Luc’hed ha Moged/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche





Luc’hed ha Moged





AR BARZIK HAG E VAMM-GOZ

D’IT, VA MAMM
___________


O va mamm gez, a galon laouen
Me garfe, dre eur Sônik flour,
Lakaat Karantez em c’hanaouen,
Sklèr vel an dour.
Me a garfe reï d’it da gompren
Penoz da garan ar muia,
Touez an tenzoriou a welen,
Te, ar c’haëra !

O mamm, va skevent a zo tizet.
Te na m’out ken vit va frealzi,
O mamm, ra vezi te binniget.
Karet e zout, karet a vezi.
Doue bars trubuillou an douar,
’N euz c’hoantet merka memes tra
Eun tamm levenez kreïz ar glac’har.
O daëlou, pebeuz peadra !

O va mamm, pa lintre da lagad,
A domme va c’halon meurbed
Ha neuze ’c’h anvezen va eurvad,
Va evurusted,
Pell e zout aet, o va mamm garet,
Mes atao da welan seder.
Pa zizroï zeui an evurusted
Ganes d’ar ger.

Pelec’h gafen muioc’h a zouster,
Eget en da gichen, va mamm ?
Pehano neuz kement a c’hlander,
Ha da hini, hano divlamm ?
Mari, hano meulet mamm Doue,
Lavar kement a draou iskis,
Flamm hag askellek vel eun hunvre
D’an nenv o nijal sioul ha tis.

Ia, pell ’m omp an eil ouz egile,
Mes ma ’c’h erruomp c’hoas, n’euz forz,
Ra glevin c’hoas ebars va forz,
Trouz da droad, bemde !


______________

KROG AN TAN
___________


          Krog an tan en hor c’halonou,
          Ha savet uhel ar flamm,
          Deuz ar paour betek an aotrou,
          Na n’euz gret nemed eul lamm.
          War e alar, al labourer,
          En e gastell ar markiz,
          Ar soudard hag ar barz kaner,
          An artizan, ar bourc’hiz,
’Deuz santet souden o toned, gant eur gwir fourrad avel,
Nerz an tan spontuz o redeg, ebarz hentchou Breïz-Izel.
Santet o deuz o paseal, alan dêvuz an tan gwall,
Rag ar bobl a zo war vale, klevit aneï o iudal !

          Krog an tan en hor c’halonou,
          Roc’hal a ra en hor c’hreïz,
          Dishual eo hon armeou,
          Oll war zao, vid difenn Breïz !
          Dreist ar menez, gant ar blenen,
          Klevit an drouz o tonet,
          An douar gren, an traïtourien,
          A zo breman strafuillet.
Rag re Arvor, ha re Arre zo o tisken an hentchou.
Klevit ’ta ar spont o redeg, gant aon rôk trouz o boutou !
Henvel euz ar mor braz diroll, ar bobl a Vreiz dinasket,
Ielo dinec’h ha gloriuz, gant he chadennou torret !


          Krog an tan en hor c’halonou,
          Er palez vel el lochen,
          Dorn ouz dorn, eman an dudou,
          O sevel breman o fenn.
          War an tan, c’houezit hep anken,
          Hor breudeur zo war ziwall,
          Breiz a zo vel eur bern raden,
          Lezit an tan da strinkal !
Mouez ar gwad a zo o kana, ar gwaziou zo o virvi.
Silaouet aneï da gelenn, honnez morse na fazi.
Hor bro goz a zo dihunet, tolet he deuz he mantell,
Oll war zao evit he difenn deuz an enebour marvel !

          Krog an tan en hor c’halonou,
          War zao paotred ha merc’hed !
          Koz ha iaouank peoc’h d’hor c’hlemmou,
          An naskou a zo dêvet !
          An tan flamm na ve ket lazet,
          Tolet traou kreiz an tantad,
          Pe na vemb morse dieubet,
          Krog an tan ! War zao, Breizad !



______________

TRISTIDIGEZ
___________


Pa zeu an avel da iudal,
    War lein ar meneziou,
A gommans an traou da strakal,
    En gweled ar iuniou ;
Nijal ra al lapoused noz,
    Gant an drouz strafuillet,
Kement tra a goll ar repoz,
    An holl zo ankeniet.

Neuze klever o wigourat,
    Karrigel an Ankou,
Skrij ar maro, an huanad
    Euz an drouk-sperejou ;
Tan a vez gwelet o strinkal
    War ribl ar foziou don
Hag e touez an drubuillou fall,
    Ve klemm an Anaon.

Ar c’hornandon, ar bugel noz,
    Zigor o ebatou,
Hag an teuziou, hep mui gortoz,
    A lamm ’barz an dansou…
Krog en o dorn, me meuz klasket,
    Va eurvad er bed ma,
Va mestrezik koant dianket,
    Bremaïk a vo daou vlâ.


Kerzet am euz en eur grena
    Gant aon ha paourentez
Er pevar c’horn euz ar vro-ma
    Da glask va c’harantez ;
Piou a laro d’in eur wech c’hoaz,
    Laro d’in he c’helo ?
Arok na ’mo santet, siwaz,
    Ienien ar maro ?



______________

KARANTEZ
___________


Plac’h, me gan d’it a greïz va c’halon.
       Gant holl nerzou va ene.
Plac’h, me gan d’it gant devosion
       Son kaëra ar garante.

Da vamm gwech all, gredan a oa bet krouet
       Ouz relegen hon tad kenta.
Ar memes gwad a verv en hon gwazied,
       Memes gwad a zeu d’hon ruia.
Da galonik a zo breur da va hini,
       Ha breudeur c’hoaz, hor sperejou.
Hon gwenn ive an euz ar memes kozni.
       Heuilla ’ramp hevelep roudou.

Va zud eo da dud, da di eo va hini,
       Er memes Doue ’memp kreden.
Memes trubuill a zeu d’hon glac’hari,
       Ar memes heol a sked war hor penn.
Da zaoulagad a c’halv bepred va zellou,
       Da vouez ken sklêr zo eun dudi
Ha blaz ker mad a zo war da vuzellou
       Ma lak va re d’in da deuzi.

En da c’hened e lakan gwir va buhez,
       En da zornik va eurüsted.
Da zell dispar eo milizour va ene,
       Plac’hik, plac’hik, kement karet.


Frealz va glac’har ha plijadur va deïou
       Drid atao ’barz da c’hoarz lirzin ;
Rag da galon seder evel ar bleûniou
       A c’houez ezen glan ar mintin.

Plac’h, ia va mouez a zao d’az meuli
       Gant daërou a levenez,
Ken a gren va holl izili…
       Kantik koz, bepred nevez !…


_______________

AN DEN DIGALON
___________


Petra sonjaz krouer an douar,
’N eur lakaat ac’hanon er bed ?
Pegwir am bo anken ha glac’har,
Eürusted, plijadur a-bed !
Rag va daoulagad a chomm distan,
Na biken va gwad na vervo.
Ouz netra va c’halon ne ra van :
Me a zo eun den beo maro.

Bugel, na rêen morse musc’hoarz,
Sell dudiuz ouz mamm na tad.
Me oa egiz eul lapousig garz,
En ho touez, va c’hoarezed vad.
En eur greski, mignon na mestrez
Na vleuniaz d’in va iaouankiz.
Me a zo savet war ar menez
Evel an dreok kreiz ar gwiniz !

Breman, va zud, deut oun da faëza,
Kalz a bep tra am euz gwelet.
Deut eo va zro dond maez ar bed-ma
Hep am euz c’hoarzet na gouelet.
Eun divroad oun bet er vuhez ;
Pa vin maro, lakit varnon,
Eur roc’h kaled e lec’h eur men-bez,
Ma voustro stard war va c’halon.


Peurgas

Em c’halon n’euz na tomm na ien,
Bepred e vez evel ar men.
Doue heb morc’hed a fazi,
O lakaat er bed tud ken kri.
Morse na ve daël em lagad,
N’ anvezan ket na fall na mad.
Em c’halon n’euz na tomm na ien,
Bepred e vez evel ar men.


