Mab-kaer d’ar roue
MAB-KAER D’AR ROUE
An devez ma krogas gant e ugent vloaz, Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a voe kaset da c’haloupat bro pell pell diwar e dro gant e dad, roue Bro ar C’haperien, eun niz bihan bennak d’ar roue Grallon (Doue d’e bardono !), an hini a zo uhel-bignet, du-ze war gein e varc’h-mein, etre daou dour Kemper-Korantin.
Ya, ha bloaz a oa, deiz evit deiz, abaoe ma oa pelleat Youen
diouz palez e dad, evit mont da veachi da brena furnez, — pe
da glask skiant-prenet o veachi, — pa zigouezas, eun abardevez
hanv, war zouarou e baeron, ar roue Pentudi, a astenne e
c’halloud war holl Vro ar Vigoudenned, zoken war Bont-’n-Abad.
An heol, o vont da gousket, a lede eur vantell ruz war vogeriou Kerbutun, pa dremenas dre borz ar c’hastell ar prins yaouank hag e dud.
Youen, ma ne oa ket pounner samm ar bloaveziou war e chouk, na pounner bec’h ar rebechou war e goustians, ne oa ket kennebeut kalz pounneroc’h pouez an aour en e yalc’h louedet. An tad, a-raok ar c’himiad, en doa tailhet ar c’herc’h, hag heuilhet dister a-walc’h e oa prins Pouldahud.
Selaouit kentoc’h…
Er penn a-raok, kichen-ha-kichen, eun hanter dousenn ourouleriou, mar plij, a-istribilh o tintal ouz gouzoug pep-hini, e kerze daou goz azen blevek, fall a-walc’h evit beza gwerzet d’ar c’hign, hag a gerze netra ken nemet abalamour m’ edont boazet. War gein an ezen divalo-ze, eun tabouliner hag eun trompilher. Nag int a zone ! Nag int a gorne ! Ken gwaz, da vihana, ha ma raio an êlez, evit hon dihun diouz hon c’housk maro, a-benn fin ar bed !
Goude-ze, daou varc’heg, treut-gagn o c’hezeg, ha peb a bikol kleze hir ganto o ruza betek an douar, tokou houarn war o fennou gouest a-walc’h da lakaat ar Gristenien da sponta araozo.
War o lerc’h e teue eur pez kanval, hag unan uhel ha krenv, deut, n’em eus ket a zonj peur na penaos, eus gouelec’hiou ar Vorianed. Kredit ’ta, ar c’hanval, hep diskouez an distera tamm skuizder, a zouge ar prins Youen war greiz e vell-kein etre e ziou dorgenn ; war dost d’e c’houzoug, an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez ha, war e dalier, ar mevel bras teo Gwinardant. Paour kêz kanval, sell !…
Hag, evit kloza ar strollad, war droad, pakajou ganto ouz o chouk, eur medesin, eur barver, eur c’heginer, hag eul lakez evit ober n’em eus dalc’het mui sonj petra. Arabad d’in kennebeut ankounac’haat ar pevar ki-bleiz a fringe, a harze aman hag a-hont, gwech a-raok, gwech a-drenv.
Del ! Setu aze penaos Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a zigouezas e-barz maner Kerbutun, e ti e baeron Pentudi, roue ar Vigoudenned.
Holl hekleviou ar porz bras a zihunas gant trouz ar chas-bleiz o chalpat, gant trouz an ourouleriou o tiridignat, gant trouz ar c’hlezeier hir o tastoni war ar vein, kement ma teuas da zellet d’o frenestr, diou verc’h ar roue, Braventez ha Gwennig, yaouank o-diou ha merc’hed koant, nemet Gwennig a ranke dalc’hmat plega d’he c’hoar hena Braventez, bet moumounet gant he zad, abaoe ma oa anezi, ha boazet da ober e pep lec’h he mestrez.
An diou brinsez a welas ar c’hanval o soubla war e zaoulin disvlevet, hag ar prins yaouank o lammet prim d’an traon, hag o rei an dourn da zikour da ziskenn e vevel teo Gwinardant, eur paotr reut e jiletenn ha ne vije morse hanter-vezo nemet seiz devez bep sizun ; ahendall eur servijer eus ar gwella.
— Kalon vat en deus, eme an hini yaouank.
— Kalon vat, foei ya… evit e vevel ! N’eo ket d’ezan eo da zikour. Ne oar ket derc’hel e renk, em eus aon ! eme an hini gosa, en eur rodal… Ha neuze, emezi c’hoaz, sell ouz e azenned divalo !
— O ! eme ar c’hoar all, divalo a-walc’h, met beo int, hag eun azen beo a zo talvoudusoc’h eget daou varc’h maro.
An aotrou manac’h Leunafurnez a zistagas eur zarmon gaer evit saludi paeron e ziskibl, ken kaer ma tic’henaoue ar chas-bleiz puchet war deleziou an nor-dal, ha ma heje ar c’hanval trist e benn moal.
Ar roue koz Pentudi, n’eo ket red hel lavaret, a zigemeras mat e filhor, ken laouen an tamm anezan ma paeas eur picherad eus e wella jistr digaset war-eün gant eur merour diouz Kergoadik e Fouesnant. Betek Gwinardant e-unan a ganas meuleudiou d’ar jistr melen.
— Piou ’oar ? a zonje ar roue ; setu aze eur filhor hag a vefe ennan danvez mat a-walc’h evit beza va mab-kaer aman e Kerbutun, rak, n’eus ket da dorta, emaoun eur pennad brao a zo o koza, ha, pegwir digant va rouanez (pell zo eo tremenet ha Doue d’ he fardono !) pegwir n’em eus bet nemet merc’hed, mall eo d’in bazvalanat evito hag a-raok pell c’hoaz, m’am eus c’hoant da welet ar roueed vihan o tidenvi… Ya, filhor ha mab-kaer, ni a welo bremaïk.
