Ne fell ket d’in, tamm ebet, lavaret eo droch kement den a zo war-dro Beg-ar-Raz. Nann, nann ! pell ac’hano ! Kredi a ran koulskoude ez eus dre eno eun amziod, eun hanter-fur bennak, evel el lec’hiou all. Ar C’haper, a zisplegin d’eoc’h e zoare, ne oa nag eus Kleden nag eus Plogô ; eus an Enez Sizun e oa ginidik.
Gwennole Mellfaout — hennez eo e hano, — a ranke beza ganet da zadorn goude koan divezat, rak gwall-skanvik ’oa e dammig penn dindan e goz tok. Gwelet a reoc’h an dra-ze hoc’h-unan, pa glevoc’h an troiou divalo a c’hoarvezas gantan, eur bloavez bennak a zo, en eur ober e dro e Kemper da zeiz Foar vras Hanter-Ebrel, daoust d’e wreg, Mari Gaïd.
Gwennole n’en doa gwelet betek neuze nemet dour zall, bili gwenn ha bezin druz an Enez Sizun ; kent-se, pa ziskennas eus e vag war an douar-bras e porz Douarnenez, e oa souezet hag e chome sebezet, kouls lavaret, pep kammed ma ree.
— Setu aman eun ti hag a zo uhel avat ! emezan. Penaos an tanfoeltr e c’heller kaout plas a-walc’h, ichou a-walc’h, er-meaz da zevel tïez ken bras-se ?
A bep seurt e lavare en eur vont gant an hent etrezek Kemper.
E-kreiz eul lanneg e welas eur vilin-avel, gant he bannou hag he ibilhou goloet a lien. Ar vilin n’ez ee ket en-dro d’an ampoent, hag he bannou a chome e kroaz.
— Biskoaz kemend-all ! eme Gwennole, petra eo an istrogell-ze ?… Ah ! e pelec’h e oa va zammig spered ganin ? Sonj am eus breman, war an douar-bras e kaver kalz a groaziou; sur a-walc’h hounnez a zo unan anezo… Me ho salud, Kroaz va Zalver !…
Hag ar C'haper o vont war benn e zaoulin da ober eur pennadig pedenn, rak eun den a feiz beo a oa, daoust d’ezan beza hir e ziouskouarn !…
War-dro ar c’hreisteiz, Gwennole a zigouezas e Kemper. Kristenien, nag hen a zigoras du-ze frank e c’henou e kear sant Korantin ! Da genta tra, e reas an dro da blasenn al loened-korn.
— Nag a zaoud ! emezan, souezet a-grenn. Nag a zaoud, paotred paour ! Saoud-leueou, saoud-leaz ! Ah ! pa zonjan, ni, du-man en Enez Sizun, n’eus nemet diou vioc’h ganeomp : unan d’an aotrou person, hag eben d’an aotrou mear. Gwir eo ivez, du-man n'eo nag hir na druz ar peuri ganeomp.
Hag hen pelloc’h da gaout ar c’holeou bras hag an ejenned lard-toaz.
— Aotrou Doue, eme hor C'haper, biskoaz em buhez ne welis loened par d’ar re-ze ! End-eün, tud a rank beza o veva war an douar-bras koulskoude, pegwir an holl loened-ze a zo da veza gwerzet, lazet ha debret beteg an hini diveza. Oh ! ya, nag ar bed a zo brasoc’h eget an Enez Sizun ! Ouspenn kant gwech marteze !
Hag ar C'haper o vont ac’hano da ober eur bale betek marc’had ar c’hezeg. Souezet-maro, sabatuet-net, sebezet-holl, mantret-krenn, e chomas eno eur pennadig, digor bras e c’henou ha difronket e zaoulagad. Ne chomas ket re bell koulskoude, rak ne grede na trei na distrei e tu ebet, na finval na flach an distera ; a-boan m’o doa e zivesker nerz a-walc’h da zerc’hel anezan en e zav.
