Arc’hant bras ar pilhaouer
— Ya, Marianna, ken gwir ha ma ’z eo staot-marc’h a werzit d’eomp e-lec’h lagout, mall a zo ganin mont ac’han, mall ken n’oun mui evit padout war ruiou Brest.
— Ha mont da belec’h, Laou Druilh ? eme an hostizez en eur rei eun taol-ilin d’he fri ruz o c’hlaourenni dour butun-malet.
Ar pilhaouer, gwisket kempennoc’hik ar mintinvez-ze, ne reas nemet eun hej d’e benn louedet, blevek ha barvek evel eur broc’h, hag a dosteas ouz toull an nor, da stlapa eun distankadenn gourlanchenn e-mesk an dour-glao o ruilh en traon gant ru ar Werc’hez.
Hag e talc’he e zell war eun toull-lochenn koad hanter
vrein a chome c’hoaz a-zav, dre voazamant emichans, en tu
all d’ar ru, dirak an hostaliri. Eno e oa bet e vaner abaoe
meur a vloavez, e-touez ar pilhou, an hernachou koz hag an
eskern dastumet bemdez dre gear. A dra zur, aotrou ar maner
iskiz-ze en doa great eno kof moan da boent meur a lein, ha
debret meur a goan dindan envor : met bastik ! meur a
zac’had ivez a oa bet deut gantan eno, rount e voutou, ha
n’eo ket sac’hadou truilhou e oant holl.
N’eus forz ! e oa o vont da zacha e dreid gantan ac’hano, rak evit dek skoed en doa gwerzet, an noz a-raok, da Varianna an hostizez, ar maner hag e stalikerez. Ho ! stalikerez eur paotr yaouank koz a bilhaouer n’eo ket pounner ! Tregont lur kennebeud !
— Da belec’h ? emezan koulskoude, piou ’oar dare ? Gwelet a rin, met en hent ez an. Abaoe m’eo eat va mignon Yann Bilh da zizec’ha e eskern da Bark Botorel [1], en eur zelaou ar gwriziou o kreski, abaoe n’emaoun ket mat e-barz va c’hroc’hen, tamm foeltr ebet !… Gwir eo, daouzek vloaz a vo da bardon Gouesnou, abaoe ma oamp hon daou o pilhaoua, o vrocha an hevelep laou, kouls lavaret ! Mat ! maro eo Yann Bilh, miz ’zo bet, hag abaoe e kavan re bounner va zac’h, re louz ar vicher, hag a-dreist holl re frank va lochenn evidon va-unan ! Ha neuze, evit ar zaoud eo mat beza staget da beuri ! Met eur pilhaouer, hennez n’eus ket c’hoaz kavet, e ti bras Boulard e Brest, chadenn na nask d’e zerc’hel. Ya, ya, mont a ran en henchou ; gwasa ma kavin a vo an diouer eus va mignon Yann Bilh.
— Gwir eo avat : en em glevout mat a reac’h. Morse etrezoc’h na ger bihan na ger bras ! E-giz breudeur en em glevac’h, gwelloc’h zoken ! Daou goz pilhaouer koz ! N’ouzoun, ket, met abalamour d’ar voazamant d’ho kwelet an eil gant egile, e kaven kalz a henveledigez etrezoc’h ; hevelep torgenn war ho kein kroummet, hevelep baro broc’h louet !
— Henveledigez pilhaouerien ! eme Laou Druilh, leun e
zaoulagad a levenez.
— Kalz a dennac’h an eil d’egile, ha, koulskoude, n’edo tamm kar ebet etrezoc’h, bez’ e oa ? nemet kerentiez an hanoiou : Laon Druilh ha Yann Bilh ?