Hogen eur c’hiz a-holl-viskoaz a oa neuze e rouantelez ar Vigoudennéd. Hervez lezennou ar vro, ar roue koz, pa ne veze ket a baotred, a veze red d’ezan ober tri goulenn ouz e zanvez mab-kaer, ha gwelet dre eno hag a-walc’h a furnez, a nerz kalon, a spered, a ijin a c’helle kaout an den yaouank a dlee beza fiziet etre e zaouarn eur verc’h garet ha stur pounner ar gouarnamant.
Evit mont penn-da-benn gant roudou ar wirionez, eo red lavaret e oa krog ar c’hoant dimezi e-barz ar brinsez Braventez. Met, dre ma ouie edo he lignez a ouenn goz hag uhel daoust d’he nebeud a binvidigez, ar plac’h figus ne gavas ket kalz diouz he doare Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tisoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, abalamour marteze d’ar c’hanval, pe d’an azenned, pe… ha me ’oar, me ?…
— Filhor, eme eur mintinvez ar roue Pentudi, kredi a ran ez eus ac’hanout eur paotr a boell hag a furnez ; goulenn a ran diganit evelato ma hen diskouezi freaz hag anat d’eomp !
— Petra eo ar stal ? eme ar prins Youen.
— O ! dister a-walc’h ! Eur c’hoz tamm sonj hag a zo nevez deut d’in.
Ha Youen a zoublas izel :
— Ne garan nemet senti ouzoc’h.
— Ma, setu aman. Dec’h diveza, e-pad ma oan o redek eun houc’h gouez dre aze, e welis e oa eur wezenn a re e-touez gwez va c’hoajou. Kerz ’ta da glask ar wezenn-ze, va faotr, ha, pa vezo kavet, digas anezi d’in aman.
— Salokras, aotrou roue, re zister dra a c’houlennit diganin. Lavarit pehini eo ar wezenn a faot d’eoc’h, ha kredit e vezo hi aman dizale. Pehini eo ?
— D’it da glask, eme Bentudi. Sell, klask en-dro d’it, ha dibab hervez ma kari. Da vihana, gant ma tibabi ar wezenn a c’hoantaan ! Evit al labour, e c’helli kas ganit enn toullad glaouerien begou-du : Met dalc’h mat sonj da gemer kuzul kepken diouzit da-unan ha diouz ar c’hoant a teus da gas da vennoz da benn evit plijout d’in.
— Siouaz Doue ! paeron paour, kenkouls tra eo d’eoc’h dioc’htu goulenn diganin mont daved eur steredenn eus an nenv binniget. Ma plijfe c’hoaz gant ho polontez rei d’in da anaout gouenn ar wezenn-ze.
— Gortoz, filhor, hag e klevi. Eur prins a zo eur mesaer tud, hag a zo e vicher klevout ar pez a daver dirazan, gwelet kement a guzer ; hag ivez tremen hep gwelet a-wechou an traou a laker dirak e zaoulagad. Gouzout en em ober, en em drei, setu aze ar vicher ! Disk anezi, va faotr,… ha roust, en em denn ac’halen da glask va gwezenn.
Hor paour kêz den yaouank, daoust d’ezan da veza prins, markiz, beskont, aotrou, — sonj ho peus dalc’het marteze eus e hanoiou, — a oa nec’hetoc’h eget e ganval o tiskuiza, en e varchosi, dirak eur bailhad brenn hag eun hordennad foenn… C’hoaz e lavar meur a hini ez eo brao beza a lignez uhel. Ha ya vat ! Foei, sell !…
Met ar roue Pentudi en doa gourc’hemennet, ha red e oa senti. Hogen penaos ?
Aze e oa an dalc’h, ha Youen a zebre e dammig spered o klask gouzout dre be benn diluia ar gudenn rouestlet-ze, ha kaer klask en doa, netra ne gave.
E-kreiz ar c’hoad, en-dro da Gerbutun, eun hanter-dousenn glaouerien mogedet a c’hortoze prins Pouldahud, prest da bilat ar wezenn, kerkent ma vije dibabet.
— Gortozit c’hoaz eur pennadig, paotred ; met ne c’hedoc’h mui gwall-bell ; c’hoaz amzer d’in hepken da ober eur zonj hag eun dro ziveza. Bremaïk ema-hi d’eomp.
Ha Youen dounoc’h-douna e-barz ar c’hoad.
Ha ya, feiz ! Hag e oa gwelloc’h ? — Tamm ebet ! Gwez aman, gwez aze, gwez a bep tu, gwez du-hont, a-zehou, a-gleiz, a-raok, a-drenv, ha nemet gwez hepken ! A-wechou ar brankou en em skoulme ken stank eus an eil gwezenn d’eben ma reant a-zioc’h ar penn evel eur vaot denval, eur ganevedenn vodennek, bec’h da sklerijenn an deiz en em zila drezo. Ha fresk dindane, yen zoken. Ha sioul evel e-barz eun iliz ; trouz all ebet nemet klemmadennou an deliou hejet gant an avel, oa skrijadennou ar c’hizier-koad o c’hoari en em dapout. Dizaon zur edo an aotrou Youen ; me ’gred, koulskoude, e vije bet ken laouen, o klevet kanaouennou eul labous pe c’houitelladennou eur mesaer.
Ha perak ivez ’ta, evit kavout eun ali mat bennak, n’en doa ket digaset gantan an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, pe zoken ar c’hofek teo Gwinardant ?
— Ac’halen, eme Youen outan e-unan, n’eo ket eur wezenn a vije ezomm da bilat, na dek, na kant ! met mil, dek mil, evit rouesaat ar paour kêz koad tenval-man. Hag ar roue en deus lavaret unan hepken. Mat ! Met pehini eo ar wezenn-ze ? Dero bodennek, pe bezo kizidik, pe fao uhel, pe evlac’h ruskennek, pe pin gant o spilhou glas ? Ha, va roue paeron, setu aze eur zonj treut maget en ho faltazi !
Ha prins Pouldahud da zistrei daved ar c’hlaouerien chomet du-hont azezet da varvailhat, dindan eun dervenn divlenchet ha dirusket doun gant ar gurun.
