Nebeud a dra !
Nebeud a dra a vez a-wechou kiriek d’ar grevusa traou ; hag evel-se, daoust hag eun ufenn-dan n’eo ket gouest da lakaat au tan-gwall da gregi en ho ti ? Ha koulskoude eun ufennig-tan a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?
Lakomp c’hoaz ho peus droug en ho piz bihan gant eun drean, pe eur gorig bennak. Ma ! kement-se a zo a-walc’h evit ober d’eoc’h klemm ; ha koulskoude eun drean, eur gorig a zo nebeud a dra, n’eo ket ’ta ?
Kement-man a zo evit lavaret d’eoc’h ne vez peoc’h founnus, n’ez a klok an traou e tïez a zo, etre priejou a zo, nemet pa dro ar bed en doare ma fell d’ezo. Anez, nebeud a dra a laka da zevel etrezo ; diwar eun netraïg e tiwan bec’h etrezo, ha re alïes, siouaz ! kroz ha kurun, tan ha brezel. Ma na gredit ket, selaouit.
Gwechall — hag abaoe n’eus ket ken pell-ze, rak pell emaoun c’hoaz diouz va c’hant vloaz, — gwechall e chome em farrez daou bried yaouank. Nevez dimezet e oant, ha ne oa deut c’hoaz netra beteg enno ; eu eur gêriadennig distro e vevent « dizoursi-bras ha dinec’h », didrouzik hag eurus.
Paskolig, an ozac’h, a veze bemdez o tevezia war ar meaz ha ne zigoueze er gear nemet da glask e goan, e wele hag e wreg. Houman, Soazig, a yee he amzer ganti da zoursial ouz he bioc’h, da gempenn he zammig tiegez, ha da benselia, da dapouna dilhajou ha kreziou.
Pep-hini anezo en em emelle eus e draou, hag evel-se ne veze ket reuz ganto. Eun draïg o doa divizet kenetrezo pa oant dimezet : penaos pep-hini d’e dro a rankje gwalc’hi ar skudellou goude koan. Kement-se a oa nebeud a dra, emezoc’h, rak n’edo nemet diou skudell da deurel eur banneig dour a-dreisto. N’eus forz, dont a reas an ampoent hag an nebeudig-ze a dorras ar peoc’h a rene etre an daou bried. Rak, eur zadornvez da noz, Paskolig ha Soazig o doa koaniet gant yod kerc’h silet, ha leaz-mesk fresk o tont diouz ar ribod. Ma ! goude koan, hag hep lavaret grik, an ozac’h a lakeas eun tammig tan war e gorn-butun da vogedi toullou e fri, hag ar wreg a grogas en he labour da ober eur vrochennad stamm bennak. Hogen e-pad ar c’houlz-ze, dilerc’h koan a chome war an daol : ar jidhouarn, eun tammig yod c’hoaz en he strad ha krestenn ouz he c’hantennou, ar skudilli, al loaiou. Met hep dale mouez Paskolig a zavas rustoc’h eget m’edo boazet.
— Poent eo dic’huba an daol, tanfoultr ! emezan.
— Piou a zo o c’hortoz ? a respontas Soazig.
— Da dro eo, me ’gred mat : dillo, kemer an torch-skaota, ha didrouz !
— N’eo ket va zro, eme eben ; daoust ha n’eo ket dec’h ’oa bet da goan avalou-douar en o c’hroc’hen ?
— Foei ! Me ne ran forz gant kement-se, na gant patatez,
na gant o flusk ; met dec’h e oa ar gwener, ha me eo a walc’has
ar stalikerez, sonj am eus re vat !
— N’eo ket gwir !
— A zo gwir !
— Nann !
— Eo !
Sellou du a rejont an eil ouz egile, met aze e chomjont, ha gwell e oa ze. Ma vijent bet primoc’h, an eil hag egile, e vijent bet eat pelloc’h, ha diwar nebeud a dra koulskoude.
Goude eur pennadig peoc’h, teod Soazig a yeas en-dro, rak kavet he doa eun dra bennak.
— Ma ! emezi, pegwir n’omp ket evit en em entent, Paskolig, setu aman ar pez gwella hon deus da ober : an hini ac’hanomp a gomzo da genta, a lavaro ar ger kenta, hennez a walc’ho ar skudilli hag a zic’hubo an daol, n’eo ket fenoz, n’eo ket eur wech na diou wech, met evit atao, ken alïes gwech ma vo red ober.
