Soazig Tagnouz, gwreg ar C’hidour
SOAZIG TAGNOUZ
GWREG AR C'HIDOUR
Piou n’en doa ket e bar evit enaoui eun tantad-tan leiz an oaled da domma e-pad ar goanv ? Hennez a oa ar C'hidour sur a-walc’h, pe n’ouzoun ket piou all ’vefe bet.
Da genta e ruilhe, betek toull ar fornigell, eur penn moulgos-dero ; unan founnus da zevi : gant an dra-ze, trojenn balan da lakaat da gregi, ha, war c’horre, tammou fao eskennet ha faoutet, eur boued prim evit an tan. Ha buan e strinke gwrez en-dro d’an oaled. Ya, kaer en doa ar Goanv skornet c'houeza e alan yen dre-zindan an nor, ar C'hidour ne grene ket evit-se, en eur eva flip gant e vignoned, martoloded koz eveldan. Hag an teodou a yee en-dro, e c’hellit kredi, buanoc’h eget na dro bannou ar vilin e-pad eun devez avel dirollet.
— Sonj e teus, Kidour, pa oamp du-ze, e bro ar Vorianed ?
na pebez tud du o beg ! Gwir eo n’ez eus ket kalz a zour dre
eno. Na pebez loened dre ar vro ! Na pebez gwez bras dreist-holl !
— Ya, eme Vendal ar C'hantonier, me ’zo bet ivez du-hont oc’h ober va amzer. Eur wech e-pad eun devez glao, e oa ar rejimant a-bez er gwasked dindan eur wezenn, unan hepken !
— Basta ! a responte Jakez ar Prim, evit gwez ken bras ha me ne gredan ket ho pefe gwelet : ar wech diveza am eus great tro ar bed, — d’an dro ma oa chomet du-ze va brec’h kleiz war va lerc’h, — e oan en em gavet gant eun tamm gwezenn hag hi ken bras, ken teo, ken ma oan souezet-maro ganti : kredit, mar kirit, dek devez leun am oa lakeat da ober an dro da drojenn ar wezenn-ze, basta !
Ar vartoloded koz all a c'hoarze, rak hini ebet anezo ne grede tra eus ar pez a gonte ar re all : holl e c’houzent
- Arabad eo kredi kement tra a glever,
- Dibaot ar wirionez, ha stank ar gevier !
An holl a c’hoarze ’ta, ha c’hoarzin a ra vad d’an dud, a lavarer ; ya, an holl, nemet Soazig Tagnouz, gwreg ar C'hidour. Tanfouich ! nann, hounnez ne c’hoarze tamm, al lorgnez a oa anezi, eun dostenn zivalo stag mat he c’hroc’hen ouz he c’hein : poan-gof he doa, ken na ride he fri-minaoued, netra nemet o welet ar re all o c’hoarzin en eur domma o zreid hag o bouzellou gant an tan hag ar flip bero. Rak setu eno ! ar c’heuneud-tan en amzer hirio n’eman ket evit netra ; nag ar flip kennebeut ne gaver ket alïes anezan evit eur « bennoz-Doue », nag evit daou zoken.
An tommerien-everien koulskoude ne reent van ebet ouz an hini goz, kaer he devoa houman dislevi, dic’henaoui, bleugeudi, teufal, strevia, sifernia, lavaret edo skuiz hag e oa deut poent mont da gousket.
— Ne welit ket, emezi,
- En tan, a nebeud dre nebeud
- ’Ya e ludu ar bern keuneud.
— Penaos, Soazig ? a eilgerie ar C'hidour ; re abret eo c’hoaz mont da voueta ar c’houen d’ar gweleou.
— E koustians ivez sonjit ervat, va moereb, a gendalc’he Vendal ar C'hantonier, ac’han da warc’hoaz vintin n’eus ken nemet noz ; ha neuze, ma vije hadet a-zindanoc’h pour pe gwiniz-du, a-benn ar mintin int a vefe didenvet ha c’houi treuzet ganto !
— Stank da forn, genaouek, a-walc’h e teus poazet !
— Ya, digasit d’in, moereb, eur banne flip c’hoaz da zikour he stanka.
An holl adarre a horjelle outo o c’hofou dindan o chupennou kement e tiskordent da c’hoarzin. Hag an hini goz, a-enep d’ezi gwir eo, a ziskenne banneou flip, ya, a-enep d’ezi, me ’lavar ; rak kement pe wasoc’h eget an dispign, ar C'hantonier divalo-ze n’en doa ket e bar da lakaat anezi da gounnari !…
Malloz va c’haz ! Mar gellfe-hi, eun dro bennak, kaout gouzoug hennez dindan he boutez ! Pillig-krampoez ! Neuze avat e vije gwelet traou !… Met Vendal, hen, ne ree foutre-kaer ganti.