Ma n’en defe ket gwelet kement a dud ha ma oa eno war-dro al loened kaer-ze, me ’gred a-walc’h, neuze e vije pignet an derzienn-grenerez war chouk Gwennole hag e vije tec’het heman kuit ac’hano gant eur c’horfad spont ! Met nann ! Kaer o doa ar ronsed gwinkal ha dispac’ha, kaer o doa ar mammou-kezeg gervel d’o c’haout ebeulien hag ebeulezed, ken na dregerne al leur-gear gant o moueziou, an dud ne spontent ket evit-se, hag ar varc’hadourien ne gollent ket nebeutoc’h a amzer o varc’hata hag o c’hlabousat. N’eus forz, petra bennak ma wele ar re all o vont hag o tont dizaon dre eno, Gwennole Mellfaout ne oa ket dinec’h na dispont kennebeut.
— Peadra, emezan, am eus gwelet ar c’hezeg evel-se. Ma tistagfe unan bennak eus ar re-ze, nag a dud a vefe breset, glazet, lazet marteze ; rak na buan e tigouez droug !… Deomp ac’han, tost da ziv heur heol eo, a gredan… Koulskoude me ’garfe beza gellet prena eur marc’h bihan da gas ganin d’an Enez Sizun !… Sell ! Aze bara o werza. Naon-du a zo deut d’in o chaokat goullo abaoe ar mintin-man !
Hag e prenas eun tamm bara-lakez hag eun daou wennegadig silzig-kamm da zibri gantan…
En eur vont penn-da-benn gant ar ruiou, e tigouezas dirag an iliz-veur.
— Feiz d’am Doue ! eme ar C'haper, setu aze eur chapel gaer en enor da zant Korantin ; met perak an tanfoeltr ez eus pignet aze daou dour war an dôenn ? Gwelloc’h e vije kas unan eus ar re-ze d’an Enez Sizun du-man, nemet an dra-ze ne blijfe ket a-dreist da zant Korantin. N’eus forz, mont a ran atao e-barz da lavaret va fater,
Echu e bedenn gantan, Gwennole a deuas war blasenn an iliz da zellet ouz ar staliou-mezer, ouz marc’hadourien priachou Lok-Maria.
E oa war-bouez ober e zonj da glask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas eun den o werza sitrouilhez. Ar C’haper n’en doa morse gwelet traou e-giz-se.
— Petra ’werzit aze ? emezan d’ar marc’hadour.
Heman a gredas e oa oc’h ober ar zod anezan hag a respontas ken buan hag hep c’hoarzin :
— Gwelet a rit hoc’h-unan, va den ; n’eus ket kalz a varc’hadourez mui ganin, rak mat eo bet ar foar war ar viou kezeg.
— Petra ? Salver benniget ! eme ar C’haper ; viou kezeg eo ar re-ze ? Feiz d’am Doue, biskoaz em buhez ne welis viou par d’ar viou-ze ! Ah ! petra ’zonjan-me ? Neuze, mar prenan eur vi kazeg diganeoc’h, e c’hellin kaout eur marc’h bihan diwarnan ?
— Ya, eur marc’h pe eur gazeg vihan, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h pehini ; met unan a zaou, netra suroc’h na sklêroc’h.
Ha Gwennole Mellfaout, leun e benn a hunvreou, a chomas eur frapadig da zonjal.
— Viou evel-se a zo ker, n’int ket ? emezan.
— Nann, n’int ket sur, a respontas ar marc’hadour ; war greiz ar foar ez eant betek pemzek, c’houezek real an tamm. Breman ar re vrasa ’zo eat er-meaz ; koulskoude setu aman unanik brao. Mat ! klaskit ho pez skoed, skoït aze hag e vezo d’eoc’h !
— Eur pez skoed n’eo ken ? eme Gwennole ; peadra ’zo ganin neuze c’hoaz. Va yalc’h n’eo ket eus ar reuta, koulskoude trizek real, daou wenneg ha tri liard a zo enni.
Hag e paeas, hag e skoulmas e vi kazeg en e vouchouer-fri, ha yao etrezek Douarnenez da glask e vag da zistrei d’an Enez Sizun, laouen an tamm anezan, me ’gav d’in, laouen o veza bet amziod, furzod a-walc’h da brena eur skoed eur c’hoz sitrouilhezenn.
