Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/57

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


YANN AN INKIN
HAG AN AOTROU FURZOD


————

 


Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-ze a weler a-wechou kroummet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuhez.

Mat ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa o chom en unan eus ar maneriou-ze, trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg, Herri ar Marichal.

An aotrou-ze a oa leshanvet Furzod, abalamour ma na veze morse na fur na sod a-walc’h hepken. O chom edo e maner ar C’hastell-C’houitell, e-lec’h ma oa eur wezenn gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou fall ; met an dud fur hag onest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwar-benn aotrou hag itron ar C’hastell-C’houitell, betek ma lavared e veze alïes-alïes — piou ’oar ped gwech bemdez ? — e veze komzou trenk ha c’houero, taoliou-dorn, krabisadennou ha