— A zo gwir, a lavaras Paskolig. Emaout war ar pare ? Neuze emaomp e-barz !
Ha diwar kement-se ne oa mui ger ebet etrezo. Soazig n’edo ket seizdaletoc’h evit lavaret he zammig Pater ha pignat er gwele-kloz. Paskolig, hen, a reas da genta eun hanter-dro er-meaz da… welet an noz, a raok mont da c’hourvez a-hed e hini goz. Met hini anezo ne grede tinta ger ebet, gant aon da gaout bemnoz an traou da zic’huba diwar an daol…
Antronoz e oa ar zul : an daon bried a chomas da ober o c’housk-mintin. An heol a oa uhel hag e oant c’hoaz o voueta ar c’houen dindan o golc’hedou-pell… Koulskoude tud, bet en oferenn-vintin, en eur dremen a-biou da di ar c’houskerien, a zouezas o welet c’hoaz prennet dor ha prenestr.
Tin-Vras, pe Mestr al Lantiked, — n’em eus ken sonj mat a-walc’h, rak divemor e teuan da veza a-raok an oad, — a buntas da genta war an nor ; hag e-giz ne responte mouez ebet a-ziabarz an ti :
— Divarc’homp an nor, eme Kolaïg Muzelleg, ha deomp e-barz da welet !
— Nann, nann, kant gwech nann, eme Gaïdou ar Gapen, dre ar prenestr eo klokoc’h mont e-barz !
Ouz he c’hlevet, Jakez Tort, kemener laer an Ti-all, eur skrifelleg uhel war e zivesker, a zavas e c’har gleiz hag a daoliou boutez a vrevas gwer ar prenestr. Kerkent Noun Lopez ha Yann Cheulk, daou viliner-brenn, a bignas a-c’haoliad er prenestr, a lammas en ti hag a zibrennas an nor a-ziabarz.
Ken buan al lochennig a oa leun-tenn a dud. En em gaout a ree eno, ouspenn eget ar re am eus hanvet, Lan Gabouig ha Lommig C’hoarzato ; Maoutig Kernoc’h ; an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar, gant e ziou verc’h, Chê ha Moumoutig, kazel ouz kazel ; Gabriel ha Visant Pibenn, tomm an heol ganto ; ha me ’oar, me, piou a oa c’hoaz !
Ha petra ’gav d’eoc’h e weljont e-barz an ti ? An daou berc’henn en o gwele : Soazig troet ouz ar speurenn, ha Paskolig e benn gantan skoachet mat dindan al linser.
— Petra, maro int ? eme Lommig C'hoarzato.
Paskolig a ziskuzas e benn a-zindan an dilhad, ha Soazig a zistroas he zellou du.
— Beo int c’hoaz, eme an holl, rak finval a reont. Jakez Tort, kemener-laer an Ti-all, a zavas e vouez :
— Ac’hanta ! melc’houed-krogennek, daoust ha n’eo ket poent c’hoaz didoulla alese ? Respontit d’eomp, n’ho peus ket mez chom keit-all amzer da skuiza en ho kourvez ?… Satordallik ha pluskdero ! Lavarit d’eomp eun hanter-ger bennak, e-lec’h diskorbella ken spontus ho taoulagad, e-giz pa vefec’h o klask lonka kement-hini ’zo ac’hanomp, an eil war-lerc’h egile !…
E-barz ar gwele-kloz, hini ebet ne zizerras e rann.
— Bi… bi… biskoaz ke… kemend-all ! eme Lan Gabouig a oa besteod hag a zaoznege eun distera. Chi… chi… chaka gurun ! pe… petra c'hoarvez ganto ?
Chê, merc’h an aotrou C'houezfal, a ziskordas da c’hoarzin, ken na dregernas ganti skudilli, loaiou ha jidhouarn war an daol.
— N’eo ket souez, emezi etre daou bennad c’hoarz, poan-gof o deus o veza debret re a yod dec’h da goan : setu aze o dilerc’h war an daol.
An holl a c’hoarzas d’he heul, met Paskolig ne reas ezvan ebet evit-se, na Soazig kennebeut, ha setu ma savas aon gant an holl.
— Ar re-man a zo mud, kollet ar c’homz ganto ; piou ’oar, marteze ez eus eun dra bennak aze dindan. Daoust ha na vefe ket Paol gornek, Paolig lost-hir, o c’hoari e baotr war an daou-man ? Eo, sur a-walc’h, rak sellit pebez tres divalo ’zo gwisket warno !…
Hag en eur zonjal kement-se, ar wazed a chome nec’het bras ; hag ar merc’hed, strafuilhet-holl a lakee sin ar groaz en o c’herc’hen buan ha buan.
