Eur wech e oa, pe ne oa ket, — kredit, lennerien, pe na rit ket : me ’gonto d’eoc’h an traou hervez m’am eus o c’hlevet, — hag e oa eun den e hano Mizerig. Eur c’hoz denig eo a fell d'in lavaret, eun netraïg, rak, evitan da veza deut d’an oad a bemp bloaz war-nugent, e vije bet kemeret eas evit eur c’hrenn-baotr a-boan echuet e baskou gantan : Ne oa na bras, na teo, nemet ar c’hroc’hen war an eskern, ha c’hoaz askornet munut e oa. E vizach drouklivet, hep eur vlevenn didenvet war e vuzell uhela, e toull druz ar mec’hi, ne oa warni nemet liou krampoez Kemper. Evit echui, gounezet e oa e hano gantan ; en eur ger, hanvet mat e oa bet Mizerig.
Nerz n’en devoa ket, evit gwir ; met, evit e lod, e oa ijinus ha speredet bras meurbed ! Arabad e-vije d’eoc’h c’hoarzin goap warnan dindan e fri, rak atao e kave au tu d’ho paea, o veza ma lavare ne oa ket mat d’ezan chom, re bell da vihana, dleour da zen ebet.
Dizonjal a reen da lavaret d’eoc’h e oa Mizerig chalboter, pe charetour mar kavit gwelloc’h, hag o chom tostik da Bont-’n-Abad. D’an amzer-ze, ne oa ket deut c’hoaz ar c’hiz gant ar merc’hed da vont, pep mintin, e kear da gas leaz hag amann, er « char-à-bancs », mar plij !… Neuze e vije gwelet ar Bigoudenned o vont e kear war droad, eur podad leaz, sounn war o bigoudenn-penn-tach, eur paner a-istribilh ouz pep dorn, bec’h ganto o ruza o divesker, skuiz-maro o tougen eun hanter-dousenn broziou.
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h e ree goap ar Bigoudenned ouz Mizerig, pa dremenent en e gichen, ha Mizerig, diouz e du, a skoe didruez gant e skourjez dre an divesker ; met peurliesa o broziou mezer fetiz o ziwalle, hag ar Bigoudenned a gendalc’he da c’hoapaat.
Eur mintinvez, e-kreiz miz gouere, e tremenas diou Vigoudenn dirak hor chalboter, hag ar jabadao o kas dioc’htu.
— Sell ar paotrig !… Mizerig, deuit aman, Mizerig, me ho lakay em zavancher, pe em faner, e-giz ma keroc’h !
D’an taol-ze, Mizerig a yeas droug ennan, droug evit mat, hag hen ruz-glaou gant e bennad imor, o vont d’an diou Vigoudenn : taoliou skourjez a-gleiz hag a-zehou, ha dao, ha dao, dao dalc’hmat ha dao c’hoaz !... D’ar fin, eur podad leaz a voe skuilhet war ar boultrenn hag ar c’hlazenn e kostez an hent bras ; ouspenn-ze, daouzek vi, — eun dousenn viou, war-bouez eur vi, — a voe bruzunet ha great koz-podig ganto, e-giz d’ar C'hasimodo.
Ar Bigoudenned a droc’has kuit ac’hano etrezek Pont-’n-Abad, en eur c'hoarzin en eur giz all !…
Mizerig a oa laouennoc’h eget biskoaz ; ha, goude beza disterniet e gezeg ha debret e dammig mern, e c’hourvezas e kostez an hent evit kousket eur pennadig da ziazeza, da hismori e gofad bara, en disheol a zindan eur renkad gwez dero.
D’ar mare-man, an diou Vigoudenn a zistro diouz kear, hag a wel o enebour touet kousket er foz ouz ar c’hleun.
— Ha petra ’roimp d’ezan ? Red mat eo en em venji !
Tomm eo an amzer, an heol a boaz. Goude beza klasket piz ha diglasket ker piz-all, n’ez eus kavet netra gwelloc’h eget liva bizach ar c’housker gant eur restad dïenn, chomet e strad eur pod.
Great eo an taol, hag ar Bigoudenned kuit !…
Koulskoude eur stropad kelien a zo en em vodennet war ar vizach diennet ; ha, mezvet gant he c’hofad dïenn, pep kelienenn a beg, gwasoc’h an eil eget eben. Hogen kousket eo Mizerig, n’eo ket maro, hag hen, en eur zihuna, tremen e zaouarn war ar c’helien. Pebez distruj ! Nag a loened ! Daou c’hant korf-maro, nemet daou, a oa kavet astennet war an dachenn, hep unan muioc’h, hep unan nebeutoc’h.