— Piou ’oar ? eme egile, goapaüs. Prosper Proux em yaouankiz a gane d’eomp e ve great alïes
- er zakristiri
- Fals sinaturiou hep pec’hi
Alese, marteze, eo red klask mammenn hon henveledigez ! N’eus forz ! ar paour kêz Yann Bilh, a-raok kemeret ar zac’h hag ar c’hrog-pouezer, a oa bet « war an ton bras » mar plij. Bep tro ma karge eur banne a re, e tiskane d’in « o ya ! me ’zo bet eun amzer eur... ». Hag ouz e glevout, e oa dimezet gant merc’h e vestr, hag an tiegez dioustu d’ezan, saoud ha kezeg, ha moc’h ha denved ! Nemet e Vadalenn a oa deut eur Geben, eun diaoulez, gant kement ma tagnouze : dalc’hmat oc’h iskignat, o skandalat pe o vouza. Grafe ’pez a garfe, nemet rebechou na glevfe, ar paour kêz pried, mevel deut da vestr ! An traou a oa fall, al loened a oa falloc’h, hag ar vuhez, foei, sell !… Ha c’houi ’oar, Yann Bilh a vervas ruz ar gwad dindan e ivinoù, o klevet ken alïes ha ken hir pedennou. « Houp ! emezan, eur zulvez ; mar doun dimezet, n’am eus ket great marc’had chom da bennzodi ganti : poent eo skarza kuit, nemet c’hoant am befe da goll ar pez a chom c’hoaz ganin eus va skiant-vat ! » — Ha Yann kuit d’ar c’heariou, ar yalc’h gantan. Meur a dra a glaskas ober, ha betek e wenneg diveza e tispignas ! Met e Vadalenn, emezan, a gase he droukrans war e lerc’h ; ha, diouz mad e kouezas e fall, ha diouz fall e gwasoc’h, ken na zeuas da bilhaouer da Vrest, e-lec’h ma ris anaoudegez gantan. Ha daou vignon bras omp bet, ya, boutin pep tra etrezomp : pilhou, laou, ha kalonou. Paour kêz Yann Bilh !… Sell ! e-lec’h randoni ha strana ganeoc’h, gwelloc’h eo d’in mont prim en henchou. Kenavo, Marianna Latouz !… Piou ’oar, en em welet a rimp divezatoc’h !…
Hag hep distrei e benn, flip ! setu Laou Druilh er-meaz, e visac’h war e skoaz, o pignat ru ar Werc’hez, dindan ar glao, ha tiz warnan emichans !
N’em em jale ket na gant lousdoni an amzer, na gant hirder an hent m’en doa lakeat en e benn da ober : n’en doa ket amzer a-walc’h da brederia gant kement-se. An hevelep sonj eo a zave bepred en e spered : — N’eus ket da dorta, maout oun, ha biskoaz n’am eus tourtet ken eün. Me, n’eo ket Laou Druilh oun ken, — a-walc’h a laou evel-se ! — me eo breman Yann Bilh, ya, da lavaret eo Yann-Klet ar Gall, ganet bloaz hag hanter-kant a zo e Plogô, ha bet gwechall ar mestr e Keradreuz, sko e Sant-Tujen-an-Alc’houez ; me eo pried ar Vadalenn, kollet ganti an dri c’hard eus he fenn abaoe m’eo chomet intanvez glac’haret ha beo he gwaz !… Sec’h da feunteuniou, Madalenn, setu da Yann o tont en-dro ; laz al leue-lart mar zo, pe gra « fest-an-oc’h », evel ma kari !… Rak evit hounnez… nemet deut e vefe gwelloc’h he fenn en-dro… Met ar re all ? Daoust ha kemeret a rint Laou Druilh evit Yann Bilh ?… Da genta-penn, henvel a-walc’h e oamp hon daou ; hag ouspenn-ze, Yann ne oa ket bet er C’hap abaoe tregont vloaz, na me kennebeut ; ha d’an trede, anaout ran doareou ar vro-ze ; ha, d’an diveza penn, tanfouich ! e baperou a zo ganin, Yann a zo maro, ha me eo breman Yann, hag e damm peadra a vo dizale em bisac’h. Ar mignon Yann Bilh en doa mez o tistrei d’ar gear. Diod ! Laou Druilh a yelo evitan hag a yalc’hato en e lec’h, treut pe druz e-giz m’en em gavo da douza !…. Piou a ouezo petra ?… Abaoe keit-all amzer !… Hag henvel a-walc’h e-giz ma ’z omp !… Hag e baperiou a zo em godell c’hoaz ! Foei ’ta !… Nann, nann ! Yann-Klet ar Gall n’eo ket maro, setu hen aman ; e pelec’h ema an arc’hant a deu d’ezan abaoe n’en deus bet gwenneg ebet ?… Ha ma vez dizoloet ar stal, houf ! petra ’vo great d’in-me ?… Gwerza va c’hroc’hen ? Marc’had divalo ! Ar varc’hadourez ne dalv ket kalz a dra vat, nebeutoc’h dre bouez eget krec’hen gozed, kalz !… Ha, mar teuan a-benn eus an taol, ema skubet al laou diwar va zruilhou, ha setu me peadra d’in ! Ha me perc’henn war an diveza ! Ne vo ket bet re abret !
