Kan an alc’houeder

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Armorica, 1935  (p. 25-26)



KAN AN ALC’HOUEDER
___________


Me a zo savet mintin mad,
Pell euz ti va mamm ha va zad,
Digoret ’meuz va diou askel,
Ha me nijo uhel, uhel…
Me zant va gwad o virvi,
    Tirli, tirli, tirliti,
Nerz a zo em izili,
    Tirli, tirli-li.
Me gan va bro ha va zi,
    Tirli, tirliti !

An oabl zo glaz, an heol zo splan,
Moned uhelloc’h a renkan.
Ar c’hliz a zo war an dachen,
Ha va c’halon zo eun delen.
’Barz ar gaërder, pell ouz ar vrud,
E man ar gwir — ’man ar Burzud,
Krenvoc’h va mouez ! Falloc’h vit mud
An neb na gan e dud !
    Turlu, turlu-tud !

Uhelloc’h c’hoaz er sklerijen
Ma zeui ar sklerder war va fenn !
Evel ma ’zoun eun Alc’houeder
Seul uhel a vin, seul seder.
Kana ’rin traou tener ha flamm,
Atao war eon, — morse tro gamm,
Koantiri ha musc’hoarz va mamm.
Fall — difall mez divlamm !
    Turlu, turlu-lamm !


Siouaz ! an heol ’n euz va dallet !
Gant ar voren ez oun sklaset !
Ingolenet gant ar gurun !
Ha va c’halon zo en bruzun !
An avel noz zeu d’am rêvi.
    Tirli, tirli, tirliti.
Kanomp hor bro hag hon zi
    Tirli, tirliti !


_______________