ar Bigoudenned o vont e kear war droad, eur podad leaz, sounn war o bigoudenn-penn-tach, eur paner a-istribilh ouz pep dorn, bec’h ganto o ruza o divesker, skuiz-maro o tougen eun hanter-dousenn broziou.
An dra-man a zo evit lavaret d’eoc’h e ree goap ar Bigoudenned ouz Mizerig, pa dremenent en e gichen, ha Mizerig, diouz e du, a skoe didruez gant e skourjez dre an divesker ; met peurliesa o broziou mezer fetiz o ziwalle, hag ar Bigoudenned a gendalc’he da c’hoapaat.
Eur mintinvez, e-kreiz miz gouere, e tremenas diou Vigoudenn dirak hor chalboter, hag ar jabadao o kas dioc’htu.
— Sell ar paotrig !… Mizerig, deuit aman, Mizerig, me ho lakay em zavancher, pe em faner, e-giz ma keroc’h !
D’an taol-ze, Mizerig a yeas droug ennan, droug evit mat, hag hen ruz-glaou gant e bennad imor, o vont d’an diou Vigoudenn : taoliou skourjez a-gleiz hag a-zehou, ha dao, ha dao, dao dalc’hmat ha dao c’hoaz !... D’ar fin, eur podad leaz a voe skuilhet war ar boultrenn hag ar c’hlazenn e kostez an hent bras ; ouspenn-ze, daouzek vi, — eun dousenn viou, war-bouez eur vi, — a voe bruzunet ha great koz-podig ganto, e-giz d’ar C'hasimodo.
Ar Bigoudenned a droc’has kuit ac’hano etrezek Pont-’n-Abad, en eur c'hoarzin en eur giz all !…