Ha Mizerig o sevel en e benn da skriva d’ar Roue kement-man :
« Me, Mizerig, eur gwaz ma zo unan, am eus lazet daou c’hant nemet daou, gant daou daol dorn !
« MIZERIG,
« chalboter e-kichen Pont-’n-Abad.
« e Bro ar Vigoudenned. »
Dizonjet e oan bet da lavaret d’eoc’h e oa neuze, war an tron, ar roue Grallon, mestr war an dud, e Kemper, dre c’hras Doue hag ar Werc’hez !
D’ar mareou-ze, Grallon a oa o klask sevel mogeriou en-dro da Gemper, evit diwall e gear-benn. Hogen ar pez a veze savet en deiz a veze diskaret en noz ; ha, gwasoc’h c’hoaz pe ker gwaz, ar gwardou ne veze mui klevet ger diwar o fenn.
Abarz pell e tigouezas lizer Mizerig gant ar Roue.
— Sell ! sell ’ta ! eme heman. Ha koulskoude, daou c’hant nemet daou, gant daou daol dorn, an dra-ze a rafe kant war-bouez unan, gant eun taol-dorn !… Oh ! Mizerig eo ar gwella paotr e-touez va sujidi. Ha, pa deu sonj d’in, hennez a ziwallo emichans va mogeriou nevez. Mat ez a ar bed !
Hag ar Roue, hep koll amzer o varc’hata, kas kelou da Vizerig da zont d’ar palez, ar buana ar gwella.
Dioc'htu, Mizerig a werzas karr ha ronsed, ha setu hor paotr war an hent bras a gas da Gremper.
Abardaez-noz a oa, pa voe digemeret gant ar Roue.
— Te eo Mizerig ?
— Ya, me va-unan, ha n’eo ket den all.
— Gant daou daol dorn e lazez daou c’hant war-bouez netra ?
— A zo gwir kement-se !
— Mat ! neuze e vi kaset en noz-man da ziwall ar mogeriou nevez : eur garg tenn meurbed. Kent-se, ped den a vo kaset c’hoaz ganit d’az sikour ? Peseurt armou a gemeri, gwareier pe goafou hir, pe klezeier dir ?
D’ar mareou-ze, ne oa c’hoaz hano ebet nag eus kanoliou
na fuzuilhou.
Tud paour ! Mizerig a grene e holl izili outan, evel eur bern deliou sec’h hejet ha strilhet gant an avel-dro, ar gorventenn !… Met ar paotr fin a gav da respont d’ar Roue.
— Va divrec’h, Aotrou, a vo va holl armou. Roit d’in hepken eur chakotad mein bihan, bili gwenn dastumet war an torrod, hag eur chakotad leaz pouledek… Hag an hini a dremeno e-biou da c’hourc’hemenn ar Roue, hennez a lezo e groc’hen etre va daouarn-me !… Grant nerz-kalon me ’raio va dever : bezit flzians e Mizerig !
Ar Roue, gounezet holl gant ar geriou-ze, a roas d’ar chalboter eun toullad peziou melen : kalon Mizerig a dridas gant al levenez.
Ha da c’houde :
— Em falez, eme Grallon-Meur, em eus eun nizez yaouank. Te ’oar, d’it e vo da bried, ma tistroez gant penn an torfetour !
Neuze, mignoned, bizach Mizerig, an heol o para warni, ne vije ket bet skedusoc’h. Ne oa-hi ket evit beza : sonjit ’ta, ar paour kêz denig a oa bet red mat d’ezan, betek neuze, chom dizemez, rak biskoaz plac’h ebet ne zellas outan hep c’hoarzin leiz he beg, pe hep distrei he fenn gant truez !
Kennerzet gant ar zonj eus e brinsez, Mizerig en dije trec’het, me ’gred, war an heur, n’eus forz peseurt enebour…
Digouezet an noz : Kemper a zo kousket abret.
Mizerig a zo e-unan war ar penn-moger a zo bet savet e-pad an deiz. Skuiz gant e hent, eman ar c’housked en e zaoulagad, pa wel, en eun taol, o tont diouz ar c’hoajou doun a zo e-kichen kear, eur mell den, eiz troatad d’an nebeuta, teir gwech brasoc’h egetan.
