vefe diskroc’hennet ?

Ha c’hoaz, piou ’oar ne rafe ket kroc’hen nevez ?…

Setu aze Tougn a zo savet hizio mintin-mat, ne oa c’hoaz enaouet nemet hanter c’houlou gant an deiz ha meur a gilhog divezat a oa c’hoaz o kana.

Hon den a zamm, war e gazeg koz eskernek, eur zac’had piz da hada, had kaer ma zo !

— Arabad d’it, eme Glaodina diouz he gwele, arabad d’it brousta da biz, nag hada re stank : te ’oar eman an had divezat o vont ganit !

— Bez dinec’h, gwreg ! Ra vin-me skaotet en erc’h, pe skornet en tan, ma na ve ket hadet mat ar piz-ze ! Sou, Morianez !…

Ha Tougn etrezek « park ar C'houiled ».

Gwasa ma zo, e hanter hent, piou a gej gantan ? Beskenneg, ar c’hemener, ruz e zaoulagad en e benn, o veza tremenet an noz en he hed o c’hoari ’r c’hartou, piou ’oar e pelec’h war ar meaz.

— Divezat emaout o tistrei d’ar gear, Beskenneg

— Lavar ’ta, Tougn, emaout te abret o vont d’ar park.

— Gwir eo, n’eus den c’hoaz war zav.

— Ha ma rafemp eun taolig kartou ?

— Nann, Beskenneg, nann a-grenn !

— Deus ’ta, buan, unanig verr hepken.

— Ha va fiz da hada ?…

— … A c’hortozo eur pennadig.

Ha Tougn, ma enebas da genta, ne reas ket pell. Ha Beskenneg a dennas e gartou. Diou, teir bartiad a oa great, hag ar piz bihan a c’hortoze, ya da !…

E oa al laboused da vad o c’hragailhat, hag an heol a c'hoantea diskuz e benn ruz du-hont, hag, a-c’haoliad war gleun ar park, an daou c’hoarier a c’hoarie atao ! Hag, en eun taol, Tougn a welas kollet e wenneg diveza,

— Sac’h an dïenn ! emezan, emaoun sec’het !

— N’eus forz ! Tougn, lakomp c’hoaz daou skoed e-barz, en em gaout a rimp goude.

— Ma ! an daou skoed diveza neuze. Ha Tougn eo a gollas.

— Alo ! kenderv, netra pe daou gement.

— Ma ! d’eomp d’ezi.

Ha Tougn eo a gollas c’hoaz !

— Neuze ’ta, Tougn, lakomp e-barz kement am eus gounezet diwarnout ; mar kollan, e restaolan d'it a-bez ; mar kollez, te ’roio d’in petra ?… da had piz-bihan, sell !… Ya, emaout e-barz ?

— Deomp e-barz, Beskenneg ! An taol-man a zo d’in, eme Tougn, penfollet, e zaouarn o krena dre me save e gartou.

Yê ’ta ! ! ! Tougn eo a gollas bepred.

Hag ar c’hemener louarn a zammas ar zac’had piz diwar Morianez, ha yao d’ar gear, goapaüs !

— Kenavo, Tougn ! emezan, En dro genta, mar kerez, ni a c’hoario da gazeg fall !

Paour kêz c’hoarier !… Petra da ober ?… Mont d’ar gear, hag anzav ouz Glaodina ?… Nann, mil birviken nann ! Mont da brena had all ? N’en deus gwenneg, na liard toull ebet !… Ha neuze, an holl a ouezfe e zoare, e-lec’h, gortoz, breman den na glevo, rak ar c’hoarierien n’en em werzont ket etrezo ! Petra, neuze ?

— N’oun ket evit hada piz, eme Tougn ; met ma n’am eus ket had, e c’hellan da vihana ober an neuz da hada : na gwelet, na klevet, na gouezet. Deomp !

Ha setu penaos Tougn a hadas avel e-lec’h piz.

Met a-ziwar neuze, broudet gant e goustians, Tougn a lavaras kenavo d’ar werenn ha d’ar c’hartou. Glaodina ne ouie mui peseurt sant a chome c’hoaz d’ezi da drugarekaat ! Tougn a boanie dalc’hmat, Tougn a laboure bemdez war-dro e zouar, zoken war-dro « park ar C'houiled ». E amezeien o doa bec’h hen anaout ; hag ouz hen gwelet oc’h en em emellout evel-se, an uzulier Sparfel a c'hoarze e zaoulagad, a-drenv e lunedou brankou aour, pa zonje er piz da zont, hag… en hucher !

Hogen, pemzek deiz goude, piz bihan Plougastel a oa deut er-meaz, hag a zave o c’hlipennou, hag o renkennadou eeun a c’hlaze ar parkeier. Ne oa nemet « park ar C'houiled » ha na c’hlaze ket… mouzet emichans !

— Eman da biz bihan war-lerc’h, Tougn !

— Lez anezo da labourat a-zindan : gwelloc'h eo.

An amezeien a lakeas skourrou d’o re ; met piz Tougn ne zivorfilent ket, kaer ’oa o gortoz.

— Na pegen divezat int ! eme Gloadina.

— Marteze ar ouenn eo a ra ! eme ar gwaz.

Met setu aze piz an amezeien a zo e bleun, « park ar C'houiled » a zo c’hoaz noaz ha kraz e zouar. Biskoaz kemend-all ! Petra c’hoari ganto, ar piz daonet-ze ?…

Tougn a skrabe e benn, moarvad diouz an tu n’en doa ket debron ; ha Glaodina gêz ne bade mui war he zreid.

Hep dale, ne oa ken hano nemet ouz Tougn hag e biz : Plougastel a-bez en em emelle outo ; ha bemdez e tirede tud da welet « park ar C'houiled ». An aotrou Sparfel a-dreist holl a oa nec’het… abalamonr d’an hucher.

Ar vrud a redas eun devez e vije kavet, en eur ziskraba an antchou, viou aered e-lec’h had piz : ar merc’hed a-dreist holl, ezomm ebet d’hel lavaret, eo e kerze ar gwasa o latenn en-dro ! Pebez plip ! plep ! plap ! gouest a-walc’h da vouzara an holl zent mein — laeron, ifern, hag all — a zo en-dro da Galvar Plougastel ! Ha n’eo ket eston, rak

Abaoe ma ’z eo bed ar bed,
Teod ar wreg ne jench tamm ebet :
Nemet he broz a ra bepred !

Eur zulvez d’an abardaez, e oa e « park ar C'houiled » ha Katell, Jefig, Seza ha Marianna, Berc’hed, Jantonig hag an holl re all, breuriez dibrez an Teodou-Lardet en he fez ! — Breuriez am eus lavaret, C'hoariez a vefe dleetoc’h hag a galz ! — Kuzul a oa dalc’het, hag en eur vouez, e oa barnet ha diskleriet da gement a gare selaou ha d’ar re all ivez, penaos « park ar C'houiled » ne vije ket a biz bihan ennan, abalamour ma oa sorset an had ! Ha sorset gant piou ? Kerzit da c’houzout ! ! !

An holl a oar eun dra sorset a rank beza distrobinellet gant eun eil sorser galloudekoc'h. Renerez an Teodou-Lardet a oa karget dioustu da vont da Vro ar Roc’h, pe war-dro, da gaout eur sorserez vrudet a gelenne du-hont, ha da glevet digant ar Wrac’h koz kement a oa red ober evit dizamma an dud kêz-ze, Glaodina a-dreist holl, eun druez breman he gwelet ken nec’het edo-hi.

Eiz real e koustas ar c’huzul d’ezi : ne oa ket re ger c’hoaz, rak ma ne oa ket diskuilhet d’ezi dioustu hano sorser ar piz bihan, da vihana lavaret e oa grons e oa heman eur gwaz, ha ne oa na karet na prizet gant den er vro, hag ouspenn-ze mont a rafe ar sorser an deiz war-lerc’h betek ti Tougn !

