Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/48

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

   

FILHOR PAOLIG
A GERZATAN

   

————

 


Bloaz a vije a-benn dilost miz genver abaoe ma oa dimezet Per ar Paour gant Soaz an Dienez ; ya, a-benn pemzek deiz e vije bloaz abaoe ma oant deut da chom en eun penn-ti, sko e kichen Maner ar C’hagn, e-lec’h ma veve aotrou an Didruez. Madik a-walc’h ez ea an traou en-dro gant an daou yaouank, abaoe o eured, Per o tevezia tost ken alïes ha bemdez, er c’heariou a-ziwardro ; ha Soaz, diouz he zu, oc’h ober war-dro an tiegez, hag ahendall o c’hounit eur gwennegig bennak, rak eun tammig edo kemenerez, ha, pa c’helle kaout labour gwriat, e laboure.



Siouaz ! da zerc’hent an Nedelek, ar gurun a strakas a-zioc’h o fennou. Pengwennig, ar vioc’h hag o doa gellet prena gant o espern, dre galz a boan avat, Pengwennig a zigouezas d’ezi mont dre laer da beuri e foenneg Maner ar C’hagn ; an Didruez he gwelas, ha pim ! e tennas warni…

Tristidigez ! Petra d’ober er penn-ti breman e-pad ar goanv kalet, hep berad leaz, na begad amann ?… Dioueret, a dra zur ! Met, mar deo eas lavaret ar ger, gouzanv an dra a zo tennoc’h.