An ozac’h koz, eul loc’h houarn war e skoaz, digouezet e-harz ar voger, a zav e zaoulagad :
— Eur gward hepken, emezan, treutoc’h a vo va zoubenn !… Ha te, prenvig-douar, perak ez out pignet ken uhel ?… Buan d’an traon, amprevan, pe…
— War bouesoc’h, aotrou bras, na c’hoarzit ket re abret, mar plij !… Daoust ha c’houi a zo gouest da ober ar pez a rin-me ?
— Me ’gav d’in, da vihana ! eme an hini koz dichek. Penaos?
— Mat ! eme Vizerig. Gwelit, m’ho peus sec’hed, evit : gwelet a rit an dour o tivera ?
E-pad an amzer-ze, ar chalboter a wask eun dornad leaz pouledek.
— Me ’ra dour eus eur vilienn ; grit kemend-all d’ho tro.
Ha Mizerig mont d’e chakod all, ha stlepel eur vilienn d’ar ramps koz. Heman he frit, he mal, he c’has da vleud, met beradenn dour ebet ne gouez ; mala a ra daou pe dri vean all, met ar bleud mein a chom sec’h.
Diou wech all c’hoaz, Mizerig a ziver dour diouz e leaz pouledek.
Ha neuze an ozac’h koz a zafar bravoc’h : aon en deus, anat eo. Pedi a ra zoken Mizerig da vont da leina davetan e-kreiz an c’hoad.
Hag int en hent o daou, ken buan.
D’ar mintin war-lerc’h, ar Roue a wel ar voger en he zav, met, evel ne zistro ket Mizerig, eo red kredi ez eo bet lazet. Neuze ivez e tiskred n’oa ket gwir en doa lazet kant den gant eun taol dorn. Ha, koulskoude, ar voger a zo en he zav ! Penaos kement-se ?
Mizerig a zo digouezet e ti ar peulvan koz, ma c’heller rei an hano a di da beder renkennad gwez, sanket en douar, an eil tost d’eben, ha goloet a vlenchou.
Er maner-ze, ez eus war an tan eur pod-houarn eus brasder eur bailh-kouez, hag, e-tal an tan, eur wrac’h koz, tronset he muzellou, hir he dent, savet he fri kamm, astennet he chink askornet : maouez an ozac’h koz eo.
— Tan ! eme an hini koz ; me am eus naon. Lak er pod-houarn an houc’h am eus lazet dec’h. Me ’zo o vont da gerc’hat dour.
Eur renkad barrikennou goullo a zo e-tal an nor, Mizerig, hen, en dije bec’h a-walc’h evit eur varrikenn c'houllo. Ha c’hoaz ar feunteun a zo eur c’hart leo alese.
— Penaos ’ta, eme Vizerig, paotr fin dalc’hmat, penaos mont keid-all da gerc’hat dour bemdez ?… Ro d’in eur bal, eur varr, pe eur benveg bennak, ha me a ya dioustu da gerc’hat ar feunteun aman !
Sebezet-holl eo an daou goz, met ne falvez ket d’ezo diblas
o feunteun, gant aon da louza he dour enni.
Setu an hini koz en hent, e varrikennou gantan, e-pad ma ’z a Mizerig d’ober eun dro-vale, en eur c’hortoz lein.
Keja a ra gant eur marc’hadour lïen o vont da foar Gemper. Paotr Pont-’n-Abad a c’houlennas digantan :
— Hervez an doare e veachit pell zo,
Ho tilhad a ziskouez n’ez oc’h ket eus ar vro.
— Nann avat, eme egile, n’oun ket ac’halen : me a zo eus bro an Turked, e-lec’h ma vez eostet ar c’hafe… Ha c’houi petra ’brenit em stal ?
Ha Mizerig o prena digantan eur zaro ; eur zaro hir d’eun all a zo re hir da Vizerig. An dra-ze ne ra ket. Hep dale ar zaro a zo gwriet ar penn d’an traon anezi ouz ar bragou, ma ra an dro d’hon chalboter evel eur zac’h.
Pa zistro Mizerig, al lein a zo dare, ar zoubenn a zo war an daol o yena ; met, e-lec’h skudellou, n’ez eus nemet sailhou ; al loaiou a zo kentoc’h henvel ouz paliou, hag ar fourchetezou a zo kerent-tost d’ar ferc’hier houarn.