— Evit houman, an dervenn-man, divalo a-walc’h er stad-ze, a dle beza skuiz en he zav. Fest ar vouc’hal a rafe vad marteze d’he zrojenn. Ya, met nebeud a dra eo evit va faeron roue…
Setu hen nec’hetoc’h eget biskoaz, pa glevas eur vouez fresk o tiskorda krenv da c’hoarzin en e gichen. Braventez eo a oa oc’h ober he baleadenn, eun toullad dimezelled kaer hag aotrounez yaouank ouz he heul.
— Penaos, emezi, n’och ket evit ober ho mennoz ? C’hoant ho peus marteze da chom aze da ober gwriziou. Da eo d’eoc’h neuze hel lavaret, evit ma vezo digaset ho koan d’eoc’h aman !
— Ya, prins Pouldahud, grit eun dibab ha buan ! eme dek mouez all.
Hag int ac’hano, o c’hoarzin goap leun o begou, ken ma tregerne ar c’hoad gant o moueziou.
Ha Youen a chomas e-unan, hep gouzout kalz war be droad poueza, na war be du koueza, pa glevas eun eostig o c’houitellat drant e ganaouenn.
— Ha setu te du-hont, va labousig koant, kludet uhel war vlenchenn ar vrava eus gwez ar c’hoad-man ! Ya, eostig, entent mat a ran ac’hanout. Gouzout a ran, da gan a lavar d’in ez eo ar wezenn-ze a rankan kas d’am faeron roue. Evel-se e vezo great ; heuilh a rin da ali. Ha mil bennoz da Grouer d’it, evnig keant, da veva koz ha da gana kaeroc’h bemdez ! Kenavo !
Hag hor Youen, evit tapout an amzer gollet, da redek da glask e c’hlaouerien begou-du. Hag an holl war gorf o roched ha bec’h d’al labour ! Ne badas ket pell an traou. Ar wezenn gaer ne voe na troc’het nag eskennet, hogen displantet en he fez, gwriziou hag all, hep droug ebet, rak ar filhor a felle d’ezan ober e gefridi eus ar c’haera.
An heol a guz du-hont e benn ruz a-drenv an torgennou,
pa zigouez prins yaouank Pouldahud e Kerbutun, hag, evit
rei da anaout e zistro da dud ar c’hastell, eur gward a zon e
gorn-boud.
Setu an holl o tiskenn buana ma c’hellont ; ar roue Pentudi, Braventez, Gwennig, an aotrou manac’h kelenner Leunafurnez, ar mevel bras Gwinardant, gantan eur picherad jistr, hag an dimezelled hag ar flec’h, hag an duchentil, betek zoken ar vevelien.
— Va faeron roue, eme Youen o tostaat, mar plich, pourchasit peb a vanne jistr evit va glaouerien. Eman gleb o chupenn war o roched ha dizec’het o gourlanchenn, rak, va c’hredit, tomm eo bet an abadenn. Met deut eo an traou da vad, ha bremaïk e vezo digouezet dirazoc’h ar wezenn am eus dibabet, unan hag a vezo diouz ho toare.
Setu ma klever trouz gant treid ar c’hezeg, gant gwigour ar rojou-karr, gant galv ar chalboterien ha strakadennou ar skourjezou.
— Aotrou Doue ! eme an holl zellerien, petra eo hounnez, ar wezenn-ze ?
Dek karr bras a oa bet staget lost-ouz-lost, ha kezeg, forz pegement, sterniet da chacha. Ha setu penaos e teue betek porz ar maner eur mell gwezenn gourvezet penn-da-benn war ar c’hirri.
Ar roue koz, hag a wele c’hoaz mat eus a-bell, ne zaleas ket d’anaout ar wezenn.
— Seiz kant luc’hedenn gamm ! emezan gant e vouez c’hroz. Kalz gwelloc'h e vije bet d’in beza bet paeron da vab an truilhaoueka pilhaouer eus bro ar Vigoudenned, eget beza eat da zerc’hel war mean-font ar Vadiziant eur bitouz ken diempenn, eur marmouz ken diboell ha ma ’z out-te, prinsig Pouldahud ! N’ouzez-te ket eo hounnez, ar wezenn a teus displantet, diskolpet hag hanter-lazet, n’ouzez-te ket e teu ar wezenn-ze war-eün eus kear Is, kear-veur hon tadou-koz ? Amziod paour ! Ar zant bras Gwennole eo a zigasas e-unan aman ar wezenn-ze, pa n’edo c’hoaz nemet eur blantennig dister. Mont d’en em gemer evel-se ouz eur wezenn ken kaer, ken sakr, ken… ken…, eur wezenn hag a oa aze marteze o tiwall hon gouenn !… Sell, nebeut a rafe d’in da ziskolpa ivez, ha diwrizienna da ene diouz da gorf !
— Re bell ez it ivez ; tad, eme Gwennig, he c’halon o piltrotat d’an daoulamm-ruz en he c’hreiz ; lezet ho poa an dijentil yaouank da ober e zibab.
Prins Pouldahud a oa mantret, pladet ; poent e oa d’ezan zoken !
— Meur a hini, koulskoude, a glaskas teurel dour war dan buanegez Pentudi koz.
— Aotrou roue, laza eur wezenn n’eo ket laza eun den eo, ha pa deufe ar wezenn lazet war-eün diouz Baradoz an Douar, pe, mar karit, diouz Baradoz an Nenv.
Setu an digarez a gavas ar mevel bras Gwinardant, hag hen ken dispourbellet-bras e zaoulagad ha re eun azen pa vezer o skrifellat anezan.
En eur brezegenn distaget mat, ar manac’h kelenner Leunafurnez a glaskas tenna ar zamm a-ziwar diouskoaz e ziskibl :
— Grit rebechou c’houero, aotrou roue, hag ho taoliou ne daint ket dounoc’h er galon eget n’ez a taoliou morzol ar gof en e anne. Ha neuze, daoust hag an oberiou n’int ket da veza muzulet hervez bolontez vat an oberour ?