A-greiz suna c’houek e gorn-butun berr, netra nemet evit diskouez e oa c’hoaz beo, Jakez ar Prim a Iavaras d’e vignoned, en eur zellet a-gorn ouz an hini goz :
- — Anez ar gwin hag ar merc’hed
- Ne ve ket kalz a drouz er bed !
- — Anez ar gwin hag ar merc’hed
— Anez ar merc’hedou evel Soazig, a-dreist-holl, eme Vendal adarre. Sell ! Kidour, ar c’henta tro ma vezi intanv, te ’oar, arabad d’it kemeret eur Geben, c’hoar d’az kwreg kenta ; deus d’am c’hlask neuze da vazvalan, ha me a zibabo d’it mat ha brao, te ’welo.
Gouzout a rit, pa vez leun-barr eur picherad jistr, mar tiverit c’hoaz e-barz, ar picher a fenno. Imor fall Soazig a oa leun a-benn neuze a-eneb ar C’hantonier ; e c’heriou diveza a reas d’ezi dic’hlania.
— Penaos ? emezi d’he gwaz, he dorn serret prest da vlonsa, ha te a zelaoufe al lakepoted-man ?… Respont ’ta, kaz kousket ! Mar befes intanv, e rafes eil-dimezi, amprevan ?
Ar C’hidour a oa eur fur a zen anezan ; anaout e wreg a ree ivez, ha ne gemeras ket aon rak he fennad : alïes en doa klevet kement-se diganti.
— Kleo, hailhon ! a c’hourdrouze an hini goz. Mar timezfes en-dro, sell, me a deufe diouz va bez da zacha ac’hanout d’am heul diwar-bouez da dreid. Ya, diou wech hailhon, diwar-bouez da dreid !
Ar re all a c’hoarze :
— Grit, peoc’h, Soazig ! emezo. Pa vezoc’h eat da rouantelez
ar gozed, e kouskoc’h du-hont brao ha start, e-giz an holl !
— Hag e kav d’eoc’h, e-giz ar re all ? Tra, la, la, n’ouzoc’h ket c’hoaz piou oun-me, paotredigou !
Ar C’hidour, hen, a anaveze ne oa ket atao brao ober gant e hini goz ; hag e sonje, en e furnez, e vije Soazig an Tagnouz gwasoc’h c’hoaz eur wech maro eget ez-veo.
Penn-koad ! C’houec’h sizun da c’houde ! glaz er barrez !…
- Kig hag eskern, fank ha bouilhen,
- Penn-kil-ha-troad, setu an den !
Setu ar vaouez ivez, ha Soazig eo a dremenas da genta !…
Kaset e oa hi d’ar vered evel an holl gristenien…
Saïg al Logoden, ar c’halvez kamm, a reas eur groaz koad da lakaat a-zioc’h he bez, eur groaz livet e du ha skrivet war he divrec’h e lizerennou gwenn :
Françoise Tagnouz, épouse Kidour
Ar C’hidour ne ouie lenn nemet ar brezoneg :
— Kalvez, petra al lizerennou a zo lakeat d’ezi ? a c’houlennas hen.
— Ra ziskuizo e peoc’h ! hag he hano, eme ar gar-gamm all.
— Ha mat ! eme Kidour. An baourez kêz he deus ezomm
sur da ziskuiza.
Hag e teuas d’ar gear, en eur zonjal :
— Diskuiza e c’hello emichans, pegwir eo merket ! Soazig baour !… He c’haret a reen evelato, daoust d’ar re all, pegen tagnouz bennak e oa !…
Rak me ’gred e sonjas ivez :
- Evitan da gaout drein, e karer ar boked !
Ar pez a zo sur eo e tistroas d’ar gear, kalonad d’ezan.
Dirak ti Jakez ar Prim e tremene.
— Basta ! deus en ti, eme heman a-ziwar an treujou. Hag ar C'hidour e-barz, e-pad ma lakee ar wreg ar bara hag an amann war an daol.
— Ha chaouia ! eme Jakez, gwelet a rez, mignon paour,
- Darn a ouel, ha darn a gan :
- Ar bed a zo dudi ha poan !
Ha neuze, te ’oar, hirio pe warc’hoaz, pegwir e ranker serra
al lagad ha mont kuit…
- Deut omp a boan
- M’eo poent trei kein,
- Lod a-raok koan,
- Lod goude lein.
Ar C’hidour a lakee amann war eur c’henaouad vara.
— Sell, Kidour, eme ar wreg, daoust hag ho kaorig n’emaoc’h ket o sonj he gwerza, rak, evit eun intanv, c’houi ’oar, n’eo ket eas derc’hel loened ; gwerza ’reoc’h, sur a-walc’h ?