Ne oa adarre nemet eur vouez e Breuriez dibrez an Teodou-Lardet : red e oa d’an holl izili en em voda antronoz e kear Tougn, ha, pa zigouezfe an hailhon strobineller, an holl gant peb a vod lann a zailhfe hag a blantfe gantan eur c’houëz ken na zavfe c’houez an deiz diwarnan.

Antronoz an holl gwragez a oa o c’hortoz hag o bodou lann ivez :

-— Deus ’ta, sorser ! Ha ni ’zesko d’it son al lann !…

Tougn, bec’h d’ezan mirout da c’hoarzin, a venn lonka e deod evit tevel ! Kaout a reas e du da vont d’ar vourc’h ha da gonta da Veskenneg kement a dremene. Hag o daou e c'hoarzent leun o chupenn, pa weljont an aotrou Sparfel, au uzulier divalo, o tont etrezeg enno.

— Frap ganit, Tougn, ha troc’h kuit d’ar gear, ha gra peoc’h ; eman kavet an tu warnan… Dilui da zivesker, paotr !

— Petra ’c’hoari gant Tougn, kemener ? eme ar fri-kaouenn o tigouezout gant Beskenneg. Prez ’zo warnan, diamik, e-giz pa vije etre lost ha reor an diaoul. Ha koulskoude c’hoarzin a ra, dreo e benn !

— Laouen eo sur, aotrou Sparfel, ha lec’h da veza en deus…

— Han ! han !… Hag a nevez gantan ?… Heritaj marteze ’zo deut d’ezan ?…

— Heritaj ? Gwelloc’h eo c’hoaz.

— Gwelloc’h, diamik !… Lavar d’in ’ta, kemener.

— Ya da ! Lodenna ar voul ganto, n’eus ket da zislavaret ! Sonjit ’ta : en eur skarza e varchosi, er mintin-man, Tougn en deus kavet er voger, e-rez an douar, eur voestad leun a aour, ha n’ouzer ket ped pez biskoaz n’eus ket e-barz !

— Diamik ! eme an uzulier, o c’hlaouri. Ha d’in-me Tougn a dle war-dro hanter-kant skoed pe zaou c’hant lur ; hag hirio, dres, e teu va bilhed da dermenn ! Diamik !…

— Poent d’eoc’h neuze, aotrou Sparfel, chacha ganeoc’h war-lerc’h hoc’h ibilh, rak gouest a-walc'h e vefe dizale da zispign e holl beziou gant boutailh ha kartou !

— Mont a ran, diamik, mont a ran…

Hag an uzulier, lugernus e zaoulagad dindan e lunedou brankou aour, a vousc’hoarze d’e fri-kaouenn, en eur zigouezout e-barz leur Tougn.

— Ar Sparfel ! Ar Sparfel ! Hen eo ar sorser !… eme renerez ar Vreuriez dibrez.

— Evit gwir, eme Glaodina, bez’ e oa harpet ouz kloued « park ar C'houiled », an devez ma oa hadet hon fiz bihan.

— Laosk da vont neuze !… Bec’h d’ar sorser, c’hoarezed !…

Ne oa ket red d’ar renerez gourc’hemenn diou wech : holl verc’hed Breuriez dibrez an Teodou-Lardet a zavas o brankou lann hag, aotrou Doue, c’houi ’oar nag a daol, nag a flemm a bakas, n’eo ket ar sorser — gouenn ar zorserien eo eat ar penn er-meaz anezi — met an uzulier divalo, ken disprizet er Vro. Ar paour kêz Sparfel ne oa nemet gwad, hag a dra zur, eur pennad mat a amzer a dremenas o c’houennat ar pikou lann diouz e groc’hen : n’eo ket deut d’hel lavaret abaoe. Rak antronoz e tec’has diouz Plougastel, hep lavaret da belec’h ez ea ! Kalz a geuz n’eus ket bet d’ar zuner divalo, a-dreist holl e-touez ar re reuzeudik a oa en e zle !

Ha Tougn ? Piz bihan a-vernadou a deu pep bloaz, e « park ar C'houiled » hag en e barkeier all, abalamour m’eo bet dizorset — a gred lod — pe da vihana — evel ma kred lod all, hag ar wirionez a dle beza gant ar re-man — abaoe ne vez mui ar Plougastellad war-dro ar c’hartou hag an tavarniou.

Deut eo a-benn zoken da c’hounit ar c’hemener ; ha meur a dro, Beskenneg hag hen a c’hoarz diwar-benn an « hada avel », ha pikou lann ar Sparfel !

N’eo ket estlammi den lavaret ez eo deut Tougn a-benn da zevel e gein, hag eman brao ar stal gantan en e diegez : ha Glaodina ne gav ken hir he amzer. Peb ar mare e ped holl zentezed ar Baradoz da zerc’hel war an hent mat he Fanchig Kervella, brudetoc’h kalz dindan al leshano a Dougn.


SOAZIG TAGNOUZ

GWREG AR C'HIDOUR

————


I


Piou n’en doa ket e bar evit enaoui eun tantad-tan leiz an oaled da domma e-pad ar goanv ? Hennez a oa ar C'hidour sur a-walc’h, pe n’ouzoun ket piou all ’vefe bet.

Da genta e ruilhe, betek toull ar fornigell, eur penn moulgos-dero ; unan founnus da zevi : gant an dra-ze, trojenn balan da lakaat da gregi, ha, war c’horre, tammou fao eskennet ha faoutet, eur boued prim evit an tan. Ha buan e strinke gwrez en-dro d’an oaled. Ya, kaer en doa ar Goanv skornet c'houeza e alan yen dre-zindan an nor, ar C'hidour ne grene ket evit-se, en eur eva flip gant e vignoned, martoloded koz eveldan. Hag an teodou a yee en-dro, e c’hellit kredi, buanoc’h eget na dro bannou ar vilin e-pad eun devez avel dirollet.

— Sonj e teus, Kidour, pa oamp du-ze, e bro ar Vorianed ? na pebez tud du o beg ! Gwir eo n’ez eus ket kalz a zour dre eno. Na pebez loened dre ar vro ! Na pebez gwez bras dreist-holl !

— Ya, eme Vendal ar C'hantonier, me ’zo bet ivez du-hont oc’h ober va amzer. Eur wech e-pad eun devez glao, e oa ar rejimant a-bez er gwasked dindan eur wezenn, unan hepken !

— Basta ! a responte Jakez ar Prim, evit gwez ken bras ha me ne gredan ket ho pefe gwelet : ar wech diveza am eus great tro ar bed, — d’an dro ma oa chomet du-ze va brec’h kleiz war va lerc’h, — e oan en em gavet gant eun tamm gwezenn hag hi ken bras, ken teo, ken ma oan souezet-maro ganti : kredit, mar kirit, dek devez leun am oa lakeat da ober an dro da drojenn ar wezenn-ze, basta !

Ar vartoloded koz all a c'hoarze, rak hini ebet anezo ne grede tra eus ar pez a gonte ar re all : holl e c’houzent

Arabad eo kredi kement tra a glever,
Dibaot ar wirionez, ha stank ar gevier !

An holl a c’hoarze ’ta, ha c’hoarzin a ra vad d’an dud, a lavarer ; ya, an holl, nemet Soazig Tagnouz, gwreg ar C'hidour. Tanfouich ! nann, hounnez ne c’hoarze tamm, al lorgnez a oa anezi, eun dostenn zivalo stag mat he c’hroc’hen ouz he c’hein : poan-gof he doa, ken na ride he fri-minaoued, netra nemet o welet ar re all o c’hoarzin en eur domma o zreid hag o bouzellou gant an tan hag ar flip bero. Rak setu eno ! ar c’heuneud-tan en amzer hirio n’eman ket evit netra ; nag ar flip kennebeut ne gaver ket alïes anezan evit eur « bennoz-Doue », nag evit daou zoken.