Ha Laou Druilh a-wechou a c’houeze teo gant al lorc’h, sounn e benn, ha prim e droad ; hag… a-wechou all, e kroumme striz e gein, hag e chome a-zav da zelaou ha da zellet, gant aon na glevfe pe na welfe Beg-ma-Zok (an archer !) o tont d’e zastum !
Hag en eur ober hent, n’eo ket e zivesker eo a skuize,
e benn eo a oa kentoc’h : muioc’h e tomme d’e dok rouz eget
d’e voutou ler-goad hanter-distradet ! Met troc’ha hent a ree,
a dammou founnus, hep gouzout d’ezan kalz. Ha, pevar devez
goude, war-dro ar c’huz-heol, e tigoueze dirak Sant-Tujen.
Eus a bell e anavezas chapel Mestr ar chas klanv. E oa e penn e veaj, rak setu a-hont, a-drenv ar c’hroazhent, an hostaliri ma komze alïes Yann Bilh anezi : hostaliri an Troc’h-Yalc’h, e-tal ar Chovel, e-lec’h ma vije sul-gouel-bemdez o tanva ar gwin-ardant, en eur ober eun taol c’hoari-trikont ! Hag ar verouri e-kichen, an tosta, a oa Keradreuz, a oa e hini ! ! ! aze a-drenv ar c’hovel, e-lec’h ma tistone c’hoaz anne ar marichal.
Ha, pemp munut goude, a-us d’ar bod-lore kraz, ha d’ar skourr avalou-pin sec’h, stag ouz toull an nor, Laou Druilh a lenne :
— Aman eo ema an dalc’h ! eme ar pilhaouer, Red eo d’in en em rei d’anaout breman : beuzi, pe neui !
Hag, hep marc’hata, Laou en hostaliri, ar c’houezenn etre roched ha kroc’hen. Penaos e trofe ar zoubenn ?…
Eun hanter-dousennad paotred koz a oa ouz taol o c’hoari. An hostiz, eur c’hofek teo, divleo e benn, a deuas beteg ar pilhaouer :
— Arc’hant da genta, paotr, rak gant ar rederien-bro n’ouzer morse… A-wechou ec’h evont, hag a-wechou all e paeont… Aman, ha pa na baeont ket a-raok, n’ech evont ket, goude kennebeut, C’hoari da gi, evel ma kari !
Laou a ziskrankas e wenneien, hep dizerra grik. Ne evas nemet eur pennad eus e vanne gwin-ardant, ha, goude eur skarzadenn-gourlanchenn :
— Kozdanvad ? emezan, o c’hervel an hostiz war bouezik.
— Ha da c’houde ? eme ar c’hof-teo, en eur zistrei e benn liou gwin-ruz.