— Eo, kelenner fur, met n’eo ket a-walc’h kaout c’hoant da ober vad, red eo ouspenn gouzout hen ober. Eas a-walc’h, emichans, e oa d’am filhor entent peseurt gwezenn e oa va c’hoant warni. Ha pehini ken nemet ar c’hoz dervenn goz-ze, hanter bulluc’het gant ar gurunou, gwechall mestrez ha rouanez ar c’hoajou, met hizio, siouaz ! o c’hortoz koueza ; an dervenn-ze hag a leunie va c’halon a enkrez ha va ene a spouron, abalamour ma seblant he zrojenn dam-varo c’hoarzin goap ha lavaret d’in : « Me a zo bet gwechall uhel ha sounn ha, mar brallan hizio, me ’glev da dro o tont ivez da vralla… » Setu aze ar wezenn, ar c’hoz tamm gwezenn hag a oa da droc’ha.
— Hag ho filhor, tad ? eme Gwennig.
— Va filhor, feiz d’am Doue ! Petra ’zervich ? Chom a raio va filhor. Gwelet a fell d’in betek pelec’h e kerzo gant e ziotachou, ha diou gefridi all en deus c’hoaz da ober. Marteze ar gentel a hizio a zougo he zammig frouez… Klev ’ta, filhor, adalek warc’hoaz genta, e vo red d’it mont aze dre ar meaziou en-dro da balez Kerbutun, evit dibab evidon eur boked, met unan hepken, klevout a rez ? Hag en dro-man gra gwelloc’h an traou, te ’oar.
— Evel-se beza great ! eme Youen yaouank. Hag an holl kuit, pep-hini diouz e du.
Ar roue koz Pentudi, hen, evit terri d’e imor fall, a gerzas gant e vinistred da ober eur pennad c’hoari-boulou…
Eun oabl digatar a zav e vantell c’hlas ledet uhel a-dreist an douar ; gwrez an heol benniget, o para war ar bed, en em zil da domma ar meaziou, hag ar gwaziou-dour a hiboud sklêr en eur redek dre parkou ha foenneier. E-barz al liorzou ar bokedou a zav o c’horzennou kizidik, hag a zigor o c’halon da c’hoarzin : o deliennou briz-livet en em led, hag o c’houez-vad a red tro-war-dro war askell an êzennig klouar. Bokedou koant, a bep liou, a bep ment ! Nag a vokedou ! — Va faour kêz Youen, ma vefe red d’it c’houesa kement hini eus ar bokedou-ze, neuze, paotr, n’emaout ket c’hoaz war-nez ober da choaz !… Sell aze ar spern-gwenn war ar c’harz o c’hoarzin, e-kichennik al lireu glas ha gwenn ; sell a-hont ar rouanez, tost d’ar gwezvoud o kildroi ; sell c’hoaz ar varlen, al lili gwerc’h, hag ar rozenn ken koant war he zrojenn zreinek, prest da flemma ar gwaller. — Eur boked, unan kepken ! Ya, met pehini eo ?…
Ar bec’h a zo aze o c’hortoz ar prins yaouank nec’het. En e gichen e sav eur rozenn ken tener, ken flour ha seiz ha voulouz, ken ruz ha muzellou eur werc’hez yaouank, beradennou ar gliz pizennet c’hoaz en he c’hreiz ; hag hi a zeblant kinnig he c’haerder, hag he c’houez-vad.
— Ma vije bet hizio dec’h, eme prinsig Pouldahud outan e-unan, ne vijen ket bet seizdaletoc’h evit dibab ar rozenn ; met hizio, goude kentel ar wezenn, ez eus em fenn muioc’h a bouez hag a boell ; great eo ganen va c’henta prenadenn a furnez.
Hag hen kerkent da deurel e c’hoant war eun askol, ya, eun askol bras dreinek !
— Ar blantenn zivalo-ze, emezan, a oa aze oc’h ober dizenor ha dismegans d’al liorz. An askol a zere beza e-touez bokedou ar jardin, tost evel ma tere ouz eur pilhaouer truilhennek azeza e-touez an duchentil kaer ouz taol ar roue, pe c’hoaz e giz m’eman renk al lostek Paolig e-touez êlez sentus Baradoz Doue. Deus ’ta, askol, ma kasin ac’hanout d’am faeron. Marteze te a blijo d’ezan, rak dec’h e falveze d’ezan eur wezenn divalo, ha te evit eur boked, a zo divalo a-walc’h.
Ar wech-man, Pentudi koz ne reas nemet diskorda da
c’hoarzin, o veza dihunet war e du mat, emichans.
— Va filhor, emezan, pa ve mat ar raz, e rank beza kouls pe welloc’h ar c’haz. Kaout a rea d’it beza c’hoariet eun taol fin d’az tad-koz, bugelig ; hag e teus sonjet, evit terri d’am froudenn, penaos, war-lerc’h eur wezenn hanter-varo, e felle d’in kaout eur boked hep braventez na c’houez-vad. Bugaleach, va filhor ! Hag e teus tremenet e-biou d’ar goanta rozenn, eur rozenn hag em boa kuzet en he c’hreiz eur mean prisius a dalvoudegez vras ; hag ez out eat da zibab eun askol garo, mat hepken da zikour koania da azened, azen kornek ma ’z out ! Poent eo d’it divorfila, ma ’teus c’hoant da zont gwelloc’h a-benn eus da drede kefridi.
— Ha petra adarre eo ar gefridi-ze ? eme Youen.
— Ho ! nebeud a dra a-walc’h, eur c’hoariadenn.
— Met neuze, petra a c’houlennit diganen ?
— Eur vi !
— Petra ? Eur vi ? Emaoc’h da vat, va faeron, oc’h ober goap ouz ho filhor.
— Penaos ’ta, satordistac’h ! Me ’gred, eur vi n’eo ket tenn da gaout, ha, koulskoude, e chomez aze dirazon e-giz eur c’hi fustet. Evidon-me, selaou, me ’gav ez eo easoc’h klask eur vi eget n’eo tapout al loar da zibri. Viou a-walc’h a gaver, alïes zoken trizek evit dousenn, ha c’hoaz e varc’hatez, filhor ?