Evit gwir, hen ne ouie ket c’hoaz petra ’raje, na diouz e c’haor, na diouz e liorz, gwez-avalou ennan, peadra da gaout etre teir ha pemp barrikennad jistr ar bloaz, na diouz e dammig ti du-hont.
Da c’hortoz, e oa evet daou vanne hini-melen, daou lommig evit lakaat ar galon war he zu mat.
… Hag ar C'hidour a oa o tigouezout gant e zor, pa gejas gantan Katell ar Sardin, bet o werza he fanerad pesked er c’hêriadennou war ar meaz. An hini koz he anaveze mat : ped gwech n’en doa ket klevet a bep seurt diwar he fenn !… « Empez divalo, a lavare Soazig Tagnouz anezi, hag a vefe gouest a-walc’h da zont e Breuriez ar Briedelez, daoust d’he daou-ugent ha n’ouzoun ket ped bloaz ! »
— Neuze, setu te da-unanik ? eme ar Gatell d’ar C’hidour. Eun tammig klemmadenn a reas hen.
— Ho ! emezi c’hoaz, evit ar wirionez ha pa na ve ken, red eo lavaret ne oa ket eur seurt tra Soazig, nemet m’edo dispar da dagnouzat, rak
- Ahendall ne dalveze ket
- Al lard eus eur c’hoz ki krouget !
— Te ’wel, emezan d’ezi, ne gollan ket va fenn, abalamour
m’am eus kollet anezi.
— Ha mat a rez !… Eur wech an amzer, Kidour, e teuin da welet ha ne teus ket ezomm a besked.
— Ya, Katell, e c’helli dont da welet.
Hag hi kuit gant he faner ; nemet e penn al liorz e tistroas da zellet war he c’hiz. Ar C’hidour he gwelas hag a zigoras dor e di.
An nozveziou kenta a yeas en o zro, nemet ma chome dalc’hmat sonj Soazig e spered ar C’hidour. Kerkent m’en dije great koan d’e c’haorig ha d’ezan e-unan, e ree e dantad-tan, hag e vanne flip, evel kustum. Hag e c’hortoze ar c’housked da zont d’ezan. Ar gwasa ma oa, e amezeien ne vezent ken war e dro, ken yen e teue frim ar goanv da veza : ken na oa prest ar C’hidour da goll kalon.
War ar zizun, e tremenas adarre Katell gant he fanerad pesked hag he zac’had keleier. Eur pennadig e chomas-hi da ober eun dommadenn ouz an oaled : tanva a reas zoken ar jistr, ha, pa yeas er-meaz, ar C’hidour a zonjas e kave muioc’h goullo e di.
An noz a gouezas. An hini koz a deuas sonj d’ezan eus Soaz Tagnouz : kaout a ree d’ezan he gwelet, he dent skrignet prest da gregi, he daouarn serret prest da vlonsa, hag he daoulagad o lugerni kounnaret.
— Gaou ! emezan outan e-unan, pegwir ema-hi du-hont o tiskuiza dindan he c’hroaz !
Koulskoude seblantout a reas d’ezan klevout trouz en eil penn hag egile eus an ti, er c’hraou zoken. Hag antronoz e werzas e c’haorig hag e yer da wreg Jakez ar Prim, evit na glevfe ket a drouz hiviziken gant al lorgnez-ze da vihana. Ha gant o arc'hant e c’hellas kaout eur voutailhad bennak eus an hini mat melen e liou, plijadur an holl vartoloded koz.
Katell a dremene alïesoc’hik gant he fesked hag a droe en ti, amzer hepken da ober eun dommadenn da bennou he bizied anouedet ; nemet ne gavas ket e yee mat an traou pa glevas e oa gwerzet yer ha gaorig : ken na zeue e-giz keuz d’an hini koz en eur zelaou anezi !…
Hag en nozvez-ze e chomas pell e zonj gant ar werzerez pesked. Tanze ! Ha perak ne timezfe ket ganti ? Eur stal gaer ! … Ha piou a virfe ?… Met an avel a lakeas an nor da storlokat, hag e kleved er-meaz e-giz eur c’hi o c’houeza war an treujou, o klask dont er goudor emichans. Ken na zavas aon d’an intanv ker !…
Ha penaos, koz, ankeniet, e c’hellfe hen chom evel-se e-unan ? E wreg zoken n’he dije ket ar galon da c’houlenn kemend-all digantan ; met kerzit ’ta da c’houlenn eun dra bennak digant ar re varo !… Daoust ha Soazig Tagnouz n’he doa ket touet zoken, ma eil-zimezfe he intanv, e teufe da stleja anezan er-meaz diouz e wele ha diwar bouez e dreid c’hoaz ?… Ar paour kêz Kidour a oa barnet neuze ’ta da loueda e-unan, en e gozni, da chom war e wele gant ar c’hlenved e-unan, piou ’oar, da vervel e-unan, hep gouzout dare da zen, kristen ebet war e dro ???
