Eur wech e oa, pe ne oa ket, — kredit, lennerien, pe na rit ket : me ’gonto d’eoc’h an traou hervez m’am eus o c’hlevet, — hag e oa eun den e hano Mizerig. Eur c’hoz denig eo a fell d'in lavaret, eun netraïg, rak, evitan da veza deut d’an oad a bemp bloaz war-nugent, e vije bet kemeret eas evit eur c’hrenn-baotr a-boan echuet e baskou gantan : Ne oa na bras, na teo, nemet ar c’hroc’hen war an eskern, ha c’hoaz askornet munut e oa. E vizach drouklivet, hep eur vlevenn didenvet war e vuzell uhela, e toull druz ar mec’hi, ne oa warni nemet liou krampoez Kemper. Evit echui, gounezet e oa e hano gantan ; en eur ger, hanvet mat e oa bet Mizerig.
Nerz n’en devoa ket, evit gwir ; met, evit e lod, e oa ijinus ha speredet bras meurbed ! Arabad e-vije d’eoc’h c’hoarzin goap warnan dindan e fri, rak atao e kave au tu d’ho paea, o veza ma lavare ne oa ket mat d’ezan chom, re bell da vihana, dleour da zen ebet.
Dizonjal a reen da lavaret d’eoc’h e oa Mizerig chalboter, pe charetour mar kavit gwelloc’h, hag o chom tostik da Bont-’n-Abad. D’an amzer-ze, ne oa ket deut c’hoaz ar c’hiz gant ar merc’hed da vont, pep mintin, e kear da gas leaz hag amann, er « char-à-bancs », mar plij !… Neuze e vije gwelet