— Eur ger hepken. Selaouit ’ta !… N’ho peus ket sonj eus unan hag a deue aman gwechall ?… Hag a zo eat kuit goude-ze diouz ar vro ?… Klaskit mat !… Eun tregont vloaz bennak a dle beza abaoe… Eun amezeg tost d’eoc’h… ar Gall, Yann-Klet ar Gall ?…
— Evit perak kemend-all, paotr koz ?
— Evit gouzout hag hen eman e dud atao dre aman.
Av c’hoarierien a zistroas pennou souezet war-zu ar pilhaouer, eun dra bennak e giz eur mousc’hoaz war e benn-broc’h.
— Gast ar gurun ! eme eur c’hoarier, daoust hag hen eo a vefe o tont en-dro ?
Ha war gement-se, Laou Druilh a zaoulammas e galon gant ar blijadur :
— Neui eo a ran ! emezan outan e-unan.
— Ha perak emaout-te oc’h en em jala gant Yann-Klet ar Gall ?… Ha gouzout a rez e zoare ?
— Ya, ya, marteze a-walc’h. Abarz pell e weloc’h anezan, piou ’oar.
— Stank da veg ’ta, te, tamm koz truilhenn divalo ! eme eur c’hoarier en eur zevel a-greiz-tenn. Penaos ? Ne teus ket mez o tont en-dro, goude an troiou fall a teus ket bet great dre aman ? Nann, debret eo da vez ganit, ha dizac’het ivez. Lorgnez ! Ni ’gave d’eomp e oas eat d’ar bed all, nemet al lorgnez eveldout n’eus ket a vervel warno, pez divalo !
— Petra ? petra ? eme Laou Druilh, o tislonka gwenn e
zaoulagad. Piou eo al lorgnez ?
— Piou ’ta nemedout, pez didalvez, hag e teuez da ober da gaz kousket d’eomp !… Ma vefe bet aman Lan ar marichal, e welfes, loen fall, hag hen en deus dizonjet an tregont bloavez tremenet, goude beza bet laeret diwarnan e verc’h hag he enor, eur plac’h koant evel-se… Hag e pelec’h out bet ganti, pegwir n’eus bet klevet ger ebet abaoe diwar ho penn ?…
— Hag e teu en-dro ! Penn-moc’h louz ! Tra divergont ! Tamm gagn !… Ar c’hi a zistro d’e zislonkadennou !…
An holl a stlape gantan e vrasa tamm ; hag ar paour kêz pilhaouer, hanter-zodet, a zonje :
— Beuzi eo a ran !… Met, emezan, tudou, n’eo ket me eo Yann-Klet ar Gall.
— Breman n’eo ket te, a gav d’it ? Da lorgnez a zo ledet war da benn-broc’h !… Ha ma n’eo ket te, diskouez da baperiou, diskouez ’ta, tad ar gaou !…
— Nann, n’eo ket me, n’eo ket me…
— Gortoz, kaset am eus da lavaret d’ar marichal koz e oas en distro. Hennez a ouezo anaout ac’hanout… Sell ! eman o tont.
Dre ar prenestr, Laou Druilh, pennfollet, a welas o tiredek ar marichal koz, e vorzol-annez gantan a-benn brec’h, ha daoulagad ruz en e benn, enaouet e-giz ar glaou dindan c’houez ar vegin vras.
Klevet a reer anezan o tont en hostaliri e-pad ar jabadao-ze.
— Oh !… Dre ar prenestr, er-meaz !…
Hag ar pilhaouer, en egar, a lamm el leur, hag a skamp
kuit, hep chom da zellet war e lerc’h ; ha ki ar marichal war
e roudou betek Goayen !…
En eur zigouezout gant kenta tïer kear, noz-du da neuze, Laou Druilh, difronket, ha dielc’het o redek, a droas e zellou war an Tri-Roue splann o skleria en nenvou :
— N’eus forz, emezan, red eo kredi, eul lorgnez eo bet ar mignon Yann Bilh !
- ↑ Hano poblek Bered vras Brest.