_______________

KAN AN ALC’HOUEDER
___________


Me a zo savet mintin mad,
Pell euz ti va mamm ha va zad,
Digoret ’meuz va diou askel,
Ha me nijo uhel, uhel…
Me zant va gwad o virvi,
    Tirli, tirli, tirliti,
Nerz a zo em izili,
    Tirli, tirli-li.
Me gan va bro ha va zi,
    Tirli, tirliti !

An oabl zo glaz, an heol zo splan,
Moned uhelloc’h a renkan.
Ar c’hliz a zo war an dachen,
Ha va c’halon zo eun delen.
’Barz ar gaërder, pell ouz ar vrud,
E man ar gwir — ’man ar Burzud,
Krenvoc’h va mouez ! Falloc’h vit mud
An neb na gan e dud !
    Turlu, turlu-tud !

Uhelloc’h c’hoaz er sklerijen
Ma zeui ar sklerder war va fenn !
Evel ma ’zoun eun Alc’houeder
Seul uhel a vin, seul seder.
Kana ’rin traou tener ha flamm,
Atao war eon, — morse tro gamm,
Koantiri ha musc’hoarz va mamm.
Fall — difall mez divlamm !
    Turlu, turlu-lamm !


Siouaz ! an heol ’n euz va dallet !
Gant ar voren ez oun sklaset !
Ingolenet gant ar gurun !
Ha va c’halon zo en bruzun !
An avel noz zeu d’am rêvi.
    Tirli, tirli, tirliti.
Kanomp hor bro hag hon zi
    Tirli, tirliti !


_______________

MORGAN
___________


Eul lestr o luskellat,
Tre war ribl an traez.
Eun den ’ra e gimiad
D’e zousik mestrez.
An tonnou mor a skô,
Ar garrek a gren.
D’ezan na vo dizro,
Hi n’e gwelo ken.

An eon zeu da wenna
War ar bezin glaz.
Ar wagen da ganna
War ar reïer braz.
Ar barrajou avel
A zo diredet,
Al lien vel eskel
A zo digoret.

Ar mor don fulôret
A ziroll bemde,
Ar plac’hik glac’haret
A walc’h he ene.
Bemde zeu da grial,
He c’halon mantret.
Morgan en eur grozal
D’ezi ’n euz c’hoarzet !


« Kement a gemeran
Zo d’in da viken.
Gwele kaër a roan
D’am oll koantizien !
Na dal ket d’id lenva,
Merc’hik, te zo foll,
Me a zalc’h ar brava
Barz ar mor diroll !… »

Ar plac’hik, gant glac’har,
A zo ’n em dolet
En dour leun a gounnar,
A vo he bered.
Kavet deuz he fried,
Breman da viken,
Int o daou unanet,
Hag o eskern gwen !


_______________

D’AR GORSEDD A VREIZ-VIHAN
___________


Salud d’an Drouized-Meur euz Gorsedd Breiz-Vihan,
Salud d’ar Varzed têr, kenvroïz a garan,
Salud d’an Oveded, d’ar bobl a Vreiz-Izel,
En hevelep karantez, diredet holl a bell !

Ma ’zoun-me ar iaouanka e breuriez ar Varzed,
Ne ’zeo ket an enoriou em sonj am euz klasket,
Fellvezout e ra d’in beza er renk kenta,
Pa zeo red en em zifenn, difenn hor peadra.
       Ha ma ve red d’eomp koueza,
       Dindan toliou marvel,
       A mo ar maro kaëra
       ’Barz ar c’hoanta kavel.

Ma ’zoun-me klanv a gorf, va spered a zo iac’h,
Ha va c’halon zo krenv dirag kement dispac’h.
Me c’houzanv pemp bloa zo, gwall boaniou diniver.
Dre zorn Doue em zav, me zo chommet seder.
       Ha karantez va bro enoun zo o virvi.
       Tra ma vezo e âlan en âlan ar Varzed,
       Me a zanto o redeg ebarz va izili,
       An nerz a ra ouzimp, ar gwir bennou kaled !

Mad ! Breman ez oun Barz… Trugarez d’eoc’h, Taldir !
Ganeoc’h, eneb ar bed, e vin feal d’ar gwir.
Trugarez vraz ive d’am c’henvreudeur dispar,
Pere, war an dolven, va c’hemero hep mar,

       Pa ’neuz hentchet ac’hanon
       E karantez va Breiz,
       A ziskuillin va c’halon,
       Leal a vo va feiz.



Miz Gwengolo 1928.



_______________

AN AMZER GOLLET
___________


Furchal ’ramp da dermen ar bloavez,
Touez ludu hor c’halonou,
Da glask roudou vén al levenez,
Goude an tantajou.

Peb devez ’baoue hor iaouankiz,
Merket gant eur men gwen pe du
A vir ennomp ar skeuden iskiz,
Euz geriou laouen an didu.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Va leor gant Doue digoret
Zo er bajen ugent-ha-tri ;
Va c’hein an euz kridien gri…
Hag pegen gwen eo va bizied !

Da zeraou d’id, paour kez levrik
A zo ebars musc’hoarz va mamm…
Siwaz ! An holl gerz tamm ha tamm.
Pelec’h out aet, c’hoarz bugelik ?
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
An delliennou ze am oa lennet
A gemenne eur galon vad.
Perag an heol zo aet da guzet
Dindan ar c’houmoul du, timad ?

Me ho karie bleuniou, rozennou,
Lapoused, ezansou, dudi…
Karet am ije koantiri…
Tri bloa-war-n-ugent, ha daërou !

1929.

MOGED
___________


Sellet ’ran en dro d’in, sellet ’ran a bep tu,
Ha tan a veofe c’hoaz, dindan berniou ludu ?
         Kalon va c’henvroïz a chomfe distagel ?
Daoust ha Breiz a vag c’hoaz, tud a nerz, a spered,
         Ne deint ket, en avel,
         Skampet holl e moged ?

Gwechall, pa oan-me iac’h, friand ha dibreder,
E moa kalz kenvreudeur, eveldon holl seder.
Dre hent ar blijadur e kerzchomp dorn ouz dorn,
Hag an eil d’egile e touchomp fealded,
         Dêvet an tan er forn,
         Ha savet e moged !

Gwechall, ’vel an dour red o vond dindan ar roc’h,
Va c’halon giz eun nenv karget a soniou kloc’h,
A dride birvidik en glander ar mintin,
Ha drant, eur plac’hig koant gomze d’in kaër meurbed :
         Musc’hoarz ha mouez lirzin
         Maint semplet e moged.

Gwechall ’moa tud ive, ’moa kerent, e ’moa ti.
Va zud kez dianket, va zi kouezet en pri,
A rann d’in va c’halon, hag a sklas va envor,
Pa hirvoud em spered va sonj paour ankeniet,
         Va iaouankiz, horor,
         Sklabezet e moged…


Gwechall, pa oan kredus, lagad tener ha lemm
A lake levenez ha sklerder war va dremm.
An evned ’barz ar c’hoat a gane hep ehan.
Ha me, d’ar bravente, meur a wech meuz touet
         Karantez dre va c’han ;
         Dirannet e moged…

Breman, am euz disket kerzout hep lorc’h er bed.
’Vit an dud sod ha ven, al lore zo troc’het.
D’ar c’hablus, va c’hredit, na sklapit ket ar men,
Ha mar grit d’an nesa hervez al lealded
         N’euz c’hwerventez o ren
         Na saofe e moged !



_______________

D’EUR PLAC’HIK KOANT
___________


Bremaïk sonjen, war lein ar mene,
Ober evidoc’h gant brug ru,
Eur boked paket gant karante,
War c’horre, dindan, a bep tu,
      C’houez vad an Arre.

C’houez ar bleuniou ’barz em fronellou
Dudius ’neuz komzet kenan,
Gwechall zo deut dustu breman,
Dizroet eo war va muzellou
      Da bok kentan !