An tommerien-everien koulskoude ne reent van ebet ouz an hini goz, kaer he devoa houman dislevi, dic’henaoui, bleugeudi, teufal, strevia, sifernia, lavaret edo skuiz hag e oa deut poent mont da gousket.

— Ne welit ket, emezi,

En tan, a nebeud dre nebeud
’Ya e ludu ar bern keuneud.

— Penaos, Soazig ? a eilgerie ar C'hidour ; re abret eo c’hoaz mont da voueta ar c’houen d’ar gweleou.

— E koustians ivez sonjit ervat, va moereb, a gendalc’he Vendal ar C'hantonier, ac’han da warc’hoaz vintin n’eus ken nemet noz ; ha neuze, ma vije hadet a-zindanoc’h pour pe gwiniz-du, a-benn ar mintin int a vefe didenvet ha c’houi treuzet ganto !

— Stank da forn, genaouek, a-walc’h e teus poazet !

— Ya, digasit d’in, moereb, eur banne flip c’hoaz da zikour he stanka.

An holl adarre a horjelle outo o c’hofou dindan o chupennou kement e tiskordent da c’hoarzin. Hag an hini goz, a-enep d’ezi gwir eo, a ziskenne banneou flip, ya, a-enep d’ezi, me ’lavar ; rak kement pe wasoc’h eget an dispign, ar C'hantonier divalo-ze n’en doa ket e bar da lakaat anezi da gounnari !…

Malloz va c’haz ! Mar gellfe-hi, eun dro bennak, kaout gouzoug hennez dindan he boutez ! Pillig-krampoez ! Neuze avat e vije gwelet traou !… Met Vendal, hen, ne ree foutre-kaer ganti.

A-greiz suna c’houek e gorn-butun berr, netra nemet evit diskouez e oa c’hoaz beo, Jakez ar Prim a Iavaras d’e vignoned, en eur zellet a-gorn ouz an hini goz :

— Anez ar gwin hag ar merc’hed
Ne ve ket kalz a drouz er bed !

— Anez ar merc’hedou evel Soazig, a-dreist-holl, eme Vendal adarre. Sell ! Kidour, ar c’henta tro ma vezi intanv, te ’oar, arabad d’it kemeret eur Geben, c’hoar d’az kwreg kenta ; deus d’am c’hlask neuze da vazvalan, ha me a zibabo d’it mat ha brao, te ’welo.

Gouzout a rit, pa vez leun-barr eur picherad jistr, mar tiverit c’hoaz e-barz, ar picher a fenno. Imor fall Soazig a oa leun a-benn neuze a-eneb ar C’hantonier ; e c’heriou diveza a reas d’ezi dic’hlania.

— Penaos ? emezi d’he gwaz, he dorn serret prest da vlonsa, ha te a zelaoufe al lakepoted-man ?… Respont ’ta, kaz kousket ! Mar befes intanv, e rafes eil-dimezi, amprevan ?

Ar C’hidour a oa eur fur a zen anezan ; anaout e wreg a ree ivez, ha ne gemeras ket aon rak he fennad : alïes en doa klevet kement-se diganti.

— Kleo, hailhon ! a c’hourdrouze an hini goz. Mar timezfes en-dro, sell, me a deufe diouz va bez da zacha ac’hanout d’am heul diwar-bouez da dreid. Ya, diou wech hailhon, diwar-bouez da dreid !

Ar re all a c’hoarze :

— Grit, peoc’h, Soazig ! emezo. Pa vezoc’h eat da rouantelez ar gozed, e kouskoc’h du-hont brao ha start, e-giz an holl !

— Hag e kav d’eoc’h, e-giz ar re all ? Tra, la, la, n’ouzoc’h ket c’hoaz piou oun-me, paotredigou !

Ar C’hidour, hen, a anaveze ne oa ket atao brao ober gant e hini goz ; hag e sonje, en e furnez, e vije Soazig an Tagnouz gwasoc’h c’hoaz eur wech maro eget ez-veo.

Penn-koad ! C’houec’h sizun da c’houde ! glaz er barrez !…

Kig hag eskern, fank ha bouilhen,
Penn-kil-ha-troad, setu an den !

Setu ar vaouez ivez, ha Soazig eo a dremenas da genta !…

Kaset e oa hi d’ar vered evel an holl gristenien…

Saïg al Logoden, ar c’halvez kamm, a reas eur groaz koad da lakaat a-zioc’h he bez, eur groaz livet e du ha skrivet war he divrec’h e lizerennou gwenn :

Ci-gît

Françoise Tagnouz, épouse Kidour

Requiescat in pace !

Ar C’hidour ne ouie lenn nemet ar brezoneg :

— Kalvez, petra al lizerennou a zo lakeat d’ezi ? a c’houlennas hen.

— Ra ziskuizo e peoc’h ! hag he hano, eme ar gar-gamm all.

— Ha mat ! eme Kidour. An baourez kêz he deus ezomm sur da ziskuiza.

Hag e teuas d’ar gear, en eur zonjal :

— Diskuiza e c’hello emichans, pegwir eo merket ! Soazig baour !… He c’haret a reen evelato, daoust d’ar re all, pegen tagnouz bennak e oa !…

Rak me ’gred e sonjas ivez :

Evitan da gaout drein, e karer ar boked !

Ar pez a zo sur eo e tistroas d’ar gear, kalonad d’ezan.


II

Dirak ti Jakez ar Prim e tremene.

— Basta ! deus en ti, eme heman a-ziwar an treujou. Hag ar C'hidour e-barz, e-pad ma lakee ar wreg ar bara hag an amann war an daol.

— Ha chaouia ! eme Jakez, gwelet a rez, mignon paour,

Darn a ouel, ha darn a gan :
Ar bed a zo dudi ha poan !


Ha neuze, te ’oar, hirio pe warc’hoaz, pegwir e ranker serra al lagad ha mont kuit…

Deut omp a boan
M’eo poent trei kein,
Lod a-raok koan,
Lod goude lein.

Ar C’hidour a lakee amann war eur c’henaouad vara.

— Sell, Kidour, eme ar wreg, daoust hag ho kaorig n’emaoc’h ket o sonj he gwerza, rak, evit eun intanv, c’houi ’oar, n’eo ket eas derc’hel loened ; gwerza ’reoc’h, sur a-walc’h ?

Evit gwir, hen ne ouie ket c’hoaz petra ’raje, na diouz e c’haor, na diouz e liorz, gwez-avalou ennan, peadra da gaout etre teir ha pemp barrikennad jistr ar bloaz, na diouz e dammig ti du-hont.

Da c’hortoz, e oa evet daou vanne hini-melen, daou lommig evit lakaat ar galon war he zu mat.

… Hag ar C'hidour a oa o tigouezout gant e zor, pa gejas gantan Katell ar Sardin, bet o werza he fanerad pesked er c’hêriadennou war ar meaz. An hini koz he anaveze mat : ped gwech n’en doa ket klevet a bep seurt diwar he fenn !… « Empez divalo, a lavare Soazig Tagnouz anezi, hag a vefe gouest a-walc’h da zont e Breuriez ar Briedelez, daoust d’he daou-ugent ha n’ouzoun ket ped bloaz ! »

— Neuze, setu te da-unanik ? eme ar Gatell d’ar C’hidour. Eun tammig klemmadenn a reas hen.

— Ho ! emezi c’hoaz, evit ar wirionez ha pa na ve ken, red eo lavaret ne oa ket eur seurt tra Soazig, nemet m’edo dispar da dagnouzat, rak

Ahendall ne dalveze ket
Al lard eus eur c’hoz ki krouget !