Bec’h d’al lein !… Buan ar zailhou a ziskouez o strad, lipet eo ar zoubenn. Ha dao d’ar c’hig-sall !… An daou goz a zebr, a lonk, atao an tamm en o beg. Eun hanter dorz vara dek lur war-lerc’h eur mell tamm kig, ha bec’h d’ezi ha dihan ebet morse !…
Mizerig a zebr evel pep kristen, nebeutoc’h zoken eget tud
marlonk a zo. Koulskoude, evit ober evel ar re all, rak mez a
deu d’ezan, setu hen o troc’ha kig ha bara, o c’has war hent
e veg, digeri e zaro, ha lezel an tammou da goueza en e zac’h.
Pa ’z eo echu, eo bec’h da beb-unan teurel an eil troad a-raok egile.
Mizerig hag ar ramps koz a ya o-daou da ober eun droïg beteg ar feunteun, evit diazeza o c’hofad, e-pad ma stag an hini goz da skaota he c’heusteurenn.
Tost d’ar feunteun ez eus eur fozad dour hanter dizec’het, a bemp pe c’houec’h pe seiz troad d’an hirra. Dioustu e sav kaoz da c’houzout piou eo ar skanva, ha red eo gouzout piou a lammo ar pella a-dreist ar foz.
Diou wech an daou lammer a gouez e-kreiz an dour ; met tomm eo an heol hag an dour klouar.
A-raok lammet d’an trede gwech koulskoude, Mizerig a denn e gontell hag a rog penn-da-benn e zaro hir, evit d’ezi beza nevez-flamm. Soubenn, kig ha bara a ruilh hag a ziruilh mesk-ha-mesk d’an dour, ha Mizerig, skanveat a bemp lur war-nugent da vihana, a lamm a-dreist ar fozad dour evel netra.
An hini koz a chom peurzouezet. Pa wel Mizerig en tu all, hag hen c’hoaz e buhez, e c’houlenn :
— Petra ? Te ’droc’h da gof, evit diskarga da voued, ha ne rez van ebet ?
— Oh ! mann…, eme Vizerig. Ne droc’han ket va c’hof hep eun tammig poan pep tro, met basta ! pa vezer boazet ouz eun dra, c’houi ’oar…
— Dal ! sorser, taol d’in aman da gontelï vurzudus, ma welin ha mont a rin a-dreist da c’houde. Koulskoude, n’eo ket gwall-gempenn d’eun den diskouez d’ar re all petra en deus debret d’e lein !
En eur beurlavaret ar geriou-ze, e sko gant e holl nerz,
hag ar gontell a dreuz e galon.
Eur vlejadenn estlammus a spontas an hekleviou, ken ma horjellas gwez ar c’hoajou ; ha gwad ar peulvan a ruilh hag a ya da beurleunia ar fozad dour. Oei !…
Setu penaos Mizerig a zo en distro, a-raok an abardaez, da balez ar Roue. Pep-hini a zo souezet ouz e welet beo c’hoaz, ha souezetoc’h kalz o welet penn rukunus an diskarer mogeriou en eur mouchouer skoulmet a-istribilh ouz e zorn.
Hag evit kloza va c’honchenn wir, petra ’lavarin c’hoaz a c’haou ?
Mizerig, evel kustum, a voe eurus a-dreist muzul. Teir zizun da c’houde, — amzer hepken da gas an embannou, — e oa eureujet gant ar brinsez Azenorig a Gerne, rak ar roue Grallon a zalc’has d’e c’her.
Ar brinsez a oa koantik-koant, nemet eun tammig bihan berroc’h he gar dehou eget an hini all. Ne oa ket kalz a dra an dra-ze. Mizerig, hen e-unan, ne oa ket paotr brao, paotr a dailh. Met karantez virvidik ha gwirion a oa etre an daou bried yaouank.
Doue a roas d’ezo eun neizad bugale, merc’hed kouls ha paotred. Met ar baotred a oa holl brasoc’h eget o zad, ha divesker ar merc’hed a oa holl keit-ha-keit : bugale koant evel o mamm, ijinus evel o zad.
Unan zoken eus bugale vihan Azenorig, prinsez a Gerne, ha Mizerig, a deuas divezatoc’h da azeza war dron Grallon-Meur, evit d’e dad-koz, Mizerig, beza bet gwechall chalboter e-kichen Pont-’n-Abad.