Gant balan a meuz gret eur c’hevre
Evid delc’her stard va boked,
Ar skourrou ganin zo skoulmet,
Evel vid kloza war eun ene
      ’Meuz o serret.

Hada ran lus e touez an delliou,
Dastumet anê mad ha piz,
Tanveet neuze hep dispriz
Ar frouez kuzet e kreiz ar bleuniou
      Mar ’dint a c’hiz.

O bleuniou koant, laret ’ta d’ezi
Penoz roan d’ezi pardon ;
Ar c’haërra plas zo c’hoaz evit-hi
Hag a vezo ’barz em c’halon
Tra vezo gwad ennon o virvi.


DOUAR ARVOR
___________


Da Daldir Jaffrennou.


Hunvreou kaër a dremen en ezen askellek
A lak kridien vraz e touez bleun aour al lann,
Miret eun tamm, m’ho ped, en âlan ar garrek,
Sonj an amzer dibab a zeu Arvor d’embann.

Ra zeuio an avelach a frê Menez Are,
Da zihuna ’n hor c’halon, eun esper moredet.
Ra zeuio mibien stouet eur wenn disliou hirie,
D’em denna vit echui ouz o c’housk kaledet.

Ar bobl en kuzulik a gont kement a draou,
Ma nefe d’o delc’hen kalz a c’hoant ar brug ru.
Neuze en liouiou brao, lak karantez hep gaou,
Eun emgleo ken laouen ma zoug merk an didu.

Epad noz ar gouanv, ar Maro spouronnus
A zeu en hentchou dôn hag er bodou tenvel.
Da bep envor ive eul lavar dudius,
Hep mar, gant koantiri, renk broda ’eur vantell.

Ar skweriou desevet vit klask lazikerez,
A red hag a zaoulamm barz an devalijen,
An noz ziskuill anê d’ezennou ar gwarez,
Hag a lenvont neuze o malloz da viken !


Rimadellou spontus a zav eur gontadenn,
D’an drez, d’ar mein a zo dre-oll tal an hentchou.
Ar mammou koz ebars o spered, a gav tenn
Bep a vuhez gwirion d’an oll bagad teuziou.

Peb troatad a zibun em gontadenn dispar
Ha peb lec’had ive gomz euz amzer gwechall.
Mes dindan al linsel tano, ’ma an douar,
Birvidik, galloudus, bepred dihun ha grall.

Er reier lec’h a zeu an avel da strakal,
Ar c’henvi vel lôre hep aon a gred steui
’N eur ober d’ê, bemde, gant deliou livet fall,
Eur gurunen c’hwero mad d’ar benaërez kri.

Unan gant trouz ar mor, ar Vretoned a Vreiz,
A zant o skoï bepred, nerzuz, o c’halonou.
En kement ene kelt, kreïz burzudou a leïz,
Euz Barzaz an Hunvre c’helfer gweld ar goulou !



_______________

KIMIAD
___________


Te na peuz ket eur galon gri
Tener awalc’h ez out, me gred
Da lagad sklear morse fazi
Ha noazout d’in, te na ri ket.
Karantez meuz vidout, dispar
Mes spered diaes meuz da ren,
Neubet a dra ra d’in glac’har
Ha neubetoch c’hoaz kalz anken.

Kement meuz gret, ma meuz tizet
Da galonig seder ha flam ;
Pa sonjen mad ez oun estlam,
Ha diflam biken na vin ket.
Na vin diflam ken a mo bet
Da bardon goude da gounnar
N’euz forz a rin, n’euz forz lavar
Ma vin c’hoaz eurus war ar bed.

Va frealz er bed, va eurvad
A zo ennout, mestrezik koant,
Enn dounder euz da zaoulagad
Dounder a gresk va nec’hamant !
Va frealz er bed ha va joa
Eo da c’henet, da yaouankis ;
Beva hep-te zo eur gwall dra
Breman e c’houzoun mad o friz.


_______________

KAN AR YUN
___________


Da Florian Le Roy.


An halek a bleg
He skour ken dicheg
War ribl ar ster ;
An avel a wask
Ha netra na glask
Euz ker da ger.

Ebars ar poullou,
Touez ar brugou
Ar re zaonet !
Na dal pedennou
Euz ar Berejou,
Tud konjuret.

Eneou o termel,
Hetou o vervel.
Ha vit petra ?
’N Anaon a fazi,
Ha darn all a gri,
Ifern ! Netra !

Evel an ifern,
Ar warem a vern
Kalz a dud foll.
Neuze a zispenn
An drista peden
Euz pobl ar Goll !


An dristidigez
A zeu gwall enkrez
E kreiz ar iun.
Morse levenez,
Biken karantez
Eno zibun.

En noz leun a foug
An ezennou droug
A lemn ho dent.
Ho c’han a zivêv,
A zarac’h ar blêv,
Lak an dud lent !

Va c’halon na gar,
Va spered na oar,
Velkent bennoz.
Daousta ’m oun kablus
’N em gavan kredus
Bemde, bemnoz !



_______________

HIRVOUD, DARVOUD
___________


D’am c’henderv.
Jean Bothorel.


Da lakaat freuz ha reuz,
War an tamm douar-man,
Siwaz zo meur a veuz !…
Na gavin ket va c’heuz,
    Breman.

Ar barz vel an evned,
A gas e ganiri,
Laouen pe ankeniet,
Dinec’h pe gwall vec’hiet…
Kanaouen na fazi,
    Kalon mantret.

Ar musc’hoarz a zo bleun
Demeuz ar garantez,
Hadit, hadit ar greun…
Medit, pe a po keun,
War muzel ho mestrez,
    Levenez… leun !

Milizour ar c’halonou,
Ar vouez teu da ziroll,
Na guzo ket an daëlou,
Koumoul ha kaon an nenvou,
Gallouduz war an holl,
    Huanadou,


Hunvre meus ouz an amzer,
Pa reden dierc’hen,
Seder vel an alc’houeder
’Tridal uz d’an erven.

Hunvre meuz ouz va iaouankiz,
Tremenet ken sioul, hag iskiz,
Pa nijen ouz bod d’ar bleuniou,
Dre zor digor ar c’halonou !

Envor am euz eus ar mene,
Lec’h a glasken neizou neve,
Lec’h kalz re all a gutuilho,
Al lus dous ha c’hwëro !
Envor am euz ouz eur vouez flour
A westle d’in da virviken,
Karantez redet gant an dour,

C’houez ar rozen gant an avel,
Sonj am euz mad euz he dudi,
Nijet en moged maez va zi,
An nor serret, an oabl tenvel,
Lener, gurun, anken ha pri.
Mont a ra an traou dishenvel,
Ar mad d’ar fall, ar fall d’ar gwell !
Daëlou, daëlou, barrajou kri
Skeud ar maro uz d’am c’havel !

Da lakaat freuz ha reuz,
War an tamm douar-man,
Siwaz zo meur a veuz !…
Na gavin ket va c’heuz,
   Breman.



_______________

BLEUNIOU NEVEZ
___________


Falz Vreudeur, echu peuz d’ober lez d’ho mestrou ?
A berz pe seurt reolen nac’hit hor frankizou ?
Na ganit ket an heol ma peuz aon’rog ar glô,
An neb a zo dinerz a skwach rak bac’hado.

Kement hini a bleg hep heug na poan galon,
Neuz kalon eun traïtour hag ene eur falc’hon.
Ma man c’hoaz c’houez al lann en didu ho fronell,
Ho teod a vo flemmus, hag ho torn digetell !

Pilpouzerien disliou, eur wech leskit ho trouz.
D’an traon ho sonjou fall hag ho tokou voulouz…
An neb zo gwir Vreizad out-hê neuz ezom mann.
Ar pez na lavar ket, ar ouenn deu d’hen embann.

Perag ober lazik da baotred ar C’hannad ?
Dirag eur weren leun ez eïnt renerien vad.
Aez tre eo dont abenn ouz an dud rann ha rann…
’Neur frêa ’nhê, me gred, gant eur c’hoz bodig lann !