— Marc’hata ne ran ket, met c’hoant gouzout am befe peseurt vi da glask.
— Eur vi dozvet, filhor. Dozvet gant peseurt labous ? D’it eo da glask ha da zibab adarre. Gant aon na c'hellfes ket dont a-benn da-unan eus ar gavadenn, e c’helli kemer ali digant furnez ar re all, ha zoken seiz devez ha seiz nozvez leun a lezan ganit evit ober ar pez a gavi ar gwella hag an dereata.
— Siouaz, va faeron…
— Rousta, va filhor ; kerz da glask eur vi d’az paeron roue.
Youen, prins Pouldahud, n’oa ket eul lenver.
— Ne dalv ket d’in ar boan, emezan, chom evel-se da zibri va zammig spered en nec’hamant. Klasket am eus bet c’hoari va faotrig fin, ha padal va faeron a oa c’hoaz finoc’h louarn egedon… Ha perak chom da zalea da glask pemp troad d’ar maout, pa ouzoun mat n’en deus nemet pevar ? N’eus ket da dorta. Mont a ran d’ar red beteg ar verouri, da gerc’hat eur vi yar, unan fresk o tont diouz an neiz.
Ha setu hen prim en hent. Hag, e-barz ti ar yer, n’eman ket pell evit choual eur yar zu vras diwar he neiz, ha lakaat he vi e-barz eur voestig en e c’hodell, pa zigouez gantan e vevel bras Gwinardant.
— Ec’h ! emezan. N’emaoc’h ket mat, va frins ? Eur vez e vefe, war va meno-me da vihana, eur vez e vefe kinnig eur vi yar d’eur roue ken galloudus ha hini ar Vigoudenned ! Eur yar a zo eul labous dister a-walc’h ; ne oar nemet klochal ha diskrabat ar berniou teil, hep beza zoken gouest da nijal ! Nann, red eo d’eomp mont betek Menez Hom. Du-hont, war gribennou uhela ar reier gouez e kaver neiziou ered. An ered ! Ah ! setu aze laboused a dailh, hag a oar nijal beteg an heol ! Ivinou krabanek d’ezo, hag eur beg kamm skilfek, ha daoulagad lemm divergont ! Viou ered eo a zere ouz ar rouaned.
— Ar wirionez a zo brao ez kenou, Gwinardant. Eur mell drean a dennez diouz va zroad. Ya, a-benn goude warc’hoaz vintin, e kemerimp penn an hent evit mont da neizeta da Venez Hom.
Hogen antronoz, ar mevel bras Gwinardant, o veza evet piou ’oar ped chopinad a re eus jistr ar maner, hen ivez a zozvas ar c’helou, hag an holl, e Kerbutun, a anaveze mat an dro a oad o sonj ober betek Menez Hom. Hag an holl, na petra ’ta, a ziredas da guzuliata ar paour kêz prins yaouank.
— Na rit ket mui a zotoniou, eme unan, rak eur zotoni eo hounnez emaoc’h o vont da ober.
— Daoust hag an ered n’int ket laboused diviz (divergont) ha re zigalon ? Mar am c’hredit, klaskit ’ta kentoc’h eur vi eostig-noz, al labousig bihan brao-ze hag a gan gant kement a galon hag a veulodi. Evel-se e plijfec’h sur d’ar roue.
— Gwelloc’h, eme eun trede, e vefe dineiza eur vi paün. Ar paün, gwir eo, n’eo ket gwall-gaer e vouez ; met, ahendall, na pebez rod dudius a ra gant e lost plu marellet ! Ma vijen c’houi, me ’oar e kemerfen eur vi paün.
— Eur vi alarc’h gwenn-kann a blijfe kentoc’h, eme unan all.
Unan bennak zoken, eun hanter furzod, emichans, a zigoras bras a-walc’h e veg evit lavaret e vije mat klask eur vi… kilhog !
Ar prins en doa peadra da zelaou.
— Ober a rin va zonj dizale, p’am bo bet amzer da boueza ha da ziboueza hoc’h aliou. Kant gwech ho trugarekaat a ran. Kredit n’ hoc’h ankounac’hain ket.
An amzer, koulskoude, a dremen. A-benn warc’hoaz vintin e tigouez an termenn da ginnig ar vi d’ar paeron ; hag ar filhor a chom nec’hetoc’h eget biskoaz, pa deu d’e gaout an aotrou manac’h Leunafurnez.
— Emaout aze oc’h en em jala gwasoc’h eget Gwilhou ar Bleiz paket gantan e lost e-barz ar griped. Dizaon ’ta, diskibl ! Emaoun deut da denna ac’hanout er-meaz eus ar vouilhenn, ha setu aman penaos. Deut oun da zonjal eman ar roue koz o klask ober goap adarre, pa c’houlenn eur vi diganit. C’hoariomp finoc’h egetan, ha klaskomp d’ezan eur vi ha ne vo ket bet dozvet gant labous ebet.
— Hump ! Dozvet gant petra neuze ? Viou pesked, pe viou aer-wiber ?
— Nann, n’eo ket war an tu-ze eo. Roet em eus urz d’ar c’heginer da lakaat e gaoteriou war an tan, ha da boazat founnus eur gouign amann, unan rond evel eur vi, ha da lakaat enni a bep seurt lipouzerez, gant eur wiskad sukr warni. C’hoarzin a raimp. Ar roue Pentudi, me ’gred, a zo eul liper koz, hag, a-ziwar-lerc’h dibri ar vi bras-ze, eur vi a c’hiz nevez dozvet er gegin, e tenno hir er-meaz e lanchenn da lipat e vourrou.
— Aotrou manac’h Leunafurnez, eme Youen, prins Pouldahud,
biskoaz kelenner ne zougas gwelloc’h e hano eget na
rit c’houi. Bennoz Doue d’eoc’h, rak breman em eus kavet ar
peoc’h hag an evurusted. Deomp da welet hor c’heginer.
