Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

Hag ouspenn-ze, nec’h o doa ahendall, rak hep dale, eus an eil devez d’egile, e-lec’h daou e vijent tri o chom er penn-ti…

Eun devez eta war ar genta sizun a viz genver, Per ar Paour, o tevezia gant Herri ar Marichal, a oa bet kaset gant heman da droc’ha mouded du-hont e lanneg Poularbrini. An denvalijenn en em led abret d’ar c’houlz-bloaz-ze, hag an devezour a oa war-nez diskregi diouz e labour, ha klask penn an hent da vont d’ar gear, pa welas o tont etrezeg ennan eun aotrou. Ya, mar plij, eun aotrou ! Kenta m’her gwelas, e kavas warnan stumm an Didruez, hag eur sonj fall a bignas d’ar red d’e benn : ober e stal d’ezan. Eun taol marr dre gostez e benn, prim, hag e tiskarfe d’an douar an Didruez, e-giz m’en doa diskaret heman Pengwennig en devez all. Met nann n’eo ket aotrou Maner ar C’hagn an hini eo, rak an Didruez a zo anezan eur c’hof bras doun ha teo, war eun divesker berr, e-giz eun irvinenn war he gwriziou moan ha bresk, ha du liou e zremm e-giz reor eur billig-krampoez ; e-lec’h an diaveziad-man a zo ruz e vleo, eur fri moan ha hir e-kreiz eun dremm eskernek, ha baro ruz-tan dindan e chink. C’houez an dev a deu dioutan, a lavarfed.

— Ac’hanta ! devezour, emaout o vont d’ar gear gant skuizder da zevez ?

— Ya ! eme Ber ar Paour, e varr war e skoaz ; mont a ran da welet penaos eman va gwreg ganti du-hont.

— Ah ! ya, gwreg a teus ; bugale ivez marteze ?

— N’em eus ket evit c’hoaz.

— Nemet e c’hellfes kaout marteze ?

— Hag hep dale pell, marteze, e-giz ma lavarit.

— Ha ! ha ! eme an aotrou ruz, c’houez ar suilh ouz e