Mont d’an endalc’had

Dizro !

Eus Wikimammenn
Armorica, 1935  (p. 59-61)



DIZRO !
___________


D’eur c’henvroadez brudet.


Desket m’oa d’it, tôniou ha soniou lirzin,
Deut d’eomp en-eeün gant hon tud koz.
Ha pa gleven neuze da vouezik sklintin,
O kana ’nê, vijen er baradoz.
Kaout a ree d’in e pa touet fealdet
Da beadra poblou ter ar mene.
Ha padal dec’h, memes e oant holl nac’het,
Da wad, da di, da vamm ha da ene !

Ya, dalc’h breman ar prof ouz da ganiri
D’ar bobl lorc’huz a gaves deuz da c’hiz.
Na teues ket glorus gant da goantiri,
Da rodellad en hor bro ken iskiz.
Breman te raï lazik d’ar re a giri,
Ha faê warnomp — da vreudeur — koz Vreiziz.
Gwir eo an hent a zo frank da bep-hini.
O plac’hig kez, diwall mad ouz Pariz !

Rag kalz re all am euz bet gwelt touellet
Hag eun devez sklapet en kreiz ar pri.
Pa vanko d’it da vouez sklêr ha da c’hened
Gra da sonj mad e po ziwar da fri.
Ma reust da droad a dorri da gammejou,
Hag eur gwall lamm deuz uhel a dapi.
Mez divezad e teuan war da dreujou…
Na ri tamm forz memes deuz va ali.


Peuz ket envor, Breizadez ven ha penn skanv,
Deuz da ligne ha deuz hor yaouankiz ?
Pa ’mout hirio, vel al lapoused goanv,
Tec’het skouelfeg, hep sellet war da giz…
Pa pe kanet, daouste kreiz ar strakadeg,
Na gleves ket, dre holl, er meuleudi,
Eur c’henvroad kendalc’hus d’e vrezoneg,
O rebech d’it, plac’hig, da falloni ?

Ober ra fall neb ra goap gant follente
Deuz ar c’havel an euz he luskellet.
Ne ran foëltr forz ouz lorc’h nag ouz bravente,
Pa na zalc’her d’an ti lec’h oar savet.
Gout a ran mad, biken te na bardoni
Ar c’homzou-man, skrivet sterd hep kounnar.
Ha war-n-on-me, da valloz zur a zalc’hi,
Keit a vin beo… ha te war an douar.

Eur gwall doare am euz kemeret breman,
Ma renkan d’it, displega penn-da-benn,
Drast va c’halon hag ar pez a bouez war-n-han,
Kaz ha tan flamm, pa lavarin a grenn.
Droug c’ha ennon pa welan koz rampenned,
O reï an urz deomp-ni, holl gwir Vreiziz,
Ha gant arc’hant ha boulouz a bemp lec’hed
C’hont da gemer giziou sod da Bariz !…

Ma teues c’hoaz en bro ar billawërien,
Gant da zillad paët gant milluriou,
Daouste na vo ket dao d’an holl gouerien,
Lipad ar pri vit espern da voutou ?

Gwir eo te peuz breman eur wetur-dre-dan
Eur c’hastell kaër savet war ribl ar mor,
Lakichen braz a bep liou, ha re vihan,
Eun arme grenv o kana d’it enor.

Meuz ket avi ouzout, met kals melkoni
Ouz da welet, kenvroadezik kez,
O c’hont dallet da lec’h a nij ar brini
Ma kendalc’hez da ren ar seurt buhez !
Deus war da giz, hag an holl az kemero.
Vel eur bugel karet ha dianket.
O plac’hig koant adarre te a gano
Ar soniou koz, gwechall e poa desket !


_______________