Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret… [1]
Neuze ’ta, abaoe ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontell war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketer o chom e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da baotred-ar-c’hign ; e-lec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale, eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketerien sant Per-Baour evit o zant paeron !
N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penaos.
Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano, — eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro, — a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia e-touez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya, koant zoken, met hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.
Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penaos en defe gellet ober, pegwir e holl amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vat, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…
Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou ’oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa great taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz, ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet — hervez lod, — gant e wreg, eur vaouez beg figus, rok an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou ’oar ?… Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me ’gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :
- Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
- Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlann !
- Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
- Pariz, te ’vo beuzet en tan.
Mar deman an diougan-ze war-nez dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furaat, ha kalz c’hoaz !
Eiz deiz goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig.
— Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer !… Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ?
En eur ger, bouzara a reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblans. Ker buan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez :
— Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me ’welo. Ha buan !
Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fenn gant an itron Beskontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !
Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buan e kasjont lizer d’ezan, hag, eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kêz marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?
Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.
Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penaos, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas friko d’an dianket a oa nevez kavet. Ma ! d’al leupez aotrou yaouank e voe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Met an eil a blije d’ar c’holladenn kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa na vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chomas ar beskontig beurlek pemzek deiz ha diou zizun klanv war e wele goude re-gofad, respet d’eoc’h, kristenien ! Met ne varvas ket, lartaat an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kêz Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !…
Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tïez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze !
A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenn-hêr.
— Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchenn, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra ’oar betek-hen?
— Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost da vad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano !
— A zo mat, eme egile, goude eul lonkadenn win, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Met n’eo ket a-walc’h. Daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nann ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski.
Goude great ha dic’hreat, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. Ha, goude eur pevar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, — nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera, — nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.
Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezell a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblans, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kêz Truilhennig a gouezas en he rouejou !…
Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e-lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en-dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit er-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.
Truilhennig en em jale :
— C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war-bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ?
Ya, o vont da zimezi, me ’lavar ! Kerz da c’houitellat, paotr paour, mar sonj d’it ! An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !
Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a chome c’hoaz ganti a skiant vat : red e voe he c’has da di an diskianted, e-lec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri dervez !
Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ?
Ar paotr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan :
— Perak ivez n’eo ket bet chomet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ?
Met naon a deue d’ezan, hag, evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man ’zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan…
Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre goc’hu ar gear vras, a chomas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile.
— Truilhennig ! eme an eil.
— Gargarenez ! eme egile.
Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.
Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a voe great.
… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv.
Hag e dechou fall ? emezoc’h. — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !…
Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mat diouz Pariz ar C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta, « Truilhennig ha Gargarenez » !…
- ↑ Hizio, bennoz Doue, ar skolaj koz a zo adarre digor ha beo-buhezek evit brasa mad ar brezoneg.