Ia, Breiziz douetik, hep poueza war ar skour,
’Wechou, an den tizet a skeud an torfedour !
Mevelien, ma kirit ! Lakizien n’eo ket dao !
Ker koulz ha « Breiz bepred » e kavan « Breiz atao ! »


_______________

JABADAO
___________


Laouenan,
Laouen a gan,
Ro d’in da ganaouen,
Ma tec’ho buan,
      Va foan,
Didrouz gant an ezen.

Me gar an heol, an nenvou,
Hag ar soniou lirzin,
Lagad ar merc’hedigou,
Hag ho dornig mibin.

Evelse e kanomp-ni,
Anken hag evurusted,
Tre daërou ha kaniri
Ar vuhez zo mesket.


_______________

KENTEL D’AR BARZ YAOUANK
___________



Na ganès morse war da delen
Enor d’ar gwad, d’an emgannou ;
Na verkes morse war da dolen
Lorc’h an Arme, ar Brezellou ;
Kan kentoc’h an amzer da zoned
Eur vuhez kaër meurbed skedus
Vid ma laro ar bobl estonet :
Ar Peoc’h zo eun dra burzudus.

Merk bepred en nerz da ganaouen
An uhelder sakr euz ar Gwir ;
Kan kalonek, hag a vouez lawen
Eur sonik flour gant anal hir.
Ia, kan ar gened, ar bravente,
Kan an Douar hag ar Furnez,
Ar merc’hed koant, ar bleuniou neve
An Nenv, an Heol, ar Garantez.

Em lak a-bez da zervich ar Vad,
An honestiz hag ar re baour ;
Na stages morse da zaoulagad
War iêo ar madou nag an aour.
En peb lec’h, diskuill al loustoni,
Sao da gounnar ouz ar re fall,
Ha frê dre-holl an holl sotoni
Bez atao den eon ha leal.


Ra vezi enebour d’ar Gevier,
Gra sell Iorc’hek ouz ar Glorus ;
Mez na sones morse da gleier ;
Ro skoazel d’ar re falleürus.
Barz, te a rei skwer d’an holl skweriou
Brezel d’ar bec’h, bec’h d’ar brezel,
D’ar Peoc’h, d’ar Vad kan meuleudiou,
Da galon grenv, da benn uhel.

Da lagad war an traou da zoned,
Sell euz an Araokaat skedus ;
Evid ma heuillo ar Vretoned,
Roudou da gammejou kredus.
Ma tihano ar broiou terra
An eil d’eben d’ober brezel,
Vid na zeuio ken gwad da vera,
Barz, trec’h d’ar ganiri varvel.

Malloz d’an Droug ha d’an droug-komzou !
Malloz d’an neb a c’houez an tan,
D’ar pinvidik a c’hronn e vadou,
Da biou bennag a zo distan !
Méz d’an dud ien ha d’ar re glouar,
A gemenn ar fall, an drubuill,
Heb em sevel outê gant kounnar,
Heb kaout ar galon d’o diskuill !

Peoc’h war ar bed d’al Labourerien,
Peoc’h d’ê bepred war an douar ;
Ma vo an dud gwir amezeien,
Ma tec’ho ac’hann ar glac’har ;


Kan, ô Barzik kez, war da delen,
D’an dud paour levenez ar bed,
Ha merk skler a hed da ganaouen
Esper an Amzer-da-zoned…


21 a viz Gouere 1929.


_______________

PROF
___________


D’ar Barz Koz Charlez Rolland, a Werliskin.


Nann, va mouez na n’ eo ket lirzin,
   Na badfe ket pell.
Salv-o-kras, an aër zo sklintin,
   En Kerne uhel…
Evelse me gred e kleofet,
   Hekleo an tamm son,
En enor deoc’h am euz savet.
   War ar c’haëra ton !

Dudius meurbed e kavan
   Ho kalon breizad.
Gras d’eoc’hui muioc’h e karan
   Kavel va c’hentad.
Ia, breman meuz anaoudegez…
   Kaërder ar mene,
Douster birvidik va mestrez,
   Iez ar garante !…

Ho soniou evel ar sklêrder
   A lintr em c’halon.
Ar c’hlanvour a zo deut seder,
   O barz koz gwirion !
An neb a gar e vro santel
   Na vo morse paour.
Peurbadus, eneou Breiz-Izel.
   Raï d’eoc’h ar Gouriz Aour.


Stard ’n ho sav, c’houi ho peuz dalc’het
   Giz eur gourenner,
Brud ha lorc’h langach ar Gelted,
   Herr ar ouennou ter.
D’eoc’h difennour hor peadra,
   Gedour an douar,
Enor d’eoc’h evel d’ar brasa
   Telenner dispar !

Iaouankiz, tolomp hon tokou,
   Ha c’hui pennou skan,
Laket mad en ho sperejou,
   Hano an den-man !
Meulomp holl, ni poblou a Vreiz,
   Rolland ar barz mad.
A galon digasomp a leiz,
   Koat iac’h d’an Tantad !


_______________

EUR STEREDEN A SAV…
___________



Eur stereden a sav uhel en Nenvou glaz
Gedourez a garantez var bihan vel var braz
He lagadik ken tener a lugern gwasoc’h gwaz
Eur stereden a sav uhel en Nenvou glaz.

      Epad sioulder an noz e tal ar firmamant,
      A gemenn d’eomp Doue o tiwal hor repoz
      A gemenn esperans d’an hini a c’hortoz…
      Eur stereden a sav splan evel an arc’hant.

Rouanezik ar peoc’h, vel gwech all en Bethleem,
Diskennit ho trugarez en peb lec’h a zo klemm,
Diskarit an drubuilhou, tre an dud a zo kemm
Rouanezik ar peoc’h, vel gwechall en Bethleem.

      Roït fizians d’an den-ma ha sklerijen d’e vall
      Ha truez d’ar paour-kez, karantez d’an den kri,
      Madelez, levenez, ive da bep-hini
      Roït o goulen d’an holl, ma na vo ken tamall.

Peb den ebars e galon a zoug eur stereden
Pe a vez aour pe arc’hant, drouk livet pe melen
Diwallit mad d’he laza, pe malloz war ho penn.
Pe a vez aour pe arc’hant, drouklivet pe melen.


      Nann, na vougit ket ennoc’h mouez ar vad hag ar gwir
      Na zeuit morse da vantri ho feiz hag ho fizians,
      N’euz ket a salvidigez e maez ar goustians
      Hep stereden er bed-ma, ar vuhez zo re-hir.

Gwall deuc’h a vo d’an hini na heuil e stereden,
Kuzet en oabl e galon gant meur a c’houlaouen,
Rag war-n-han tevalijen an noz deu da zisken
Gwall deuc’h a vo d’an hini na heuil e stereden.

      Ha malloz war an hini a ia en hentchou dôn,
      Hep sklerder, hep goulou, hep sikour, hep skoazel,
      Ma na zeu ket a stered en nenvou glaz uhel,
      Rag enkrezou didres a zeuio d’e spouron.

Eur stereden a sav uhel en Nenvou glaz,
A vezo da virviken, a zo bet da viskoaz ;
Tra ma vezo daou zen beo war an douar braz,
Eur stereden a savo uhel en Nenvou glaz.

      Tra ma vo ar stereden e kreiz ar firmamant,
      O skedi ken laouen ha dous vel eur bennoz,
      Vo roët hunvreou kaër da gement a repoz,
      Lugernit ta, stereden, o steredennik koant !


_______________

EVID AR BEORIEN
___________


D’am mignon Y. Rolland, skolaër.


Daou grommet war e ben-baz derö,
Ar c’hlasker boued hed an hentchou,
A zant e zac’h leun a draou c’houerö,
Naon dû bemdez, aon avechou.
Ken lent a vez rok an archerien,
Ma wel o skeud ebarz peb korn.
Vit an urz vad eo grêt al Lezen.
Difennet eo astenn an dorn.