— Te ’wel, emezan d’ezi, ne gollan ket va fenn, abalamour m’am eus kollet anezi.

— Ha mat a rez !… Eur wech an amzer, Kidour, e teuin da welet ha ne teus ket ezomm a besked.

— Ya, Katell, e c’helli dont da welet.

Hag hi kuit gant he faner ; nemet e penn al liorz e tistroas da zellet war he c’hiz. Ar C’hidour he gwelas hag a zigoras dor e di.


III

An nozveziou kenta a yeas en o zro, nemet ma chome dalc’hmat sonj Soazig e spered ar C’hidour. Kerkent m’en dije great koan d’e c’haorig ha d’ezan e-unan, e ree e dantad-tan, hag e vanne flip, evel kustum. Hag e c’hortoze ar c’housked da zont d’ezan. Ar gwasa ma oa, e amezeien ne vezent ken war e dro, ken yen e teue frim ar goanv da veza : ken na oa prest ar C’hidour da goll kalon.

War ar zizun, e tremenas adarre Katell gant he fanerad pesked hag he zac’had keleier. Eur pennadig e chomas-hi da ober eun dommadenn ouz an oaled : tanva a reas zoken ar jistr, ha, pa yeas er-meaz, ar C’hidour a zonjas e kave muioc’h goullo e di.

An noz a gouezas. An hini koz a deuas sonj d’ezan eus Soaz Tagnouz : kaout a ree d’ezan he gwelet, he dent skrignet prest da gregi, he daouarn serret prest da vlonsa, hag he daoulagad o lugerni kounnaret.

— Gaou ! emezan outan e-unan, pegwir ema-hi du-hont o tiskuiza dindan he c’hroaz !

Koulskoude seblantout a reas d’ezan klevout trouz en eil penn hag egile eus an ti, er c’hraou zoken. Hag antronoz e werzas e c’haorig hag e yer da wreg Jakez ar Prim, evit na glevfe ket a drouz hiviziken gant al lorgnez-ze da vihana. Ha gant o arc'hant e c’hellas kaout eur voutailhad bennak eus an hini mat melen e liou, plijadur an holl vartoloded koz.

Katell a dremene alïesoc’hik gant he fesked hag a droe en ti, amzer hepken da ober eun dommadenn da bennou he bizied anouedet ; nemet ne gavas ket e yee mat an traou pa glevas e oa gwerzet yer ha gaorig : ken na zeue e-giz keuz d’an hini koz en eur zelaou anezi !…

Hag en nozvez-ze e chomas pell e zonj gant ar werzerez pesked. Tanze ! Ha perak ne timezfe ket ganti ? Eur stal gaer ! … Ha piou a virfe ?… Met an avel a lakeas an nor da storlokat, hag e kleved er-meaz e-giz eur c’hi o c’houeza war an treujou, o klask dont er goudor emichans. Ken na zavas aon d’an intanv ker !…

Ha penaos, koz, ankeniet, e c’hellfe hen chom evel-se e-unan ? E wreg zoken n’he dije ket ar galon da c’houlenn kemend-all digantan ; met kerzit ’ta da c’houlenn eun dra bennak digant ar re varo !… Daoust ha Soazig Tagnouz n’he doa ket touet zoken, ma eil-zimezfe he intanv, e teufe da stleja anezan er-meaz diouz e wele ha diwar bouez e dreid c’hoaz ?… Ar paour kêz Kidour a oa barnet neuze ’ta da loueda e-unan, en e gozni, da chom war e wele gant ar c’hlenved e-unan, piou ’oar, da vervel e-unan, hep gouzout dare da zen, kristen ebet war e dro ???

Antronoz, ouz an abardaez, pa zigouezas Katell gant he fesked, ar C’hidour a ginnigas d’ezi eur werennadig eus e hini mat.

— Ha neuze, Katell, emezan d’ezi a-greiz holl, n’en em blijfec’h ket en eun tiegez e-giz heman ?

— Eo, me ’gred, rak aman, gwir, e kaver pep tra nemet eur vaouez. Ha neuze, mignon,

Gwelloc’h eo daou eget unan
D’en em harpa ouz nerz ha poan.

Krak ! sellou doun a rejont an eil ouz egile ; eur startadenn daouarn, hag eun hanter-pok a oa ivez, mar deo gwir ar pez am eus klevet.

Katell a droc’has kuit pa welas an noz o vont da ziskenn.

— Hag a-benn warc’hoaz, eme ar C’hidour d’ezi a-ziwar an treujou, ez imp da staga hon embannou !


IV

— Ya, a zonje ar C’hidour ennan e-unan, n’hellan ket chom er stad-man. Soazig (Doue d’he fardono !) n’ema mui, pegwir eo kousket du-hont : ne damallan ken netra d’ezi ; nemet ma lavarer

War-lerc’h merc’her e teu yaou ;
Biskoaz n’int henvel o daou.

Ha setu, emichans, d’an eil dro n’am bo ket unan dagnouz !…

Mont a reas d’e wele, nemet ma rankas chom eur pennadig brao da c’hortoz ar c’housked da zont…

N’ouzer ket da bed heur, ar C’hidour a zihunas eus a-greiz e gousk. Kaer en doa difronka e zaoulagad, ne wele nemet noz dre an ti. Spontus ! Trouz a gleve evel gant eun dorn o krabisa ar prenestr, hag eur vouez a glemme yud… Aotrou Doue ! Soazig Tagnouz, na piou ken o tont da stleja anezan a-ziwar bouez e dreid !… Tudou ! ema-hi aze o klask an tu da zont en ti, ha piou a lavar ne zeuio ket hi a-benn da zont e-barz ?…

Biskoaz ker bras aon ne lammas war gein ar C’hidour, ken na grene evel eur bern deliou sec’h, ken na strake e zent dre e c’henou, gant kement a drouz eget trouz eul lur piz bihan hejet en eur zoroc’hell graz !… Selaou ! Bremaïk en deus klevet e-giz trouz eskern o strakal ouz ar voger ; ha del ! kleo ! Touchantik, petra ken nemet Karrig an Ankou en deus gwigouret er porz ?… Sell ! digoret eo an nor, ema-hi o tostaat, hi !…

Ar paour kêz, pennfollet, a lammas diouz e wele en e zav war ar bank, a bakas e benn-baz a-ziwar ar rizenn : ha dao, dao, a-gleiz, a-zehou, ha dao c’hoaz : e-giz unan zod !

— Diwall, Soazig !… kerz kuit, mar kerez : ne faot ket d’in e sachfes war va zreid !

Dres ! ar penn-baz a diz eun dra bennak : eun trouz o strakal sec’h, eur glemmadenn hir, hag an intanv paour a ruilh kerkent semplet war al leur-zi, a-stok korf, trec’het ha diskaret gant e vern-aon.

— Aotrou Doue ! Truez, Soazig ! Ne eil-zimezin ket, Soazig !

Antronoz, mintin-mat, Katell a zirede da glask ar C'hidour da vont da gas an embannou. An nor a oa gourzerret, hag hi en ti : pebez heuz !… An hini koz, en eur goueza, a oa stoket e benn ouz lufern an daol, ha dre ar faout e oa skuilhet e empenn. En e gichen, e oa ar penn-baz, ha neuze eur c’horn gaor, eur c’horn nevez torret…

Katell a spontas hag a redas kuit da glask sikour.

Eur gwall nozvez a oa bet an nozvez-ze evit ar gêriadenn : maro ar C'hidour !… hag an tan-gwall o tevi ti Jakez ar Prim !

Jakez a oa rivinet : ne chome ken gantan nemet ar gaor en doa prenet digant ar C'hidour, ha c’hoaz, pa oa hi adkavet, e oa torret unan eus he c’herniel !