Antronoz, a-raok ar c’hreisteiz, e-barz sal vras Kerbutun,
e-kreiz e duchentil hag e itronezed, Braventez ha Gwennig
koant azezet en e gichen, Pentudi, roue koz bro ar Vigoudenned,
a c’hortoz e vi.
An nor a zigor, an drompilh a dregern, ha Youen, prins yaouank Pouldahud, leshanvet c’hoaz Markiz ar C’hastelpour, Beskont Tizoul a Gernetra, pe Aotrou an Dienez, a deu, laouen e-giz an heol, da zoubla e c’hlin dirak e baeron galloudek. War e lerc’h Gwinardant teo, ar mevel bras, a zoug, war eur mell plad, eur vi evel na weler ken anezo, eur vi hag a daol c’houez-vad en-dro d’ezan.
A-raok ma na c’hell Youen baour tinta ger ebet, Pentudi koz a roufenn e dal hag a ra gwall-zellou du.
— Eur bitouz n’out ken ! Eo, eun diod a zo c’hoaz ac’hanout ! Evit piou ha petra e kemerez ac’hanon ? Daoust ha n’eo ket eur vi am eus goulennet ? Ha perak neuze ez out eat da ober dispignou evel-se ? Eur roue fur, va faotrig, ne dle ket beza eun dispignour.
— Selaouet em eus aliou…
An aotrou kelenner, en e gorn-tro, ne zizer ket e c’henou.
— Ya, ha gwaz eo ze evidout ! Te ’oar, pep mintinvez ec’h evan eur vi kriz. Ha perak n’eo ket va vi eo a teus digaset d’in ?… eur vi fresk, klouar ?
— Ha, paeron ker ! n’em eus ket ankounac’heat ac’hanoc’h. Kerc’het em eus ar vi ; setu hen aman !
Dres ! dont a rea da zonj d’ar prinsig paour eus vi ar yar
zu en doa lakeat en e c’hodell, en deveziou a-raok.
— Evit klouar ne vo ket, emezan outan e-unan, en eur zigeri e voestig, met, evit eur wech, gwaz a ze evit kof ar paeron !
— Ma ! n’eus nemet hanter-zroug, eme ar roue o kemer e vi. An holl a chom sioul… Eman ar mestr o vont da gluka e vi… Klak, klak, tok ! Eman rannet ar glochenn, ha gant e loa Pentudi a zibenn ar vi…
— Ec’h ! ec’h ! ec’h ! tudou, pebez c’houez ! eme an holl en eur stanka o froniou.
Ya, c’houez ar viou brein eo, rak an devez all Youen yaouank en doa digaset gantan an azdo diouz neiz ar yar zu…
— Eun azdo brein ! eme ar roue. Eun azdo hag a zo du-ze o sikour ar yer da zozvi, abaoe bloaz pe zaou marteze !
— Ya, eme ar prins glac’haret. Eman great an taol ! Meur a vi a oa dindan ar yar, ha n’em eus ket gouezet dibab.
… Eur pennad brao e padas sarmon ar paeron d’e filhor.
— Arabad d’it selaou kement kloc’h a zon ; red eo disfiziout ouz teodadou ar guzulierien. Selaou hepken mouez da goustians, hag, ouz he selaou, bale eün gant da hent. Gra evel ma kredi mat, ha lez an teodou dilabour da drei, ha da zistrei.
— Ar wirionez a deu dalc’hmat ganeoc’h, paeron hep e bar ! Pa voe tremenet ar barrad, Braventez faro a lavaras, gant eur minc’hoarz trenk, d’he c’hoar Gwennig :
— N'en deus ket kalz a benn, ar prinsig ker-ze, met an
distera fallagriez ne vefe ket kavet en e spered. Na pegen
brao e vo e gas hag e zigas dre benn e fri ! Na pegen dudius
e vo d’eur vaouez kaout eur pried eus an hevelep danvez !
Ha ya ! Me ’ouezo, me !…
Abaoe abadenn ar vi brein, tri devez all a oa eat da ruilha
bern war vern e puns distradet an amzer dremenet…
Youen, prins yaouank Pouldahud, a gave d’ezan, — hanter-wir e oa kement-se, — en doa great e baeron goap outan dre deir gwech, ha mall a oa gantan pellaat diouz Kerbutun.
War ar vali vras bodennek, sklerijennet gant an heol mintin, an aotrou manac’h Leunafurnez a oa da vad o sarmona Gwinardant teo diwar-benn chabistr ar vezventi.
— Teut, teut ! eme ar c’hofek. Evit jistr n’eo ket pec’hed eva, pegwir e ve lavaret ez eo mat ar jistr da barea droug-sant-Urlou.
O mestr yaouank a ziredas d’o c’haout.
— Te, mevel bras, kerz da glask va zud, ha lavar d’ezo ober ar pez a zo red war-dro va c’hanval, an ezen hag ar chas. Boued d’ezo e-tailh hag eur pennadig kempenn !… Ha c’houi, kelenner, na zaleit ket da ober evidon eun tammig prezegenn a gimiad, evit lavaret kenavo da balez ar Vigoudenned. Poent eo, me ’gred, ha, raktal goude lein, e kemerimp penn an hent da vont ac’halen da redek bro.
— Evel-se e vezo great ! eme an daou all.
— Penaos, va filhorig Youen, penaos ’ta, va mabig bihan ?… Petra ’lavar mouez ar bobl ? eme ar roue koz Pentudi, pa azezas ouz taol evit leina. Petra eo ar vrud a red dre aman ? D’ar mare ma fell d’am grad-vad goulenn diganit eur gefridi ziveza, ha rei tu d’it da gaout gwelloc’h chans, d’ar mare-ze e fell d’it en em zacha ac’halen ? Petra ’fell d’it c’hoaz kaout ouspenn em rouantelez ? Alo, bitouzig, lavar d’eomp dillo ha dizaon !
— Re zister eo en em gavan, va faeron, evit chom da c’hortoz eun diveza kefridi. Gwelet a-walc’h em eus betek-hen n’oun ket great evit plijout d’eoc’h.