Pa dremen er c’hêriou, a boan
Ma c’houlen eun tamm kreun bara.
Eul lonkad dour da ziskenn koan.
Er c’hoad a gousko peurvuia.
Ar chas ’n eur stenna krenn o chaden
A razaill war ar paour kez koz.
An aotrone, o c’hov diroufen,
Gant eur sell fall, hen kas er foz !

Hir eo an de ha braz ar blenen,
D’an neb an euz naon ha sec’hed.
Da gov goullo pounner ar chaden,
Deuz ar zav-hëol tre d’ar stered.
Truez out-han ? Mes an hospital
Na n’eo ket savet vit ar chas.
Gwelloc’h e kav c’hoaz chomm da redal,
Ar c’hefelek a zant al las…


Daou grommet war e ben baz dëro,
Ar c’hlasker boued hed an henchou,
A zreb ar mouar hag ar c’hraon fô,
A dremen moan biou d’ar skoliou.
Anvezout’ra ar zon a gan,
An avel barz ar c’hoajou dôn.
Ankounac’had a ra e boan,
O repren eun tamm war an tôn.

Eun devez e ene zilammo,
Ouz e glor bars an êr sklintin,
Hag a lavaro zur kenavo,
D’ar bed fallakr hag heb ijin.
Ebarz an draonien, ar c’hornandon,
A davo neuze e Sabad,
Hag a lavaro, giz orêzon :
« Ar c’hlasker boued oa eur paotr mad. »

Va zud vad, ma zeo leun o ialc’h,
D’ar paour kez koz, war an hent braz,
Digorit anei frank awalc’h,
Evit ma trebo bara c’hoaz.
Kemerit truez ouz e vizer.
Dibrennit d’ezan dor ho ti.
Grit aluzen a galon seder.
Trugarekeet veoc’h evit-hi.


_______________

DIZRO !
___________


D’eur c’henvroadez brudet.


Desket m’oa d’it, tôniou ha soniou lirzin,
Deut d’eomp en-eeün gant hon tud koz.
Ha pa gleven neuze da vouezik sklintin,
O kana ’nê, vijen er baradoz.
Kaout a ree d’in e pa touet fealdet
Da beadra poblou ter ar mene.
Ha padal dec’h, memes e oant holl nac’het,
Da wad, da di, da vamm ha da ene !

Ya, dalc’h breman ar prof ouz da ganiri
D’ar bobl lorc’huz a gaves deuz da c’hiz.
Na teues ket glorus gant da goantiri,
Da rodellad en hor bro ken iskiz.
Breman te raï lazik d’ar re a giri,
Ha faê warnomp — da vreudeur — koz Vreiziz.
Gwir eo an hent a zo frank da bep-hini.
O plac’hig kez, diwall mad ouz Pariz !

Rag kalz re all am euz bet gwelt touellet
Hag eun devez sklapet en kreiz ar pri.
Pa vanko d’it da vouez sklêr ha da c’hened
Gra da sonj mad e po ziwar da fri.
Ma reust da droad a dorri da gammejou,
Hag eur gwall lamm deuz uhel a dapi.
Mez divezad e teuan war da dreujou…
Na ri tamm forz memes deuz va ali.


Peuz ket envor, Breizadez ven ha penn skanv,
Deuz da ligne ha deuz hor yaouankiz ?
Pa ’mout hirio, vel al lapoused goanv,
Tec’het skouelfeg, hep sellet war da giz…
Pa pe kanet, daouste kreiz ar strakadeg,
Na gleves ket, dre holl, er meuleudi,
Eur c’henvroad kendalc’hus d’e vrezoneg,
O rebech d’it, plac’hig, da falloni ?

Ober ra fall neb ra goap gant follente
Deuz ar c’havel an euz he luskellet.
Ne ran foëltr forz ouz lorc’h nag ouz bravente,
Pa na zalc’her d’an ti lec’h oar savet.
Gout a ran mad, biken te na bardoni
Ar c’homzou-man, skrivet sterd hep kounnar.
Ha war-n-on-me, da valloz zur a zalc’hi,
Keit a vin beo… ha te war an douar.

Eur gwall doare am euz kemeret breman,
Ma renkan d’it, displega penn-da-benn,
Drast va c’halon hag ar pez a bouez war-n-han,
Kaz ha tan flamm, pa lavarin a grenn.
Droug c’ha ennon pa welan koz rampenned,
O reï an urz deomp-ni, holl gwir Vreiziz,
Ha gant arc’hant ha boulouz a bemp lec’hed
C’hont da gemer giziou sod da Bariz !…

Ma teues c’hoaz en bro ar billawërien,
Gant da zillad paët gant milluriou,
Daouste na vo ket dao d’an holl gouerien,
Lipad ar pri vit espern da voutou ?

Gwir eo te peuz breman eur wetur-dre-dan
Eur c’hastell kaër savet war ribl ar mor,
Lakichen braz a bep liou, ha re vihan,
Eun arme grenv o kana d’it enor.

Meuz ket avi ouzout, met kals melkoni
Ouz da welet, kenvroadezik kez,
O c’hont dallet da lec’h a nij ar brini
Ma kendalc’hez da ren ar seurt buhez !
Deus war da giz, hag an holl az kemero.
Vel eur bugel karet ha dianket.
O plac’hig koant adarre te a gano
Ar soniou koz, gwechall e poa desket !


_______________

SKEUDENNOU
___________


D’am mignon, an doktor Charles Cotonnec,
drouiz « Paréour » euz Kemperlé.


Paréour, eun devez, pa deufoc’h en va bro,
Lec’h na n’euz nemet mene ha yuniou tro war dro,
Pa zirollfe an avel da stourm, kri, fall ha iud
Pa renfe bars ar c’houmoul, sonjou c’hwëro ha pud,
Daouste, c’houi c’helfe ive lakaat d’ar barr dirud,
Eun harz tener met krenv, vel reun al loaned mud,
Gouest da viret da heuzi, kreiz sebeliou an dud ?

Hag ar bloaveziou sklejet a hed an amzeriou,
Deuz kantvet da gantvet evel reuzeudiou,
Aman bars an draonien ken drouklivet ha kleuz
A zastum ar baourentez, an enkrez hag ar c’heuz.
Giz eur pec’hed marvel, kuzet dôn en hor c’hreiz,
Al lorc’h tenvel morgousket a skoach ebars he neiz
Ha mezuz hor c’houztians hirio a vo direiz
A voustro war an techou, rollet war naou ar bleiz !

Paréour, rag da stoui war ar vizer oc’h boaz,
Aman, holl reuz ar bed a zo dispak, en noaz.
Gouliou ar paour kez den, pebret gant fallentez,
A zo sallet ive gant poan, glac’har ha mez.
Ma ! gwelit, pell, an douar, trist vel dremm eur barner
En nenvou hep trugarez, oablet treut gant krizder,
Hirvoudou poblou brein a zisalan gant flêr,
Lec’h a rigogn ar maro ha teuziou diniver.


Kalon an den zo ledet, dizamant war an dour.
Er poull, an halegou morz a gren hag a wigour.
Eur vouez sklaset a c’hrozmol ; diston’vel eur rebech.
Daëlou a c’hlep ar gouzer, daouste m’eo sec’h ho bech.
Daouste pare zo aman d’an drubuillou mantruz ?
Doue, kuzit, me ho ped, eur skeuden ken skrijuz,
Mac’h astennimp hon daouarn d’an heol karantezuz,
A roï d’eomp gant e domder, eun esper lugernuz !


_______________

KAN, D’AR MOR
___________


D’am mignon Léopold Pascal.


An noz-man, am euz kousket, dindan trouz ar mor braz…
Hag an tonnou ken dicheg war ar garrek peur-noaz
O deuz douget ha bleinet nijadenn va hunvre,
Dianket dec’h eun tammik deuz hentchou ar mene.

Diskan : Roll, diroll, o mor disurz,
                     Dour spontuz ha garo,
             Leun a zroug hag a gounnar,
                     Ruill da gorvou maro.

An ezen mik kounnaret a c’houez war an aodou,
Blaz an holen hag alan an douriou hep mestrou.
Avel gwalarn pa fulor, war vein gwalc’het an traez,
A frê lann glaz ar c’hleuniou hep damant na truez.