Al loen paour en doa gellet terri he nask, ha tec’hel diouz an tan betek ti he ferc’henn koz.

Gouzout a rit petra a c’hoarvezas : hi, ar gaor, eo a oa bet penn-abeg da varo ar paour kêz Kidour, ha n’eo ket Soazig Tagnouz, kousket mat du-hont, er vered, dindan he c’hroaz o tiskuiza !

ARC’HANT BRAS
AR PILHAOUER
————


— Ya, Marianna, ken gwir ha ma ’z eo staot-marc’h a werzit d’eomp e-lec’h lagout, mall a zo ganin mont ac’han, mall ken n’oun mui evit padout war ruiou Brest.

— Ha mont da belec’h, Laou Druilh ? eme an hostizez en eur rei eun taol-ilin d’he fri ruz o c’hlaourenni dour butun-malet.

Ar pilhaouer, gwisket kempennoc’hik ar mintinvez-ze, ne reas nemet eun hej d’e benn louedet, blevek ha barvek evel eur broc’h, hag a dosteas ouz toull an nor, da stlapa eun distankadenn gourlanchenn e-mesk an dour-glao o ruilh en traon gant ru ar Werc’hez.

Hag e talc’he e zell war eun toull-lochenn koad hanter vrein a chome c’hoaz a-zav, dre voazamant emichans, en tu all d’ar ru, dirak an hostaliri. Eno e oa bet e vaner abaoe meur a vloavez, e-touez ar pilhou, an hernachou koz hag an eskern dastumet bemdez dre gear. A dra zur, aotrou ar maner iskiz-ze en doa great eno kof moan da boent meur a lein, ha debret meur a goan dindan envor : met bastik ! meur a zac’had ivez a oa bet deut gantan eno, rount e voutou, ha n’eo ket sac’hadou truilhou e oant holl.

N’eus forz ! e oa o vont da zacha e dreid gantan ac’hano, rak evit dek skoed en doa gwerzet, an noz a-raok, da Varianna an hostizez, ar maner hag e stalikerez. Ho ! stalikerez eur paotr yaouank koz a bilhaouer n’eo ket pounner ! Tregont lur kennebeud !

— Da belec’h ? emezan koulskoude, piou ’oar dare ? Gwelet a rin, met en hent ez an. Abaoe m’eo eat va mignon Yann Bilh da zizec’ha e eskern da Bark Botorel [2], en eur zelaou ar gwriziou o kreski, abaoe n’emaoun ket mat e-barz va c’hroc’hen, tamm foeltr ebet !… Gwir eo, daouzek vloaz a vo da bardon Gouesnou, abaoe ma oamp hon daou o pilhaoua, o vrocha an hevelep laou, kouls lavaret ! Mat ! maro eo Yann Bilh, miz ’zo bet, hag abaoe e kavan re bounner va zac’h, re louz ar vicher, hag a-dreist holl re frank va lochenn evidon va-unan ! Ha neuze, evit ar zaoud eo mat beza staget da beuri ! Met eur pilhaouer, hennez n’eus ket c’hoaz kavet, e ti bras Boulard e Brest, chadenn na nask d’e zerc’hel. Ya, ya, mont a ran en henchou ; gwasa ma kavin a vo an diouer eus va mignon Yann Bilh.

— Gwir eo avat : en em glevout mat a reac’h. Morse etrezoc’h na ger bihan na ger bras ! E-giz breudeur en em glevac’h, gwelloc’h zoken ! Daou goz pilhaouer koz ! N’ouzoun, ket, met abalamour d’ar voazamant d’ho kwelet an eil gant egile, e kaven kalz a henveledigez etrezoc’h ; hevelep torgenn war ho kein kroummet, hevelep baro broc’h louet !

— Henveledigez pilhaouerien ! eme Laou Druilh, leun e zaoulagad a levenez.

— Kalz a dennac’h an eil d’egile, ha, koulskoude, n’edo tamm kar ebet etrezoc’h, bez’ e oa ? nemet kerentiez an hanoiou : Laon Druilh ha Yann Bilh ?

— Piou ’oar ? eme egile, goapaüs. Prosper Proux em yaouankiz a gane d’eomp e ve great alïes

er zakristiri
Fals sinaturiou hep pec’hi

Alese, marteze, eo red klask mammenn hon henveledigez ! N’eus forz ! ar paour kêz Yann Bilh, a-raok kemeret ar zac’h hag ar c’hrog-pouezer, a oa bet « war an ton bras » mar plij. Bep tro ma karge eur banne a re, e tiskane d’in « o ya ! me ’zo bet eun amzer eur... ». Hag ouz e glevout, e oa dimezet gant merc’h e vestr, hag an tiegez dioustu d’ezan, saoud ha kezeg, ha moc’h ha denved ! Nemet e Vadalenn a oa deut eur Geben, eun diaoulez, gant kement ma tagnouze : dalc’hmat oc’h iskignat, o skandalat pe o vouza. Grafe ’pez a garfe, nemet rebechou na glevfe, ar paour kêz pried, mevel deut da vestr ! An traou a oa fall, al loened a oa falloc’h, hag ar vuhez, foei, sell !… Ha c’houi ’oar, Yann Bilh a vervas ruz ar gwad dindan e ivinoù, o klevet ken alïes ha ken hir pedennou. « Houp ! emezan, eur zulvez ; mar doun dimezet, n’am eus ket great marc’had chom da bennzodi ganti : poent eo skarza kuit, nemet c’hoant am befe da goll ar pez a chom c’hoaz ganin eus va skiant-vat ! » — Ha Yann kuit d’ar c’heariou, ar yalc’h gantan. Meur a dra a glaskas ober, ha betek e wenneg diveza e tispignas ! Met e Vadalenn, emezan, a gase he droukrans war e lerc’h ; ha, diouz mad e kouezas e fall, ha diouz fall e gwasoc’h, ken na zeuas da bilhaouer da Vrest, e-lec’h ma ris anaoudegez gantan. Ha daou vignon bras omp bet, ya, boutin pep tra etrezomp : pilhou, laou, ha kalonou. Paour kêz Yann Bilh !… Sell ! e-lec’h randoni ha strana ganeoc’h, gwelloc’h eo d’in mont prim en henchou. Kenavo, Marianna Latouz !… Piou ’oar, en em welet a rimp divezatoc’h !…

Hag hep distrei e benn, flip ! setu Laou Druilh er-meaz, e visac’h war e skoaz, o pignat ru ar Werc’hez, dindan ar glao, ha tiz warnan emichans !