Gwennole Mellfaout, dre ma vuzule hent, a zonje ennan e-unan :
— Va gwreg a zifenne ouzin dont da foar Hanter-Ebrel, an arzodez ’zo anezi. Met pa welo ar vi kazeg !… Ah ! pa zonjan c’hoaz, me a gaso d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vo bet morse enni. Hiviziken me a vo prijet gant an dud du-man, ha piou ’oar ? Evidon-me ne lavaran ket nann, marteze a-benn an taol kenta, e vezin hanvet da vear e-lec’h Tonton François hag a zo deut da veza bouzar eun tammig mat zoken… Evit gwir, me n’oun ket eun diod, eun azen, e-giz m’o deus c’hoant hiniennou da gredi, da lavaret zoken, ha va gwreg da genta.
Ha Gwennole a yee gant e hent, sounn ha sart : ne oa ket mestr d’e blijadur, d’e levenez, dre ma sonje e vije, hep dale re bell, mear en e barrez. Ha penaos ’ta ne vije ket mear ? Gwir eo ne ouie na skriva na lenn nemet war eun tamm bara hag eur grampoezenn ; met ahendall, daoust ha n’eo ket hen en dije an enor da gas d’an Enez Sizun ar c’henta penn-kezeg a vije bet eno a-viskoaz ?… Hag e dammig kalon a dride, a biltrote dindan e chupenn, pa zonje e oa ar marc’h bihan aze e-barz ar vi kazeg, skoulmet mat en e vouchouer-fri, a-istribilh ouz e zorn.
Koulskoude, evel
- Gant amzer ha dre bilpaza
- E reer an hent ar pella,
Gwennole a dostea ouz Douarnenez ; an abardaez, gwir eo, a
dostea ivez, eus e du.
Ha setu hor C’haper da drei eun tammig er-meaz an hent, evit... dizoura, resped d’eoc’h, ouz eur vodenn-lann, e-harz eur bern mein. N’ouzoun dare penaos, met e vouchouer hag en doa skoachet dindan e vrec’h a risklas ; hag, abarz ma c’hellas Gwennole Mellfaout diarbenn an taol, e kouezas d’an douar a-stok.
— Salver Doue, eme ar C’haper, emaoun rivinet ! Sur a-walc’h ar vi a zo rannet ha ne deuio ken da vad !
Hag e stouas da dapout e vi kazeg. Siouaz, siouaz !… Ar sitrouilhezenn he doa stoket ouz eur beg-mean hag a oa digoret dre an hanter… An dour a redas bilh-bilh diouz daoulagad Gwennole, kement e klemmas.
Hogen, eur c’had hag a oa hanter-gousket en he gwele, e-kreiz ar vodenn-lann, a zihunas a-grenn o klevet trouz ha klemmou, hag hi ken buan d’en em zifreta kuit ac’hano, gwella ha buana m’her gouie ober ! Ar C’haper, ha n’en doa ken sonj nemet en e vi kazeg, — hag en enoriou ; siouaz ! kollet, — her gwelas o tilammet kuit. Hag hen war he lerc’h ivez ; met re lor e oa e zivesker e-skoaz re al loen besk diouskouarn-hir…
Hag e glemmou a yee en-dro pounneroc’h ha war wasaat.
— Setu aze, emezan en eur zifronka etre daou bennad lenva, setu aze ar pez am eus kollet ! Na lijer e oa va ebeul bihan, hag hen c’hoaz o paouez dont er-meaz eus ar vi ! Pebez loen en dije great hennez ! Ah ! Salver benniget !… Daoust d’ar pez a c’hellfe va gwreg randouna d’in, evit ar bloaz a zeu e tistroin adarre da Foar Hanter-Ebrel da Gemper-Korantin ; ha, kousto pe gousto, eur vi kazeg a brenin c’hoaz, kentoc’h daou eget unan zoken ; rak sklêr eo d’am daoulagad, mar gellan kaout eur marc’h en Enez Sizun, hep mar ebet me ’vo lakeat da vear e-lec’h Tonton François.
Ha war gement-se, Gwennole Mellfaout, trist e benn, mezek ha kouezet e glipenn, a gemeras e hent etrezek Douarnenez.
Ântronoz, pa zigouezas er gear, en Enez Sizun, pa zisplegas e droiou da Vari Gaïd, ar furzod a glevas pedennou ha sarmoniou digant e « hini goz », rak houman, red eo kredi, n’he doa ket fizians er viou kezeg !…
Ah ! paour kêz Gwennole Mellfaout ! ! Kaper droch, droch ken a ree flao !!!