— Beza re izel a galon, a droc’has berr ar roue, ne dalv netra evit pennou bras ar bed-man, ha mat e rafes o lezel ar goz vertuz-ze gant an dud a renk izel, da vihana, mar teus c’hoant da zont a-benn eus ar bedervet kefridi.
— Pehini eo, aotrou roue ?
— Youen, prins Pouldahud, kerz da zibab… eur vaouez.
— Eur vaouez !…
— Ha digas d’in ar plac’h eurus a zibabi.
— Eur vaouez !… eme c’hoaz hor Youen.
— Ya da ! Hag en hent, va dijentil !… Red va rouantelez ! Klask, sell, barn ! E c’hellez furchal ar c’hêriadennou a-ziwar ar meaz, tremen dre lochenn kouls ha dre gastell ha maner, chom em falez ha dibab em zi, mar karez !
— Zoken betek en ho ti ?
— Betek eno, eme ar roue, laouen e lagad. N’eus ket a forz, pe hano, pe renk, pe binvidigez ! Me ’ouezo renka an traou. Klask e-touez ar re velen, ar re zu, ar re ruz, ar re denval, ar re zreo (lirzin), ar re gintus, ar re hir, ar re verr, ar re voan, ar re deo, ar re gamm, ar re eün, ar re vrao, ar re zivalo, ar re goz, ar re yaouank, ar plac’hezed, ar prinsezed, hag… ar re all.
Ar roue a deue mall d’ezan da sklerijenna e letern ha da
ziskouez e c’hoant.
— E c’hellez dizaon kemeret ar binvidika, ar vrava. Setu aze eur mouchouer-godell da ginnig d’an hini a gari, ha, mar plij d’in da choaz, ni a welo da vont larkoc’h. En dro-man c’hoaz, evit dibab da zanvez pried, e c’hellez, mar karez, kemeret kuzuliou. Me ’gred e vezint gwelloc’h ar wech-man.
Hag ar roue, en eur c’hoarzin d’e verc’h Braventez, a lavaras d’an aotrou manac’h :
— Ha c’houi, kelenner Leunafurnez, ho pezo dizale eun eured kaer da lida !
Me ’gred, sklêr a-walc’h e oa e letern evel-se.
Prins Pouldahud, petra bennak m’ edo yaouank, ne lavaras
ket e oa an dimezi mat hepken evit ar re all. Plijadur a
gemeras o welet holl verc’hed Kerbutun o c’hoarzin d’ezan,
o sellet outan a-gorn. Da hini ebet, koulskoude, ne voe roet
en deiz-ze, ar mouchouer.
— Amzer eur pennadig c’hoaz ! emezan.
En aner Braventez a c’houlennas ha dibabet e vije ar pried a-raok an abardaez.
— Amzer ’zo, warc’hoaz e vo deiz !
Hi a vouzas, hen a c’hoarzas.
En aner ivez Gwinardant teo hag ar c’helenner Leunafurnez, a-raok lavaret nozvez vat d’o mestr, a reas meleudi Braventez.
— Gwell a ze eviti ! a zistagas Youen d’ezo ; met va fenn
a zo skuiz ha mont a ran da gousket.
Antronoz e oa ar prinsig, dihun ken abret hag ar sklerijenn.
— Petra ’rafen ? emezan. Mont betek ar c’hoad da ober eun dro evit aveli va fenn. Prim ma wiskin va jiletenn voan ! Klouar eo an amzer. Den ne ouezo, rak, er paleziou, an holl a ra kousk mintin.
Hag hen er-meaz en eur c’houitellat, laouen ouz en em gavout e-unan, dichal.
Al laboused a zone o fedennou d’o c’hrouer. Eur wennilienn bruched-wenn a dremenas a-denn askell dindan fri ar baleer, emichans evit gwelet piou e oa, rak kerkent eun toullad brini, ken du hag eur billig-krampoez, a ziskordas da goagal, evit lavaret n'o doa gwelet biskoaz, a-hed o buhez hir, prins ebet o redek ken mintin, hag e ranke hennez beza unan a zoare.
Pelloc’hik c’hoaz, Youen a zelaouas mesaer merouri Kerbutun o kana, en eur vesa e loened :
Setu ma zav an heol gant e gelc’h alaouret ;
E vannou dre an oabl e-barz ar bed a red ;
Lonka ’ra, dre ma kerz, gliz mintin ar c’hlazenn ;
E vannou a zisec’h perlez dour ar wezenn,
Ha didrouz e pign skanv, war rojou e garr krenv,
Betek mont da blanva dre uhelder an nenv.
Ha dindan flemm e wrez, henvel ouz gwagennou,
An ed, er c’hlazennou, a ziruilh e bennou.
Hag er c’hoajou, ar gwez, gwisket o dilhad hanv,
A hej, en eur zourral, o holl izili skanv.
Ha prins Pouldahud a chomas da vale ha da glevout, da welet an deiz o kreski, betek ma paras dirazan eul luc’hedenn gamm, ha ma strakas kroz ar gurun, e-pad ma koueze glao evel d’an Dour-beuz.
— Eman poent d’in chacha, rak ar palez a zo eur pennadig ac’halen.
Hogen kaer diredek en devoe, Youen a zigouezas treuzet e chupenn voan, ken gleb hag ar zailh o tont er-meaz eus ar puns.
Meur a hini, dihunet gant kroz ar barr-arne, a oa souezet o welet anezan er stad truezus-ze, ar vogedenn o sevel dioutan, ken tomm ma oa d’ezan. Unan bennak zoken a hanter-lezas da gredi e oa bet marteze an dijentil yaouank a-hed an noz o c’haloupat, ken ma savas droug e Braventez o klevet gevier ker bras troadet.
Ar pez a zo gwir eo e rankas Youen mont da c’hourvez, ha, war-lerc’h tomm ha yen, an derzienn grenerez a lammas, direspet, war gein ar prins paour. Perak ivez mont da c’halvagnat ker mintin ?… Aotrou Doue ! e-pad seiz devez leun e chomas a-istribilh a-us buhez ha maro.