N’em em jale ket na gant lousdoni an amzer, na gant hirder an hent m’en doa lakeat en e benn da ober : n’en doa ket amzer a-walc’h da brederia gant kement-se. An hevelep sonj eo a zave bepred en e spered : — N’eus ket da dorta, maout oun, ha biskoaz n’am eus tourtet ken eün. Me, n’eo ket Laou Druilh oun ken, — a-walc’h a laou evel-se ! — me eo breman Yann Bilh, ya, da lavaret eo Yann-Klet ar Gall, ganet bloaz hag hanter-kant a zo e Plogô, ha bet gwechall ar mestr e Keradreuz, sko e Sant-Tujen-an-Alc’houez ; me eo pried ar Vadalenn, kollet ganti an dri c’hard eus he fenn abaoe m’eo chomet intanvez glac’haret ha beo he gwaz !… Sec’h da feunteuniou, Madalenn, setu da Yann o tont en-dro ; laz al leue-lart mar zo, pe gra « fest-an-oc’h », evel ma kari !… Rak evit hounnez… nemet deut e vefe gwelloc’h he fenn en-dro… Met ar re all ? Daoust ha kemeret a rint Laou Druilh evit Yann Bilh ?… Da genta-penn, henvel a-walc’h e oamp hon daou ; hag ouspenn-ze, Yann ne oa ket bet er C’hap abaoe tregont vloaz, na me kennebeut ; ha d’an trede, anaout ran doareou ar vro-ze ; ha, d’an diveza penn, tanfouich ! e baperou a zo ganin, Yann a zo maro, ha me eo breman Yann, hag e damm peadra a vo dizale em bisac’h. Ar mignon Yann Bilh en doa mez o tistrei d’ar gear. Diod ! Laou Druilh a yelo evitan hag a yalc’hato en e lec’h, treut pe druz e-giz m’en em gavo da douza !…. Piou a ouezo petra ?… Abaoe keit-all amzer !… Hag henvel a-walc’h e-giz ma ’z omp !… Hag e baperiou a zo em godell c’hoaz ! Foei ’ta !… Nann, nann ! Yann-Klet ar Gall n’eo ket maro, setu hen aman ; e pelec’h ema an arc’hant a deu d’ezan abaoe n’en deus bet gwenneg ebet ?… Ha ma vez dizoloet ar stal, houf ! petra ’vo great d’in-me ?… Gwerza va c’hroc’hen ? Marc’had divalo ! Ar varc’hadourez ne dalv ket kalz a dra vat, nebeutoc’h dre bouez eget krec’hen gozed, kalz !… Ha, mar teuan a-benn eus an taol, ema skubet al laou diwar va zruilhou, ha setu me peadra d’in ! Ha me perc’henn war an diveza ! Ne vo ket bet re abret !

Ha Laou Druilh a-wechou a c’houeze teo gant al lorc’h, sounn e benn, ha prim e droad ; hag… a-wechou all, e kroumme striz e gein, hag e chome a-zav da zelaou ha da zellet, gant aon na glevfe pe na welfe Beg-ma-Zok (an archer !) o tont d’e zastum !

Hag en eur ober hent, n’eo ket e zivesker eo a skuize, e benn eo a oa kentoc’h : muioc’h e tomme d’e dok rouz eget d’e voutou ler-goad hanter-distradet ! Met troc’ha hent a ree, a dammou founnus, hep gouzout d’ezan kalz. Ha, pevar devez goude, war-dro ar c’huz-heol, e tigoueze dirak Sant-Tujen.

Eus a bell e anavezas chapel Mestr ar chas klanv. E oa e penn e veaj, rak setu a-hont, a-drenv ar c’hroazhent, an hostaliri ma komze alïes Yann Bilh anezi : hostaliri an Troc’h-Yalc’h, e-tal ar Chovel, e-lec’h ma vije sul-gouel-bemdez o tanva ar gwin-ardant, en eur ober eun taol c’hoari-trikont ! Hag ar verouri e-kichen, an tosta, a oa Keradreuz, a oa e hini ! ! ! aze a-drenv ar c’hovel, e-lec’h ma tistone c’hoaz anne ar marichal.

Ha, pemp munut goude, a-us d’ar bod-lore kraz, ha d’ar skourr avalou-pin sec’h, stag ouz toull an nor, Laou Druilh a lenne :


Kozdanvad, Hostiz

— Aman eo ema an dalc’h ! eme ar pilhaouer, Red eo d’in en em rei d’anaout breman : beuzi, pe neui !

Hag, hep marc’hata, Laou en hostaliri, ar c’houezenn etre roched ha kroc’hen. Penaos e trofe ar zoubenn ?…

Eun hanter-dousennad paotred koz a oa ouz taol o c’hoari. An hostiz, eur c’hofek teo, divleo e benn, a deuas beteg ar pilhaouer :

— Arc’hant da genta, paotr, rak gant ar rederien-bro n’ouzer morse… A-wechou ec’h evont, hag a-wechou all e paeont… Aman, ha pa na baeont ket a-raok, n’ech evont ket, goude kennebeut, C’hoari da gi, evel ma kari !

Laou a ziskrankas e wenneien, hep dizerra grik. Ne evas nemet eur pennad eus e vanne gwin-ardant, ha, goude eur skarzadenn-gourlanchenn :

— Kozdanvad ? emezan, o c’hervel an hostiz war bouezik.

— Ha da c’houde ? eme ar c’hof-teo, en eur zistrei e benn liou gwin-ruz.

— Eur ger hepken. Selaouit ’ta !… N’ho peus ket sonj eus unan hag a deue aman gwechall ?… Hag a zo eat kuit goude-ze diouz ar vro ?… Klaskit mat !… Eun tregont vloaz bennak a dle beza abaoe… Eun amezeg tost d’eoc’h… ar Gall, Yann-Klet ar Gall ?…

— Evit perak kemend-all, paotr koz ?

— Evit gouzout hag hen eman e dud atao dre aman.

Av c’hoarierien a zistroas pennou souezet war-zu ar pilhaouer, eun dra bennak e giz eur mousc’hoaz war e benn-broc’h.

— Gast ar gurun ! eme eur c’hoarier, daoust hag hen eo a vefe o tont en-dro ?

Ha war gement-se, Laou Druilh a zaoulammas e galon gant ar blijadur :

— Neui eo a ran ! emezan outan e-unan.

— Ha perak emaout-te oc’h en em jala gant Yann-Klet ar Gall ?… Ha gouzout a rez e zoare ?

— Ya, ya, marteze a-walc’h. Abarz pell e weloc’h anezan, piou ’oar.

— Stank da veg ’ta, te, tamm koz truilhenn divalo ! eme eur c’hoarier en eur zevel a-greiz-tenn. Penaos ? Ne teus ket mez o tont en-dro, goude an troiou fall a teus ket bet great dre aman ? Nann, debret eo da vez ganit, ha dizac’het ivez. Lorgnez ! Ni ’gave d’eomp e oas eat d’ar bed all, nemet al lorgnez eveldout n’eus ket a vervel warno, pez divalo !

— Petra ? petra ? eme Laou Druilh, o tislonka gwenn e zaoulagad. Piou eo al lorgnez ?

— Piou ’ta nemedout, pez didalvez, hag e teuez da ober da gaz kousket d’eomp !… Ma vefe bet aman Lan ar marichal, e welfes, loen fall, hag hen en deus dizonjet an tregont bloavez tremenet, goude beza bet laeret diwarnan e verc’h hag he enor, eur plac’h koant evel-se… Hag e pelec’h out bet ganti, pegwir n’eus bet klevet ger ebet abaoe diwar ho penn ?…

— Hag e teu en-dro ! Penn-moc’h louz ! Tra divergont ! Tamm gagn !… Ar c’hi a zistro d’e zislonkadennou !…

An holl a stlape gantan e vrasa tamm ; hag ar paour kêz pilhaouer, hanter-zodet, a zonje :

— Beuzi eo a ran !… Met, emezan, tudou, n’eo ket me eo Yann-Klet ar Gall.

— Breman n’eo ket te, a gav d’it ? Da lorgnez a zo ledet war da benn-broc’h !… Ha ma n’eo ket te, diskouez da baperiou, diskouez ’ta, tad ar gaou !…

— Nann, n’eo ket me, n’eo ket me…

— Gortoz, kaset am eus da lavaret d’ar marichal koz e oas en distro. Hennez a ouezo anaout ac’hanout… Sell ! eman o tont.

Dre ar prenestr, Laou Druilh, pennfollet, a welas o tiredek ar marichal koz, e vorzol-annez gantan a-benn brec’h, ha daoulagad ruz en e benn, enaouet e-giz ar glaou dindan c’houez ar vegin vras.

Klevet a reer anezan o tont en hostaliri e-pad ar jabadao-ze.

— Oh !… Dre ar prenestr, er-meaz !…

Hag ar pilhaouer, en egar, a lamm el leur, hag a skamp kuit, hep chom da zellet war e lerc’h ; ha ki ar marichal war e roudou betek Goayen !…

En eur zigouezout gant kenta tïer kear, noz-du da neuze, Laou Druilh, difronket, ha dielc’het o redek, a droas e zellou war an Tri-Roue splann o skleria en nenvou :

— N’eus forz, emezan, red eo kredi, eul lorgnez eo bet ar mignon Yann Bilh !