Dirazout kement anken, ve dustu mantret krenn,
Ha peb glac’har sebezet a renk stoui he fenn.
Piou a deufe da blêdi ne n’out ket eun ene
Birvidik vel hon hini, ha dishenvel bemde ?

Ma vusc’hoarzes awechou ez eo vit ober goab
Rag da douelli an dud a peuz doare dibab.
Dindan an nenvou heuzet hag al loar sarac’het.
Penoz c’helles, muntrerez, golo mad da dorfet ?


War da vronn garantezuz e c’halves gant mouez flour
Ha da vouskan luskelluz zeseo ar pesketour ;
Egiz eur c’hast e tommder en em roes d’an holl
Ha pokou da vuzellou bepred a gas da goll !

Perag ebarz da wele vid ar briedelez
A ziskenn al linser-gaon war dôl an dud nevez ?
Perag e lec’h entana, teus da sklasa ar gwad ?
Perag ive zeo d’ide koantiz kement breizad ?

Rag ni holl, en hor sellou, hon euz skeudenn ar mor,
Hunvre skeduz ar sklerder, barzoniez Arvor !
Ha sethu hi da viken, despet da gement tra,
Daouste ma droc’h ar vuhez, mestrez euz ar gwella !…


_______________

EUN TAMM SON DA GALA-GOANV
___________


I

An deliou a gren gant anken,
      Er gwez da gala-goanv.
Hag ho liou deomp a c’hourc’hemen
      Ez int rêvidik ha klanv.
An avalou a zo avet,
      Bars al liorzou.
An ilin moc’h, prestik gwentet,
      Er c’harz a vreïnou.


II

Ar mouar sebeliet breman,
      Er c’henvi louz ha glepiet
A restol o gwad war-n-hezan,
      D’an douar, ma vo sunet.
Ar barr a bil gant farserez,
      Druillajou kraon fô.
Hag an drask bepred war evez,
      Prim o diblusko.


III

Pad an noz, an eneou daonet,
      Dinasket vit ober reuz.
A zeu er fourrad dirudet,
      Hep gellout prena ho c’heuz.
An hoper a iouc’h er reïer,
      D’an teuziou diroll.
Hag al loaned en o c’hreïer,
      A chech war o roll.


IV

Ha goude koan, ar mammou koz,
      A zibuno gant ho neut
Kontadennou kaër a-brepoz,
      Evit an holl baôtred reut…
An tan mouded war an oaled,
      A c’hoarz ken lirzin
      Ma sant an tad-koz dihunet,
      Ar flamm en e c’hlin.


V

En despet d’an amzeriou fall,
      Ha da gement kaouad kri,
Ar re iaouank red da lec’h all,
      Rag o gwad zo o virvi.
Ar galon n’euz met eur mare,
      Keit a sko kalet.
Red eo klask d’ezhi dizale,
      Plac’h… ma vo pâret.


VI

N’euz ket ken ambludadegou,
      Dindan lagad ar stered.
D’an dansou nevez gant begou,
      A ziroll an holl verc’hed…
Sôn ar biniou, ra vo gwelet
      O chom sterd atao.
En Kerne a zo c’hoaz paotred,
      Vit ar jabadao.


VII

Bombard dispak eun ton buan,
      Ma ielo ar c’helc’h en dro.
Dorn ouz dorn kanomp an diskan,
      Hardi’ ta ! Flemmomp d’ hon tro.
Stokomp ar seuliou war al leur
      Ha iouc’homp d’ eoc’h holl
Iec’hed padus ha gwir vadeur !
      Ar furnez zo foll !


_______________

MELKONI
___________


Gant va c’hinnig kaloneg d’ar barz Gwaz Eussa


An hunvre dismantret, ha muntret gant peb den,
D’abardaez e vuhez, pa sellfe war e giz,
’Wechou, dre eun envor, a gas d’ar c’heuz, a blen,
Eun ene holl karget gant eur gaërder iskiz.

Le rêve pantelant que tout homme extermine,
Lorsqu’au soir de sa vie, il revoit le passé,
Parfois, du souvenir, au regret achemine,
Une âme tout entière éprise de beauté.


Hag en oabl an nosvez, lintred gant ar stered,
A zao, vel eur bennoz, douster ar sklerijen,
Ma ra an dolen sakr d’hon c’haranteziou bet,
Lec’h hano ar Gened vo skrivet da viken !

Et le ciel d’une nuit que l’étoile illumine,
S’auréolant alors d’une douce clarté,
À nos amours défunts fait la table divine,
Où s’inscrit à jamais le nom de la Beauté !


D’an oad ze, c’heller mad, muzula c’houek an hent,
Ha lorc’h ar geriou ven slapet d’an aveliou,
Pa deu ar sotoni da dec’het, d’an ampoent.


Doue ! nag a garfer ’nem gaout bugaligou,
En eur c’horf kastizet, lec’h ar galon zo glan,
Musc’hoarzik an nenv glaz ha tomder an heol splan.

C’est à cet âge-là, qu’on mesure la route,
Et l’orgueil des vains mots, semés à tous les vents,
Quand la bêtise humaine est enfin en déroute.

Dieu ! que l’on aimerait la gaîté des enfants,
Dans la vieille carcasse où le cœur reste pur,
Un rayon de soleil, avec un coin d’azur !…


_______________

WAR AN DOLMEN
___________


A boan war an dolmen, oa laret : « Peoc’h a zo ! »
Ma welan etresomp, ar reuz o tont en dro.
Ha perag ’em zrailla ? da betra ze a dal,
Rag n’euz forz deomp pe hent, ma c’herruomp er pal,
Breiz atao, Breiz bepred, pe Breiz da virviken,
Ouz al labour ken sakr ma teuomp holl a benn !
Pephini zo dleour d’ar Vro, d’ar ouenn, d’ar Gwad.
Hag vit salvi anê, a boanio gant kalz stad.
Iaouankiz, va breudeur leun a dan hag a flemm,
Vit ma drec’ho hirio ar gwir Gan war ar c’hlemm.
Dirag memes tantad na rit ket ho penn-fall
Ma dostaïo an deiz a zeportomp gant mall…
Gwelit, an eost zo âo war leur zorna Kerne !
Ha pegwir a vervomp er memes karante,
Ar re a ved an ed a dle kaouet doujans
Vit ar re all an euz hen hadet da gommans.
Va zud, koz ha iaouank, ma c’haï bara er forn
Demp kalon ouz kalon, ha kerzomp dorn ouz dorn.
Evit ma vo hor Bro, da viken braz ha reiz,
Breiziz holl en hor sao, iouc’homp buhez da Vreiz !


_______________

NA VARVO KET !
___________


D’an doktor A. Classe, evit beza roet d’in epad
pemp bloa sikour soursiuz eur midisin mad
ha dorn eur mignon kaloneg.


Na varvo ket gouenn ar Vretoned
A roïo c’hoaz kalz a dud vad
A viro en emzer da zoned,
Brud al ligne, enor ar gwad.
Dalc’homp bepred da iez hon tadou.
Stagomp d’ar vro neuz hon maget.
Vel an dêro don en douarou,
Griennomp ’ta, pennou kalet !

Adarre an nevez amzer
A c’hoarz en traoniennou Kerne.
En oabl ken glas an Alc’houeder
A gan gened ha bravente.
An avel deuz Roc’h Trevezel
Touez al lannou a vouskan
Ma frij karantez Breiz-Izel
Dre ar brugou hag ar balan.

Na varvo ket en hor c’halonou
Envor an amzer dremenet,
Iudal a ra c’hoaz an hirvoudou
Ha sonj ar poblou koz trec’het.

Lezomp peb den da gerzout e hent
Heb trubuill, heb aon na souez,
Mez eun devez diskriniomp hon dent
Ma teuer da noazout d’hon iez !