— Ha ma redfe unan bennak ac’hanomp da gerc’hat ar beleg d’eoc’h ? a c’houlennas Moumoutig digant an daou vud.
Paskolig ha Soazig a zellas an eil ouz egile, met ger ebet
ne gavas an hent da zont diwar o muzellou.
Hag an aon hag ar spont a greske e-kreiz ar wazed ; hag ar merc’hedou a grene e-giz eur bern deliou sec’h ; ha Jakez Tort, kemener-laer au Ti-all, ar skrifelleg hir e zivesker, a dennas boutou ha lêrou evit redek da glask ar beleg…
Ne voe ket pell gant e dro.
— Peoc’h d’an ti-man ! eme an aotrou person, en eur zigouezout ; bennoz Doue d’ar re veo, ha repoz vat d’ar re varo !
Hag e tosteas ouz ar gwele.
— Penaos, va mignoned, ar fall a zo kouezet a-dreuz war ho korre ?
Er gwele-kloz grik ebet morse ! Met Gaïdou en em gargas da respont :
— Nann ! aotrou person ; ne gomzont mui… an diaoul ’zo warno !…
An aotrou person a arvestas piz outo.
— Ya, emezan. Eun diaoul en deus great en o c’hreiz e labour divalo… an diaoul mud. Ma ! evit kaout o yec’hed en-dro, mat e vefe kinnig eun draïg bennak d’ar zant ha d’hon iliz : eur lur amann, pe gentoc’h diou, hag eur c’hrez dilhad !…
Diou verc’h an aotrou C'houezfal eus maner an Avaloudouar a furchas a-zevri an arbeliou. Paskolig a zelle outo gant poan, e-giz eur c’hlanvour toc’hor c’hoant d’ezan da gomz hep gellout lavaret an distera ger ; Soazig, en he c’hoaze, a groane he gwalc'h, hag he zellou du a bare war an diou furcherez divergont. Moumoutig he doa pourmenet he c’hrabanou furch-difurch en arbel leaz.
— Setu aze, aotrou person, ne gavan ket eur begad amann en ti ; met eun dousennig viou am eus dineizet, ha m’ho pefe ar vadelez da ginnig aneze d’ar zant da c’houlenn digantan evit au dud keiz-man beza pareet, pe beza da vihana diboaniet abret.
An aotrou person a gemeras viou ar zant !
Chê a oa war he daoulin o turluta en arbel all hag o turia da vad an dilhajou hag ar c’hreziou.
— Setu aman, aotrou person, emezi, eur roched madik a-walc’h, ha, mar karit gwerza anezi « e profit ar zant », dalit, ema-hi aze !
Hag an aotrou person a gemeras roched ar zant.
E oa o trei da vont er-meaz gant viou ha roched, pa zilammas Soazig en he fatenn (he hiviz) war bank he gwele.
— Hep ! pep ! pep ! emezi, lezit an traou-ze aman, mil gutez ! Restaolit d’eomp roched-eured Paskolig, ha viou va yar velen !
Paskolig a dennas neuze e benn er-meaz hag, en eur c’hoarzin, a lavaras d’e hini-goz :
— Ac’hanta ! Soazig, eur vaouez n’eo ket mestr d’he zeod, gwisk dillo da zilhad ; ar jidhouarn ’zo aze war an daol ouz da c’hortoz, rak komzet ec’h eus da genta, ha te an hini a ranko bemnoz skaota an traou !
Hag e tisplegas dirag an holl perak e oant bet mud o-daou, eur pennadig.
Kement-hini a oa en ti a zailhas da c’hoarzin e walc’h, hag an aotrou person zoken ne chomas ket war-lerc’h ar re all.
Soazig a wiskas he broz, ha, mezek an tamm anezi, en em
lakeas da zic’huba an daol. Da vihana, mar he doa kollet war
an tu-ze, war an tu all he doa gounezet, rak miret he doa ouz
viou he yar velen ha roched-eured Paskolig da vont gant ar
zant.
Evel-se ema va c’honchenn, lennerien ; kredit anezi ar pez a garoc’h, met, lavarit d’in, daoust ha n’eus ket aze kalz a reuz diwar-benn « nebeud a dra » ?