KLOC’H AN INTERAMANT
————


En abardaevez-ze, tonton Tomaz ar Gervini, a zeuas da zigas d’eomp d’ar gear eur c’harradig avalou-douar a oamp bet o tenna du-hont, e Kervarzek, en eun dachenn feurmet evit an eostvez patatez.

Sonj mat am eus ; ne oan neuze nemet eur mousig fall a zeiz vloaz koulskoude, met skuiz e oan ken na oan, goude beza bet e-pad eun deveziad gwengolo o tibab avalou-douar chakez, re vras, re grenn, re ar moc’h, daoubleget, eat va zreid em c’hof ; ha setu perak, en eur zont d’ar gear, e-lec’h bale war-lerc’h ar c’harr e-giz ar re vras, e oan bet pignet war an uhela sac’had er c’harrad.

Doue ra vennigo tonton Tomaz, rak sonj am eus ivez en doa damant eus e gazeg… Ha me, en abardaevez-ze, penaos e oa ganin treid ha kein, ne vefen ket ken hirio da lavaret. Met penn hag empenn eul lakepotig a zeiz vloaz, skuiz a gorf, a chom enaouet war e vrasa goulou, pa zilenner dirazan traou evel ma tilennas Tomaz ar Gervini, eur wech savet ar patatez d’ar c’hrignol, ha diskennet er c'hofou, tra gounezet mat, soubenn al leaz amanennet, ha d’ar re vras da c’houde-ze, eur banne kafe du hag e gementad a « odivi » : ya da !

— Glaouerien Koad-an-Noz, tonton Tomaz, n’eus ket ganto en o zac’hadou, an hanter na tost eus tenvalijenn an noz-man ; ha, feiz da Zoue, d’ar Werc’hez hon Itron-Varia Kerinek, ne lavarfen ket ha na zavfe kel spont ganeoc’h en eur vont d’ar gear…

— Spont gant Tomaz ar Gervini ? Ha gant piou emaoc’h o klask c’hoari ?… Ar eontr Tomaz n’en deus bet aon nemet eur wech, met ar wech-ze a dalveze kant. Selaouit, mar ho peus c’hoant, ne vo ket dale pell… Alo ! en a-raok, Daniel, diskenn eur banneig bihan all da skraba-diskraba.

Hag eur werennadig « trilonk » a ziskargas va zad d’an tonton Tomaz, enaouet a-benn neuze, o frapa war dan butun- karot e gorn-pri berr, pouaf ! pouaf !

Da neuze em oa e-giz aon ouz ar eontr koz-ze : ha koulskoude !…

Dic’henaoui a reas… an devez a oa bet tomm ha tenn; hag e lipas eus an daou du e vourrou divarvet; eun taolig manch da c’houde, ha setu :

— Ya, ya, emezan, izel e vouez, kalon mab-den eman bepred krenadenn ar spont war var da lammout warni. Ha koulskoude me ’gave d’in e oan en (a all da bep krenadenn, me : meur a wech, da neuze, am oa bet gwelet ar pez na c’hell peurliesa gwelet meur a rumm daoulagad marvel…

— Dre aman, gouzout a reomp holl kement-se, tonton Tomaz.

— Ya, bez’ ez eus daoulagad beo, troet o sklerijenn war draou ar bed all, ha siouaz a ze n’eo ken evit o ferc’hennou, me a lavar d’eoc’h,; rak, e c’hellit am c’hredi, evidon-me ne c’houlennis morse gwelet o tremen, sioul ha mud, a-biou d’am c’hear, interamant hon amezeien ha mignoned eus an tu all d’ar Mene, hag a ranke kemeret an hent-se evit mont da ober ludu an diskuiz e-barz bered ar barrez. Ha koulskoude gwaz a ze evit ma gweled digor war rouantelez an ankou ! Me ’wele dalc’hmat, meur a zevez a-raok, betek eiz deiz a-raok na vijent maro, o tremen evel-se interamant hini pe hini hag alies zoken na vije d'an ampoent na toc’hor na klanv na klanvidik… Hag e anavezen piou a vije gant ar c’hloc’h bihan en a-raok, an tamm kloc’h bihan-ze hag a gargas ker bras korfad aon e Tomaz ar Gervini, ma n’eus mui netra evit her sponta na war greiz an deiz, nag e-kreiz an dua nozveziou; hag e welen ’ta piou a vije o tougen ar c’hroaziou, o vleina ar marc’h a stleje ar c’horf : ne oa nemet heman, — an hini a yee evel-se dirazon d’an anaon, hag a-raok e dermenn, — ha na oan ket evit gouzout piou a vije, pegwir e arched a gloze anezan, rak ahendall e welen mat piou a vije o tougen ar goulou, piou er c’haon, kerkouls eget an amezeien war-lerc’h, gwazed ha merc’hed. Ha, pep taol, va gweledigez, eur pennadig da c’houde, a zeue da wir !… oh ! nann, n’eo ket da c’hoantaat !…

— Nann, nann ! a lavaras re vras an ti, a izel-vouez, e-pad ma skoachen-me, etre bank ar gwele e toull ar prenestr, va izili o krena, ha serret va gouzoug start betek kredi mouga.

Aman, tonton Tomaz a zavas da gemeret, en oaled, eur c’hlaouenn da zikour tan e vutun-karot a venne mont da goll, rak, peb ar mare, e tizonje da frapa warnan.

— Ha yaouank e oan c’hoaz, emezan, nevez desket ganin va micher gwiader, — dilezet abaoe, abalamour m’eo deut d’he c’holl al lien bourc’hiz hag ar c’hoton a estren-vro, flouroc’h da groc’hen korf mab-den, - pa zigouezas ganin va gweledigez kenta. Da genta, spont bras, goude-ze aon, ha, gant ar voazamant, krenadennou; met bepred eur skuizadenn korf hag ene. Ha setu aman perak : lakeat em oa em fenn, o welet en a-raok evel-se o tremen interamant ar re all, e teuje d’in ivez gwelet en a-raok va hini va-unan… Hag e c’hortozen… Dont a reas…

— Ma Jezuz ! eme mamm e korn an oaled.

— Ya, dont a reas : koulskoude red eo d’in lavaret klevout e-lec’h gwelet. An dra-ze a c’hoarvezas war-dro an Holl-Zent. Start ha tenn e oa bet red d’in kas en-dro ar stern hag ar vulzun evit dont a-benn eus ar Wiadenn a c’hortoze re Ger- falzou, zoken eur pennad a oa. Setu bet bec’h ha bec’h warnon e-pad ar zizun penn-da-benn, nemet da foar ar Pont, d’ar yaou, am oa ranket mont da gas da werza eun torrad moc’h bihan. Mat e oa bet an traou, nemet en eur vont, e Lokrist, eur gazeg yaouank aonik a oa ganeomp a droas re grenn e korn an hostaliri e-lec’h, evel kustum, hon doa great pemp munut diskuiz, hag a gignas eun distera he fenn, a zistresas eun tammig he gwakol : ouah ! nebeud a dra, labour eur c’hard-heur gant an nadoz-vras da starda a-nevez an hesk brevet, ha da adstaga ar c’hloc’hig-bihan diskroget gant ar strons…

— Evidout-te, tamm kloc’h fall, te ’vo staget pa vo amzer ! Rak trouz ar c’hloc’hig-ze ne blije ket d’in tamm ebet… abalamour ma tenne war hini kloc’hig an interamanchou !… Dre zerr poania, d’ar zadorn a-benn koan, a oa prest ar wiadenn. Fall a oa an amzer, eun druez ! Glao tano, ayel yen, met glao hag a dreuz, met avel viz hag a droc’h, fall c’houi ’oar.