Selaouet ’ta mouez ar c’hleïer
Hentchet sioul gant ar goumoulen
Leun a spi, karget a zouster,
Seder, dudius ha laouen.
An den paour a hed e vuhez
Na c’houlen ket kalzik a dra
Eun tamm iec’hed ha karantez
Eur galonig, eun tamm bara !

Na varvo ket war douarou Breiz,
Ar c’hijou koz hag ar furnez.
Ha difennomp gant kalon ha meïz
Hon hêr ouz an doare nevez.
Hor peadra zo war ar garrek
Eun ti, eul liorz, hag eur c’hraou…
Dalc’homp d’hor bro vel Breiziz gwiziek
Ha miromp aneï dont en gaou.

Na glevet-hu ket ar biniou
O son e tal ar perzier kloz ?
Ha na welet-hu ket ar bleuniou
O varella girzier ar roz ?
Ha na welet ket koëffou gwen
Oc’h ebati war al leur vraz ?
Na glevet-hu ket an abaden…
Iouc’h ! tro d’an dro ! Breiziz zo c’hoaz !

Na varvo ket gouenn ar Vretoned
Rag ar baotred a denn d’ho mamm

Bea vo en amzer da zoned
Kalz mibien fur d’eur vro divlamm.
Komzomp, Breiziz, gwir iez hon tadou
An urz zo roët gant an Nenv.
Dalc’homp d’hon giziou, d’hon dillajou
Touomp chom holl feal ha krenv.

Adarre an nevez amzer
A laka ar gwad da virvi,
Peb lapous a zeu telenner
Evel peb trouz eur ganiri ;
Barzaz a zo ebars peb kalon.
Ha musc’hoarz war ar muzellou,
El levenez, ni chommo breton,
Peoc’h war bed d’an holl boblou !


_______________

FALZ KARANTEZ
___________


Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann-Badezour
He doa touet d’ezan gant he mouezik ken flour,
    Karantez peurbadus !
Hag a boan war al lê, a varve ar geriou
Pa zavas he c’halon eneb he muzellou,
    Ar gaou heuzus !

Touet he doa d’ezan, penoz biken eun all,
Na lakche e ene da zoned da dridal,
    Keit a vije er bed !
Ha dustu war al lec’h — faë war ar wirionez,
Dindan he malven hir, a guz, an draïtourez,
    Eur falzente dibred !

Touet he doa d’ezan, tre da vetek mervel,
He c’horfik mistr ha meür, prof d’ar giz broadel,
    Dre ar briedelez !
Ha neuze, tremenet flamm an tantadik ven,
Torret ar vaz-valan ha dilezet an den.
    Foei d’an drubarderez !

Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann Badezour,
War he daoulin pleget, gant he mouezik ken flour,
    D’he c’halonig mignon,
Amzavas dre eul lê, ar feiz en he c’homzou,
Ar c’houeka karantez a c’hellfe an nenvou,
    Binniga hep sermon !


Na oar ket vit petra ha na oar ket perag,
He deus grêt kement-se, en eun tol krenn, a dag,
    Rag leal oa arog !
Ha sonjal e ree hen karout sterd, avad,
D’an unvaniez red, ’n em roche gant gwir stad,
    Met an drubuill zo rog !

Touellet he unan, a berz an droug-speret,
Gwall skwer da bephini ha d’an ifern gwestlet,
    Balamour d’an tech koz !
Daoust hag ar gaou ganet en kalonig Eva,
Dre an herez diaoulek a zeu da c’hrienna,
    Dindan reveulz an noz ?

Met pegwir zo urz vad, dre gemenn ar Salver,
A vezo pouezet piz, — aotread ar barner —
    Gant eur c’hrog [1] dizamant
Lod an droug hag ar gwall, da bep den tamallet,
Eneb talvoudegez ar vad grêt ha rannet,
    Bezomp hep nec’hamant !

Dirag ar Werc’hez sakr ha Sant Yann-Badezour
He deus touet a galon ha nac’het a vouez flour
    ’Vel en despet d’ezi !
Ha da biou gout an droulans — d’ar ginou pe d’ar gwad ?
D’ar plac’h pe d’al ligne ? — d’ar bugel pe d’an tad ?
    Da biou ar falzoni ?


_______________

BREIZ GLAC’HARET
___________


D’ar gwir varz Théophile Guyomarc’h


« Me a fell din vefe va c’han digabestr eveld ar c’hefeleg a darnij war an yun, a nefe va c’han ’vit lezen met plijadur va spered ha va sonj, hag evit ton, nemet trouz va c’halon birvidig. »


Glac’har zo em c’halon o toned en va bro.
O weled an deliou e traon ar gwez dero.
O weled er parkou an holl drez o redal,
O klevoud dre ar vro avel fall o yudal.

Goulskoude en va bro a zo memes douar,
En va bro sarac’het gant poan ha gant kounnar
Eler, benviachou, ledet dre an erven
A ra d’hon ezili krena gant an anken.

N’euz den war ar bale na den o labourat
Na welan den er park na den ive er prat
Er warem na glevan ar mesaer o youal
Danvad o vegelad nag an oan o vreunial.

Va c’haer gaez, oa gwechall ken iskiz ha laouen
A zo prestik breman da gweza en poultren
Ranna ra va c’halon, Doue, planeden gri !
Va daerou neuz ruillet o tigwezout em zi !


Penaoz meuz anvezet va zi kement karet,
Rag ar braz dioutan a zo vel pullufet.
Ar prenestrou brevet, an nor ken miserab
Ar presiou louedet ma zeo sklaset va gwad.

Al lec’h am euz bevet eürus ha didourmant
Al lec’h ma zoun-me bet ken foll ha ken yaouank
A zo breman didrouz, ha trist’vel ar maro.
Red eo din arreti ha mont-krenn en dizro.

Deus ar speuren e ma, bepred seder ha flam,
Dindan eur weren dorret poltred karet va mam ;
Gouelet am euz dourek, klemmet a meuz va gwalc’h,
Follet eo va spered ha va c’halon awalc’h.

An iliz zo karget gand yeot ha gant lener
Eun hoper zo neizet tre war dal an aoter
Er vered ar beziou a zo el loustoni.
Ar mein hag ar c’hroaziou goloet a genvi.

Eun alan bilimus neuz c’houezet war va bro.
Ma na welan dre holl met traou trist ha garo
Goulskoude na gredan vefe en Breiz-Izel
Na brezel na trubuill da veza ken kruel.

Va zi, va c’haer, va bro, a zo abandonet.
Tud, kerent, mignoned a zo holl partiet,
Rannet eo va chalon, ne c’hellan ket kompren,
Ha mervel a renkan kreiz an devalijen.


_______________

DA ANAON
THÉOPHILE GUYOMARC’H
___________


Dirazout, mestr ar bed ha salver an den kez,
Daoulinet, gant gwir doujanz, en arvar hag enkrez,
Reuzeudik, en va daëlou karget a c’hwerventez,
A c’houlennan ganes, kinnig prim d’am mignon
    Glac’har braz va c’halon.

Daou vreur a oamp ! ha barzed e oamp ive hon daou.
Unanet dre al lê d’ober brezel d’ar gaou.
En karantez hor bro, maget gant gwad ar Vamm
A viremp glan ha kaër, brud eul ligne divlamm.
Pa vanke d’in re vuan astenn va c’hammejou
Eur c’helenner feal a boueze va c’homzou.

E galon a oa frank ha digor braz d’ar mad
E yalc’h, hep damanti, rinset d’ar paour, gant stad,
Prestr atao da sikour, da rei skoazel d’an holl
Hep sonjal ’nije ket alies e zigoll.
Speredek ha gwiziek, evelse dous ha fur,
Met enebour kaled d’an dud fall ha hudur.

Skubet eo va c’henvreur, o tizreï deuz va zi !
E varo trist kenan a ra din hirvoudi,
Na gollin ket envor ! biken na zisonjin
Deuz va mignon karet, ken karantezus d’in,
Biken deuz va spered na gerzo ar c’homzou,
An diveza gleven o tont deuz e c’hinou.


Gant va fedenn kaloneg, kalz kenvroïz a leiz
A gaso, dre berz Doue, trugarez d’ar barz Breiz.