Antronoz, ouz an abardaez, pa zigouezas Katell gant he fesked, ar C’hidour a ginnigas d’ezi eur werennadig eus e hini mat.
— Ha neuze, Katell, emezan d’ezi a-greiz holl, n’en em blijfec’h ket en eun tiegez e-giz heman ?
— Eo, me ’gred, rak aman, gwir, e kaver pep tra nemet eur vaouez. Ha neuze, mignon,
- Gwelloc’h eo daou eget unan
- D’en em harpa ouz nerz ha poan.
Krak ! sellou doun a rejont an eil ouz egile ; eur startadenn daouarn, hag eun hanter-pok a oa ivez, mar deo gwir ar pez am eus klevet.
Katell a droc’has kuit pa welas an noz o vont da ziskenn.
— Hag a-benn warc’hoaz, eme ar C’hidour d’ezi a-ziwar an treujou, ez imp da staga hon embannou !
— Ya, a zonje ar C’hidour ennan e-unan, n’hellan ket chom er stad-man. Soazig (Doue d’he fardono !) n’ema mui, pegwir eo kousket du-hont : ne damallan ken netra d’ezi ; nemet ma lavarer
- War-lerc’h merc’her e teu yaou ;
- Biskoaz n’int henvel o daou.
Ha setu, emichans, d’an eil dro n’am bo ket unan dagnouz !…
Mont a reas d’e wele, nemet ma rankas chom eur pennadig brao da c’hortoz ar c’housked da zont…
N’ouzer ket da bed heur, ar C’hidour a zihunas eus a-greiz e gousk. Kaer en doa difronka e zaoulagad, ne wele nemet noz dre an ti. Spontus ! Trouz a gleve evel gant eun dorn o krabisa ar prenestr, hag eur vouez a glemme yud… Aotrou Doue ! Soazig Tagnouz, na piou ken o tont da stleja anezan a-ziwar bouez e dreid !… Tudou ! ema-hi aze o klask an tu da zont en ti, ha piou a lavar ne zeuio ket hi a-benn da zont e-barz ?…
Biskoaz ker bras aon ne lammas war gein ar C’hidour, ken na grene evel eur bern deliou sec’h, ken na strake e zent dre e c’henou, gant kement a drouz eget trouz eul lur piz bihan hejet en eur zoroc’hell graz !… Selaou ! Bremaïk en deus klevet e-giz trouz eskern o strakal ouz ar voger ; ha del ! kleo ! Touchantik, petra ken nemet Karrig an Ankou en deus gwigouret er porz ?… Sell ! digoret eo an nor, ema-hi o tostaat, hi !…
Ar paour kêz, pennfollet, a lammas diouz e wele en e zav war ar bank, a bakas e benn-baz a-ziwar ar rizenn : ha dao, dao, a-gleiz, a-zehou, ha dao c’hoaz : e-giz unan zod !
— Diwall, Soazig !… kerz kuit, mar kerez : ne faot ket d’in e sachfes war va zreid !
Dres ! ar penn-baz a diz eun dra bennak : eun trouz o strakal sec’h, eur glemmadenn hir, hag an intanv paour a ruilh kerkent semplet war al leur-zi, a-stok korf, trec’het ha diskaret gant e vern-aon.
— Aotrou Doue ! Truez, Soazig ! Ne eil-zimezin ket,
Soazig !
Antronoz, mintin-mat, Katell a zirede da glask ar C'hidour da vont da gas an embannou. An nor a oa gourzerret, hag hi en ti : pebez heuz !… An hini koz, en eur goueza, a oa stoket e benn ouz lufern an daol, ha dre ar faout e oa skuilhet e empenn. En e gichen, e oa ar penn-baz, ha neuze eur c’horn gaor, eur c’horn nevez torret…
Katell a spontas hag a redas kuit da glask sikour.
Eur gwall nozvez a oa bet an nozvez-ze evit ar gêriadenn : maro ar C'hidour !… hag an tan-gwall o tevi ti Jakez ar Prim !
Jakez a oa rivinet : ne chome ken gantan nemet ar gaor en doa prenet digant ar C'hidour, ha c’hoaz, pa oa hi adkavet, e oa torret unan eus he c’herniel !
Al loen paour en doa gellet terri he nask, ha tec’hel diouz an tan betek ti he ferc’henn koz.
Gouzout a rit petra a c’hoarvezas : hi, ar gaor, eo a oa bet penn-abeg da varo ar paour kêz Kidour, ha n’eo ket Soazig Tagnouz, kousket mat du-hont, er vered, dindan he c’hroaz o tiskuiza !