-- Boulzouble ! da c’houde eur skudellad soubenn domm, ne rivin ket evit mont betek du-hont, ha neuze o c’hortoz emaint.

Ha va faotr da lakaat kabestr e penn e gazeg aonik, ar wiadenn stardet mat war he c’hein, ho la ! ho, loariadenn !… Eun taol direnn war an tont, ha tan d’ar c’horn, pouaf ! pouaf !… Hag ar penn-baz en dorn dehou, an dorn kleiz krog er c’habestr, ha kerkent etrezek Kerfalzou.

Tenval e oa… Setu aman Tal-ar-Groez : n’eus ket a c’houlou, emichans n’eus den er gear… Emaomp raktal er Veuzit : mouez Yann ar Gall o sermon d’e gezeg er marchosi; en ti all, emeur o pilat lann; ha c’houez ar c’hrampoez-sadorn- divezat e ti ar Perrot !…

— Te, va faotr, frap war da gorniad butun-karot, ha war-raok ! Pouaf !

— Hopala ! Tamm gagn kazeg ! Diwall ’ta, ne welez ket e oas o kas da vestr d’ar foz ?

Nann sur a-walc’h ne wele ket, na me kennebeut n’am oa ket gwelet, ken na oan o vont e-barz…

Mont a reomp atao. Setu aman karr-hent treuz-distreuz Kervarzek. Ha ya, hag aze, e korn, eman ar skalier e-lec'h ma kavas Fanch ar C'hrog fri ar bleiz stok-ha-stok ouz e fri, eur zulvez pa oa o vont d’an ofern-vintin : unan o pignat eus eun tu, egile eus an tu all, ha kement a aon d’ezo o daou. Ha ya, lod a spont buan, rak, gwir, sponta dirak traou beo!… Ouah !… Dirak ar maro hag an tu all, ah ! ah ! setu eno eur zoubenn all !… Ha setu va zonjou treut adarre ganin… — Diwall ’ta, kalkenn divalo !… Ha red a vo d’in prena d’it eur re lunedou, dirgwener, e foar Bouldahud ? Lorgenn daonet, ne welez ket ar poull-pri e oas o kas ac’hanomp e-barz ?…

Bign ! eun taol baz war he zalier !…

— Ho ! ho !… perak e lammez evel-se, penn fall ? Ha da gala-goanv eo e teu d’it c’hoant breskin, bioc’h an diaoul ?

A bep seurt e tiskargan warni, met war wasaat ez a, ya da, ken na venn diskar ar wiadenn ha ma vriz ac’hanon penn-da-benn gant pri ar skosellou.

— Dao ! setu aze eun toull all, boulc’hurun !…

— Drign !… Drign !… Drign !…

— Kloc’h an interamanchou !…

Nann, nann, ne oan ket kousket nag oc’h hunvreal a-hont, e gwaremm Kerfinidant, dindan ar gwall nozvez sadorn-ze, rak evit kousket hag hunvreal, re a ranken lammet da heuilh va c’hazeg aonik, ha diskalfa rampadennou hir, ken hir ma kreden regi va vragou-bras.

— Drign ! Drign ! Drign !…

— Chom ’ta ! Hop ! chom ’ta !…

Dont a ra bec’h warnon, rak, mar klevan mat ar c’hloc’h, kaer am eus dispourbella va daoulagad, ne welan na muioc’h na nebeutoc’h : krena ’ran, daoust petra ’fell d’in; ha ne grenan ket va-unan, rak va dorn kleiz a vrall kement ma kren va c’hazeg…

Klak ! Lamm adarre a dreist eur poull all…

— Drign ! Drign !…

— D’am zikour, Itron-Varia Kerinek !…

Va, ya, tudou kêz, pennzodi a rean : peadra ’oa da ober ! Ha ma vije bet c’hoaz en oablou du eun tamm biskorn-loar !… Netra, netra ! ne welen nemet, e-kichen va fri, luc’hedennig va chorn-butun. Ne badas ket betek penn : broum !… plaf !…

— Drign ! Drign ! Drign !…

Va c’hazeg a ra eun diswinkadenn, eul lamm-bioc’h, a-dreist eun toull all, tremen a c’hell a-dreist, nemet me, he ferc’henn, a chom a-c’hourvez e-kreiz. Ha va c’horn-pri el lagenn, nemet eun tammig berr etre va dent…

Ah ! pebez spontadenn !… Klevet kloc’h an interamanchou, ha netra, netra da welet !… Interamant piou ?… Piou ’ta ken nemet va-hini-me ?… Ne lavarin ket hirroc’h : n’ouzoun ha ne ouezin biken penaos, dre greiz son ar c’hloc’h daonet-ze da heul, ez omp digouezet betek Kerfalzou, va c’hazeg hag ar wiadenn araozon.

Ha c’houi lavar : setu aze eur wiadenn hag a oa poent lakaat anezi er c’houez !

Me ivez ! An dour o redek diwarnon, dour ar c’houezenn ha dour ar glao, ne lavaran netra diwar-benn ar pri : penn- kil-ha-troad, eur paotrig brao a oa ac’hanon !

Hag e c’haloupen !…

— Drign ! Drign ! Drign !…

Lammet a ran en ti, ha beteg an oaled ! Ne oan anavezet nemet diouz va mouez.

Ar mevel bras en em emellas eus va c’hazeg.


Ne oa ket bet lazet ar goulou, an nozvez-ze, rak an holl en ti, pa oan deut e-bara, o doa klevet eveldon ar c'hloc'h o tiridignat…

Ah ! ya, mall e oa bet e Kerfalzou da welet goulou-deiz ar zul o ton !

Dont a reas !… Ha n’oun ket maro, e-giz va c’horn-butun, eme tonton Tomaz, en eur zevel da lakaat tan en-dro… Pouaf ! pouaf !… Asa ! poent eo mont d’ar Gervini, ha dizaon c’hoaz, vak abaoe nozvez Kerfalzou ne spontan ken.

— Ah ?

— Nann ! Ne oa ket peadra da sponta zoken neuze war hent fall Kerfalzou.

— Ah ?

— Na tamm ebet. Diouz ar zul, deut an deiz, eat kuit eun hanter eus ar spont war askell zu an noz, e teuas d’in c’hoant devi eur c’horniad : met kaer furchal va godellou, bleo, netra !… korn ebet ! N’am oa ket a zonj e oa chomet va c’horn el lagenn. Nemet eo gaou pa lavaran ne gaven netra em godellou : eo, eo, boulc’hurun !… eur c’hloc’h bihan a oas godell kleiz va bragou-bras, ar c’hloc’h a oa distaget diouz gwakol va c’hazeg aonik, pa stokas, da foar ar Pont, ouz moger hostaliri Lokrist !…

— Eur banneig all, tonton Tomaz ?

— Ya, mat eo, Daniel !… Ha breman, tudou, kenavo, ha deomp d’ar Gervini.


Pa ziblusken pe pa chaoken ar patatez-ze, e teue d’am spered ar zonj eus gwiadenn Kerfalzou. Hag abaoe, chomet eo e-barz, ha ne gredan ket e c’hellfe nijal kuit.


n’eus ken







TAOLENN


AR


MARVAILHOU

TAOLENN
————

LODENN I


GWECHALL GOZ

————



————


LODENN II


GWECHALL NEVEZ

————





Peurvoullet gant


Ti-moullerez


« La Dépêche de Brest »


25, rue Jean Macé


ar 5 a viz gwengolo 1924



  1. Hizio, bennoz Doue, ar skolaj koz a zo adarre digor ha beo-buhezek evit brasa mad ar brezoneg.
  2. Hano poblek Bered vras Brest.