      Pa vleunio ar brug a neve
      Dapin eur vouden euz ar mene,
      Kichen e vez, a blantin neuze
      Kaëra fleurenik an Arre,
      Hag an avel flour, iskiz
      Da Verrien, en tal an iliz
      A gano da Phil Guyomarc’h
      Sôn burzuduz an douar.
      Hag awechou, an ezen dener
      A zougo d’añ kan an Alc’houeder.

Miz Kerzu 1929.

_______________

VA C’HOANT AR C’HERÉ KAMM
___________


’Neuz forz a-bed. Despet na n’e ket brao,
Va c’halon a zouj anezan…
Kamm eo. Mad tre ! pegwir a gao
Ar c’hiz da blijout din kenan.
Nann ! n’eo ket brao ha darn all a vousc’hoarz,
Pa dremen a biou d’in chilgamm.
Met e zaoulagad prim a c’harz
Ar sklerder war e zremm ken flamm.

Va c’hoant a zo kere. An holl dud vad euz ker,
Ebars he di, a deu bemde da barpillad.
Delc’hen a ra bepred eur iez splan ha seder.
Vit gelver an hunvre oar giriou deread.
      Kana’ra soniou ken dudius,
      Lod an’ euz avi deuz he vouez,
      Pa ziroll, tener hag alânus,
      Evid-oun ’n eur grena a bez.

Ken mad eo. Ne vo morse pinvidik.
Rag peb paour kez d’ezan a zo kenvreur…
Met daouste ze, meur a hini birvidik,
Vit hen chechat, a ra an dro d’e leur !
Er pardoniou, red eo mont d’ar jabadao.
Va mignon kez n’e ket evit dansal,
Rag e c’har gamm a vir outan atao,
Gwela ’neuz grêt, meur a wech o sonjal…


_______________

DA JEAN-JULIEN LEMORDANT
___________


Ho taoulagad zo serret da sklerijenn an de
Mes ar sklêrder’ n ho kalon a drid en bravente,
Er gened ken dudius bepred a chomo glan
Yaouankis ha karantez da viken brao ha splan.

Vos pauvres yeux fermés à la clarté du jour,
Gardent dans votre cœur l’éternelle lumière,
Que la Beauté, pourtant, dispensatrice austère,
Met avec des reflets de jeunesse et d’amour.


Vel kontaden burzudus, ha siwaz trist kenan,
Eur gont berr ha spouronnus am euz klevet breman.
Ha va daëlou difronket gis eur stêr diredet,
Bars eur rann leun a c’hloar, levenez ’n euz laket.

Telle une merveilleuse et lamentable histoire,
J’entendis un récit fort terrible et poignant…
Mes larmes ont coulé, véritable torrent,
Bénissant la douceur d’une page de gloire.


Ha neuze war va daoulin zoun kwezet ’ en eul lam,
Ho sakrifis komprenet pegen braz, pegen flam.
Ar prof holl disklabezet euz ardou ar bed-ma
Skedus zo ’n em zisklèriet bars eun noaz ar brava.

Et tombant à genoux d’un élan instinctif,
J’ai compris la grandeur de votre sacrifice.
L’offrande dépouillée de vulgaire artifice,
Plus clairement parut dans un nu mis à vif.


Seder an nevez amzer a gan bars ho kalon
’Hentchaz ho torn hep krena war al lien kalet,
Ha me, paour kez reuzeudik, meur a wech meuz klasket
Kas d’an Nenv, vit ho meuli, va zalud dre eur zon.

Le printemps éternel chantant dans votre cœur
Guida votre pinceau sur une toile ardue.
Je voudrais moi, rampant, élever à la nue
Un immortel hommage au glorieux vainqueur.


      Peurgas :
Eur c’hlenved a ra din beza gwall drouk ha du ;
Bemde en em gavan mes morse na ven henvel,
Vit ma welo ’ n e c’hwarez ar bobl a Vreiz Izel,
Va Doue, da Lemordant roït ar gweled dustu !

      Envoi :
Un mal qui m’a frappé me rend méchant et sombre,
Chaque jour je me vois mais sans être pareil…
À Lemordant, mon Dieu, dévoilez le soleil,
Montrez-lui les Bretons à genoux dans son ombre !…


_______________

NEC’H
___________


Da Loeiza Fléouter, a greiz kalon.


Awechou, pa iud an avel,
      va c’halon a ve trist kenan.
Tenvel giz ar pec’hed marvel,
      an daérou a veuz anezan.
Met desket meuz trec’hi va glac’har
      ha kana krenv e lec’h gouëla.
Koach a ran anken ha kounar
      er bed, na dal ket deomp lenva.
Nann ! na dal ket en em ziskuill,
Rag bea zo kalz a dud sod.
Euz a re fall vez kavet puill,
Stankoc’h vit bleuniou war ar bod.

Peb den a zoug e zamm — pephini neuz e lod
Ar bed a c’ha, a zeu, hag an holl draou a ruill.
Ha ma glaskit eur wech lakaat an harz d’ar rod,
A po ziwar ho fri — vel eun diskroug — anduill.

Awechou, pa ziroll em spered,
      envoriou didruez ha kri.
A zeblant d’in ez oun bet merket
      vit maga gwall ha kasoni.
Goulskoude zo tomder em c’halon,
      eun tantad flamm met dalc’het kloz.
Digare meuz hag a bep feson,
      d’hen kuzet mad : war-n-on, malloz !


Feuket am euz meur a hini,
      ’n eur larout d’ê ar wirione.
Darn all neuz roet d’in testeni,
      ha bennoz douz o c’harante…
Met piou velse neuz va aotréet
      da ziframma tud ven ha fall ?
Peb den gant lorc’h a zo kabestret,
      Atao en em gav didamall !

Awechou, neubeudik a dra,
      a ziskenn sklerijenn war-n-on.
Bennoz Doue oar diskarga,
      levenez vraz en hor c’halon.
Bennoz Doue eo an heol splann,
      an evned en gwarez ar c’hoat.
Sell, birvidik o daoulagad,
      hag ar garantez en o c’han !


_______________


TABLE DES MATIÈRES

Pages

Avant-propos (Jaffrennou) 
 5
 17
 23
 28
Terre d’Arvor 
 33
 35
Le chant des marais 
 38
 43
 47
Pour les gueux 
 53
 55
 65
Idylle 
 78
 82
Inquiétude 
 84
La ballade du temps perdu 
 86
Rêverie dans une église 
 88
Émigrants ! 
 90
L’envouté 
 91
Parures de neige 
 95
Les ailes qui se brisent 
 98
Sarcasme 
 100
À Montparnasse, un soir 
 101
Ode au clocher 
 102
À quelqu’une 
 104
Pluie 
 105
La brouette de la mort 
 106
Amours de bergers 
 108
Le mystère de la Trinité 
 111


————
ÉDITIONS “ ARMORICA ”


CARHAIX (Finistère)

AN OALED, Revue du mouvement breton
Abonnement 
  28 fr.


―――


1. Gwenfrewi De Volz-Kerhoënt. — Er Bleu Keltiek 
 8 fr.
2. Charles Ar Bras. — War an delen an abardaez 
 10 fr.
3. Louis Le Dall. — Contes nocturnes 
 12 fr.
4. Jean Souvenance. — Le peintre Grégoire (1872-1928) 
 6 fr.
5. Jean Souvenance. — Le Livre de l’Adieu 
 10 fr.
6. Taldir Jaffrennou. — La Clef des Noms 
 10 fr.
7. Charles Cotonnec. — Sonjennou eur C’hernewad 
 10 fr.
8. Fanch Abgrall. — Luc’hed ha moged 
 10 fr.
9. Fanch Abgrall. — Et moi aussi j’ai eu 20 ans 
 10 fr.
10. T. Ar Garrec. — Moueziou an Abardaenoz 
 12 fr.



RENNES. — IMPRIMERIE DE LA PRESSE RÉGIONALE DE L’OUEST
  1. Eur c’hrog-pouezer.