Ha, d’an eizvet devez, medisin bras Kerbutun a zisklerias e oa war an hini klanv eur c’hlenved eus ar stagusa, ker gwaz pe wasoc’h eget ar vosenn, Doue d’hor miro !… Skrijus !
Meur a hini a zonjas en o heur diveza ; hini ebet, koulskoude, ne gredas lavaret en doa aon. Nann, ne lavarer morse an dra-ze…
Braventez a gavas brao he zu d’en em denna kuit, hag ar
re all, Pentudi, zoken Gwinardant, zoken Leunafurnez a oa
a-du ganti.
— Selaouit holl, emezi, eur rann-galon a vefe beza intanvezet a-raok eureujet. Setu ’ta, ma ’z afemp kerkent da abati Sant Diboan, da bardona evit ar c’hlanvour kêz !
Ne voe nemet eur vouez evit lavaret e oa poent mont en hent.
Hag, en eur gerzet, ar c’helenner Leunafurnez, — hen ’oa aonik ivez ; sonjit ’ta, eur c’hlenved kalz stagusoc’h eget ar vosenn, oei ! — a zarmone d’ar bardonerien :
Buhez an den
’Vel an êzenn
A dremen da viken.
Ar vouc’hal lemm d’ar gwez,
An Ankou d’ar vuhez :
Ar vouc’hal ’droc’h pep koad,
An Ankou ’falc’h pep oad.
Er c’heit amzer-ze, e tivorfilas ar c’hlanvour, broudet gant ar zec’hed,… hag eur plac’h yaouank a dosteas da ginnig d’ezan da eva.
— Penaos, n’eus nemedoc’h aman, Gwennig koant ?… Intent mat a ran breman : an holl grenerien all a zo tec’het kuit. Ha ! Gwennig vihan, perak ez oc’h-c’houi chomet war va zro ?
— Abalamour ivez ’ta !… a vousc’hoarzas Gwennig. Red eo d’eoc’h parea alese, ma c’helloc’h buan ober ho kefridi ziveza, unan eas a gefridi, c’houi ’oar.
— A gav d’eoc’h ?… Piou da zibab da bried ?… Ha mar karfac’h-c’houi, Gwennig ?
— Petra ’ta ?
— Ya, mar karfac’h va zikour da zirouestla ar gudenn.
— Emichans, Youen, ho peus gwelet pehini eo c’hoant ar roue ? Va zad a zo en e zonj kaout e filhor da vab-kaer, ha, ma en deus goulennet peder gefridi diganeoc’h, evit plega d’ar c’hiz koz n’eo ken.
— Penaos, Gwennig ? Me, mab-kaer d’ar roue ? Sell ’ta, sell, a c’hellje dont da veza… Petra lavarit, koantik ?
— Oh ! ya, Braventez a garfe…
— Hump ! n’eo ket gant Braventez emaomp ; Gwennig a zo tommoc’h ar garantez en he c’halon.
Gwennig vihan a bigne an dour en he daoulagad, ha prins Pouldahud o zec’has gant mouchouer ar roue.
Eun devez bennak goude, pa oa an holl en distro, ar roue a lavaras d’e filhor :
— Ma ! paour kêz, pegwir n’out ket eat gant an Ankou, eo kenkouls d’it ober da zonj da zimezi.
— Ya da, kenkouls eo.
Braventez a dosteas, ruz he fenn lorc’hus.
— Aotreet ho peus d’in, aotrou roue, dibab etre an holl verc’hed, eme Youen lentik ; n’em eus goulennet ken ali nemet hini va c’halon, hag e teuan, va faeron, da c’houlenn diganeoc’h ho merc’h da bried !
— Ac’hanta ! filhor, kemer anezi.
— Bennoz Doue d’eoc’h !…
Ha Youen a gasas Gwennig, dre he c’hazel, betek Pentudi.
Braventez a vennas koueza, hag ar roue a grene e vouez, pa lavaras :
— Laouen e kinnigan va merc’h d’it… Met perak e fell d’it ar yaouanka ?
— Abalamour eo hi a garan, aotrou roue, va faeron. Chomet oun berr gant va feder gefridi hag, evel-se, ho peus gallet gwelet n’ez eus ket ennon danvez eur roue. N’em eus ket a lorc’h a-walc’h ; ne garan ket ar brezel ; ne vefen ket gouest a-walc’h da lakaat va fobl da zuja d’in ; ar re dizent ne garfen ket o zerri evit o flega ; hag, ar pez gwasa, eun torfetour bennak marteze ne grenfe ket evit skei va buhez. Ar gouarnamant ne blij ket d’in, hag, a galon vat, e roan va dilez, roue Pentudi. Gwelloc’h e karan va frankiz ha gwelloc’h, tud ker, e karan va Gwennig !
An holl a chome sioul ; an daou zen yaouank hepken a lugerne ar garantez en o daoulagad,
’Vel bleun laouen
O vousc’hoarzin,
Leun a c’hlizenn
Diouz ar mintin.
Ar roue koz a rankas ober e zonj :
— Marteze ivez, va mab, eman ar wirionez ganit. Ar vicher a roue a zo war-nez mont da fall : ar poblou ne c’houzanvont mui na kabestr na kentrou, ha fellout a ra d’ezo en em vleina o-unan. Gwaz a ze evit ar rouanez da zont ! Evidon-me a zo koz hag a-walc’h am eus evel-se !… Ac’hanta ! tujentil, va merc’h Braventez a zo da zimezi. Piou a fell d’ezan beza va mab-kaer ha kaout stur ar rouantelez war va lerc’h ?
— Me ! me ! me ! a respontas meur a hini.
— Breman, aotrou roue Pentudi, lezit ho filhor ha mab-kaer da lavaret d’eoc’h ivez : Grit dizale ho tibab, evit ma vo gellet, war an hevelep tro, lida an diou eured !
— Evel-se ’vo great ! eme roue koz Bro ar Vigoudenned.